Site uses cookies to provide basic functionality.

OK
EPHESIANS
Up
1 2 3 4 5 6
Toggle notes
Chapter 1
Ephe BretonNT 1:1  Paol, abostol Jezuz-Krist dre volontez Doue, d'ar sent a zo en Efez ha d'ar feizidi e Krist Jezuz:
Ephe BretonNT 1:2  Ar c'hras hag ar peoc'h ra vo roet deoc'h a-berzh Doue hon Tad hag an Aotrou Jezuz-Krist.
Ephe BretonNT 1:3  Ra vo benniget Doue ha Tad hon Aotrou Jezuz-Krist, eñ hag en deus hor benniget a bep seurt bennozhioù speredel el lec'hioù neñvel e Krist.
Ephe BretonNT 1:4  Evel-se en deus hon dibabet ennañ, a-raok krouidigezh ar bed, evit ma vimp santel ha didamall dirazañ er garantez,
Ephe BretonNT 1:5  o vezañ hor raktonket da vezañ e advugale dre Jezuz-Krist, hervez ar plijadur mat eus e volontez,
Ephe BretonNT 1:6  da veuleudigezh gloar e c'hras, en deus roet deomp drezi da vezañ degemeret er C'haret-mat.
Ephe BretonNT 1:7  Ennañ hon eus an dasprenadur dre e wad, ar pardon eus ar pec'hedoù, hervez pinvidigezhioù e c'hras
Ephe BretonNT 1:8  en deus skuilhet warnomp gant fonnder dre bep seurt furnez ha skiant,
Ephe BretonNT 1:9  o vezañ roet deomp da anavezout mister e volontez, hervez ar soñj mat oberius en doa graet ennañ e-unan,
Ephe BretonNT 1:10  penaos, e roidigezh oberiañs an amzerioù, e tastumje an holl draoù e Krist, kement ar pezh a zo en neñvoù evel ar pezh a zo war an douar.
Ephe BretonNT 1:11  Ennañ ivez eo ez omp deuet da vezañ heritourien, o vezañ bet raktonket hervez an diviz eus an hini a ra an holl draoù hervez ma tere ouzh e volontez,
Ephe BretonNT 1:12  evit ma servijimp da veuleudigezh e c'hloar, ni hag hon eus da gentañ esperet e Krist.
Ephe BretonNT 1:13  Ennañ emaoc'h ivez, o vezañ klevet ger ar wirionez, an Aviel eus ho silvidigezh, hag o vezañ kredet ennañ, oc'h bet siellet gant ar Spered-Santel a oa bet prometet,
Ephe BretonNT 1:14  hag a zo un arrez eus hon hêrezh, evit dasprenadur ar re en deus perc'hennet da veuleudigezh e c'hloar.
Ephe BretonNT 1:15  Dre-se, o vezañ ivez klevet komz eus ho feiz en Aotrou Jezuz hag eus ho karantez e-keñver an holl sent,
Ephe BretonNT 1:16  ne baouezan ket da drugarekaat evidoc'h, o kaout soñj ac'hanoc'h em pedennoù,
Ephe BretonNT 1:17  evit ma teuio Doue hon Aotrou Jezuz-Krist, an Tad a c'hloar, da reiñ deoc'h ur spered a furnez hag a ziskuliadur en e anaoudegezh,
Ephe BretonNT 1:18  ha ma sklaerio daoulagad ho klevidigezh, evit ma'c'h anavezot pehini eo an esperañs oc'h galvet dezhi, pere eo ar pinvidigezhioù eus gloar e hêrezh er sent,
Ephe BretonNT 1:19  ha pehini eo brasted divuzul e c'halloud a ziskouez en hor c'heñver-ni, ar re a gred, hervez oberiusted galloud e nerzh,
Ephe BretonNT 1:20  displeget gantañ e Krist, p'en deus e adsavet a-douez ar re varv hag e lakaet da azezañ a-zehou dezhañ el lec'hioù neñvel,
Ephe BretonNT 1:21  dreist pep priñselezh, pep nerzh, pep galloud, pep mestroni, pep anv a c'hellfe bezañ anvet, nann zoken er c'hantved-mañ met ivez en hini da zont.
Ephe BretonNT 1:22  Lakaet en deus pep tra dindan e dreid, hag en deus e roet evit penn-bras d'an Iliz,
Ephe BretonNT 1:23  hag a zo e gorf, al leunder eus an hini a leugn an holl en holl.
