Site uses cookies to provide basic functionality.

OK
I TIMOTHY
Up
1 2 3 4 5 6
Toggle notes
Chapter 1
I Ti BretonNT 1:1  Paol, abostol Jezuz-Krist dre c'hourc'hemenn Doue hor Salver hag hon Aotrou Jezuz-Krist hon esperañs,
I Ti BretonNT 1:2  da Dimote, va gwir vab er feiz: Ar c'hras, an drugarez hag ar peoc'h ra vo roet dit a-berzh Doue hon Tad ha Jezuz-Krist hon Aotrou!
I Ti BretonNT 1:3  Pedet em eus ac'hanout, en ur vont da Vakedonia, da chom en Efez evit gourc'hemenn da hiniennoù na brezegjent ket ur gelennadurezh estren
I Ti BretonNT 1:4  ha n'en em stagjent ket ouzh mojennoù hag ouzh lignezoù diziwezh, a c'han tabutoù kentoc'h eget oberenn Doue er feiz.
I Ti BretonNT 1:5  Pal ar gourc'hemenn eo ar garantez a zeu eus ur galon c'hlan, eus ur goustiañs vat hag eus ur feiz wirion.
I Ti BretonNT 1:6  Hiniennoù o vezañ distroet a gement-se, a zo en em gollet e prezegoù didalvez;
I Ti BretonNT 1:7  fellout a ra dezho bezañ doktored eus al lezenn, petra bennak ma n'intentont ket ar pezh a lavaront nag ar pezh a roont evel gwir.
I Ti BretonNT 1:8  Gouzout a reomp penaos al lezenn a zo mat evit an neb a ra un implij dereat anezhi,
I Ti BretonNT 1:9  evit an hini a oar n'eo ket bet graet al lezenn evit an den reizh, met evit ar re fall hag ar re zisent, ar re zifeiz hag ar bec'herien, an dud digredenn hag ar re zisantel, al lazherien o zad hag o mamm, ar vuntrerien,
I Ti BretonNT 1:10  ar c'hadaled, ar skilbaotred, ar varc'hadourien-sklaved, ar c'haouiaded, ar falstouerien, hag evit kement a zo kontrol d'ar gelennadurezh yac'h,
I Ti BretonNT 1:11  hervez Aviel glorius an Doue benniget, Aviel a zo bet fiziet ennon.
I Ti BretonNT 1:12  Trugarekaat a ran an hini en deus va nerzhet, Jezuz-Krist hon Aotrou, dre ma en deus va c'havet feal o lakaat ac'hanon er servij,
I Ti BretonNT 1:13  me hag a oa diagent ur mallozher, un heskiner, un den taer. Met kavet em eus trugarez dre ma raen kement-se dre ziouiziegezh, o vezañ en diskredoni,
I Ti BretonNT 1:14  ha gras hon Aotrou he deus dreistfonnet, gant ar feiz hag ar garantez a zo e Jezuz-Krist.
I Ti BretonNT 1:15  Ar ger-mañ a zo asur ha dellezek a bep fiziañs: Jezuz-Krist a zo deuet er bed evit salviñ ar bec'herien, ez on-me ar c'hentañ anezho.
I Ti BretonNT 1:16  Hag abalamour da gement-mañ eo em eus kavet trugarez: evit ma tiskouezfe Jezuz-Krist da gentañ ennon e hirbasianted, hag evit servijout da skouer d'ar re a gredo ennañ evit ar vuhez peurbadus.
I Ti BretonNT 1:17  Da Roue ar c'hantvedoù, divarvel, diwelus, da Zoue fur hepken, ra vo enor ha gloar e kantvedoù ar c'hantvedoù! Amen.
I Ti BretonNT 1:18  Ar gourc'hemenn-mañ a roan dit, va mab Timote, hervez ar profediezhoù a zo bet graet diaraok diwar da benn, ma stourmi hervez ar profediezhoù-se ar stourm mat,
I Ti BretonNT 1:19  o virout ar feiz hag ur goustiañs vat; hiniennoù o vezañ kollet anezhi, o deus graet peñse e-keñver ar feiz.
I Ti BretonNT 1:20  En o zouez emañ Himene hag Aleksandr, am eus roet da Satan evit ma teskint tremen hep mallozhiñ.
