Toggle notes
Chapter 1
Phil | BretonNT | 1:1 | Paol ha Timote, servijerien Jezuz-Krist, d'an holl sent e Jezuz-Krist a zo e Filipi, d'an eskibien ha d'an diagoned: | |
Phil | BretonNT | 1:2 | Ar c'hras hag ar peoc'h ra vo roet deoc'h a-berzh Doue hon Tad hag an Aotrou Jezuz-Krist! | |
Phil | BretonNT | 1:6 | Krediñ a ran gant fiziañs penaos an hini en deus deraouet an oberenn vat-se ennoc'h he feurc'hraio betek deiz Jezuz-Krist. | |
Phil | BretonNT | 1:7 | Reizh eo em befe ar menozioù-se ac'hanoc'h holl, rak me am eus ac'hanoc'h holl em c'halon, c'hwi kenlodeien ganin er c'hras, hag em ereoù hag e difenn an Aviel hag o startaat anezhañ. | |
Phil | BretonNT | 1:8 | Rak Doue a zo test din pegement e karan ac'hanoc'h holl a-greiz kalon e Jezuz-Krist. | |
Phil | BretonNT | 1:9 | Pediñ a ran evit kement-mañ, evit ma kresko ho karantez muioc'h muiañ e pep anaoudegezh hag e pep skiant, | |
Phil | BretonNT | 1:10 | evit ma c'hellot anavezout an traoù a zo dispar ha ma viot glan ha divlam a-benn deiz Jezuz-Krist, | |
Phil | BretonNT | 1:11 | leuniet gant frouezh ar reizhder a zo dre Jezuz-Krist, evit gloar ha meuleudi Doue. | |
Phil | BretonNT | 1:12 | Koulskoude, breudeur, e fell din e ouefec'h penaos ar pezh a zo c'hoarvezet ganin a zo troet kentoc'h evit kreskadurezh an Aviel, | |
Phil | BretonNT | 1:13 | en hevelep doare ma'z eo deuet va ereoù enorus e Krist er pretordi a-bezh hag en holl lec'hioù all, | |
Phil | BretonNT | 1:14 | hag an darn vrasañ eus ar vreudeur en Aotrou, o kemer kalon em ereoù, a gred disklêriañ ar ger gant muioc'h a hardizhegezh hag hep aon. | |
Phil | BretonNT | 1:15 | Gwir eo penaos hiniennoù a brezeg Krist dre avi ha tabut, met reoù all a ra a volontez vat. | |
Phil | BretonNT | 1:16 | Darn a brezeg Krist gant ur mennozh a dabut ha nann gant glanded, o krediñ kreskiñ va glac'har em ereoù, | |
Phil | BretonNT | 1:17 | met ar re all a ra dre garantez, oc'h anavezout penaos on bet lakaet evit difenn an Aviel. | |
Phil | BretonNT | 1:18 | N'eus forzh? E pep doare bennak ma vefe, pe dre ur gred diskouezus pe gant wirionez, Krist a zo prezeget, hag eus kement-se en em laouenaan hag en em laouenain c'hoazh. | |
Phil | BretonNT | 1:19 | Rak gouzout a ran e troio kement-se da'm silvidigezh dre ho pedennoù ha dre sikour Spered Jezuz-Krist, | |
Phil | BretonNT | 1:20 | hervez va gortoz start ha va esperañs, penaos ne'm bo mezhegezh e netra, met penaos en holl fiziañs e vo rentet gloar da Grist em c'horf c'hoazh bremañ evel bepred, pe dre va buhez pe dre va marv. | |
Phil | BretonNT | 1:22 | Met mar d-eo mat evit va labour bevañ er c'hig, n'ouzon ket ar pezh a dlean c'hoantaat. | |
Phil | BretonNT | 1:23 | Gwasket on eus an daou du, o kaout ar c'hoant da zilojañ ha da vezañ gant Krist, ar pezh a vefe kalz gwelloc'h din, | |
Phil | BretonNT | 1:25 | Anavezout mat a ran, me a chomo hag a gendalc'ho ganeoc'h holl, evit ho kreskidigezh hag ho levenez er feiz, | |
Phil | BretonNT | 1:26 | evit m'ho po ennon, dre va distro en ho touez, ul lec'h d'en em veuliñ gant leunder e Jezuz-Krist. | |
