Site uses cookies to provide basic functionality.

OK
REVELATION OF JOHN
Up
Toggle notes
Chapter 1
Reve BretonNT 1:1  Diskuliadur Jezuz-Krist, roet dezhañ gant Doue evit diskouez d'e servijerien an traoù a dle c'hoarvezout prest, hag en deus kaset ha roet da anavezout dre e ael d'e servijer Yann,
Reve BretonNT 1:2  en deus disklêriet ger Doue ha testeni Jezuz-Krist, ha kement en deus gwelet.
Reve BretonNT 1:3  Eürus an hini a lenn hag ar re a selaou gerioù an diougan-mañ, hag a vir an traoù a zo bet skrivet ennañ, rak an amzer a zo tost.
Reve BretonNT 1:4  Yann, d'ar seizh Iliz a zo en Azia: Ar c'hras hag ar peoc'h ra vo roet deoc'h a-berzh an hini a zo hag a oa hag a zeu, hag a-berzh ar seizh spered a zo dirak e dron,
Reve BretonNT 1:5  hag a-berzh Jezuz-Krist, an test feal, ar c'hentañ-ganet a-douez ar re varv ha Priñs rouaned an douar. D'an hini en deus hor c'haret, en deus hor gwalc'het eus hor pec'hedoù dre e wad
Reve BretonNT 1:6  hag en deus graet ac'hanomp rouaned hag aberzhourien da Zoue e Dad, ra vo dezhañ ar gloar hag ar galloud e kantvedoù ar c'hantvedoù! Amen.
Reve BretonNT 1:7  Setu, emañ o tont war ar c'hoabr, ha pep lagad a welo anezhañ, zoken ar re o deus e doullet. Holl veuriadoù an douar a hirvoudo abalamour dezhañ. Ya. Amen.
Reve BretonNT 1:8  Me eo an Alfa hag an Omega, ar penn-kentañ hag an diwezh, eme an Aotrou Doue, an hini a zo hag a oa hag a zeu, an Holl-C'halloudeg.
Reve BretonNT 1:9  Me, ho preur Yann, unanet deoc'h en anken, er rouantelezh hag er c'hendalc'husted e Jezuz-Krist, edon en enezenn anvet Patmoz abalamour da c'her Doue hag abalamour da desteni Jezuz-Krist.
Reve BretonNT 1:10  Bez' e voen estlammet er spered da zeiz an Aotrou, hag e klevis a-dreñv din ur vouezh kreñv evel hini un drompilh,
Reve BretonNT 1:11  a lavare: Me eo an Alfa hag an Omega, ar c'hentañ hag an diwezhañ, ar pezh a welez, skriv eñ en ul levr ha kas anezhañ d'ar seizh Iliz a zo en Azia, da Efez, da Smirna, da Bergam, da Diatira, da Sardiz, da Filadelfia ha da Laodikea.
Reve BretonNT 1:12  Me a zistroas evit gwelout a-belec'h e teue ar vouezh a gomze ouzhin. Pa voen troet, e welis seizh kantolor aour,
Reve BretonNT 1:13  hag e-kreiz ar seizh kantolor, unan bennak heñvel ouzh mab an den, gwisket gant ur sae hir ha gourizet war boull e galon gant ur gouriz aour.
Reve BretonNT 1:14  E benn hag e vlev a oa gwenn evel gloan gwenn, evel an erc'h, e zaoulagad a oa evel ur flamm-tan,
Reve BretonNT 1:15  e dreid a oa heñvel ouzh kouevr fin-meurbet, evel ma oa tanet sklaer gant ur forn, e vouezh a oa evel ar vouezh eus kalz a zoureier.
Reve BretonNT 1:16  En e zorn dehou en doa seizh steredenn. Eus e c'henoù e teue ur c'hleze lemm a zaou droc'h hag e zremm a lugerne evel an heol en e nerzh.
Reve BretonNT 1:17  Pa welis anezhañ, e kouezhis d'e dreid evel marv. Lakaat a reas e zorn dehou warnon o lavarout din: Na'z pez ket aon! Me eo ar c'hentañ hag an diwezhañ,
Reve BretonNT 1:18  an hini a zo bev. Bet on marv, ha setu, ez on bev e kantvedoù ar c'hantvedoù. Amen. Me am eus alc'houezioù lec'h ar marv hag ar marv.
Reve BretonNT 1:19  Skriv an traoù ac'h eus gwelet, hag ar re a zo, hag ar re a dle en em gavout goude ar re-mañ,
Reve BretonNT 1:20  mister ar seizh steredenn ac'h eus gwelet em dorn dehou hag ar seizh kantolor aour. Ar seizh steredenn a zo aeled ar seizh Iliz, ar seizh kantolor ac'h eus gwelet a zo ar seizh Iliz.
Chapter 2
Reve BretonNT 2:1  Skriv da ael Iliz Efez: Setu ar pezh a lavar an hini a zalc'h ar seizh steredenn en e zorn dehou, an hini a gerzh e-kreiz ar seizh kantolor aour:
Reve BretonNT 2:2  Anavezout a ran da oberoù, da labour ha da basianted. Gouzout a ran penaos ne c'hellez ket gouzañv ar re zrouk, penaos ec'h eus amprouet ar re en em lavar ebestel ha n'int ket, hag ec'h eus kavet anezho gaouiat.
Reve BretonNT 2:3  Gouzañvet ec'h eus, bet ec'h eus pasianted, labouret ec'h eus evit va anv ha ne'c'h eus ket kollet kalon.
Reve BretonNT 2:4  Met un dra bennak am eus a-enep dit: dilezet ec'h eus da garantez gentañ.
Reve BretonNT 2:5  Az pez soñj eta a-belec'h out kouezhet, az pez keuz ha gra da oberoù kentañ, anez e teuin prest da'z kavout hag e lamin da gantolor eus e lec'h, ma ne'c'h eus ket keuz.
Reve BretonNT 2:6  Koulskoude ec'h eus kement-mañ: kasaat a rez oberoù an Nikolaidi, a gasaan ivez.
Reve BretonNT 2:7  An neb en deus divskouarn, ra glevo ar pezh a lavar ar Spered d'an Ilizoù. D'an hini a drec'ho me a roio da zebriñ eus ar wezenn a vuhez a zo e-kreiz baradoz Doue.
Reve BretonNT 2:8  Skriv da ael Iliz Smirna: Setu ar pezh a lavar ar c'hentañ hag an diwezhañ, an hini a zo bet marv hag a zo deuet adarre d'ar vuhez:
Reve BretonNT 2:9  Anavezout a ran da oberoù, da drubuilhoù ha da baourentez, petra bennak ma'z out pinvidik, ha gwallgomzoù ar re en em lavar Yuzevien ha n'int ket, met a zo ur sinagogenn eus Satan.
Reve BretonNT 2:10  Na'z pez ket aon rak netra eus an traoù az po da c'houzañv. Setu, an diaoul a ya da deurel hiniennoù ac'hanoc'h er prizon evit ma viot amprouet, hag ho po un trubuilh e-pad dek devezh. Bez feal betek ar marv, hag e roin dit ar gurunenn a vuhez.
Reve BretonNT 2:11  An neb en deus divskouarn, ra glevo ar pezh a lavar ar Spered d'an Ilizoù. An hini a drec'ho ne vo ket gloazet gant an eil marv.
Reve BretonNT 2:12  Skriv da ael Iliz Pergam: Setu ar pezh a lavar an hini en deus ar c'hleze lemm a zaou droc'h:
Reve BretonNT 2:13  Anavezout a ran da oberoù, e pelec'h e chomez, e-lec'h ma emañ tron Satan. Hag e talc'hez va anv ha ne'c'h eus ket nac'het va feiz, zoken en deizioù ma'z eo bet lakaet d'ar marv Antipaz, va merzher feal, en ho touez, e-lec'h ma chom Satan.
Reve BretonNT 2:14  Met traoù bennak am eus a-enep dit: bez' ec'h eus aze tud hag a zalc'h kelennadurezh Balaam, a zeske da Valag lakaat ur maen-kouezh dirak mibien Israel evit ma tebrjent traoù aberzhet d'an idoloù ha ma kouezhjent er c'hadaliezh.
Reve BretonNT 2:15  Evel-se, ec'h eus ivez tud a zalc'h kelennadurezh an Nikolaidi, ar pezh a gasaan.
Reve BretonNT 2:16  Az pez eta keuz, anez e teuin prest da'z kavout hag e stourmin outo gant kleze va genoù.
Reve BretonNT 2:17  An neb en deus divskouarn, ra glevo ar pezh a lavar ar Spered d'an Ilizoù. D'an hini a drec'ho e roin da zebriñ eus ar mann kuzhet hag e roin dezhañ ur maen gwenn, ha war ar maen-se e vo skrivet un anv nevez n'eo anavezet gant den, nemet gant an hini a resev anezhañ.
Reve BretonNT 2:18  Skriv da ael Iliz Tiatira: Setu ar pezh a lavar Mab Doue, an hini en deus e zaoulagad evel ur flamm-tan hag e dreid heñvel ouzh kouevr fin meurbet:
Reve BretonNT 2:19  Anavezout a ran da oberoù, da garantez, da servij, da feiz, da zalc'husted ha da oberoù diwezhañ a zo en tu all d'ar re gentañ.
Reve BretonNT 2:20  Met traoù bennak am eus a-enep dit: lezel ar wreg Jezabel, en em lavar profedez, da gelenn ha da douellañ va servijerien evit o lakaat da gouezhañ er c'hadaliezh ha da zebriñ traoù aberzhet d'an idoloù.
Reve BretonNT 2:21  Roet em eus amzer dezhi evit m'he defe keuz eus he gadaliezh, met n'eo ket fellet dezhi kaout keuz.
Reve BretonNT 2:22  Setu, mont a ran d'he zeurel war ur gwele, hag ar re a ra avoultriezh ganti a vo en un trubuilh bras, nemet o defe keuz eus o oberoù.
Reve BretonNT 2:23  Lakaat a rin he bugale da vervel eus ar marv, hag an holl Ilizoù a ouezo penaos ez on an hini a furch al lounezhi hag ar c'halonoù. Reiñ a rin da bep hini ac'hanoc'h hervez e oberoù.
Reve BretonNT 2:24  Met e lavaran deoc'h-c'hwi, d'ar re all a zo e Tiatira, da gement hini na resev ket ar gelennadurezh-se ha n'en deus ket anavezet donderioù Satan evel ma lavaront: Ne lakain bec'h all ebet warnoc'h,
Reve BretonNT 2:25  met da vihanañ, dalc'hit start ar pezh hoc'h eus betek ma teuin.
Reve BretonNT 2:26  D'an hini a drec'ho hag a viro va oberoù betek an dibenn, e roin dezhañ galloud war ar broadoù.
Reve BretonNT 2:27  Gouarn a raio anezho gant ur wialenn houarn evel ma torrer podoù pri, evel ma em eus va-unan resevet kement-se digant va Zad,
Reve BretonNT 2:29  An neb en deus divskouarn, ra glevo ar pezh a lavar ar Spered d'an Ilizoù.
