Toggle notes
Chapter 1
Hebr | BretonNT | 1:1 | Doue, goude bezañ gwechall komzet d'hon tadoù meur a wech hag e meur a zoare dre ar brofeded, | |
Hebr | BretonNT | 1:2 | en deus komzet ouzhimp en amzer diwezhañ-mañ dre e Vab, a zo bet lakaet gantañ da heritour war an holl draoù, drezañ ivez en deus krouet ar bed. | |
Hebr | BretonNT | 1:3 | Hemañ a zo splannder skedus e c'hloar hag heñvelder e bersonelezh, derc'hel a ra an holl draoù dre e c'her galloudek. Eñ en deus graet e-unan ar c'hlanidigezh eus hor pec'hedoù hag a zo en em azezet a-zehou d'ar Veurdez doueel el lec'hioù uhel meurbet. | |
Hebr | BretonNT | 1:4 | Graet eo bet seul-vui uheloc'h eget an aeled ma en deus bet da hêrezh un anv gwelloc'h eget o hini, | |
Hebr | BretonNT | 1:5 | rak da behini eus an aeled en deus Doue biskoazh lavaret: Te eo va Mab, da c'hanet em eus hiziv? Pe c'hoazh: Me a vo un Tad dezhañ, hag eñ a vo ur Mab din? | |
Hebr | BretonNT | 1:6 | Hag adarre, pa zegas er bed ar c'hentañ-ganet, e lavar: Ra azeulo holl aeled Doue anezhañ. | |
Hebr | BretonNT | 1:7 | Diwar-benn an aeled, e lavar: Ober a ra eus e aeled speredoù hag eus e servijerien flammoù tan. | |
Hebr | BretonNT | 1:8 | Met diwar-benn ar Mab, e lavar: O Doue! Da dron a chomo e kantvedoù ar c'hantvedoù, gwalenn da ren a zo ur walenn a reizhder, | |
Hebr | BretonNT | 1:9 | karet ec'h eus ar reizhder ha kasaet an direizhder, dre-se, o Doue, da Zoue en deus da olevet gant un eoul a levenez dreist da genseurted. | |
Hebr | BretonNT | 1:10 | Hag ivez: Te Aotrou, ac'h eus diazezet an douar abaoe ar penn-kentañ, an neñvoù a zo labour da zaouarn, | |
Hebr | BretonNT | 1:12 | te a rollo anezho evel ur vantell hag e vint cheñchet, met te eo an hevelep hini ha da vloavezhioù n'echuint ket. | |
Hebr | BretonNT | 1:13 | Ha da behini eus an aeled en deus biskoazh lavaret: Azez a-zehou din, betek ma em bo graet eus da enebourien ur skabell dindan da dreid? | |
Chapter 2
Hebr | BretonNT | 2:1 | Rak-se e tleomp en em stagañ startoc'h ouzh an traoù hon eus klevet, gant aon na vefemp kollet en diabell. | |
Hebr | BretonNT | 2:2 | Rak mar d-eo bet galloudus ar gomz prezeget gant an aeled, ha mar he deus pep torridigezh ha pep disentidigezh resevet ur paeamant reizh, | |
Hebr | BretonNT | 2:3 | penaos e c'hellimp tec'hout kuit mar dilezomp ur silvidigezh ken bras, a zo bet prezeget da gentañ gant an Aotrou, a zo bet roet deomp evel gwirion gant ar re o deus e glevet, | |
Hebr | BretonNT | 2:4 | Doue o nerzhañ o zesteni dre sinoù ha burzhudoù, dre veur a virakl ha donezonoù ar Spered-Santel hervez e volontez? | |
Hebr | BretonNT | 2:5 | Rak n'en deus ket lakaet dindan galloud an aeled ar bed da zont, a gomzomp diwar e benn. | |
Hebr | BretonNT | 2:6 | Met unan bennak en ul lech bennak en deus testeniet evel-se: Petra eo an den evit ma ec'h eus soñj anezhañ, pe mab an den evit ma parez da sell warnañ? | |
Hebr | BretonNT | 2:7 | Graet ec'h eus anezhañ un nebeud izeloc'h eget an aeled, e gurunet ec'h eus gant gloar hag enor, e lakaet ec'h eus da vestr war oberoù da zaouarn, | |
Hebr | BretonNT | 2:8 | ha lakaet ec'h eus an holl draoù dindan e dreid. Rak Doue, o vezañ lakaet an holl draoù dindanañ, n'en deus lezet netra na vefe ket dindanañ. Met ne welomp ket c'hoazh bremañ ez eo pep tra dindanañ. | |
Hebr | BretonNT | 2:9 | Met gwelout a reomp Jezuz kurunet gant gloar hag enor; graet eo bet un nebeud izeloc'h eget an aeled dre ar marv en deus gouzañvet, evit dre c'hras Doue ma anavezje ar marv evit an holl. | |
Hebr | BretonNT | 2:10 | A-dra-sur, e oa dereat penaos an hini emañ an holl draoù evitañ ha drezañ, o fellout dezhañ degas d'ar gloar meur a vibien, a lakaje da vezañ peurvat dre boanioù Priñs o silvidigezh. | |
Hebr | BretonNT | 2:11 | Rak hag an hini a santela hag ar re a zo santelaet a zeu eus unan hepken. Abalamour da-se n'en deus ket mezh ouzh o gervel e vreudeur, | |
Hebr | BretonNT | 2:12 | en ur lavarout: Kemenn a rin da anv da'm breudeur, meuliñ a rin ac'hanout e-kreiz ar vodadenn, | |
Hebr | BretonNT | 2:13 | ha c'hoazh: Me en em fizio ennañ, ha c'hoazh: Setu me amañ, me hag ar vugale en deus Doue roet din. | |
Hebr | BretonNT | 2:14 | Pa o deus eta ar vugale lod er c'hig hag er gwad, eñ en deus bet ivez lod e kement-se, evit ma tiskarje dre ar marv an hini en doa ar galloud war ar marv, da lavarout eo an diaoul, | |
Hebr | BretonNT | 2:15 | ha ma tieubje ar re holl a oa e-pad o buhez dindan ar sklaverezh dre aon rak ar marv. | |
Hebr | BretonNT | 2:17 | Dre-se eo bet ret ma teuje e pep tra heñvel ouzh e vreudeur, evit ma vije ur beleg meur trugarezus ha feal en traoù a sell ouzh Doue, evit dasprenañ pec'hedoù ar bobl, | |
Chapter 3
Hebr | BretonNT | 3:1 | Rak-se, breudeur santel o deus lod er c'halvidigezh neñvel, eveshait ouzh an abostol hag ar beleg-meur eus ar feiz a anzavomp, Jezuz-Krist, | |
Hebr | BretonNT | 3:2 | a zo bet feal d'an hini en deus e ziazezet, evel ma voe Moizez ivez en e holl diegezh. | |
Hebr | BretonNT | 3:3 | Rak kavet eo bet dellezek eus ur gloar dreist hini Moizez, dre ma'z eo brasoc'h enor an hini a sav an ti eget enor an ti e-unan. | |
