Site uses cookies to provide basic functionality.

OK
II CORINTHIANS
Up
1 2 3 4 5 6 7 8 9 10 11 12 13
Toggle notes
Chapter 1
II C BretonNT 1:1  Paol, abostol Jezuz-Krist dre volontez Doue, hag ar breur Timote, da Iliz Doue a zo e Korint ha d'an holl sent a zo en Akaia a-bezh:
II C BretonNT 1:2  Ar c'hras hag ar peoc'h ra vo roet deoc'h a-berzh Doue hon Tad hag an Aotrou Jezuz-Krist!
II C BretonNT 1:3  Benniget ra vo Doue Tad hon Aotrou Jezuz-Krist, Tad an trugarezioù hag an Doue a bep frealz,
II C BretonNT 1:4  hor frealziñ a ra en hon holl c'hlac'haroù, evit ma c'hellimp frealziñ ar re holl a zo en ur glac'har bennak dre ar frealz a resevomp hon-unan digant Doue.
II C BretonNT 1:5  Rak evel ma fonn poanioù Krist ennomp, evel-se hor frealz a fonn dre Grist.
II C BretonNT 1:6  Pa'z omp glac'haret, ez eo evit ho frealz hag ho silvidigezh, a zo kaset da benn dre ar basianted da c'houzañv an hevelep poanioù hag ar re a c'houzañvomp ni ivez. Pa'z omp frealzet, ez eo evit ho frealz hag ho silvidigezh.
II C BretonNT 1:7  Hag an esperañs hon eus en ho keñver a zo start, oc'h anavezout penaos pa hoc'h eus lod er poanioù, ho po ivez lod er frealz.
II C BretonNT 1:8  Rak, breudeur, ne fell ket deomp n'oufec'h ket diwar-benn ar glac'har a zo deuet deomp en Azia, penaos omp bet gwall vec'hiet, dreist hon nerzh, en hevelep doare m'hon doa zoken kollet an esper da zerc'hel hor buhez.
II C BretonNT 1:9  Hag en em sellemp hon-unan evel tud kondaonet d'ar marv, evit na lakajemp ket hor fiziañs ennomp hon-unan, met e Doue a adsav a varv.
II C BretonNT 1:10  Eñ eo en deus hon dieubet hag hon dieub eus ur seurt marv, hag hon eus an esper-mañ e tieubo ac'hanomp c'hoazh.
II C BretonNT 1:11  Sikouret omp ivez ganeoc'h dre ho pedennoù evidomp, evit ma teuio ar c'hras hon eus resevet dre meur a hini da vezañ anavezet dre an trugarez a raio meur a hini diwar hor penn.
II C BretonNT 1:12  Rak ar pezh a ra hor gloar eo en testeni-mañ eus hor c'houstiañs penaos omp en em renet er bed, ha dreist-holl en ho keñver, gant eeunder ha gwirionded dirak Doue, nann gant ur furnez kigel, met gant gras Doue.
II C BretonNT 1:13  Rak ne skrivomp deoc'h netra all nemet ar pezh a lennit hag ivez a anzavit. Esperout a ran en anzavot betek an diwezh,
II C BretonNT 1:14  evel ma hoc'h eus ivez anzavet un tamm ez omp ho kloar, hag evel ma viot ivez hon hini e deiz an Aotrou Jezuz.
II C BretonNT 1:15  Er fiziañs-se eo e c'hoantaen da gentañ mont d'ho kavout evit m'ho pije un eil gras,
II C BretonNT 1:16  neuze tremen eus ho pro e Makedonia, ha goude eus Makedonia distreiñ d'ho kavout, ha bezañ ambrouget ganeoc'h e Judea.
II C BretonNT 1:17  Met hag em eus graet dre skañvadurezh pa em eus soñjet kement-se, pe ar pezh a soñjan, bez' eo hervez ar c'hig en hevelep doare ma vez ennon ar "ya, ya" hag an "nann, nann"?
II C BretonNT 1:18  Met Doue a zo feal, hag ar ger hoc'h eus resevet diganeomp n'eo ket bet "ya" ha "nann".
II C BretonNT 1:19  Rak Jezuz-Krist, Mab Doue, an hini a zo bet prezeget deoc'h ganeomp, ganin-me, gant Silvan, gant Timote, n'eo ket bet "ya" ha "nann", met bet eo "ya" ennañ.
II C BretonNT 1:20  Holl bromesaoù Doue a zo "ya" ennañ hag "Amen" ennañ, evit gloar Doue drezomp.
II C BretonNT 1:21  An hini en deus hon nerzhet ganeoc'h e Krist hag en deus hon olevet eo Doue,
II C BretonNT 1:22  en deus hor siellet hag en deus roet deomp en hor c'halonoù arrez ar Spered.
II C BretonNT 1:23  Ha kemer a ran Doue da dest war va ene, penaos evit hoc'h espern eo n'on ket aet c'hoazh da Gorint,
II C BretonNT 1:24  n'eo ket e renomp war ho feiz, met e kenlabouromp d'ho levenez. Rak e chomit start dre ar feiz.
Chapter 2
II C BretonNT 2:1  Divizet em boa eta ennon va-unan na zistrojen ket d'ho kavout en dristidigezh.
II C BretonNT 2:2  Rak mar glac'haran ac'hanoc'h, piv a laouenaio ac'hanon, nemet an hini a vo bet glac'haret ganin?
II C BretonNT 2:3  Kement-se am eus skrivet deoc'h evit na'm bo ket a dristidigezh pa vin erruet digant ar re a dlefe reiñ levenez din, rak ar fiziañs-mañ am eus ennoc'h holl penaos e rit holl ho levenez eus va hini.
II C BretonNT 2:4  Rak skrivet em eus deoc'h en ur glac'har bras, va c'halon leun a enkrez ha gant kalz a zaeroù, ha ne oa ket evit ho klac'hariñ met evit reiñ da anavezout deoc'h ar garantez vras am eus evidoc'h.
II C BretonNT 2:5  Mar en deus graet unan bennak lec'h d'an dristidigezh, n'eo ket me hepken en deus glac'haret met c'hwi holl, da vihanañ evit lod, evit na lavarfen ket re.
II C BretonNT 2:6  A-walc'h eo d'un hevelep den bezañ bet kastizet gant an niver brasañ,
II C BretonNT 2:7  en hevelep doare ma tleit pardoniñ dezhañ hag e frealziñ, gant aon na vefe bec'hiet gant un dristidigezh re vras.
II C BretonNT 2:8  Dre-se ho pedan da ziskouez dezhañ ho karantez.
