Toggle notes
Chapter 1
Colo | BretonNT | 1:2 | d'ar sent ha d'ar vreudeur feal e Krist a zo e Kolose: Ar c'hras hag ar peoc'h ra vo roet deoc'h a-berzh Doue hon Tad hag an Aotrou Jezuz-Krist! | |
Colo | BretonNT | 1:3 | Trugarekaat a reomp Doue, Tad hon Aotrou Jezuz-Krist, hag e pedomp dalc'hmat evidoc'h, | |
Colo | BretonNT | 1:4 | o vezañ klevet diwar-benn ho feiz e Jezuz-Krist hag ho karantez evit an holl sent, | |
Colo | BretonNT | 1:5 | abalamour d'an esperañs a zo miret evidoc'h en neñvoù, hoc'h eus bet anaoudegezh anezhi diagent dre ar ger a wirionez eus an Aviel, | |
Colo | BretonNT | 1:6 | a zo deuet en ho touez evel er bed holl, e-lec'h ma ro frouezh, evel ivez en ho touez abaoe an deiz ma hoc'h eus klevet hag hoc'h eus anavezet gras Doue er wirionez. | |
Colo | BretonNT | 1:7 | Kelennet oc'h bet diwar he fenn gant Epafraz, hor c'henlabourer karet-mat er servij, hag a zo evidoc'h ur ministr feal eus Krist | |
Colo | BretonNT | 1:9 | Setu perak ivez, abaoe an deiz ma hon eus klevet kement-se, n'hon eus ket paouezet da bediñ evidoc'h ha da c'houlenn ma vefec'h leuniet eus anaoudegezh e volontez, e pep furnez ha klevidigezh speredel, | |
Colo | BretonNT | 1:10 | en hevelep doare ma en em renit en un doare dellezek eus an Aotrou, evit plijout dezhañ en holl draoù, o tougen frouezh e pep seurt oberoù mat hag o kreskiñ en anaoudegezh Doue, | |
Colo | BretonNT | 1:11 | kreñvaet e pep doare hervez e c'halloud glorius, evit kaout pep pasianted ha dalc'husted el levenez, | |
Colo | BretonNT | 1:12 | o trugarekaat an Tad en deus hol lakaet barrek da gaout lod en hêrezh ar sent er sklêrijenn. | |
Colo | BretonNT | 1:13 | Hon dieubet en deus eus galloud an deñvalijenn hag hol lakaet en deus da dremen e rouantelezh e Vab muiañ-karet, | |
Colo | BretonNT | 1:16 | Rak ennañ eo bet krouet pep tra en neñv ha war an douar, ar re welus hag ar re ziwelus, an tronioù, ar mestronioù, ar priñselezhioù, an nerzhioù. An holl draoù a zo bet krouet drezañ hag evitañ. | |
Colo | BretonNT | 1:18 | Eñ eo penn ar c'horf, an Iliz, eñ eo ar penn-kentañ, ar c'hentañ-ganet a-douez ar re varv, evit ma talc'ho ar renk kentañ e pep tra. | |
Colo | BretonNT | 1:20 | Hag, o vezañ graet ar peoc'h drezañ, dre wad e groaz, plijet eo bet gant an Tad adunvaniñ drezañ pep tra gantañ, ken an traoù a zo war an douar evel ar re a zo en neñvoù. | |
Colo | BretonNT | 1:21 | C'hwi, hag a oa gwechall diavaezidi hag enebourien dre ho soñjoù hag hoc'h oberoù fall, | |
Colo | BretonNT | 1:22 | a zo bremañ adunvanet gantañ e-barzh korf e gig, dre e varv, evit ho lakaat d'en em ziskouez dirazañ santel, disi ha didamall, | |
Colo | BretonNT | 1:23 | gant ma chomot diazezet war ar feiz ha start en ho sav, hep dilezel esperañs an Aviel hoc'h eus klevet, a zo bet prezeget d'an holl grouadelezh a zo dindan an neñv, hag ez on bet graet me, Paol, ministr anezhañ. | |
Colo | BretonNT | 1:24 | En em laouenaat a ran bremañ em poanioù evidoc'h, hag e peurechuan em c'hig da c'houzañv an dilerc'h eus poanioù Krist evit e gorf hag a zo an Iliz, | |
Colo | BretonNT | 1:25 | anezhi on bet lakaet da vezañ ministr hervez ar garg en deus Doue roet din en ho keñver, evit prezeg ger Doue penn-da-benn, | |
Colo | BretonNT | 1:26 | ar mister a oa kuzhet e-pad an holl gantvedoù hag an holl oadoù, met a zo bremañ disklêriet d'e sent. | |
Colo | BretonNT | 1:27 | Plijet eo bet gant Doue reiñ dezho da anavezout pehini eo pinvidigezh gloar ar mister-se e-touez ar baganed, da c'houzout eo: Krist ennoc'h, an esperañs eus ar gloar. | |
