Toggle notes
Chapter 1
I Th | BretonNT | 1:1 | Paol, Silvan ha Timote, da Iliz an Desalonikiz a zo e Doue an Tad hag en Aotrou Jezuz-Krist: Ar c'hras hag ar peoc'h ra vo roet deoc'h a-berzh Doue hon Tad hag an Aotrou Jezuz-Krist! | |
I Th | BretonNT | 1:2 | Trugarekaat a reomp Doue dalc'hmat evidoc'h, o venegiñ ac'hanoc'h en hor pedennoù, | |
I Th | BretonNT | 1:3 | o kaout soñj bepred, dirak Doue hon Tad, eus oberenn ho feiz, eus labour ho karantez hag eus started hoc'h esperañs en hon Aotrou Jezuz-Krist. | |
I Th | BretonNT | 1:5 | rak hon Aviel n'eo ket bet kemennet deoc'h gant komzoù hepken, met ivez gant galloud, gant ar Spered-Santel, ha gant ur surentez leun; c'hwi a oar penaos omp en em renet en ho touez hag e-keñver ac'hanoc'h. | |
I Th | BretonNT | 1:6 | Bet oc'h hon heñvelerien ha re hon Aotrou, o vezañ resevet ar ger e-touez kalz a c'hlac'haroù, gant levenez ar Spered-Santel, | |
I Th | BretonNT | 1:7 | en hevelep doare ma'z oc'h bet skouerioù evit ar re holl o deus kredet e-barzh Makedonia hag Akaia. | |
I Th | BretonNT | 1:8 | Rak n'eo ket a-walc'h ma'z eo bet klevet ger an Aotrou eus ho pro e Makedonia hag en Akaia, met ar feiz hoc'h eus e Doue a zo bet anavezet e pep lec'h, en hevelep doare ma n'hon eus ezhomm ken da gomz. | |
I Th | BretonNT | 1:9 | Rak int a lavar o-unan pebezh degemer hon eus bet diganeoc'h ha penaos hoc'h eus en em zistroet diouzh an idoloù da Zoue, evit servijañ an Doue bev ha gwirion, | |
Chapter 2
I Th | BretonNT | 2:1 | C'hwi hoc'h-unan a oar a-dra-sur, breudeur, penaos hon donedigezh en ho touez n'eo ket bet difrouezh. | |
I Th | BretonNT | 2:2 | Petra bennak ma hor boa gouzañvet poanioù diagent ha resevet dismegañsoù e Filipi, evel ma ouzoc'h, hon eus kemeret hardizhegezh en hon Doue evit prezeg deoc'h Aviel Doue e-kreiz stourmoù bras. | |
I Th | BretonNT | 2:4 | Met evel m'en deus Doue kavet mat fiziout ennomp an Aviel, evel-se e komzomp, nann evit plijout d'an dud, met da Zoue a amprou hor c'halonoù. | |
I Th | BretonNT | 2:5 | Rak n'hon eus biskoazh implijet komzoù lubanus, evel ma ouzoc'h, na labouret dre zroukc'hoant, Doue a zo test a gement-se. | |
I Th | BretonNT | 2:6 | N'hon eus ket klasket ar gloar a zeu eus an dud, nag en ho touez nag e-touez reoù all ebet, petra bennak ma c'hellemp pouezañ warnoc'h gant galloud evel ebestel Krist, | |
I Th | BretonNT | 2:7 | met omp bet dous en ho touez. Evel ma kemer ur vagerez ur preder tener eus he bugale, | |
I Th | BretonNT | 2:8 | evel-se, leun a evezh evidoc'h, hor bije karet reiñ deoc'h nann hepken Aviel Doue, met ivez hor buhez hon-unan, rak hor boa evidoc'h ur garantez vras. | |
I Th | BretonNT | 2:9 | Soñj hoc'h eus, breudeur, eus hol labour hag eus hor poan. En ur labourat noz-deiz evit na vijemp ket ur bec'h deoc'h eo hon eus prezeget deoc'h Aviel Doue. | |
