Site uses cookies to provide basic functionality.

OK
I PETER
Up
1 2 3 4 5
Toggle notes
Chapter 1
I Pe BretonNT 1:1  Pêr, abostol Jezuz-Krist, d'ar re zibabet a vev evel diavaezidi stlabezet er Pont, e Galatia, e Kapadokia, en Azia hag e Bitinia,
I Pe BretonNT 1:2  dibabet hervez ragouiziegezh Doue an Tad, evit bezañ santelaet gant ar Spered, evit sentiñ ouzh Jezuz-Krist ha kaout lod e sparfadur e wad: Ra vo ar c'hras hag ar peoc'h kresket deoc'h!
I Pe BretonNT 1:3  Ra vo benniget Doue ha Tad hon Aotrou Jezuz-Krist, en deus hon eil-c'hanet hervez e drugarez vras evit un esperañs bev dre adsavidigezh Jezuz-Krist a-douez ar re varv,
I Pe BretonNT 1:4  evit un hêrezh divreinus, didarch, diweñvus, ha lakaet a-du en neñv evidoc'h,
I Pe BretonNT 1:5  c'hwi hag a zo miret gant galloud Doue, dre ar feiz, evit ar silvidigezh prest da vezañ diskuliet en amzerioù diwezhañ.
I Pe BretonNT 1:6  E kement-se en em laouenait, petra bennak ma'z oc'h tristaet bremañ evit un nebeud amzer dre veur amprouenn pa'z eo ret e c'hoarvezfe kement-se,
I Pe BretonNT 1:7  evit ma teuio amprouenn ho feiz, priziusoc'h eget an aour a ya da goll hag a zo koulskoude amprouet dre an tan, da dreiñ evidoc'h e meuleudi, enor ha gloar, da emziskuliadur Jezuz-Krist.
I Pe BretonNT 1:8  Karout a rit anezhañ hep bezañ e welet, krediñ a rit ennañ hep bezañ e welet c'hoazh, hag en em laouenait gant ul levenez dilavarus ha glorius,
I Pe BretonNT 1:9  o c'hounit ar priz eus ho feiz, silvidigezh hoc'h eneoù.
I Pe BretonNT 1:10  Diwar-benn ar silvidigezh-se eo o deus enklasket hag imbourc'het pizh ar brofeded o deus profedet diwar-benn ar c'hras dlee dont ennoc'h,
I Pe BretonNT 1:11  o klask anavezout e peseurt amzer hag e peseurt degouezhioù e c'hoarvezfe ar pezh a ziskoueze Spered Krist a oa enno, eñ hag a destenie diagent poanioù Krist hag ar gloar a heuilhfe anezho.
I Pe BretonNT 1:12  Diskuliet e voe dezho penaos ne oa ket evito o-unan met evidomp-ni e oant ministred eus an traoù-se, a zo bet disklêriet deoc'h bremañ gant ar re o deus prezeget an Aviel deoc'h dre ar Spered-Santel degaset eus an neñv, traoù hag a garfe an aeled o gwelout betek ar foñs.
I Pe BretonNT 1:13  Dre-se gourizit divgroazell ho klevidigezh, bezit poellek, gortozit gant un esperañs peurvat ar c'hras a vo degaset deoc'h da emziskuliadur Jezuz-Krist,
I Pe BretonNT 1:14  hag evel bugale sentus, n'en em renit ket diouzh droukc'hoantoù ho tiouiziegezh a wechall.
I Pe BretonNT 1:15  Met evel ma'z eo santel an hini en deus ho kalvet, bezit hoc'h-unan santel en hoc'h holl gundu,
I Pe BretonNT 1:16  rak skrivet eo: Bezit santel, rak me a zo santel.
I Pe BretonNT 1:17  Ha mar galvit Tad an hini a varn pep unan hervez e oberoù hep ober van eus den, en em renit eta gant doujañs e-pad an amzer hoc'h eus da dremen amañ,
I Pe BretonNT 1:18  o c'houzout penaos n'eo ket dre draoù breinus, evel arc'hant pe aour, oc'h bet dasprenet eus an doare aner da vevañ ho poa bet da hêrezh digant ho tadoù,
I Pe BretonNT 1:19  met dre wad prizius Krist, evel hini eus un oan dinamm ha didarch,
I Pe BretonNT 1:20  raktonket dija a-raok krouidigezh ar bed, met diskuliet en amzerioù diwezhañ abalamour deoc'h,
I Pe BretonNT 1:21  drezañ e kredit e Doue, eñ hag en deus e adsavet a-douez ar re varv ha roet dezhañ gloar, evit ma vije ho feiz hag hoc'h esperañs e Doue.
