Site uses cookies to provide basic functionality.

OK
MATTHEW
Prev Up Next Toggle notes
Chapter 19
Matt BretonNT 19:1  P'en doe Jezuz peurlavaret ar c'homzoù-se, ez eas kuit eus Galilea hag e teuas e kostezioù Judea en tu all d'ar Jordan.
Matt BretonNT 19:2  Ur bobl vras a heulias anezhañ, hag eno e yac'haas anezho.
Matt BretonNT 19:3  Ar farizianed a zeuas hag a lavarjont dezhañ evit e demptañ: Hag e c'hell un den kas e wreg kuit evit n'eus forzh peseurt abeg?
Matt BretonNT 19:4  Eñ a respontas: Ha n'hoc'h eus ket lennet penaos ar C'houer, er penn-kentañ, a reas anezho gwaz ha plac'h,
Matt BretonNT 19:5  ha penaos en deus lavaret: Setu perak ar gwaz a guitaio e dad hag e vamm hag en em stago ouzh e wreg, hag an daou a zeuio ur c'hig hepken?
Matt BretonNT 19:6  Evel-se ne d-int mui daou, met ur c'hig hepken. Arabat eo d'an den disrannañ ar pezh a zo bet unanet gant Doue.
Matt BretonNT 19:7  Int a lavaras dezhañ: Perak eta en deus Moizez gourc'hemennet reiñ d'ar wreg ur skrid a dorr-dimeziñ hag he c'has kuit?
Matt BretonNT 19:8  Jezuz a respontas dezho: Abalamour da galeter ho kalon eo en deus Moizez roet galloud deoc'h da gas kuit ho kwragez, met er penn-kentañ ne oa ket evel-se.
Matt BretonNT 19:9  Met me a lavar deoc'h penaos piv bennak a gas kuit e wreg, nemet evit difealded, hag a zimez da unan all, a ra avoultriezh, hag an hini a zimez d'ur wreg a zo bet kaset kuit, a ra avoultriezh.
Matt BretonNT 19:10  E ziskibien a lavaras dezhañ: Mar d-eo evel-se doare an den gant e wreg, n'eo ket talvoudus dimeziñ.
Matt BretonNT 19:11  Eñ a respontas dezho: An holl ne gomprenont ket ar gomz-se, met hepken ar re a zo bet roet dezho.
Matt BretonNT 19:12  Rak bez' ez eus eunuked a zo bet ganet evel-se a gof o mamm, reoù all a zo bet graet eunuked gant an dud, hag ez eus reoù all a zo en em rentet oc'h-unan eunuked abalamour da rouantelezh an neñvoù. Ra gompreno kement-mañ, an neb a c'hell kompren.
Matt BretonNT 19:13  Neuze e voe degaset dezhañ bugale vihan, evit ma lakaje e zaouarn warno ha ma pedje. Met an diskibien o fellae.
Matt BretonNT 19:14  Ha Jezuz a lavaras: Lezit ar vugale vihan ha na zifennit ket outo dont davedon, rak rouantelezh an neñvoù a zo d'ar re a zo heñvel outo.
Matt BretonNT 19:15  Lakaat a reas e zaouarn warno hag ez eas kuit ac'hano.
Matt BretonNT 19:16  Setu, un den a dostaas outañ hag a lavaras: Mestr mat, peseurt mad a dlean d'ober evit kaout ar vuhez peurbadus?
Matt BretonNT 19:17  Eñ a lavaras dezhañ: Perak em galvez mat? Den n'eo mat, nemet unan, Doue hepken. Mar fell dit mont er vuhez, mir ar gourc'hemennoù.
Matt BretonNT 19:18  Pere? emezañ. Jezuz a respontas: Ne vi ket muntrer; ne ri ket avoultriezh; ne laeri ket; ne lavari ket a falstesteni;
Matt BretonNT 19:19  enor da dad ha da vamm; ha, karout a ri da nesañ eveldout da-unan.
Matt BretonNT 19:20  An den yaouank a lavaras dezhañ: Miret em eus an holl draoù-se adalek va yaouankiz. Petra a vank din c'hoazh?
Matt BretonNT 19:21  Jezuz a lavaras dezhañ: Mar fell dit bezañ peurvat, kae, gwerzh kement ac'h eus, ro-se d'ar beorien, hag ez po un teñzor en neñv. Goude-se deus hag heuilh ac'hanon.
Matt BretonNT 19:22  Goude bezañ klevet ar c'homzoù-se, an den yaouank a yeas gwall drist, rak madoù bras en doa.
Matt BretonNT 19:23  Jezuz a lavaras d'e ziskibien: Me a lavar deoc'h e gwirionez, diaes eo d'un den pinvidik mont e-barzh rouantelezh an neñvoù.
Matt BretonNT 19:24  Me a lavar deoc'h c'hoazh, aesoc'h eo d'ur c'hañval tremen dre graoenn un nadoz eget d'un den pinvidik mont e-barzh rouantelezh Doue.
Matt BretonNT 19:25  An diskibien, o vezañ klevet-se, a voe souezhet bras hag a lavaras: Ha piv eta a c'hell bezañ salvet?
Matt BretonNT 19:26  Jezuz, o sellout outo, a lavaras: Dibosupl eo d'an dud, met pep tra a zo posupl da Zoue.
Matt BretonNT 19:27  Pêr, o kemer ar gomz, a lavaras: Setu, ni hon eus dilezet pep tra hag hon eus da heuliet, petra a vo evidomp?
Matt BretonNT 19:28  Jezuz a respontas dezho: Me a lavar deoc'h e gwirionez penaos, c'hwi hag hoc'h eus va heuliet, en eil c'hinivelezh, pa vo Mab an den azezet war dron e c'hloar, e viot ivez azezet war daouzek tron, hag e varnot daouzek meuriad Israel.
Matt BretonNT 19:29  Ha piv bennak en devo kuitaet tiez, pe breudeur, pe c'hoarezed, pe tad, pe mamm, pe gwreg, pe bugale, pe douaroù, abalamour da'm anv, a resevo kant kemend all hag en devo ar vuhez peurbadus da hêrezh.
Matt BretonNT 19:30  Met kalz eus ar re gentañ a vo ar re ziwezhañ, ha kalz eus ar re ziwezhañ a vo ar re gentañ.