Site uses cookies to provide basic functionality.

OK
I JOHN
Up
1 2 3 4 5
Toggle notes
Chapter 1
I Jo BretonNT 1:1  Ar pezh a oa adalek ar penn-kentañ, ar pezh hon eus klevet, ar pezh hon eus gwelet gant hon daoulagad, ar pezh hon eus sellet outañ hag o deus hon daouarn stoket ennañ, diwar-benn ar Ger a vuhez,
I Jo BretonNT 1:2  rak ar vuhez a zo en em ziskouezet, hag hon eus he gwelet hag e roomp testeni anezhi, hag e prezegomp deoc'h ar vuhez peurbadus a oa e-kichen an Tad hag a zo en em ziskouezet deomp,
I Jo BretonNT 1:3  ar pezh hon eus gwelet ha klevet, a zisklêriomp deoc'h evit ma viot unanet ivez ganeomp. Hor c'henunvaniezh a zo gant an Tad ha gant e Vab Jezuz-Krist.
I Jo BretonNT 1:4  Hag e skrivomp deoc'h an traoù-mañ evit ma vo peurvat ho levenez.
I Jo BretonNT 1:5  Kement-mañ eo an disklêriadur hon eus klevet digantañ hag a roomp da anavezout deoc'h: Doue a zo sklêrijenn ha n'eus teñvalijenn ebet ennañ.
I Jo BretonNT 1:6  Mar lavaromp ez omp e kenunvaniezh gantañ ha ma kerzhomp en deñvalijenn, e lavaromp gaou ha ne heuliomp ket ar wirionez.
I Jo BretonNT 1:7  Met mar kerzhomp er sklêrijenn, evel ma'z emañ e-unan er sklêrijenn, ez omp e kenunvaniezh an eil gant egile ha gwad Jezuz-Krist e Vab hor glana a bep pec'hed.
I Jo BretonNT 1:8  Mar lavaromp n'hon eus ket a bec'hed, en em douellomp hon-unan hag ar wirionez n'emañ ket ennomp.
I Jo BretonNT 1:9  Mar anzavomp hor pec'hedoù, eñ a zo feal ha reizh evit o fardoniñ deomp hag evit hor glanaat a bep direizhder.
I Jo BretonNT 1:10  Mar lavaromp n'hon eus ket a bec'hed, e lakaomp anezhañ gaouiat hag e c'her n'emañ ket ennomp.
Chapter 2
I Jo BretonNT 2:1  Va bugale vihan, skrivañ a ran an traoù-mañ deoc'h evit na bec'hot ket. Ha mar en deus unan bennak ac'hanoc'h pec'het, hon eus un alvokad e-kichen an Tad, Jezuz-Krist ar reizh.
I Jo BretonNT 2:2  Eñ eo un aberzh-dic'haouiñ evit hor pec'hedoù, ha nann hepken evit hor re, met ivez evit re ar bed holl.
I Jo BretonNT 2:3  Dre gement-mañ ec'h ouzomp hon eus e anavezet: mar miromp e c'hourc'hemennoù.
I Jo BretonNT 2:4  An hini a lavar: E anavezet em eus, ha na vir ket e c'hourc'hemennoù, a zo ur gaouiad hag ar wirionez ne chom ket ennañ.
I Jo BretonNT 2:5  Met evit an hini a vir e c'her, karantez Doue a zo e gwirionez peurvat ennañ. Dre gement-se ec'h ouzomp emaomp ennañ.
I Jo BretonNT 2:6  An hini a lavar e chom ennañ a dle ivez kerzhout evel m'en deus kerzhet eñ e-unan.
I Jo BretonNT 2:7  Breudeur, ne skrivan ket deoc'h ur gourc'hemenn nevez, met ur gourc'hemenn kozh hoc'h eus bet adalek ar penn-kentañ. Ar gourc'hemenn kozh-se, eo ar ger hoc'h eus klevet adalek ar penn-kentañ.
I Jo BretonNT 2:8  Met ivez e skrivan deoc'h ur gourc'hemenn nevez, a zo gwir ennañ hag ennoc'h, rak an deñvalijenn a dremen hag ar sklêrijenn wirion a lugern dija.
I Jo BretonNT 2:9  An hini a lavar emañ er sklêrijenn, hag a gasa e vreur, a zo c'hoazh bremañ en deñvalijenn.
I Jo BretonNT 2:10  An hini a gar e vreur a chom er sklêrijenn, ha n'eus ennañ abeg da gouezhañ ebet.