I Pe BretonNT 1:22  O vezañ sentet ouzh ar wirionez dre ar Spered, hoc'h eus glanaet hoc'h eneoù evit kaout ur garantez a vreur didroidell. En em garit gant dalc'h an eil egile gant ur galon c'hlan,
I Pe BretonNT 1:23  o vezañ bet eil-c'hanet nann dre un had breinus met dre un had divreinus, dre c'her Doue a vev hag a chom da viken.
I Pe BretonNT 1:24  Rak pep kig a zo evel ar geot, hag holl c'hloar an den evel bleuñv ar geot. Ar geot a zisec'h hag e vleuñv a gouezh,
I Pe BretonNT 1:25  met ger an Aotrou a chom da virviken. Hag ar ger-se eo, a zo bet prezeget deoc'h en Aviel.
Chapter 2
I Pe BretonNT 2:1  O tilezel eta pep fallentez, pep touellerezh, pep troidellerezh, pep gwarizi ha pep droukkomz,
I Pe BretonNT 2:2  c'hoantait evel bugale nevez-c'hanet laezh glan ar ger, evit ma c'hellot kreskiñ drezañ,
I Pe BretonNT 2:4  en ur dostaat outañ, eñ hag a zo ar maen bev taolet kuit gant an dud, met dibabet gant Doue ha prizius.
I Pe BretonNT 2:5  C'hwi ivez, evel mein bev, a zo savet evit bezañ un ti speredel, ur velegiezh santel, evit kinnig aberzhoù speredel kavet plijus gant Doue dre Jezuz-Krist.
I Pe BretonNT 2:6  Dre-se eo lavaret er Skritur: Setu, e lakaan e Sion ur maen-korn dibabet ha prizius, hag an hini a gredo ennañ ne vo ket mezhekaet.
I Pe BretonNT 2:7  Resev a reot eta an enor, c'hwi ar re a gred. Met evit ar re zifeiz, ar maen taolet kuit gant ar re a vañsone a zo deuet da vezañ ar maen-korn,
I Pe BretonNT 2:8  ur maen-kouezh hag ur roc'h a wallskouer. Int en em stok a-enep dezhañ o tisentiñ ouzh ar ger, hag evit kement-se eo ez int bet tonket.
I Pe BretonNT 2:9  Met c'hwi a zo ur ouenn dibabet, ur velegiezh roueel, ur vroad santel, ur bobl bet prenet, evit embann vertuzioù an hini en deus ho kalvet eus an deñvalijenn d'e sklêrijenn vurzhudus,
I Pe BretonNT 2:10  c'hwi ha ne oac'h ket gwechall ur bobl met a zo bremañ pobl Doue, c'hwi ha n'ho poa ket kavet trugarez met hoc'h eus kavet bremañ trugarez.
I Pe BretonNT 2:11  Re garet-mat, ho pediñ a ran evel diavaezidi ha beajourien d'en em virout diouzh an droukc'hoantoù kigel a ra brezel ouzh an ene,
I Pe BretonNT 2:12  oc'h en em ren en un doare onest e-touez ar baganed, evit ma teuint da reiñ gloar da Zoue e deiz ar weladenn, o welout hoc'h oberoù mat e-lec'h droukkomz diwar ho penn evel pa vefec'h torfedourien.
I Pe BretonNT 2:13  Plegit eta, abalamour d'an Aotrou, da gement tra ensvet gant an dud, pe d'ar roue evel d'an hini a zo dreist ar re all,
I Pe BretonNT 2:14  pe d'ar c'houarnourien evel da dud kaset eus e berzh da gastizañ ar re a ra an droug ha da aprouiñ ar re a ra ar mad.
I Pe BretonNT 2:15  Rak bolontez Doue eo, ma serrot ar genoù da ziouiziegezh an dud dibourvez a skiant-vat en ur ober ar mad,
I Pe BretonNT 2:16  evel o vezañ frank, nann evel tud a ra eus al librentez ur ouel da c'holeiñ o fallentez, met evel servijerien Doue.
I Pe BretonNT 2:17  Enorit an holl dud, karit an holl vreudeur, doujit Doue, enorit ar roue.
