Site uses cookies to provide basic functionality.

OK
ROMANS
1 2 3 4 5 6 7 8 9 10 11 12 13 14 15 16
Prev Up Next Toggle notes
Chapter 9
Roma BretonNT 9:1  Me a lavar ar wirionez e Krist, ne lavaran gaou ebet, va c'houstiañs a ro testeni din dre er Spered-Santel,
Roma BretonNT 9:2  un dristidigezh vras am eus hag ur glac'har dalc'hus a zo em c'halon.
Roma BretonNT 9:3  Rak karout a rafen bezañ va-unan milliget ha dispartiet diouzh Krist evit va breudeur, va c'herent hervez ar c'hig,
Roma BretonNT 9:4  a zo Israeliz, a zo bet roet dezho an advugelañ, ar gloar, an emglevioù, donezon al lezenn, al lid, ar promesaoù,
Roma BretonNT 9:5  a zo deuet eus lignez an tadoù, ha diouto eo deuet Krist hervez ar c'hig, an hini a zo Doue dreist an holl draoù, benniget da virviken. Amen.
Roma BretonNT 9:6  N'eo ket koulskoude m'en defe ger Doue deuet da netra. Rak ar re holl a zo deuet eus lignez Israel n'int ket Israel,
Roma BretonNT 9:7  hag evito da vezañ eus lignez Abraham, n'int ket holl e vugale. Met skrivet eo: En Izaak e vo ul lignez a zougo da anv,
Roma BretonNT 9:8  da lavarout eo, n'eo ket bugale ar c'hig a zo bugale da Zoue, met bugale ar bromesa eo ar re a zo kontet da vezañ al lignez.
Roma BretonNT 9:9  Rak setu amañ gerioù ar bromesa: Dont a rin en-dro d'ar poent-mañ ar bloaz, ha Sara he devo ur mab.
Roma BretonNT 9:10  N'eo ket-se hepken, met e c'hoarvezas kement-all gant Rebeka pa goñsevas en ur wech eus Izaak hon tad,
Roma BretonNT 9:11  rak ar vugale ne oant ket ganet c'hoazh ha n'o doa graet na mad na droug, met evit ma chomfe start an diviz a zibab eus Doue nann abalamour d'an oberoù met abalamour d'an hini a c'halv,
Roma BretonNT 9:12  e voe lavaret dezhi: An henañ a vo dindan ar yaouankañ,
Roma BretonNT 9:13  Skrivet eo: Karet em eus Jakob ha kasaet em eus Ezaü.
Roma BretonNT 9:14  Petra a lavarimp eta? Ha bez' ez eus direizhder e Doue? N'eo ket!
Roma BretonNT 9:15  Rak lavaret en deus da Voizez: Me a raio trugarez d'an hini a rin trugarez dezhañ hag em bo truez ouzh an hini am bo truez outañ.
Roma BretonNT 9:16  Evel-se eta, kement-se ne zeu ket eus an hini a fell dezhañ, nag eus an hini a red, met eus an hini a ra trugarez, eus Doue.
Roma BretonNT 9:17  Rak ar Skritur a lavar da Faraon: Da savet em eus evit kement-mañ, evit diskouez ennout va galloud hag evit ma vo embannet va anv dre an douar holl.
Roma BretonNT 9:18  Evel-se eta, e ra trugarez d'an neb a fell dezhañ hag e kaleta an neb a fell dezhañ.
Roma BretonNT 9:19  Neuze e lavari din: Perak e kav abeg c'hoazh? Rak piv a c'hell enebiñ ouzh e volontez?
Roma BretonNT 9:20  Met kentoc'h, o den, piv out evit tabutal gant Doue? Hag ar pod a lavaro d'an hini en deus graet anezhañ: Perak ec'h eus va graet evel-se?
Roma BretonNT 9:21  Ha n'en deus ket ar poder ar galloud d'ober eus un hevelep toaz-douar ur pod evit an enor hag unan all evit un implij dister?
Roma BretonNT 9:22  Petra lavarout mar en deus Doue, o fellout dezhañ diskouez e gounnar ha reiñ da anavezout e c'halloud, gouzañvet gant ur basianted vras podoù a gounnar graet evit ar gollidigezh,
Roma BretonNT 9:23  evit reiñ da anavezout pinvidigezh e c'hloar e-keñver podoù a drugarez en deus graet a-ziaraok evit ar gloar,
Roma BretonNT 9:24  en hor c'heñver hag en deus galvet, nann hepken a-douez ar Yuzevien met ivez a-douez ar baganed?
Roma BretonNT 9:25  Henn lavarout a ra en Ozea: Envel a rin va fobl an hini na oa ket va fobl, hag ar garet-mat an hini na oa ket ar garet-mat.
Roma BretonNT 9:26  Hag e c'hoarvezo penaos el lec'h-se ma oa bet lavaret dezho: C'hwi n'oc'h ket va fobl, e vint anvet: Mibien an Doue bev.
Roma BretonNT 9:27  Izaia ivez a sav e vouezh diwar-benn Israel: Pa vefe niver mibien Israel evel traezh ar mor, un nemorant hepken a vo salvet.
Roma BretonNT 9:28  Rak e peurc'hraio an afer hag en berraio gant reizhder, rak an Aotrou a raio un oberenn berr war an douar.
Roma BretonNT 9:29  Izaia en doa lavaret diagent en hevelep doare: Ma n'en dije ket Aotrou an armeoù lezet ganeomp un hadenn, e vijemp deuet evel Sodom, hor bije heñvelekaet Gomora.
Roma BretonNT 9:30  Petra a lavarimp eta? Penaos ar baganed na glaskent ket ar reizhder, o deus kavet ur reizhder, ar reizhder a zo dre ar feiz,
Roma BretonNT 9:31  met Israel hag a glaske ul lezenn a reizhder, n'eo ket deuet a-benn da gavout al lezenn-se a reizhder.
Roma BretonNT 9:32  Perak? Dre ma n'o deus ket he c'hlasket dre ar feiz met dre oberoù al lezenn. En em stoket int ouzh ar maen-kouezh,
Roma BretonNT 9:33  hervez ma'z eo skrivet: Setu, e lakaan e Sion ur maen-kouezh hag ur roc'h a wallskouer, ha piv bennak a gredo ennañ ne vo ket mezhekaet.