Toggle notes
Chapter 1
Gala | BretonNT | 1:1 | Paol, abostol, nann a-berzh an dud na dre un den bennak, met dre Jezuz-Krist ha Doue an Tad en deus e adsavet a-douez ar re varv, | |
Gala | BretonNT | 1:3 | Ar c'hras hag ar peoc'h ra vo roet deoc'h a-berzh Doue an Tad hag hon Aotrou Jezuz-Krist, | |
Gala | BretonNT | 1:4 | a zo en em roet e-unan evit hor pec'hedoù evit hon tennañ eus ar c'hantved breinus-mañ, hervez bolontez Doue hon Tad, | |
Gala | BretonNT | 1:6 | Souezhet on ho pefe dilezet ken buan an hini en deus ho kalvet da c'hras Krist evit heuliañ un aviel all, | |
Gala | BretonNT | 1:7 | n'eo ket ma'z eus unan all, met bez' ez eus tud ouzh ho trubuilhañ hag a fell dezho fallaat Aviel Krist. | |
Gala | BretonNT | 1:8 | Ha pa brezegfemp deoc'h ni hon-unan pe un ael eus an neñv un aviel disheñvel diouzh an hini hon eus prezeget deoc'h, ra vo milliget! | |
Gala | BretonNT | 1:9 | Evel ma hon eus dija lavaret, henn lavarout a ran adarre bremañ: mar prezeg deoc'h unan bennak un aviel disheñvel diouzh an hini hoc'h eus resevet, ra vo milliget! | |
Gala | BretonNT | 1:10 | Rak daoust ha klask a ran kendrec'hiñ an dud pe Doue ? Ha klask a ran plijout d'an dud? Mar deufen da blijout d'an dud, ne vefen ket servijer Krist. | |
Gala | BretonNT | 1:12 | rak ne'm eus ket e resevet nag e zesket digant un den, met dre un diskuliadur a-berzh Jezuz-Krist. | |
Gala | BretonNT | 1:13 | Klevet hoc'h eus penaos e oa gwechall va c'hundu er yuzeverezh, gant pegement a nerzh e heskinen Iliz Doue hag e wasten anezhi, | |
Gala | BretonNT | 1:14 | ha penaos ez aen pelloc'h er yuzeverezh eget meur a hini eus va oad hag eus va bro, o vezañ douget dreist an holl evit hengounioù va zadoù. | |
Gala | BretonNT | 1:15 | Met pa'z eo bet plijet gant Doue, en doa va dibabet adalek kof va mamm hag en deus va galvet dre e c'hras, | |
Gala | BretonNT | 1:16 | diskuliañ e Vab ennon evit ma prezegfen anezhañ e-touez ar baganed, kerkent, ne selaouis nag ar c'hig nag ar gwad | |
Gala | BretonNT | 1:17 | ha ne bignis ket da Jeruzalem da gavout ar re a oa bet ebestel a-raok din, met mont a ris da Arabia, ha goude e tistrois adarre da Zamask. | |
Gala | BretonNT | 1:18 | Tri bloavezh goude, e pignis da Jeruzalem da welout Pêr hag e chomis gantañ pemzek devezh, | |
Gala | BretonNT | 1:23 | An dra-mañ hepken o doa klevet: An hini en doa gwechall hon heskinet, a brezeg bremañ ar feiz a ziskare diagent. | |
Chapter 2
Gala | BretonNT | 2:1 | Pevarzek vloaz goude, e pignis a-nevez da Jeruzalem gant Barnabaz hag e kemeris ivez Tit ganin. | |
Gala | BretonNT | 2:2 | Mont a ris di hervez un diskuliadur, hag e tisklêris dirazo an Aviel a brezegen e-touez ar baganed, hag e tisklêris anezhañ dreist-holl d'ar re a zo evel kolonennoù, gant aon da redek pe da vezañ redek en aner. | |
