Site uses cookies to provide basic functionality.

OK
MARK
1 2 3 4 5 6 7 8 9 10 11 12 13 14 15 16
Prev Up Next Toggle notes
Chapter 7
Mark BretonNT 7:1  Ar farizianed, gant lod eus ar skribed deuet eus Jeruzalem, a yeas da gavout anezhañ.
Mark BretonNT 7:2  Gwelout a rejont ur re bennak eus e ziskibien o kemer o fred gant daouarn lous, da lavarout eo hep bezañ o gwalc'het, hag e kavjont da damall.
Mark BretonNT 7:3  Rak ar farizianed hag an holl Yuzevien ne zebront ket hep bezañ gwalc'het o daouarn betek an ilin, o terc'hel hengoun ar re gozh,
Mark BretonNT 7:4  ha pa zeuont eus ar marc'had, ne zebront ket kennebeut hep bezañ en em walc'het. Ha kalz a draoù all a zo ivez o deus resevet evit o mirout, evel gwalc'hiñ an hanafoù, ar podoù, al listri-arem hag ar gweleoù.
Mark BretonNT 7:5  Neuze ar farizianed hag ar skribed a c'houlennas outañ: A-belec'h e teu ma ne heuilh ket da ziskibien hengoun ar re gozh ha ma kemeront o fred hep gwalc'hiñ o daouarn?
Mark BretonNT 7:6  Eñ a respontas dezho: Pilpouzed, Izaia en deus profedet mat diwar ho penn, hervez ar pezh a zo skrivet: Ar bobl-mañ a enor ac'hanon gant o muzelloù, met o c'halon a zo pell diouzhin.
Mark BretonNT 7:7  Met en aner eo ec'h enoront ac'hanon, o teskiñ kelennadurezhioù a zo gourc'hemennoù tud.
Mark BretonNT 7:8  Rak, o lezel gourc'hemenn Doue, e virit hengoun an dud, o walc'hiñ ar podoù hag an hanafoù, hag oc'h ober kalz a draoù all heñvel outo.
Mark BretonNT 7:9  Lavarout a reas dezho c'hoazh: Gwall vat e torrit gourc'hemenn Doue evit mirout hoc'h hengoun.
Mark BretonNT 7:10  Rak Moizez en deus lavaret: Enor da dad ha da vamm, ha: Piv bennak a villigo e dad pe e vamm a vo lakaet d'ar marv.
Mark BretonNT 7:11  Met c'hwi a lavar: An hini a lavaro d'e dad pe d'e vamm: Ar pezh am bije gallet reiñ dit a zo Korban, da lavarout eo ur prof,
Mark BretonNT 7:12  ne lezit ket anezhañ d'ober netra ken evit e dad pe e vamm,
Mark BretonNT 7:13  o kas da netra ger Doue gant ho hengoun graet ganeoc'h hoc'h-unan. Ha kalz a draoù all a rit evel-se.
Mark BretonNT 7:14  O vezañ galvet an holl bobl, e lavaras dezho: Selaouit holl ac'hanon ha komprenit:
Mark BretonNT 7:15  Netra eus ar pezh a zo er-maez eus an den hag a antre ennañ ne c'hell e huduraat, met ar pezh a zeu er-maez anezhañ, kement-se eo a hudura an den.
Mark BretonNT 7:16  Mar en deus unan bennak divskouarn da glevout, ra selaouo.
Mark BretonNT 7:17  Pa voe aet en ti, goude bezañ kuitaet ar bobl, e ziskibien a c'houlennas outañ petra oa ar barabolenn-se.
Mark BretonNT 7:18  Eñ a lavaras dezho: Ha bez' oc'h eta c'hwi ivez hep skiant? Ne gomprenit ket penaos kement tra a zo er-maez hag a antre en den ne c'hell ket e lousaat?
Mark BretonNT 7:19  Rak an dra-se ne ya ket er galon met er c'hof, a-belec'h e kouezh er foz, e-lec'h ma vez glanaet ar boued holl.
Mark BretonNT 7:20  Lavarout a reas: Ar pezh a zeu er-maez eus an den, eo ar pezh a hudura an den.
Mark BretonNT 7:21  Rak a-ziabarzh, eus kalon an dud eo, e teu ar soñjoù fall, an avoultriezh, ar gastaouerezh, ar muntroù,
Mark BretonNT 7:22  al laeroñsioù, ar c'hoantegezh, ar fallentez, ar faosoni, al loustoni, al lagad avius, an droukkomz, an ourgouilh, ar follentez.
Mark BretonNT 7:23  An holl draoù fall-se a zeu eus an diabarzh hag a hudura an den.
Mark BretonNT 7:24  O vont ac'hano, ez eas da gostezioù Tir ha Sidon. O vezañ aet en un ti, e felle dezhañ na ouije den kement-se, met ne c'hellas ket chom kuzhet.
Mark BretonNT 7:25  Rak ur wreg, a oa trec'het he merc'h gant un spered hudur, o vezañ klevet komz dioutañ, a zeuas hag en em daolas d'e dreid.
Mark BretonNT 7:26  Ar wreg-mañ a oa gresian, ha sirofenikian a bobl. E bediñ a reas da gas an diaoul kuit eus he merc'h.
Mark BretonNT 7:27  Jezuz a lavaras dezhi: Lez da gentañ ar vugale da gaout o gwalc'h, rak n'eo ket mat kemer bara ar vugale hag e deurel d'ar chas bihan.
Mark BretonNT 7:28  Met hi a respontas dezhañ: Gwir eo Aotrou, koulskoude ar chas bihan a zebr, dindan an daol, bruzun ar vugale.
Mark BretonNT 7:29  Neuze eñ a lavaras dezhi: Abalamour d'ar gomz-se, kae, an diaoul a zo aet er-maez eus da verc'h.
Mark BretonNT 7:30  O vezañ distroet d'he zi, e kavas e oa aet kuit an diaoul, hag he merc'h gourvezet war ar gwele.
Mark BretonNT 7:31  Jezuz, o vezañ kuitaet kostezioù Tir ha Sidon, a zeuas tost da vor Galilea, o treuziñ bro Zekapoliz.
Mark BretonNT 7:32  Degaset e voe dezhañ un den bouzar, a oa dalc'het en e gomz, hag e voe pedet da lakaat e zaouarn warnañ.
Mark BretonNT 7:33  O vezañ e dennet eus ar bobl a-du, e lakaas e vizied en e zivskouarn hag, o kemer eus e grañch, e stokas e deod.
Mark BretonNT 7:34  O sevel e zaoulagad etrezek an neñv, e huanadas hag e lavaras: Effata! da lavarout eo: Digor!
Mark BretonNT 7:35  Kerkent e zivskouarn a voe digoret, e deod a voe dizereet hag e komzas hep poan.
Mark BretonNT 7:36  Difenn a reas outo na lavarjent kement-se da zen, met mui e tifenne outo, seul vui e vrudent anezhañ.
Mark BretonNT 7:37  Souezhet meurbet, e lavarjont: Kement a ra a zo burzhudus, lakaat a ra zoken ar re vouzar da glevout hag ar re vut da gomz.