II C BretonNT 2:9  Rak abalamour da gement-se eo ivez em eus skrivet deoc'h, evit anavezout, en ur amprouiñ ac'hanoc'h, hag oc'h sentus en holl draoù.
II C BretonNT 2:10  D'an hini eta a bardonit, e pardonan ivez dezhañ, hag evidon ar pezh am eus pardonet, mar em eus pardonet un dra bennak, eo abalamour deoc'h dirak Krist,
II C BretonNT 2:11  evit ma n'en devo ket Satan ar gounid warnomp, rak n'omp ket hep anavezout e soñjoù.
II C BretonNT 2:12  Pa'z on deuet da Droaz evit Aviel Krist, petra bennak m'en doa an Aotrou digoret un nor din,
II C BretonNT 2:13  ne'm eus ket bet va spered en diskuizh, abalamour ne'm boa ket kavet va breur Tit. O vezañ kimiadet diouto, on aet e Makedonia.
II C BretonNT 2:14  Grasoù ra vo roet da Zoue, dre ma laka ac'hanomp atav da drec'hiñ e Krist hag e skuilh drezomp c'hwezh-vat e anaoudegezh e pep lec'h.
II C BretonNT 2:15  Rak ni a zo c'hwezh-vat Krist dirak Doue, evit ar re a zo salvet hag evit ar re a zo kollet,
II C BretonNT 2:16  d'ar re-mañ ur c'hwezh a varv o reiñ ar marv, ha d'ar re-se all ur c'hwezh a vuhez o reiñ ar vuhez. Ha piv a zo barrek evit an traoù-se?
II C BretonNT 2:17  Rak ne falsomp ket ger Doue evel ma henn gra kalz, met e komzomp evel gant gwirionded, evel a-berzh Doue, e Krist, dirak Doue.
Chapter 3
II C BretonNT 3:1  Hag en em lakaat a reomp a-nevez d'en em veuliñ hon-unan pe ezhomm hon eus, evel hiniennoù, eus lizhiri-erbediñ evidoc'h pe eus ho perzh?
II C BretonNT 3:2  C'hwi eo hol lizher, skrivet en hor c'halonoù, anavezet ha lennet gant an holl dud.
II C BretonNT 3:3  Anat mat eo penaos ez oc'h ul lizher eus Krist, ministret ganeomp, skrivet nann gant liv met gant Spered an Doue bev, nann war daolennoù maen met war daolennoù kig, war re ar galon.
II C BretonNT 3:4  Dre Grist eo hon eus un hevelep fiziañs dirak Doue.
II C BretonNT 3:5  N'eo ket e vefemp barrek ac'hanomp hon-unan da soñjal un dra bennak evel pa deufe ac'hanomp, met hor galloud a zeu eus Doue.
II C BretonNT 3:6  Hol lakaet en deus barrek da vezañ servijerien eus un emglev nevez, nann eus al lizherenn met eus ar Spered, rak al lizherenn a lazh met ar Spered a ro ar vuhez.
II C BretonNT 3:7  Hogen ar ministrerezh a varv, hini al lizherennoù engravet war vein, a zo bet ken glorius ma ne c'helle ket mibien Israel sellout start ouzh dremm Moizez, abalamour da c'hloar e zremm, petra bennak ma tlee tremen,
II C BretonNT 3:8  pegement ministrerezh ar Spered ne vo ket gloriusoc'h?
II C BretonNT 3:9  Mar d-eo bet ministrerezh ar gondaonidigezh glorius, ministrerezh ar reizhder a fonn kalz muioc'h e gloar.
II C BretonNT 3:10  Ha mar d-eo bet glorius ar pezh kentañ, ne oa ket evit gwir abalamour da c'hloar dispar an eilvet.
II C BretonNT 3:11  Rak mar d-eo bet glorius ar pezh a dlee echuiñ, ar pezh a dle chom a zo kalz gloriusoc'h.
II C BretonNT 3:12  O kaout eta un hevelep esperañs, en em renomp gant ul librentez vras,
II C BretonNT 3:13  ha ne reomp ket evel Moizez, a lakae ur ouel war e zremm evit na sellje ket start mibien Israel ouzh an diwezh eus ar pezh a dlee mont da netra.
II C BretonNT 3:14  Met o c'hlevidigezhioù a zo bet kaledet betek vremañ. Rak hiziv c'hoazh an hevelep gouel-se a chom pa vez lennet an Testamant Kozh, hep bezañ savet rak n'eo lamet nemet e Krist.
II C BretonNT 3:15  Hiziv c'hoazh, pa lenner Moizez, ur ouel a zo taolet war o c'halon,
II C BretonNT 3:16  met pa en em zistroont ouzh an Aotrou, ar ouel a zo lamet.
II C BretonNT 3:17  Rak an Aotrou eo ar Spered, hag e-lec'h ma'z emañ Spered an Aotrou, eno emañ al librentez.
II C BretonNT 3:18  Ni holl, dioueliet hon dremm, a zougen evel en ur melezour gloar an Aotrou, hag e teuomp da vezañ heñvel ouzh an hevelep skeudenn eus an eil gloar d'eben gant an Aotrou Spered.
Chapter 4
II C BretonNT 4:1  Dre-se, o kaout ar ministrerezh-mañ hervez an drugarez a zo bet graet deomp, ne gollomp ket kalon.
II C BretonNT 4:2  Taolet hon eus kuit an traoù mezhus a guzher, o tremen hep bevañ dre droidell hag hep falsañ ger Doue, hag en em erbedomp hon-unan da bep koustiañs den dirak daoulagad Doue en ur ziskuliañ ar wirionez.
II C BretonNT 4:3  Mar d-eo hon Aviel kuzhet, ez eo kuzhet evit ar re a ya da goll,
II C BretonNT 4:4  evit ar re ziskredik a zo bet dallet o c'hlevidigezh gant doue ar c'hantved-mañ, evit na vefent ket sklêrijennet gant ar gouloù eus Aviel glorius Krist, eñ hag a zo skeudenn Doue.
II C BretonNT 4:5  Ne brezegomp ket ac'hanomp hon-unan, met Krist Jezuz evel an Aotrou, hag ez omp ho servijerien abalamour da Jezuz.
II C BretonNT 4:6  Rak Doue, hag en deus lavaret: Ra sklêrijenno ar gouloù eus an deñvalijenn, a sklêrijenn hor c'halonoù evit lakaat anaoudegezh gloar Doue da lugerniñ war dremm Jezuz-Krist.
