Toggle notes
Chapter 1
Jame | BretonNT | 1:1 | Jakez, servijer Doue hag an Aotrou Jezuz-Krist, d'an daouzek meuriad a zo stlabezet: Salud! | |
Jame | BretonNT | 1:2 | Va breudeur, sellit evel ul levenez vras an temptadurioù a bep seurt en em gav ganeoc'h, | |
Jame | BretonNT | 1:4 | Ha ra zeuio ar basianted da gas hec'h oberenn da benn, evit ma viot peurvat ha peurc'hraet hep mankout e netra. | |
Jame | BretonNT | 1:5 | Ma vank furnez da unan bennak ac'hanoc'h, ra c'houlenno digant Doue a ro d'an holl gant largentez hep rebech, hag e vo roet dezhañ. | |
Jame | BretonNT | 1:6 | Met ra c'houlenno gant feiz, hep douetiñ, rak an hini a zouet a zo heñvel ouzh houl ar mor a zo keflusket gant an avel ha taolet amañ ha ahont. | |
Jame | BretonNT | 1:11 | Savet eo an heol gant e dommder, sec'het en deus ar c'heotenn, kouezhet eo he bleuñvenn ha kaerder he neuz a zo kollet. Evel-se e weñvo ar pinvidig en e hentoù. | |
Jame | BretonNT | 1:12 | Eürus an den a c'houzañv an temptadur, rak goude bezañ bet amprouet, e resevo ar gurunenn a vuhez en deus an Aotrou prometet d'ar re a gar anezhañ. | |
Jame | BretonNT | 1:13 | Ra ne lavaro den pa vez temptet: Doue eo a dempt ac'hanon. Rak Doue ne c'hell ket bezañ temptet gant an droug hag e-unan ne dempt den. | |
Jame | BretonNT | 1:15 | Hag an droukc'hoant, pa'z en deus koñsevet, a c'han ar pec'hed. Hag ar pec'hed, pa'z eo kaset da benn, a c'han ar marv. | |
Jame | BretonNT | 1:17 | pep gras dispar ha pep donezon peurvat a zeu eus an nec'h hag a ziskenn eus Tad ar sklêrijenn, na vez ennañ na kemmadur na skeud a cheñchamant. | |
Jame | BretonNT | 1:18 | Hor c'hrouet en deus hervez e volontez gant ger ar wirionez, evit ma vijemp evel ar c'hentañ frouezh eus e grouadurien. | |
Jame | BretonNT | 1:19 | Evel-se va breudeur karet-mat, ra vo pep den buan da selaou, gorrek da gomz, gorrek da gounnariñ, | |
Jame | BretonNT | 1:21 | Setu perak, oc'h en em ziwiskañ eus pep loustoni hag eus an holl zrougiezh, degemerit gant douster ar ger a zo bet plantet ennoc'h hag a c'hell saveteiñ hoc'h eneoù. | |
Jame | BretonNT | 1:22 | Bezit oberourien eus ar ger, ha na vezit ket selaouerien hepken oc'h en em dromplañ hoc'h-unan dre arguzennoù fals. | |
Jame | BretonNT | 1:23 | Rak mar d-eo unan bennak ur selaouer eus ar ger ha nann un oberour, ez eo heñvel ouzh un den a sell ouzh e zremm naturel en ur melezour | |
Jame | BretonNT | 1:25 | Met an hini en devo sellet ouzh al lezenn beurvat, lezenn ar frankiz, hag en devo kendalc'het hep bezañ ur selaouer ankounac'haus met o vezañ un oberour eus al labour, hennezh a vo benniget er pezh en devo graet. | |
Jame | BretonNT | 1:26 | Mar soñj unan bennak ac'hanoc'h bezañ relijius ha ne vestroni ket e deod met e trompl e galon, relijion an den-se a zo didalvez. | |
Chapter 2
Jame | BretonNT | 2:1 | Va breudeur, ra vo ar feiz hoc'h eus eus hon Aotrou glorius Jezuz-Krist diuntuek e-keñver diavaezioù an dud. | |
Jame | BretonNT | 2:2 | Rak mar deu en ho podadeg un den gant ur walenn aour ha dilhad kaer, ha mar deu ivez e-barzh ur paour gant dilhad dister, | |
Jame | BretonNT | 2:3 | hag o sellout ouzh an hini a zoug an dilhad kaer, e lavarit dezhañ: Azez amañ en ul lec'h mat, hag e lavarit d'ar paour: En em zalc'h aze en da sav, pe: Azez amañ e traoñ skabell va zreid, | |
