LUKE
Chapter 20
Luke | BretonNT | 20:1 | Un devezh ma kelenne ar bobl en templ ha ma prezege an Aviel, ar veleien vras, ar skribed hag an henaourien, o vezañ deuet, | |
Luke | BretonNT | 20:2 | a gomzas outañ hag a lavaras dezhañ: Lavar deomp dre beseurt galloud e rez an traoù-se, pe piv en deus roet dit ar galloud-se? | |
Luke | BretonNT | 20:5 | Int a soñje enno o-unan o lavarout: Mar lavaromp: Eus an neñv, e lavaro: Perak eta n'hoc'h eus ket kredet ennañ? | |
Luke | BretonNT | 20:6 | Ha mar lavaromp: Eus an dud, an holl bobl hor meinataio, rak krediñ a reont e oa Yann ur profed. | |
Luke | BretonNT | 20:8 | Ha Jezuz a lavaras dezho: Ha me kennebeut ne lavarin ket deoc'h dre beseurt galloud e ran an traoù-se. | |
Luke | BretonNT | 20:9 | Neuze en em lakaas da lavarout d'ar bobl ar barabolenn-mañ: Un den a blantas ur winieg, he feurmas da winierien hag ez eas evit pell amzer en ur vro all. | |
Luke | BretonNT | 20:10 | Da amzer ar frouezh e kasas unan eus e servijerien etrezek ar winierien evit kemer diganto frouezh ar winieg. Met ar winierien a gannas anezhañ hag e kasjont anezhañ kuit hep netra. | |
Luke | BretonNT | 20:11 | Kas a reas dezho c'hoazh ur servijer all, met e kannjont anezhañ, e rejont dezhañ meur a zismegañs hag e kasjont anezhañ kuit hep netra. | |
Luke | BretonNT | 20:12 | Kas a reas c'hoazh un trede, met int a c'hloazas anezhañ ivez hag en kasas kuit. | |
Luke | BretonNT | 20:13 | Mestr ar winieg a lavaras neuze: Petra a rin? Kas a rin va mab karet-mat. Marteze p'en gwelint, e toujint anezhañ. | |
Luke | BretonNT | 20:14 | Met ar winierien, o vezañ e welet, a soñjas enno o-unan o lavarout: Setu an heritour, deuit, lazhomp anezhañ evit ma vo an hêrezh deomp. | |
Luke | BretonNT | 20:15 | Hag o vezañ e daolet er-maez eus ar winieg, e lazhjont anezhañ. Petra eta a raio mestr ar winieg dezho? | |
Luke | BretonNT | 20:16 | Dont a raio da zistrujañ ar winierien-se hag e roio ar winieg da re all. O vezañ klevet kement-se, e lavarjont: Ra ne c'hoarvezo ket-se! | |
Luke | BretonNT | 20:17 | Neuze Jezuz, o sellout outo, a lavaras dezho: Petra eta eo ar pezh a zo skrivet evel-henn: Ar maen taolet kuit gant ar re a vañsone a zo deuet da vezañ penn ar c'horn? | |
Luke | BretonNT | 20:18 | An hini a gouezho war ar maen-se a vo brevet, ha friket e vo an hini a gouezho warnañ, evel poultr. | |
Luke | BretonNT | 20:19 | Ar veleien vras hag ar skribed a glaskas lakaat o daouarn warnañ war an eur-se, met aon o doe rak ar bobl, rak ec'h anavezent penaos en doa lavaret ar barabolenn-se a-enep dezho. | |
Luke | BretonNT | 20:20 | Oc'h evezhiañ anezhañ, e kasjont dezhañ spierien hag a rae an neuz da vezañ reizh, evit e dapout en e gomzoù, e sell d'e lakaat dindan beli ha galloud ar gouarnour. | |
Luke | BretonNT | 20:21 | Ar re-mañ a c'houlennas digantañ: Mestr, gouzout a reomp e komzez hag e kelennez gant eeunder ha ne rez van a zen ebet, met e kelennez hent Doue hervez ar wirionez. | |
Luke | BretonNT | 20:24 | Diskouezit din un diner (1 diner = pezh arc'hant roman war-dro 4 g). Eus piv eo ar skeud hag ar skrid-mañ? Int a respontas: Eus Kezar. | |
Luke | BretonNT | 20:25 | Neuze e lavaras dezho: Rentit eta da Gezar ar pezh a zo da Gezar ha da Zoue ar pezh a zo da Zoue. | |
Luke | BretonNT | 20:26 | Ne c'helljont ket e dapout en e gomzoù dirak ar bobl, met, o vezañ souezhet gant e respont, e tavjont. | |
Luke | BretonNT | 20:27 | Hiniennoù a-douez ar sadukeiz, ar re a nac’h e vefe un adsavidigezh a varv, a dostaas hag a reas outañ ar goulenn-mañ: | |
Luke | BretonNT | 20:28 | Mestr, Moizez en deus gourc'hemennet deomp ma teuje breur unan bennak da vervel o kaout ur wreg hep bugale, e vreur a zimezo d’ar wreg evit sevel ul lignez d'e vreur. | |
Luke | BretonNT | 20:29 | Bez' e oa eta seizh breur. An hini kentañ, o vezañ kemeret ur wreg, a varvas hep lezel bugale. | |
Luke | BretonNT | 20:31 | An trede he c'hemeras ivez, hag o seizh en hevelep doare, hag e varvjont hep lezel bugale. | |
Luke | BretonNT | 20:33 | Neuze en adsavidigezh a varv, a behini anezho e vo gwreg? Rak bet eo gwreg dezho o seizh. | |
Luke | BretonNT | 20:35 | Met ar re a vo kavet dellezek da gaout lod er c'hantved da zont en adsavidigezh a-douez ar re varv ne zimezint ket ha ne roint ket da zimeziñ. | |
Luke | BretonNT | 20:36 | Rak ne c'hellint ket kennebeut mervel, abalamour ma vint heñvel ouzh an aeled ha ma vint mibien Doue, o vezañ mibien an adsavidigezh a varv. | |
Luke | BretonNT | 20:37 | Met penaos ar re varv a adsav da vev, kement-se eo a ziskouezas Moizez pa c'halvas, dirak ar vodenn, an Aotrou, Doue Abraham, Doue Izaak ha Doue Jakob. | |
Luke | BretonNT | 20:38 | Rak Doue n'eo ket Doue ar re varv, met Doue ar re vev, rak an holl a vev evitañ. | |
Luke | BretonNT | 20:39 | Hag hiniennoù eus ar skribed, o kemer ar gomz, a lavaras: Mestr, komzet mat ec'h eus. | |
Luke | BretonNT | 20:42 | David e-unan a lavar e levr ar Salmoù: An Aotrou en deus lavaret da'm Aotrou: Azez a-zehou din, | |
Luke | BretonNT | 20:46 | Diwallit diouzh ar skribed a gar pourmen gant saeoù hir ha bezañ saludet war ar marc'hallac'hioù, a gar ar c'hadorioù kentañ er sinagogennoù hag ar plasoù kentañ er festoù, | |