I Th | BretonNT | 2:10 | Testoù oc'h ha Doue ivez, pegen santel, pegen reizh ha pegen didamall ez omp en em renet en ho keñver-c'hwi ar re a gred. | |
I Th | BretonNT | 2:11 | Anavezout a rit ivez penaos hon eus aliet, kalonekaet hag aspedet start pep hini ac'hanoc'h, evel un tad e-keñver e vugale, | |
I Th | BretonNT | 2:12 | evit m'en em renit en un doare dellezek eus Doue a c'halv ac'hanoc'h d'e rouantelezh ha d'e c'hloar. | |
I Th | BretonNT | 2:13 | Setu perak ne baouezomp ket da drugarekaat Doue evidoc'h rak, pa hoc'h eus resevet ger Doue disklêriet deoc'h ganeomp, hoc'h eus e zegemeret nann evel ger an dud, met evel ma'z eo e gwirionez, evel ger Doue. Hag e labour gant nerzh ennoc'h-c'hwi ar re a gred. | |
I Th | BretonNT | 2:14 | Rak c'hwi, breudeur, a zo deuet da vezañ an heñvelerien eus Ilizoù Doue a zo e Judea e Jezuz-Krist, rak hoc'h eus ivez gouzañvet a-berzh ar re eus ho pobl hoc'h-unan an hevelep traoù hag int a-berzh ar Yuzevien, | |
I Th | BretonNT | 2:15 | int hag o deus lakaet d'ar marv an Aotrou Jezuz hag o frofeded o-unan, o deus hon heskinet, na blijont ket da Zoue, hag a zo enebourien d'an holl dud, | |
I Th | BretonNT | 2:16 | o virout ouzhimp da gomz d'ar baganed evit ma vint salvet, hag o leuniañ dre-se bepred muioc'h muzul o fec'hedoù. Met fulor Doue a zo deuet warno a-benn ar fin. | |
I Th | BretonNT | 2:17 | Evidomp, breudeur, o vezañ bet pellaet diouzhoc'h abaoe ur pennad amzer a gorf ha nann a galon, hon eus bet kement muioc'h a c'hoant hag a hast d'ho kwelout a-nevez. | |
I Th | BretonNT | 2:18 | Fellet eo bet deomp ur wech ha zoken div mont d'ho kavout, da vihanañ me Paol, met Satan en deus miret ouzhimp d'henn ober. | |
I Th | BretonNT | 2:19 | Rak petra eo hon esperañs, hol levenez, hor c'hurunenn a c'hloar? Ha n'eo ket c'hwi, dirak hon Aotrou Jezuz-Krist en e zonedigezh? | |
Chapter 3
I Th | BretonNT | 3:1 | Dre-se, o vezañ ma ne c'hellemp ket gortoz pelloc'h, karet hon eus muioc'h chom hon-unan en Aten, | |
I Th | BretonNT | 3:2 | hag hon eus kaset Timote hor breur, ministr Doue, hor c'henlabourer en Aviel Krist, evit ho kalonekaat hag hoc'h aliañ diwar-benn ho feiz, | |
I Th | BretonNT | 3:3 | evit na vo den brañsellet er glac'haroù-mañ, rak anavezout a rit hoc'h-unan ez omp tonket evit kement-se. | |
I Th | BretonNT | 3:4 | Pa oamp ganeoc'h, hon eus lavaret deoc'h en a-raok hor bije da c'houzañv poanioù, evel ma'z eo c'hoarvezet hag evel ma ouzoc'h. | |
I Th | BretonNT | 3:5 | O vezañ ne c'hellen ket gortoz pelloc'h, em eus da glevout diwar-benn ho feiz, gant aon n'en dije an tempter touellet ac'hanoc'h ha na vije deuet hol labour da vezañ difrouezh. | |