II C BretonNT 4:7  Met an teñzor-se hon eus e listri douar evit ma vefe meurded ar galloud roet da Zoue ha nann deomp-ni.
II C BretonNT 4:8  Gwasket omp eus pep kostez met n'omp ket kaset da netra, ankeniet omp met n'omp ket hep esperañs,
II C BretonNT 4:9  heskinet omp met n'omp ket dilezet, diskaret omp met n'omp ket distrujet,
II C BretonNT 4:10  dougen a reomp atav en hor c'horf marv an Aotrou Jezuz, evit ma vo ivez buhez Jezuz diskuliet en hor c'horf.
II C BretonNT 4:11  Rak ni, ar re vev, a zo bepred roet d'ar marv abalamour da Jezuz, evit ma vo ivez buhez Jezuz diskuliet en hor c'hig marvel,
II C BretonNT 4:12  en hevelep doare ma labour ar marv ennomp hag ar vuhez ennoc'h.
II C BretonNT 4:13  Met hon eus an hevelep spered a feiz, hervez ma'z eo skrivet: Kredet em eus, setu perak em eus komzet. Ni ivez a gred ha setu perak e komzomp,
II C BretonNT 4:14  oc'h anavezout penaos an hini en deus savet an Aotrou Jezuz a varv a savo ac'hanomp ivez a varv dre Jezuz, hag a lakaio ac'hanomp d'en em ziskouez ganeoc'h.
II C BretonNT 4:15  Rak an holl draoù-se a zo evidoc'h, evit ma teuio ar c'hras-se, en ur greskiñ, da fonnañ ar pedennoù a drugarez eus kalz evit gloar Doue.
II C BretonNT 4:16  Dre-se ne gollomp ket kalon. Ha petra bennak en em zistruj hon den a-ziavaez, hon den a-ziabarzh en em nevesa a zeiz da zeiz.
II C BretonNT 4:17  Rak hor glac'har skañv eus an amzer a-vremañ a ro ur pouez a c'hloar peurbadus ha meurbet gwelloc'h,
II C BretonNT 4:18  pa'z eo gwir na sellomp ket ouzh an traoù gwelus met ouzh an traoù diwelus. Rak an traoù gwelus n'int nemet evit un amzer, met ar re ziwelus a zo peurbadus.
Chapter 5
II C BretonNT 5:1  Gouzout a reomp a dra sur penaos mar d-eo distrujet hon tabernakl, hor chomlec'h douarel-mañ, hon eus en neñvoù un ti a zo eus Doue, un ti peurbadus n'eo ket graet gant dorn an den.
II C BretonNT 5:2  Huanadiñ a reomp eno, o c'hoantaat gant bervder gwiskañ hor chomlec'h neñvel,
II C BretonNT 5:3  mar d-omp da vihanañ kavet gwisket ha nann en noazh.
II C BretonNT 5:4  E-pad ma'z emaomp en tabernakl-mañ, e huanadomp dindan ar bec'h, abalamour ma fell deomp, nann bezañ diwisket, met bezañ gwisket, evit ma vo ar pezh a zo marvel lonket gant ar vuhez.
II C BretonNT 5:5  Hag an hini en deus hor c'hrouet evit kement-se eo Doue, hag en deus roet deomp ivez arrez ar Spered.
II C BretonNT 5:6  Bez' omp eta bepred leun a fiziañs hag gouzout a reomp penaos e-keit ha ma chomomp er c'horf-mañ emaomp pell diouzh an Aotrou,
II C BretonNT 5:7  rak kerzhout a reomp dre ar feiz ha nann dre ar gweled.
II C BretonNT 5:8  Bez' omp leun a fiziañs, hag e karomp gwelloc'h kuitaat ar c'horf-mañ ha chom e-kichen an Aotrou.
II C BretonNT 5:9  Dre-se ivez e klaskomp bezañ kavet plijus gantañ, pe e chomfemp ennañ pe ez afemp er-maez anezhañ.
II C BretonNT 5:10  Rak ret eo deomp holl mont dirak lez-varn Krist, evit ma resevo pep hini hervez ar mad pe an droug en devo graet o vezañ en e gorf.
II C BretonNT 5:11  Oc'h anavezout eta an doujañs a dleer d'an Aotrou, e kendrec'homp an dud. Doue a anavez ac'hanomp hag ec'h esperan ec'h anavezit ivez ac'hanomp en ho koustiañsoù.
II C BretonNT 5:12  N'en em erbedomp ket a-nevez dirazoc'h, met reiñ a reomp deoc'h lec'h da gavout gloar abalamour deomp, evit ma c'hellot respont d'ar re en em ro gloar en diavaez ha nann er galon.
II C BretonNT 5:13  Rak mar d-omp diskiant ez eo evit Doue, mar d-omp a skiant vat ez eo evidoc'h.
II C BretonNT 5:14  Karantez Krist a wask ac'hanomp, o vezañ ma kredomp penaos mar d-eo unan hepken marvet evit an holl, an holl eta a zo marv.
II C BretonNT 5:15  Eñ a zo marvet evit an holl, evit na vevo ken evito o-unan ar re a vev, met evit an hini a zo marvet hag adsavet a varv evito.
II C BretonNT 5:16  Dre-se n'anavezomp ken den hervez ar c'hig bremañ. Ha zoken mar hon eus anavezet Krist hervez ar c'hig, bremañ n'anavezomp ken anezhañ en doare-se.
II C BretonNT 5:17  Ha ma'z emañ unan bennak e Krist, hemañ a zo ur grouadenn nevez. An traoù kozh a zo tremenet, setu, an holl draoù a zo deuet da vezañ nevez.
II C BretonNT 5:18  An holl draoù-se a zeu eus Doue, en deus hon adunvanet gantañ dre Jezuz-Krist hag en deus roet deomp ministrerezh an adunvanidigezh,
II C BretonNT 5:19  rak Doue a oa e Krist, oc'h adunvaniñ ar bed gantañ, hep kontañ dezho o disentidigezh, hag o lakaat ennomp ar ger a adunvanidigezh.
II C BretonNT 5:20  Kannaded evit Krist emaomp eta, evel ma vefe Doue oc'h aspediñ drezomp. Ho pediñ a reomp start en anv Krist, bezit adunvanet gant Doue!
II C BretonNT 5:21  Rak lakaet eo bet gantañ da vezañ pec'hed abalamour deomp an hini n'en deus ket anavezet ar pec'hed, evit ma teuimp da vezañ reizhder Doue ennañ.