Chapter 2
I Ti BretonNT 2:1  Pediñ a ran eta start, a-raok pep tra, ma vo graet goulennoù, pedennoù, erbedennoù, trugarekadennoù evit an holl dud,
I Ti BretonNT 2:2  evit ar rouaned hag evit ar re holl a zo e kargoù uhel, evit ma c'hellimp ren ur vuhez peoc'hius ha sioul e pep doujañs-Doue hag e pep onestiz.
I Ti BretonNT 2:3  Kement-se a zo mat ha plijus dirak daoulagad Doue hor Salver,
I Ti BretonNT 2:4  a fell dezhañ e vefe salvet an holl dud hag e teufent da anaoudegezh ar wirionez.
I Ti BretonNT 2:5  Rak n'eus nemet un Doue hepken, hag un hanterour hepken etre Doue hag an dud, an den Jezuz-Krist,
I Ti BretonNT 2:6  a zo en em roet e-unan evel daspren evit an holl. Setu an testeni roet en e amzer e-unan,
I Ti BretonNT 2:7  ez on bet lakaet evitañ, ar wirionez a lavaran e Krist ha ne lavaran ket ur gaou, da brezegour, da abostol ha da zoktor ar baganed er feiz hag er wirionez.
I Ti BretonNT 2:8  Me a fell din eta e pedfe an dud e pep lec'h, o sevel daouarn glan hep kounnar hag hep tabut.
I Ti BretonNT 2:9  En hevelep doare, ra en em wisko ar gwragez gant dilhad dereat gant furnez ha poell, nann gant frizeür ar blev, na gant aour, na gant perlez, na gant dilhad gwall goustus,
I Ti BretonNT 2:10  met gant oberoù mat, evel ma tere ouzh gwragez hag a emouestl da servijañ Doue.
I Ti BretonNT 2:11  Ra selaouo ar wreg ar gelennadurezh er sioulded hag e pep sentidigezh.
I Ti BretonNT 2:12  N'aotrean ket d'ar wreg kelenn, na kemer galloud war ur gwaz, met ret eo dezhi chom sioul.
I Ti BretonNT 2:13  Rak Adam a zo bet krouet da gentañ, hag Eva da c'houde.
I Ti BretonNT 2:14  N'eo ket Adam an hini a zo bet touellet, met ar wreg, goude bezañ bet touellet, a zo kouezhet en disentidigezh.
I Ti BretonNT 2:15  Koulskoude e vo salvet o tont da vezañ mamm, mar kendalc'h gant poell er feiz, er garantez hag er santelezh.
Chapter 3
I Ti BretonNT 3:1  Ar ger-mañ a zo asur: mar fell da unan bennak bezañ eskob, e c'hoanta ur garg vat meurbet.
I Ti BretonNT 3:2  Ret eo eta d'an eskob bezañ didamall, pried d'ur wreg hepken, poellek, fur, kempenn, degemerus, gouest da gelenn,
I Ti BretonNT 3:3  nann techet d'ar gwin, na taer, na douget d'ar gounid dizonest, met habask, pell eus an tabutoù, hep pizhoni,
I Ti BretonNT 3:4  o c'houarn mat e di e-unan, o terc'hel e vugale er sentidigezh hag e pep onestiz,
I Ti BretonNT 3:5  rak ma ne oar ket unan bennak gouarn e di e-unan, penaos e kemero preder eus Iliz Doue?
I Ti BretonNT 3:6  Ra ne vo ket nevez distroet ouzh Doue, gant aon, o vezañ c'hwezet gant an ourgouilh, na gouezhfe dindan kondaonidigezh an diaoul.
I Ti BretonNT 3:7  Ret eo en defe ivez un testeni mat digant re an diavaez, gant aon na gouezhfe en dismegañs hag e pech an diaoul.
I Ti BretonNT 3:8  Ra vo an diagoned ivez poellek, hep daou c'her, pell eus dirollerezh ar gwin hag eus ur gounid dizonest,
I Ti BretonNT 3:9  o virout mister ar feiz en ur goustiañs c'hlan.
I Ti BretonNT 3:10  Ra vo ar re-mañ ivez amprouet da gentañ, ha goude ra vint lakaet d'o servij mar d-int divlam.
I Ti BretonNT 3:11  En hevelep doare, ra vo o gwragez poellek, hep droukkomz, habask, feal en holl draoù.
