Toggle notes
Chapter 1
Roma | BretonNT | 1:4 | disklêriet Mab Doue gant galloud hervez ar Spered a santelezh dre e adsavidigezh a-douez ar re varv, Jezuz-Krist hon Aotrou, | |
Roma | BretonNT | 1:5 | hon eus resevet drezañ ar c'hras hag an abostolerezh evit degas d'ar sentidigezh ouzh ar feiz en e anv an holl baganed, | |
Roma | BretonNT | 1:7 | d'an holl dud karet-mat gant Doue a zo e Rom, galvet da vezañ santelaet: Ar c'hras hag ar peoc'h ra vo roet deoc'h a-berzh Doue hon Tad hag an Aotrou Jezuz-Krist! | |
Roma | BretonNT | 1:8 | Da gentañ e trugarekaan va Doue dre Jezuz-Krist evidoc'h holl, abalamour ma'z eo ho feiz brudet mat dre ar bed holl. | |
Roma | BretonNT | 1:9 | Rak Doue, a servijan em spered en Aviel e Vab, a zo test din penaos e venegan ac'hanoc'h hep ehan, | |
Roma | BretonNT | 1:10 | o c'houlenn dalc'hmat em fedennoù gallout, mar d-eo e volontez, dont a-benn da gaout un tu mat da vont d'ho kavout. | |
Roma | BretonNT | 1:11 | Rak c'hoantaat a ran kalz ho kwelout, evit lodennañ ganeoc'h un donezon speredel bennak, evit ma viot kreñvaet, | |
Roma | BretonNT | 1:12 | da lavarout eo, o vezañ en ho touez, ma vimp kalonekaet asambles dre ar feiz a zo kumun etrezomp holl deoc'h kenkoulz ha din-me. | |
Roma | BretonNT | 1:13 | Hogen, breudeur, ne fell ket din e tremenfec'h hep gouzout em eus alies lakaet em soñj da vont d'ho kavout, da zastum ur frouezh bennak en ho touez evel e-touez ar broadoù all, met miret eo bet kement-se ouzhin betek vremañ. | |
Roma | BretonNT | 1:14 | En em dleout a ran d'ar C'hresianed kenkoulz ha d'ar Varbared, d'ar re ouiziek kenkoulz ha d'ar re ziouiziek. | |
Roma | BretonNT | 1:15 | Evel-se, e kement hag a sell ouzhin, ez on prest da brezeg an Aviel deoc'h-c'hwi ivez, ar re a zo e Rom. | |
Roma | BretonNT | 1:16 | Rak ne'm eus ket mezh eus Aviel Krist, rak galloud Doue eo evit silvidigezh ar re holl a gred, ar Yuzev da gentañ, ha goude ar Gresian. | |
Roma | BretonNT | 1:17 | Rak ennañ eo diskuliet reizhder Doue eus ar feiz hag evit ar feiz, hervez ma'z eo skrivet: An hini reizh a vevo dre ar feiz. | |
Roma | BretonNT | 1:18 | Rak fulor Doue en em ziskuilh eus an neñv a-enep pep dizoujañs Doue ha pep direizhder eus an dud a zalc'h ar wirionez en direizhder, | |
Roma | BretonNT | 1:19 | rak ar pezh a c'heller anavezout eus Doue a zo diskuliet sklaer dirazo, Doue en deus e ziskouezet dezho. | |
Roma | BretonNT | 1:20 | E gwirionez, traoù diwelus Doue, e c'halloud peurbadus hag e zoueelezh, a weler ken sklaer ha gant an daoulagad abaoe krouidigezh ar bed, pa seller outo a-dreuz e oberoù, en hevelep doare ma n'o deus digarez ebet, | |
Roma | BretonNT | 1:21 | rak, goude bezañ anavezet Doue, n'o deus ket roet gloar dezhañ evel da Zoue ha n'o deus ket e drugarekaet, met deuet int d'en em goll en o arguzennoù hag o c'halon dibourvez a zo bet leuniet a deñvalijenn. | |
Roma | BretonNT | 1:23 | ha troet o deus gloar an Doue divreinus e skeudennoù a ziskouez an den breinus, laboused, pevarzroadeged ha loened-stlej. | |