Chapter 3
Reve BretonNT 3:1  Skriv da ael Iliz Sardiz: Setu ar pezh a lavar an hini en deus seizh spered Doue hag ar seizh steredenn: Anavezout a ran da oberoù, ar vrud ac'h eus da vezañ bev met marv out.
Reve BretonNT 3:2  Bez evezhiek ha kreñva ar pezh a chom hag a ya da vervel, rak ne'm eus ket kavet da oberoù peurvat dirak Doue.
Reve BretonNT 3:3  Az pez soñj eta eus ar pezh ac'h eus resevet ha klevet, mir anezhañ hag az pez keuz. Ma ne veilhez ket, dont a rin da'z kavout evel ul laer, ha ne ouezi ket da bet eur e teuin da'z kavout.
Reve BretonNT 3:4  Bez' ec'h eus koulskoude e Sardiz un nebeud tud n'o deus ket saotret o dilhad. Int a gerzho ganin e gwiskamantoù gwenn o vezañ ma'z int dellezek.
Reve BretonNT 3:5  An hini a drec'ho a vo gwisket gant dilhad gwenn, ne lamin ket e anv eus al levr a vuhez, hag ec'h anzavin e anv dirak va Zad ha dirak e aeled.
Reve BretonNT 3:6  An neb en deus divskouarn, ra glevo ar pezh a lavar ar Spered d'an Ilizoù.
Reve BretonNT 3:7  Skriv da ael Iliz Filadelfia: Setu ar pezh a lavar ar Sant, ar Gwirion, an hini en deus alc'houez David, an hini a zigor ha den ne serr, hag an hini a serr ha den ne zigor:
Reve BretonNT 3:8  Anavezout a ran da oberoù. Setu, digoret em eus un nor dirazout ha den ne c'hell he serriñ, dre ma ec'h eus bet nebeut a nerzh, ma ec'h eus miret va ger ha ma ne'c'h eus ket nac'het va anv.
Reve BretonNT 3:9  Setu, e roin dit reoù eus sinagogenn Satan, en em lavar Yuzevien ha n'int ket met a lavar gevier. Setu, me a lakaio anezho da zont evit ma taoulinint da'z treid ha ma ouezint penaos em eus da garet.
Reve BretonNT 3:10  Abalamour ma ec'h eus miret ger va dalc'husted, me va-unan a viro ac'hanout en eur an temptadur a dle dont war ar bed holl evit amprouiñ ar re a chom war an douar.
Reve BretonNT 3:11  Setu, dont a ran prest. Dalc'h start ar pezh ac'h eus evit na gemero den da gurunenn.
Reve BretonNT 3:12  Gant an hini a drec'ho e rin ur peul e templ va Doue ha ne yelo ken er-maez. Skrivañ a rin warnañ anv va Doue, hag anv kêr va Doue, ar Jeruzalem nevez a ziskenn eus an neñv eus kichen va Doue, ha va anv nevez.
Reve BretonNT 3:13  An neb en deus divskouarn, ra glevo ar pezh a lavar ar Spered d'an Ilizoù.
Reve BretonNT 3:14  Skriv da ael Iliz Laodikea: Setu ar pezh a lavar an Amen, an test feal ha gwirion, ar penn-kentañ eus krouidigezh Doue:
Reve BretonNT 3:15  Anavezout a ran da oberoù. Gouzout a ran n'out na yen na tomm. O, Ma vijes bet yen pe tomm!
Reve BretonNT 3:16  Evel-se, dre ma'z out klouar na yen na tomm, e c'hwedin ac'hanout eus va genoù.
Reve BretonNT 3:17  Rak e lavarez: Me a zo pinvidik, en em binvidikaet on ha ne'm eus ezhomm a netra, ha n'anavezez ket out gwalleürus, truezus, paour, dall hag en noazh,
Reve BretonNT 3:18  aliañ a ran ac'hanout da brenañ diganin aour amprouet dre an tan evit dont da vezañ pinvidik, ha dilhad gwenn evit bezañ gwisket ha chom hep diskouez ar vezh eus da noazhder, ha louzoù da oleviñ da zaoulagad evit ma weli.
Reve BretonNT 3:19  Tamall ha kastizañ a ran ar re holl a garan. Az pez gred eta ha keuz.
Reve BretonNT 3:20  Setu, en em zalc'han ouzh an nor hag e skoan. Mar klev unan bennak va mouezh ha mar digor an nor, ez in en e di, hag e koagnin gantañ hag eñ ganin.
Reve BretonNT 3:21  An hini a drec'ho, me a lakaio anezhañ da azezañ ganin war va zron, evel ma em eus trec'het ha ma'z on azezet gant va Zad war e dron.
Reve BretonNT 3:22  An neb en deus divskouarn, ra glevo ar pezh a lavar ar Spered d'an Ilizoù.
Chapter 4
Reve BretonNT 4:1  Goude-se e sellis ha setu, un nor a oa digor en neñv. Ar c'hentañ mouezh em boa klevet, evel hini un drompilh, a gomzas ganin hag a lavaras: Pign amañ hag e tiskouezin dit an traoù a dle c'hoarvezout goude ar re-mañ.
Reve BretonNT 4:2  Ha kerkent e voen estlammet er spered. Ha setu, un tron a oa savet en neñv hag unan bennak azezet war an tron.
Reve BretonNT 4:3  An hini a oa azezet a oa heñvel a zoare ouzh ur maen-yalp hag un agatenn-ruz. An tron a oa kelc'hiet gant ur wareg-c'hlav a oa heñvel a zoare ouzh un emrodezenn.
Reve BretonNT 4:4  En-dro d'an tron e oa pevar dron warn-ugent, hag e welis war an tronioù-se pevar henaour warn-ugent azezet, gwisket gant dilhad gwenn, gant kurunennoù aour war o fennoù.
Reve BretonNT 4:5  Eus an tron e teue luc'hed, kurunoù ha mouezhioù. Dirak an tron e teve seizh lamp gwrezus a zo ar seizh spered eus Doue.
Reve BretonNT 4:6  Bez' e oa ivez dirak an tron ur mor gwer heñvel ouzh strink. E-kreiz an tron hag en-dro d'an tron, e oa pevar bev leun a lagadoù a-dreñv hag a-raok.
Reve BretonNT 4:7  An c'hentañ bev a oa heñvel ouzh ul leon, an eil bev a oa heñvel ouzh ul leue, an trede bev en doa e zremm evel hini un den, ar pevare bev a oa heñvel ouzh un erer o nijal.
Reve BretonNT 4:8  Ar pevar bev o doa pep hini c'hwec'h askell hag en-dro hag en diabarzh e oant leun a lagadoù. Ne baouezent noz deiz da lavarout: Santel, santel, santel eo an Aotrou Doue holl-c'halloudek, an hini a zo hag a oa hag a zeu!
Reve BretonNT 4:9  Pa roe ar bevien gloar hag enor ha gras d'an hini a oa azezet war an tron, d'an hini a vev e kantvedoù ar c'hantvedoù,
Reve BretonNT 4:10  ar pevar henaour warn-ugent a zaouline dirak an hini a oa azezet war an tron, hag a azeule an hini a vev e kantvedoù ar c'hantvedoù, hag a daole o c'hurunennoù dirak an tron en ur lavarout:
Reve BretonNT 4:11  Aotrou, dellezek out da resev ar gloar hag an enor hag ar galloud, rak krouet ec'h eus an holl draoù, hag evit da levenez eo emaint hag ez int bet krouet!
Chapter 5
Reve BretonNT 5:1  Hag e welis e dorn dehou an hini a oa azezet war an tron ul levr skrivet en diabarzh hag en diavaez, siellet gant seizh siell.
Reve BretonNT 5:2  Gwelout a ris un ael galloudek a grie gant ur vouezh kreñv: Piv a zo dellezek da zigeriñ al levr ha da zieren ar sielloù?
Reve BretonNT 5:3  Ha den, nag en neñv, na war an douar, na dindan an douar, ne c'helle digeriñ al levr pe sellout outañ.
Reve BretonNT 5:4  Hag e ouelis kalz, abalamour na voe kavet den ebet dellezek da zigeriñ al levr, na d'e lenn, na da sellout outañ.
Reve BretonNT 5:5  Unan eus an henaourien a lavaras din: Na ouel ket. Setu, al leon a zo eus meuriad Juda, gwrizienn David, en deus trec'het evit digeriñ al levr ha dieren ar seizh siell anezhañ.
Reve BretonNT 5:6  Me a sellas ha setu, e-kreiz an tron hag ar pevar bev hag e-kreiz an henaourien, un Oan a oa eno evel aberzhet. Bez' en doa seizh korn ha seizh lagad, a zo ar seizh spered Doue kaset dre an douar a-bezh.
Reve BretonNT 5:7  Dont a reas hag e kemeras al levr eus dorn dehou an hini a oa azezet war an tron.
Reve BretonNT 5:8  P'en doe kemeret al levr, ar pevar bev hag ar pevar henaour warn-ugent a zaoulinas dirak an Oan, o kaout pep hini anezho telennoù hag hanafoù aour leun a c'hwezhioù-mat, a zo pedennoù ar sent.
Reve BretonNT 5:9  Ur c'hantik nevez a ganent o lavarout: Dellezek out da gemer al levr ha da zigeriñ ar sielloù anezhañ, rak lakaet out bet d'ar marv hag ec'h eus hon dasprenet da Zoue dre da wad, a bep meuriad, a bep yezh, a bep pobl, a bep broad,
Reve BretonNT 5:10  graet ec'h eus ac'hanomp rouaned hag aberzhourien d'hon Doue, hag e renimp war an douar.
Reve BretonNT 5:11  Me a sellas hag a glevas mouezh kalz a aeled en-dro d'an tron, ar bevien hag an henaourien, hag an niver anezho a oa eus dekviliadoù a zekviliadoù ha miliadoù a viliadoù.
Reve BretonNT 5:12  Lavarout a raent gant ur vouezh kreñv: Dellezek eo an Oan a zo bet lakaet d'ar marv da resev galloud, pinvidigezh, furnez, nerzh, enor, gloar ha meuleudi.
Reve BretonNT 5:13  Klevout a ris an holl grouadurien a zo en neñv, war an douar, dindan an douar, er mor, hag an holl draoù a zo enno, a lavare: D'an hini a zo azezet war an tron ha d'an Oan, ra vo ar veuleudi, an enor, ar gloar hag an nerzh, e kantvedoù ar c'hantvedoù!
Reve BretonNT 5:14  Ar pevar bev a lavare: Amen! Hag ar pevar henaour warn-ugent a zaoulinas hag a azeulas an hini a vev e kantvedoù ar c'hantvedoù.
Chapter 6
Reve BretonNT 6:1  Me a sellas pa zigoras an Oan unan eus ar seizh siell hag e klevis unan eus ar pevar bev o lavarout gant ur vouezh kurun: Deus ha gwel.
Reve BretonNT 6:2  Me a sellas ha setu, ur marc'h gwenn en em gavas. An hini a oa pignet warnañ en doa ur wareg, roet e voe dezhañ ur gurunenn, hag ez eas kuit evel un trec'her evit trec'hiñ.
Reve BretonNT 6:3  Pa zigoras an eilvet siell, e klevis an eilvet bev a lavare: Deus ha gwel.