Jame | BretonNT | 2:4 | daoust ha ne rit ket van eus diavaezioù an dud e-touez ac'hanoc'h ha n'och ket deuet da vezañ barnerien gant soñjezonoù fall? | |
Jame | BretonNT | 2:5 | Selaouit, va breudeur karet-mat, ha Doue n'en deus ket dibabet ar re baour eus ar bed-mañ evit ma vint pinvidik er feiz hag heritourien ar rouantelezh en deus prometet d'ar re a gar anezhañ? | |
Jame | BretonNT | 2:6 | C'hwi er c'hontrol, a zispriz ar paour! Ha n'eo ket ar re binvidik eo ar re a wask ac'hanoc'h hag a stlej ac'hanoc'h dirak al lezioù-barn? | |
Jame | BretonNT | 2:8 | Mar peurc'hrit al lezenn roueel hervez ar Skritur: Karout a ri da nesañ eveldout da-unan, e rit mat, | |
Jame | BretonNT | 2:9 | met mar grit van eus diavaezioù an dud, e rit ur pec'hed, o vezañ tamallet gant al lezenn da vezañ torrerien. | |
Jame | BretonNT | 2:10 | Rak piv bennak en devo miret an holl lezenn met a gouezho war ur poent hepken, a vo kablus e-keñver an holl. | |
Jame | BretonNT | 2:11 | Rak an hini en deus lavaret: Ne ri ket avoultriezh, en deus ivez lavaret: Ne vi ket muntrer. Neuze ma ne rez ket avoultriezh met mar drouklazhez, ez out torrer al lezenn. | |
Jame | BretonNT | 2:13 | rak ar varn a zo hep trugarez evit an hini n'en deus ket bet trugarezus. Met an drugarez a sav dreist ar varn. | |
Jame | BretonNT | 2:14 | Va breudeur, petra a dalvezo da un den lavarout en deus ar feiz ma n'en deus ket an oberoù? Hag ar feiz-se a c'hello e salviñ? | |
Jame | BretonNT | 2:16 | ha mar lavar unan bennak ac'hanoc'h dezho: It e peoc'h, en em dommit ha debrit ho kwalc'h, ha ma ne rofec'h ket dezho ar pezh o deus ezhomm evit ar c'horf, da betra e servije kement-se? | |
Jame | BretonNT | 2:18 | Met unan bennak a lavaro: Te ac'h eus ar feiz, ha me am eus an oberoù. Diskouez din da feiz hep da oberoù, ha me a ziskouezo dit va feiz dre va oberoù. | |
Jame | BretonNT | 2:19 | Krediñ a rez ez eus un Doue hepken, mat a rez. An diaouled a gred ivez kement-se hag e krenont. | |
Jame | BretonNT | 2:21 | Abraham hon tad, ha ne voe ket reishaet dre an oberoù pa ginnigas Izaak e vab war an aoter? | |
Jame | BretonNT | 2:22 | Gwelout a rez penaos e laboure ar feiz gant e oberoù, ha penaos dre an oberoù ar feiz a zeuas da vezañ peurvat. | |
Jame | BretonNT | 2:23 | Evel-se ar pezh a lavar ar Skritur a voe peurc'hraet: Abraham a gredas Doue ha kement-se a voe kontet dezhañ da reizhder. Hag e voe anvet mignon Doue. | |
Jame | BretonNT | 2:24 | Gwelout a rit eta ez eo an den reishaet dre an oberoù ha nann dre ar feiz hepken. | |
Jame | BretonNT | 2:25 | En hevelep doare Rahab ar c'hast, ha ne voe ket reishaet dre an oberoù pa zegemeras ar gannaded ha pa lakaas anezho da vont kuit dre un hent all? | |
Chapter 3
Jame | BretonNT | 3:1 | Va breudeur, ra ne vo ket en ho touez kalz a gelennerien, rak dont a raio warnomp ur varnedigezh garvoc'h. | |
Jame | BretonNT | 3:2 | Strebotiñ a reomp holl e meur a dra. Ma ez eus unan bennak ha ne strebot ket pa gomz, un den peurvat eo, un den a c'hell mestroniañ ivez e gorf a-bezh. | |
Jame | BretonNT | 3:3 | Setu, e lakaomp gweskennoù e genoù ar c'hezeg evit o lakaat da sentiñ ouzhimp, hag e troomp du-mañ ha du-hont o c'horf a-bezh. | |
Jame | BretonNT | 3:4 | Setu c'hoazh, al listri hag a zo ken bras ha bountet gant avelioù nerzhus, a zo troet du-mañ ha du-hont gant ur stur bihan meurbet el lec'h ma fell d'ar sturier. | |