I Ti BretonNT 3:12  Ra vo an diagoned pried da ur wreg hepken, o c'houarn mat o bugale hag o ziegezh o-unan,
I Ti BretonNT 3:13  rak ar re o devo graet mat ar servij-se a c'hounezo ur renk enorus hag ur fiziañs vras er feiz a zo e Jezuz-Krist.
I Ti BretonNT 3:14  Skrivañ a ran kement-mañ dit, oc'h esperout mont prest da'z kavout
I Ti BretonNT 3:15  hag evit ma ouezi, mar dalean, penaos eo ret en em ren e ti Doue, a zo Iliz an Doue bev, kolonenn ha sol ar wirionez.
I Ti BretonNT 3:16  Hep arvar bras eo mister an doujañs-Doue: Doue a zo en em ziskouezet er c'hig, reishaet dre ar Spered, gwelet gant an aeled, prezeget e-touez ar broadoù, kredet er bed, savet er gloar.
Chapter 4
I Ti BretonNT 4:1  Ar Spered a lavar start penaos, en amzerioù diwezhañ, hiniennoù en em zistroio diouzh ar feiz evit en em reiñ da speredoù touellus ha da gelennadurezhioù an diaouled,
I Ti BretonNT 4:2  dre bilpouzerezh fals-doktored merket o c'houstiañs gant houarn tomm,
I Ti BretonNT 4:3  o tifenn dimeziñ hag o c'hourc'hemenn tremen hep boued krouet gant Doue evit bezañ kemeret en ur drugarekaat gant an dud feal hag ar re o deus anavezet ar wirionez.
I Ti BretonNT 4:4  Rak kement en deus Doue krouet a zo mat ha netra na dle bezañ taolet kuit, pa o c'hemer gant trugarez,
I Ti BretonNT 4:5  rak kement-se a zo santelaet dre c'her Doue ha dre ar bedenn.
I Ti BretonNT 4:6  Mar displegez an traoù-se d'ar vreudeur, e vi ur ministr mat eus Jezuz-Krist, maget gant gerioù ar feiz hag ar gelennadurezh vat ac'h eus heuliet.
I Ti BretonNT 4:7  Met taol kuit ar mojennoù disantel ha sot, en em ro da zoujañs-Doue,
I Ti BretonNT 4:8  rak embreg ar c'horf a zo mat da nebeut a dra, met doujañs-Doue a zo talvoudek d'an holl draoù, o kaout ar bromesa eus ar vuhez a-vremañ hag eus an hini da zont.
I Ti BretonNT 4:9  Ar ger-mañ a zo asur ha dellezek a bep fiziañs.
I Ti BretonNT 4:10  Gouzañv a reomp, a dra sur, kement a labourioù ha kement a zismegañs abalamour ma'c'h esperomp en Doue bev, an hini eo Salver an holl dud, dreist-holl ar gredourien.
I Ti BretonNT 4:12  Ra ne zisprizo den da yaouankiz, met bez ur skouer d'ar gredourien, dre ar ger, dre ar gundu, dre ar garantez, dre ar spered, dre ar feiz, dre ar c'hlanded.
I Ti BretonNT 4:13  Betek ma teuin, en em ro d'al lennadur, d'an ali ha d'ar c'helennadur.
I Ti BretonNT 4:14  Na zilez ket an donezon a zo ennout hag a zo bet roet dit dre brofediezh gant lakadur-daouarn kuzul an henaourien.
I Ti BretonNT 4:15  Kemer preder en traoù-mañ, en em ro atav dezho evit ma vo da greskadurezh anavezet gant an holl.
I Ti BretonNT 4:16  Laka evezh ouzhit da-unan hag ouzh da gelennadurezh, kendalc'h e kement-mañ, rak ouzh o ober en em salvi da-unan hag e salvi ar re a selaou ac'hanout.
Chapter 5
I Ti BretonNT 5:1  Na groz ket rust an den oadet, met ali anezhañ evel un tad, an dud yaouank evel breudeur,
I Ti BretonNT 5:2  ar gwragez oadet evel mammoù, ar re yaouank evel c'hoarezed, e pep purentez.