Roma | BretonNT | 1:24 | Dre-se ivez Doue en deus o lakaet, hervez droukc'hoantoù o c'halonoù, en un hudurniezh ken bras ma o deus dizenoret o c'horfoù o-unan, | |
Roma | BretonNT | 1:25 | int hag o deus troet gwirionez Doue e gaou, ha servijet hag azeulet ar c'hrouadur e-lec'h ar C'hrouer, an hini a zo benniget da virviken. Amen. | |
Roma | BretonNT | 1:26 | Setu perak Doue en deus o laosket da c'hoantegezhioù mezhus. Rak o gwragez o deus troet ar c'hiz naturel en unan all a zo a-enep an natur. | |
Roma | BretonNT | 1:27 | En hevelep doare ivez, ar wazed, o tilezel an darempred naturel gant ar wreg, a zo bet entanet en o c'hoantidigezh an eil evit egile, oc'h ober gwaz gant gwaz loustonioù mezhus hag o resev enno o-unan ar gopr a oa dleet d'o gwallgundu. | |
Roma | BretonNT | 1:28 | Evel na fellas ket dezho anavezout Doue, Doue en deus o laosket da soñjoù a fallentez en hevelep doare ma reont traoù dizellezek. | |
Roma | BretonNT | 1:29 | Bez' ez int leuniet a bep direizhder, a loustoni, a fallentez, a bizhoni, a dromplerezh, a warizi, a vuntroù, a dabutoù, a widre, a fallagriezh, | |
Roma | BretonNT | 1:30 | flatrerien, droukkomzerien, enebourien Doue, tud dismegañsus, ourgouilhus, aner, ijinus a fallentez, disentus ouzh o zud, | |
Chapter 2
Roma | BretonNT | 2:1 | Te eta, o den, piv bennak ez out pa varnez, te a zo dibardon, rak, o varn ar re all, e varnez da-unan, peogwir te a varn hag a ra an hevelep traoù. | |
Roma | BretonNT | 2:2 | Hogen gouzout a reomp penaos barnedigezh Doue a-enep ar re a ra ar seurt traoù-se a zo hervez ar wirionez. | |
Roma | BretonNT | 2:3 | Ha te a soñj dit eta, o den hag a varn ar re a ra ar seurt traoù-se hag o gra da-unan, e c'helli tec'hout diouzh barnedigezh Doue? | |
Roma | BretonNT | 2:4 | Pe disprizañ a rez pinvidigezhioù e vadelezh, e basianted hag e hir gortozidigezh, hep anavezout e c'halv madelezh Doue ac'hanout d'ar geuzidigezh? | |
Roma | BretonNT | 2:5 | Met dre da galeted ha da galon dibened, e tastumez un teñzor a fulor evit deiz fulor ha diskuliadur barnedigezh reizh Doue, | |
Roma | BretonNT | 2:7 | ar vuhez peurbadus d'ar re a gendalc'h en oberoù mat, a glask ar gloar, an enor hag an divreinadurezh, | |
Roma | BretonNT | 2:8 | met droukc'hras ha fulor d'an dabuterien, d'ar re a stourm ouzh ar wirionez hag a sent ouzh an direizhder, | |
Roma | BretonNT | 2:9 | glac'har hag anken war bep ene den a ra an droug, war ar Yuzev da gentañ, ha goude war ar Gresian, | |
Roma | BretonNT | 2:10 | met gloar, enor ha peoc'h da bep den a ra ar mad, d'ar Yuzev da gentañ, ha goude d'ar Gresian. | |
Roma | BretonNT | 2:12 | Ar re holl o devo pec'het hep al lezenn, a varvo ivez hep al lezenn, hag ar re holl o devo pec'het o kaout al lezenn, a vo barnet dre al lezenn. | |
Roma | BretonNT | 2:13 | Rak n'eo ket ar re a selaou al lezenn a zo reizh dirak Doue, met ar re a vir al lezenn eo ar re a vo reishaet. | |