Chapter 2
Ephe BretonNT 2:1  C'hwi a oa marv en ho faotoù hag en ho pec'hedoù,
Ephe BretonNT 2:2  hoc'h eus kerzhet gwechall enno hervez giz ar bed-mañ, hervez priñs nerzh an aer, ar spered a labour bremañ e mibien an disentidigezh.
Ephe BretonNT 2:3  En o zouez e vevemp holl gwechall, hervez droukc'hoantoù hor c'hig, oc'h oberiañ hervez youloù ar c'hig hag an ene, hag e oamp dre hon natur bugale a fulor evel ar re all.
Ephe BretonNT 2:4  Met Doue, hag a zo pinvidik e trugarez, abalamour d'ar garantez vras en deus hor c'haret ganti,
Ephe BretonNT 2:5  pa oamp marv en hor pec'hedoù, en deus hon degaset asambles d'ar vuhez e Krist, dre c'hras eo oc'h bet salvet,
Ephe BretonNT 2:6  en deus hon adsavet a varv asambles, hag hol lakaet da azezañ asambles el lec'hioù neñvel e Jezuz-Krist,
Ephe BretonNT 2:7  evit diskouez er c'hantvedoù da zont ar pinvidigezhioù divent eus e c'hras dre e vadelezh en hor c'heñver e Jezuz-Krist.
Ephe BretonNT 2:8  Rak salvet oc'h dre ar c'hras, war-bouez ar feiz. Ha kement-se ne zeu ket ac'hanoc'h, donezon Doue eo.
Ephe BretonNT 2:9  N'eo ket dre an oberoù, evit na denno gloar den ebet.
Ephe BretonNT 2:10  Rak ni a zo e labour, o vezañ bet krouet e Jezuz-Krist evit an oberoù mat en deus Doue kempennet diaraok, evit ma kerzhimp enno.
Ephe BretonNT 2:11  Dre-se ho pet soñj penaos, o vezañ ma oac'h gwechall paganed er c'hig ha galvet diamdroc'h gant ar re a c'halver amdroc'hidi er c'hig dre zorn an den,
Ephe BretonNT 2:12  c'hwi a oa en amzer-se hep Krist, diavaezidi da gumuniezh Israel, estrañjourien e-keñver emglevioù ar bromesa, hep esperañs hag hep Doue er bed.
Ephe BretonNT 2:13  Met bremañ, e Jezuz-Krist, c'hwi a oa gwechall pell, a zo bet degaset tost dre wad Krist.
Ephe BretonNT 2:14  Rak eñ eo hor peoc'h, eñ hag en deus graet unan hepken eus an daou en ur ziskar ar voger a zisparti,
Ephe BretonNT 2:15  o vezañ distrujet en e gig ar gasoni, lezenn ar gourc'hemennoù dalc'het en urzhioù, evit krouiñ ennañ e-unan eus an daou un den nevez hepken goude bezañ graet ar peoc'h,
Ephe BretonNT 2:16  hag evit unvaniñ gant Doue dre ar groaz an eil hag egile en ur c'horf hepken, en ur zistrujañ e-unan ar gasoni.
Ephe BretonNT 2:17  Deuet eo da brezeg ar peoc'h deoc'h-c'hwi a oa pell ha d'ar re a oa tost,
Ephe BretonNT 2:18  rak drezañ hon eus an eil hag egile un degemer digant an Tad en un hevelep Spered.
Ephe BretonNT 2:19  Evel-se eta, n'oc'h ken nag estrañjourien na tud a-ziavaez, met kenvourc'hizien d'ar sent hag eus ti Doue,
Ephe BretonNT 2:20  o vezañ bet savet war diazez an ebestel hag ar brofeded, ez eo Jezuz-Krist e-unan ar maen-korn;
Ephe BretonNT 2:21  ennañ an holl vatis, urzhiet mat, a sav evit bezañ un templ santel en Aotrou,
Ephe BretonNT 2:22  ennañ ivez ez oc'h savet asambles evit bezañ ur chomlec'h da Zoue er Spered.