Jame | BretonNT | 3:5 | Evel-se an teod a zo ivez un ezel bihan, hag en em c'hwezh a draoù bras. Sellit penaos un tan bihan a c'hell enaouiñ ur goadeg bras. | |
Jame | BretonNT | 3:6 | An teod ivez a zo un tan, ur bed a zireizhder. An teod a zo lakaet e-touez hon izili, o saotrañ ar c'horf a-bezh hag oc'h entanañ red ar vuhez, o vezañ entanet e-unan gant ar gehenn. | |
Jame | BretonNT | 3:7 | Pep seurt loened gouez, laboused, stlejviled ha loened-mor a vez doñvaet hag a zo bet doñvaet gant an den, | |
Jame | BretonNT | 3:8 | met den ebet ne c'hell doñvaat an teod, un droug eo na c'heller ket trec'hiñ, leun eo a vinim marvel. | |
Jame | BretonNT | 3:9 | Gantañ e vennigomp Doue an Tad ha gantañ e villigomp an dud deuet da vezañ hervez skeudenn Doue. | |
Jame | BretonNT | 3:10 | Eus an hevelep genoù e teu ar vennozh hag ar vallozh. Arabat eo, va breudeur, e vez an traoù evel-se. | |
Jame | BretonNT | 3:12 | Va breudeur, hag e c'hell ur wezenn-fiez reiñ olivez, pe ur winienn fiez? Evel-se feunteun ebet ne c'hell reiñ dour sall ha dour dous. | |
Jame | BretonNT | 3:13 | Ha bez' ez eus en ho touez un den fur bennak ha skiantek? Ra ziskouezo e oberoù dre ur gundu vat gant douster ha furnez. | |
Jame | BretonNT | 3:14 | Met mar d-eus ur gred c'hwerv hag ur c'hoant a dabut en ho kalon, na dennit ket gloar ha na lavarit gaou ebet a-enep ar wirionez. | |
Jame | BretonNT | 3:16 | Rak e-lec'h ma'z emañ ur gred c'hwerv hag ur c'hoant a dabut, ez eus trubuilh hag oberoù drouk a bep seurt. | |
Jame | BretonNT | 3:17 | Ar furnez eus an nec'h a zo da gentañ glan, goude peoc'hiek, habask, poellek, leun a drugarez hag a frouezh mat, hep ober van eus diaveazioù hag hep pilpouzerezh. | |
Chapter 4
Jame | BretonNT | 4:1 | A-belec'h e teu en ho touez an emgannoù hag an tabutoù? Ha n'eo ket eus ho kwallyouloù a stourm en hoc'h izili? | |
Jame | BretonNT | 4:2 | C'hoantaat a rit ha ne berc'hennit ket. Muntrerien oc'h ha gwarizius, ha ne c'hellit ket resev ho kwalc'h. Stourm a rit ha brezeliñ, ha koulskoude ne berc'hennit netra peogwir ne c'houlennit ket. | |
Jame | BretonNT | 4:3 | Goulenn a rit ha ne resevit ket abalamour ma c'houlennit fall, evit dic'hoantañ ho kwallyouloù. | |
Jame | BretonNT | 4:4 | Tud ha gwragez avoultr, ha n'ouzoc'h ket penaos karantez ar bed a zo enebiezh ouzh Doue? An neb eta a fell dezhañ bezañ mignon d'ar bed en em ra enebour da Zoue. | |
Jame | BretonNT | 4:5 | Ha soñjal a rit e lavar ar Skritur en aner penaos: ar Spered a chom ennomp en deus c'hoantoù a zoug d'ar warizi? | |
Jame | BretonNT | 4:6 | Er c'hontrol e ro ur c'hras vrasoc'h. Dre-se, ar Skritur a lavar: Doue a harp ouzh ar re ourgouilhus, met reiñ a ra gras d'ar re uvel. | |
Jame | BretonNT | 4:8 | Tostait ouzh Doue hag e tostaio ouzhoc'h. Pec'herien, naetait ho taouarn, tud a galon lodennet, glanait ho kalonoù. | |
Jame | BretonNT | 4:9 | Merzit ho reuzeudigezh, bezit en kañv ha gouelit, ra vo troet ho c'hoarzh e daeroù hag ho levenez e tristidigezh. | |
Jame | BretonNT | 4:11 | Breudeur, na zroukkomzit ket en eil diwar-benn egile. An hini a zroukkomz diwar-benn ur breur pe a varn e vreur, a zroukkomz diwar-benn al lezenn hag a varn al lezenn. Ha mar barnez al lezenn, n'out ket un oberour eus al lezenn met ur barner. | |
Jame | BretonNT | 4:12 | Ul lezenner hepken a zo, an hini a c'hell salviñ ha koll, te avat piv out, te hag a varn ar re all? | |