Roma | BretonNT | 2:14 | Pa zeu ar baganed, int ha n'o deus ket al lezenn, da ober dre natur ar pezh a zo el lezenn, ez int ul lezenn dezho o-unan, o vezañ n'o deus ket al lezenn, | |
Roma | BretonNT | 2:15 | diskouez a reont penaos oberenn al lezenn a zo skrivet en o c'halonoù, o c'houstiañs a ro testeni dezho hag o soñjoù en em damall pe en em zigarez etrezo, | |
Roma | BretonNT | 2:18 | a anavez e volontez, a gav mat ar pezh a zo dispar, o vezañ desket dre al lezenn, | |
Roma | BretonNT | 2:20 | doktor ar re ziouiziek, mestr ar re hegredik, o kaout el lezenn reolenn ar c'houiziegezh hag ar wirionez. | |
Roma | BretonNT | 2:21 | Te eta, a gelenn ar re all, ha n'en em gelennez ket da-unan? Te a brezeg na dleer ket laerezh, hag e laerez? | |
Roma | BretonNT | 2:22 | Te a lavar na dleer ket ober avoultriezh, hag e rez avoultriezh? Te a gasa an idoloù, hag e laerez temploù? | |
Roma | BretonNT | 2:24 | Rak anv Doue a zo mezhekaet e-touez ar baganed en abeg deoc'h, evel ma'z eo kement-se skrivet. | |
Roma | BretonNT | 2:25 | Gwir eo ez eo an amdroc'h talvoudek mar virez al lezenn, met mar d-out un torrer eus al lezenn, da amdroc'h a zeu da vezañ diamdroc'h. | |
Roma | BretonNT | 2:26 | Mar mir eta an hini n'eo ket amdroc'het gourc'hemennoù al lezenn, e ziamdroc'h ha ne vo ket kontet evel amdroc'h? | |
Roma | BretonNT | 2:27 | Ha mar mir al lezenn an hini n'eo ket amdroc'het dre natur, ha ne varno ket ac'hanout, te hag a dorr al lezenn gant da lizherenn ha da amdroc'h? | |
Roma | BretonNT | 2:28 | Rak n'eo ket Yuzev an neb n'eo nemet en diavaez, ha n'eo ket an amdroc'h an hini a zo graet en diavaez er c'hig, | |
Chapter 3
Roma | BretonNT | 3:3 | Petra eta mar d-eus hiniennoù ha n'o deus ket kredet, daoust hag o diskredoni a gaso da netra fealded Doue? | |
Roma | BretonNT | 3:4 | N'eo ket! Met ra vo Doue anavezet gwirion ha pep den gaouiat, hervez ma'z eo skrivet: Evit ma vi kavet reizh en da gomzoù ha ma c'hounezi da abeg pa vi barnet. | |
Roma | BretonNT | 3:5 | Met mar deu hon direizhder da ziskouez reizhder Doue, petra a lavarimp? Daoust hag eo Doue direizh pa ziskouez e gounnar? Komz a ran evel an dud. | |
Roma | BretonNT | 3:7 | Ha mar deu gwirionez Doue da lugerniñ muioc'h evit e c'hloar dre va gaou, perak ez on c'hoazh barnet evel ur pec'her? | |
Roma | BretonNT | 3:8 | Perak ne reomp ket an droug evit m'en em gavfe ar mad a gement-se, evel ma'z eus hiniennoù a dest e lavaromp, en ur zroukkomz ac'hanomp? Kondaonidigezh an dud-se a zo reizh. | |
Roma | BretonNT | 3:9 | Petra eta? Ha gwelloc'h ez omp-ni? Tamm ebet. Rak diskouezet hon eus penaos emañ an holl, Yuzevien ha Gresianed, dindan ar pec'hed, | |
Roma | BretonNT | 3:12 | an holl a zo en em zianket, an holl a zo en em lousaet asambles, n'eus hini anezho hag a ra ar mad, n'eus hini ebet. | |
Roma | BretonNT | 3:13 | O gouzoug a zo ur bez digor, lakaet o deus o zeod da servijañ da douellerezh, ur binim a naer-aspig a zo dindan o muzelloù, | |