I Jo BretonNT 2:11  Met an hini a gasa e vreur a zo en deñvalijenn hag a gerzh en deñvalijenn, ne oar ket pelec'h ez a, rak an deñvalijenn he deus dallet e zaoulagad.
I Jo BretonNT 2:12  Bugale vihan, skrivañ a ran deoc'h dre ma'z eo pardonet ho pec'hedoù deoc'h abalamour d'e anv.
I Jo BretonNT 2:13  Tadoù, skrivañ a ran deoc'h dre ma hoc'h eus anavezet an hini a zo adalek ar penn-kentañ. Tud yaouank, skrivañ a ran deoc'h dre ma hoc'h eus trec'het an hini drouk. Bugale vihan, skrivañ a ran deoc'h dre ma hoc'h eus anavezet an Tad.
I Jo BretonNT 2:14  Tadoù, skrivet em eus deoc'h dre ma hoc'h eus anavezet an hini a zo adalek ar penn-kentañ. Tud yaouank, skrivet em eus deoc'h dre ma'z oc'h kreñv, ma chom ger Doue ennoc'h ha ma hoc'h eus trec'het an hini drouk.
I Jo BretonNT 2:15  Na garit ket ar bed nag an traoù a zo er bed. Mar kar unan bennak ar bed, karantez an Tad n'emañ ket ennañ,
I Jo BretonNT 2:16  rak kement a zo er bed, c'hoantegezh ar c'hig, c'hoantegezh an daoulagad ha lorc'h ar vuhez ne zeu ket eus an Tad met eus ar bed.
I Jo BretonNT 2:17  Ar bed a dremen, e c'hoantegezh ivez, met an hini a ra bolontez Doue a chom da viken.
I Jo BretonNT 2:18  Bugale vihan, houmañ eo an eur diwezhañ, hag evel ma hoc'h eus klevet e teu an enepkrist, bez' ez eus adalek bremañ meur a enepkrist. Dre gement-se ec'h ouzomp eo deuet an eur diwezhañ.
I Jo BretonNT 2:19  Aet int er-maez eus hon touez, met ne oant ket eus hor re, rak ma vijent bet eus hor re, e vijent chomet ganeomp. Met aet int er-maez evit ma vije diskouezet ne oant ket holl eus hor re.
I Jo BretonNT 2:20  Resevet hoc'h eus an oleviadur a-berzh an hini santel, hag ec'h anavezit pep tra.
I Jo BretonNT 2:21  N'em eus ket skrivet deoc'h dre ma n'anavezit ket ar wirionez, met abalamour ma'c'h anavezit anezhi ha ma ne zeu gaou ebet eus ar wirionez.
I Jo BretonNT 2:22  Piv a zo gaouiat, ma n'eo an hini a nac'h ez eo Jezuz ar C'hrist? Hemañ eo an enepkrist: an hini a nac'h an Tad hag ar Mab.
I Jo BretonNT 2:23  Piv bennak a nac'h ar Mab n'en deus ket kennebeut an Tad, hag an hini a anzav ar Mab en deus ivez an Tad.
I Jo BretonNT 2:24  Ra chomo ennoc'h eta ar pezh hoc'h eus klevet adalek ar penn-kentañ. Mar chom ennoc'h ar pezh hoc'h eus klevet adalek ar penn-kentañ, c'hwi a chomo ivez er Mab hag en Tad.
I Jo BretonNT 2:25  Kement-mañ eo ar bromesa en deus graet deomp: ar vuhez peurbadus.
I Jo BretonNT 2:26  Skrivet em eus deoc'h an traoù-mañ diwar-benn ar re a douell ac'hanoc'h.
I Jo BretonNT 2:27  Met an oleviadur hoc'h eus resevet digantañ a chom ennoc'h ha n'hoc'h eus ket ezhomm e kelennfe den ac'hanoc'h. Hag evel ma tesk an oleviadur-se deoc'h pep tra, ma'z eo gwirion ha ma n'eo ket ur gaou, chomit ennañ hervez ma'z eo bet desket deoc'h gantañ.
I Jo BretonNT 2:28  Bremañ eta bugale vihan, chomit ennañ evit ma hor bo fiziañs pa en em ziskouezo, ha ma ne vimp ket mezhek dirazañ en e zonedigezh.
I Jo BretonNT 2:29  Mar gouzoc'h ez eo reizh, e c'houezit penaos piv bennak a ra ar reizhder a zo ganet anezhañ.