Colo | BretonNT | 1:28 | Eñ eo an hini a brezegomp, oc'h aliañ pep den hag o kelenn pep den e pep furnez, evit lakaat pep den da vezañ peurvat e Krist Jezuz. | |
Chapter 2
Colo | BretonNT | 2:1 | Rak me a fell din e c'houezfec'h pegen bras eo ar stourm a c'houzañvan evidoc'h, evit re Laodikea hag evit ar re holl n'o deus ket gwelet va dremm er c'hig, | |
Colo | BretonNT | 2:2 | evit ma vo o c'halonoù frealzet, ma vint ereet start asambles er garantez, ma vint pinvidikaet gant ur skiant peurvat, evit anavezout mister Doue, an Tad ha Krist, | |
Colo | BretonNT | 2:4 | Lavarout a ran kement-se evit na dromplo den ac'hanoc'h gant prezegennoù touellus. | |
Colo | BretonNT | 2:5 | Rak mar d-on ezvezant a gorf, ez on koulskoude ganeoc'h er spered, leun a levenez o welout an urzh vat en ho touez ha started ho feiz e Krist. | |
Colo | BretonNT | 2:7 | gwriziennet ha diazezet ennañ, kreñvaet er feiz evel ma hoc'h eus bet desket, o fonnañ enni gant trugarezioù. | |
Colo | BretonNT | 2:8 | Lakait evezh na zeufe den da dromplañ ac'hanoc'h gant ar filozofiezh pe gant touelloù aner, hervez hengoun an dud, hervez kentañ kentelioù ar bed, ha nann hervez Krist. | |
Colo | BretonNT | 2:10 | hag hoc'h eus pep leunder ennañ-eñ, hag a zo mestr war bep priñselezh ha pep nerzh. | |
Colo | BretonNT | 2:11 | Ennañ ivez oc'h bet amdroc'het gant un amdroc'h graet hep dorn ebet, o tiwiskañ ar c'horf eus pec'hedoù ar c'hig, ar pezh eo amdroc'h Krist, | |
Colo | BretonNT | 2:12 | o vezañ bet sebeliet gantañ dre ar vadeziant, ennañ ivez oc'h adsavet a varv dre ar feiz e galloud Doue en deus e adsavet a-douez ar re varv. | |
Colo | BretonNT | 2:13 | Pa oac'h marv en ho pec'hedoù hag e diamdroc'h ho kig, en deus ho tegaset d'ar vuhez asambles gantañ, o vezañ pardonet deoc'h hoc'h holl zisentidigezhioù, | |
Colo | BretonNT | 2:14 | diverket en deus ar skrid a oa a-enep deomp, an urzhiadurioù a damalle ac'hanomp, en deus o c'haset da netra o stagañ anezho ouzh ar groaz, | |
Colo | BretonNT | 2:15 | o vezañ diwisket ar priñselezhioù hag an nerzhioù, lakaet en deus anezho war wel dirak an holl goude bezañ o zrec'het e-unan war ar groaz. | |
Colo | BretonNT | 2:16 | Ra ne varno eta den ac'hanoc'h diwar-benn an debriñ pe an evañ, pe diwar-benn un deiz gouel pe ul loar nevez pe ur sabad, | |
Colo | BretonNT | 2:18 | Ra ne dapo den ar priz diganeoc'h dre un izelegezh a-ziavaez ha dre lid an aeled, o kemer preder eus traoù n'en deus ket gwelet, o vezañ c'hwezet a ourgouilh hep poell gant e skiant kigel, | |
Colo | BretonNT | 2:19 | hep en em stagañ ouzh ar penn, a laka ar c'horf a-bezh, unanet asambles dre ar juntoù hag al liammoù, da greskiñ hervez ar greskadurezh roet gant Doue. | |
Colo | BretonNT | 2:20 | Mar d-oc'h eta marv gant Krist e-keñver kentañ kentelioù ar bed, perak e vec'hier ac'hanoc'h eus an urzhiadurioù-se, evel pa vevjec'h c'hoazh er bed: | |
Colo | BretonNT | 2:22 | urzhiadurioù a dro holl da fall dre o implij, hag a zo hervez gourc'hemennoù ha kredennoù an dud? | |
Chapter 3
Colo | BretonNT | 3:1 | Mar d-oc'h eta adsavet da vev gant Krist, klaskit traoù an nec'h, e-lec'h ma emañ Krist azezet a-zehou da Zoue. | |
Colo | BretonNT | 3:5 | Lakait eta da vervel en hoc'h izili ar pezh a zalc'h d'an douar, ar c'hadaliezh, an hudurniezh, an drouksoñjoù, an droukc'hoantoù, ar pizhoni a zo idolerezh, | |
Colo | BretonNT | 3:8 | Met bremañ, c'hwi ivez, dilezit an holl draoù-se, ar gounnar, ar gasoni, ar fallentez, an droukkomz, ar c'homzoù dizonest a c'hellfe dont er-maez eus ho kenoù. | |
Colo | BretonNT | 3:9 | Na lavarit ket a c'hevier an eil d'egile, o vezañ diwisket diwarnoc'h an den kozh hag e oberoù, | |