Gala | BretonNT | 2:3 | Ha Tit e-unan, hag a oa ganin, ne voe ket rediet da vezañ amdroc'het, petra bennak ma oa Gresian. | |
Gala | BretonNT | 2:4 | Ha kement-se a c'hoarvezas abalamour d'ar fals-vreudeur antreet e kuzh en hon touez, deuet e-barzh evit spiañ al librentez hon eus e Jezuz-Krist, hag evit hol lakaat e sklaverezh. | |
Gala | BretonNT | 2:5 | Ne fellas ket deomp plegañ ur pennadig hepken dezho, evit ma vije kendalc'het ar wirionez eus an Aviel en ho touez. | |
Gala | BretonNT | 2:6 | E-keñver ar re a zo kontet evit bezañ tud a-bouez, ne sell ket ouzhin petra int bet gwechall rak Doue ne ra diforc'h ebet e-touez an dud, ar re a zo kontet evit bezañ a-bouez n'o deus lavaret netra din. | |
Gala | BretonNT | 2:7 | Er c'hontrol, pa weljont e oa bet fiziet ennon an Aviel evit ar re ziamdroc'h evel ma oa bet e Pêr evit an amdroc'hidi, | |
Gala | BretonNT | 2:8 | rak an hini en deus labouret e Pêr evit e lakaat da abostol an amdroc'hidi en deus ivez labouret ennon evit ar baganed, | |
Gala | BretonNT | 2:9 | ha pa anavezjont ar c'hras a oa bet roet din, Jakez, Kefaz ha Yann, int hag a zo sellet evel kolonennoù, a roas din ha da Varnabaz an dorn a gevredigezh, evit ma'z ajemp, ni etrezek ar baganed, int etrezek an amdroc'hidi. | |
Gala | BretonNT | 2:10 | Dleout a raemp hepken kaout soñj eus ar beorien, hag em eus henn graet gant aked. | |
Gala | BretonNT | 2:11 | Met pa zeuas Pêr da Antioch, me a enebas outañ a-dal, dre ma telleze bezañ tamallet. | |
Gala | BretonNT | 2:12 | Rak a-raok ma oa deuet hiniennoù a-berzh Jakez, e tebre gant ar baganed. Met adalek ma oant erruet, en em dennas ha en em zalc'has pell diganto o kaout aon rak an amdroc'hidi. | |
Gala | BretonNT | 2:13 | Hag asambles gantañ ar Yuzevien all a heulias e bilpouzerezh, en hevelep doare ma voe sachet Barnabaz zoken en o filpouzerezh. | |
Gala | BretonNT | 2:14 | Pa welis ne gerzhent ket eeun hervez wirionez an Aviel, e lavaris da Bêr dirazo holl: Te a zo ur Yuzev, mar bevez evel ar baganed ha nann evel ar Yuzevien, perak e rediez ar baganed da vevañ evel ar Yuzevien? | |
Gala | BretonNT | 2:16 | oc'h anavezout n'eo ket reishaet an den dre oberoù al lezenn met dre ar feiz eus Jezuz-Krist, hon eus hon-unan kredet e Jezuz-Krist, evit bezañ reishaet dre ar feiz e Krist ha nann dre oberoù al lezenn, rak kig ebet ne vo reishaet dre oberoù al lezenn. | |
Gala | BretonNT | 2:17 | Met e-pad ma'z omp o klask bezañ reishaet dre Grist, mar degouezhfe deomp-ni hon-unan bezañ kavet pec'herien, daoust ha Krist a vefe eta ministr ar pec'hed? N'eo ket! | |
Gala | BretonNT | 2:18 | Rak mar adsavan an traoù am eus distrujet, en em zisklêrian va-unan un torrer eus al lezenn, | |
Gala | BretonNT | 2:20 | Kroazstaget on bet asambles gant Krist ha, mar bevan, n'eo ket me ken a vev met Krist eo a vev ennon. Mar bevan c'hoazh er c'hig, e vevan dre ar feiz e Mab Doue en deus va c'haret hag a zo en em roet e-unan evidon. | |