Chapter 3
I Jo BretonNT 3:1  Gwelit pebezh karantez en deus diskouezet an Tad en hor c'heñver, evit ma vefemp galvet bugale Doue! Dre gement-mañ eo n'anavez ket ar bed ac'hanomp: o vezañ n'en deus ket anavezet anezhañ.
I Jo BretonNT 3:2  Re garet-mat, ni a zo bremañ bugale Doue hag ar pezh a vimp n'eo ket bet c'hoazh diskouezet. Met anavezout a reomp penaos pa vo diskouezet, e vimp heñvel outañ abalamour ma welimp anezhañ evel ma'z emañ.
I Jo BretonNT 3:3  Piv bennak en deus an esperañs-se ennañ en em c'hlana e-unan, evel ma'z eo glan e-unan.
I Jo BretonNT 3:4  Piv bennak a bec'h a dorr ivez al lezenn, rak ar pec'hed a zo un dorridigezh eus al lezenn.
I Jo BretonNT 3:5  Gouzout a rit penaos eo en em ziskouezet evit lemel hor pec'hedoù ha penaos n'eus pec'hed ebet ennañ.
I Jo BretonNT 3:6  Piv bennak a chom ennañ ne bec'h ket, piv bennak a bec'h n'en deus ket e welet ha n'en deus ket e anavezet.
I Jo BretonNT 3:7  Bugale vihan, ra ne douello den ac'hanoc'h. An hini a ra ar reizhder a zo reizh evel ma'z eo e-unan reizh.
I Jo BretonNT 3:8  An hini a ra ar pec'hed a zo eus an diaoul, rak an diaoul a bec'h adalek ar penn-kentañ. Evit kement-mañ eo en em ziskouezet Mab Doue: evit distrujañ oberoù an diaoul.
I Jo BretonNT 3:9  Piv bennak a zo ganet a Zoue ne ra ket ar pec'hed abalamour hadenn Doue a chom ennañ, ha ne c'hell ket pec'hiñ abalamour ma'z eo ganet a Zoue.
I Jo BretonNT 3:10  E kement-mañ eo e teu bugale Doue ha bugale an diaoul d'en em reiñ da anavezout: piv bennak ne ra ket ar reizhder n'eo ket eus Doue, na kennebeut an hini na gar ket e vreur.
I Jo BretonNT 3:11  Kement-mañ eo an disklêriadur hoc'h eus klevet adalek ar penn-kentañ: ma en em garfemp an eil egile,
I Jo BretonNT 3:12  ha ma ne vefemp ket heñvel ouzh Kain a oa eus an droug hag a lazhas e vreur. Ha perak e lazhas anezhañ? Abalamour ma oa fall e oberoù ha ma oa reizh re e vreur.
I Jo BretonNT 3:13  Breudeur, na vezit ket souezhet e kasafe ar bed ac'hanoc'h.
I Jo BretonNT 3:14  Ni a oar penaos omp tremenet eus ar marv d'ar vuhez, o vezañ ma karomp ar vreudeur. An hini na gar ket e vreur a chom er marv.
I Jo BretonNT 3:15  Piv bennak a gasa e vreur a zo ur muntrer, ha gouzout a rit penaos muntrer ebet n'en deus ar vuhez peurbadus o chom ennañ.
I Jo BretonNT 3:16  E kement-mañ eo hon eus anavezet ar garantez: roet en deus e vuhez evidomp. Ni ivez a dle reiñ hor buhez evit ar vreudeur.
I Jo BretonNT 3:17  Mar en deus unan bennak madoù ar bed-mañ hag, o welout e vreur en ezhomm, e serr outañ e galon, penaos e chomfe karantez Doue ennañ?
I Jo BretonNT 3:18  Va bugale vihan, na garomp ket gant komzoù ha gant an teod, met en oberoù hag e gwirionez.
I Jo BretonNT 3:19  E kement-se eo ec'h ouzomp penaos omp er wirionez, ha penaos e sederaimp hor c'halonoù dirazañ,
I Jo BretonNT 3:20  rak mar kondaon hor c'halon ac'hanomp, Doue a zo brasoc'h eget hor c'halon hag a anavez an holl draoù.
I Jo BretonNT 3:21  Re garet-mat, ma ne gondaon ket hor c'halon ac'hanomp, hon eus fiziañs dirak Doue.
I Jo BretonNT 3:22  Petra bennak a c'houlennomp, en resevomp digantañ, abalamour ma viromp e c'hourc'hemennoù ha ma reomp ar pezh a blij dezhañ.