I Pe BretonNT 2:18  Servijerien, bezit sentus ouzh ho mistri e pep doujañs, nann hepken ouzh ar re a zo mat ha dous, met ivez ouzh ar re a zo diaes.
I Pe BretonNT 2:19  Rak ur c'hras eo pa zeu unan bennak da c'houzañv enkrezioù en abeg d'e goustiañs e-keñver Doue, o poaniañ en gaou.
I Pe BretonNT 2:20  Rak peseurt gloar a zeu deoc'h mar gouzañvit gant pasianted bezañ skoet pa hoc'h eus graet an droug? Met mar gouzañvit gant pasianted ar poan evit bezañ graet ar mad, kement-se a zo ur c'hras eus Doue.
I Pe BretonNT 2:21  Da gement-se eo ez oc'h bet galvet, peogwir Krist ivez en deus gouzañvet poanioù evidoc'h, o lezel deoc'h ur skouer evit ma kerzhot war e lerc'h,
I Pe BretonNT 2:22  eñ ha n'en deus graet pec'hed ebet ha n'eus ket bet kavet tromplerezh en e genoù,
I Pe BretonNT 2:23  eñ, dismegañset, na rente dismegañs ebet, gwallgaset, na rae gourdrouz ebet met en em lakae dindan an hini a varn gant reizhder,
I Pe BretonNT 2:24  eñ hag en deus douget hor pec'hedoù e-unan en e gorf war ar c'hoad, evit ma teujemp, o vezañ marv d'ar pec'hed, da vevañ d'ar reizhder, eñ ez oc'h bet yac'haet dre e c'houlioù.
I Pe BretonNT 2:25  Rak bez' e oac'h evel deñved dianket, met bremañ ez oc'h distroet da vesaer ha diwaller hoc'h eneoù.
Chapter 3
I Pe BretonNT 3:1  En hevelep doare, gwragez, sentit ouzh hoc'h ezhec'h hoc'h-unan, evel-se mar d-eus hiniennoù na sentont ket ouzh ar ger, e vint gounezet hep ar ger dre gundu o gwragez,
I Pe BretonNT 3:3  Ra ne vo ket ho kempennadurezh hini an diavaez, blev rodellaouet, bragerizoù aour pe dilhad peurgempenn,
I Pe BretonNT 3:4  met an hini a zo kuzhet e diabarzh ar galon, purentez divreinus ur spered dous ha peoc'hus, a zo prizius kenañ dirak Doue.
I Pe BretonNT 3:5  Rak evel-se en em gempennas gwechall ar gwragez santel a espere e Doue hag a sente ouzh o ezhec'h,
I Pe BretonNT 3:6  evel ma sente Sara ouzh Abraham o c'hervel anezhañ hec'h aotrou. Anezhi eo oc'h deuet da vezañ merc'hed, oc'h ober ar mad hep lezel ac'hanoc'h da vezañ trubuilhet gant aon ebet.
I Pe BretonNT 3:7  En hevelep doare, ezhec'h, en em renit gant furnez e-keñver ho kwragez evel e-keñver krouadurioù gwanoc'h, roit enor dezho peogwir en devo ivez ganeoc'h gras ar vuhez da hêrezh, hag evit na vo ennoc'h harz ebet ouzh ho pedennoù.
I Pe BretonNT 3:8  A-hend-all, bezit holl eus un hevelep santad, truezus, oc'h en em garout evel breudeur, leun a drugarez, a volontez vat,
I Pe BretonNT 3:9  hep rentañ droug evit droug na dismegañs evit dismegañs, o vennigañ er c'hontrol, o c'houzout ez oc'h galvet da gement-se evit m'ho po ar vennozh da hêrezh.
I Pe BretonNT 3:10  Rak an hini a fell dezhañ karout ar vuhez ha gwelout devezhioù eürus, ra viro e deod diouzh an droug hag e vuzelloù diouzh ar c'homzoù tromplus,
I Pe BretonNT 3:11  ra droio e gein d'an droug evit ober ar mad, ra glasko ar peoc'h ha ra heulio anezhi,
I Pe BretonNT 3:12  rak daoulagad an Aotrou a zo war ar re reizh hag e zivskouarn a zo evezhius d'o fedennoù, met dremm an Aotrou a zo a-enep ar re a ra an droug.