Hebr | BretonNT | 3:5 | Moizez e gwirionez a zo bet feal en e holl di evel ur servijer, evit reiñ testeni d'ar pezh a dlee bezañ lavaret, | |
Hebr | BretonNT | 3:6 | met Krist a zo bet lakaet evel Mab da vestr war e di, ha ni eo e di, gant ma virimp betek an diwezh ar fiziañs start hag an esperañs a dennomp gloar diouti. | |
Hebr | BretonNT | 3:8 | na galedit ket ho kalonoù evel ma c'hoarvezas e-doug an enebiezh e deiz an temptadur el lec'h distro, | |
Hebr | BretonNT | 3:9 | e-lec'h ho tadoù a demptas ac'hanon, a amprouas ac'hanon hag a welas va oberoù e-pad daou-ugent vloaz. | |
Hebr | BretonNT | 3:10 | Dre-se e voen imoret a-enep ar rummad-se hag em eus lavaret: O c'halon en em ziank bepred ha n'o deus ket anavezet va hentoù. | |
Hebr | BretonNT | 3:12 | Breudeur, diwallit n'en defe unan bennak ac'hanoc'h ur galon fall ha diskredik, hag na drofe kein d'an Doue bev. | |
Hebr | BretonNT | 3:13 | Met en em gennerzhit an eil egile bemdez, e-pad ma'z eo lavaret: Hiziv. Evel-se ra n'en em galedfe unan bennak ac'hanoc'h dre dromplerezh ar pec'hed. | |
Hebr | BretonNT | 3:14 | Rak deuet omp da vezañ lodennek e Krist, gant ma virimp start betek an diwezh hor fiziañs kentañ, | |
Hebr | BretonNT | 3:15 | e-pad ma'z eo lavaret: Hiziv, mar klevit e vouezh, na galedit ket ho kalonoù evel ma c'hoarvezas e-doug an enebiezh. | |
Hebr | BretonNT | 3:16 | Piv a voe a re a enebas goude bezañ klevet, nemet ar re holl a zeuas kuit eus Ejipt dindan renerezh Moizez? | |
Hebr | BretonNT | 3:17 | Hag a-enep piv e voe Doue imoret e-pad daou-ugent vloaz, nemet a-enep ar re a bec'has hag a gouezhas o c'horfoù el lec'h distro? | |
Chapter 4
Hebr | BretonNT | 4:1 | Hor bezet aon eta, pa'z eo bet lezet ganeomp ur bromesa d'antreal en e ziskuizh, n'en defe unan bennak ac'hanoc'h diskouezet bezañ he dilezet. | |
Hebr | BretonNT | 4:2 | Rak ar c'heloù mat a zo bet kemennet deomp koulz ha dezho, met ar ger o deus klevet n'eo ket bet talvoudus dezho rak n'eo ket bet ar feiz kevret er re o deus klevet. | |
Hebr | BretonNT | 4:3 | Evidomp-ni hon eus kredet, ec'h antreomp en diskuizh, hervez ar pezh en deus lavaret: Evel ma em eus touet em c'hounnar, n'antreint ket em diskuizh. Koulskoude e oberoù a oa peurc'hraet abaoe krouidigezh ar bed. | |
Hebr | BretonNT | 4:4 | Rak en deus komzet evel-se en ul lec'h bennak diwar-benn ar seizhvet devezh: Doue en em ziskuizhas ar seizhvet devezh eus e holl oberoù. | |
Hebr | BretonNT | 4:6 | Pa'z eo gwir eta ec'h antreo hiniennoù e-barzh, ha pa n'eo ket antreet ar re a oa bet graet dezho da gentañ ar bromesa abalamour d'o diskredoni, | |
Hebr | BretonNT | 4:7 | Doue a verk a-nevez un devezh dre ar ger-mañ: Hiziv, o lavarout dre Zavid ken pell goude, evel ma'z eo lavaret uheloc'h: Hiziv, mar klevit e vouezh, na galedit ket ho kalonoù. | |
Hebr | BretonNT | 4:8 | Rak m'en dije Jozue o c'haset en diskuizh, ne gomzje ket goude-se eus un devezh all. | |
Hebr | BretonNT | 4:10 | Rak an hini a zo antreet en e ziskuizh en em ziskuizh eus e oberoù, evel ma reas Doue eus e re. | |
Hebr | BretonNT | 4:11 | En em akedomp eta da antreal en diskuizh-se, gant aon na gouezhfe unan bennak en un hevelep diskredoni. | |
Hebr | BretonNT | 4:12 | Rak ger Doue a zo bev ha nerzhus, lemmoc'h eget kleze a zaou droc'h ebet, o treuziñ betek disparti an ene diouzh ar spered, ar juntoù diouzh ar mel, hag o merzhout soñjezonoù ha mennadoù ar galon. | |
Hebr | BretonNT | 4:13 | N'eus krouadur ebet hag a vefe kuzhet dirazañ, met an holl draoù a zo en noazh ha dizolo da zaoulagad an hini e tleomp rentañ kont dezhañ. | |
Hebr | BretonNT | 4:14 | Peogwir eta hon eus ur beleg meur en deus treuzet an neñv, Jezuz Mab Doue, dalc'homp start hon anzavadenn a feiz. | |
Hebr | BretonNT | 4:15 | Rak n'hon eus ket ur beleg-meur na c'hellfe ket kaout truez d'hon dinerzhded, er c'hontrol temptet eo bet eveldomp en holl draoù, met hep pec'hiñ. | |
Chapter 5
Hebr | BretonNT | 5:1 | Rak pep beleg-meur kemeret e-touez an dud a zo lakaet evit an dud e traoù a sell ouzh Doue, evit ma kinnigo profoù hag aberzhoù evit ar pec'hedoù. | |
Hebr | BretonNT | 5:2 | Gallout a ra kaout truez ouzh ar re a zo en diouiziegezh hag en errol, peogwir eo eñ ivez e-unan e-kreiz an dinerzhded. | |
Hebr | BretonNT | 5:3 | Abalamour da gement-se e tle kinnig aberzhoù evit e bec'hedoù e-unan, kenkoulz hag evit re ar bobl. | |
Hebr | BretonNT | 5:4 | Den ne c'hell kemer an enor-se anezhañ e-unan, nemet an hini a zo galvet gant Doue evel Aaron. | |
Hebr | BretonNT | 5:5 | Evel-se ivez Krist n'en deus ket kemeret evitañ e-unan ar gloar da vezañ beleg-meur, met resevet en deus digant an hini en deus lavaret: Te eo va Mab, da c'hanet em eus hiziv. | |
Hebr | BretonNT | 5:6 | Evel ma lavar ivez en ul lec'h all: Te a zo beleg da viken hervez urzh Melkizedek. | |
Hebr | BretonNT | 5:7 | Eñ eo an hini, e-pad deizioù e gig, o vezañ kinniget pedennoù ha goulennoù gant kriadennoù bras ha gant daeroù d'an hini a c'helle e saveteiñ eus ar marv, hag o vezañ bet selaouet en abeg d'e zoujañs Doue, | |