Reve BretonNT 6:4  Dont a reas er-maez ur marc'h all liv tan. An hini a oa pignet warnañ en doa ar galloud da gas ar peoc'h kuit a-ziwar an douar ha d'ober ma en em lazhfe an dud an eil egile. Ur c'hleze bras a voe roet dezhañ.
Reve BretonNT 6:5  Pa zigoras an trede siell, e klevis an trede bev a lavare: Deus ha gwel. Me a sellas ha setu, ur marc'h du en em gavas. An hini a oa pignet warnañ en doa ur valañs en e zorn.
Reve BretonNT 6:6  Hag e klevis ur vouezh e-kreiz ar pevar bev a lavare: Ur c'hoiniks (~ 1 l) gwinizh evit un diner (1 diner = pezh arc'hant roman war-dro 4 g) ha tri c'hoiniks (~ 3 l) heiz evit un diner, met na washa ket an eoul nag ar gwin.
Reve BretonNT 6:7  Pa zigoras ar pevare siell, e klevis mouezh ar pevare bev a lavare: Deus ha gwel.
Reve BretonNT 6:8  Me a sellas ha setu, ur marc'h drouklivet en em gavas. An hini a oa pignet warnañ a oa anvet ar marv, ha lec'h ar marv a gerzhe d'e heul. Ar galloud a oa roet dezho war ar bedervet lodenn eus an douar evit lakaat an dud da vervel dre ar c'hleze, dre an naonegezh, dre ar varvelezh ha dre loened gwez an douar.
Reve BretonNT 6:9  Pa zigoras ar pempvet siell, e welis dindan an aoter eneoù ar re a oa bet lakaet d'ar marv abalamour da c'her Doue hag abalamour d'an testeni o doa roet.
Reve BretonNT 6:10  Gant ur vouezh kreñv e krient o lavarout: Aotrou santel ha gwirion, pegeit e chomi hep barn hag hep veñjiñ hor gwad war ar re a chom war an douar?
Reve BretonNT 6:11  Da bep hini anezho e voe roet saeoù gwenn. Lavaret e voe dezho gortoz c'hoazh un nebeud amzer, betek ma vo peurc'hraet an niver eus o c'henseurted a servij hag o breudeur a dle bezañ lakaet d'ar marv evelto.
Reve BretonNT 6:12  Me a sellas pa zigoras ar c'hwec'hvet siell ha setu, ur c'hren-douar bras en em reas, an heol a zeuas du evel ur sac'had reun, al loar a zeuas evel gwad,
Reve BretonNT 6:13  stered an neñv a gouezhas war an douar evel ma taol ur wezenn-fiez he fiez glas pa'z eo hejet gant an avel.
Reve BretonNT 6:14  An neñv en em dennas evel ul levr a roller, hag an holl venezioù hag an enezennoù a voe lamet diouzh o lec'hioù.
Reve BretonNT 6:15  Rouaned an douar, ar re vras, ar re binvidik, ar gabitened, ar re c'halloudek, pep sklavour ha pep den frank en em guzhas er mougevioù hag e reier ar menezioù,
Reve BretonNT 6:16  hag e lavarjont d'ar menezioù ha d'ar reier: Kouezhit warnomp ha kuzhit ac'hanomp a-zirak dremm an hini a zo azezet war an tron hag a-zirak kounnar an Oan,
Reve BretonNT 6:17  rak deuet eo deiz bras e gounnar; ha piv a c'hello chom en e sav?
Chapter 7
Reve BretonNT 7:1  Goude-se, e welis pevar ael en em zalc'he e pevar c'horn an douar, o terc'hel ar pevar avel evit na c'hwezhfe avel ebet na war an douar, na war ar mor, na war wezenn ebet.
Reve BretonNT 7:2  Hag e welis un ael all a bigne eus kostez ar sav-heol, o terc'hel siell an Doue bev. Gant ur vouezh kreñv e krias d'ar pevar ael o doa resevet ar galloud da noazout d'an douar ha d'ar mor
Reve BretonNT 7:3  o lavarout: Na noazit ket d'an douar, na d'ar mor, na d'ar gwez, betek m'hor bo merket gant ur siell tal servijerien hon Doue.
Reve BretonNT 7:4  Hag e klevis an niver eus ar re a oa bet merket, kant pevar mil ha daou-ugent a zo bet merket gant ar siell a-douez holl veuriadoù mibien Israel:
Reve BretonNT 7:5  A veuriad Juda, daouzek mil merket gant ar siell; a veuriad Ruben, daouzek mil merket gant ar siell; a veuriad Gad, daouzek mil merket gant ar siell;
Reve BretonNT 7:6  a veuriad Aser, daouzek mil merket gant ar siell; a veuriad Neftali, daouzek mil merket gant ar siell; a veuriad Manase, daouzek mil merket gant ar siell;
Reve BretonNT 7:7  a veuriad Simeon, daouzek mil merket gant ar siell; a veuriad Levi, daouzek mil merket gant ar siell; a veuriad Isakar, daouzek mil merket gant ar siell;
Reve BretonNT 7:8  a veuriad Zabulon, daouzek mil merket gant ar siell; a veuriad Jozef, daouzek mil merket gant ar siell; a veuriad Benjamin, daouzek mil merket gant ar siell.
Reve BretonNT 7:9  Goude -se e sellis ha setu, un engroez ken bras ken na c'helle den kontañ, a bep broad, a bep meuriad, a bep pobl, a bep yezh, en em zalc'he dirak an tron ha dirak an Oan; gwisket e oant gant saeoù gwenn, gant palmez en o daouarn.
Reve BretonNT 7:10  Gant ur vouezh kreñv e krient o lavarout: Ar silvidigezh a zo d'hon Doue a zo azezet war an tron ha d'an Oan.
Reve BretonNT 7:11  An holl aeled en em zalc'he en-dro d'an tron, d'an henaourien ha d'ar pevar bev, hag en em stoujont war o dremm dirak an tron hag ec'h azeuljont Doue
Reve BretonNT 7:12  o lavarout: Amen! Ar veuleudi, ar gloar, ar furnez, ar c'hras, an enor, ar galloud, an nerzh, ra vint d'hon Doue e kantvedoù ar c'hantvedoù! Amen.
Reve BretonNT 7:13  Unan eus an henaourien a gemeras ar gomz hag a lavaras din: Ar re a zo gwisket gant saeoù gwenn, piv int hag a-belec'h ez int deuet?
Reve BretonNT 7:14  Me a lavaras dezhañ: Aotrou, te a oar. Hag e lavaras din: Bez' int ar re a zo deuet eus an trubuilh bras, gwalc'het o deus o saeoù ha gwennet anezho e gwad an Oan.
Reve BretonNT 7:15  Dre-se emaint dirak tron Doue hag e servijont anezhañ deiz ha noz en e dempl. An hini a zo azezet war an tron a chomo en o-zouez,
Reve BretonNT 7:16  n'o devo ken naon, n'o devo ken sec'hed, an heol ne skoio ken warno na tommder ebet,
Reve BretonNT 7:17  rak an Oan a zo e-kreiz an tron o mesaio hag o degaso da vammennoù dour ar vuhez, ha Doue a sec'ho pep daeraouenn eus o daoulagad.
Chapter 8
Reve BretonNT 8:1  Pa zigoras ar seizhvet siell, e voe graet ur sioulded vras en neñv e-pad war-dro un hanter-eur.
Reve BretonNT 8:2  Hag e welis ar seizh ael en em zalc'h dirak Doue, hag e voe roet dezho seizh trompilh.
Reve BretonNT 8:3  Un ael all a zeuas hag en em zalc'has tost d'an aoter, gant un ezañsouer aour. Roet e voe dezhañ kalz a c'hwezh-vat da ginnig gant pedennoù an holl sent war an aoter aour a zo dirak an tron.
Reve BretonNT 8:4  Moged ar c'hwezh-vat gant pedennoù ar sent a bignas eus dorn an ael dirak Doue.
Reve BretonNT 8:5  An ael a gemeras an ezañsouer, a leunias anezhañ gant tan eus an aoter hag a daolas anezhañ war an douar. Hag e voe mouezhioù, kurunoù, luc'hed hag ur c'hren-douar.
Reve BretonNT 8:6  Ar seizh ael a oa ar seizh trompilh ganto en em brientas da seniñ.
Reve BretonNT 8:7  An hini kentañ a sonas, hag e voe ur grizilh hag un tan mesket gant gwad o kouezhañ war an douar. An deirvet lodenn eus ar gwez a voe devet hag an holl c'heot glas a voe devet.
Reve BretonNT 8:8  An eilvet ael a sonas, hag e voe stlapet er mor evel ur menez bras tanet holl. An deirvet lodenn eus ar mor a voe troet e gwad,
Reve BretonNT 8:9  an deirvet lodenn eus ar grouadurien a oa er mor hag o doa buhez a varvas, hag an deirvet lodenn eus al listri a voe kollet.
Reve BretonNT 8:10  An trede ael a sonas, hag e kouezhas eus an neñv ur steredenn vras leskidik evel ur c'houlaouenn-dan, hag e kouezhas war an deirvet lodenn eus ar stêrioù ha war ar mammennoù-dour.
Reve BretonNT 8:11  Anv ar steredenn-se a zo Huelenn-c'hwerv. An deirvet lodenn eus an doureier a voe troet en huelenn-c'hwerv hag un niver bras a dud a varvas dre an doureier abalamour ma oant deuet da vezañ c'hwerv.
Reve BretonNT 8:12  Ar pevare ael a sonas, hag an deirvet lodenn eus an heol a voe skoet, an deirvet lodenn eus al loar hag an deirvet lodenn eus ar stered, en hevelep doare ma voe an deirvet lodenn teñvalaet, ma kollas an deiz an deirvet lodenn eus e sklêrijenn kenkoulz hag an noz.
Reve BretonNT 8:13  Me a welas hag a glevas un ael a nije dre greiz an neñv, o lavarout gant ur vouezh kreñv: Gwalleur, gwalleur, gwalleur d'an dud a chom war an douar, abalamour da son trompilhoù an tri ael a dle c'hoazh seniñ!
Chapter 9
Reve BretonNT 9:1  Ar pempvet ael a sonas, hag e welis ur steredenn a oa kouezhet eus an neñv war an douar. Alc'houez puñs an donder a voe roet dezhañ,
Reve BretonNT 9:2  hag e tigoras puñs an donder, hag e savas eus ar puñs ur vogedenn evel mogedenn ur fornez vras. An heol hag an aer a voe teñvalaet gant mogedenn ar puñs.
Reve BretonNT 9:3  Kilheien-raden en em stlabezas war an douar eus ar vogedenn; roet e voe dezho ur galloud heñvel ouzh hini kruged an douar.
Reve BretonNT 9:4  Lavaret e voe dezho tremen hep ober droug da c'heot an douar, na da c'hlazenn ebet, na da wezenn ebet, met hepken d'an dud n'o deus ket siell Doue war o zalioù.
Reve BretonNT 9:5  Roet e voe dezho ar galloud, nann d'o lazhañ, met d'o heskinañ e-pad pemp miz, hag o foan a oa evel poan ar c'hrug pa flemm un den.
Reve BretonNT 9:6  En deizioù-se an dud a glasko ar marv ha ne gavint ket anezhañ, fellout a raio dezho mervel hag ar marv a dec'ho diouto.
