HEBREWS
Chapter 11
Hebr | BretonNT | 11:1 | Hogen ar feiz a zo ur gortoz kalet eus an traoù a esperer, un anatadur eus ar re na weler ket. | |
Hebr | BretonNT | 11:3 | Dre ar feiz ec'h ouzomp ez eo bet graet ar bed dre c'her Doue, en hevelep doare ma n'eo ket bet graet ar pezh a weler gant traoù gwelus. | |
Hebr | BretonNT | 11:4 | Dre ar feiz e kinnigas Abel da Zoue un aberzh gwelloc'h eget hini Kaïn, drezi e voe disklêriet reizh, Doue o rentañ testeni d'e brofoù, ha drezi e komz c'hoazh petra bennak ma'z eo marv. | |
Hebr | BretonNT | 11:5 | Dre ar feiz e voe savet Enok en neñv evit na welje ket ar marv, ha ne voe ket kavet ken abalamour m'en doa Doue e savet. Rak a-raok ma voe savet, en doa resevet an testeni da vezañ bet plijus da Zoue. | |
Hebr | BretonNT | 11:6 | Hogen ne c'heller ket bezañ kavet plijus gantañ hep ar feiz, rak ret eo d'an hini a dosta ouzh Doue krediñ ez emañ hag e teu da vezañ ar gopraer eus ar re a glask anezhañ. | |
Hebr | BretonNT | 11:7 | Dre ar feiz Noe, aliet a-berzh Doue eus an traoù na weled ket c'hoazh, a voe leuniet a zoujañs, hag a reas un arc'h evit silvidigezh e diegezh. Drezi e kondaonas ar bed hag e teuas da vezañ heritour eus ar reizhder a zo hervez ar feiz. | |
Hebr | BretonNT | 11:8 | Dre ar feiz Abraham, pa voe galvet, a sentas evit mont d'ar vro a dlee kaout da hêrezh hag a yeas kuit, hep anavezout pelec'h ez ae. | |
Hebr | BretonNT | 11:9 | Dre ar feiz e chomas en douar a oa bet prometet dezhañ evel en un douar estren, o chom dindan teltennoù gant Izaak ha Jakob, kenheritourien eus an hevelep promesa. | |
Hebr | BretonNT | 11:10 | Rak gortoz a rae ar gêr he deus diazezoù, an hini a zo Doue an oberer hag ar saver anezhi. | |
Hebr | BretonNT | 11:11 | Dre ar feiz ivez Sara a resevas ar galloud da goñsev hag, en desped d'he oad, e c'hanas ur bugel, abalamour ma he doa kredet e oa feal an hini en doa graet ar bromesa. | |
Hebr | BretonNT | 11:12 | Dre-se eus un den hepken hag a oa dija dinerzhet, eo bet ganet ur vandenn a dud ken niverus evel stered an neñv, evel traezh aod ar mor ha na c'hell ket bezañ kontet. | |
Hebr | BretonNT | 11:13 | Holl int marv er feiz hep bezañ resevet an traoù prometet, met o vezañ o gwelet a-bell hag o vezañ kredet enno, asañtet o deus hag anzavet o deus e oant diavaezidi ha beajourien war an douar. | |
Hebr | BretonNT | 11:15 | Mar o dije bet soñj eus an hini a-belec'h e oant deuet, o dije bet amzer a-walc'h da zistreiñ dezhi, | |
Hebr | BretonNT | 11:16 | met bremañ e c'hoantaont unan gwelloc'h, da lavarout eo unan neñvel. Dre-se Doue n'en deus ket mezh o vezañ galvet o Doue, rak kempennet en deus ur gêr dezho. | |
Hebr | BretonNT | 11:17 | Dre ar feiz Abraham a ginnigas Izaak pa voe amprouet; an hini en doa resevet ar promesaoù a ginnigas e vab nemetañ, | |
Hebr | BretonNT | 11:19 | Anavezout a rae e c'helle Doue zoken adsevel a-douez ar re varv, hag evel-se ec'h adkavas anezhañ evel dre ur seurt adsavidigezh a varv. | |
