MARK
Chapter 15
Mark | BretonNT | 15:1 | Kerkent ha ma voe deuet ar mintin, ar veleien vras, gant an henaourien, ar skribed hag ar sanedrin a-bezh, en em guzulias asambles, a zegasas Jezuz ereet hag en lakajont etre daouarn Pilat. | |
Mark | BretonNT | 15:2 | Pilat a c'houlennas outañ: Ha bez' out roue ar Yuzevien? Jezuz a respontas dezhañ: Te en lavar. | |
Mark | BretonNT | 15:4 | Pilat a reas c'hoazh ar goulenn-mañ outañ, o lavarout: Ha ne respontez netra? Gwel pegement a draoù a damallont dit. | |
Mark | BretonNT | 15:7 | Hag e oa er prizon unan galvet Barabbaz gant e genseurted, rak graet o doa ur muntr e-pad un dispac'h. | |
Mark | BretonNT | 15:8 | Ar bobl en em lakaas da c'houlenn gant kriadennoù bras ma vije graet dezho evel m'en doa atav graet. | |
Mark | BretonNT | 15:9 | Pilat a respontas dezho: Ha c'hwi a fell deoc'h e laoskfen deoc'h roue ar Yuzevien? | |
Mark | BretonNT | 15:11 | Met ar veleien vras a vroude ar bobl da c'houlenn ma vije laosket kentoc'h dezho Barabbaz. | |
Mark | BretonNT | 15:12 | Pilat, oc'h adkemer ar gomz, a lavaras dezho: Petra a fell deoc'h e rafen eta eus an hini e c'halvit roue ar Yuzevien? | |
Mark | BretonNT | 15:14 | Pilat a lavaras dezho: Met peseurt droug en deus graet? Hag e krijont c'hoazh kreñvoc'h: Ouzh ar groaz! | |
Mark | BretonNT | 15:15 | Pilat eta, o c'hoantaat plijout d'ar bobl, a laoskas dezho Barrabaz ha, goude bezañ lakaet Jezuz da vezañ skourjezet, en roas evit bezañ staget ouzh ar groaz. | |
Mark | BretonNT | 15:16 | Ar soudarded a zegasas anezhañ e diabarzh ar palez, da lavarout eo er pretordi, hag e tastumjont an holl strollad. | |
Mark | BretonNT | 15:17 | Gwiskañ a rejont anezhañ gant limestra hag e lakajont war e benn ur gurunenn spern o doa gweet. | |
Mark | BretonNT | 15:19 | Hag e skojont war e benn gant ur gorzenn, e krañchjont outañ hag, o plegañ o glin, e stoujont dirazañ. | |
Mark | BretonNT | 15:20 | Goude bezañ graet goap anezhañ, e lamjont al limestra diwarnañ, e wiskjont dezhañ e zilhad en-dro hag e kasjont anezhañ evit e stagañ ouzh ar groaz. | |
Mark | BretonNT | 15:21 | Un den eus Siren, anvet Simon, tad Aleksandr ha Rufuz, a dremene dre eno o tont eus ar parkeier, hag e redijont anezhañ da zougen e groaz. | |
Mark | BretonNT | 15:22 | Kas a rejont anezhañ d'ul lec'h anvet Golgota, da lavarout eo: Lec'h ar C'hlopenn. | |
Mark | BretonNT | 15:24 | Goude m'o doe e staget ouzh ar groaz, e lodennjont e zilhad o teurel d'ar sord evit anavezout lod pep hini. | |
Mark | BretonNT | 15:28 | Evel-se e voe peurc'hraet ar Skritur a lavar: Lakaet eo bet e renk an dorfedourien. | |
Mark | BretonNT | 15:29 | Ar re a dremene dre eno a lavare dismegañsoù dezhañ, o hejañ o fenn hag o lavarout: He! Te hag a ziskar an templ hag en adsav e tri devezh, | |
Mark | BretonNT | 15:31 | Evel-se ivez, ar veleien vras gant ar skribed a lavare etrezo en ur c'hoapaat: Saveteet en deus ar re all ha ne c'hell ket en em saveteiñ e-unan. | |
Mark | BretonNT | 15:32 | Ra ziskenno ar C'hrist, roue Israel, bremañ eus ar groaz, abalamour deomp d'e welout ha ma kredimp. Hag ar re a oa kroazstaget gantañ a lavare ivez dismegañsoù dezhañ. | |
Mark | BretonNT | 15:33 | Pa zeuas ar c'hwec'hvet eur, e voe teñvalijenn war an douar holl, betek an navet eur. | |
Mark | BretonNT | 15:34 | D'an navet eur, Jezuz a grias gant ur vouezh kreñv: Eloi, Eloi, lama sabaktani? Da lavarout eo: Va Doue, va Doue, perak ec'h eus va dilezet? | |
Mark | BretonNT | 15:36 | Unan anezho a redas, a leunias ur spoueenn a winegr, he lakaas e penn ur gorzenn hag he roas dezhañ da evañ, en ur lavarout: Lezit, gwelomp hag-eñ e teuio Elia d'e ziskenn. | |
Mark | BretonNT | 15:39 | Ar c'hantener a oa dirazañ, o welout e oa marvet en ur grial evel-se, a lavaras: Hemañ, evit gwir, a oa Mab Doue. | |
Mark | BretonNT | 15:40 | Bez' e oa ivez gwragez a selle a-bell. En o-zouez e oa Mari a Vagdala, Mari mamm Jakez ar yaouankañ ha Jozez, ha Salome, | |
Mark | BretonNT | 15:41 | ar re en heulie hag en servije pa oa e Galilea, ha meur a hini all a oa pignet gantañ da Jeruzalem. | |
Mark | BretonNT | 15:42 | Diouzh an abardaez, evel ma oa deiz ar c'hempennadur, da lavarout eo deiz kent ar sabad, | |
Mark | BretonNT | 15:43 | e teuas Jozef a Arimatea, ur c'huzulier enoret a c'hortoze ivez rouantelezh Doue. Mont a reas gant hardizhegezh da gavout Pilat da c'houlenn digantañ korf Jezuz. | |
Mark | BretonNT | 15:44 | Pilat a voe souezhet e oa marv dija, hag o vezañ galvet ar c'hantener, e c'houlennas digantañ hag-eñ e oa marv pell a oa. | |
Mark | BretonNT | 15:46 | O vezañ prenet ul lienenn, en diskennas, e lakaas al lienenn-se en-dro dezhañ hag e lakaas anezhañ en ur bez toullet er roc'h. Neuze e ruilhas ur maen ouzh dor ar bez. | |