Reve BretonNT 9:7  Ar c'hilheien-se a oa heñvel ouzh kezeg fichet a-benn an emgann. Bez' e oa war o fennoù kurunennoù heñvel ouzh aour hag o dremmoù a oa evel dremmoù tud.
Reve BretonNT 9:8  Blev o doa evel blev gwragez hag o dent a oa evel dent leoned.
Reve BretonNT 9:9  Hobregonoù o doa evel hobregonoù houarn ha trouz o divaskell a oa evel trouz kirri gant kalz a gezeg a red d'an emgann.
Reve BretonNT 9:10  Lostoù o doa evel re ar c'hruged hag en o lostoù e oa broudoù. O galloud a oa da noazout d'an dud e-pad pemp miz.
Reve BretonNT 9:11  Ur roue o doa warno, ael an donder, galvet en hebraeg Abaddon hag e gresianeg Apollion (= distrujer).
Reve BretonNT 9:12  Ar c'hentañ gwalleur a zo tremenet. Setu, dont a ra c'hoazh daou walleur all goude kement-se.
Reve BretonNT 9:13  Ar c'hwec'hvet ael a sonas, hag e klevis ur vouezh a zeue eus pevar c'horn an aoter aour a zo dirak Doue,
Reve BretonNT 9:14  o lavarout d'ar c'hwec'hvet ael en doa an drompilh: Diere ar pevar ael a zo ereet war ar stêr vras Eufratez.
Reve BretonNT 9:15  Hag e voe diereet ar pevar ael a oa prest evit an eur, an deiz, ar miz hag ar bloaz, da lazhañ an deirvet lodenn eus an dud.
Reve BretonNT 9:16  Niver marc'hegerien an arme en em save da zaou zekviliad a zekviliadoù (= daout c'hant milion), klevout a ris an niver anezho.
Reve BretonNT 9:17  Evel-se e welis ar c'hezeg er weledigezh, hag ar re a oa azezet warno o doa hobregonoù a liv tan, pour-bran ha soufr. Pennoù ar c'hezeg a oa evel pennoù leoned, hag eus o genoù e teue tan, moged ha soufr.
Reve BretonNT 9:18  An deirvet lodenn eus an dud a voe lazhet gant an tri dra-se, gant an tan, gant ar moged ha gant ar soufr a zeue eus o genoù.
Reve BretonNT 9:19  Rak o galloud a oa en o genoù hag en o lostoù; o lostoù a oa heñvel ouzh naered hag o doa pennoù, ha dre ar re-mañ eo e raent droug.
Reve BretonNT 9:20  Ar peurrest eus an dud, ar re ne voent ket lazhet gant ar goulioù-mañ, n'o doe ket keuz eus oberoù o daouarn evit paouez da azeuliñ an diaouled hag an idoloù aour, arc'hant, arem, maen ha koad, na c'hellont na gwelout, na klevout, na kerzhout.
Reve BretonNT 9:21  N'o doe ket keuz eus o muntroù, nag eus o sorserezhioù, nag eus o hudurnez, nag eus o laeroñsioù.
Chapter 10
Reve BretonNT 10:1  Gwelout a ris un ael all galloudek a ziskenne eus an neñv, gwisket gant ur goabrenn. Bez' e oa ur wareg-c'hlav a-us d'e benn, e zremm a oa evel an heol hag e dreid evel peulioù tan.
Reve BretonNT 10:2  Derc'hel a rae en e zorn ul levr bihan digor. Lakaat a reas e droad dehou war ar mor hag e hini kleiz war an douar,
Reve BretonNT 10:3  hag e krias gant ur vouezh kreñv evel ul leon pa yud. Pa grias, ar seizh kurun a roas da glevout o mouezh.
Reve BretonNT 10:4  P'o doe ar seizh kurun lakaet o mouezh da vezañ klevet, ez aen da skrivañ, met e klevis ur vouezh o tont eus an neñv a lavare din: Siell an traoù o deus ar seizh kurun lavaret ha na skriv ket anezho.
Reve BretonNT 10:5  An ael am boa gwelet oc'h en em zerc'hel war ar mor ha war an douar a savas e zorn etrezek an neñv
Reve BretonNT 10:6  hag a douas dre an hini a vev e kantvedoù ar c'hantvedoù, hag en deus krouet an neñv hag an traoù a zo ennañ, an douar hag an traoù a zo warnañ, ar mor hag an traoù a zo ennañ, penaos ne vo ken a amzer,
Reve BretonNT 10:7  met en deizioù ma vo klevet mouezh ar seizhvet ael, pa grogo gant seniñ, mister Doue a vo peurc'hraet, evel m'en doa disklêriet d'e servijerien ar brofeded.
Reve BretonNT 10:8  Ar vouezh am boa klevet eus an neñv a gomzas din a-nevez hag a lavaras: Kae, kemer al levr bihan a zo digor e dorn an ael en em zalc'h war ar mor ha war an douar.
Reve BretonNT 10:9  Mont a ris etrezek an ael hag e lavaris dezhañ: Ro din al levr bihan. Hag e lavaras din: Kemer ha lonk anezhañ, leuniañ a raio da vouzelloù a c'hwervder, met e-barzh da c'henoù e vo dous evel mel.
Reve BretonNT 10:10  Kemer a ris al levr bihan eus dorn an ael hag e lonkis anezhañ. Dous e voe em genoù evel mel, met pa em boe e lonket, va bouzelloù a voe leuniet a c'hwervder.
Reve BretonNT 10:11  Neuze e lavaras din: Ret eo dit diouganañ c'hoazh war un niver bras a bobloù, a vroadoù, a yezhoù hag a rouaned.
Chapter 11
Reve BretonNT 11:1  Roet e voe din ur walenn (~ 3 m) heñvel ouzh ur wialenn, hag an ael en em ziskouezas hag a lavaras: Sav ha muzul templ Doue, an aoter hag ar re a azeul eno.
Reve BretonNT 11:2  Lez ar porzh a zo a-ziavaez an templ ha na vuzul ket anezhañ, rak roet eo bet d'ar broadoù. Int a vac'ho gant o zreid ar gêr santel e-pad daou viz ha daou-ugent.
Reve BretonNT 11:3  Me a roio galloud da'm daou dest hag e tiouganint, gwisket gant seier, e-pad mil daou c'hant ha tri-ugent devezh.
Reve BretonNT 11:4  Ar re-se eo an div olivezenn hag an daou gantolor en em zalc'h dirak Doue an douar.
Reve BretonNT 11:5  Mar fell da unan bennak ober droug dezho, e teuio eus o genoù un tan a lonko o enebourien, rak mar fell da unan bennak ober droug dezho, e ranko bezañ lazhet en doare-se.
Reve BretonNT 11:6  Ar galloud o deus da serriñ an neñv evit na raio ket a c'hlav e-pad ma tiouganint, hag ar galloud o deus da dreiñ an doureier e gwad ha da skeiñ an douar a bep seurt goulioù bep gwech ma fello dezho.
Reve BretonNT 11:7  Ha p'o devo peurc'hraet o zesteni, al loen hag a sav eus an donder a raio ar brezel dezho, o zrec'ho hag o lazho.
Reve BretonNT 11:8  O c'horfoù marv a vo war blasenn ar gêr vras, a vez anvet en ur ster speredel Sodom hag Ejipt, e-lec'h ma'z eo bet hon Aotrou staget ouzh ar groaz.
Reve BretonNT 11:9  Tud a-douez pep pobl, pep meuriad, pep yezh ha pep broad, a welo o c'horfoù e-pad tri devezh hanter, ha ne lezint ket o lakaat er bez.
Reve BretonNT 11:10  Tud an douar en em laouenaio diwar o fenn hag en em roio d'al levenez, hag e kasint profoù an eil d'egile abalamour m'o devo an daou brofed-se trubuilhet tud an douar.
Reve BretonNT 11:11  Goude an tri devezh hanter-se, ar Spered a vuhez kaset gant Doue a yeas enno hag ec'h adsavjont war o zreid; un aon bras a grogas er re a welas anezho.
Reve BretonNT 11:12  Ur vouezh kreñv a glevjont eus an neñv, a lavare dezho: Pignit amañ. Hag e pignjont en neñv en ur goabrenn hag o enebourien a welas anezho.
Reve BretonNT 11:13  D'an eur-se e c'hoarvezas ur c'hren-douar bras hag an dekvet lodenn eus ar gêr a gouezhas. Seizh mil den a voe lazhet gant ar c'hren-douar, ar re all a voe spouronet hag a roas gloar da Zoue an neñv.
Reve BretonNT 11:14  An eil gwalleur a zo tremenet. Setu, an trede gwalleur a zeuio prest.
Reve BretonNT 11:15  Ar seizhvet ael a sonas, ha mouezhioù kreñv a voe klevet en neñv o lavarout: Rouantelezhioù ar bed a zo lakaet dindan galloud hon Aotrou hag e Grist. Eñ a reno e kantvedoù ar c'hantvedoù.
Reve BretonNT 11:16  Ar pevar henaour warn-ugent azezet war o zronioù dirak Doue a gouezhas war o dremm hag a azeulas Doue,
Reve BretonNT 11:17  o lavarout: Ni a drugareka ac'hanout, Aotrou Doue holl-c'halloudek, an hini a zo hag a oa hag a zeu, dre ma ec'h eus kemeret da c'halloud bras en da zorn ha dre ma'z out aet en da ren.
Reve BretonNT 11:18  Ar broadoù a zo taeret ha da gounnar a zo deuet, kenkoulz hag an amzer da varn ar re varv, da c'hopraat da servijerien ar brofeded, ar sent hag ar re a zouj da anv, bihan ha bras, ha da zistrujañ ar re a zistruj an douar.
Reve BretonNT 11:19  Templ Doue a zigoras en neñv hag arc'h e emglev en em ziskouezas en e dempl. Bez' e voe luc'hed, mouezhioù, kurunoù, ur c'hren-douar hag ur grizilh bras.
Chapter 12
Reve BretonNT 12:1  Ur sin bras a voe gwelet en neñv: ur wreg gwisket gant an heol, hag al loar dindan he zreid, ha war he fenn ur gurunenn a zaouzek steredenn.
Reve BretonNT 12:2  Brazez e oa hag e krie, o vezañ er poanioù hag o c'houzañv gwentloù ar gwilioud.
Reve BretonNT 12:3  Ur sin all a voe gwelet c'hoazh en neñv. Setu, un aerouant bras a liv tan o kaout seizh penn ha dek korn, ha war e bennoù seizh talgen.
Reve BretonNT 12:4  E lost a stleje an deirvet lodenn eus stered an neñv hag a daolas anezho war an douar. An aerouant a chomas en e sav dirak ar wreg a oa prest da wilioudiñ evit lonkañ he bugel pa vije ganet ganti.
Reve BretonNT 12:5  Hi a c'hanas ur mab, ur paotr a dlee gouarn an holl vroadoù gant ur wialenn houarn, hag he bugel a oa savet etrezek Doue hag etrezek e dron.
Reve BretonNT 12:6  Ar wreg a dec'has el lec'h distro en ul lec'h kempennet dezhi gant Doue, evit bezañ maget eno e-pad mil daou c'hant tri-ugent devezh.