Colo | BretonNT | 3:10 | hag o vezañ gwisket an den nevez a zo nevesaet en anaoudegezh, hervez skeudenn e Grouer. | |
Colo | BretonNT | 3:11 | Amañ n'eus na Gresian na Yuzev, na den amdroc'het na diamdroc'h, na barbar na Skutad, na sklavour na den frank, met Krist a zo holl hag en holl. | |
Colo | BretonNT | 3:12 | Gwiskit eta, evel tud dibabet gant Doue sent ha karet-mat, ur galon a drugarez, a vadelezh, a izelegezh, a zouster, a basianted, | |
Colo | BretonNT | 3:13 | o c'houzañv an eil egile hag o pardoniñ an eil d'egile mar en deus unan bennak da glemm a-enep egile. Evel ma en deus Krist pardonet deoc'h, c'hwi ivez grit evel-se. | |
Colo | BretonNT | 3:15 | Ha ra reno peoc'h Doue en ho kalonoù, galvet oc'h bet dezhañ evit bezañ ur c'horf hepken, ha bezit anaoudek. | |
Colo | BretonNT | 3:16 | Ra chomo ger Krist gant fonnder ennoc'h e pep furnez; en em gelennit hag en em aliit an eil egile dre salmoù, meulganoù ha kanaouennoù speredel, o kanañ en ho kalonoù d'an Aotrou gant anaoudegezh vat. | |
Colo | BretonNT | 3:17 | Petra bennak ma reot, dre gomz pe dre ober, grit holl en anv an Aotrou Jezuz, o trugarekaat drezañ Doue an Tad. | |
Colo | BretonNT | 3:20 | Bugale, sentit ouzh ho tud en holl draoù rak kement-se a zo kavet mat gant an Aotrou. | |
Colo | BretonNT | 3:22 | Mevelien, sentit en holl draoù ouzh ho mistri hervez ar c'hig, nann zoken dindan o daoulagad evel ma klaskfec'h plijout d'an dud, met gant eeunder a galon hag e doujañs Doue. | |
Colo | BretonNT | 3:23 | Petra bennak ma reot, grit eñ a galon vat, evel o servijañ an Aotrou ha nann an dud, | |
Colo | BretonNT | 3:24 | o c'houzout penaos e resevot digant an Aotrou gopr an hêrezh, rak e servijit Krist an Aotrou. | |
Chapter 4
Colo | BretonNT | 4:1 | Mistri, roit d'ho mevelien ar pezh a zo reizh ha leal, o c'houzout penaos hoc'h eus ivez ur Mestr en neñvoù. | |
Colo | BretonNT | 4:3 | Pedit evidomp ivez, evit ma tigoro Doue deomp un nor evit ar ger, da brezeg mister Krist eo abalamour dezhañ ez on er chadennoù, | |
Colo | BretonNT | 4:6 | Ra vo atav ho komz leun a c'hras ha temzet gant holen, en un doare da c'houzout respont da bep hini evel ma'z eo dleet. | |
Colo | BretonNT | 4:7 | Tichik, ar breur karet-mat ha ministr feal, va c'henlabourer e servij an Aotrou, a roio da anavezout deoc'h an traoù a sell ouzhin. | |
Colo | BretonNT | 4:8 | E gas a ran deoc'h a-ratozh evit ma'c'h anavezo an traoù a sell ouzhoc'h ha ma frealzo ho kalonoù, | |
Colo | BretonNT | 4:9 | gant Onezim, ar breur feal ha karet-mat hag a zo eus ho touez. Disklêriañ a raint deoc'h kement a dremen amañ. | |
Colo | BretonNT | 4:10 | Aristark, va c'henbrizoniad, a salud ac'hanoc'h, kenkoulz ha Mark kenderv Barnabaz, hoc'h eus resevet urzhioù diwar e benn: Mar d-a d'ho kavout, degemerit anezhañ. | |
Colo | BretonNT | 4:11 | Jezuz lesanvet Justuz a salud ivez ac'hanoc'h. Bez' int eus an amdroc'h hag int eo ar re nemetañ o vezañ kenlabourerien din e rouantelezh Doue hag a zo bet ur frealz evidon. | |
Colo | BretonNT | 4:12 | Epafraz hag a zo eus ho touez a salud ac'hanoc'h. Ur servijer eus Krist eo, ne baouez ket da stourm evidoc'h en e bedennoù, evit ma viot peurvat ha peurc'hraet en holl volontez Doue. | |
Colo | BretonNT | 4:13 | Rak reiñ a ran outañ an testeni-mañ, penaos en deus ur gred bras evidoc'h, evit re Laodikea hag evit re Hierapoliz. | |
Colo | BretonNT | 4:16 | Goude ma vo al lizher-mañ bet lennet en ho touez, grit ma vo lennet ivez en Iliz al Laodikeiz ha ma lennot c'hwi ivez an hini eus Laodikea. | |
Colo | BretonNT | 4:17 | Lavarit da Arkipuz: Taol evezh mat ouzh ar ministrerezh ac'h eus resevet en Aotrou evit e seveniñ mat. | |