Jame | BretonNT | 4:13 | Bremañ, ouzhoc'h ar re a lavar: Mont a raimp hiziv pe warc'hoazh d'ar gêr-mañ-gêr, hag e tremenimp eno ur bloavezh, da werzhañ ha da c'hounit. | |
Jame | BretonNT | 4:14 | N'ouzoc'h ket petra a vo warc'hoazh. Rak petra eo ho puhez? N'eo nemet ur vogedenn en em ziskouez evit un nebeud amzer hag a dec'h goude. | |
Jame | BretonNT | 4:15 | Kentoc'h e tlefec'h lavarout: Mar fell d'an Aotrou, e vevimp hag e raimp an dra-mañ pe an dra-se. | |
Chapter 5
Jame | BretonNT | 5:1 | Bremañ c'hwi, tud pinvidik, gouelit ha laoskit kriadennoù abalamour d'ar gwalleurioù a ya da gouezhañ warnoc'h. | |
Jame | BretonNT | 5:3 | Hoc'h aour hag hoc'h arc'hant a zo merglet, hag ar mergl anezho a sav e testeni a-enep deoc'h hag a lonko ho kigoù evel un tan. Dastumet hoc'h eus un teñzor en deizioù diwezhañ. | |
Jame | BretonNT | 5:4 | Setu, gopr al labourerien o deus medet en ho parkeier hag hoc'h eus dalc'het a gri, ha kriadennoù ar vederien a zo deuet betek divskouarn Aotrou an armeoù. | |
Jame | BretonNT | 5:5 | Bevet hoc'h eus er blijadurezh hag en dudi war an douar, en em leuniet oc'h bet evel en un devezh a lazhadeg. | |
Jame | BretonNT | 5:6 | Kondaonet hoc'h eus, lakaet hoc'h eus d'ar marv an hini reizh, ha n'en deus ket harzet ouzhoc'h. | |
Jame | BretonNT | 5:7 | Breudeur, gortozit gant pasianted donedigezh an Aotrou. Setu, al labourer-douar a c'hortoz gant pasianted frouezh prizius an douar, betek ma en devo resevet ar glav eus ar gentañ hag eus an diwezhañ amzer. | |
Jame | BretonNT | 5:8 | C'hwi ivez, gortozit gant pasianted, kreñvait ho kalonoù, rak donedigezh an Aotrou a zo tost. | |
Jame | BretonNT | 5:9 | Breudeur, na glemmit ket an eil a-enep egile, gant aon na vefec'h kondaonet. Setu, ar barner a zo e-tal an nor. | |
Jame | BretonNT | 5:10 | Va breudeur, kemerit evit skouer a boan hag a basianted ar brofeded o deus komzet en anv an Aotrou. | |
Jame | BretonNT | 5:11 | Setu, e tisklêriomp benniget ar re o deus gouzañvet gant dalc'hidigezh. Klevet hoc'h eus komz diwar-benn pasianted Job, ha ec'h anavezit an diwezh en deus roet an Aotrou dezhañ, rak an Aotrou a zo leun a drugarez hag a druez. | |
Jame | BretonNT | 5:12 | Dreist-holl, va breudeur, na douit na dre an neñv, na dre an douar, na dre le all ebet. Met ra vo ho ya, ya, hag ho nann, nann, gant aon na gouezhfec'h er gondaonidigezh. | |
Jame | BretonNT | 5:13 | Ha bez' ez eus unan bennak poaniet en ho touez? Ra bedo. Ha bez' ez eus unan bennak el levenez? Ra gano kantikoù. | |
Jame | BretonNT | 5:14 | Ha bez' ez eus unan bennak klañv en ho touez? Ra c'halvo henaourien an Iliz ha ra bedo ar re-mañ evitañ oc'h oleviñ anezhañ gant eoul en anv an Aotrou. | |
Jame | BretonNT | 5:15 | Pedenn ar feiz a saveteo ar c'hlañvour hag an Aotrou en adsavo, ha mar en deus graet pec'hedoù, e vint pardonet dezhañ. | |
Jame | BretonNT | 5:16 | Anzavit ho faotoù an eil d'egile ha pedit an eil evit egile, evit ma viot yac'haet. Pedenn c'hredus an den reizh he deus ur galloud bras. | |
Jame | BretonNT | 5:17 | Elia a oa un den techet d'an hevelep gwanderioù eveldomp. Pediñ a reas start na gouezhje ket a c'hlav ha ne gouezhas ket a c'hlav war an douar e-pad tri bloaz ha c'hwec'h miz. | |
Jame | BretonNT | 5:19 | Breudeur, mar pella unan bennak ac'hanoc'h diouzh ar wirionez ha mar deu unan all d'e zegas enni, | |