Reve BretonNT 12:7  Un emgann a c'hoarvezas en neñv. Mikael hag e aeled a stourmas a-enep an aerouant. Hag an aerouant a stourmas gant e aeled,
Reve BretonNT 12:8  met ne voent ket ar c'hreñvañ hag ne voe mui kavet a lec'h evito en neñv.
Reve BretonNT 12:9  An aerouant bras a voe taolet kuit, an naer gozh anvet an diaoul ha Satan, an hini a douell ar bed holl, taolet e voe war an douar hag e aeled a voe taolet gantañ.
Reve BretonNT 12:10  Hag e klevis ur vouezh kreñv a lavare en neñv: Bremañ eo deuet silvidigezh, nerzh ha rouantelezh hon Doue, ha galloud e Grist, rak tamaller hor breudeur a zo bet taolet kuit, an hini o zamalle noz ha deiz dirak dremm hon Doue.
Reve BretonNT 12:11  Trec'het o deus anezhañ dre wad an Oan ha dre ar ger o deus rentet testeni drezañ, ha n'o deus ket karet o buhez en tu all d'ar marv.
Reve BretonNT 12:12  Dre-se en em laouenait, neñvoù, ha c'hwi a chom enno. Gwalleur d'an dud a chom war an douar ha war ar mor, rak an diaoul a zo diskennet war-zu ennoc'h gant ur fulor vras hag o c'houzout n'en deus nemet nebeud amzer.
Reve BretonNT 12:13  Pa welas an aerouant e oa bet taolet war an douar, e redas war-lerc'h ar wreg he doa ganet ar mab.
Reve BretonNT 12:14  Divaskell an erer bras a voe roet d'ar wreg evit ma c'hellfe nijal d'al lec'h distro, en he lec'h hec'h-unan ma tle bezañ maget un amzer hag amzerioù hag un hanter-amzer, pell a-zirak an naer.
Reve BretonNT 12:15  An naer a daolas eus he genoù dour evel ur stêr war-lerc'h ar wreg, evit stlejañ anezhi gant ar stêr.
Reve BretonNT 12:16  An douar a sikouras ar wreg, hag an douar a zigoras e c'henoù hag a lonkas ar stêr en doa an aerouant taolet eus e c'henoù.
Reve BretonNT 12:17  An aerouant en em fuloras a-enep ar wreg. Mont a reas d'ober brezel d'ar peurrest eus he lignez, d'ar re a vir gourc'hemennoù Doue hag o deus testeni Jezuz-Krist.
Chapter 13
Reve BretonNT 13:1  En em zalc'his em sav war draezh ar mor, hag e welis o sevel eus ar mor ul loen en doa seizh penn ha dek korn, war e gerniel dek talgen ha war e bennoù un anv a vallozh.
Reve BretonNT 13:2  Al loen a welis a oa heñvel ouzh ul loupard, e dreid a oa evel re un arzh, e c'henoù evel genoù ul leon. An aerouant a roas dezhañ e nerzh, e dron hag ur galloud bras.
Reve BretonNT 13:3  Gwelout a ris unan eus e bennoù evel gouliet d'ar marv, met ar gouli marvus-se a oa yac'haet hag an holl douar a oa en estlamm oc'h heuliañ al loen.
Reve BretonNT 13:4  Azeuliñ a rejont an aerouant en doa roet galloud d'al loen, hag ec'h azeuljont al loen o lavarout: Piv a zo heñvel ouzh al loen ha piv a c'hello en em gannañ outañ?
Reve BretonNT 13:5  Roet e voe dezhañ ur genoù a lavare traoù bras ha mallozhioù, ha roet e voe dezhañ ar galloud d'oberiañ e-pad daou viz ha daou-ugent.
Reve BretonNT 13:6  Digor a reas e c'henoù evit mallozhiñ a-enep Doue, evit mallozhiñ a-enep e anv hag e dabernakl, hag a-enep ar re a chom en neñv.
Reve BretonNT 13:7  Roet e voe dezhañ ar galloud d'ober brezel ouzh ar sent ha d'o zrec'hiñ. Hag e voe roet dezhañ ar galloud war bep meuriad, bep yezh ha bep broad.
Reve BretonNT 13:8  Ar re holl a chom war an douar a azeulo anezhañ, ar re n'eo ket skrivet o anvioù adalek krouidigezh ar bed el levr a vuhez eus an Oan a zo bet lakaet d'ar marv.
Reve BretonNT 13:10  Mar kas unan bennak e sklaverezh, e yelo e sklaverezh. Mar lazh unan bennak gant ar c'hleze, eo ret e vo lazhet gant ar c'hleze. Amañ emañ pasianted ha feiz ar sent.
Reve BretonNT 13:11  Gwelout a ris o sevel eus an douar ul loen all, a oa dezhañ daou gorn heñvel ouzh re un oan hag a gomze evel un aerouant.
Reve BretonNT 13:12  Diskouez a reas holl c'halloud al loen kentañ dirazañ, hag e lakaas an douar hag ar re a chome warnañ da azeuliñ al loen kentañ a zo bet yac'haet dezhañ e c'houli marvus.
Reve BretonNT 13:13  Ober a reas burzhudoù bras, zoken betek lakaat an tan da ziskenn eus an neñv war an douar dirak an dud.
Reve BretonNT 13:14  Touellañ a reas ar re a chome war an douar dre ar burzhudoù a oa bet roet dezhañ d'ober dirak al loen, o lavarout da dud an douar ober ur skeudenn d'al loen, an hini a oa c'hoazh bev goude bezañ resevet an taol digant ar c'hleze.
Reve BretonNT 13:15  Roet e voe dezhañ ar galloud da reiñ ur spered da skeudenn al loen, evit ma vije gouest skeudenn al loen da gomz ha da lakaat d'ar marv ar re holl n'azeuljent ket skeudenn al loen.
Reve BretonNT 13:16  Lakaat a ra an holl, bihan ha bras, pinvidik ha paour, frank ha sklav, da gemer ur merk en o dorn dehou pe war o zal.
Reve BretonNT 13:17  Ha den ne c'hello na prenañ na gwerzhañ nemet an hini en devo ar merk, pe an anv eus al loen, pe an niver eus e anv.
Reve BretonNT 13:18  Amañ emañ ar furnez. An hini en deus skiant, ra gonto niver al loen, rak un niver a zen eo. E niver a zo c'hwec'h kant c'hwec'h ha tri-ugent.
Chapter 14
Reve BretonNT 14:1  Me a sellas ha setu, an Oan en em zalc'he war Venez Sion, ha gantañ kant pevar mil ha daou-ugent a dud o doa anv e Dad skrivet war o zalioù.
Reve BretonNT 14:2  Klevout a ris ur vouezh o tont eus an neñv, evel ar vouezh eus kalz a zoureier hag evel ar vouezh eus ur c'hurun bras, hag e klevis ur vouezh a delennerien o stekiñ ouzh o zelennoù.
Reve BretonNT 14:3  Int a gane evel ur c'hantik nevez dirak an tron ha dirak ar pevar bev hag an henaourien. Ha den ne c'helle deskiñ ar c'hantik nemet ar c'hant pevar mil ha daou-ugent a zo bet dasprenet eus an douar.
Reve BretonNT 14:4  Ar re mañ eo ar re n'int ket en em saotret gant gwragez rak gwerc'h int. Ar re-mañ eo ar re a heuilh an Oan e lec'h bennak ma'z a. Ar re-mañ eo ar re a zo bet dasprenet a-douez an dud, evel frouezh kentañ evit Doue hag evit an Oan.
Reve BretonNT 14:5  N'eus ket bet kavet a c'haou en o genoù, rak didarch int dirak tron Doue.
Reve BretonNT 14:6  Gwelout a ris un ael all a nije e-kreiz an neñv, o tougen an Aviel peurbadus evit e brezeg d'ar re a chom war an douar, da bep broad, da bep meuriad, da bep yezh ha da bep pobl.
Reve BretonNT 14:7  Gant ur vouezh kreñv e lavare: Doujit Doue ha roit gloar dezhañ, rak eur e varnedigezh a zo deuet; azeulit an hini en deus graet an neñv, an douar, ar mor ha mammennoù an doureier.
Reve BretonNT 14:8  Un ael all a heulie o lavarout: Kouezhet eo, kouezhet eo, Babilon ar gêr vras, abalamour m'he deus roet da evañ d'an holl vroadoù eus gwin fulor he gastaouerezh.
Reve BretonNT 14:9  Un trede ael a heulie anezho o lavarout gant ur vouezh kreñv: Mar azeul unan bennak al loen hag e skeudenn, ha mar kemer ur merk war e dal pe en e zorn,
Reve BretonNT 14:10  ec'h evo ivez gwin fulor Doue, gwin digemmesk kempennet e hanaf e gounnar, hag ec'h estrenvano en tan hag er soufr dirak an aeled santel ha dirak an Oan.
Reve BretonNT 14:11  Moged o estrenvan a sav e kantvedoù ar c'hantvedoù, n'o deus diskuizh ebet, na deiz na noz, ar re a azeul al loen hag e skeudenn, ha piv bennak a gemer merk e anv.
Reve BretonNT 14:12  Amañ emañ pasianted ar sent, amañ emañ ar re a vir gourc'hemennoù Doue ha feiz Jezuz.
Reve BretonNT 14:13  Klevout a ris ur vouezh o tont eus an neñv a lavare din: Skriv: Eürus diwar vremañ ar re varv hag a varv en Aotrou. Ya, eme ar Spered, evit ma tiskuizhint eus o labourioù, rak o oberoù a heuilh anezho.
Reve BretonNT 14:14  Me a sellas ha setu, e oa ur goabrenn wenn, ha war ar goabrenn unan bennak azezet a oa heñvel ouzh Mab an den, o kaout war e benn ur gurunenn aour hag en e zorn ur falc'h lemm.
Reve BretonNT 14:15  Un ael all a yeas kuit eus an templ, o krial gant ur vouezh kreñv d'an hini a oa azezet war ar goabrenn: Taol da falc'h ha med, an amzer da vediñ a zo deuet evidout rak eost an douar a zo darev.
Reve BretonNT 14:16  An hini a oa azezet war ar goabrenn a daolas e falc'h war an douar, hag an douar a voe medet.
Reve BretonNT 14:17  Un ael all a yeas kuit eus an templ a zo en neñv, o kaout ivez ur falc'h lemm.
Reve BretonNT 14:18  Dont a reas kuit eus an aoter un ael all, en doa galloud war an tan, hag e krias gant ur vouezh uhel d'an hini en doa ar falc'h lemm, o lavarout: Taol da falc'h lemm ha dastum ar blokadoù rezin eus gwinienn an douar, rak ar rezin anezho a zo darev.
Reve BretonNT 14:19  An ael a daolas e falc'h war an douar, a zastumas rezin gwinienn an douar hag o zaolas e beol vras kounnar Doue.
Reve BretonNT 14:20  Ar veoliad a voe gwasket er-maez eus kêr, ha gwad a zeuas kuit eus ar veol betek bridoù ar c'hezeg, war un astennidigezh a vil c'hwec'h kant stadenn (~ 300 km).