Roma | BretonNT | 3:19 | Hogen gouzout a reomp penaos kement a lavar al lezenn, en lavar d'ar re a zo dindan al lezenn, evit ma vo serret pep genoù ha ma vo ar bed holl lakaet dindan barnedigezh Doue. | |
Roma | BretonNT | 3:20 | Rak kig ebet ne vo reishaet dirazañ dre oberoù al lezenn, rak dre al lezenn eo e teu anaoudegezh ar pec'hed. | |
Roma | BretonNT | 3:21 | Met bremañ reizhder Doue a zo bet diskuliet hep al lezenn, al lezenn hag ar brofeded o reiñ testeni dezhañ, | |
Roma | BretonNT | 3:22 | reizhder Doue dre ar feiz eus Jezuz-Krist, evit ar re holl ha war ar re holl a gred. Rak n'eus diforc'h ebet, | |
Roma | BretonNT | 3:24 | ha ma'z int reishaet evit netra dre e c'hras, dre an dasprenadur a zo e Jezuz-Krist, | |
Roma | BretonNT | 3:25 | eñ hag a zo bet lakaet gant Doue da vezañ un aberzh a drugarez dre ar feiz en e wad, evit diskouez e reizhder dre ar pardon eus ar pec'hedoù graet diagent e-pad deizioù pasianted Doue, | |
Roma | BretonNT | 3:26 | evit diskouez e reizhder en amzer a-vremañ, en doare da vezañ e-unan reizh ha da reishaat an neb en deus ar feiz eus Jezuz. | |
Roma | BretonNT | 3:27 | Pelec'h eta emañ an abeg d'en em reiñ gloar? Kaset eo kuit. Dre beseurt lezenn? Dre hini an oberoù? Nann, met dre lezenn ar feiz. | |
Roma | BretonNT | 3:29 | Doue, ha bez' eo hepken Doue ar Yuzevien? Ha n'eo ket ivez hini ar baganed? Ya, bez' eo ivez hini ar baganed, | |
Roma | BretonNT | 3:30 | rak bez' ez eus un Doue hepken a reishaio an amdroc'hidi dre ar feiz hag ar re ziamdroc'h dre ar feiz. | |
Chapter 4
Roma | BretonNT | 4:1 | Petra a lavarimp eta diwar-benn ar pezh en deus Abraham hon tad kavet hervez ar c'hig? | |
Roma | BretonNT | 4:2 | Mar d-eo bet Abraham reishaet dre an oberoù, en deus lec'h da dennañ gloar, met nann dirak Doue. | |
Roma | BretonNT | 4:3 | Rak petra a lavar ar Skritur? Abraham a gredas Doue ha kement-se a voe kontet dezhañ da reizhder. | |
Roma | BretonNT | 4:4 | Hogen, gopr an hini a labour n'eo ket kontet dezhañ evel ur c'hras met evel un dra dleet, | |
Roma | BretonNT | 4:5 | ha d'an hini na labour ket met a gred en hini a reisha an den dizoue, e feiz a zo kontet dezhañ da reizhder. | |
Roma | BretonNT | 4:6 | Evel-se ivez e tisklêri David eürusted an den a zo kontet dezhañ gant Doue ar reizhder hep an oberoù: | |
Roma | BretonNT | 4:9 | An eürusted-se eta, daoust hag eo evit an amdroc'hidi hepken pe evit ar re ziamdroc'h ivez? Rak lavarout a reomp penaos ar feiz a voe kontet da Abraham da reizhder. | |
Roma | BretonNT | 4:10 | Pegoulz eta eo bet kontet dezhañ? Pa oa amdroc'het pe diamdroc'h? Ne oa ket goude an amdroc'h, met e-pad ma oa c'hoazh diamdroc'h. | |
Roma | BretonNT | 4:11 | Hag e resevas sin an amdroc'h evel siell ar reizhder eus ar feiz en doa bet o vezañ diamdroc'h, evit bezañ tad d'ar re holl a gred petra bennak ma'z int diamdroc'h, ha ma vo ar reizhder ivez kontet dezho, | |