Chapter 6
II C BretonNT 6:1  Pa'z eo gwir eta e labouromp asambles, e pedomp start ac'hanoc'h na zegemerot ket gras Doue en aner,
II C BretonNT 6:2  rak eñ a lavar: Da selaouet em eus en amzer dereat, da sikouret em eus e deiz ar silvidigezh. Setu bremañ an amzer dereat, setu bremañ deiz ar silvidigezh.
II C BretonNT 6:3  Ne roomp abeg ebet da gouezhañ, e netra, evit na vo ket tamallet ar ministrerezh,
II C BretonNT 6:4  met en em ziskouez a reomp en holl draoù evel servijerien Doue, en un dalc'husted vras, er glac'haroù, er poanioù, en ankenioù,
II C BretonNT 6:5  er goulioù, er prizonioù, en dispac'hioù, el labourioù, er beilhoù, er yunoù,
II C BretonNT 6:6  er burentez, en anaoudegezh, er basianted, en douster, er Spered-Santel, en ur garantez gwirion,
II C BretonNT 6:7  er ger a wirionez, e galloud Doue, en armoù ar reizhder a zalc'her a-gleiz hag a-zehou,
II C BretonNT 6:8  e-kreiz ar gloar hag an dismegañs, e-kreiz ar vrud fall hag ar vrud vat, o vezañ kemeret evel tromplerien ha ni gwirion koulskoude,
II C BretonNT 6:9  evel tud dianav ha ni anavezet mat koulskoude, evel marv ha setu e vevomp, evel kastizet ha nann lakaet d'ar marv,
II C BretonNT 6:10  evel glac'haret ha ni bepred laouen koulskoude, evel peorien hag o pinvidikaat meur a hini koulskoude, evel o kaout netra ha ni o perc'hennañ an holl draoù koulskoude.
II C BretonNT 6:11  Hor genoù hon eus digoret evidoc'h, Korintiz, hor c'halon a zo en em ledanaet.
II C BretonNT 6:12  N'oc'h ket war enk ennomp, met emaoc'h war enk en ho kreizon hoc'h-unan.
II C BretonNT 6:13  Bremañ en distro, komz a ran deoc'h evel da'm bugale, en em frankait hoc'h-unan ivez.
II C BretonNT 6:14  N'en em lakait ket dindan un hevelep yev gant ar re zifeiz. Rak peseurt heñvelded a zo etre ar reizhder hag an direizhder, ha petra a zo kumun etre ar sklêrijenn hag an deñvalijenn?
II C BretonNT 6:15  Peseurt unvaniezh a zo etre Krist ha Belial? Peseurt lod en deus un den a feiz gant an hini difeiz?
II C BretonNT 6:16  Peseurt unvaniezh a zo etre templ Doue hag an idoloù? Rak c'hwi eo templ an Doue bev, evel m'en deus Doue lavaret: Chom a rin enno, hag e kerzhin en o zouez, me a vo o Doue hag int a vo va fobl.
II C BretonNT 6:17  Dre-se: Deuit er-maez eus o zouez ha dispartiit diganto, a lavar an Aotrou, na stokit ket ouzh ar pezh a zo dic'hlan, hag e tegemerin ac'hanoc'h.
II C BretonNT 6:18  Me a vo tad deoc'h hag e viot mibien ha merc'hed din, eme an Aotrou holl-c'halloudek.
Chapter 7
II C BretonNT 7:1  O kaout eta hevelep promesaoù, re garet-mat, en em c'hlanaomp eus pep hudurniezh eus ar c'hig hag eus ar spered o kas da benn hor santeladur e doujañs Doue.
II C BretonNT 7:2  Degemerit ac'hanomp, n'hon eus graet droug da zen, n'hon eus noazet da zen, n'hon eus graet hor mad eus den.
II C BretonNT 7:3  Ne lavaran ket kement-mañ evit ho kondaoniñ, rak dija em eus lavaret ez oc'h en hor c'halonoù evit mervel asambles hag evit bevañ asambles.
II C BretonNT 7:4  Komz a ran ouzhoc'h gant kalz a hardizhegezh, ul lec'h mat am eus da dennañ gloar ac'hanoc'h, leuniet on a frealz, karget on a levenez e-kreiz hon holl c'hlac'haroù.
II C BretonNT 7:5  Rak abaoe ma'z on deuet e Makedonia, hor c'hig n'en deus bet diskuizh ebet, met glac'haret omp bet e pep doare, dre stourmoù en diavaez hag aon en diabarzh.
II C BretonNT 7:6  Met Doue a frealz ar re a zo dinerzhet, hor frealzet en deus dre zonedigezh Tit,
II C BretonNT 7:7  ha n'eo ket hepken dre e zonedigezh, met ivez dre ar frealz en deus bet diganeoc'h, en ur reiñ da anavezout deomp ho c'hoant bras, ho taeroù, ho kred evidon, en hevelep doare ma'z eo bet kresket va levenez.
II C BretonNT 7:8  Petra bennak ma em eus ho tristaet gant va lizher, ne'm eus ket keuz a gement-se, zoken mar em eus bet keuz a-se, rak gwelout a ran penaos al lizher-se en deus ho tristaet evit ur pennad amzer.
II C BretonNT 7:9  Bremañ en em laouenaan, nann abalamour ma em eus tristaet ac'hanoc'h, met abalamour ma he deus ho tristidigezh ho kaset da gaout keuz, rak tristaet oc'h bet hervez Doue, en hevelep doare ma n'hoc'h eus bet koll ebet eus hor perzh.
II C BretonNT 7:10  Rak an dristidigezh hervez Doue a ro ur c'heuz a gas d'ar silvidigezh ha ne vo biken kerse anezhi, met tristidigezh ar bed a zegas ar marv.
II C BretonNT 7:11  Ha setu, an hevelep tristidigezh-se hervez Doue, nag a resevender n'he deus ket degaset ennoc'h, nag a zidamalloù, nag a vrouez, nag a zoujañs, nag a c'hoant, nag a gred, nag a gastiz! Diskouezet hoc'h eus e pep keñver ez oc'h glan en afer-se.
II C BretonNT 7:12  Evel-se pa em eus skrivet deoc'h, ne oa ket abalamour d'an hini en doa graet an droug nag abalamour d'an hini a oa bet graet dezhañ, met evit reiñ da anavezout deoc'h ar preder hon eus evidoc'h dirak Doue.
II C BretonNT 7:13  Dre-se ez omp bet frealzet dre ho frealz, met muioc'h c'hoazh ez omp bet laouenaet abalamour da levenez Tit, rak e spered a zo bet dinec'het ganeoc'h holl.