Chapter 15
Reve BretonNT 15:1  Gwelout a ris en neñv ur sin all bras ha souezhus: seizh ael a zalc'he ar seizh gouli diwezhañ, rak drezo eo kaset da benn kounnar Doue.
Reve BretonNT 15:2  Gwelout a ris ivez evel ur mor gwer mesket gant tan, hag ar re o doa trec'het al loen, e skeudenn, e verk ha niver e anv, en em zalc'he war ar mor gwer hag o doa telennoù Doue ganto.
Reve BretonNT 15:3  Int a ganent kantik Moizez, servijer Doue, ha kantik an Oan, o lavarout: Da oberoù a zo bras ha souezhus, Aotrou Doue holl-c'halloudek! Da hentoù a zo reizh ha gwirion, Roue ar sent!
Reve BretonNT 15:4  Piv na zoujfe ket dit, Aotrou, ha na rofe ket gloar da'z anv? Rak te eo ar Sant hepken. An holl vroadoù a zeuio hag a blego d'an daoulin dirazout, dre ma'z eo bet da varnedigezhioù disklêriet.
Reve BretonNT 15:5  Goude-se e sellis ha setu, templ tabernakl an Testeni a oa digoret en neñv.
Reve BretonNT 15:6  Ar seizh ael a zalc'he ar seizh gouli a zeuas er-maez eus an templ, gwisket gant lin glan ha lugernus ha gourizet en-dro d'o dardreiz gant gourizoù aour.
Reve BretonNT 15:7  Unan eus ar pevar bev a roas d'ar seizh ael seizh hanaf aour, leuniet gant kounnar an Doue a vev e kantvedoù ar c'hantvedoù.
Reve BretonNT 15:8  An templ a voe leuniet gant moged o tont eus gloar Doue hag eus e c'halloud. Den ne c'helle mont en templ ken na vije peurc'hraet seizh gouli ar seizh ael.
Chapter 16
Reve BretonNT 16:1  Klevout a ris ur vouezh kreñv a zeue eus an templ hag a lavaras d'ar seizh ael: It ha skuilhit war an douar an hanafoù eus kounnar Doue.
Reve BretonNT 16:2  Ar c'hentañ ael a yeas hag a skuilhas e hanaf war an douar. An dud o doa merk al loen hag ar re a azeule e skeudenn a voe skoet gant ur gouli drouk ha poanius.
Reve BretonNT 16:3  An eilvet ael a skuilhas e hanaf er mor. Dont a reas evel gwad un den marv. Kement en doa buhez er mor a varvas.
Reve BretonNT 16:4  An trede ael a skuilhas e hanaf war ar stêrioù ha war mammennoù an doureier. Troet e voent e gwad.
Reve BretonNT 16:5  Hag e klevis ael an doureier o lavarout: Te a zo reizh, Aotrou, an hini a zo hag a oa hag a vo, abalamour ma ec'h eus barnet kement-se.
Reve BretonNT 16:6  Rak skuilhet o deus gwad ar sent hag ar brofeded, hag ec'h roet eus dezho gwad da evañ. Henn meritout a reont.
Reve BretonNT 16:7  Klevout a ris unan all eus kostez an aoter o lavarout: Ya, Aotrou Doue holl-c'halloudek, da varnedigezhioù a zo gwirion ha reizh.
Reve BretonNT 16:8  Ar pevare ael a skuilhas e hanaf war an heol. Roet e voe dezhañ ar galloud da zeviñ an dud dre an tan.
Reve BretonNT 16:9  An dud a voe devet gant un tommder bras. An dud a vallozhjont anv Doue, an hini en deus galloud war ar goulioù-se, ha n'o deus ket keuz evit reiñ gloar dezhañ.
Reve BretonNT 16:10  Ar pempvet ael a skuilhas e hanaf war dron al loen. E rouantelezh a zeuas leun a deñvalijenn hag an dud en em grogas en o zeodoù gant ar boan.
Reve BretonNT 16:11  An dud a vallozhjont Doue an neñv abalamour d'o glac'haroù ha d'o goulioù, ha n'o deus ket keuz eus o oberoù.
Reve BretonNT 16:12  Ar c'hwec'hvet ael a skuilhas e hanaf war ar stêr vras Eufratez. He dour a sec'has evit kempenn an hent da rouaned ar sav-heol.
Reve BretonNT 16:13  Gwelout a ris o vont kuit eus genoù an aerouant, eus genoù al loen hag eus genoù e fals-profed, tri spered hudur heñvel ouzh gleskered.
Reve BretonNT 16:14  Rak speredoù diaouled eo, a ra burzhudoù hag a ya etrezek rouaned an douar hag ar bed holl, d'o dastum evit emgann deiz bras an Doue holl-c'halloudek.
Reve BretonNT 16:15  Setu, e teuan evel ul laer. Eürus an hini a veilh hag a ziwall e zilhad, evit na gerzho ket en noazh ha na vo ket gwelet e vezh.
Reve BretonNT 16:16  Hag e tastumas anezho en ul lec'h a zo anvet en hebraeg Harmagedon.
Reve BretonNT 16:17  Ar seizhvet ael a skuilhas e hanaf en aer. Ur vouezh kreñv a zeuas eus templ an neñv, eus an tron, o lavarout: Graet eo a gement-se!
Reve BretonNT 16:18  Bez' e voe mouezhioù, kurunoù, luc'hed hag ur c'hren-douar bras, ur c'hren-douar ken bras ha na voe biskoazh un hevelep abaoe ma ez eus tud war an douar.
Reve BretonNT 16:19  Ar gêr vras a voe lodennet e teir lodenn ha kêrioù ar broadoù a voe diskaret. Doue en doe soñj eus Babilon vras evit reiñ dezhi hanaf gwin e gounnar daer.
Reve BretonNT 16:20  An holl inizi a dec'has hag ar menezioù ne voent kavet ken.
Reve BretonNT 16:21  Hag e kouezhas eus an neñv war an dud ur grizilh bras, ken pounner hag un talant (~ 30 kg) pep grizilhenn. An dud a vallozhas Doue abalamour da c'houli ar grizilh, rak ar gouli-se a voe bras-meurbet.
Chapter 17
Reve BretonNT 17:1  Unan eus ar seizh ael o doa ar seizh hanaf a zeuas hag a gomzas ouzhin, o lavarout: Deus, hag e tiskouezin dit barnedigezh ar c'hast vras a zo azezet war galz a zoureier.
Reve BretonNT 17:2  Rouaned an douar o deus graet gastaouerezh ganti, ha mezvet he deus ar re a chom war an douar gant gwin he gastaouerezh.
Reve BretonNT 17:3  Eñ a gasas ac'hanon er spered en ul lec'h distro. Hag e welis ur wreg azezet war ul loen a liv tane, leun a anvioù a vallozh, o kaout seizh penn ha dek korn.
Reve BretonNT 17:4  Ar wreg a oa gwisket gant limestra ha tane, kinklet gant aour, gant mein prizius ha gant perlez. Derc'hel a rae en he dorn un hanaf aour, leun a draoù euzhus hag a hudurniezh he gastaouerezh.
Reve BretonNT 17:5  War he zal e oa skrivet un anv: Mister, Babilon vras, mamm ar gadalezed ha traoù euzhus an douar.
Reve BretonNT 17:6  Gwelout a ris ar wreg mezvet gant gwad ar sent ha gant gwad merzherien Jezuz, hag e krogas ur souezh vras ennon o welout anezhi.
Reve BretonNT 17:7  Neuze an ael a lavaras din: Perak ez out souezhet? Me a lavaro dit mister ar wreg hag al loen a zoug anezhi, en deus seizh penn ha dek korn.
Reve BretonNT 17:8  Al loen ac'h eus gwelet a zo bet ha n'emañ ken. Dleout a ra sevel eus an donder ha mont er gollidigezh. Ar re a chom war an douar ha n'eo ket bet skrivet o anvioù el levr a vuhez adalek krouidigezh ar bed a vo souezhet o welout al loen, rak bet e oa ha n'emañ ken, petra bennak ma'z emañ c'hoazh.
Reve BretonNT 17:9  Amañ emañ ar skiant he deus furnez. Ar seizh penn a zo seizh menez ma'z eo azezet ar wreg warno.
Reve BretonNT 17:10  Bez' int ivez seizh roue. Pemp a zo kouezhet, unan a zo bev, hag egile n'eo ket c'hoazh deuet ha, pa vo deuet, ne dle ket padout pell.
Reve BretonNT 17:11  Al loen a oa ha n'emañ ken, a zo e-unan un eizhvet roue, emañ eus ar seizh ha mont a ra da goll.
Reve BretonNT 17:12  An dek korn ac'h eus gwelet a zo dek roue n'o deus ket resevet c'hoazh ar rouantelezh, met o devo ar galloud evel rouaned evit un eur gant al loen.
Reve BretonNT 17:13  An hevelep menoz o deus hag e roint o nerzh hag o galloud d'al loen.
Reve BretonNT 17:14  Stourm a raint a-enep an Oan hag an Oan o zrec'ho, abalamour ma'z eo Aotrou an aotrounez ha Roue ar rouaned, hag ar re a zo gantañ eo ar re c'halvet ar re zibabet hag ar re feal.
Reve BretonNT 17:15  Lavarout a reas din: An doureier ac'h eus gwelet, ma'z eo azezet ar c'hast warno, a zo pobloù, engroezioù, broadoù ha yezhoù.
Reve BretonNT 17:16  An dek korn ac'h eus gwelet d'al loen a gasaio ar c'hast, he glac'haro, he diwisko, a zebro he c'hig hag he c'haso da netra gant an tan.
Reve BretonNT 17:17  Rak Doue en deus lakaet en o c'halonoù da gas da benn e venoz ha da gaout an hevelep menoz, da reiñ o rouantelezh d'al loen betek ma teuio gerioù Doue da vezañ peurc'hraet.
Reve BretonNT 17:18  Ar wreg ac'h eus gwelet eo ar gêr vras a ren war rouaned an douar.
Chapter 18
Reve BretonNT 18:1  Goude-se, e welis o tiskenn eus an neñv un ael all en doa ur galloud bras. An douar a voe sklêrijennet gant e c'hloar.
Reve BretonNT 18:2  Gant ur vouezh kreñv hag uhel e krias o lavarout: Kouezhet eo, kouezhet eo Babilon vras, deuet eo da vezañ ur chomlec'h d'an diaouled, un toull-kuzh da bep spered hudur ha da bep labous dic'hlan hag euzhus.
Reve BretonNT 18:3  Rak an holl vroadoù o deus evet gwin eus fulor he gastaouerezh, rouaned an douar a zo en em c'hastaouet ganti ha marc'hadourien an douar a zo en em binvidikaet eus fonnder he diroll.
Reve BretonNT 18:4  Klevout a ris ur vouezh all o tont eus an neñv a lavare: It kuit eus he c'hreiz, va fobl, gant aon n'ho pefe lod en he fec'hedoù ha n'ho pefe ivez lod en he goulioù,
Reve BretonNT 18:5  rak he fec'hedoù a zo pignet betek an neñv ha Doue en deus bet soñj eus he direizhderioù.