I Pe BretonNT 3:14  Ha zoken pa c'houzañvfec'h evit ar reizhder, e vefec'h eürus. N'ho pet ket a aon rak ar spont o deus c'hoant da ober deoc'h ha na vezit ket nec'het,
I Pe BretonNT 3:15  met santelait en ho kalonoù an Aotrou Doue. Bezit atav prest d'en em zifenn gant douster ha doujañs e-keñver ar re a c'houlenn kont diouzhoc'h diwar-benn an esperañs a zo ennoc'h,
I Pe BretonNT 3:16  o kaout ur goustiañs vat, evit ma vo mezhekaet er pezh a lavar a-enep deoc'h ar re a zeu da damall ho kundu vat e Krist, evel pa vijec'h torfedourien.
I Pe BretonNT 3:17  Rak gwelloc'h eo gouzañv, mar d-eo bolontez Doue, oc'h ober ar mad eget oc'h ober an droug.
I Pe BretonNT 3:18  Rak Krist ivez en deus gouzañvet ur wech evit ar pec'hedoù, eñ reizh evit ar re zireizh, evit hon degas da Zoue. Lakaet eo bet d'ar marv er c'hig, met bevaet hervez ar Spered,
I Pe BretonNT 3:19  hag ennañ ivez eo aet da brezeg d'ar speredoù dalc'het er prizon,
I Pe BretonNT 3:20  ar re a oa bet gwechall diskredik, pa c'hortoze pasianted Doue en amzer Noe, e-pad ma en em c'hrae an arc'h; enni un niver bihan a eneoù, da lavarout eo eizh, a voe saveteet a-dreuz an dour.
I Pe BretonNT 3:21  Hag ar skeudenn a gement-se, ar vadeziant, nann an hini a lam kuit saotroù ar c'horf met ar c'hoant start eus ur goustiañs vat dirak Doue, a zeu d'hor saveteiñ bremañ dre adsavidigezh Jezuz-Krist a varv.
I Pe BretonNT 3:22  Eñ, o vezañ aet en neñv, a zo a-zehou da Zoue, ha dindanañ emañ an aeled, an nerzhioù hag ar galloudoù.
Chapter 4
I Pe BretonNT 4:1  Evel-se, Krist o vezañ gouzañvet evidomp er c'hig, c'hwi ivez en em armit gant an hevelep soñj; rak an hini en deus gouzañvet er c'hig en deus paouezet da bec'hiñ,
I Pe BretonNT 4:2  evit na vevo mui hervez droukc'hoantoù an dud, met hervez bolontez Doue, e-pad an amzer a chom gantañ da vevañ er c'hig.
I Pe BretonNT 4:3  Rak a-walc'h eo deomp bezañ graet en amzer hor buhez tremenet bolontez ar baganed, en ur gerzhout en hudurniezh, en droukc'hoantoù, er vezventi, er c'horfadoù hag en idolerezh argarzhus.
I Pe BretonNT 4:4  Hag e kavont souezhus na redfec'h ket ganto en un hevelep diroll a vuhez fall, hag e troukkomzont ac'hanoc'h.
I Pe BretonNT 4:5  Rentañ a raint kont d'an hini a zo prest da varn ar re vev hag ar re varv.
I Pe BretonNT 4:6  Rak an Aviel a zo bet ivez prezeget d'ar re varv, evit ma teujent, goude bezañ bet barnet er c'hig hervez an den, da vevañ er spered hervez Doue.
I Pe BretonNT 4:7  Diwezh an holl draoù a dosta. Bezit eta fur hag aketus er pedennoù.
I Pe BretonNT 4:8  Dreist-holl, ho pet an eil evit egile ur garantez birvidik, rak ar garantez a c’holoio un niver bras a bec'hedoù.
I Pe BretonNT 4:9  En em zegemerit an eil egile en ho tiez hep grozmolat.
I Pe BretonNT 4:10  Ra implijo pep hini an donezon en deus resevet e servij ar re all, evel merourien vat a bep gras Doue.
I Pe BretonNT 4:11  Mar komz unan bennak, ra gomzo hervez gerioù Doue. Mar gra unan bennak ur servij, ra raio anezhañ hervez an nerzh en deus Doue roet dezhañ, evit ma vo en holl draoù roet gloar da Zoue dre Jezuz-Krist, a zo dezhañ ar gloar hag ar galloud e kantvedoù ar c'hantvedoù! Amen.