Hebr | BretonNT | 5:8 | en deus desket ar sentidigezh dre an traoù en deus gouzañvet, petra bennak ma oa Mab. | |
Hebr | BretonNT | 5:9 | Bet lakaet da vezañ peurvat, eo deuet da vezañ an oberour eus ur silvidigezh peurbadus evit ar re holl a sent outañ, | |
Hebr | BretonNT | 5:11 | Kalz a draoù hon eus da lavarout diwar-benn kement-se, ha traoù diaes da zisplegañ, dre ma'z oc'h deuet gorrek da gompren. | |
Hebr | BretonNT | 5:12 | Rak e-lec'h ma tlejec'h abaoe pell zo bezañ mistri, ezhomm hoc'h eus c'hoazh da zeskiñ ar c'hentelioù kentañ eus komzoù Doue, hag oc'h deuet da gaout ezhomm a laezh kentoc'h eget a voued kreñv. | |
Hebr | BretonNT | 5:13 | Hogen an hini a zo maget gant laezh ne gompren ket ger ar reizhder, rak ur bugel bihan eo. | |
Chapter 6
Hebr | BretonNT | 6:1 | Setu perak, o lezel ar c'hentelioù kentañ eus Krist, en em roomp d'ar barfeted, hep lakaat a-nevez an diazez eus nac'hidigezh an oberoù marv, eus ar feiz e Doue, | |
Hebr | BretonNT | 6:2 | eus kelennadurezh ar badeziantoù, eus al lakadur-daouarn, eus an adsavidigezh a-douez ar re varv hag eus ar varn peurbadus. | |
Hebr | BretonNT | 6:4 | Rak ar re a zo bet ur wech sklêrijennet, o deus tañvaet an donezon neñvel, o deus bet o lod er Spered-Santel, | |
Hebr | BretonNT | 6:6 | hag a zo kouezhet, ne c'heller ken o adneveziñ hag o degas d'ar geuzidigezh, peogwir e stagont ouzh ar groaz a-nevez evito o-unan Mab Doue, o lakaat anezhañ e gwel d'an dismegañs. | |
Hebr | BretonNT | 6:7 | Rak un douar douret gant ar glav a gouezh warnañ alies hag a ro geot mat d'ar re a labour anezhañ, a resev ur vennozh digant Doue, | |
Hebr | BretonNT | 6:8 | met an hini a ro drein hag askol, a zo dianzavet ha prest da vezañ milliget; e ziwezh eo bezañ devet. | |
Hebr | BretonNT | 6:9 | Koulskoude, re garet-mat, e c'hortozomp diganeoc'h traoù gwelloc'h hag a sell ouzh ar silvidigezh, petra bennak ma komzomp evel-se. | |
Hebr | BretonNT | 6:10 | Rak Doue n'eo ket direizh evit ankounac'haat hoc'h oberoù ha labour ho karantez hoc'h eus diskouezet evit e anv, o vezañ sikouret hag o sikour c'hoazh ar sent. | |
Hebr | BretonNT | 6:11 | Fellout a ra deomp e tiskouezfe pep hini ac'hanoc'h un hevelep aked, da virout betek an diwezh ur fiziañs leun en esperañs, | |
Hebr | BretonNT | 6:12 | evit na zeuot ket didalvez, met ma teuot heñvel ouzh ar re o deus ar promesaoù da hêrezh dre ar feiz ha dre ar basianted. | |
Hebr | BretonNT | 6:13 | Pa reas Doue ar bromesa da Abraham, evel na c'helle ket touiñ dre unan brasoc'h, e touas drezañ e-unan | |
Hebr | BretonNT | 6:14 | hag e lavaras: Me a vennigo ac'hanout a-dra-sur, hag e kreskin ac'hanout a-dra-sur. | |
Hebr | BretonNT | 6:16 | An dud avat a dou dre un hini a zo brasoc'h egeto, hag ul le evit asurañ an traoù a echu an holl dislavaroù. | |
Hebr | BretonNT | 6:17 | Dre-se Doue, o c'hoantaat diskouez gwelloc'h c'hoazh da heritourien ar bromesa digemm e vennad, a reas gant ul le, | |
Hebr | BretonNT | 6:18 | evit ma hor bo ur frealz galloudek, dre an daou dra digemmus-se na c'hell ket Doue gaouiadiñ enno, ni hag a glask ur repu e perc'hennidigezh nerzhus an esperañs kinniget deomp. | |
Hebr | BretonNT | 6:19 | Mirout a reomp an esperañs-se evel un eor eus hon ene, sur ha start, hag a ya e diabarzh ar ouel, | |
Chapter 7
Hebr | BretonNT | 7:1 | Ar Melkizedek-se, roue Salem, beleg an Doue Uhel-Meurbet, a yeas war arbenn da Abraham pa zistroe goude bezañ trec'het ar rouaned, a vennigas anezhañ, | |
Hebr | BretonNT | 7:2 | hag a resevas ivez digant Abraham an deog eus kement en doa kemeret, a dalv da lavarout da gentañ roue ar reizhder hervez e anv, ouzhpenn a oa roue Salem da lavarout eo roue a beoc'h, | |
Hebr | BretonNT | 7:3 | a zo hep tad, hep mamm, hep lignez, hep deroù a zeizioù na ziwezh a vuhez, met a zo rentet heñvel ouzh Mab Doue, a chom beleg da viken. | |
Hebr | BretonNT | 7:4 | Bremañ eveshait pegen bras eo an hini a voe roet dezhañ gant an uheldad Abraham an deog eus ar preizhadur. | |
Hebr | BretonNT | 7:5 | Ar re eus mibien Levi a ra ar garg a velegiezh o deus an urzh, hervez al lezenn, da sevel an deog war ar bobl, da lavarout eo war o breudeur deuet koulskoude eus lounezhi Abraham, | |
Hebr | BretonNT | 7:6 | met eñ, ha ne oa ket eus an hevelep tiegezh evelto, a savas an deog war Abraham, hag a vennigas an hini en doa ar promesaoù. | |
Hebr | BretonNT | 7:8 | Amañ eo tud varvel hag a sav an deog, met aze eo testeniet penaos an hini en resev a zo bev. | |
Hebr | BretonNT | 7:9 | Ouzhpenn, Levi, a sav an deog, en deus ivez paeet anezhañ dre Abraham, koulz lavarout, | |
Hebr | BretonNT | 7:11 | Mar bije eta ar barfeted en em gavet e belegiezh Levi, rak dindan houmañ eo a zo bet roet al lezenn d'ar bobl, petra e oa ezhomm c'hoazh ma savje ur beleg all hervez urzh Melkizedek ha nann hervez urzh Aaron? | |
Hebr | BretonNT | 7:12 | Hag ar velegiezh o vezañ cheñchet, e oa ret ivez ma vije ur cheñchamant a lezenn. | |
Hebr | BretonNT | 7:13 | Rak an hini a vez lavaret kement-se diwar e benn a zo eus ur meuriad all, dioutañ den ebet n'en deus servijet ouzh an aoter. | |
