I CORINTHIANS
Chapter 12
I Co | BretonNT | 12:2 | Gouzout a rit penaos pa oac'h paganed, e oac'h douget d'an idoloù mut, hervez ma oac'h renet. | |
I Co | BretonNT | 12:3 | Dre-se e tisklêrian deoc'h penaos den ebet hag a gomz dre Spered Doue ne lavar: Jezuz a zo milliget! Ha den ne c'hell lavarout: Jezuz a zo an Aotrou! nemet dre ar Spered-Santel. | |
I Co | BretonNT | 12:8 | Rak da unan eo roet dre ar Spered ar ger a furnez, da unan all ar ger a ouiziegezh dre an hevelep Spered, | |
I Co | BretonNT | 12:9 | da unan all ar feiz dre an hevelep Spered, da unan all an donezonoù da yac'haat dre an hevelep Spered, | |
I Co | BretonNT | 12:10 | da unan all oberiañs ar mirakloù, da unan all ar brofediezh, da unan all merzadenn ar speredoù, da unan all liested ar yezhoù, da unan all jubennadur ar yezhoù. | |
I Co | BretonNT | 12:11 | Met un hevelep Spered hepken a oberi an holl draoù-se, en ur lodennañ anezho da bep hini evel ma fell dezhañ. | |
I Co | BretonNT | 12:12 | Rak evel ma'z eo unan ar c'horf ha ma en deus meur a ezel, hag evel ma ra holl izili ar c'horf, petra bennak ma'z int kalz, ur c'horf hepken, evel-se ivez emañ eus Krist. | |
I Co | BretonNT | 12:13 | Badezet omp bet holl en ur Spered hepken evit bezañ ur c'horf hepken, pe Yuzevien, pe Gresianed, pe sklavourien, pe tud frank, hag holl hon eus bet douraet en ur Spered hepken. | |
I Co | BretonNT | 12:15 | Ma lavarfe an troad: Dre ma n'on ket un dorn n'on ket eus ar c'horf, ha ne vefe ket evit-se eus ar c'horf? | |
I Co | BretonNT | 12:16 | Ha ma lavarfe ar skouarn: Dre ma n'on ket al lagad n'on ket eus ar c'horf, ha ne vefe ket evit-se eus ar c'horf? | |
I Co | BretonNT | 12:17 | Ma vefe an holl gorf lagad, pelec'h e vefe ar c'hleved? Ma vefe an holl gorf kleved, pelec'h e vefe ar c'hwesha? | |
I Co | BretonNT | 12:18 | Met bremañ Doue en deus lakaet pep ezel er c'horf evel ma'z eo bet plijet gantañ. | |
I Co | BretonNT | 12:21 | Al lagad ne c'hell ket lavarout d'an dorn: Ne'm eus ket ezhomm ac'hanout, na kennebeut ar penn lavarout d'an treid: Ne'm eus ket ezhomm ac'hanoc'h. | |
I Co | BretonNT | 12:23 | hag ar re a gavomp an nebeutañ enorus er c'horf, a wiskomp gant ar brasañ enor. Evel-se eo ar re zivalavañ eo ar re muiañ enoret, | |
I Co | BretonNT | 12:24 | e-lec'h ar re a zo a-zoare n'o deus ket ezhomm a gement-se. Doue en deus graet ar c'horf en un doare ma en deus roet muioc'h a enor d'an hini en doa ezhomm, | |
I Co | BretonNT | 12:25 | evit na vo ket dizunaniezh er c'horf, met m'o devo an izili ur preder heñvel an eil ouzh egile. | |
I Co | BretonNT | 12:26 | P'en devez un ezel poan, an holl izili o devez poan gantañ. Pa vez enoret un ezel, an holl izili en em laouena asambles gantañ. | |
I Co | BretonNT | 12:28 | Doue en deus lakaet en Iliz da gentañ an ebestel, d'an eil ar brofeded, d'an trede an doktored, goude ar re a ra mirakloù, ha goude-se ar re o deus an donezonoù da yac'haat, da sikour, da c'houarn, da gomz meur a yezh. | |
I Co | BretonNT | 12:29 | Hag ebestel eo an holl? Ha profeded eo an holl? Ha doktored eo an holl? Ha mirakloù a ra an holl? | |
I Co | BretonNT | 12:30 | Hag o deus an holl an donezonoù da yac'haat? Hag e komz an holl e yezhoù? Hag e jubenn an holl ar yezhoù? | |