Chapter 3
Ephe BretonNT 3:1  Abalamour da-se, me Paol a zo prizoniad Jezuz-Krist evidoc'h-c'hwi ar baganed,
Ephe BretonNT 3:2  mar hoc'h eus klevet petra eo roidigezh gras Doue a zo bet roet din evidoc'h,
Ephe BretonNT 3:3  penaos dre ziskuliadur eo bet roet din da anavezout ar mister-se evel ma teuan da skrivañ e nebeut a c'herioù,
Ephe BretonNT 3:4  ha dre eno e c'hellit kompren en ur lenn pehini eo an anaoudegezh am eus diwar-benn mister Krist,
Ephe BretonNT 3:5  ha n'eo ket bet disklêriet da vugale an dud en amzer tremenet evel ma'z eo disklêriet bremañ dre ar Spered d'e ebestel santel ha d'e brofeded,
Ephe BretonNT 3:6  da c'houzout eo penaos ar baganed a zo kenheritourien, a reont un hevelep korf hag a gemeront lod en e bromesa e Krist dre an Aviel,
Ephe BretonNT 3:7  graet on bet ministr anezhañ dre zonezon gras Doue a zo bet roet din dre nerzh e c'halloud.
Ephe BretonNT 3:8  Ar c'hras-se a zo bet roet din-me, an disterañ eus an holl sent, evit prezeg e-touez ar baganed pinvidigezhioù digomprenus Krist
Ephe BretonNT 3:9  hag evit lakaat gwelus dirak an holl roidigezh ar mister kuzhet a bep amzer e Doue en deus krouet an holl draoù dre Jezuz-Krist,
Ephe BretonNT 3:10  evit ma teuio bremañ furnez Doue, oc'h en em ziskouez e pep seurt doare, da vezañ disklêriet dre an Iliz d'ar priñselezhioù ha d'an nerzhioù el lec'hioù neñvel,
Ephe BretonNT 3:11  hervez ar soñj graet gantañ a bep amzer, en deus oberiet e Krist Jezuz hon Aotrou,
Ephe BretonNT 3:12  ennañ hon eus al librentez da dostaat ouzh Doue gant fiziañs dre ar feiz ennañ.
Ephe BretonNT 3:13  Dre-se eo e c'houlennan diganeoc'h na gollot ket kalon abalamour d'ar poanioù a c'houzañvan evidoc'h, ar pezh a ra ho kloar.
Ephe BretonNT 3:14  Evit kement-se eo e plegan an daoulin dirak Tad hon Aotrou Jezuz-Krist,
Ephe BretonNT 3:15  a denn pep familh en neñvoù ha war an douar hec'h anv dioutañ,
Ephe BretonNT 3:16  evit ma roio deoc'h, hervez pinvidigezhioù e c'hloar, da vezañ nerzhet gant galloud dre e Spered en den a-ziabarzh,
Ephe BretonNT 3:17  evit ma chomo Krist en ho kalonoù dre ar feiz, hag evel-se, gwriziennet ha diazezet er garantez,
Ephe BretonNT 3:18  e c'hellot kompren gant an holl sent petra eo al ledander, an hirder, an donder hag an uhelder,
Ephe BretonNT 3:19  hag anavezout karantez Krist, a zo dreist pep gouiziegezh, evit ma viot leuniet gant holl leunder Doue.
Ephe BretonNT 3:20  D'an hini a c'hell ober dre ar galloud a labour ennomp muioc'h eget na c'houlennomp ha na soñjomp,
Ephe BretonNT 3:21  dezhañ ra vo ar gloar e-barzh an Iliz ha dre Jezuz-Krist, en holl oadoù, evit kantvedoù ar c'hantvedoù! Amen.
Chapter 4
Ephe BretonNT 4:1  Pediñ a ran eta ac'hanoc'h, me prizoniad en Aotrou, d'en em ren en un doare dellezek eus ar c'halvidigezh ez oc'h bet galvet drezañ,
Ephe BretonNT 4:2  e pep izelegezh ha douster gant habaskted, oc'h en em c'houzañv an eil egile gant karantez,
Ephe BretonNT 4:3  oc'h en em stagañ da genderc'hel unvaniezh ar spered dre ere ar peoc'h.
Ephe BretonNT 4:4  Bez' ez eus ur c'horf hepken hag ur Spered hepken, evel ivez ma'z oc'h bet galvet da un esperañs hepken dre ho kalvidigezh,
Ephe BretonNT 4:5  un Doue hepken, ur feiz hepken, ur vadeziant hepken,
Ephe BretonNT 4:6  un Doue hepken ha Tad d'an holl, a zo dreist an holl hag e-touez an holl hag ennoc'h holl.
Ephe BretonNT 4:7  Met ar c'hras a zo roet da bep hini ac'hanomp, hervez muzul donezon Krist.
Ephe BretonNT 4:8  Dre-se eo e lavar: O vezañ pignet d'an nec'h, en deus kaset dalc'het an dalc'herezh, hag en deus lodennet donezonoù d'an dud.
