Site uses cookies to provide basic functionality.

OK
II TIMOTHY
Up
1 2 3 4
Toggle notes
Chapter 1
II T BretonNT 1:1  Paol, abostol Jezuz-Krist dre volontez Doue evit prezeg promesa ar vuhez a zo e Jezuz-Krist,
II T BretonNT 1:2  da Dimote, va mab karet-mat: Ar c'hras, an drugarez hag ar peoc'h ra vo roet dit a-berzh Doue hon Tad ha Jezuz-Krist hon Aotrou!
II T BretonNT 1:3  Trugarekaat a ran Doue, a servijan gant ur goustiañs c'hlan evel va hendadoù, rak noz ha deiz ne baouezan da gaout soñj ac'hanout em fedennoù,
II T BretonNT 1:4  o kaout eñvor eus da zaeroù hag o c'hoantaat gwelout ac'hanout evit bezañ leuniet a levenez,
II T BretonNT 1:5  o virout ar soñj eus ar feiz gwirion a zo ennout, a zo bet da gentañ en da vamm-gozh Loiz hag en da vamm Euniz, hag a zo ennout ivez, me a zo sur-mat.
II T BretonNT 1:6  Dre-se e tegasan soñj dit da enaouiñ a-nevez donezon Doue a zo bet roet dit dre lakadur va daouarn.
II T BretonNT 1:7  Rak Doue n'en deus ket roet deomp ur spered a abafder, met ur spered a nerzh, a garantez hag a emvestroni.
II T BretonNT 1:8  Na'z pez ket mezh eta eus testeni hon Aotrou, nag ac'hanon e brizoniad, met gouzañv poan ganin evit an Aviel dre c'halloud Doue,
II T BretonNT 1:9  en deus hor salvet hag hor galvet dre ur c'halvedigezh santel, nann hervez hon oberoù, met hervez e ziviz e-unan hag hervez e c'hras a zo bet roet deomp e Jezuz-Krist a-raok an amzerioù peurbadus,
II T BretonNT 1:10  hag a zo bet bremañ diskuliet dre zonedigezh hor Salver Jezuz-Krist, en deus distrujet ar marv ha lakaet er sklêrijenn ar vuhez hag an divarvelezh dre an Aviel,
II T BretonNT 1:11  ez on bet lakaet evitañ da brezeger, da abostol ha da zoktor ar baganed.
II T BretonNT 1:12  Dre-se ivez eo e c'houzañvan an traoù-mañ, met ne'm eus ket mezh rak gouzout a ran e piv em eus kredet, hag on asur penaos eo galloudek evit mirout ar pezh a zo bet fiziet ennon betek an deiz-se.
II T BretonNT 1:13  Dalc'h er feiz hag er garantez a zo e Jezuz-Krist ar skouer eus ar gerioù yac'h ac'h eus klevet diganin.
II T BretonNT 1:14  Mir ar pezh a zo bet fiziet ennout gant sikour ar Spered-Santel a chom ennomp.
II T BretonNT 1:15  Gouzout a rez penaos ar re holl a zo en Azia o deus dilezet ac'hanon, en o zouez emañ Figel hag Hermogenez.
II T BretonNT 1:16  Ra raio an Aotrou trugarez da diegezh Onezifor, rak alies en deus va frealzet ha n'en deus ket bet mezh eus va chadennoù,
II T BretonNT 1:17  er c'hontrol, pa'z eo deuet da Rom, en deus va c'hlasket gant gred hag en deus va c'havet.
II T BretonNT 1:18  Ra roio an Aotrou dezhañ kaout trugarez dirak an Aotrou en deiz-se. Gouzout a rez gwelloc'h eget den pegement eo bet talvoudus din en Efez.
Chapter 2
II T BretonNT 2:1  Te eta va mab, en em greñva er c'hras a zo e Jezuz-Krist.
II T BretonNT 2:2  An traoù ac'h eus klevet diganin dirak meur a dest, fizi anezho e tud feal a vo barrek da gelenn ivez ar re all.
II T BretonNT 2:3  Te eta, gouzañv ar poanioù evel ur gwir soudard da Jezuz-Krist.
II T BretonNT 2:4  Den ebet oc'h ober ar brezel n'en em laka e poan eus traoù ar vuhez, evit plijout d'an hini en deus enrollet anezhañ,
II T BretonNT 2:5  ha mar gouren unan bennak en atleterezh, ne vo kurunet nemet gourenet en defe hervez ar reolennoù.
II T BretonNT 2:6  Ret eo d'al labourer-douar poaniañ a-raok dastum ar frouezh.
II T BretonNT 2:7  Taol evezh ouzh ar pezh a lavaran, ra roio an Aotrou skiant dit e pep tra.
II T BretonNT 2:8  Az pez soñj eus Jezuz-Krist, adsavet a-douez ar re varv, deuet eus lignez David hervez va Aviel,
II T BretonNT 2:9  e c'houzañvan poan evitañ betek bezañ ereet evel un torfedour. Met ger Doue n'eo ket ereet.
