Toggle notes
Chapter 1
II T | BretonNT | 1:1 | Paol, Silvan ha Timote, da Iliz an Desalonikiz a zo e Doue hon Tad hag en Aotrou Jezuz-Krist: | |
II T | BretonNT | 1:2 | Ar c'hras hag ar peoc'h ra vo roet deoc'h a-berzh Doue hon Tad hag an Aotrou Jezuz-Krist! | |
II T | BretonNT | 1:3 | Breudeur, ret eo deomp trugarekaat Doue dalc'hmat evidoc'h, evel ma'z eo dereat, abalamour ma kresk ho feiz muioc'h-muiañ ha ma fonn ar garantez hoc'h eus an eil e-keñver egile, | |
II T | BretonNT | 1:4 | en hevelep doare ma tennomp gloar ac'hanoc'h en Ilizoù Doue, abalamour d'ho pasianted ha d'ho feiz en hoc'h holl heskinoù hag er c'hlac'haroù a c'houzañvit, | |
II T | BretonNT | 1:5 | ar pezh a zo ur brouenn eus ar varnedigezh reizh Doue, evit ma viot kontet dellezek eus rouantelezh Doue a c'houzañvit poan eviti. | |
II T | BretonNT | 1:7 | ha ma rofe deoc'h-c'hwi a zo glac'haret, an diskuizh ganeomp, pa en em ziskouezo an Aotrou Jezuz eus an neñv gant aeled e c'halloud, e-kreiz flammoù-tan, | |
II T | BretonNT | 1:8 | evit tennañ veñjañs eus ar re n'anavezont ket Doue ha na sentont ket ouzh Aviel hon Aotrou Jezuz-Krist. | |
II T | BretonNT | 1:9 | Gouzañv a raint o c'hastiz, ur gollidigezh peurbadus pell diouzh dremm an Aotrou ha diouzh gloar e c'halloud, | |
II T | BretonNT | 1:10 | pa zeuio en deiz-se evit resev gloar en e sent hag evit bezañ gwelet gant boem e-touez ar re holl o devo kredet, rak kredet hoc'h eus d'an testeni hon eus douget deoc'h. | |
II T | BretonNT | 1:11 | Dre-se ivez e pedomp dalc'hmat evidoc'h, evit ma kavo hon Doue ac'hanoc'h dellezek eus ho kalvidigezh ha ma peurc'hraio gant galloud holl soñjoù hegarat e vadelezh hag oberenn ar feiz, | |
Chapter 2
II T | BretonNT | 2:1 | Diwar-benn donedigezh Jezuz-Krist hag hon unaniezh gantañ, e pedomp ac'hanoc'h, breudeur, | |
II T | BretonNT | 2:2 | n'en em lezot ket da vezañ brañsellet gant nebeut a dra en ho soñjoù, ha da vezañ nec'het gant ur spered, gant ur ger pe gant ul lizher a vefe lavaret dont eus hor perzh, evel ma vefe aze dija deiz Krist. | |
II T | BretonNT | 2:3 | Ra ne dromplo den ac'hanoc'h e doare ebet. Rak ret eo e c'hoarvez an dirollerezh da gentañ hag en em ziskouez den ar pec'hed, mab ar gollidigezh, | |
II T | BretonNT | 2:4 | an enebour a sav dreist kement a c'halver Doue pe a azeuler, betek azezañ evel Doue e templ Doue, oc'h en em reiñ e-unan evel Doue. | |
II T | BretonNT | 2:5 | Ha n'hoc'h eus ket soñj em eus lavaret an traoù-se deoc'h pa oan c'hoazh ganeoc'h? | |
II T | BretonNT | 2:6 | Bremañ gouzout a rit petra a harz outañ, evit ma n'en em ziskouezo nemet en e amzer. | |
II T | BretonNT | 2:7 | Rak mister an direizhder a labour dija, o c'hortoz hepken ma vo aet kuit an hini a harz outañ. | |
II T | BretonNT | 2:8 | Ha neuze en em ziskouezo an hini fallakr, an hini a vo distrujet gant an Aotrou dre c'hwezh e c'henoù ha kaset da netra gant sked e zonedigezh. | |
II T | BretonNT | 2:9 | Emziskouez an hini fallakr-se a c'hoarvezo dre oberenn Satan, gant pep seurt galloud, gant sinoù ha burzhudoù faos, | |