Ephe BretonNT 4:9  Hogen petra a dalvez: Pignet eo, ma ne vije ket bet diagent diskennet el lec'hioù izelañ eus an douar?
Ephe BretonNT 4:10  An hini a zo diskennet, eo an hevelep hini hag a zo pignet dreist an holl neñvoù, evit ma leugnje an holl draoù.
Ephe BretonNT 4:11  Eñ eo ivez en deus lakaet lod da ebestel, lod all da brofeded, lod all da avielourien, lod all da bastored ha doktored,
Ephe BretonNT 4:12  evit parfetidigezh ar sent, evit labour ar servij hag evit savidigezh korf Krist,
Ephe BretonNT 4:13  betek ma vimp holl deuet d'an unvaniezh er feiz hag en anaoudegezh Mab Doue, da stad an den peurc'hraet da vuzul ar vent peurvat eus Krist,
Ephe BretonNT 4:14  evit na vimp ken bugale vihan, o chom war var ha kaset amañ hag ahont gant pep avel a gredenn dre dromplerezh an dud ha dre o gwidre da dromplañ dre droidellerezh,
Ephe BretonNT 4:15  met, o lavarout ar wirionez er garantez, ma kreskimp en holl draoù en hini a zo ar penn, Krist.
Ephe BretonNT 4:16  Dioutañ ar c'horf a-bezh, urzhiet mat hag unanet start dre sikour an holl juntoù, a denn e greskañs hervez an nerzh roet da bep ezel, evit ma vo savet e-unan er garantez.
Ephe BretonNT 4:17  Setu eta ar pezh a lavaran hag a zisklêrian en Aotrou: N'en em gunduit ket evel en em ren ar baganed all, a heuilh fouge o soñjoù.
Ephe BretonNT 4:18  Teñvalaet o deus o skiant, o vezañ pellaet diouzh buhez Doue abalamour d'an diouiziegezh a zo enno ha dre galeter o c'halon,
Ephe BretonNT 4:19  o vezañ kollet pep santad, ez int en em roet d'al loustoni evit ober pep seurt hudurniezh gant taerded.
Ephe BretonNT 4:21  da vihanañ mar hoc'h eus selaouet anezhañ ha mar d-oc'h bet, hervez ar wirionez a zo e Jezuz, desket ennañ
Ephe BretonNT 4:22  da ziwiskañ, evit ar pezh a sell ouzh ho puhez tremenet, an den kozh a vrein gant droukc'hoantoù tromplus,
Ephe BretonNT 4:23  d'en em nevesaat dre ar Spered en ho klevidigezh,
Ephe BretonNT 4:24  ha da wiskañ an den nevez, krouet heñvel ouzh Doue, er reizhder hag e santelezh ar wirionez.
Ephe BretonNT 4:25  Dre-se, o vezañ kaset kuit ar gaou, ra gomzo pep hini ac'hanoc'h hervez ar wirionez d'e nesañ, rak izili omp an eil d'egile.
Ephe BretonNT 4:26  Mar en em lakait e fulor, na bec'hit ket, ra ne guzho ket an heol war ho fulor
Ephe BretonNT 4:28  An hini a laere ra ne laero ket ken, met ra labouro kentoc'h gant e zaouarn da un dra vat bennak, evit m'en devo peadra da reiñ d'an hini a zo en ezhomm.
Ephe BretonNT 4:29  Ra ne zeuio ger dizonest ebet eus ho kenoù, met ra vo ho komzoù mat da skoliañ gant talvoudegezh evit ma raint vat d'ar re o c'hlevo.
Ephe BretonNT 4:30  Na dristait ket Spered-Santel Doue, siellet oc'h bet gantañ evit deiz an dasprenadur.
Ephe BretonNT 4:31  Ra vo pep c'hwervoni, pep kasoni, pep fulor, pep garmadenn, pep droukkomz kaset kuit eus ho touez, kenkoulz ha pep follentez.
Ephe BretonNT 4:32  Bezit mat an eil e-keñver egile, madelezhus, o pardoniñ an eil d'egile, evel m'en deus Doue pardonet deoc'h ivez e Krist.
Chapter 5
Ephe BretonNT 5:1  Bezit eta heñvelerien ouzh Doue, evel bugale karet-mat,
Ephe BretonNT 5:2  kerzhit er garantez, evel m'en deus Krist ivez hor c'haret hag eo en em ginniget e-unan da Zoue evidomp e prof hag en aberzh a c'hwezh vat.