Chapter 3
Gala | BretonNT | 3:1 | O Galated diskiant! Piv en deus ho strobinellet evit na sentfec'h ken ouzh ar wirionez, c'hwi hag a zo bet diskouezet Jezuz-Krist ken sklaer dirak ho taoulagad evel kroazstaget ennoc'h? | |
Gala | BretonNT | 3:2 | Fellout a ra din gouzout an dra-mañ hepken diganeoc'h: Ha resevet hoc'h eus ar Spered dre oberoù al lezenn, pe dre brezegerezh ar feiz? | |
Gala | BretonNT | 3:3 | Ha ken diskiant oc'h deuet? Goude bezañ kroget gant ar Spered, daoust hag e fell deoc'h peurechuiñ bremañ gant ar c'hig? | |
Gala | BretonNT | 3:5 | An hini eta a ro deoc'h ar Spered hag a ra mirakloù en ho touez, hag ober a ra kement-se dre oberoù al lezenn pe dre brezegerezh ar feiz? | |
Gala | BretonNT | 3:8 | Ar Skritur, o rakwelout e reishaje Doue ar baganed dre ar feiz, he deus kemennet diagent an Aviel da Abraham, o lavarout: An holl vroadoù a vo benniget ennout! | |
Gala | BretonNT | 3:10 | Met ar re holl en em stag ouzh oberoù al lezenn a zo dindan ar vallozh, rak skrivet eo: Milliget eo kement den ha na gendalc'h ket en holl draoù a zo skrivet e levr al lezenn evit ober anezho. | |
Gala | BretonNT | 3:11 | Ha penaos den na vo reishaet dirak Doue dre al lezenn, kement-se a zo sklaer abalamour: An den reizh a vevo dre ar feiz. | |
Gala | BretonNT | 3:12 | Hogen al lezenn ne zeu ket eus ar feiz, met e lavar: An den a raio an traoù-se a vevo drezo. | |
Gala | BretonNT | 3:13 | Krist en deus hon dasprenet eus mallozh al lezenn, o vezañ bet graet mallozh evidomp, rak skrivet eo: Milliget eo kement hini a zo krouget ouzh ar c'hoad, | |
Gala | BretonNT | 3:14 | evit ma en em skuilhje bennozh Abraham war ar baganed dre Jezuz-Krist ha ma resevjemp dre ar feiz ar Spered a oa bet prometet. | |
Gala | BretonNT | 3:15 | Breudeur, komz a ran e doare an dud, pa vez startaet un emglev zoken gant tud, ne zeu den all ebet d'e derriñ pe da lakaat un dra bennak ouzhpenn warnañ. | |
Gala | BretonNT | 3:16 | Hogen ar promesaoù a zo bet graet da Abraham ha d'e lignez. N'eo ket lavaret: D'e lignezoù, evel pa vije bet meur a hini, met evel pa vije unan hepken: Ha da'z lignez, da lavarout eo Krist. | |
Gala | BretonNT | 3:17 | Setu ar pezh a lavaran: diwar-benn un emglev a oa bet a-ziaraok startaet gant Doue e Krist, al lezenn, deuet pevar c'hant tregont vloaz goude, n'he deus ket gallet e freuzañ ha terriñ ar bromesa. | |
Gala | BretonNT | 3:18 | Rak mar deufe an hêrezh dre al lezenn, ne vefe ken dre ar bromesa. Met Doue en deus e roet da Abraham dre ar bromesa. | |
Gala | BretonNT | 3:19 | Perak eta al lezenn? Lakaet eo bet abalamour d'an disentidigezh, betek donedigezh al lignez a oa bet graet ar bromesa dezhi. Embannet eo bet dre aeled ha dre zorn un hanterour. | |
Gala | BretonNT | 3:21 | Ha bez' emañ eta al lezenn a-enep promesaoù Doue? N'eo ket! Ma vije bet roet ul lezenn hag a c'hellje reiñ ar vuhez, ar reizhder a zeuje e gwirionez eus al lezenn. | |