I Ti BretonNT 5:4  Met mar he deus un intañvez bugale pe bugale vihan, ra zeskint da gentañ en em reiñ da zoujañ Doue e-keñver o zud o-unan ha da rentañ d'o c'herent ar pezh o deus resevet diganto, rak kement-se a zo mat ha plijus da Zoue.
I Ti BretonNT 5:5  An hini a zo gwir intañvez hag a zo chomet hec'h-unan, a esper e Doue hag a gendalc'h noz-deiz e pedennoù hag e erbedennoù.
I Ti BretonNT 5:6  Met an hini a vev er plijadurioù a zo marv, daoust ma'z eo bev.
I Ti BretonNT 5:8  Ma n'en deus ket unan bennak preder ouzh e re, ha dreist-holl ouzh re e diegezh, nac'het en deus ar feiz hag eo gwashoc'h eget un den difeiz.
I Ti BretonNT 5:9  Ra ne vo ket un intañvez douget war ar roll, nemet he defe tri-ugent vloaz, e vefe bet dimezet d'un ozhac'h hepken,
I Ti BretonNT 5:10  he defe an testeni eus hec'h oberoù mat, an hini da vezañ savet he bugale, da vezañ degemeret an estrenien, gwalc'het o zreid d'ar sent, sikouret ar re c'hlac'haret, en em roet da beb seurt oberennoù mat.
I Ti BretonNT 5:11  Met na zegemer ket an intañvezed yaouank, rak pa zeu o skañvder d'en em sevel a-enep Krist, e fell dezho dimeziñ,
I Ti BretonNT 5:12  ar pezh a reont evit o barnedigezh dre ma o deus torret o gouestl kentañ.
I Ti BretonNT 5:13  Ha gant kement-se, o vezañ didalvez, en em gustumont da vont eus an eil ti d'egile, ha n'int ket hepken didalvez, met ivez komzerezed ha kurius, o lavarout traoù n'int ket dereat.
I Ti BretonNT 5:14  Me a fell din eta ma timezfe ar re yaouank, m'o defe bugale, ma c'houarnfent o ziegezh, ha ma ne rofent d'an enebour lec'h ebet da zroukkomz,
I Ti BretonNT 5:15  dija hiniennoù anezho a zo distroet evit heuliañ Satan.
I Ti BretonNT 5:16  Mar en deus ur c'hredour bennak, gwaz pe wreg, intañvezed, ra sikouro anezho ha ra ne vo ket bec'hiet an Iliz ganto, evit m'he devo peadra da sikour ar re a zo gwir intañvezed.
I Ti BretonNT 5:17  Ra vo an henaourien hag a c'houarn mat barnet dellezek eus un enor doubl, dreist-holl ar re a labour d'ar prezegerezh ha d'ar gelennadurezh.
I Ti BretonNT 5:18  Rak ar Skritur a lavar: Na vinwali ket an ejen a zorn an ed, hag: Ar micherour a zo din eus e c'hopr.
I Ti BretonNT 5:19  Na zegemer tamall ebet a-enep un henaour, nemet e vefe digant daou pe dri dest.
I Ti BretonNT 5:20  Kroz dirak an holl ar re a bec'h, evit m'o devo ar re all aon ivez.
I Ti BretonNT 5:21  Da bediñ a ran start dirak Doue, an Aotrou Jezuz-Krist hag an aeled dibabet, da virout an traoù-mañ hep van a zen ha d'ober netra en un doare untuek.
I Ti BretonNT 5:22  Na laka da zaouarn war den re vuan ha na gemer ket lod e pec'hedoù ar re all. En em vir glan da-unan.
I Ti BretonNT 5:23  Na gendalc'h ket da evañ dour hepken, met gra gant un nebeud gwin abalamour da'z stomok ha da'z tiaezamantoù stank.
I Ti BretonNT 5:24  Pec'hedoù darn eus an dud a zo dizolo zoken a-raok ma'z int barnet, met bez' ez eus reoù all ha n'en em ziskouezont nemet goude.
I Ti BretonNT 5:25  En hevelep doare an oberoù mat a zo dizolo, ha ma n'emaint ket da gentañ ne c'hellont ket chom kuzhet.
Chapter 6
I Ti BretonNT 6:1  Ra sello ar re holl a zo dindan yev ar sklaverezh o mistri evel dellezek a bep enor, evit na vo ket anv ha kelennadurezh Doue mallozhet.