Roma | BretonNT | 4:12 | hag evit bezañ tad an amdroc'hidi, ar re n'int ket amdroc'het hepken met c'hoazh a heuilh roudoù ar feiz en doa hon tad Abraham pa voe diamdroc'h. | |
Roma | BretonNT | 4:13 | Evel-se ar bromesa da gaout ar bed da hêrezh n'eo ket bet graet da Abraham pe d'e lignez dre al lezenn, met dre reizhder ar feiz. | |
Roma | BretonNT | 4:14 | Rak mar d-eo ar re eus ar lezenn an heritourien, ar feiz a zo aet da netra hag ar bromesa a zo torret. | |
Roma | BretonNT | 4:15 | Al lezenn a zegas ar gounnar, peogwir e-lec'h n'eus lezenn ebet n'eus ket a dorridigezh-lezenn. | |
Roma | BretonNT | 4:16 | Setu perak eus ar feiz eo hon eus resevet ar c'hras, evit ma vo ar bromesa asuret d'an holl lignez, nann hepken d'an hini a zo eus al lezenn, met ivez d'an hini a zo eus feiz Abraham, eñ hag a zo hon tad deomp holl, | |
Roma | BretonNT | 4:17 | hervez ma'z eo skrivet: Da lakaet em eus da vezañ tad da veur a vroad. Hon tad eo dirak Doue en deus kredet ennañ, eñ hag a ro buhez d'ar re varv hag a c'halv an traoù n'emaint ket evel ma vijent. | |
Roma | BretonNT | 4:18 | Oc'h esperout a-enep da bep esperañs, en deus kredet e teuje da vezañ tad da veur a vroad, hervez ar pezh a oa bet lavaret: Evel-se e vo da lignez. | |
Roma | BretonNT | 4:19 | Evel na oa ket dinerzh er feiz, ne chomas ket da soñjal e oa e gorf dija gwanaet, pa'z eo gwir e oa erru tost da gant vloaz, hag e oa mammoù Sara e stad a varv. | |
Roma | BretonNT | 4:20 | N'en doe ket douetañs dre zifiziañs e-keñver promesa Doue, met kreñvaet e voe dre ar feiz, en ur reiñ gloar da Zoue, | |
Roma | BretonNT | 4:24 | met deomp-ni eo ivez e vo kontet kement-se, ni hag a gred en hini en deus adsavet a-douez ar re varv Jezuz hon Aotrou, | |
Chapter 5
Roma | BretonNT | 5:1 | O vezañ eta reishaet dre ar feiz, hon eus ar peoc'h gant Doue dre hon Aotrou Jezuz-Krist, | |
Roma | BretonNT | 5:2 | eñ hag en deus roet deomp dre ar feiz digor d'ar c'hras-se a chomomp start enni, hag e kavomp gloar en esperañs eus meurded Doue. | |
Roma | BretonNT | 5:3 | N'eo ket e kement-se hepken, met e kavomp gloar ivez er glac'haroù, o c'houzout penaos ar glac'har a zegas an dalc'husted, | |
Roma | BretonNT | 5:5 | Hag an esperañs ne drompl ket, rak karantez Doue a zo bet skuilhet en hor c'halonoù gant ar Spered-Santel a zo bet roet deomp. | |
Roma | BretonNT | 5:6 | Rak pa oamp c'hoazh hep nerzh, Krist a zo marvet, en amzer dereat, evit tud zizoue. | |
Roma | BretonNT | 5:7 | A-boan ma varvfed evit un den reizh. Marteze e kredfe unan bennak mervel evit un den mat. | |
Roma | BretonNT | 5:8 | Met Doue a ziskouez e garantez en hor c'heñver, o vezañ ma oamp c'hoazh pec'herien pa'z eo marvet Krist evidomp. | |
Roma | BretonNT | 5:9 | O vezañ eta bremañ reishaet dre e wad, muioc'h a-se e vimp salvet gantañ eus ar gounnar. | |
Roma | BretonNT | 5:10 | Rak mar d-omp bet, pa oamp enebourien, adunvanet gant Doue dre varv e Vab, muioc'h a-se o vezañ adunvanet, e vimp salvet dre e vuhez. | |