Gala | BretonNT | 3:22 | Met ar Skritur he deus serret pep tra dindan ar pec'hed, evit ma vije roet ar bromesa dre ar feiz eus Jezuz-Krist d'ar re a gred. | |
Gala | BretonNT | 3:23 | A-raok ma teuas ar feiz, e oamp serret dindan dalc'h al lezenn, e sell d'ar feiz a dlee bezañ diskuliet. | |
Gala | BretonNT | 3:24 | Evel-se al lezenn a zo bet hor rener en deus hon degaset da Grist, evit ma vijemp reishaet dre ar feiz. | |
Gala | BretonNT | 3:28 | N'eus ken na Yuzev na Gresian, n'eus ken na sklavour na den frank, n'eus ken na gwaz na gwreg, rak holl emaoc'h unan e Jezuz-Krist. | |
Chapter 4
Gala | BretonNT | 4:1 | Hogen e lavaran penaos keit ha ma'z eo an heritour bugel, n'eo disheñvel e netra diouzh ur sklavour, petra bennak ma'z eo mestr a bep tra, | |
Gala | BretonNT | 4:3 | Evel-se ni ivez, pa oamp bugale, e oamp dindan sklavelezh kentañ kentelioù ar bed. | |
Gala | BretonNT | 4:4 | Met pa'z eo deuet an amzerioù merket, Doue en deus kaset e Vab, ganet eus ur wreg, ganet dindan al lezenn, | |
Gala | BretonNT | 4:6 | Ha dre ma'z oc'h mibien, Doue en deus kaset en ho kalonoù Spered e Vab o krial: Abba! Tad! | |
Gala | BretonNT | 4:7 | Dre-se n'out ken ur sklavour met ur mab, ha mar d-out ur mab, ez out ivez heritour da Zoue dre Grist. | |
Gala | BretonNT | 4:8 | Gwechall, evit gwir, dre ma n'anavezec'h ket Doue, e servijec'h doueed ha n'int ket doueed dre o natur, | |
Gala | BretonNT | 4:9 | met bremañ pa hoc'h eus anavezet Doue, pe kentoc'h pa'z oc'h bet anavezet gant Doue, penaos e tistroit c'hoazh d'ar c'hentañ kentelioù dinerzh ha paour-se a fell deoc'h en em lakaat dindano a-nevez? | |
Gala | BretonNT | 4:12 | Breudeur, me ho ped, bezit eveldon, rak me ivez a zo eveldoc'h. N'hoc'h eus graet gaou ebet ouzhin. | |
Gala | BretonNT | 4:14 | ha n'hoc'h eus ket va disprizet na va zaolet kuit abalamour d'ar poanioù-se em c'hig, met va degemeret hoc'h eus evel un ael eus Doue, hag evel Jezuz-Krist. | |
Gala | BretonNT | 4:15 | Petra eta a rae neuze hoc'h eürusted? Rak reiñ a ran ouzhoc'h an testeni-mañ, penaos ma vije bet posupl, ho pije tennet ho taoulagad evit o reiñ din. | |
Gala | BretonNT | 4:17 | Gredus int evidoc'h met nann gant eeunder, ha fellout a ra dezho ho tistagañ diouzhimp evit ma viot gredus evito. | |
Gala | BretonNT | 4:18 | Mat eo bezañ gredus evit ar mad e pep amzer ha nann hepken pa'z on ganeoc'h en ho touez. | |
Gala | BretonNT | 4:19 | Va bugale vihan, gouzañv a ran a-nevez gwentloù ar gwilioud betek ma vo Krist stummet ennoc'h, | |
Gala | BretonNT | 4:20 | hag e karfen bezañ bremañ asambles ganeoc'h ha cheñch va c'homzoù, rak e poan vras on abalamour deoc'h. | |
Gala | BretonNT | 4:21 | Lavarit din, c'hwi hag a fell deoc'h bezañ dindan al lezenn, ha n'intentit ket al lezenn? | |
