MATTHEW
Chapter 12
Matt | BretonNT | 12:1 | En amzer-se Jezuz a dremenas dre barkeier ed un deiz sabad. E ziskibien, naon ganto, en em lakaas da ziframmañ tañvouezennoù ha d'o zebriñ. | |
Matt | BretonNT | 12:2 | Ar farizianed, o welout kement-se, a lavaras dezhañ: Setu, da ziskibien a ra ar pezh n'eo ket aotreet ober e-pad ar sabad? | |
Matt | BretonNT | 12:3 | Eñ a lavaras dezho: Ha n'hoc'h eus ket lennet ar pezh a reas David p'en doa naon, eñ hag ar re a oa gantañ, | |
Matt | BretonNT | 12:4 | penaos ez eas e ti Doue hag e tebras baraoù a ginnig, petra bennak na oa aotreet o debriñ, nag e-unan, nag ar re a oa gantañ, nemet ar veleien hepken? | |
Matt | BretonNT | 12:5 | Pe n'hoc'h eus ket lennet el lezenn penaos d'an deizioù sabad, ar veleien a dorr ar sabad en templ hag ez int divlam? | |
Matt | BretonNT | 12:7 | Mar gouefec'h ar pezh a dalv: Trugarez a fell din ha nann aberzhoù, n'ho pefe ket kondaonet tud didamall. | |
Matt | BretonNT | 12:10 | Ha setu, e oa eno un den en doa un dorn disec'het. Hag e c'houlennjont digantañ: Hag aotreet eo yac'haat d'an deizioù sabad? Evit e damall e oa. | |
Matt | BretonNT | 12:11 | Eñ a respontas dezho: Pehini ac'hanoc'h, mar en deus un dañvad ha ma kouezh en ur poull un deiz sabad, ne zeu ket d'e dennañ ha d'e sevel? | |
Matt | BretonNT | 12:12 | Pegement e dalv muioc'h un den eget un dañvad! Dre-se e c'heller ober vat d'an deizioù sabad. | |
Matt | BretonNT | 12:13 | Neuze e lavaras d'an den: Astenn da zorn. Hag ec'h astennas anezhañ hag e teuas yac'h evel egile. | |
Matt | BretonNT | 12:14 | Ar farizianed, o vezañ aet er-maez, a zalc'has raktal kuzul a-enep dezhañ evit e lakaat da vervel. | |
Matt | BretonNT | 12:15 | Met Jezuz, o c'houzout kement-se, en em dennas ac'hane. Kalz a dud a yeas war e lerc'h. Eñ o yac'haas holl | |
Matt | BretonNT | 12:18 | Setu va servijer am eus dibabet, va c'haret-mat, ennañ va ene en deus kemeret plijadur. Lakaat a rin va Spered warnañ hag ec'h embanno ar reizhder d'ar broadoù, | |
Matt | BretonNT | 12:20 | ne frigaso ket ar raosklenn dorret, ne vougo ket al lutigenn a zivoged c'hoazh, ken en devo lakaet ar reizhder da drec'hiñ, | |
Matt | BretonNT | 12:22 | Neuze e voe degaset dezhañ un den dalc'het gant un diaoul dall ha mut hag e yac'haas anezhañ, en hevelep doare ma komze ha ma wele an hini a oa bet dall ha mut. | |
Matt | BretonNT | 12:24 | Met ar farizianed, pa glevjont kement-se, a lavaras: Hennezh ne gas kuit an diaouled nemet dre Veelzebul, priñs an diaouled. | |
Matt | BretonNT | 12:25 | Jezuz, oc'h anavezout o soñjezonoù, a lavaras dezho: Pep rouantelezh dizunanet ganti hec'h-unan a zeuio da netra, ha pep kêr pe pep tiegezh dizunanet gantañ e-unan ne c'hello ket padout. | |
Matt | BretonNT | 12:26 | Mar deu Satan da gas Satan kuit, emañ eta dizunanet gantañ e-unan. Penaos e pado e rouantelezh? | |
Matt | BretonNT | 12:27 | Mar kasan kuit an diaouled dre Veelzebul, dre biv o c'has kuit ho mibien? Dre-se e vint ho parnerien. | |
Matt | BretonNT | 12:28 | Met mar kasan kuit an diaouled dre Spered Doue, eo eta gwir penaos eo rouantelezh Doue deuet betek ennoc'h. | |