II T | BretonNT | 2:10 | ha gant holl dromplerezh an direizhder e-touez ar re en em goll, abalamour ma n'o deus ket degemeret karantez ar wirionez evit bezañ salvet. | |
II T | BretonNT | 2:12 | evit ma vo kondaonet ar re holl n'o deus ket kredet er wirionez met o deus kemeret plijadur en direizhder. | |
II T | BretonNT | 2:13 | Met e tleomp trugarekaat Doue dalc'hmat abalamour deoc'h, breudeur karet-mat gant an Aotrou, dre ma en deus Doue ho tibabet abaoe ar penn-kentañ evit ar silvidigezh dre santeladur ar Spered ha dre ar feiz er wirionez. | |
II T | BretonNT | 2:14 | Ho kalvet en deus da gement-se dre hon Aviel, evit ma vo ganeoc'h gloar hon Aotrou Jezuz-Krist. | |
II T | BretonNT | 2:15 | Dre-se, breudeur, chomit start ha dalc'hit ar gelennadurezh hoc'h eus resevet dre gomz pe dre hol lizher. | |
II T | BretonNT | 2:16 | Hon Aotrou Jezuz-Krist e-unan, ha Doue hon Tad en deus hor c'haret ha roet deomp dre e c'hras ur frealz peurbadus hag un esperañs vat, | |
Chapter 3
II T | BretonNT | 3:1 | A-hend-all, breudeur, pedit evidomp evit ma en em skuilho ger an Aotrou ha ma vo roet gloar dezhañ evel ma'z eo en ho touez, | |
II T | BretonNT | 3:2 | hag evit ma vimp dieubet eus an dud diroll ha fall, rak ar feiz n'emañ ket gant pep hini. | |
II T | BretonNT | 3:4 | Ar fiziañs-se hon eus en ho keñver en Aotrou, penaos e rit hag e reot an traoù a c'hourc'hemennomp deoc'h. | |
II T | BretonNT | 3:6 | Breudeur, gourc'hemenn a reomp deoc'h en anv hon Aotrou Jezuz-Krist da bellaat diouzh pep breur a vev en dizurzh ha nann hervez ar gelennadurezh hoc'h eus bet diganeomp. | |
II T | BretonNT | 3:7 | Rak anavezout a rit hoc'h-unan penaos eo reizh evidoc'h heñvelout ouzhimp, ha n'hon eus ket bevet en ho touez en dizurzh. | |
II T | BretonNT | 3:8 | N'hon eus debret bara den ebet evit netra, met omp bet er boan hag er skuizhder, o labourat noz-deiz evit na vijemp ket ur bec'h da hini ac'hanoc'h. | |
II T | BretonNT | 3:9 | N'eo ket n'hor boa ket ar galloud d'henn ober, met e oa evit reiñ deoc'h ennomp ur skouer da heuliañ. | |
II T | BretonNT | 3:10 | Evel-se pa edomp ganeoc'h, lavaret hon eus deoc'h sklaer penaos piv bennak na fell ket dezhañ labourat na dle ket debriñ kennebeut. | |
II T | BretonNT | 3:11 | Koulskoude e klevomp penaos en ho touez e vev hiniennoù en dizurzh, hep labourat, met o koll o amzer e traoù didalvoud. | |
II T | BretonNT | 3:12 | Ar re-se a bedomp hag a aliomp start dre hon Aotrou Jezuz-Krist, da labourat gant peoc'h evit debriñ o bara o-unan. | |
II T | BretonNT | 3:14 | Ma ne sent ket unan bennak ouzh ar pezh a lavaromp dre al lizher-mañ, notit eñ ha na zarempredit ket anezhañ evit m'en devo mezh. | |
II T | BretonNT | 3:15 | Koulskoude na sellit ket outañ evel ouzh un enebour, met kelennit anezhañ evel ur breur. | |
II T | BretonNT | 3:16 | Ra roio an Aotrou a beoc'h e-unan ar peoc'h deoc'h e pep amzer hag e pep doare! Ra vo an Aotrou ganeoc'h holl! | |
II T | BretonNT | 3:17 | Me Paol, a salud ac'hanoc'h eus va dorn va-unan. Hennezh eo va sinadur em holl lizhiri, evel-se eo e skrivan. | |