Reve BretonNT 18:6  Grit dezhi evel ma he deus graet deoc'h ha roit dezhi an daougement eus ar pezh he deus graet. En hanaf m'he deus mesket, meskit dezhi an daougement.
Reve BretonNT 18:7  Kement ha ma'z eo en em roet el lorc'h ha ma'z eo en em veuzet er plijadurioù, roit dezhi kement all da c'houzañv a estrenvan hag a c'hlac'har. Pa lavar en he c'halon: Azezet on da rouanez, n'on ket intañvez ha ne welin ket ar c'hañv,
Reve BretonNT 18:8  dre-se, en un hevelep deiz, e teuio he goulioù: ar marv, ar c'hañv hag an naonegezh, hag e vo devet gant an tan. Rak galloudek eo an Aotrou Doue a varn anezhi.
Reve BretonNT 18:9  Rouaned an douar, goude bezañ graet gadaliezh ha bevet er plijadurioù ganti, a ouelo warni hag a skoio war boull o c'halonoù abalamour dezhi pa welint mogedenn hec'h entanadur.
Reve BretonNT 18:10  En em zerc'hel a raint pell gant aon rak hec'h estrenvan, hag e lavarint: Gwalleur! Gwalleur! Kêr vras Babilon, ar gêr c'halloudek-mañ! Rak da varnedigezh a zo deuet en un eur.
Reve BretonNT 18:11  Marc'hadourien an douar a ouelo hag a c'harmo diwar he fenn, rak den na bren ken eus o marc'hadourezhioù,
Reve BretonNT 18:12  marc'hadourezhioù aour, arc'hant, mein prizius, perlez, lin fin, limestra, seiz, tane, pep seurt koad a c'hwezh-vat, pep seurt traoù en olifant, pep seurt traoù e koad gwall brizius, en arem, en houarn hag e marmor,
Reve BretonNT 18:13  kinamom, louzoù-frondus, c'hwezhioù-mat, ezañs, gwin, eoul, flour bleud, ed, chatal, deñved, kezeg, kirri, korfoù hag eneoù tud.
Reve BretonNT 18:14  Ar frouezh a c'hoantae da galon a zo pellaet diouzhit hag an holl draoù flour ha kaer a zo kollet evidout, a-vremañ n'o c'havi ken.
Reve BretonNT 18:15  Marc'hadourien an traoù-se, a oa en em binvidikaet ganti, en em zalc'ho pell gant aon rak hec'h estrenvan, o ouelañ, o c'harmiñ
Reve BretonNT 18:16  hag o lavarout: Gwalleur! Gwalleur! A gêr vras, gwisket gant lin fin, gant limestra ha gant tane, kinklet gant aour, mein prizius ha perlez!
Reve BretonNT 18:17  Rak en un eur kement all a binvidigezhioù a zo bet distrujet. Hag an holl sturierien, ar re holl a zo war al listri, ar vartoloded hag ar re holl a genwerzh war ar mor, en em zalc'he pell;
Reve BretonNT 18:18  o welout mogedenn hec'h entanadur, e krient o lavarout: Peseurt kêr a oa heñvel ouzh ar gêr vras?
Reve BretonNT 18:19  Teurel a raent poultr war o fenn hag, o ouelañ hag o c'harmiñ, e krient o lavarout: Gwalleur! Gwalleur! Ar gêr vras, enni ar re holl o doa listri war ar mor a oa en em binvidikaet dre he fuilhentez! Rak en un eur eo aet da netra.
Reve BretonNT 18:20  Neñv, en em laouena abalamour dezhi, kenkoulz ha c'hwi ebestel ha profeded santel. Rak Doue en deus graet warni barnedigezh hoc'h abeg.
Reve BretonNT 18:21  Un ael galloudek a gemeras ur maen evel ur maen-milin hag a daolas anezhañ er mor, o lavarout: Evel-se e vo taolet d'an traoñ gant buander Babilon, ar gêr vras, ha ne vo kavet ken.
Reve BretonNT 18:22  Sonioù an delennerien, ar vuzikerien, ar fleüterien hag an drompilherien ne vint ken klevet e-barzh da greiz. Micherour ebet a bep seurt micher bennak a c'hell bezañ ne vo kavet ennout. Trouz ar maen-milin ne vo ken klevet ennout.
Reve BretonNT 18:23  Sklêrijenn al lamp ne lugerno ken ennout, ne vo klevet ken ennout na mouezh an ozhac'h na mouezh ar wreg yaouank, rak da varc'hadourien a oa re vras an douar hag an holl vroadoù a zo bet touellet gant da strobinelloù.
Reve BretonNT 18:24  Enni eo bet kavet gwad ar brofeded, ar sent hag ar re holl a zo bet lakaet d'ar marv war an douar.
Chapter 19
Reve BretonNT 19:1  Goude-se, e klevis en neñv evel ur vouezh kreñv o tont eus ur vandenn vras, a lavare: Allelouia! (= meulit an AOTROU) Ar silvidigezh, ar gloar, an enor hag ar galloud d'an Aotrou hon Doue,
Reve BretonNT 19:2  rak e varnedigezhioù a zo gwirion ha reizh, rak barnet en deus ar c'hast vras a vreine an douar dre he loustoni, veñjet en deus gwad e servijerien he doa skuilhet gant he dorn.
Reve BretonNT 19:3  Lavarout a rejont un eilvet gwech: Allelouia! Hag he mogedenn a savas e kantvedoù ar c'hantvedoù.
Reve BretonNT 19:4  Ar pevar henaour warn-ugent hag ar pevar bev en em stouas hag a azeulas Doue azezet war an tron, o lavarout: Amen! Allelouia!
Reve BretonNT 19:5  Ur vouezh a zeuas eus an tron, o lavarout: Meulit hon Doue, c'hwi holl e servijerien, c'hwi a zouj anezhañ, bihan ha bras.
Reve BretonNT 19:6  Klevout a ris evel mouezh ur vandenn vras, evel ar vouezh eus kalz a zoureier hag evel ar vouezh eus kurunoù bras, a lavare: Allelouia! Rak an Aotrou Doue holl-c'halloudek a ren.
Reve BretonNT 19:7  En em laouenaomp, diskouezomp hol levenez ha roomp gloar dezhañ, rak eured an Oan a zo deuet hag e wreg yaouank a zo en em fichet.
Reve BretonNT 19:8  Roet eo bet dezhi d'en em wiskañ gant lin fin, glan, lugernus. Rak al lin fin eo oberoù reizh ar sent.
Reve BretonNT 19:9  Eñ a lavaras din: Skriv: Eürus ar re a zo galvet da bred-eured an Oan. Hag e lavaras din: Ar re-se eo gerioù gwirion Doue.
Reve BretonNT 19:10  Me a gouezhas d'e dreid evit e azeuliñ, met eñ a lavaras din: Diwall d'ober kement-se. Me eo da genseurt er servij hag hini da vreudeur o deus testeni Jezuz. Azeul Doue, rak testeni Jezuz eo ar spered a brofediezh.
Reve BretonNT 19:11  Gwelout a ris an neñv digor ha setu, ur marc'h gwenn en em gavas. An hini a oa pignet warnañ a zo galvet Feal ha Gwirion. Gant reizhder e varn hag e stourm.
Reve BretonNT 19:12  E zaoulagad a zo evel ur flamm-tan, war e benn ez eus meur a gurunenn. Bez' en deus un anv a zo bet skrivet ha den n'anavez anezhañ nemet e-unan.
Reve BretonNT 19:13  Gwisket eo gant ur vantell livet gant gwad. E anv a zo Ger Doue.
Reve BretonNT 19:14  An armeoù a zo en neñv a heulie anezhañ war gezeg gwenn; gwisket e oant gant lin fin, gwenn, glan.
Reve BretonNT 19:15  Eus e c'henoù e teu ur c'hleze lemm evit skeiñ ar broadoù, rak gouarn a raio anezho gant ur wialenn houarn hag e wasko beol gwin kounnar daer an Doue holl-c'halloudek.
Reve BretonNT 19:16  War e vantell ha war e vorzhed e toug un anv skrivet: ROUE AR ROUANED, HAG AOTROU AN AOTROUNEZ.
Reve BretonNT 19:17  Gwelout a ris un ael all en em zalc'he e-barzh an heol. Gant ur vouezh kreñv e krias, o lavarout d'an holl laboused a nije e-kreiz an neñv: Deuit hag en em zastumit evit fest an Doue bras,
Reve BretonNT 19:18  evit debriñ kig ar rouaned, kig ar gabitened, kig ar re c'halloudek, kig ar c'hezeg hag ar re a bign warno, kig an holl dud, frank ha sklav, bihan ha bras.
Reve BretonNT 19:19  Gwelout a ris al loen, rouaned an douar hag o armeoù dastumet evit ober ar brezel d'an hini a oa pignet war ar marc'h ha d'e arme.
Reve BretonNT 19:20  Al loen a voe paket ha gantañ ar fals-profed, eñ hag en doa graet burzhudoù dirazañ hag en doa touellet drezo ar re o doa degemeret merk al loen hag azeulet e skeudenn. O daou e voent taolet bev er stank a dan o teviñ e-barzh ar soufr.
Reve BretonNT 19:21  Ar peurrest a voe lazhet gant ar c'hleze a zeue eus genoù an hini a oa pignet war ar marc'h, hag an holl laboused a voe leuniet gant o c'hig.
Chapter 20
Reve BretonNT 20:1  Gwelout a ris un ael o tiskenn eus an neñv, gantañ alc'houez an donder hag ur chadenn vras en e zorn.
Reve BretonNT 20:2  Eñ a grogas an aerouant, an naer kozh, a zo an diaoul ha Satan, hag ec'h ereas anezhañ evit mil bloavezh.
Reve BretonNT 20:3  Teurel a reas anezhañ en donder hag e serras o lakaat ur siell warnañ, evit na douellje ken ar broadoù betek ma vije tremenet ar mil bloavezh. Goude-se, e tle bezañ diereet evit un nebeud amzer.
Reve BretonNT 20:4  Gwelout a ris tronioù; d'ar re a azezas warno e voe roet galloud da varn. Gwelout a ris eneoù ar re a voe bet dibennet evit testeni Jezuz hag evit ger Doue, ar re n'o doa ket azeulet al loen nag e skeudenn ha n'o doa ket degemeret e verk war o zalioù ha war o daouarn. Hag e vevjont hag e renjont gant Krist e-pad mil bloavezh.
Reve BretonNT 20:5  Ar peurrest eus ar re varv n'advevjont ket ken na voe ar mil bloavezh tremenet. Hounnezh eo ar gentañ adsavidigezh.
Reve BretonNT 20:6  Eürus ha santel an hini en deus lod er gentañ adsavidigezh. An eil marv n'en deus galloud ebet warno, met aberzhourien e vint da Zoue ha da Grist, hag e renint gantañ e-pad mil bloavezh.
Reve BretonNT 20:7  Pa vo ar mil bloavezh tremenet, Satan a vo diereet eus e brizon.
Reve BretonNT 20:8  Dont a raio er-maez da douellañ ar broadoù a zo e pevar c'horn an douar, Gog ha Magog, hag e tastumo anezho evit ar brezel. O niver a zo evel traezh ar mor.