Roma | BretonNT | 5:11 | N'eo ket kement-se hepken, met c'hoazh e kavomp gloar e Doue dre hon Aotrou Jezuz-Krist, hon eus resevet bremañ an adunvanidigezh drezañ. | |
Roma | BretonNT | 5:12 | Dre-se, evel ma'z eo dre un den hepken ez eo deuet ar pec'hed er bed ha dre ar pec'hed ar marv, evel-se ivez ar marv a zo deuet d'en em astenn war an holl dud, rak holl o deus pec'het. | |
Roma | BretonNT | 5:13 | Rak ar pec'hed a oa er bed a-raok al lezenn, met ar pec'hed n'eo ket kontet pa n'eus lezenn ebet. | |
Roma | BretonNT | 5:14 | Koulskoude ar marv en deus renet adalek Adam betek Moizez, zoken war ar re n'o doa ket pec'het dre un disentidigezh heñvel ouzh hini Adam, eñ a oa skeudenn an hini a dlee dont. | |
Roma | BretonNT | 5:15 | Met n'emañ ket eus donezon ar c'hras evel eus ar pec'hed. Rak mar d-eo marvet tud e-leizh dre bec'hed unan hepken, kalz muioc'h gras Doue ha donezon ar c'hras deuet eus un den hepken, Jezuz-Krist, a zo en em skuilhet war galz a dud. | |
Roma | BretonNT | 5:16 | Ha n'emañ ket eus an donezon evel eus ar pezh a zo c'hoarvezet dre unan hepken en deus pec'het. Rak ar varnedigezh a zo deuet da vezañ kondaonidigezh goude ur pec'hed hepken, met donezon ar c'hras a zo deuet da vezañ reizhadur goude meur a bec'hed. | |
Roma | BretonNT | 5:17 | Rak mar dre bec'hed unan hepken en deus ar marv renet dre unan hepken, kalz muioc'h ar re a resev ar fonnder eus ar c'hras hag eus donezon ar reizhder a reno er vuhez dre unan hepken, Jezuz-Krist. | |
Roma | BretonNT | 5:18 | Evel-se eta, mar en deus ur pec'hed hepken talvezet ar gondaonidigezh d'an holl dud, evel-se ivez dre un ober a reizhder hepken an holl dud o deus ar reizhadur a ro ar vuhez. | |
Roma | BretonNT | 5:19 | Rak evel dre disentidigezh un den hepken kalz a zo bet lakaet da vezañ pec'herien, evel-se ivez dre sentidigezh unan hepken kalz a vo lakaet da vezañ reizh. | |
Roma | BretonNT | 5:20 | Hogen al lezenn a zo deuet evit lakaat ar pec'hed da fonnañ; met e-lec'h m'en deus ar pec'hed fonnet, ar c'hras he deus dreistfonnet, | |
Chapter 6
Roma | BretonNT | 6:3 | Ha n'ouzoc'h ket penaos ni holl hag a zo bet badezet e Jezuz-Krist, a zo bet badezet en e varv? | |
Roma | BretonNT | 6:4 | Sebeliet omp bet eta gantañ dre ar vadeziant en e varv, evit, evel ma'z eo Krist adsavet a-douez ar re varv dre c'hloar an Tad, ma kerzhimp-ni ivez en hevelep doare e nevezded a vuhez. | |
Roma | BretonNT | 6:5 | Rak mar d-omp bet unanet asambles en heñveledigezh ouzh e varv, e vimp ivez en e adsavidigezh a varv, | |
Roma | BretonNT | 6:6 | o c'houzout penaos hon den kozh a zo bet kroazstaget gantañ, evit ma vo korf ar pec'hed distrujet, ha na vimp mui sklavourien ar pec'hed. | |
Roma | BretonNT | 6:9 | o c'houzout penaos Krist adsavet a-douez ar re varv ne varvo ken. Ar marv n'en deus ken galloud warnañ. | |
Roma | BretonNT | 6:10 | Rak o vervel, eo marvet ur wech hepken evit ar pec'hed, met o vevañ, e vev evit Doue. | |