II C BretonNT 7:14  Mar em eus tennet gloar ac'hanoc'h dirazañ en un dra bennak, n'em eus ket bet mezh a-se, met evel ma hon eus lavaret an holl draoù gant gwirionez, ar pezh hon eus tennet gloar anezhañ dirak Tit a zo en em gavet gwir.
II C BretonNT 7:15  E garantez evidoc'h a zeu da vezañ c'hoazh brasoc'h pa en deus soñj eus sentidigezh pep hini ac'hanoc'h ha penaos hoc'h eus e zegemeret gant doujañs ha krenadenn.
II C BretonNT 7:16  En em laouenaat a ran abalamour ma em eus fiziañs ennoc'h en holl draoù.
Chapter 8
II C BretonNT 8:1  Ni a ro da anavezout deoc'h, breudeur, ar c'hras en deus roet Doue da Ilizoù Makedonia,
II C BretonNT 8:2  penaos, o vezañ bet amprouet dre galz a c'hlac'haroù, e-kreiz puilhentez o levenez hag o brasañ paourentez, o deus skuilhet gant fonnder madoù o largentez.
II C BretonNT 8:3  Rak testeniañ a ran, roet o deus anezho o-unan, hervez o galloud, zoken en tu all d'o galloud,
II C BretonNT 8:4  o pediñ ac'hanomp start da resev an aluzen-se ha da gemer o lodenn en ur servijañ ar sent.
II C BretonNT 8:5  N'o deus ket zoken graet evel ma esperemp, met en em roet int da gentañ d'an Aotrou, ha neuze deomp-ni dre volontez Doue,
II C BretonNT 8:6  en hevelep doare ma hon eus pedet Tit da echuiñ an oberenn-mañ a c'hras en ho touez, evel ma en doa kroget ganti.
II C BretonNT 8:7  Evel ma fonnit e pep tra, e feiz, e ger, en anaoudegezh, e gred a bep doare, e karantez evidomp, fonnit ivez en oberenn-mañ a c'hras.
II C BretonNT 8:8  Ne lavaran ket kement-se evit reiñ ur gourc'hemenn, met evit amprouiñ dre c'hred ar re all gwirionded ho karantez.
II C BretonNT 8:9  Rak anavezout a rit gras an Aotrou Jezuz-Krist, hag eñ pinvidik, a zo en em c'hraet paour evidoc'h, evit ma vefec'h rentet pinvidik dre e baourentez.
II C BretonNT 8:10  E kement-se e roan deoc'h un ali, hag e tere ouzhoc'h, c'hwi hag hoc'h eus nann hepken kroget gant an oberenn-se, met ivez hoc'h eus bet ar youl d'hec'h ober adalek ar bloaz tremenet.
II C BretonNT 8:11  Peurechuit eta bremañ an oberenn-se, hag evel ma hoc'h eus diskouezet gred a vennad, kasit anezhi da benn ivez hervez ho kalloud.
II C BretonNT 8:12  Rak mar d-emañ ar gred ganeoc'h, ez eo plijus hervez ar pezh a zo ha nann hervez ar pezh n'eus ket.
II C BretonNT 8:13  Evit gwir arabat eo deoc'h bezañ re vec'hiet evit ma vo sikouret ar re all,
II C BretonNT 8:14  met ra vo ingalded etrezoc'h: ra zeuio ho fonnder da sikour en amzer a-vremañ o faourentez evit ma teuio o fonnder ivez da sikour ho paourentez, en hevelep doare ma vo ingalded
II C BretonNT 8:15  hervez ma'z eo skrivet: An hini a zastumas kalz n'en deus ket bet muioc'h, hag an hini a zastumas nebeut n'en deus ket bet nebeutoc'h.
II C BretonNT 8:16  Grasoù ra vo rentet da Zoue rak lakaet en deus an hevelep gred evidoc'h e kalon Tit,
II C BretonNT 8:17  degemeret mat eo bet hon ali gantañ, hag ez eo aet en hent d'ho kwelout gant muioc'h a hast hag a galon-vat.
II C BretonNT 8:18  Kaset hon eus gantañ ar breur a zo skuilhet e veuleudi en holl Ilizoù er pezh a sell ouzh an Aviel,
II C BretonNT 8:19  hag ouzhpenn-se eo bet dibabet gant an Ilizoù evit dont ganeomp en hor beaj hag evit kas an aluzenoù a veromp evit gloar an Aotrou e-unan hag hervez ho kred.
II C BretonNT 8:20  Kemeret hon eus ar preder-se evit na c'hello den rebech ac'hanomp e-keñver mererezh an aluzenoù fonnus-se,
II C BretonNT 8:21  o klask ober ar pezh a zo mat, nann hepken dirak an Aotrou, met ivez dirak an dud.
II C BretonNT 8:22  Kaset hon eus ganto hor breur hon eus alies amprouet e c'hred e meur a wech, hag a ziskouezo anezhañ muioc'h c'hoazh ar wech-mañ abalamour d'ar fiziañs vras en deus ennoc'h.
II C BretonNT 8:23  Evel-se diwar-benn Tit, ez eo va c'henseurt ha va c'henlabourer en ho kounid; diwar-benn hor breudeur, ez int ar re gaset gant an Ilizoù ha gloar Krist.
II C BretonNT 8:24  Roit eta dezho, dirak an Ilizoù, prouennoù eus ho karantez hag eus al lec'h hon eus da dennañ gloar ac'hanoc'h.
Chapter 9
II C BretonNT 9:1  N'eo ket ret din skrivañ deoc'h diwar-benn ar servij e-keñver ar sent,
II C BretonNT 9:2  rak anavezout a ran ho kred hag e tennan gloar ac'hanoc'h diwar e benn dirak ar Vakedoniz, o vezañ ma'z eo prest Akaia abaoe warlene. Ho kred en deus bountet an niver brasañ.
II C BretonNT 9:3  Kaset em eus ar vreudeur evit na vo ket hor gloar ac'hanoc'h en aner e-keñver-se hag evit ma viot prest evel ma em eus lavaret,
II C BretonNT 9:4  gant aon, mar deufe Makedoniz ganin, na vefec'h ket kavet prest ha na drofe kement-se d'hor mezh, evit tremen hep lavarout d'hoc'h hini, war an dra-se hon eus tennet gloar anezhi.
II C BretonNT 9:5  Rett em eus kavet eta pediñ ar vreudeur da vont a-raok d'ho kavout ha da echuiñ da gempenn al largentez ho poa dija prometet, evit ma vo prest, nann evel frouezh ar bizhoni met evel ul largentez.