I Th | BretonNT | 3:6 | Met bremañ Timote, o vezañ distroet eus ho kichen d'hor c'havout, en deus degaset deomp keloù mat eus ho feiz hag eus ho karantez; lavaret en deus deomp e virit ur soñj mat ac'hanomp, o c'hoantaat hor gwelout evel ma c'hoantaomp hon-unan ho kwelout. | |
I Th | BretonNT | 3:7 | Evel-se breudeur, frealzet omp bet dre ho feiz e-kreiz hon holl c'hlac'haroù hag ankenioù. | |
I Th | BretonNT | 3:9 | Pebezh trugarez na c'hellomp ket reiñ da Zoue diwar ho penn, evit an holl levenez hon eus dirak hon Doue abalamour deoc'h! | |
I Th | BretonNT | 3:10 | Pediñ a reomp anezhañ gant birvidigezh noz-deiz evit ma c'hellimp gwelout ho tremm ha peurleuniañ ar pezh a vank d'ho feiz. | |
I Th | BretonNT | 3:11 | Ra reno Doue e-unan hon Tad, ha Jezuz-Krist hon Aotrou, hor c'hammedoù war-zu ennoc'h, | |
I Th | BretonNT | 3:12 | ha ra lakaio ac'hanoc'h an Aotrou da greskiñ ha da fonnañ er garantez an eil e-keñver egile hag e-keñver an holl, evel ma hon eus-ni en ho keñver, | |
Chapter 4
I Th | BretonNT | 4:1 | A-hend-all, breudeur, goude bezañ desket ganeomp e peseurt doare eo ret en em ren evit plijout da Zoue, ni ho ped hag hoc'h ali start en Aotrou Jezuz ma fonnot e kement-se bepred muioc'h-muiañ. | |
I Th | BretonNT | 4:2 | Rak gouzout a rit peseurt gourc'hemennoù hon eus roet deoc'h a-berzh an Aotrou Jezuz. | |
I Th | BretonNT | 4:3 | Setu amañ a-dra-sur bolontez Doue: Ra viot santelaet, ra en em diwallot diouzh an hudurniezh, | |
I Th | BretonNT | 4:6 | ra chomo pep hini hep touellañ pe droukc'hoantaat e vreur en aferioù, rak an Aotrou eo ar veñjer eus an holl draoù-se evel ma hon eus henn lavaret hag henn testeniet deoc'h. | |
I Th | BretonNT | 4:8 | An hini eta a zispriz kement-se ne zispriz ket un den met Doue, eñ hag en deus roet ivez deomp e Spered-Santel. | |
I Th | BretonNT | 4:9 | E keñver ar garantez etre breudeur, n'hoc'h eus ket ezhomm e vefe skrivet deoc'h, rak hoc'h-unan hoc'h eus desket digant Doue karout an eil egile, | |
I Th | BretonNT | 4:10 | ha kement-se eo ivez ar pezh a rit e-keñver an holl vreudeur a zo e Makedonia a-bezh. Met ec'h aliomp ac'hanoc'h, breudeur, da fonnañ e kement-se muioc'h-muiañ, | |
I Th | BretonNT | 4:11 | da vezañ aketus da vevañ e peoc'h, d'en em reiñ d'hoc'h aferioù hoc'h-unan, da labourat gant ho taouarn hoc'h-unan evel ma hon eus gourc'hemennet deoc'h, | |
I Th | BretonNT | 4:12 | evit ma en em renot gant onestiz e-keñver ar re a-ziavaez ha ma n'ho po ezhomm eus tra ebet. | |
I Th | BretonNT | 4:13 | Ha ne fell ket din, breudeur, e viot hep gouzout ar pezh a sell ouzh ar re a zo kousket, evit na viot ket glac'haret evel an dud all ha n'o deus ket esperañs. | |
I Th | BretonNT | 4:14 | Rak mar kredomp ez eo Jezuz marvet hag adsavet a varv, kredomp ivez e tegaso Doue gantañ ar re a vo kousket e Jezuz. | |