Gala | BretonNT | 4:22 | Rak skrivet eo en deus bet Abraham daou vab, unan eus ar sklavourez hag unan eus ar wreg frank. | |
Gala | BretonNT | 4:23 | Met hini ar sklavourez a voe ganet hervez ar c'hig, hini ar wreg frank a voe ganet dre ar bromesa. | |
Gala | BretonNT | 4:24 | An traoù-mañ a zo evel ur skeudenn, rak an div wreg-se a zo an daou emglev. Unan eus Menez Sinai, a c'han evit ar sklavelezh, Agar eo, | |
Gala | BretonNT | 4:25 | rak Agar eo Menez Sinai en Arabia, hag e ra unan gant ar Jeruzalem a zo bremañ hag a zo e sklavelezh gant he bugale. | |
Gala | BretonNT | 4:27 | rak skrivet eo: En em laouena, sec'henn, te na c'hanez ket, strak ha laosk kriadennoù, te na c'houzañvez ket gwentloù ar gwilioud, rak bugale an hini dilezet a zo niverusoc'h eget re ar wreg he doa ur pried. | |
Gala | BretonNT | 4:29 | hag evel ma oa neuze heskinet an hini a oa bet ganet hervez ar Spered gant an hini a oa bet ganet hervez ar c'hig, evel-se emañ ivez bremañ. | |
Gala | BretonNT | 4:30 | Ha petra a lavar ar Skritur? Kas kuit ar sklavourez hag he mab, rak mab ar sklavourez n'en devo ket e hêrezh gant mab ar wreg frank. | |
Chapter 5
Gala | BretonNT | 5:1 | Chomit eta start er frankiz en deus Krist ho lakaet dieub enni, ha n'en em lakait ken a-nevez dindan yev ar sklavelezh. | |
Gala | BretonNT | 5:2 | Setu, me Paol, a lavar deoc'h penaos mar en em lakait da vezañ amdroc'het, Krist ne servijo da netra deoc'h. | |
Gala | BretonNT | 5:3 | Hag e testenian adarre da bep den en em laka da vezañ amdroc'het, ez eo ret dezhañ mirout al lezenn a-bezh. | |
Gala | BretonNT | 5:4 | Er-maez eus Krist emaoc'h, c'hwi holl hag en em reisha dre al lezenn, c'hwi a zo kouezhet er-maez eus ar c'hras. | |
Gala | BretonNT | 5:6 | Rak e Jezuz-Krist an amdroc'h ne servij da netra, nag an diamdroc'h, met ar feiz o labourat dre ar garantez. | |
Gala | BretonNT | 5:10 | Ar fiziañs-mañ am eus ennoc'h en Aotrou penaos ne soñjot ket en un doare all. Met an hini a drubuilh ac'hanoc'h a zougo ar poan a gement-se, n'eus forzh piv bennak eo. | |
Gala | BretonNT | 5:11 | Evidon-me, breudeur, mar prezegan an amdroc'h, perak ez on c'hoazh heskinet? Neuze ar maen-kouezh eus ar groaz a vefe aet da netra. | |
Gala | BretonNT | 5:13 | Breudeur, galvet oc'h bet d'ar frankiz, koulskoude na gemerit ket digarez eus ar frankiz-se evit bevañ hervez ar c'hig, met bezit dre garantez servijer an eil d'egile. | |
Gala | BretonNT | 5:14 | Rak al lezenn a-bezh a zo peurc'hraet en ur ger hepken, en hemañ: Karout a ri da nesañ eveldout da-unan. | |
Gala | BretonNT | 5:15 | Met mar en em dagit ha mar en em zebrit an eil egile, lakait evezh na vefec'h distrujet an eil gant egile. | |
Gala | BretonNT | 5:16 | Lavarout a ran eta: Kerzhit dre ar Spered, ne gasot ket da benn c'hoantoù ar c'hig. | |