I Jo BretonNT 3:23  Ha kement-mañ eo e c'hourc'hemenn: ma kredimp en anv e Vab Jezuz-Krist ha ma en em garimp an eil egile, evel m'en deus gourc'hemennet deomp.
I Jo BretonNT 3:24  An den a vir e c'hourc'hemennoù a chom ennañ ha eñ en den-se. Ha dre gement-mañ eo ec'h ouzomp e chom ennomp: dre ar Spered en deus roet deomp.
Chapter 4
I Jo BretonNT 4:1  Re garet-mat, na gredit ket da bep spered, met amprouit ar speredoù evit gouzout hag int a zo a-berzh Doue, rak meur a fals-profed a zo deuet er bed.
I Jo BretonNT 4:2  Dre gement-mañ eo ec'h anavezit Spered Doue: pep spered a anzav ez eo deuet Jezuz-Krist er c'hig a zo eus Doue,
I Jo BretonNT 4:3  ha pep spered n'anzav ket ez eo deuet Jezuz-Krist er c'hig n'eo ket eus Doue, hini an enepkrist eo, hoc'h eus klevet lavarout emañ o tont, hag a zo dija a-vremañ er bed.
I Jo BretonNT 4:4  Bugale vihan, c'hwi a zo eus Doue hag hoc'h eus trec'het anezho, abalamour an hini a zo ennoc'h a zo brasoc'h eget an hini a zo er bed.
I Jo BretonNT 4:5  Int a zo eus ar bed, dre-se e komzont hervez ar bed hag ar bed a selaou anezho.
I Jo BretonNT 4:6  Ni a zo eus Doue, an hini a anavez Doue a selaou ac'hanomp, an hini n'eo ket eus Doue ne selaou ket ac'hanomp. A gement-se ec'h anavezomp ar spered a wirionez hag ar spered a errol.
I Jo BretonNT 4:7  Re garet-mat, en em garomp an eil egile, rak ar garantez a zeu eus Doue, ha piv bennak a gar a zo ganet a Zoue hag a anavez Doue.
I Jo BretonNT 4:8  An hini na gar ket n'en deus ket anavezet Doue, rak Doue a zo karantez.
I Jo BretonNT 4:9  E kement-mañ eo en em ziskouezet karantez Doue en hor c'heñver: kaset en deus Doue e Vab nemetañ er bed evit ma vevimp drezañ.
I Jo BretonNT 4:10  E kement-mañ emañ ar garantez: n'eo ket ni hon eus karet Doue, met eñ eo an hini en deus hor c'haret ha kaset e Vab en aberzh-dic'haouiñ evit hor pec'hedoù.
I Jo BretonNT 4:11  Re garet-mat, mar en deus Doue hor c'haret evel-se, ni a dle ivez en em garout an eil egile.
I Jo BretonNT 4:12  Den n'eus biskoazh gwelet Doue. Mar en em garomp an eil egile, Doue a chom ennomp hag e garantez a zo peurc'hraet ennomp.
I Jo BretonNT 4:13  E kement-mañ ec'h ouzomp e chomomp ennañ hag eñ ennomp: o vezañ ma en deus roet deomp eus e Spered.
I Jo BretonNT 4:14  Ha ni hon eus gwelet hag e roomp testeni penaos an Tad en deus kaset ar Mab evel Salver ar bed.
I Jo BretonNT 4:15  Piv bennak a anzav ez eo Jezuz Mab Doue, Doue a chom ennañ, hag eñ e Doue.
I Jo BretonNT 4:16  Ni hon eus anavezet ha kredet er garantez en deus Doue evidomp. Doue a zo karantez, hag an hini a chom er garantez a chom e Doue ha Doue ennañ.
I Jo BretonNT 4:17  E kement-se eo bet peurc'hraet ar garantez ennomp, evit ma hor bo fiziañs da zeiz ar varnedigezh, o vezañ ma'z omp er bed-se evel ma emañ e-unan.
I Jo BretonNT 4:18  Ne vez aon ebet er garantez, met ar garantez peurvat a gas an aon kuit, rak an aon a zalc'h ur c'hastiz; an hini en deus aon n'eo ket peurvat er garantez.
I Jo BretonNT 4:19  Ni a gar anezhañ dre ma en deus hor c'haret da gentañ.
I Jo BretonNT 4:20  Mar lavar unan bennak: Me a gar Doue, hag e kasa e vreur, ur gaouiad eo. Rak an hini na gar ket e vreur a wel, penaos e c'hellfe karout Doue na wel ket?