Matt | BretonNT | 12:29 | Pe, penaos e c'hell unan bennak mont e ti un den kreñv ha preizhañ e vadoù, nemet en defe da gentañ ereet an den kreñv-se? Neuze hepken e preizho e di. | |
Matt | BretonNT | 12:30 | An hini n'emañ ket ganin a zo a-enep din, hag an hini na zastum ket ganin a stlabez. | |
Matt | BretonNT | 12:31 | Rak-se e lavaran deoc'h, pep pec'hed ha pep gwallgomz a vo pardonet d'an dud, met ar wallgomz a-enep ar Spered-Santel ne vo ket pardonet dezho. | |
Matt | BretonNT | 12:32 | Piv bennak a gomzo a-enep Mab an den, e vo pardonet dezhañ, met piv bennak a gomzo a-enep ar Spered-Santel, ne vo ket pardonet dezhañ nag er c'hantved-mañ nag er c'hantved da zont. | |
Matt | BretonNT | 12:33 | Pe lavarit eo mat ar wezenn hag eo mat he frouezh, pe lavarit eo fall ar wezenn hag eo fall he frouezh, rak anavezout a reer ur wezenn diouzh he frouezh. | |
Matt | BretonNT | 12:34 | Lignez a naered-gwiber, penaos e c'hellfec'h lavarout traoù mat, fall evel ma'z oc'h? Rak eus leunder ar galon e komz ar genoù. | |
Matt | BretonNT | 12:35 | An den mat a denn traoù mat eus teñzor mat ar galon, hag an den fall a denn traoù fall eus an teñzor fall. | |
Matt | BretonNT | 12:36 | Me a lavar deoc'h, e deiz ar varn, an dud a rento kont eus pep ger didalvez o devo lavaret. | |
Matt | BretonNT | 12:38 | Neuze ur re bennak eus ar skribed hag eus ar farizianed a gemeras ar gomz hag a lavaras: Mestr, ni hor befe c'hoant da welout ur mirakl graet ganit. | |
Matt | BretonNT | 12:39 | Eñ a respontas dezho: Ur rummad fall hag avoultr a c'houlenn ur mirakl, ne vo roet mirakl ebet dezhañ, nemet mirakl ar profed Jona. | |
Matt | BretonNT | 12:40 | Rak evel ma voe Jona tri devezh ha teir nozvezh e kof ur pesk bras, evel-se e vo Mab an den tri devezh ha teir nozvezh e kalon an douar. | |
Matt | BretonNT | 12:41 | Tud Ninive a savo e deiz ar varn gant ar rummad-mañ hag a gondaono anezhañ, abalamour m'o deus bet keuz goude prezegenn Jona, ha setu, ez eus amañ brasoc'h eget Jona. | |
Matt | BretonNT | 12:42 | Rouanez ar C'hreisteiz a savo e deiz ar varn gant ar rummad-mañ hag a gondaono anezhañ, abalamour ma teuas eus penn pellañ an douar evit klevout furnez Salomon, ha setu, ez eus amañ brasoc'h eget Salomon. | |
Matt | BretonNT | 12:43 | Pa vez aet kuit ur spered hudur eus un den, ez a dre lec'hioù sec'h da glask diskuizh, ha ne gav ket. | |
Matt | BretonNT | 12:44 | Neuze e lavar: Distreiñ a rin da'm zi a-belec'h on deuet; pa zeu, e kav anezhañ goullo, skubet ha kempennet. | |
Matt | BretonNT | 12:45 | Neuze ez a, e kemer gantañ seizh spered all gwashoc'h egetañ, ez eont hag e chomont ennañ, ha stad diwezhañ an den-se a zeu gwashoc'h eget an hini gentañ. Evel-se e c'hoarvezo gant ar rummad fall-mañ. | |
Matt | BretonNT | 12:46 | Evel ma komze c'hoazh ouzh ar bobl, setu, e vamm hag e vreudeur a chome er-maez hag a glaske komz outañ. | |
Matt | BretonNT | 12:47 | Unan bennak a lavaras dezhañ: Da vamm ha da vreudeur a zo aze er-maez hag a glask komz ouzhit. | |
Matt | BretonNT | 12:48 | Met e respontas d'an hini en doa lavaret-se dezhañ: Piv eo va mamm ha piv eo va breudeur? | |
Matt | BretonNT | 12:49 | Hag, oc'h astenn e zorn war-zu e ziskibien, e lavaras: Setu va mamm ha va breudeur. | |