Site uses cookies to provide basic functionality.

OK
MARK
1 2 3 4 5 6 7 8 9 10 11 12 13 14 15 16
Prev Up Next Toggle notes
Chapter 3
Mark BretonNT 3:1  Mont a reas ur wech all er sinagogenn, hag e oa eno un den en doa un dorn disec'het.
Mark BretonNT 3:2  Hag ec'h eveshaent outañ da welout hag eñ a yac'hafe anezhañ d'an deiz sabad, evit e damall.
Mark BretonNT 3:3  Hag e lavaras d'an den en doa an dorn disec'het: En em zalc'h aze er c'hreiz.
Mark BretonNT 3:4  Lavarout a reas dezho: Hag aotreet eo ober vad pe droug, d'an deiz sabad, saveteiñ un den pe e lezel da goll? Hag int a davas.
Mark BretonNT 3:5  Neuze, o sellout gant fae ouzh ar re a oa en-dro dezhañ hag o vezañ glac'haret eus kaleter o c'halon, e lavaras d'an den-se: Astenn da zorn. Astenn a reas anezhañ hag e teuas yac'h evel egile.
Mark BretonNT 3:6  Ar farizianed, o vezañ aet er-maez, a zalc'has raktal kuzul gant an herodianed a-enep dezhañ evit e lakaat da vervel.
Mark BretonNT 3:7  Jezuz en em dennas gant e ziskibien war-zu ar mor, hag ul lod bras a dud a heulias anezhañ eus Galilea, eus Judea,
Mark BretonNT 3:8  eus Jeruzalem, eus Idumea hag eus an tu all d'ar Jordan. Hag ar re a oa diwar-dro Tir ha Sidon, o vezañ klevet komz eus an traoù bras a reas, a zeuas e niver bras war-zu ennañ.
Mark BretonNT 3:9  Eñ a lavaras d'e ziskibien derc'hel prest ur vag dezhañ, abalamour d'ar bobl vras-se, gant aon na vije re wasket ganto.
Mark BretonNT 3:10  Rak en doa yac'haet kalz anezho, en hevelep doare m'en em daole warnañ kement en doa ur c'hleñved evit stekiñ outañ.
Mark BretonNT 3:11  Pa en gwele an speredoù hudur, e taoulinent dirazañ hag e krient: Te eo Mab Doue!
Mark BretonNT 3:12  Met eñ a c'hourc'hemenne start dezho n'en zisklêrjent ket.
Mark BretonNT 3:13  Pignat a reas war ur menez hag e c'halvas ar re a felle dezhañ. Dont a rejont d'e gavout.
Mark BretonNT 3:14  Lakaat a reas daouzek anezho da vezañ gantañ, evit o c'has da brezeg,
Mark BretonNT 3:15  gant ar galloud da yac'haat ar re glañv ha da gas kuit an diaouled.
Mark BretonNT 3:16  Bez' e oant: Simon ma roas an anv a Bêr dezhañ;
Mark BretonNT 3:17  Jakez mab Zebedea, ha Yann breur Jakez, ma roas an anv a Voanergez dezho, da lavarout eo mibien ar c'hurun;
Mark BretonNT 3:18  Andrev; Filip; Bartolome; Mazhev; Tomaz; Jakez mab Alfe; Tadde; Simon ar C'hananead;
Mark BretonNT 3:19  Judaz Iskariod, an hini en droukroas. Neuze e tistrojont d'an ti.
Mark BretonNT 3:20  Ar bobl en em zastumas a-nevez, en hevelep doare ma ne c'hellent ket zoken kemer o fred.
Mark BretonNT 3:21  E vignoned o vezañ klevet kement-se, a yeas evit e gemer, rak lavarout a raent: Diskiantet eo.
Mark BretonNT 3:22  Hag ar skribed diskennet eus Jeruzalem, a lavaras: Dalc'het eo gant Beelzebul. Kas a ra kuit an diaouled dre briñs an diaouled.
Mark BretonNT 3:23  Jezuz, o vezañ o galvet, a lavaras dezho dre barabolennoù: Penaos e c'hell Satan kas Satan kuit?
Mark BretonNT 3:24  Mar d-eo ur rouantelezh a-enep dezhi hec'h-unan, ne c'hell ket ar rouantelezh-se padout,
Mark BretonNT 3:25  ha mar d-eo un ti a-enep dezhañ e-unan, ne c'hell ket an ti-se padout.
Mark BretonNT 3:26  Mar sav eta Satan a-enep dezhañ e-unan ha mar d-eo dizunvan, ne c'hell ket padout, met e ziwezh eo.
Mark BretonNT 3:27  Den ne c'hell mont e ti un den kreñv ha preizhañ e vadoù, nemet en defe da gentañ ereet an den kreñv-se. Neuze e preizho e di.
Mark BretonNT 3:28  Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos pep pec'hed a vo pardonet da vugale an dud kenkoulz hag ar gwallgomzoù m'o devo touet drezo,
Mark BretonNT 3:29  met piv bennak en devo gwallgomzet a-enep ar Spered-Santel n'en devo biken a bardon, met dalc'het e vo dindan ur varn peurbadus.
Mark BretonNT 3:30  Kement-se, abalamour ma lavarent: Dalc'het eo gant ur spered hudur.
Mark BretonNT 3:31  E vreudeur hag e vamm a erruas hag, oc'h en em zerc'hel er-maez, e kasjont d'e c'hervel.
Mark BretonNT 3:32  Ar bobl a oa azezet en-dro dezhañ hag e voe lavaret dezhañ: Setu, da vamm ha da vreudeur a zo er-maez o c'houlenn ac'hanout.
Mark BretonNT 3:33  Met eñ a respontas: Piv eo va mamm, piv eo va breudeur?
Mark BretonNT 3:34  Hag o teurel e zaoulagad war ar re a oa azezet en-dro dezhañ, e lavaras: Setu va mamm ha va breudeur.
Mark BretonNT 3:35  Rak piv bennak a ra bolontez Doue, hennezh eo va breur ha va c'hoar ha va mamm.