Hebr | BretonNT | 7:14 | Sklaer eo penaos hon Aotrou a zo deuet eus Juda, meuriad n'en deus lavaret Moizez netra diwar e benn e-keñver ar velegiezh. | |
Hebr | BretonNT | 7:15 | Kement-se a zeu meurbet anatoc'h pa en em sav ur beleg hervez heñveledigezh Melkizedek, | |
Hebr | BretonNT | 7:16 | a zo bet lakaet en e garg nann hervez ul lezenn eus ur gourc'hemenn kigel met hervez galloud ur vuhez peurbadus, | |
Hebr | BretonNT | 7:18 | Evel-se ar gourc'hemenn kentañ a zo bet torret abalamour d'e zic'halloudegezh ha d'e zidalvoudegezh, | |
Hebr | BretonNT | 7:19 | rak al lezenn n'he deus degaset netra d'ar barfeted. Lakaet eo bet en e lec'h un esperañs gwelloc'h, hag en em dostaomp ouzh Doue drezi. | |
Hebr | BretonNT | 7:21 | rak ar re all a zo bet lakaet beleien hep le, met hemañ a zo bet lakaet en e garg gant al le eus an hini en deus lavaret dezhañ: An Aotrou en deus touet ha n'en em dislavaro ket, te a zo beleg da viken hervez urzh Melkizedek. | |
Hebr | BretonNT | 7:23 | Ouzhpenn e-keñver ar veleien, ez eus bet un niver bras anezho, rak ar marv en deus miret outo da chom atav. | |
Hebr | BretonNT | 7:25 | Dre-se e c'hell salviñ ervat ar re a dosta ouzh Doue drezañ, pa'z eo bev bepred evit erbediñ evito. | |
Hebr | BretonNT | 7:26 | Hag e oa ret deomp kaout un hevelep beleg-meur, santel, digablus, dinamm, dispartiet diouzh ar bec'herien, savet dreist an neñvoù, | |
Hebr | BretonNT | 7:27 | n'en deus ket ezhomm, evel ar veleien-veur, da ginnig bemdez aberzhoù, da gentañ evit e bec'hedoù e-unan, ha goude evit re ar bobl, rak graet en deus kement-se ur wech oc'h en em ginnig e-unan. | |
Chapter 8
Hebr | BretonNT | 8:1 | An dra pennañ eus ar pezh hon eus lavaret, eo ma hon eus un hevelep beleg-meur, a zo en em azezet a-zehou da dron ar Veurdez en neñvoù, | |
Hebr | BretonNT | 8:2 | hag a zo ministr eus ar santual hag eus an tabernakl gwirion savet gant an Aotrou ha nann gant un den. | |
Hebr | BretonNT | 8:3 | Pep beleg-meur a zo lakaet en e garg evit kinnig profoù hag aberzhoù, dre-se eo ret en defe ivez hemañ un dra bennak da ginnig. | |
Hebr | BretonNT | 8:4 | Mar bije-eñ war an douar, ne vije ket beleg zoken, o vezañ ma ez eus beleien a ginnig ar profoù hervez al lezenn | |
Hebr | BretonNT | 8:5 | hag a ra ur servij, eiladur ha skeud eus an traoù neñvel, hervez an urzh roet gant Doue da Voizez pa dlee sevel an tabernakl, rak lavaret eo bet dezhañ: Laka evezh d'ober pep tra hervez ar skouer a zo bet diskouezet dit war ar menez. | |
Hebr | BretonNT | 8:6 | Met bremañ en deus resevet ur ministrerezh kement uheloc'h ma'z eo an hanterour eus un emglev kalz gwelloc'h hag a zo bet savet war gwelloc'h promesaoù. | |
Hebr | BretonNT | 8:8 | Lavaret eo bet dezho evel un tamall: Setu, an deizioù a zeuio, eme an Aotrou, ma rin un emglev nevez gant ti Israel ha gant ti Juda, | |
Hebr | BretonNT | 8:9 | nann un emglev evel an hini am eus graet gant o zadoù en deiz ma em eus kemeret anezho dre an dorn hag em eus tennet anezho eus bro Ejipt; rak n'o deus ket kendalc'het em emglev hag em eus o dilezet, eme an Aotrou. | |
Hebr | BretonNT | 8:10 | Met setu an emglev a rin gant ti Israel: Goude an deizioù-se, eme an Aotrou, e lakain va lezennoù en o soñjoù hag e skrivin anezho war o c'halonoù, me a vo o Doue hag int a vo va fobl. | |
Hebr | BretonNT | 8:11 | Den ne gelenno mui nag e nesañ nag e vreur o lavarout: Anavez an Aotrou. Rak an holl am anavezo, adalek an hini bihanañ betek an hini brasañ, | |
Hebr | BretonNT | 8:12 | dre ma vin trugarezus e-keñver o direizhder ha ne'm bo ken soñj eus o fec'hedoù nag eus o fallentezioù. | |
Chapter 9
Hebr | BretonNT | 9:1 | An emglev kentañ en doa ivez eta gourc'hemennoù diwar-benn al lid doueel hag ar santual douarel. | |
Hebr | BretonNT | 9:2 | Un tabernakl kentañ a zo bet savet, ma oa ennañ ar c'hantolor, an daol hag ar baraoù a ginnig; galvet e oa al lec'h santel. | |
Hebr | BretonNT | 9:4 | eno e oa an aoter aour evit an ezañs hag arc'h an emglev holl c'holoet a aour, e-lec'h ma oa ul lestr aour hag ennañ ar mann, gwialenn Aaron he doa bleuniet ha taolennoù an emglev. | |
Hebr | BretonNT | 9:5 | Dreist an arc'h e oa cherubined ar gloar, o c'holeiñ gant o skeud al lec'h-a-drugarez, ar pezh n'eo ket ret komz diwar e benn bremañ dre ar munud. | |
Hebr | BretonNT | 9:6 | Hag an traoù-se o vezañ evel-se lakaet, ar veleien a ya bepred e-barzh an tabernakl kentañ en ur ober al lid, | |
Hebr | BretonNT | 9:7 | met ar beleg-meur e-unan a ya e-barzh an eilvet ur wech ar bloaz, nann hep dougen gwad kinniget evitañ e-unan hag evit pec'hedoù ar bobl. | |
Hebr | BretonNT | 9:8 | Ar Spered-Santel a ziskouez dre eno penaos hent sant ar sent ne oa ket c'hoazh digor e-keit ha ma chome an tabernakl kentañ. | |
Hebr | BretonNT | 9:9 | Ur skeudenn e oa evit an amzer a-vremañ: kinniget e veze profoù hag aberzhoù na c'hellent ket lakaat peurvat e-keñver ar goustiañs an hini a rae al lid, | |
Hebr | BretonNT | 9:10 | hag a oa hepken gourc'hemennoù kigel, gant bouedoù, evajoù ha meur a walc'hidigezh, lakaet betek an amzer ma vije renevezet pep tra. | |