Hebr | BretonNT | 11:21 | Dre ar feiz Jakob o vervel a vennigas pep hini eus mibien Jozef, hag a azeulas harpet war benn e vazh. | |
Hebr | BretonNT | 11:22 | Dre ar feiz Jozef o vervel a reas anv eus ermaeziadeg bugale Israel, hag a roas urzhioù diwar-benn e eskern. | |
Hebr | BretonNT | 11:23 | Dre ar feiz Moizez, o vezañ bet ganet, a voe kuzhet e-pad tri miz gant e dud, dre ma weljont e oa kaer ar bugel ha na zoujjont ket urzh ar roue. | |
Hebr | BretonNT | 11:24 | Dre ar feiz Moizez, deuet da vezañ bras, a nac'has bezañ galvet mab da verc'h Faraon, | |
Hebr | BretonNT | 11:25 | o tibab bezañ gwallgaset gant pobl Doue kentoc'h eget kaout e-pad ur pennad amzer plijadur ar pec'hed, | |
Hebr | BretonNT | 11:26 | o priziañ mezhegezh Krist evel ur binvidigezh brasoc'h eget teñzorioù Bro Ejipt, rak gwelout a rae ar gopr. | |
Hebr | BretonNT | 11:27 | Dre ar feiz e kuitaas an Ejipt hep kaout aon rak kounnar ar roue, rak derc'hel a reas start, evel o welout an hini a zo diwelus. | |
Hebr | BretonNT | 11:28 | Dre ar feiz e reas ar Pask hag ar sparfadur gwad, evit na stokje ket an distrujer ouzh ar re gentañ-ganet eus Israel. | |
Hebr | BretonNT | 11:29 | Dre ar feiz e treuzjont ar mor Ruz evel pa vije bet douar sec'h, an Ejiptiz o vezañ esaeet tremen a voe beuzet. | |
Hebr | BretonNT | 11:30 | Dre ar feiz mogerioù Jeriko a gouezhas, goude ma oa bet graet an dro dezho e-pad seizh devezh. | |
Hebr | BretonNT | 11:31 | Dre ar feiz Rahab ar c'hast ne voe ket kollet asambles gant ar re zisent, dre ma he doa degemeret ar spierien e peoc'h. | |
Hebr | BretonNT | 11:32 | Ha petra a lavarin c'hoazh? Rak an amzer a vankfe din evit komz eus Gedeon, Barak, Samzun, Jefte, David, Samuel, ar brofeded, | |
Hebr | BretonNT | 11:33 | dre ar feiz o deus trec'het rouantelezhioù, o deus embreget ar reizhder, o deus resevet ar madoù prometet, o deus serret genoù al leoned, | |
Hebr | BretonNT | 11:34 | o deus mouget nerzh an tan, o deus en em ziwallet diouzh troc'h ar c'hleze, o deus yac'haet eus o c'hleñvedoù, int bet didrec'hus er brezel, o deus lakaet war dec'h armeoù estrañjour. | |
Hebr | BretonNT | 11:35 | Gwragez a adkavas o re varv dre an adsavidigezh, reoù all a voe merzheriet, o nac'hañ an dieubidigezh evit kaout un adsavidigezh welloc'h, | |
Hebr | BretonNT | 11:36 | reoù all a dremenas dre amprouenn ar goaperezhioù hag ar skourjez, an ereoù hag ar prizon, | |
Hebr | BretonNT | 11:37 | meinataet e voent, heskennet, amprouet, lazhet int bet gant ar c'hleze, redek a rejont amañ hag ahont, gwisket gant krec'hin deñved ha girvi, en dienez a bep tra, heskinet ha gwallgaset, | |
Hebr | BretonNT | 11:38 | int ha ne oa ket ar bed dellezek anezho, o kildreiñ el lec'hioù distro ha war ar menezioù, e mougevioù ha toulloù an douar. | |
Hebr | BretonNT | 11:39 | Ar re-se holl, o vezañ kavet un testeni mat dre o feiz, n'o deus ket degemeret ar madoù prometet, | |