Reve BretonNT 20:9  Pignat a rejont war c'horre an douar, en em lakajont en-dro da gamp ar sent ha d'ar gêr garet-mat. Met un tan a ziskennas digant Doue eus an neñv hag a lonkas anezho.
Reve BretonNT 20:10  An diaoul a douelle anezho a voe taolet er stank a dan hag a soufr, e-lec'h ma edo al loen hag ar fals-profed. Deiz ha noz ec'h estrenvanint evit kantvedoù ar c'hantvedoù.
Reve BretonNT 20:11  Gwelout a ris un tron gwenn hag an hini a oa azezet warnañ. An douar hag an neñv a dec'has kuit a-zirak e zremm, ha lec'h ebet ne voe kavet ken evito.
Reve BretonNT 20:12  Gwelout a ris ar re varv, bras ha bihan, oc'h en em zerc'hel dirak Doue. Levrioù a voe digoret. Hag e voe digoret ul levr all, al levr a vuhez. Ar re varv a voe barnet hervez o oberoù, hervez ar pezh a oa skrivet el levrioù.
Reve BretonNT 20:13  Ar mor a roas ar re varv a oa ennañ, ar marv ha lec'h ar marv a roas ivez ar re varv a oa enno, ha pep hini a voe barnet hervez e oberoù.
Reve BretonNT 20:14  Ar marv ha lec'h ar marv a voe taolet er stank a dan. Hennezh eo an eil varv.
Reve BretonNT 20:15  Piv bennak ne voe ket kavet skrivet el levr a vuhez a voe taolet er stank a dan.
Chapter 21
Reve BretonNT 21:1  Gwelout a ris un neñv nevez hag un douar nevez, rak an neñv kentañ hag an douar kentañ a oa tremenet hag ar mor ne oa ken.
Reve BretonNT 21:2  Ha me Yann, a welas ar gêr santel, ar Jeruzalem nevez, o tiskenn eus an neñv, eus kichen Doue, fichet evel ma'z eo kempennet ur wreg yaouank evit he fried.
Reve BretonNT 21:3  Klevout a ris ur vouezh kreñv o tont eus an neñv a lavare: Setu, emañ tabernakl Doue e-touez an dud. Eñ a chomo ganto, int a vo e bobl, ha Doue e-unan a vo en o zouez, bez' e vo o Doue.
Reve BretonNT 21:4  Doue a sec'ho pep daeraouenn diwar o daoulagad. Ar marv ne vo ken, nag ar c'hañv, na garm, na poan ebet, rak an traoù kentañ a zo tremenet.
Reve BretonNT 21:5  An hini a oa azezet war an tron a lavaras: Setu, e ran an holl draoù nevez. Hag e lavaras din: Skriv, rak ar gerioù-mañ a zo feal ha gwirion.
Reve BretonNT 21:6  Lavarout a reas din: Graet eo. Me eo an Alfa hag an Omega, ar penn-kentañ hag an diwezh. D'an hini en deus sec'hed, e roin evit netra eus mammenn an dour a vuhez.
Reve BretonNT 21:7  An hini a drec'ho en devo an holl draoù da hêrezh. E Zoue e vin hag eñ a vo va mab.
Reve BretonNT 21:8  Met evit ar re zidalvez, ar re ziskredik, ar re euzhus, ar vuntrerien, ar c'hastaouerien, ar strobinellerien, an idolourien hag an holl c'haouiaded, o lod a zo er stank o teviñ gant tan ha soufr, ar pezh a zo an eilvet marv.
Reve BretonNT 21:9  Unan eus ar seizh ael o doa ar seizh hanaf leun gant ar seizh gouli diwezhañ a zeuas da'm c'havout hag a gomzas ouzhin, o lavarout: Deus, me a ziskouezo dit ar bried yaouank, gwreg an Oan.
Reve BretonNT 21:10  Eñ a gasas ac'hanon er spered war ur menez bras hag uhel, hag e tiskouezas din ar gêr vras, ar Jeruzalem santel, a ziskenne eus an neñv eus kichen Doue,
Reve BretonNT 21:11  ha gloar Doue ganti. He sked a oa heñvel ouzh hini ur maen prizius-meurbet, ouzh ur maen-yalp treuzwelus evel strink.
Reve BretonNT 21:12  Bez' e oa ur voger vras hag uhel. Bez' e oa daouzek dor, e-tal an daouzek dor daouzek ael, hag anvioù skrivet warno, bez' e oant anvioù daouzek meuriad mibien Israel.
Reve BretonNT 21:13  Er sav-heol teir dor, en hanternoz teir dor, er c'hreisteiz teir dor, er c'huzh-heol teir dor.
Reve BretonNT 21:14  Moger ar gêr he doa daouzek diazez, ha warno anvioù daouzek abostol an Oan.
Reve BretonNT 21:15  An hini a gomze ouzhin en doa ur walenn (~ 3 m) aour evit muzuliañ ar gêr, he dorojoù hag he moger.
Reve BretonNT 21:16  Ar gêr a zo pevar c'hornek, hag he hirder a zo kevatal d'he ledander. Eñ a vuzulias ar gêr gant ar walenn, daouzek mil stadenn (~ 2.2 km). He hirder, he ledander hag he uhelder a zo kevatal.
Reve BretonNT 21:17  Eñ a vuzulias ar voger, kant pevar ilinad ha daou-ugent (~ 70 m), muzul den, a zo hini an ael.
Reve BretonNT 21:18  Ar voger a oa mañsonet gant maen-yalp, hag ar gêr gant aour glan, heñvel ouzh strink glan.
Reve BretonNT 21:19  Diazezoù moger ar gêr a oa kinklet gant pep seurt mein prizius. Ar c'hentañ diazez a oa a yalp, an eil a safir, an trede a galkedonia, ar pevare a emrodez,
Reve BretonNT 21:20  ar pempvet a sardoniks, ar c'hwec'hvet a agatenn-ruz, ar seizhvet a grizolit, an eizhvet a veril, an navet a dopaz, an dekvet a grizopraz, an unnekvet a zirkon-ruz, an daouzekvet a ametist.
Reve BretonNT 21:21  An daouzek dor a oa daouzek perlezenn. Pep dor a oa eus ur berlezenn hepken, hag al leurgêr a oa en aour glan, heñvel ouzh gwer treuzwelus.
Reve BretonNT 21:22  Ne welis templ ebet enni, rak an Aotrou Doue holl-c'halloudek hag an Oan eo an templ anezhi.
Reve BretonNT 21:23  Ar gêr n'he deus ezhomm nag eus an heol nag eus al loar evit he sklêrijennañ, rak gloar Doue a sklêrijenn anezhi hag an Oan eo he goulaouenn.
Reve BretonNT 21:24  Ar broadoù eus ar re a zo salvet a gerzho diouzh he sklêrijenn. Rouaned an douar a zegas enni o gloar hag o enor.
Reve BretonNT 21:25  He dorojoù ne vint ket serret bemdez, rak ne vo ket a noz eno.
Reve BretonNT 21:27  Ne d-aio e-barzh netra hudur, nag hini eus ar re en em ro d'an euzhusted ha d'ar gaou, met hepken ar re a zo skrivet o anvioù e levr a vuhez an Oan.
Chapter 22
Reve BretonNT 22:1  Eñ a ziskouezas din ur stêr c'hlan eus an dour a vuhez, sklaer evel strink, a zeue eus tron Doue hag an Oan.
Reve BretonNT 22:2  E-kreiz al leurgêr ha war daou gostez ar stêr edo ar wezenn a vuhez a zouge daouzek frouezhenn hag a roe he frouezh bep miz. Delioù ar wezenn a oa evit yac'haat ar broadoù.
Reve BretonNT 22:3  Ne vo mallozh ebet ken. Tron Doue hag an Oan a vo enni, hag e servijerien a servijo anezhañ.
Reve BretonNT 22:5  Ne vo ken a noz, n'o devo ken ezhomm eus lamp nag eus sklêrijenn an heol, rak an Aotrou Doue o sklêrijenno. Int a reno e kantvedoù ar c'hantvedoù.
Reve BretonNT 22:6  Lavarout a reas din: Ar gerioù-mañ a zo feal ha gwirion. An Aotrou Doue ar brofeded santel en deus kaset e ael evit diskouez d'e servijerien an traoù a dle c'hoarvezout prest.
Reve BretonNT 22:7  Setu, e teuan prest. Eürus an hini a vir gerioù diougan al levr-mañ.
Reve BretonNT 22:8  Ha me, Yann, me eo an hini en deus gwelet ha klevet an traoù-mañ. Ha goude bezañ o c'hlevet ha gwelet, e kouezhis da dreid an ael o diskoueze din evit e azeuliñ,
Reve BretonNT 22:9  met eñ a lavaras din: Diwall d'ober kement-se. Me eo da genseurt er servij hag hini da vreudeur ar brofeded, hag hini a re a vir gerioù al levr-mañ. Azeul Doue.
Reve BretonNT 22:10  Hag e lavaras din: Na siell ket gerioù diougan al levr-mañ, rak an amzer a zo tost.
Reve BretonNT 22:11  An hini a zo direizh ra vo direizh c'hoazh, an hini a zo hudur ra en em huduraio c'hoazh, an hini a zo reizh ra vo reizh c'hoazh, an hini a zo santel ra en em santelaio c'hoazh.
Reve BretonNT 22:12  Setu, e teuan prest, ha va gopr a zo ganin evit reiñ da bep hini hervez an oberoù en devo graet.
Reve BretonNT 22:13  Me eo an Alfa hag an Omega, ar c'hentañ hag an diwezhañ, ar penn-kentañ hag an diwezh.
Reve BretonNT 22:14  Eürus ar re a vir e c'hourc'hemennoù, evit m'o devo lod er wezenn a vuhez hag e c'hellint mont e-barzh kêr dre an dorojoù.
Reve BretonNT 22:15  Met er-maez e vo ar chas, ar sorserien, ar re hudur, ar vuntrerien, an idolourien, ha piv bennak a gar hag a ra ar gaou.
Reve BretonNT 22:16  Me Jezuz, am eus kaset va ael evit rentañ deoc'h testeni eus an traoù-mañ en Ilizoù. Me eo gwrizienn ha lignez David, steredenn lugernus ar beure.
Reve BretonNT 22:17  Ar Spered hag ar bried a lavar: Deus. Ra lavaro an hini a glev: Deus. Ra zeuio an hini en deus sec'hed. Ra gemero dour a vuhez evit netra an hini a fell dezhañ.
Reve BretonNT 22:18  Testeniañ a ran da biv bennak a glev gerioù diougan al levr-mañ, mar laka unan bennak un dra bennak ouzhpenn ennañ, Doue a lakaio ouzpenn warnañ ar goulioù skrivet el levr-mañ.
Reve BretonNT 22:19  Mar lamm unan bennak gerioù eus levr an diougan-mañ, Doue a lammo e lod eus al levr a vuhez hag eus ar gêr santel, hag eus an traoù a zo skrivet el levr-mañ.
Reve BretonNT 22:20  An hini a ro testeni eus an traoù-mañ a lavar: Ya, dont a ran prest. Amen. Ya Aotrou Jezuz, deus!
Reve BretonNT 22:21  Gras hon Aotrou Jezuz-Krist ra vo ganeoc'h holl! Amen.