II C BretonNT 9:6  A-hend-all: An hini a had gant pizhoni a vedo gant pizhoni, hag an hini a had gant fonnder a vedo gant fonnder ivez.
II C BretonNT 9:7  Ra roio pep hini hervez ar pezh ma en deus soñjet en e galon, nann gant keuz na dre ret, rak Doue a gar an hini a ro gant levenez.
II C BretonNT 9:8  Ha Doue a zo galloudek evit ho leuniañ a bep seurt grasoù, evit, pa ho po e pep amzer hag e pep tra kement a zo ret, ma kreskot en holl oberoù mat,
II C BretonNT 9:9  hervez ma'z eo skrivet: Skuilhet en deus, roet en deus d'ar beorien, e reizhder a chom da virviken.
II C BretonNT 9:10  Hogen an hini a ro an had d'an hader ha bara dezhañ da zebriñ, a roio deoc'h hag a gresko deoc'h an had, hag e lakaio da greskiñ frouezh ho reizhder
II C BretonNT 9:11  evit ma viot pinvidikaet e pep doare ha ma c'hellot ober pep seurt largentez, a lakaio ac'hanomp da rentañ trugarekadennoù da Zoue.
II C BretonNT 9:12  Rak servij ar prof-se a bourvez da ezhommoù ar sent, hag ouzhpenn c'hoazh eo leun a drugarekadennoù a vo rentet da Zoue gant meur a hini.
II C BretonNT 9:13  Reiñ a raint eta gloar da Zoue evit ar sentidigezh a ziskouezoc'h e-keñver Aviel Krist dre brouenn ar sikour-se hag evit gwirionded ho tonezon en o c'heñver hag e-keñver an holl.
II C BretonNT 9:14  Pediñ a reont evidoc'h, o karout ac'hanoc'h kalz abalamour d'ar c'hras c'hwek en deus graet Doue deoc'h.
II C BretonNT 9:15  Ra vo rentet trugarekadennoù da Zoue evit e zonezon dilavarus!
Chapter 10
II C BretonNT 10:1  Me Paol, a bed ac'hanoc'h, dre zouster ha madelezh Krist, me hag a zo uvel dirazoc'h met leun a hardizhegezh en ho keñver pa'z on pell diouzhoc'h,
II C BretonNT 10:2  pediñ a ran ac'hanoc'h na vo ket ret din, pa vin ganeoc'h, implijout gant fiziañs an hardizhegezh-se am eus soñj d'ober ganti a-enep hiniennoù a sell ouzhimp evel pa gerzfemp hervez ar c'hig.
II C BretonNT 10:3  Rak petra bennak ma kerzhomp er c'hig, ne stourmomp ket hervez ar c'hig.
II C BretonNT 10:4  Rak hon armoù a vrezel n'int ket kigel, met galloudek int dre Zoue evit diskar ar c'hreñvlec'hioù,
II C BretonNT 10:5  evit distrujañ an arguzennoù ha pep uhelder en em sav a-enep anaoudegezh Doue, hag evit degas pep soñj dalc'het da sentidigezh ouzh Krist,
II C BretonNT 10:6  ha prest omp da gastizañ pep disentidigezh, pa vo peurglok ho sentidigezh.
II C BretonNT 10:7  Sellout a rit ouzh an diavaez. Mar d-eus unan bennak hag a gred ennañ e-unan ez eo da Grist, ra gredo eta ivez ennañ e-unan penaos, evel ma'z eo-eñ da Grist, ni ivez a zo da Grist.
II C BretonNT 10:8  Pa dennfen gloar muioc'h c'hoazh eus ar galloud en deus an Aotrou roet deomp evit kenteliañ ha nann evit ho tistrujañ, ne'm bo mezh ebet a gement-se,
II C BretonNT 10:9  evit na vo ket kredet e fellfe din ober aon deoc'h dre va lizheroù.
II C BretonNT 10:10  Rak, eme an dud, e lizheroù a zo garv ha nerzhus, met pa vez amañ, e zoare a zo dinerzh hag e gomz a zo dispriz.
II C BretonNT 10:11  Ra anavezo an hini a gomz evel-se penaos evel ma'z omp en hor gerioù en hol lizheroù o vezañ pell diouzhoc'h, evel-se ivez ez omp en hon oberoù o vezañ dirazoc'h.
II C BretonNT 10:12  Ne gredomp ket en em heñvelaat pe en em geñveriañ ouzh hiniennoù e-touez ar re en em veul o-unan. Met oc'h en em vuzuliañ o-unan drezo o-unan hag oc'h en em geñveriañ o-unan outo o-unan, e tiskouezont n'o deus skiant ebet.
II C BretonNT 10:13  Met ne dennomp ket gloar en tu all d'ar pezh a zo dleet. Er c'hontrol e chomomp e-barzh ar muzul eus al lodenn en deus Doue roet deomp evit dont betek ennoc'h.
II C BretonNT 10:14  N'en em astennomp ket pelloc'h eget n'eo dleet, ar pezh a vefe ma ne vijemp ket deuet betek ennoc'h. Met gwir eo ez omp deuet betek ennoc'h gant Aviel Krist.
II C BretonNT 10:15  Ne dennomp ket gloar en tu all d'ar pezh a zo dleet, evel e labourioù ar re all, met esperout a reomp, pa vo kresket ho feiz, en em astennimp kalz pelloc'h en ur chom el lodenn a zo merket deomp,
II C BretonNT 10:16  hag e prezegimp an Aviel en tu all d'ho pro, hep tennañ gloar eus ar pezh a zo dija bet graet e lodenn ar re all.
II C BretonNT 10:17  Met an hini en em ro gloar dezhañ e-unan, ra en em roio gloar en Aotrou.
II C BretonNT 10:18  Rak n'eo ket an hini en em veul e-unan a vez aprouet, met an hini a zo meulet gant an Aotrou.
Chapter 11
II C BretonNT 11:1  Plijus e vefe din hag e c'hellfec'h gouzañv un tamm va follentez; ya, me ho ped, gouzañvit ac'hanon.
II C BretonNT 11:2  Rak me a zo gwarizius ac'hanoc'h, gant ur warizi eus Doue, abalamour ma em eus unanet ac'hanoc'h da ur pried hepken, evit ho kinnig da Grist evel ur werc'hez c'hlan.
II C BretonNT 11:3  Met evel ma tromplas an naer Eva dre widre, aon am eus na zeufe ivez ho soñjoù d'en em vreinañ diouzh an eeunder a zo e Krist.