I Th | BretonNT | 4:15 | Ni a zisklêri deoc'h kement-mañ hervez ger an Aotrou: Ni ar re vev, ar re a vo chomet evit donedigezh an Aotrou, ne ziaraogimp ket ar re a zo kousket. | |
I Th | BretonNT | 4:16 | Rak an Aotrou e-unan a ziskenno eus an neñv, d'un arouez roet, da vouezh an arc'hael ha da son trompilh Doue, hag ar re a vo marv e Krist a adsavo da vev da gentañ; | |
I Th | BretonNT | 4:17 | neuze, ni ar re a vo bev hag a vo chomet, e vimp dilamet asambles ganto er goabrennoù, d'en em gavout gant an Aotrou en aer, hag evel-se e vimp atav gant an Aotrou. | |
Chapter 5
I Th | BretonNT | 5:1 | Diwar-benn an amzerioù hag ar pennadoù, n'eus ket ezhomm e vefe skrivet deoc'h, breudeur, | |
I Th | BretonNT | 5:3 | Rak pa lavarint: Peoc'h ha surentez! neuze un distruj buan a zeuio warno, evel ma c'hoarvez ar gwentloù gant ur wreg a zo brazez, ha ne dec'hint ket. | |
I Th | BretonNT | 5:4 | Met c'hwi, breudeur, n'emaint ket en deñvalijenn evit ma teufe an deiz-se warnoc'h evel ul laer, | |
I Th | BretonNT | 5:5 | c'hwi a zo holl bugale ar sklêrijenn ha bugale an deiz. N'omp ket eus an noz nag eus an deñvalijenn. | |
I Th | BretonNT | 5:8 | Met ni pa'z omp eus an deiz, bezomp dilontek, o vezañ gwisket sae-houarn ar feiz hag ar garantez, ha tog-houarn esperañs ar silvidigezh. | |
I Th | BretonNT | 5:9 | Rak Doue n'en deus ket hol lakaet evit ar gounnar, met evit gounit ar silvidigezh dre hon Aotrou Jezuz-Krist, | |
I Th | BretonNT | 5:10 | eñ hag a zo bet marvet evidomp, evit, pe e veilhimp pe e kouskimp, ma vevimp asambles gantañ. | |
I Th | BretonNT | 5:11 | Dre-se en em greñvait an eil egile hag en em genteilhit an eil egile, evel ma rit dija. | |
I Th | BretonNT | 5:12 | Ho pediñ a reomp, breudeur, da anavezout ar re a labour en ho touez, a evesha warnoc'h hervez an Aotrou hag ho kelenn, | |
I Th | BretonNT | 5:13 | ha da gaout evito ur garantez vrasoc'h abalamour d'o labour. Bezit e peoc'h etrezoc'h. | |
I Th | BretonNT | 5:14 | Ho pediñ a reomp ivez, breudeur, gourdrouzit ar re zizurzh, frealzit ar re a zo digalonekaet, sikourit ar re zinerzh, bezit habask e-keñver an holl. | |
I Th | BretonNT | 5:15 | Diwallit na rentfe hini ebet droug evit droug, met grit bepred hervez ar mad, hag etrezoc'h hag e-keñver an holl. | |
I Th | BretonNT | 5:18 | Trugarekait en holl draoù, rak evel-se eo bolontez Doue e Jezuz-Krist en ho keñver. | |
I Th | BretonNT | 5:23 | Ra santelaio an Doue a beoc'h e-unan kement a zo ennoc'h, ha ra vo miret divlam hoc'h holl spered, ene ha korf, a-benn donedigezh hon Aotrou Jezuz-Krist. | |
I Th | BretonNT | 5:27 | Hoc'h aspediñ a ran dre an Aotrou, ra vo lennet al lizher-mañ d'an holl vreudeur santel. | |