Gala | BretonNT | 5:17 | Rak ar c'hig en deus c'hoantoù a-enep ar Spered, hag ar Spered en deus re a-enep ar c'hig, an daou a zo kontrol an eil d'egile en hevelep doare ma ne rit ket an traoù a fellfe deoc'h. | |
Gala | BretonNT | 5:19 | Hogen oberoù ar c'hig a zo anat: bez' int avoultriezh, loustoni, hudurniezh, gadaliezh, | |
Gala | BretonNT | 5:20 | idolerezh, sorserezh, kasoni, enebiezh, gwarizi, fulor, tabutoù, disranniezh, falskredennoù, | |
Gala | BretonNT | 5:21 | avioù, muntroù, mezventi, dirolladegoù, hag traoù heñvel outo. Lavarout a ran deoc'h en a-raok evel ma em eus dija lavaret, penaos ar re a ra ar seurt traoù-se n'o devo ket rouantelezh Doue da hêrezh. | |
Gala | BretonNT | 5:22 | Met frouezh ar Spered a zo karantez, levenez, peoc'h, pasianted, madelezh, hegarated, feiz, | |
Gala | BretonNT | 5:24 | Ar re a zo da Grist o deus kroazstaget ar c'hig gant e youloù drouk hag e c'hoantegezhioù. | |
Chapter 6
Gala | BretonNT | 6:1 | Breudeur, mar degouezh d'un den bezañ kavet en ur faot bennak, c'hwi hag a zo speredel, eeunit anezhañ gant ur spered a zouster. Laka evezh da-unan gant aon na vefes ivez temptet. | |
Gala | BretonNT | 6:4 | Ra eveshaio pep hini ouzh e oberoù e-unan, neuze en devo un abeg da gavout gloar ennañ e-unan ha nann en ar re all, | |
Gala | BretonNT | 6:6 | An hini a zo kelennet e ger Doue ra roio eta lod eus e vadoù d'an hini a gelenn anezhañ. | |
Gala | BretonNT | 6:7 | N'en em dromplit ket, ne reer ket goap eus Doue. Ar pezh en devo un den hadet, a vedo ivez. | |
Gala | BretonNT | 6:8 | An hini a had evit ar c'hig a vedo eus ar c'hig ar vreinadurezh. Met an hini a had evit ar Spered a vedo eus ar Spered ar vuhez peurbadus. | |
Gala | BretonNT | 6:9 | N'en em skuizhomp ket oc'h ober ar mad, rak e vedimp en amzer dereat, ma n'en em zistardomp ket. | |
Gala | BretonNT | 6:10 | Dre-se, e-pad ma hon eus al lec'h, greomp ar mad e-keñver an holl ha dreist-holl e-keñver ar re a zo eus tiegezh ar feiz. | |
Gala | BretonNT | 6:12 | Ar re holl a fell dezho plijout hervez ar c'hig a vount ac'hanoc'h start da vezañ amdroc'het, ha kement-se hepken evit na vint ket heskinet abalamour da groaz Krist. | |
Gala | BretonNT | 6:13 | Rak an amdroc'hidi o-unan ne viront ket al lezenn, met fellout a ra dezho e viot amdroc'het evit kavout gloar en ho kig. | |
Gala | BretonNT | 6:14 | Met pell diouzhin ar soñj da gavout gloar e netra all nemet e kroaz hon Aotrou Jezuz-Krist. Drezañ ar bed a zo bet kroazstaget evidon, evel ma'z on bet va-unan evit ar bed. | |
Gala | BretonNT | 6:15 | Rak e Jezuz-Krist an amdroc'h hag an diamdroc'h n'int netra, met ret eo bezañ ur grouadenn nevez. | |
Gala | BretonNT | 6:16 | Evit ar re holl a heulio ar reolenn-se, ra vo ar peoc'h hag an drugarez warno ha war Israel Doue! | |
Gala | BretonNT | 6:17 | A-hend-all na zeuio den d'ober poan din, rak dougen a ran em c'horf merkoù an Aotrou Jezuz. | |