Phil | BretonNT | 1:27 | Lakait evezh hepken d'en em ren en un doare dellezek eus Aviel Krist, evit, pe e teuin d'ho kwelout pe e vin ezvezant, ma klevin lavarout ac'hanoc'h e talc'hit start en un hevelep spered da stourm gant un hevelep ene evit feiz an Aviel, | |
Phil | BretonNT | 1:28 | hep kaout aon e doare ebet eus an enebourien, ar pezh a zo evito ur brouenn a gollidigezh met evidoc'h a silvidigezh. Ha kement-se eo a-berzh Doue, | |
Phil | BretonNT | 1:29 | rak roet en deus deoc'h ar c'hras, abalamour da Grist, nann hepken da grediñ ennañ met c'hoazh da c'houzañv evitañ, | |
Chapter 2
Phil | BretonNT | 2:1 | Mar d-eus eta ur frealz bennak e Krist, mar d-eus un dic'hlac'har bennak er garantez, mar d-eus ur genunvaniezh bennak a spered, mar d-eus ur vadelezh hag un drugarez bennak, | |
Phil | BretonNT | 2:2 | leugnit va levenez, en ur vezañ a-unan etrezoc'h, en ur gaout an hevelep karantez, an hevelep ene, an hevelep soñjoù. | |
Phil | BretonNT | 2:3 | Na rit netra dre dabut pe dre c'hloar aner, met ra sello pep hini ac'hanoc'h ouzh ar re all gant izelegezh, evel o vezañ a-us dezhañ e-unan. | |
Phil | BretonNT | 2:4 | Na sello ket pep hini ac'hanoc'h ouzh e gounid e-unan, met ivez ouzh hini ar re all. | |
Phil | BretonNT | 2:6 | o vezañ e stumm Doue, n'en deus ket sellet evel ur preizh da dapout bezañ par da Zoue, | |
Phil | BretonNT | 2:7 | met en em ziwisket eo e-unan o vezañ kemeret stumm ur servijer, o tont heñvel ouzh an dud, | |
Phil | BretonNT | 2:8 | hag, o vezañ kemeret stumm un den, eo en em izelaet e-unan, oc'h en em ober sentus betek ar marv, zoken betek ar marv war ar groaz. | |
Phil | BretonNT | 2:9 | Dre-se ivez Doue en deus e uhelsavet hag en deus roet dezhañ un anv a zo dreist pep anv, | |
Phil | BretonNT | 2:10 | evit en anv Jezuz ma plego pep glin en neñvoù ha war an douar ha dindan an douar, | |
Phil | BretonNT | 2:12 | Evel-se, re garet-mat, evel ma hoc'h eus atav sentet, nann hepken dirazon met bremañ muioc'h c'hoazh pa'z on ezvezant, labourit d'ho silvidigezh gant doujañs ha krenadenn, | |
Phil | BretonNT | 2:15 | evit ma viot divlam ha disaotr, mibien Doue, didamall e-kreiz ur rummad diroll ha fall, hag en o zouez bezit gwelet evel goulaouennoù er bed, | |
Phil | BretonNT | 2:16 | o tougen ger ar vuhez, en hevelep doare ma c'hellin, e deiz Krist, en em reiñ gloar dre ma ne'm bo ket redet en aner na labouret en aner. | |
Phil | BretonNT | 2:17 | Ha zoken ma'z on skuilhet war an aberzh hag ar servij eus ho feiz, em eus levenez a gement-se, hag en em laouenaan ganeoc'h holl. | |
Phil | BretonNT | 2:19 | Esperout a ran en Aotrou Jezuz kas deoc'h prest Timote, evit ma vin ivez kalonekaet o klevout diwar ho penn. | |
Phil | BretonNT | 2:20 | Rak ne'm eus den hag a vefe unanet ganin evit kemer ur gwir preder eus ar pezh a sell ac'hanoc'h, | |
Phil | BretonNT | 2:22 | Anavezout a rit penaos eo bet amprouet pa'z eo en em lakaet ganin e servij an Aviel, evel ur bugel gant e dad. | |