Hebr | BretonNT | 9:11 | Met Krist a zo deuet evel beleg-meur eus ar madoù da zont, o vezañ tremenet dre un tabernakl brasoc'h ha parfetoc'h n'eo ket bet graet gant dorn an den, da lavarout eo n'eo ket eus ar grouidigezh-mañ, | |
Hebr | BretonNT | 9:12 | aet eo ur wech hepken e sant ar sent, nann gant gwad ar bouc'hed hag hini al leueoù met gant e hini e-unan, o vezañ gounezet un dasprenadur peurbadus. | |
Hebr | BretonNT | 9:13 | Rak mar deu gwad an tirvi hag ar bouc'hed ha ludu un annoar, skuilhet war ar re saotret, a santela anezho e-keñver glanded ar c'hig, | |
Hebr | BretonNT | 9:14 | pegement muioc'h gwad Krist, hag a zo dre ar Spered peurbadus en em ginniget e-unan dinamm da Zoue, a c'hlanaio ho koustiañs eus an oberoù marv, evit ma servijot an Doue bev. | |
Hebr | BretonNT | 9:15 | Ha dre-se eo an hanterour eus un emglev nevez, evit, ur wech paeet dre ar marv an torridigezhioù graet dindan an emglev kentañ, ma resevo ar re c'halvet ar bromesa eus un hêrezh peurbadus. | |
Hebr | BretonNT | 9:17 | Rak goude ar marv eo e teu an testamant da vezañ talvoudek, peogwir n'en deus nerzh ebet e-pad ma'z eo bev an testamanter. | |
Hebr | BretonNT | 9:19 | Goude m'en doe Moizez disklêriet d'an holl bobl ar gourc'hemennoù eus al lezenn en o fezh, e kemeras gwad al leueoù hag ar bouc'hed, gant dour, gloan ruz ha sikadez, hag e sparfas war al levr e-unan ha war an holl bobl, | |
Hebr | BretonNT | 9:22 | An darn vuiañ eus an traoù a zo glanaet gant ar gwad hervez al lezenn, hag hep skuilhañ gwad n'eus ket a bardon. | |
Hebr | BretonNT | 9:23 | Ret e oa eta da skeudenn an traoù a zo en neñvoù bezañ glanaet en doare-se, met ret e oa d'an traoù neñvel o-unan bezañ glanaet gant aberzhoù kalz gwelloc'h c'hoazh. | |
Hebr | BretonNT | 9:24 | Rak Krist n'eo ket aet e-barzh ur santual graet gant dorn an den evel skeudenn an hini gwirion, met aet eo e-barzh an neñv e-unan, evit en em ziskouez bremañ evidomp dirak Doue, | |
Hebr | BretonNT | 9:25 | nann evit en em ginnig e-unan meur a wech, evel ma'z a bep bloaz ar beleg-meur e sant ar sent gant ur gwad all n'eo ket e hini, | |
Hebr | BretonNT | 9:26 | rak neuze en dije ranket gouzañv meur a wech abaoe krouidigezh ar bed, met bremañ, e diwezh ar c'hantvedoù, eo en em ziskouezet ur wech hepken evit dilemel ar pec'hed oc'h en em aberzhiñ e-unan. | |
Chapter 10
Hebr | BretonNT | 10:1 | Gant al lezenn eta emañ skeud ar madoù da zont met n'emañ ket eiladur gwirion an traoù; neuze ne c'hell morse, dre an hevelep aberzhoù a ginniger dalc'hmat bep bloaz, peurwellaat ar re a dosta. | |
Hebr | BretonNT | 10:2 | Anez e vije bet paouezet d'o c'hinnig, abalamour d'ar re a rae al lid, o vezañ ur wech glanaet, n'o dije bet ken koustiañs ebet eus o fec'hedoù. | |
Hebr | BretonNT | 10:5 | Dre-se, o tont er bed, eñ a lavar: Ne'c'h eus c'hoantaet nag aberzhoù na profoù, met roet ec'h eus din ur c'horf, | |
Hebr | BretonNT | 10:6 | ne'c'h eus ket kemeret a blijadur el loskaberzhoù nag en aberzhoù evit ar pec'hed. | |
Hebr | BretonNT | 10:7 | Neuze em eus lavaret: Setu, e teuan, o Doue, evit ober da volontez, evel ma'z eo skrivet diwar va fenn e roll al levr. | |
Hebr | BretonNT | 10:8 | Goude bezañ lavaret da gentañ: N'eo ket fellet dit aberzhoù na profoù na loskaberzhoù nag aberzhoù evit ar pec'hed, ha ne'c'h eus ket kemeret plijadur enno, daoust ma'z int kinniget hervez al lezenn, | |
Hebr | BretonNT | 10:9 | e lavar c'hoazh: Setu, e teuan, o Doue, evit ober da volontez. Lemel a ra kuit an aberzh kentañ evit lakaat an eil. | |
Hebr | BretonNT | 10:10 | Dre ar volontez-mañ eo ez omp santelaet, dre ar prof eus korf Jezuz-Krist graet ur wech hepken. | |
Hebr | BretonNT | 10:11 | Ouzhpenn, pep beleg en em zalc'h bemdez oc'h ober ar servij hag o kinnig meur a wech an hevelep aberzhoù, na c'hellont morse lemel ar pec'hedoù kuit, | |
Hebr | BretonNT | 10:12 | met eñ, o vezañ kinniget un aberzh hepken evit ar pec'hedoù, a zo en em azezet evit atav en tu dehou da Zoue, | |
Hebr | BretonNT | 10:13 | o c'hortoz diwar vremañ ma teuio e enebourien da vezañ ar skabell dindan e dreid. | |
Hebr | BretonNT | 10:15 | Ar Spered-Santel a ro deomp ivez an testeni a gement-se, rak goude bezañ lavaret da gentañ: | |
Hebr | BretonNT | 10:16 | Setu an emglev a rin ganto: Goude an deizioù-se, eme an Aotrou, e lakain va lezennoù en o c'halonoù hag e skrivin anezho en o soñjoù, e lavar c'hoazh: | |
Hebr | BretonNT | 10:19 | Evel-se eta, breudeur, pa hon eus ar frankiz da vont e-barzh sant ar sent dre wad Jezuz, | |
Hebr | BretonNT | 10:20 | dre an hent nevez ha bev en deus digoret deomp a-dreuz ar ouel, da lavarout eo a-dreuz e gig, | |
Hebr | BretonNT | 10:22 | tostaomp gant ur galon wirion hag ur fiziañs leun a feiz, o kaout ar c'halonoù glanaet eus loustoni ur goustiañs fall hag ar c'horf gwalc'het gant dour pur. | |
Hebr | BretonNT | 10:23 | Dalc'homp start anzavadenn hon esperañs, rak an hini en deus graet ar bromesa a zo feal. | |