Roma | BretonNT | 6:11 | C'hwi ivez eta, en em sellit evel marv d'ar pec'hed evit mat, met bev evit Doue e Jezuz-Krist hon Aotrou. | |
Roma | BretonNT | 6:12 | Ra ne reno eta ket ar pec'hed en ho korf marvel, evit ma sentot ouzh e zroukc'hoantoù. | |
Roma | BretonNT | 6:13 | Na roit ket hoc'h izili d'ar pec'hed evit bezañ binvioù a zireizhder, met en em roit hoc'h-unan da Zoue evel tud deuet eus ar marv d'ar vuhez, ha roit hoc'h izili evel binvioù a reizhder evit Doue. | |
Roma | BretonNT | 6:14 | Rak ar pec'hed n'en devo ken galloud warnoc'h, dre ma n'emaoc'h ket dindan al lezenn met dindan ar c'hras. | |
Roma | BretonNT | 6:15 | Petra eta? Ha pec'hiñ a raimp dre ma n'emaomp ket dindan al lezenn met dindan ar c'hras? N'eo ket! | |
Roma | BretonNT | 6:16 | Ha n'ouzoc'h ket penaos mar en em rentit sklavourien da unan bennak da sentiñ outañ, ez oc'h sklavourien d'an hini ma sentit outañ, pe d'ar pec'hed evit ar marv, pe d'ar sentidigezh evit ar reizhder? | |
Roma | BretonNT | 6:17 | Met grasoù ra vo roet da Zoue, goude bezañ bet sklavourien d'ar pec'hed, hoc'h eus sentet a galon ouzh reolenn a gelennadurezh oc'h bet roet dezhi. | |
Roma | BretonNT | 6:19 | Komz a ran hervez giz an dud abalamour da zinerzhded ho kig. Evel eta ma hoc'h eus roet hoc'h izili da sklavourien d'an hudurniezh ha d'ar fallentez evit ar fallentez, evel-se roit hoc'h izili bremañ da sklavourien d'ar reizhder evit ar santeladur. | |
Roma | BretonNT | 6:21 | Peseurt frouezh a dennec'h eta neuze eus an traoù-se a ra mezh deoc'h bremañ? Rak diwezh an traoù-se eo ar marv. | |
Roma | BretonNT | 6:22 | Met bremañ, o vezañ dieubet eus ar pec'hed ha deuet sklavourien da Zoue, e tennit evit frouezh ar santeladur, hag evit diwezh ar vuhez peurbadus. | |
Chapter 7
Roma | BretonNT | 7:1 | Breudeur, ha n'ouzoc'h ket, rak komz a ran ouzh tud a anavez al lezenn, penaos al lezenn n'he deus galloud war an den nemet e-pad ma'z eo bev? | |
Roma | BretonNT | 7:2 | Rak ur wreg dimezet a zo ereet dre al lezenn ouzh hec'h ozhac'h e-keit ha ma'z eo bev, met mar deu hec'h ozhac'h da vervel, dizereet eo diouzh lezenn an ozhac'h. | |
Roma | BretonNT | 7:3 | Evel-se eta, mar deu da zimeziñ da ur gwaz all e-pad buhez hec'h ozhac'h, e vo galvet avoultrerez. Met mar deu hec'h ozhac'h da vervel, dieubet eo diouzh al lezenn en hevelep doare ma n'eo ket avoultrerez mar deu da zimeziñ da ur gwaz all. | |
Roma | BretonNT | 7:4 | Evel-se, va breudeur, c'hwi ivez a zo deuet marv d'al lezenn dre gorf Krist, evit bezañ da unan all, da lavarout eo d'an hini a zo adsavet a-douez ar re varv, evit ma tougimp frouezh da Zoue. | |
Roma | BretonNT | 7:5 | Rak pa oamp er c'hig, c'hoantegezhioù ar pec'hedoù a laboure en hon izili war-bouez al lezenn, o tougen frouezh d'ar marv. | |
Roma | BretonNT | 7:6 | Met bremañ dizereet omp bet diouzh al lezenn, o vezañ marv d'ar pezh a oamp dalc'het dindanañ, en hevelep doare ma servijomp e nevezded ar spered ha nann hervez al lizherenn a zo deuet da vezañ kozh. | |