Phil | BretonNT | 2:23 | Esperout a ran eta e gas deoc'h kerkent ha ma em bo gwelet ar stad eus va aferioù, | |
Phil | BretonNT | 2:25 | Kredet em eus e oa ret kas deoc'h Epafrodit, va breur, va c'henlabourer ha va c'henvrezeliad, an hini hoc'h eus kaset din hag en deus va sikouret em ezhommoù, | |
Phil | BretonNT | 2:26 | rak ur c'hoant bras en doa d'ho kwelout holl, hag e oa gwall boaniet dre m'ho poa klevet e oa bet klañv. | |
Phil | BretonNT | 2:27 | Klañv eo bet e gwirionez, ha tost d'ar marv, met Doue en deus bet truez outañ, ha nann hepken outañ met ivez ouzhin-me, evit na'm bije ket tristidigezh war dristidigezh. | |
Phil | BretonNT | 2:28 | Kaset em eus eta anezhañ gant kalz a hast, evit m'ho po levenez o welout anezhañ ha m'em bo nebeutoc'h a dristidigezh. | |
Chapter 3
Phil | BretonNT | 3:1 | A-hend-all, va breudeur, en em laouenait en Aotrou. Ne skuizhan ket o skrivañ deoc'h an hevelep traoù, hag evidoc'h kement-se eo ho surentez. | |
Phil | BretonNT | 3:2 | Diwallit diouzh ar chas, diwallit diouzh ar labourerien fall, diwallit diouzh ar fals amdroc'hidi. | |
Phil | BretonNT | 3:3 | Rak ni a zo an amdroc'hidi, ni hag a azeul Doue er Spered, ni hag a gavomp gloar e Jezuz-Krist, ni ha ne lakaomp ket hor fiziañs er c'hig, | |
Phil | BretonNT | 3:4 | petra bennak ma c'hellfen ivez en em fiziout er c'hig. Mar kred unan bennak en em fiziout er c'hig, me a c'hellfe c'hoazh muioc'h, | |
Phil | BretonNT | 3:5 | me, amdroc'het d'an eizhvet deiz, eus gouenn Israel, eus meuriad Benjamin, Hebre ganet eus Hebreed, farizian e-keñver al lezenn, | |
Phil | BretonNT | 3:7 | Met an traoù-se hag a oa din ur gounid, em eus o sellet evel ur c'holl abalamour da Grist. | |
Phil | BretonNT | 3:8 | Ya, sellout a ran pep tra evel ur c'holl, abalamour da zreistelezh anaoudegezh Jezuz-Krist va Aotrou. Kollet em eus an holl draoù evitañ, hag e sellan outo evel loustoni, evit ma c'hounezin Krist | |
Phil | BretonNT | 3:9 | ha ma vin kavet ennañ, o kaout nann va reizhder a zeufe eus al lezenn, met an hini a zeu dre ar feiz e Krist, ar reizhder a zeu eus Doue dre ar feiz. | |
Phil | BretonNT | 3:10 | Evel-se ec'h anavezin Krist, ha galloud e adsavidigezh a varv, ha kenlodenn e boanioù, o tont heñvel outañ en e varv, | |
Phil | BretonNT | 3:12 | N'eo ket em befe erruet betek ar pal, pe e vefen en em gavet er parfeted, met redek a ran evit tapout ar priz, evel ma'z on bet tapet ivez gant Jezuz-Krist. | |
Phil | BretonNT | 3:13 | Breudeur, er pezh a sell ac'hanon ne gredan ket em befe tapet ar priz, met e ran un dra: oc'h ankounac'haat ar pezh a zo war va lerc'h hag o vont etrezek ar pezh a zo araozon, | |
Phil | BretonNT | 3:15 | Neuze mar d-omp-ni holl peurvat, ret eo deomp soñjal evel-se; ha mar soñjit en un doare all diwar-benn un dra bennak, Doue en diskulio deoc'h ivez. | |
Phil | BretonNT | 3:16 | Koulskoude, el lec'h ma'z omp erruet, kerzhomp hervez an hevelep reolenn ha dalc'homp an hevelep soñjoù. | |
Phil | BretonNT | 3:17 | Bezit holl va heñvelerien, breudeur, ha sellit ouzh ar re a gerzh hervez ar skouer hoc'h eus ennomp. | |