Hebr | BretonNT | 10:24 | Lakaomp evezh an eil ouzh egile evit en em atizañ d'ar garantez ha d'an oberoù mat. | |
Hebr | BretonNT | 10:25 | Na zilezomp ket hor bodadeg, evel m'o deus hiniennoù ar c'hiz d'ober, met en em aliomp an eil egile, ha kement-se muioc'h-muiañ dre ma welit an deiz o tostaat. | |
Hebr | BretonNT | 10:26 | Rak mar pec'homp a-youl goude bezañ resevet anaoudegezh ar wirionez, ne chom aberzh ebet evit ar pec'hedoù, | |
Hebr | BretonNT | 10:27 | met ur gortoz spontus eus ar varn hag eus an tan leskidik a dle lonkañ an enebourien. | |
Hebr | BretonNT | 10:28 | An neb en deus torret lezenn Moizez a zo lakaet d'ar marv hep trugarez war desteni daou pe dri zest. | |
Hebr | BretonNT | 10:29 | A bebezh kastiz brasoc'h a gav deoc'h ne vo ket kavet dellezek an hini a vac'ho gant e dreid Mab Doue, a gemero evit disantel gwad an emglev ez eo bet santelaet drezañ, hag a zismegañso Spered ar c'hras? | |
Hebr | BretonNT | 10:30 | Rak anavezout a reomp an hini en deus lavaret: Din-me eo ar veñjañs, me a rento tra evit tra, eme an Aotrou; ha c'hoazh: An Aotrou a varno e bobl. | |
Hebr | BretonNT | 10:32 | Met ho pet soñj eus an deizioù kentañ ma hoc'h eus, goude bezañ bet sklêrijennet, gouzañvet stourmoù bras gant poanioù, | |
Hebr | BretonNT | 10:33 | pa oac'h, diouzh un tu lakaet dirak an holl en dismegañsoù hag en trubuilhoù, ha diouzh un tu all deuet da eil d'ar re o deus gouzañvet kement-se. | |
Hebr | BretonNT | 10:34 | Rak bet hoc'h eus truez ouzh va ereoù hag asantet hoc'h eus gant levenez e vije dilamet diganeoc'h ho madoù, o c'houzout penaos ez eus evidoc'h en neñvoù madoù gwelloc'h ha peurbadus. | |
Hebr | BretonNT | 10:36 | Ezhomm hoc'h eus a basianted, evit goude bezañ graet bolontez Doue, ma resevot ar pezh a zo bet prometet. | |
Hebr | BretonNT | 10:37 | Rak c'hoazh un nebeudig, gwall nebeud amzer, hag an hini a zeu a erruo ha ne zaleo ket. | |
Hebr | BretonNT | 10:38 | Hogen an den reizh a vevo dre ar feiz, met ma en em denn kuit, va ene ne gemer ket plijadur ennañ. | |
Chapter 11
Hebr | BretonNT | 11:1 | Hogen ar feiz a zo ur gortoz kalet eus an traoù a esperer, un anatadur eus ar re na weler ket. | |
Hebr | BretonNT | 11:3 | Dre ar feiz ec'h ouzomp ez eo bet graet ar bed dre c'her Doue, en hevelep doare ma n'eo ket bet graet ar pezh a weler gant traoù gwelus. | |
Hebr | BretonNT | 11:4 | Dre ar feiz e kinnigas Abel da Zoue un aberzh gwelloc'h eget hini Kaïn, drezi e voe disklêriet reizh, Doue o rentañ testeni d'e brofoù, ha drezi e komz c'hoazh petra bennak ma'z eo marv. | |
Hebr | BretonNT | 11:5 | Dre ar feiz e voe savet Enok en neñv evit na welje ket ar marv, ha ne voe ket kavet ken abalamour m'en doa Doue e savet. Rak a-raok ma voe savet, en doa resevet an testeni da vezañ bet plijus da Zoue. | |
Hebr | BretonNT | 11:6 | Hogen ne c'heller ket bezañ kavet plijus gantañ hep ar feiz, rak ret eo d'an hini a dosta ouzh Doue krediñ ez emañ hag e teu da vezañ ar gopraer eus ar re a glask anezhañ. | |
Hebr | BretonNT | 11:7 | Dre ar feiz Noe, aliet a-berzh Doue eus an traoù na weled ket c'hoazh, a voe leuniet a zoujañs, hag a reas un arc'h evit silvidigezh e diegezh. Drezi e kondaonas ar bed hag e teuas da vezañ heritour eus ar reizhder a zo hervez ar feiz. | |
Hebr | BretonNT | 11:8 | Dre ar feiz Abraham, pa voe galvet, a sentas evit mont d'ar vro a dlee kaout da hêrezh hag a yeas kuit, hep anavezout pelec'h ez ae. | |
Hebr | BretonNT | 11:9 | Dre ar feiz e chomas en douar a oa bet prometet dezhañ evel en un douar estren, o chom dindan teltennoù gant Izaak ha Jakob, kenheritourien eus an hevelep promesa. | |
Hebr | BretonNT | 11:10 | Rak gortoz a rae ar gêr he deus diazezoù, an hini a zo Doue an oberer hag ar saver anezhi. | |
Hebr | BretonNT | 11:11 | Dre ar feiz ivez Sara a resevas ar galloud da goñsev hag, en desped d'he oad, e c'hanas ur bugel, abalamour ma he doa kredet e oa feal an hini en doa graet ar bromesa. | |
Hebr | BretonNT | 11:12 | Dre-se eus un den hepken hag a oa dija dinerzhet, eo bet ganet ur vandenn a dud ken niverus evel stered an neñv, evel traezh aod ar mor ha na c'hell ket bezañ kontet. | |
Hebr | BretonNT | 11:13 | Holl int marv er feiz hep bezañ resevet an traoù prometet, met o vezañ o gwelet a-bell hag o vezañ kredet enno, asañtet o deus hag anzavet o deus e oant diavaezidi ha beajourien war an douar. | |
Hebr | BretonNT | 11:15 | Mar o dije bet soñj eus an hini a-belec'h e oant deuet, o dije bet amzer a-walc'h da zistreiñ dezhi, | |
Hebr | BretonNT | 11:16 | met bremañ e c'hoantaont unan gwelloc'h, da lavarout eo unan neñvel. Dre-se Doue n'en deus ket mezh o vezañ galvet o Doue, rak kempennet en deus ur gêr dezho. | |
Hebr | BretonNT | 11:17 | Dre ar feiz Abraham a ginnigas Izaak pa voe amprouet; an hini en doa resevet ar promesaoù a ginnigas e vab nemetañ, | |
Hebr | BretonNT | 11:19 | Anavezout a rae e c'helle Doue zoken adsevel a-douez ar re varv, hag evel-se ec'h adkavas anezhañ evel dre ur seurt adsavidigezh a varv. | |
Hebr | BretonNT | 11:21 | Dre ar feiz Jakob o vervel a vennigas pep hini eus mibien Jozef, hag a azeulas harpet war benn e vazh. | |