II C BretonNT 11:4  Rak mar deufe unan bennak da brezeg deoc'h ur Jezuz all disheñvel diouzh an hini hon eus prezeget, pe mar resevfec'h ur Spered all disheñvel diouzh an hini hoc'h eus resevet, pe un Aviel all disheñvel diouzh an hini hoc'h eus degemeret, en gouzañvfec'h mat.
II C BretonNT 11:5  Met krediñ a ran n'on bet e netra izeloc'h eget ar wellañ ebestel.
II C BretonNT 11:6  Mar d-on evel un den izel e-keñver ar gomz, n'on ket e-keñver an anaoudegezh. En em roet hon eus da anavezout en ho touez e pep doare hag en holl draoù.
II C BretonNT 11:7  Ha graet em eus ur pec'hed oc'h en em izelaat va-unan evit ma vijec'h uhelaet, en ur brezeg deoc'h evit netra Aviel Doue?
II C BretonNT 11:8  Diwisket em eus Ilizoù all, o resev diganto ur gopr evit ho servijañ.
II C BretonNT 11:9  Pa'z on bet en em gavet en ezhomm en ho touez, n'on bet ur bec'h da zen ebet, rak ar vreudeur deuet eus Makedonia o deus pourvezet d'ar pezh a vanke din. En holl draoù ez on en em ziwallet da vezañ ur bec'h deoc'h hag en em virin.
II C BretonNT 11:10  Dre wirionez Krist a zo ennon, ne vo ket lamet diganin al lec'h a c'hloar-se e broioù eus Akaia.
II C BretonNT 11:12  Met e ran kement-se hag henn ober a rin c'hoazh evit lemel pep digarez digant ar re a glask an digarez da vezañ kavet eveldomp en traoù a dennont gloar diouto.
II C BretonNT 11:13  Rak hevelep tud a zo fals-ebestel, labourerien tromplus dic'hizet en ebestel Krist.
II C BretonNT 11:14  Ha kement-se n'eo ket souezhus, rak Satan e-unan en em zic'hiz en un ael a sklêrijenn.
II C BretonNT 11:15  N'eo ket eta fromus en em zic'hizfe ivez e servijerien e servijerien ar reizhder, met o diwezh a vo hervez o oberoù.
II C BretonNT 11:16  Henn lavarout a ran c'hoazh, ra ne gemero den ac'hanon evel un den diskiant. Pe neuze, degemerit ac'hanon evel un den diskiant evit ma en em roin gloar un tamm ivez.
II C BretonNT 11:17  Ar pezh a lavaran, n'eo ket hervez an Aotrou, met evel dre follentez, gant ar fiziañs-se a gavan gloar ennañ.
II C BretonNT 11:18  Pa en em ro gloar meur a hini hervez ar c'hig, me en em roio gloar ivez.
II C BretonNT 11:19  Rak e c'houzañvit a volontez vat ar re foll, c'hwi o vezañ fur.
II C BretonNT 11:20  Mar deu unan bennak d'ho mestroniañ, d'ho lonkañ, da gregiñ ennoc'h, mar en em uhela, pe mar sko ac'hanoc'h war ho tremm, e c'houzañvit anezhañ.
II C BretonNT 11:21  Mezh am eus o lavarout-se, ni a zo bet dinerzh. Koulskoude, e komzan gant follentez, kement tra a c'hell unan all krediñ ober, me a gred ivez henn ober.
II C BretonNT 11:22  Hag Hebreed int? Bez' on ivez. Hag Israeliz int? Bez' on ivez. Hag a lignez Abraham int? Bez' on ivez.
II C BretonNT 11:23  Ha ministred Krist int? Komz a ran gant follentez, bez' on muioc'h c'hoazh, kalz muioc'h el labourioù, kalz muioc'h er goulioù, muioc'h er prizonioù, alies e riskl ar marv,
II C BretonNT 11:24  pemp gwech em eus bet digant ar Yuzevien daou-ugent taol skourjez nemet unan,
II C BretonNT 11:25  teir gwech on bet pilet gant gwalinier, ur wech on bet meinataet, teir gwech em eus graet peñse, tremenet em eus un nozvezh hag un devezh en donder.
II C BretonNT 11:26  Alies on bet e beaj, e riskl war ar stêrioù, e riskl a-berzh al laeron, e riskl e-touez tud va fobl, e riskl e-touez ar baganed, e riskl er c'hêrioù, e riskl el lec'hioù distro, e riskl war vor, e riskl e-touez ar fals-breudeur,
II C BretonNT 11:27  er poanioù, el labourioù, er beilhadennoù alies, en naon, er sec'hed, alies er yunoù, er yenijenn, en noazhder.
II C BretonNT 11:28  Hag hep komz eus an traoù all, bemdez ez on gronnet gant prederioù an holl Ilizoù.
II C BretonNT 11:29  Piv a zo gwan, ha ne vefen ket gwan? Piv a zeu da gouezhañ, ha ne vefen losket?
II C BretonNT 11:30  Mar d-eo ret en em reiñ gloar, e tennin gloar eus va gwander.
II C BretonNT 11:31  An Doue ha Tad eus hon Aotrou Jezuz-Krist, benniget ra vo da virviken, a oar ne lavaran ket a c'hevier.
II C BretonNT 11:32  E Damask, gouarnour ar roue Aretaz en doa graet diwall kêr an Damaskenianed evit kregiñ ennon,
II C BretonNT 11:33  met diskennet e oan en ur baner dre ur prenestr, a-hed ar voger, hag em eus tech'et diouzh o daouarn.
Chapter 12
II C BretonNT 12:1  A dra-sur ne zere ket ouzhin en em reiñ gloar, rak e teuin da gomz eus gweledigezhioù ha diskuliadurioù a-berzh an Aotrou.
II C BretonNT 12:2  Anavezout a ran un den e Krist a voe estlammet betek an trede neñv ouzhpenn pevarzek vloaz 'zo; pe e voe en e gorf, n'ouzon ket, pe e voe er-maez eus e gorf, n'ouzon ket, Doue a oar.
II C BretonNT 12:3  Gouzout a ran penaos an den-se, pe e voe en e gorf, n'ouzon ket, pe e voe er-maez eus e gorf, n'ouzon ket, Doue a oar,
II C BretonNT 12:4  a voe savet er baradoz, hag e klevas komzoù dilavarus ha ne c'hell ket an den o distagañ.
II C BretonNT 12:5  Tennañ a rin gloar eus an den-se, met ne dennin ket gloar ac'hanon va-unan, nemet eus va dinerzhded.
II C BretonNT 12:6  Ma fellfe din en em reiñ gloar, ne vefen ket diskiant rak ne lavarfen nemet ar wirionez, met en em virout a ran evit na veulo den ac'hanon en tu all d'ar pezh a wel ennon pe d'ar pezh a glev diganin.