Ephe BretonNT 5:3  Ra ne vo ket klevet anv en ho touez, nag eus gadaliezh, nag eus hudurniezh ebet, nag eus droukc'hoant, evel ma tere d'ar sent,
Ephe BretonNT 5:4  na komz dizonest, na reoù foll, na farserezh, a zo traoù divalav, met ra vo klevet kentoc'h trugarekadennoù.
Ephe BretonNT 5:5  Rak anavezout a rit kement-mañ, penaos den gadal ebet, pe hudur, pe gwallc'hoantek hag a zo un idolour, n'en deus lod en hêrezh rouantelezh Krist ha Doue.
Ephe BretonNT 5:6  Ra ne dromplo den ac'hanoc'h dre gomzoù aner, rak abalamour d'an traoù-se e teu fulor Doue war ar vugale disent.
Ephe BretonNT 5:8  Rak gwechall e oac'h teñvalijenn, met bremañ oc'h sklêrijenn en Aotrou. Kerzhit eta evel bugale ar sklêrijenn,
Ephe BretonNT 5:9  rak frouezh ar Spered en em zalc'h e pep seurt madelezh, reizhder ha gwirionez.
Ephe BretonNT 5:10  Eveshait ouzh ar pezh a zo kavet mat gant an Aotrou,
Ephe BretonNT 5:11  n'ho pez lod ebet en oberoù difrouezh an deñvalijenn, met kentoc'h kondaonit anezho.
Ephe BretonNT 5:12  Rak mezhus eo zoken lavarout ar pezh a reont e kuzh,
Ephe BretonNT 5:13  met kement a zo lakaet d'ar sklêrijenn a zo diskuliet sklaer, rak kement a zo bet diskuliet a zo sklêrijenn.
Ephe BretonNT 5:14  Dre-se eo lavaret: Dihun, te a zo kousket, sav a-douez ar re varv, ha Krist a lugerno warnout.
Ephe BretonNT 5:15  Lakait evezh eta ouzhoc'h hoc'h-unan d'en em ren gant eeunder, nann evel tud diskiant met evel tud fur,
Ephe BretonNT 5:17  Dre-se na vezit ket hep poell, met komprenit petra eo bolontez an Aotrou.
Ephe BretonNT 5:18  N'en em vezvit ket gant gwin a gundu d'an diroll, met bezit leuniet gant ar Spered,
Ephe BretonNT 5:19  komzit etrezoc'h dre salmoù, meulganoù, kanaouennoù speredel, o kanañ hag o salmiñ a galon meuleudioù d'an Aotrou.
Ephe BretonNT 5:20  Trugarekait bepred evit an holl draoù Doue an Tad, en anv hon Aotrou Jezuz-Krist.
Ephe BretonNT 5:22  Gwragez, plegit d'hoc'h ezhec'h hoc'h-unan evel d'an Aotrou,
Ephe BretonNT 5:23  abalamour an ozhac'h eo penn ar wreg, evel ma'z eo Krist ivez penn an Iliz, hag a zo e gorf hag a zo bet salvet drezañ.
Ephe BretonNT 5:24  Hag evel ma pleg an Iliz da Grist, ra blego ivez ar gwragez d'o ezhec'h o-unan en holl draoù.
Ephe BretonNT 5:25  Ezhec'h, karit ho kwragez evel m'en deus ivez Krist karet an Iliz hag eo en em roet e-unan eviti,
Ephe BretonNT 5:26  evit he santelaat hag he glanaat dre ur walc'hadenn en dour gant ar ger,
Ephe BretonNT 5:27  evit he lakaat dirazañ evel an Iliz leun a c'hloar, hep saotr na roufenn na netra eus ar seurt-se, met santel ha divlam.
Ephe BretonNT 5:28  Evel-se e tle an ezhec'h karout o gwragez evel o c'horfoù o-unan. An hini a gar e wreg en em gar e-unan,
Ephe BretonNT 5:29  rak den ebet n'en deus kasaet biskoazh e gorf e-unan, met e vagañ hag e zerc'hel a ra evel ma ra ivez an Aotrou e-keñver an Iliz,
Ephe BretonNT 5:30  dre ma'z omp an izili eus e gorf, eus e c'hig hag eus e eskern.
Ephe BretonNT 5:31  Dre-se an den a guitaio e dad hag e vamm hag en em unano gant e wreg, hag an daou ne vint nemet ur c'hig.