Hebr | BretonNT | 11:22 | Dre ar feiz Jozef o vervel a reas anv eus ermaeziadeg bugale Israel, hag a roas urzhioù diwar-benn e eskern. | |
Hebr | BretonNT | 11:23 | Dre ar feiz Moizez, o vezañ bet ganet, a voe kuzhet e-pad tri miz gant e dud, dre ma weljont e oa kaer ar bugel ha na zoujjont ket urzh ar roue. | |
Hebr | BretonNT | 11:24 | Dre ar feiz Moizez, deuet da vezañ bras, a nac'has bezañ galvet mab da verc'h Faraon, | |
Hebr | BretonNT | 11:25 | o tibab bezañ gwallgaset gant pobl Doue kentoc'h eget kaout e-pad ur pennad amzer plijadur ar pec'hed, | |
Hebr | BretonNT | 11:26 | o priziañ mezhegezh Krist evel ur binvidigezh brasoc'h eget teñzorioù Bro Ejipt, rak gwelout a rae ar gopr. | |
Hebr | BretonNT | 11:27 | Dre ar feiz e kuitaas an Ejipt hep kaout aon rak kounnar ar roue, rak derc'hel a reas start, evel o welout an hini a zo diwelus. | |
Hebr | BretonNT | 11:28 | Dre ar feiz e reas ar Pask hag ar sparfadur gwad, evit na stokje ket an distrujer ouzh ar re gentañ-ganet eus Israel. | |
Hebr | BretonNT | 11:29 | Dre ar feiz e treuzjont ar mor Ruz evel pa vije bet douar sec'h, an Ejiptiz o vezañ esaeet tremen a voe beuzet. | |
Hebr | BretonNT | 11:30 | Dre ar feiz mogerioù Jeriko a gouezhas, goude ma oa bet graet an dro dezho e-pad seizh devezh. | |
Hebr | BretonNT | 11:31 | Dre ar feiz Rahab ar c'hast ne voe ket kollet asambles gant ar re zisent, dre ma he doa degemeret ar spierien e peoc'h. | |
Hebr | BretonNT | 11:32 | Ha petra a lavarin c'hoazh? Rak an amzer a vankfe din evit komz eus Gedeon, Barak, Samzun, Jefte, David, Samuel, ar brofeded, | |
Hebr | BretonNT | 11:33 | dre ar feiz o deus trec'het rouantelezhioù, o deus embreget ar reizhder, o deus resevet ar madoù prometet, o deus serret genoù al leoned, | |
Hebr | BretonNT | 11:34 | o deus mouget nerzh an tan, o deus en em ziwallet diouzh troc'h ar c'hleze, o deus yac'haet eus o c'hleñvedoù, int bet didrec'hus er brezel, o deus lakaet war dec'h armeoù estrañjour. | |
Hebr | BretonNT | 11:35 | Gwragez a adkavas o re varv dre an adsavidigezh, reoù all a voe merzheriet, o nac'hañ an dieubidigezh evit kaout un adsavidigezh welloc'h, | |
Hebr | BretonNT | 11:36 | reoù all a dremenas dre amprouenn ar goaperezhioù hag ar skourjez, an ereoù hag ar prizon, | |
Hebr | BretonNT | 11:37 | meinataet e voent, heskennet, amprouet, lazhet int bet gant ar c'hleze, redek a rejont amañ hag ahont, gwisket gant krec'hin deñved ha girvi, en dienez a bep tra, heskinet ha gwallgaset, | |
Hebr | BretonNT | 11:38 | int ha ne oa ket ar bed dellezek anezho, o kildreiñ el lec'hioù distro ha war ar menezioù, e mougevioù ha toulloù an douar. | |
Hebr | BretonNT | 11:39 | Ar re-se holl, o vezañ kavet un testeni mat dre o feiz, n'o deus ket degemeret ar madoù prometet, | |
Chapter 12
Hebr | BretonNT | 12:1 | Evel-se eta ni ivez, o kaout en-dro deomp ur goabrenn ken bras a destoù, taolomp kuit diouzhimp pep bec'h hag ar pec'hed a bak ac'hanomp ken aezet, ha redomp gant dalc'h el lañs a zo digoret deomp, | |
Hebr | BretonNT | 12:2 | o sellout ouzh Jezuz, ar rener hag ar peuroberer eus hor feiz, eñ hag en deus gouzañvet ar groaz ha disprizet ar vezhusted abalamour d'al levenez a oa kinniget dezhañ, hag a zo azezet a-zehou da dron Doue. | |
Hebr | BretonNT | 12:3 | Eveshait eta ouzh an hini en deus gouzañvet a-berzh ar bec'herien un enebiezh ken bras outañ, evit na gouezhot ket en ur lezel hoc'h eneoù da zinerzhañ. | |
Hebr | BretonNT | 12:5 | hag ankounac'haet hoc'h eus an ali roet deoc'h evel da vibien: Va mab, na zispriz ket kastiz an Aotrou ha na goll ket kalon pa rebech ac'hanout, | |
Hebr | BretonNT | 12:6 | rak an Aotrou a gastiz an hini a gar hag a sko gant e walenn pep mab a vez anavezet gantañ. | |
Hebr | BretonNT | 12:7 | Mar gouzañvit ar c'hastiz, Doue en em ziskouez deoc'h evel da vibien, rak piv eo ar mab ha ne vez ket kastizet gant e dad? | |
Hebr | BretonNT | 12:8 | Met mar d-oc'h hep bezañ kastizet eus ar c'hastiz o deus an holl lod ennañ, oc'h eta bugale vastard ha nann mibien. | |
Hebr | BretonNT | 12:9 | A-hend-all hon tadoù hervez ar c'hig o deus hor c'hastizet hag hon eus o enoret, ha ne sentimp ket muioc'h ouzh Tad ar speredoù evit kaout ar vuhez? | |
Hebr | BretonNT | 12:10 | Rak hon tadoù hor c'hastize evit nebeud devezhioù, evel ma kavent mat, met Doue hor c'hastiz evit hor mad, evit ma hor bo lod er santelezh. | |
Hebr | BretonNT | 12:11 | Gwir eo penaos pep kastiz n'en em ziskouez ket raktal evel un abeg a levenez met evel un abeg a dristidigezh, met goude e tegas ur frouezh peoc'hius a reizhder d'ar re a zo bet evel-se kelennet. | |
Hebr | BretonNT | 12:13 | ha grit un hent eeun d'ho treid, evit ma n'en em ziheñcho ket ar pezh a zo kamm met ma vo kentoc'h yac'haet. | |
Hebr | BretonNT | 12:15 | o lakaat evezh na ziouerfe den eus gras Doue. Ra ne vounto gwrizienn c'hwerv ebet en diavaez d'ho trubuilhañ, gant aon na vefe kalz lousaet gant kement-se, | |
Hebr | BretonNT | 12:16 | ha ra ne vo gastaouer ebet na zisakr ebet evel Ezaü, a werzhas e zroed a vab henañ evit ur meuz. | |