II T BretonNT 2:10  Dre-se e c'houzañvan an holl draoù abalamour d'ar re zibabet, evit m'o devo ivez ar silvidigezh a zo e Jezuz-Krist gant ar gloar peurbadus.
II T BretonNT 2:11  Ar ger-mañ a zo gwir: Mar d-omp marv gantañ, e vevimp ivez gantañ;
II T BretonNT 2:12  mar gouzañvomp gantañ, e renimp ivez gantañ; mar nac'homp anezhañ, e nac'ho ivez ac'hanomp;
II T BretonNT 2:13  mar d-omp difeal, e chom feal, ne c'hell ket en em nac'h e-unan.
II T BretonNT 2:14  Degas dezho soñj eus an traoù-mañ, o testeniañ dirak Doue ma pellaer diouzh tabutoù ar gerioù, na servijont da netra nemet da goll ar re o selaou.
II T BretonNT 2:15  Bez aketus d'en em ziskouez dirak Doue evel amprouet, evel ul labourer divlam o lodennañ gant eeunder ger ar wirionez.
II T BretonNT 2:16  Met pella diouzh ar c'homzoù disantel ha difrouezh, rak ar re o lavar a gouezh atav muioc'h en dizoujañs-Doue,
II T BretonNT 2:17  hag o gerioù a zebro evel ar brein-krign. En o zouez emañ Himene ha Filet,
II T BretonNT 2:18  a zo en em bellaet diouzh ar wirionez en ur lavarout e vefe dija erruet an adsavidigezh a varv, hag e tiskaront feiz hiniennoù.
II T BretonNT 2:19  Koulskoude diazez start Doue a chom, o kaout ar siell-mañ: An Aotrou a anavez ar re a zo dezhañ, ha: Piv bennak a c'halvo anv Krist ra zilezo an direizhder.
II T BretonNT 2:20  En un ti bras n'eus ket hepken listri aour hag arc'hant, met ivez re goad ha re bri. Darn a zo evit un implij enorus, ha re all evit un implij dizenorus.
II T BretonNT 2:21  Mar en em vir eta unan bennak glan eus an traoù-se, e vo ul lestr a enor, santelaet, talvoudus d'e vestr, ha kempennet evit pep ober mat.
II T BretonNT 2:22  Tec'h diouzh gwallc'hoantoù ar yaouankiz; klask ar reizhder, ar feiz, ar garantez, ar peoc'h gant ar re a c'halv anv an Aotrou gant ur galon c'hlan.
II T BretonNT 2:23  Kas kuit ar c'haozioù foll ha difrouezh, o c'houzout penaos e tegasont tabutoù.
II T BretonNT 2:24  Arabat eo da servijer an Aotrou karout tabutoù, met ret eo dezhañ bezañ dous e-keñver an holl, mat da gelenn, habask,
II T BretonNT 2:25  o reizhañ gant douster an enebourien, o c'hortoz ma roio Doue dezho ar geuzidigezh a zegaso anezho da anavezout ar wirionez,
II T BretonNT 2:26  ha ma'z aint kuit eus mezvadur pechoù an diaoul a zalc'h anezho ereet ha dindan e volontez.
Chapter 3
II T BretonNT 3:1  Ret eo dit gouzout e vo amzerioù diaes en devezhioù diwezhañ.
II T BretonNT 3:2  Rak an dud en em garo o-unan, a garo an arc'hant, a vo fougeüs, otus, mallozherien, disent ouzh o zadoù hag o mammoù, dizanaoudek, disantel,
II T BretonNT 3:3  hep karantez naturel, didruez, droukkomzerien, diroll, garv, enebourien d'an dud vat,
II T BretonNT 3:4  treitour, taer, c'hwezhet a ourgouilh, a garo ar blijadur kentoc'h eget Doue,
II T BretonNT 3:5  o devo an diavaez a zoujañs-Doue met o devo dinac'het ar pezh a ra he nerzh. En em bella diouzh an dud-se.
II T BretonNT 3:6  En o zouez emañ ar re a ya en tiez hag a c'hounit paour-kaezh merc'hed karget a bec'hedoù, hejet gant pep seurt youloù fall,
II T BretonNT 3:7  atav o teskiñ hep gallout biken dont a-benn da anavezout ar wirionez.
II T BretonNT 3:8  Evel m'o deus Jannez ha Jambrez enebet ouzh Moizez, evel-se ivez ar re-mañ a eneb ouzh ar wirionez, tud a skiant hudur ha kollet e-keñver ar feiz.
II T BretonNT 3:9  Met ne d-aint ket pelloc'h, rak o follentez a vo anavezet gant an holl evel ma voe ivez hini an daou-se.