Ephe BretonNT 5:32  Ar mister-se a zo bras, henn lavarout a ran diwar-benn Krist hag an Iliz.
Ephe BretonNT 5:33  Evel-se, ra garo pep hini ac'hanoc'h e wreg eveltañ e-unan ha ra zoujo ar wreg hec'h ozhac'h.
Chapter 6
Ephe BretonNT 6:1  Bugale, sentit ouzh ho tud, en Aotrou, rak un dra reizh eo.
Ephe BretonNT 6:2  Enor da dad ha da vamm, ar c'hentañ gourc'hemenn eo hag ez eus ur bromesa gantañ:
Ephe BretonNT 6:4  Ha c'hwi tadoù, na hegit ket ho pugale met savit anezho e kenurzh hag e kelennadur an Aotrou.
Ephe BretonNT 6:5  Mevelien, sentit gant doujañs ha krenadenn ouzh ho mistri hervez ar c'hig, en eeunder a galon, evel ouzh Krist,
Ephe BretonNT 6:6  o servijañ anezho nann zoken dindan o daoulagad, evel ma klaskfec'h plijout d'an dud, met oc'h ober a galon vat bolontez Doue, evel servijerien Krist,
Ephe BretonNT 6:7  o servijañ gant karantez an Aotrou ha nann an dud,
Ephe BretonNT 6:8  o c'houzout penaos pep hini, pe sklav, pe frank, a resevo digant an Aotrou hervez ar mad en devo graet.
Ephe BretonNT 6:9  Ha c'hwi mistri, grit en hevelep doare en o c'heñver ha dilezit ar gourdrouzoù, o c'houzout hoc'h eus ivez evelto ur Mestr en neñv, ha dirazañ n'eus van ebet eus diavaezioù an dud.
Ephe BretonNT 6:10  A-hend-all, va breudeur, en em greñvait en Aotrou ha dre e nerzh holl c'halloudek.
Ephe BretonNT 6:11  Gwiskit harnez Doue en e bezh, evit ma c'hellot derc'hel start a-enep troidelloù an diaoul.
Ephe BretonNT 6:12  Rak n'eo ket a-enep ar c'hig nag ar gwad hon eus da stourm, met a-enep ar priñselezhioù, a-enep ar nerzhioù, a-enep mestroù an deñvalijenn eus ar bed-mañ, a-enep speredoù ar fallentez el lec'hioù uhel.
Ephe BretonNT 6:13  Dre-se kemerit ganeoc'h harnez Doue en e bezh, evit ma c'hellot chom start en deizioù fall hag, o vezañ kendrec'het pep tra, e talc'hot start.
Ephe BretonNT 6:14  Dalc'hit start eta, ho tivgroazell gourizet gant ar wirionez, gwiskit sae-houarn ar reizhder,
Ephe BretonNT 6:16  krogit dreist-holl skoed ar feiz da c'hellout mougañ holl daolioù loskus an hini drouk,
Ephe BretonNT 6:17  kemerit ivez tog-houarn ar silvidigezh ha kleze ar Spered, da lavarout eo ger Doue,
Ephe BretonNT 6:18  o pediñ e pep amzer dre bep seurt pedennoù hag aspedennoù dre ar Spered, o veilhañ war gement-se gant dalc'husted hag o pediñ evit an holl sent,
Ephe BretonNT 6:19  hag evidon-me ivez, evit ma vo roet din da gomz gant frankiz hag hardizhegezh, evit reiñ da anavezout mister an Aviel
Ephe BretonNT 6:20  ma'z on ar c'hannad anezhañ er chadennoù, hag evit ma komzin anezhañ gant hardizhegezh evel ma tlean henn ober.
Ephe BretonNT 6:21  Evit ma ouiot ivez ar pezh a sell ouzhin hag ar pezh a ran, Tichik, ar breur karet-mat ha ministr feal en Aotrou, a roio da anavezout deoc'h pep tra.
Ephe BretonNT 6:22  Kaset em eus anezhañ deoc'h evit-se, evit ma ouiot petra a c'hoarvez war-dro deomp ha ma tic'hlac'haro ho kalonoù.
Ephe BretonNT 6:23  Ra vo ar peoc'h roet d'ar vreudeur, hag ar garantez ivez gant ar feiz, a-berzh Doue an Tad hag an Aotrou Jezuz-Krist!
Ephe BretonNT 6:24  Ra vo ar c'hras gant ar re holl a gar hon Aotrou Jezuz-Krist gant ur garantez digemmus! Amen.