MATTHEW
Chapter 15
Matt | BretonNT | 15:2 | Perak e torr da ziskibien hengoun a re gozh? Rak ne walc'hont ket o daouarn pa zebront o fredoù. | |
Matt | BretonNT | 15:3 | Eñ a respontas dezho: Ha c'hwi, perak e torrit gourc'hemenn Doue gant hoc'h hengoun? | |
Matt | BretonNT | 15:4 | Rak Doue en deus lavaret: Enor da dad ha da vamm, ha: Piv bennak a villigo e dad pe e vamm a vo lakaet d'ar marv. | |
Matt | BretonNT | 15:5 | Met c'hwi a lavar: An hini a lavaro d'e dad pe d'e vamm: Ar pezh am bije gallet reiñ dit a zo ur prof, | |
Matt | BretonNT | 15:6 | n'eo ket dalc'het da enoriñ e dad pe e vamm. C'hwi a gas da netra gourc'hemenn Doue gant hoc'h hengoun. | |
Matt | BretonNT | 15:8 | Ar bobl-mañ a dosta ouzhin gant o genoù, a enor ac'hanon gant o muzelloù, met o c'halon a zo pell diouzhin. | |
Matt | BretonNT | 15:9 | Met en aner eo ec'h enoront ac'hanon, o teskiñ kelennadurezhioù a zo gourc'hemennoù tud. | |
Matt | BretonNT | 15:11 | N'eo ket ar pezh a ya er genoù a hudura an den, met ar pezh a zeu er-maez eus ar genoù eo a hudura an den. | |
Matt | BretonNT | 15:12 | Neuze e ziskibien a dostaas outañ hag a lavaras dezhañ: Gouzout a rez penaos ar farizianed, o klevout ar pezh ac'h eus lavaret, o deus kavet tamall ennañ? | |
Matt | BretonNT | 15:13 | Eñ a respontas: Pep plantenn n'eo ket bet plantet gant va Zad a zo en neñv, a vo diwriziennet. | |
Matt | BretonNT | 15:14 | Lezit anezho, tud dall int o ren tud dall. Mar ren un den dall un den dall all, e kouezhint o-daou er poull. | |
Matt | BretonNT | 15:17 | Ne gomprenit ket penaos kement a ya er genoù, a ziskenn er c'hof hag a vez taolet er foz? | |
Matt | BretonNT | 15:18 | Met ar pezh a zeu er-maez eus ar genoù a zeu eus ar galon, ha kement-se eo ar pezh a hudura an den. | |
Matt | BretonNT | 15:19 | Rak eus ar galon e teu ar soñjoù fall, ar muntroù, an avoultriezh, ar gastaouerezh, al laeroñsioù, ar falstestenioù, an droukkomzoù. | |
Matt | BretonNT | 15:20 | Setu aze an traoù a hudura an den, met debriñ hep bezañ gwalc'het an daouarn, an dra-se ne hudura ket an den. | |
Matt | BretonNT | 15:22 | Setu, ur wreg kananeat deuet eus ar vro-se, a grias o lavarout: Az pez truez ouzhin, Aotrou, Mab David! Va merc'h a zo gwall boaniet gant un diaoul. | |
Matt | BretonNT | 15:23 | Eñ ne respontas ket ur ger dezhi, hag e ziskibien a dostaas outañ hag a bedas anezhañ en ur lavarout: Kas anezhi kuit, rak krial a ra war hol lerc'h. | |
Matt | BretonNT | 15:27 | Gwir eo Aotrou, emezi, met ar chas bihan a zebr ar bruzun a gouezh eus taol o mestroù. | |
Matt | BretonNT | 15:28 | Neuze Jezuz a respontas dezhi: Gwreg, da feiz a zo bras. Ra vo graet dit evel ma c'hoantaez. Ha war an eur-se, he merc'h a voe yac'haet. | |
Matt | BretonNT | 15:29 | Jezuz, o vezañ aet ac'hano, a zeuas tost da vor Galilea. O vezañ pignet war ur menez, ec'h azezas eno. | |
Matt | BretonNT | 15:30 | Neuze ul lod bras a dud a dostaas outañ, ha ganto re gamm, re dall, re vut, re vac'hagnet ha kalz a re glañv, hag e lakajont anezho ouzh treid Jezuz. Eñ o yac'haas, | |
Matt | BretonNT | 15:31 | en hevelep doare ma voe souezhet an dud pa weljont ar re vut o komz, ar re vac'hagnet yac'haet, ar re gamm o kerzhout, ar re dall o welout. Hag e roent gloar da Zoue Israel. | |
Matt | BretonNT | 15:32 | Jezuz, o vezañ galvet e ziskibien, a lavaras: Truez am eus ouzh ar bobl-mañ, rak tri devezh a zo emaint em c'hichen ha n'o deus netra da zebriñ. Ne fell ket din o c'has war yun, gant aon na vankfe o nerzh en hent. | |
Matt | BretonNT | 15:33 | An diskibien a lavaras: Penaos e c'hellfemp kavout el lec'h distro-mañ bara a-walc'h da bredañ kement a dud? | |
Matt | BretonNT | 15:34 | Jezuz a c'houlennas outo: Pet bara hoc'h eus? Hag int a lavaras: Seizh, hag un nebeud peskedigoù. | |
Matt | BretonNT | 15:36 | e kemeras ar seizh bara hag ar pesked hag e trugarekaas, o zorras hag o roas d'e ziskibien, hag an diskibien d'ar bobl. | |
Matt | BretonNT | 15:37 | Debriñ a rejont holl hag o doe a-walc'h, hag e tegasjont seizh panerad leun eus an tammoù a oa manet. | |