II T BretonNT 3:10  Evidout, heuliet ec'h eus va deskadurezh, va c'hundu, va menoz, va feiz, va fasianted, va c'harantez, va dalc'husted,
II T BretonNT 3:11  va heskinoù, va glac'haroù, evel ar re a zo erruet ganin en Antioch, en Ikoniom, e Listra. Pebezh heskinoù am eus gouzañvet! Hag an Aotrou en deus va dieubet anezho holl.
II T BretonNT 3:12  Ya, kement hini a fell dezhañ bevañ hervez an doujañs-Doue e Jezuz-Krist a vo heskinet.
II T BretonNT 3:13  Met an dud fall hag an douellerien a yelo en ur washaat, o touellañ hag o vezañ touellet.
II T BretonNT 3:14  Evidout, chom start en traoù ac'h eus desket hag anavezet evel asur, o c'houzout gant piv ec'h eus o desket.
II T BretonNT 3:15  Abaoe da vugaleaj ec'h anavezez ar Skriturioù Santel a c'hell da zeskiñ evit ar silvidigezh dre ar feiz a zo e Jezuz-Krist.
II T BretonNT 3:16  An holl Skritur a zo awenet gant Doue ha mat da zeskiñ, da gendrec'hiñ, da zifaziañ, da gelenn er reizhder,
II T BretonNT 3:17  evit ma vo an den a Zoue peurc'hraet ha prest da bep oberenn vat
Chapter 4
II T BretonNT 4:1  Da bediñ start a ran eta dirak Doue ha dirak hon Aotrou Jezuz-Krist, a dle barn ar re vev hag ar re varv pa en em gavo e ziskouezidigezh hag e ren,
II T BretonNT 4:2  prezeg ar ger, dalc'h en amzer hag e-maez an amzer, kroz, gourdrouz, ali, gant pep pasianted hag en ur gelenn.
II T BretonNT 4:3  Rak dont a raio un amzer ma ne c'houzañvo ket an dud ar gelennadurezh yac'h, met, o c'hoantaat klevout traoù plijus, e tastumint doktored hervez o menozioù,
II T BretonNT 4:4  hag e serrint o divskouarn ouzh ar wirionez, oc'h en em dreiñ etrezek mojennoù.
II T BretonNT 4:5  Met te, bez aketus en holl draoù, o c'houzañv ar glac'haroù, gra labour un avielour, seven da vinistrerezh en e bezh.
II T BretonNT 4:6  Rak me a ya da vezañ aberzhet hag amzer va disparti a dosta.
II T BretonNT 4:7  Stourmet em eus ar stourm mat, echuet em eus ar redadenn, miret em eus ar feiz.
II T BretonNT 4:8  Diwar vremañ ar gurunenn a reizhder a zo lakaet evidon a-du; an Aotrou, ar barner reizh, a roio anezhi din en deiz-se, ha nann hepken din-me met ivez d'ar re holl o devo karet e zonedigezh.
II T BretonNT 4:10  rak Demaz en deus dilezet ac'hanon o vezañ karet ar c'hantved-mañ hag a zo aet da Desalonike, Kreseñs a zo aet e Galatia, Tit e Dalmatia.
II T BretonNT 4:11  Lukaz hepken a zo ganin. Kemer Mark hag e zegas ganit, rak talvoudus eo din evit ar ministrerezh.
II T BretonNT 4:13  Pa zeui, degas ar vantell am eus lezet e Troaz e ti Karpuz, hag al levrioù ivez, dreist-holl ar skridoù-parch.
II T BretonNT 4:14  Aleksandr, an hini a labour ar c'houevr, en deus graet kalz a zroug din. An Aotrou a rento dezhañ hervez e oberoù.
II T BretonNT 4:15  En em ziwall ivez outañ rak gwall stourmet en deus ouzh hor gerioù.
II T BretonNT 4:16  Em c'hentañ difenn, den n'en deus va sikouret met holl o deus va dilezet. Ra ne vo ket kement-se kontet dezho.
II T BretonNT 4:17  Met an Aotrou a zo en em zalc'het tost din hag en deus va c'hreñvaet, ken ma em eus prezeget gant nerzh hag an holl baganed o deus klevet. Ha dieubet on bet eus genoù al leon.
II T BretonNT 4:18  An Aotrou am dieubo eus pep ober drouk hag a saveteo ac'hanon evit e rouantelezh neñvel. Dezhañ ra vo ar gloar e kantvedoù ar c'hantvedoù! Amen.
II T BretonNT 4:20  Erast a zo chomet e Korint hag em eus lezet Trofim klañv e Milet.
II T BretonNT 4:21  Hast buan, dont a-raok ar goañv. Eubuluz, Pudens, Linuz, Klaodia hag an holl vreudeur a salud ac'hanout.
II T BretonNT 4:22  Ra vo an Aotrou Jezuz-Krist gant da spered! Ar c'hras ra vo ganeoc'h! Amen.