I Pe BretonNT 4:12  Re garet-mat, ne vezit ket souezhet ma ez eus ur fornez en ho touez evit hoc'h amprouiñ, evel ma c'hoarvezfe ganeoc'h un dra iskis bennak.
I Pe BretonNT 4:13  Met en em laouenait o vezañ ma hoc'h eus lod e poanioù Krist, evit ma viot ivez leuniet eus ul levenez vras-meurbet pa vo diskuliet e c'hloar.
I Pe BretonNT 4:14  Mar bez lavaret dismegañsoù deoc'h abalamour da anv Krist, eürus oc'h, rak ar Spered a c'hloar, Spered Doue, a zo warnoc'h. Mallozhet eo ganto, met resev a ra gloar diganeoc'h.
I Pe BretonNT 4:15  Ra ne c'houzañvo hini ac'hanoc'h evel ur muntrer, pe ul laer, pe un torfedour, pe un den a emell e traoù ar re all.
I Pe BretonNT 4:16  Met mar gouzañv unan bennak evel kristen, ra n'en devo ket mezh ha ra roio gloar da Zoue e kement-se.
I Pe BretonNT 4:17  Rak an amzer a zeu ma tle ar varn kregiñ gant ti Doue. Ha mar krog ganeomp-ni, petra a vo diwezh ar re na sentont ket ouzh Aviel Doue?
I Pe BretonNT 4:18  Mar bez a-boan salvet an den reizh, petra e teuio da vezañ an den dizoue hag ar pec'her?
I Pe BretonNT 4:19  Evel-se eta, ra zeuio ar re a c'houzañv hervez bolontez Doue, da erbediñ o eneoù evel da ur C'hrouer feal en ur ober ar mad.
Chapter 5
I Pe BretonNT 5:1  Pediñ a ran an henaourien a zo en ho touez, me hag a zo henaour ganto, test eus poanioù Krist, kenlodeg er gloar a dle bezañ diskuliet:
I Pe BretonNT 5:2  Mesait deñved Doue a zo en ho touez o veilhañ warno, nann dre heg met a volontez vat, nann evit ur gounid mezhus met a c'hrad vat,
I Pe BretonNT 5:3  nann evel pa vijec'h mestr war ar re a zo fiziet ennoc'h met o vezañ skouer vat an tropell.
I Pe BretonNT 5:4  Ha pa zeuio ar Mesaer meur, e vo roet deoc'h ar gurunenn divreinus a c'hloar.
I Pe BretonNT 5:5  En hevelep doare, tud yaouank, sentit ouzh an henaourien. En em wiskit a izelegezh, o plegañ holl an eil d'egile, rak: Doue a harp ouzh ar re ourgouilhus, met reiñ a ra gras d'ar re uvel.
I Pe BretonNT 5:6  En em izelait eta dindan dorn galloudus Doue, evit ma uhelaio ac'hanoc'h pa vo an amzer,
I Pe BretonNT 5:7  oc'h en em divec'hiañ warnañ eus hoc'h holl nec'hamantoù, rak e teu d'ho prederiañ.
I Pe BretonNT 5:8  Bezit poellek, beilhit, rak hoc'h enebour an diaoul a dro war ho tro evel ul leon o yudal, o klask piv a c'hello lonkañ.
I Pe BretonNT 5:9  Harpit outañ o vezañ start er feiz, o c'houzout penaos ho preudeur a zo er bed a c'houzañv an hevelep poanioù.
I Pe BretonNT 5:10  Hag an Doue a bep gras, en deus hor galvet d'e c'hloar peurbadus e Jezuz-Krist, goude ma ho po gouzañvet un nebeudig, ho klokaio, ho kreñvaio, ho nerzho, ho lakaio da vezañ divrall.
I Pe BretonNT 5:11  Dezhañ ra vo ar gloar hag ar galloud e kantvedoù ar c'hantvedoù! Amen.
I Pe BretonNT 5:12  Berr a-walc'h em eus skrivet deoc'h dre Silvan, ur breur feal a gav din, evit aliañ ac'hanoc'h hag asurañ ac'hanoc'h penaos eo hounnezh gwir c'hras Doue, an hini e chomit start enni.
I Pe BretonNT 5:13  Iliz ar re zibabet a zo e Babilon a salud ac'hanoc'h, ha Mark va mab ivez.
I Pe BretonNT 5:14  Saludit an eil egile dre ur pok a garantez. Ra vo ar peoc'h ganeoc'h holl a zo e Jezuz-Krist! Amen.