II C BretonNT 12:7  Ha gant aon n'en em c'hwezhfen re abalamour da vrasted dispar an diskuliadurioù-se, eo bet lakaet din em c'hig ur broud, un ael eus Satan, evit va c'hrabanata, evit n'en em uhelafen ket.
II C BretonNT 12:8  Teir gwech em eus pedet an Aotrou d'e bellaat diouzhin,
II C BretonNT 12:9  ha lavaret en deus din: Va gras a zo a-walc'h evidout, rak va galloud en em ziskouez en dinerzded. Tennañ a rin gloar eta kentoc'h eus va dinerzhded, evit ma chomo galloud Krist ennon.
II C BretonNT 12:10  Dre-se, en em blijout a ran en dinerzhded, er dismegañsoù, en ezhommoù, en heskinoù, en ankenioù, evit anv Krist. Rak pa'z on dinerzh, neuze ez on kreñv.
II C BretonNT 12:11  Foll on bet oc'h en em reiñ gloar, c'hwi eo hoc'h eus va rediet da vezañ. Rak ganeoc'h eo e tleen bezañ meulet, dre ma n'on ket bet izeloc'h e netra eget ar re wellañ eus an ebestel, petra bennak ma n'on netra.
II C BretonNT 12:12  Ar prouennoù eus va abostolerezh o deus lugernet en ho touez dre ur basianted leun, dre virakloù, burzhudoù hag oberoù a c'halloud.
II C BretonNT 12:13  Rak e petra oc'h bet disteroc'h eget an Ilizoù all, nemet en dra ma ne'm eus ket bec'hiet ac'hanoc'h? Pardonit din ar gwall-se.
II C BretonNT 12:14  Setu, evit an trede gwech on prest da vont d'ho kavout ha ne viot ket bec'hiet ganin, rak n'eo ket ho madoù a glaskan, c'hwi hoc'h-unan eo. Evit gwir, n'eo ket ar vugale a dle dastum evit an tadoù, met an tadoù evit ar vugale.
II C BretonNT 12:15  Me a zispigno a galon-vat hag en em zispigno c'hoazh va-unan evit hoc'h eneoù, petra bennak ma vin karet nebeutoc'h, o karout ac'hanoc'h gant kement a garantez.
II C BretonNT 12:16  Mat! Ne'm eus ket bec'hiet ac'hanoc'h, met o vezañ un den troidellus, em eus ho kemeret dre ijin.
II C BretonNT 12:17  Ha tennet em eus un dra bennak diganeoc'h dre unan bennak eus ar re am eus kaset deoc'h?
II C BretonNT 12:18  Dibabet em eus Tit ha kaset em eus ur breur gantañ. Hag en deus tennet Tit ur gounid bennak diganeoc'h? Ha n'hon eus ket kerzhet en hevelep spered, war an hevelep roudoù?
II C BretonNT 12:19  Ha krediñ a rit e fell deomp adarre en em zidamall dirazoc'h? Komz a reomp dirak Doue e Krist, ha kement-se holl, re garet mat, evit ho kenteliañ.
II C BretonNT 12:20  Rak aon am eus, pa'z in d'ho kavout, na gavin ket ac'hanoc'h evel ma fell din, ha na gavot ket ac'hanon evel ma fell deoc'h, na vo tabutoù, gwarizi, kasonioù, dirollerezh, droukkomzoù, falstamalloù, ourgouilh, trubuilhoù,
II C BretonNT 12:21  hag o tistreiñ d'ho kavout, na rofe Doue din mezh en ho touez, na'm befe da ouelañ war meur a hini eus ar re o deus pec'het diagent ha n'o deus ket bet keuz eus an dic'hlanded, eus an hudurniezh hag eus ar c'hadaliezh o deus graet.
Chapter 13
II C BretonNT 13:1  Setu an trede gwech ma'z an d'ho kavout. War gomz daou pe dri dest pep tra a vo peurglozet.
II C BretonNT 13:2  Lavaret em eus dija ha lavarout a ran a-ziagent, evel pa vefen en ho touez evit an eil gwech, bremañ o vezañ ezvezant, e skrivan d'ar re o deus pec'het a-ziaraok ha d'an holl re all, penaos mar deuan adarre n'espernin hini anezho,
II C BretonNT 13:3  peogwir e klaskit ur brouenn emañ Krist o komz drezon, eñ ha n'eo ket dinerzh en ho keñver met a zo galloudek ennoc'h.
II C BretonNT 13:4  Rak, petra bennak ma'z eo bet staget ouzh ar groaz en dinerzhded, koulskoude ez eo bev dre c'halloud Doue. Ni ivez a zo dinerzh ennañ, met bevañ a raimp gantañ dre c'halloud Doue en ho keñver.
II C BretonNT 13:5  En em eveshait hoc'h-unan da welout hag emaoc'h er feiz, en em amprouit hoc'h-unan. Ha n'anavezit ket hoc'h-unan penaos emañ Jezuz-Krist ennoc'h? Nemet e vefec'h marteze diveulet.
II C BretonNT 13:6  Met esperout a ran ec'h anavezot penaos n'omp ket ni diveulet.
II C BretonNT 13:7  Met e pedan Doue na reot droug ebet, nann evit ma seblantfemp bezañ kavet mat, met evit ma reot ar pezh a zo dereat d'ober, ha pa dlefemp bezañ evel diveulet hon-unan.
II C BretonNT 13:8  Rak n'hon eus galloud ebet a-enep ar wirionez, met evit ar wirionez.
II C BretonNT 13:9  Levenez hon eus pa vezomp dinerzh gant ma viot kreñv. Hag ar pezh a c'houlennomp en hor pedennoù, eo ma teuot da vezañ peurvat.
II C BretonNT 13:10  Setu perak e skrivan an traoù-mañ o vezañ ezvezant, evit pa vin bezant, na'm bo ket da vezañ garv ganeoc'h, hervez ar galloud en deus an Aotrou roet din evit kenteliañ ha nann evit distrujañ.
II C BretonNT 13:11  A-hend-all, breudeur, en em laouenait, klaskit bezañ peurvat, en em frealzit, bezit en un hevelep soñj, bevit e peoc'h, hag an Doue a garantez hag a beoc'h a vo ganeoc'h.
II C BretonNT 13:14  Gras an Aotrou Jezuz-Krist, karantez Doue ha kenunvaniezh ar Spered-Santel ra vo ganeoc'h holl! Amen.