I Jo BretonNT 4:21  Hag ar c'hourc'hemenn-mañ hon eus bet digantañ: an hini a gar Doue, ra garo ivez e vreur.
Chapter 5
I Jo BretonNT 5:1  Piv bennak a gred ez eo Jezuz ar C'hrist a zo ganet a Zoue, ha piv bennak a gar an hini en deus e c'hanet, a gar ivez an hini a zo ganet anezhañ.
I Jo BretonNT 5:2  Dre gement-mañ ec'h ouzomp e karomp bugale Doue: o vezañ ma karomp Doue ha ma viromp e c'hourc'hemennoù.
I Jo BretonNT 5:3  Rak kement-mañ eo karantez Doue: ma virimp e c'hourc'hemennoù. Hag e c'hourc'hemennoù n'int ket diaes,
I Jo BretonNT 5:4  abalamour kement a zo ganet a Zoue a drec'h ar bed, ha kement-mañ eo ar gounid a drec'h ar bed: hor feiz.
I Jo BretonNT 5:5  Piv eo an hini a drec'h ar bed, nemet an hini a gred ez eo Jezuz Mab Doue?
I Jo BretonNT 5:6  Eñ eo an hini a zo deuet dre an dour ha dre ar gwad: Jezuz-Krist, nann dre an dour hepken, met dre an dour ha dre ar gwad. Hag ar Spered eo a ro testeni a gement-se, dre ma'z eo ar Spered a wirionez.
I Jo BretonNT 5:7  Rak bez' ez eus tri a ro testeni en neñv, an Tad, ar Ger hag ar Spered-Santel, hag an tri-se a zo unan.
I Jo BretonNT 5:8  Ha bez' ez eus tri hag a ro testeni war an douar, ar Spered, an dour hag ar gwad, hag an tri-se a zo a-unvan.
I Jo BretonNT 5:9  Mar resevomp testeni an dud, testeni Doue a zo brasoc'h, rak kement-mañ eo an testeni en deus Doue roet diwar-benn e Vab:
I Jo BretonNT 5:10  an hini a gred e Mab Doue en deus an testeni-mañ ennañ e-unan; an hini na gred ket Doue a ra anezhañ gaouiat, peogwir ne gred ket d'an testeni en deus roet Doue diwar-benn e Vab.
I Jo BretonNT 5:11  Ha setu amañ an testeni: Doue en deus roet deomp ar vuhez peurbadus, hag ar vuhez-se a zo en e Vab.
I Jo BretonNT 5:12  An neb en deus ar Mab en deus ar vuhez. An neb n'en deus ket Mab Doue n'en deus ket ar vuhez.
I Jo BretonNT 5:13  Skrivet em eus deoc'h an traoù-mañ, deoc'h-c'hwi hag a gred en anv Mab Doue, evit ma ouiot hoc'h eus ar vuhez peurbadus, hag evit ma c'hellot krediñ en anv Mab Doue.
I Jo BretonNT 5:14  Kement-mañ eo ar fiziañs hon eus ennañ: mar goulennomp un dra bennak hervez e youl, e selaou ac'hanomp.
I Jo BretonNT 5:15  Ha mar gouzomp e selaou ac'hanomp petra bennak a c'houlennomp, ec'h ouzomp hon eus dija ar pezh hon eus goulennet digantañ.
I Jo BretonNT 5:16  Mar gwel unan bennak e vreur o pec'hiñ eus ur pec'hed na gas ket d'ar marv, ra bedo, hag e roio ar vuhez d'ar re na reont ket ur pec'hed a gas d'ar marv. Bez' ez eus ur pec'hed a gas d'ar marv, ne lavaran ket pediñ evit ar pec'hed-se.
I Jo BretonNT 5:17  Pep direizhder a zo ur pec'hed, met ez eus ur pec'hed na gas ket d'ar marv.
I Jo BretonNT 5:18  Gouzout a reomp penaos piv bennak a zo ganet a Zoue ne bec'h ket; met an hini a zo ganet a Zoue en em vir e-unan hag an droug ne stok ket ennañ.
I Jo BretonNT 5:19  Gouzout a reomp ez omp eus Doue hag emañ ar bed holl beuzet en droug.
I Jo BretonNT 5:20  Ha gouzout a reomp ez eo deuet Mab Doue, en deus roet deomp skiant evit anavezout an Hini gwirion, hag emaomp en Hini gwirion-se, en e Vab Jezuz-Krist. Eñ eo an Doue gwirion hag ar vuhez peurbadus.