LUKE
Chapter 21
Luke | BretonNT | 21:3 | Hag e lavaras: Me a lavar deoc'h e gwirionez, an intañvez paour-se he deus lakaet muioc'h egeto holl, | |
Luke | BretonNT | 21:4 | rak holl o deus lakaet e profoù Doue eus ar pezh o doa a re, met houmañ he deus lakaet eus he dienez, kement holl he doa evit bevañ. | |
Luke | BretonNT | 21:5 | Evel ma komze hiniennoù diwar-benn an templ, gant e vein kaer hag e profoù pinvidik, e lavaras: | |
Luke | BretonNT | 21:6 | Gwelout a rit an traoù-se, deizioù a zeuio ma ne chomo ket anezho maen war vaen na vo diskaret. | |
Luke | BretonNT | 21:7 | Goulenn a rejont digantañ: Mestr, pegoulz e c'hoarvezo an traoù-se, ha dre beseurt sin e vo anavezet e vint prest da c'hoarvezout? | |
Luke | BretonNT | 21:8 | Eñ a lavaras: Diwallit na dromplfe den ac'hanoc'h. Rak meur a hini a zeuio em anv, o lavarout: Me eo, hag: An amzer a dosta. N'it ket eta war o lerc'h. | |
Luke | BretonNT | 21:9 | Pa glevot komz eus brezelioù hag eus dispac'hioù, na spontit ket, rak ret eo e teufe an traoù-se a-raok. Met ne vo ket kerkent ar fin. | |
Luke | BretonNT | 21:10 | Neuze e lavaras dezho: Ur vroad a savo a-enep ur vroad all hag ur rouantelezh a-enep ur rouantelezh all. | |
Luke | BretonNT | 21:11 | Hag e vo krenoù-douar bras e meur a lec'h, naonegezhioù ha bosennoù. Traoù spouronus en em ziskouezo ha sinoù bras eus an neñv. | |
Luke | BretonNT | 21:12 | Met a-raok an holl draoù-se, e lakaint o daouarn warnoc'h hag e wallgasint ac'hanoc'h, ho kasint er sinagogennoù hag ho lakaint er prizon, ho kasint dirak rouaned ha dirak gouarnourien abalamour da'm anv. | |
Luke | BretonNT | 21:15 | rak me a roio deoc'h ur genoù hag ur furnez na c'hello hoc'h holl enebourien respont netra dezho na stourm outo. | |
Luke | BretonNT | 21:16 | Droukroet e viot gant ho kerent, gant ho preudeur, gant ho nesañ ha gant ho mignoned, hag e lakaint kalz ac'hanoc'h d'ar marv. | |
Luke | BretonNT | 21:21 | Neuze ar re a vo e Judea, ra dec'hint war ar menezioù, ar re a vo e-kreiz Jeruzalem, ra zeuint er-maez anezhi, ar re a vo er parkeier, ra chomint hep mont en-dro. | |
Luke | BretonNT | 21:22 | Rak ar re-se a vo deizioù a gastiz, evit ma'c'h erruo an holl draoù a zo skrivet. | |
Luke | BretonNT | 21:23 | Gwalleur d'ar gwragez brazez ha d'ar magerezed en deizioù-se! Rak e vo ur glac'har bras war ar vro ha droug a-enep ar bobl-mañ. | |
Luke | BretonNT | 21:24 | Kouezhañ a raint dindan troc'h ar c'hleze ha kaset e vint da sklaved e-touez an holl vroadoù. Jeruzalem a vo mac'het gant ar vroadoù betek ma vo peurleuniet amzerioù ar vroadoù. | |
Luke | BretonNT | 21:25 | Bez' e vo sinoù en heol, el loar hag er stered. Ha war an douar, ar vroadoù a vo en nec'hamant, ha ne ouezint petra d'ober e-keñver ar mor hag e donnoù oc'h ober un trouz bras. | |
Luke | BretonNT | 21:26 | An dud a fallao gant ar spont, o c'hortoz an traoù a dle c'hoarvezout er bed, rak galloudoù an neñvoù a vo hejet. | |
Luke | BretonNT | 21:27 | Neuze e vo gwelet Mab an den o tont war ur goabrenn gant galloud ha gant ur gloar bras. | |
Luke | BretonNT | 21:28 | P'en em lakaio an traoù-se da c'hoarvezout, sellit d'an nec'h ha savit ho pennoù, rak ho tasprenadur a dosta. | |
Luke | BretonNT | 21:30 | pa vountont, ec'h anavezit ac'hanoc'h hoc'h-unan o welout anezho, emañ tost an hañv. | |
Luke | BretonNT | 21:31 | Evel-se ivez, pa welot kement-se o c'hoarvezout, gouezit emañ tost rouantelezh Doue. | |
Luke | BretonNT | 21:32 | Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos ar rummad-mañ ne dremeno ket ken na vo c'hoarvezet an holl draoù-se. | |
Luke | BretonNT | 21:34 | Lakait eta evezh ouzhoc'h, gant aon na zeufe ho kalonoù da vezañ pounneraet gant an dirollerezh, gant ar vezventi ha gant prederioù ar vuhez-mañ, ha na zeufe an deiz-se warnoc'h a-daol-trumm. | |
Luke | BretonNT | 21:35 | Rak dont a raio evel ur roued da soupren ar re holl a chom war holl c’horre an douar. | |
Luke | BretonNT | 21:36 | Beilhit eta ha pedit e pep amzer, evit ma viot kavet din da dec'hout diouzh an holl draoù-se a dle c'hoarvezout, ha da badout dirak Mab an den. | |
Luke | BretonNT | 21:37 | E-pad an deiz e kelenne en templ, hag en noz ez ae hag en em zalc'he war ar menez galvet Menez an Olived. | |