Hebr | BretonNT | 12:17 | Anavezout a rit penaos goude-se, pa fellas dezhañ kaout ar vennozh da hêrezh, e voe taolet kuit rak ne gavas ket ur cheñchamant a volontez, petra bennak ma en goulennas gant daeroù. | |
Hebr | BretonNT | 12:18 | N'hoc'h eus ket tostaet ouzh ur menez a c'helled stekiñ hag a oa devet dre an tan, nag ouzh ar goabrenn, nag ouzh an deñvalijenn, nag ouzh ar gorventenn, | |
Hebr | BretonNT | 12:19 | nag ouzh son an drompilh, nag ouzh trouz ar gerioù a oa en un doare ken ma pedas ar re en kleve na vije mui komzet outo, | |
Hebr | BretonNT | 12:20 | rak ne c'hellent ket gouzañv ar gourc'hemenn-mañ: Mar stok ul loen zoken ouzh ar menez, e vo meinataet pe doullet gant un dared. | |
Hebr | BretonNT | 12:21 | Hag ar pezh a weled a oa ken spontus ma lavaras Moizez: Spouronet on hag e krenan. | |
Hebr | BretonNT | 12:22 | C'hwi avat hoc'h eus tostaet ouzh Menez Sion, ouzh kêr an Doue bev, ouzh ar Jeruzalem neñvel, ouzh dekviliadoù a aeled, | |
Hebr | BretonNT | 12:23 | ouzh bodadeg hag ouzh iliz ar re gentañ-ganet a zo skrivet o anvioù en neñvoù, ouzh ar barner a zo Doue an holl, ouzh speredoù ar re reizh deuet d'ar barfeted, | |
Hebr | BretonNT | 12:24 | ouzh Jezuz, hanterour un emglev nevez, hag ouzh gwad ar sparfadur a lavar traoù gwelloc'h eget hini Abel. | |
Hebr | BretonNT | 12:25 | Lakait evezh na zisprizfec'h an hini a gomz ouzhoc'h, rak ma ne dec'has ket ar re a zisprizas an hini a alie anezho war an douar, pegen diaesoc'h c'hoazh e vo deomp tec'hout mar troomp kein d'an hini a gomz deomp eus an neñvoù, | |
Hebr | BretonNT | 12:26 | a vrañsellas e vouezh neuze an douar, hag en deus graet bremañ ur bromesa o lavarout: Ur wech c'hoazh, e vrañsellin nann hepken an douar, met ivez an neñv. | |
Hebr | BretonNT | 12:27 | Ar gerioù-mañ: Ur wech c'hoazh, a verk diskar an traoù brañsellet, evel o vezañ bet graet, evit ma pado an traoù divrañsellus. | |
Hebr | BretonNT | 12:28 | Dre-se, o resev ur rouantelezh divrañsellus, miromp ar c'hras evit ma servijimp Doue drezi en un doare a blijo dezhañ, gant keheladur ha gant doujañs, | |
Chapter 13
Hebr | BretonNT | 13:2 | N'ankounac'hait ket an herberc'h, rak drezañ o deus hiniennoù roet degemer da aeled hep henn gouzout. | |
Hebr | BretonNT | 13:3 | Ho pet soñj eus ar brizonidi evel ma vijec'h chadennet ganto, hag eus ar re a zo gwallgaset peogwir emaoc'h hoc'h-unan en ur c'horf. | |
Hebr | BretonNT | 13:4 | Ra vo an dimeziñ enoret gant an holl hag ar gwele hep hudurnez, rak Doue a varno ar c'hadaled hag an avoultrerien. | |
Hebr | BretonNT | 13:5 | Ra vo ho kundu hep pizhoni, bezit laouen gant ar pezh hoc'h eus rak eñ e-unan en deus lavaret: A-dra-sur ne lezin ket ac'hanout ha ne guitain ket ac'hanout. | |
Hebr | BretonNT | 13:6 | Evel-se e lavaromp gant fiziañs: An Aotrou eo va sikour, ne'm bo ket aon. Petra a c'hell an den ober din? | |
Hebr | BretonNT | 13:7 | Ho pet soñj eus ho renerien o deus prezeget deoc'h ger Doue, eveshait ouzh disoc'h o buhez hag heuilhit o feiz. | |
Hebr | BretonNT | 13:9 | N'en em lezit ket da vezañ stlejet dre gelennadurezhioù a bep seurt hag estren, rak mat eo e vefe ar galon nerzhet gant ar c'hras ha nann gant bouedoù n'o deus servijet da netra d'ar re staget outo. | |
Hebr | BretonNT | 13:10 | Un aoter hon eus, hag ar re a servij en tabernakl n'o deus ket ar galloud da zebriñ diouti. | |
Hebr | BretonNT | 13:11 | Korfoù al loened a zo douget o gwad er santual gant ar beleg-meur evit ar pec'hed, a zo devet er-maez eus ar c'hamp. | |
Hebr | BretonNT | 13:12 | Dre-se ivez Jezuz, evit santelaat ar bobl dre e wad e-unan, en deus gouzañvet en diavaez eus an nor. | |
Hebr | BretonNT | 13:15 | Neuze drezañ, kinnigomp hep paouez da Zoue un aberzh a veuleudi, da lavarout eo frouezh ar muzelloù a anzav e anv. | |
Hebr | BretonNT | 13:16 | Ha n'ankounac'hait ober vad ha reiñ lod eus ho madoù, rak Doue a gemer plijadur en un hevelep aberzh. | |
Hebr | BretonNT | 13:17 | Sentit ouzh ho renerien ha plegit dezho, rak eveshaat a reont war hoc'h eneoù evel o tleout rentañ kont anezho, evit ma c'hellint ober kement-se gant levenez ha nann en ur glemm, rak e vefe dic'hounid deoc'h. | |
Hebr | BretonNT | 13:18 | Pedit evidomp, rak e kredomp kaout ur goustiañs vat, o c'hoantaat en em gunduiñ mat en holl draoù. | |
Hebr | BretonNT | 13:19 | Pediñ a ran ac'hanoc'h startoc'h d'henn ober, evit ma vin rentet kentoc'h deoc'h. | |
Hebr | BretonNT | 13:20 | An Doue a beoc'h, hag en deus degaset en-dro a-douez ar re varv mesaer bras an deñved dre wad an emglev peurbadus, hon Aotrou Jezuz, | |
Hebr | BretonNT | 13:21 | a rento ac'hanoc'h peurc'hraet e pep ober mat, evit ma reot e volontez, oc'h ober e-unan ennoc'h ar pezh a gav mat, dre Jezuz-Krist, ra vo ar gloar dezhañ e kantvedoù ar c'hantvedoù! Amen. | |
Hebr | BretonNT | 13:22 | Breudeur, ho pediñ a ran da c'houzañv ar ger-mañ a ali, rak skrivet em eus deoc'h e nebeut a c'herioù. | |
Hebr | BretonNT | 13:23 | Gouzout a rit eo bet dibrizoniet hor breur Timote. Mar deu prest, e welin ac'hanoc'h asambles gantañ. | |