Phil | BretonNT | 3:18 | Rak kalz a zo hag en em ren en enebourien da groaz Krist, henn lavaret em eus deoc'h alies ha bremañ en adlavaran en ur ouelañ. | |
Phil | BretonNT | 3:19 | O diwezh a vo ar gollidigezh, o doue eo o c'hof, o gloar a zo er pezh a ra o mezh, o soñjoù a zo e traoù an douar. | |
Phil | BretonNT | 3:20 | Evidomp-ni, emaomp keodedourien an neñv, a-belec'h e c'hortozomp ivez ar Salver, an Aotrou Jezuz-Krist. | |
Chapter 4
Phil | BretonNT | 4:1 | Dre-se, va breudeur karet-mat ha ker meurbet, va levenez ha va c'hurunenn, chomit start en doare-se en Aotrou, va re garet-mat. | |
Phil | BretonNT | 4:2 | Aspediñ a ran Evodia hag aspediñ a ran Sintich da gaout un hevelep santad en Aotrou. | |
Phil | BretonNT | 4:3 | Da bediñ a ran ivez, va c'henlabourer gwirion, sikour anezho, stourmet o deus ganin evit an Aviel kenkoulz ha Klemañs ha va c'henlabourerien all, emañ o anvioù el levr a vuhez. | |
Phil | BretonNT | 4:6 | Na vezit nec'het gant netra, met en holl lec'hioù lakait ho koulennoù dirak Doue dre bedennoù hag aspedennoù gant trugarez, | |
Phil | BretonNT | 4:7 | ha peoc'h Doue, o trec'hiñ an holl glevidigezh, a viro ho kalonoù hag ho soñjoù e Jezuz-Krist. | |
Phil | BretonNT | 4:8 | A-hend-all, breudeur, kement a zo gwirion, kement a zo onest, kement a zo reizh, kement a zo glan, kement a zo karantezus, kement a zo a vrud vat, hag a zo ennañ ur vertuz bennak hag a zo dellezek a veuleudi, ra zalc'ho an holl draoù-se en ho soñjoù. | |
Phil | BretonNT | 4:9 | Ar pezh hoc'h eus desket, resevet, klevet diganin, hag ar pezh hoc'h eus gwelet ennon, grit an traoù-se, hag an Doue a beoc'h a vo ganeoc'h. | |
Phil | BretonNT | 4:10 | Laouenaet kalz on bet en Aotrou dre ma hoc'h eus bremañ lakaet da advleuniañ ho santadoù evidon. Evit gwir e soñjec'h, met an tu a vanke deoc'h. | |
Phil | BretonNT | 4:11 | Ne lavaran ket kement-se abalamour da'm paourentez, desket em eus bezañ laouen gant ar stad m'en em gavan enni. | |
Phil | BretonNT | 4:12 | Gouzout a ran bezañ en izelegezh ha gouzout a ran bezañ er fonnder. En holl ha dre holl em eus desket bezañ leuniet ha kaout naon, bezañ er fonnder ha bezañ en dienez. | |
Phil | BretonNT | 4:15 | Anavezout mat a rit ivez, c'hwi Filipiz, penaos e penn-kentañ an Aviel pa'z on aet kuit eus Makedonia, Iliz ebet n'he deus roet din ha ne'm eus resevet digant hini ebet, nemet diganeoc'h, | |
Phil | BretonNT | 4:16 | rak pa oan e Tesalonike hoc'h eus kaset din ur wech ha div zoken peadra da bourvezañ da'm ezhommoù. | |
Phil | BretonNT | 4:17 | N'eo ket e klaskfen an donezonoù, met klask a ran ar frouezh a gresk evit ho talvoudegezh. | |
Phil | BretonNT | 4:18 | Resevet em eus pep tra hag emaon er fonnder. Karget on bet a vadoù o resev dre Epafrodit ar pezh a zeu diganeoc'h evel ur prof a c'hwezh-vat, un aberzh degemeret ha kavet mat gant Doue. | |
Phil | BretonNT | 4:19 | Va Doue a bourvezo d'hoc'h holl ezhommoù hervez e binvidigezh ha gant gloar e Jezuz-Krist. | |