I Ti BretonNT 6:2  Ar re o deus kredourien da vistri ra ne zisprizint ket anezho war digarez ez int breudeur, met ra servijint anezho gwelloc'h abalamour ma'z int kredourien ha re garet-mat, ha m'en em lakaont d'ober vat dezho. Desk an traoù-se hag ali anezho.
I Ti BretonNT 6:3  Mar kelenn unan bennak en un doare all ha ma n'en em stag ket ouzh gerioù a silvidigezh hon Aotrou Jezuz-Krist hag ouzh ar gelennadurezh a zo hervez an doujañs-Doue,
I Ti BretonNT 6:4  c'hwezet eo gant an ourgouilh, ne oar netra, met bez' en deus ar c'hleñved eus kudennoù ha tabutoù ar gerioù, ac'hane e teu ar c'hoant, an diroll, an diskred drouk, an diskredoù,
I Ti BretonNT 6:5  an tabutoù aner etre tud o deus o skiant breinet, dibourvez eus ar wirionez hag a gred ez eo an doujañs-Doue un andon a c'hounid. Pella diouzh an dud-se.
I Ti BretonNT 6:6  Ur gounid mat eo an doujañs-Doue gant ar gwalc'h,
I Ti BretonNT 6:7  rak n'hon eus degaset netra er bed hag eo sklaer na c'hellimp kas netra anezhañ.
I Ti BretonNT 6:8  Gant ma c'hellimp kaout ar boued hag an dilhad, e vo a-walc'h deomp.
I Ti BretonNT 6:9  Met ar re a fell dezho bezañ pinvidik a gouezh en temptadur, er pech hag e kalz a c'hoantoù diskiant ha fall a stlap an dud er revin hag er gollidigezh.
I Ti BretonNT 6:10  Rak karantez an arc'hant eo gwrizienn an holl drougoù. Hiniennoù o vezañ dalc'het ganti, a zo en em zistroet diouzh ar feiz hag en em daolet o-unan er brasañ poanioù.
I Ti BretonNT 6:11  Met te, den Doue, tec'h diouzh an traoù-se ha klask ar reizhder, an doujañs-Doue, ar feiz, ar garantez, ar basianted, an douster.
I Ti BretonNT 6:12  Stourm ar stourm mat eus ar feiz, krog er vuhez peurbadus ez out bet galvet dezhi, hag ec'h eus graet eviti un anzavadenn gaer dirak kalz a destoù.
I Ti BretonNT 6:13  Aliañ a ran dit dirak Doue a ro buhez d'an holl draoù ha dirak Jezuz-Krist a reas un anzavadenn gaer dirak Poñs-Pilat,
I Ti BretonNT 6:14  da virout ar gourc'hemenn disaotr ha divlam, betek donedigezh hon Aotrou Jezuz-Krist,
I Ti BretonNT 6:15  a dle diskouez en e amzer ar Mestr benniget nemetañ, Roue ar rouaned hag Aotrou an aotrounez,
I Ti BretonNT 6:16  an hini a zo dezhañ hepken an divarvelezh, a chom en ur sklêrijenn dreistdiraez, ne wel ket den ha ne c'hell ket den gwelout, a zo dezhañ an enor hag ar galloud peurbadus! Amen.
I Ti BretonNT 6:17  Kemenn da re binvidik ar c'hantved-mañ ma chomint hep bezañ ourgouilhus hag hep lakaat o esperañs en argred ar pinvidigezhioù, met en Doue bev a ro deomp an holl draoù gant fonnusted evit ma laouenafemp ganto,
I Ti BretonNT 6:18  ma raint ar mad, ma vint pinvidik en oberoù mat, prest da reiñ, da lodennañ,
I Ti BretonNT 6:19  ha ma tastumint evel-se evit an amzer da zont un teñzor lec'hiet war un diazez start evit kaout ar vuhez peurbadus.
I Ti BretonNT 6:20  O Timote, mir ar pezh a zo bet fiziet ennout, oc'h en em virout diouzh ar c'homzoù aner ha disakr ha diouzh ar c'houiziegezh a zo galvet e gaou evel-se,
I Ti BretonNT 6:21  hiniennoù o vezañ hec'h anzavet a zo en em zistroet diouzh ar feiz. Ar c'hras ra vo ganit! Amen.