Roma | BretonNT | 7:7 | Petra a lavarimp eta? Hag eo pec'hed al lezenn? N'eo ket! Met ne'm eus anavezet ar pec'hed nemet dre al lezenn. Rak ne'm bije ket anavezet an droukc'hoant ma n'en dije ket al lezenn lavaret: Ne zroukc'hoantai ket. | |
Roma | BretonNT | 7:8 | Met ar pec'hed, o kemer an tu eus ar gourc'hemenn, en deus lakaet ennon pep seurt droukc'hoantoù. Rak hep al lezenn, ar pec'hed a zo marv. | |
Roma | BretonNT | 7:9 | Bez' e oan bev gwechall hep lezenn, met ar gourc'hemenn o vezañ deuet, ar pec'hed en deus adkemeret buhez, hag ez on deuet da vervel. | |
Roma | BretonNT | 7:10 | Hag eo en em gavet penaos ar gourc'hemenn, hag a dlee reiñ din ar vuhez, en deus roet din ar marv. | |
Roma | BretonNT | 7:11 | Rak ar pec'hed, o kemer an tu eus ar gourc'hemenn, en deus tromplet ac'hanon, ha drezañ en deus va lazhet. | |
Roma | BretonNT | 7:13 | Ha roet en deus din neuze ar marv ar pezh a zo mat? N'eo ket! Met ar pec'hed eo, evit m'en em ziskouez evel pec'hed en ur reiñ din ar marv dre un dra vat, hag evit ma teu da vezañ gwall bec'her dre ar gourc'hemenn. | |
Roma | BretonNT | 7:14 | Rak gouzout a reomp ez eo al lezenn speredel, met me a zo kigel, gwerzhet d'ar pec'hed. | |
Roma | BretonNT | 7:15 | Rak n'ouzon ket ar pezh a ran, ober a ran ar pezh na fell ket din, ober a ran ar pezh a gasaan. | |
Roma | BretonNT | 7:18 | Rak gouzout a ran penaos ar mad ne chom ket ennon, da lavarout eo em c'hig; c'hoant am eus d'ober ar mad, met ne gavan ket ar galloud d'henn ober. | |
Roma | BretonNT | 7:19 | Rak ne ran ket ar mad a fell din, met ober a ran an droug na fell ket din d'ober. | |
Roma | BretonNT | 7:20 | Mar gran ar pezh na fell ket din, n'eo mui me a ra kement-se, met ar pec'hed a chom ennon. | |
Roma | BretonNT | 7:21 | Kavout a ran eta al lezenn-mañ: pa fell din ober ar mad, an droug a zo stag ouzhin. | |
Roma | BretonNT | 7:23 | met gwelout a ran ul lezenn all em izili, ul lezenn a ra brezel a-enep lezenn va c'hlevidigezh hag am dalc'h ereet ouzh lezenn ar pec'hed a zo em izili. | |
Chapter 8
Roma | BretonNT | 8:1 | N'eus ken eta bremañ kondaonidigezh ebet evit ar re a zo e Jezuz-Krist, ar re a gerzh nann hervez ar c'hig met hervez ar spered. | |
Roma | BretonNT | 8:2 | Rak lezenn ar Spered a vuhez a zo e Jezuz-Krist en deus va dieubet eus lezenn ar pec'hed hag ar marv. | |
Roma | BretonNT | 8:3 | Rak ar pezh a oa dibosupl d'al lezenn, abalamour ma oa dinerzh dre ar c'hig, Doue, en ur gas e Vab e-unan en ur c'hig heñvel ouzh hini ar pec'hed, hag en abeg d'ar pec'hed, a gondaonas ar pec'hed er c'hig, | |
Roma | BretonNT | 8:4 | evit ma vefe peurc'hraet reizhder al lezenn ennomp-ni na gerzhomp ket hervez ar c'hig met hervez ar spered. | |
Roma | BretonNT | 8:5 | Rak ar re a vev hervez ar c'hig a laka o c'harantez e traoù ar c'hig, met ar re a vev hervez ar spered a laka o c'harantez e traoù ar spered. | |
Roma | BretonNT | 8:7 | rak karantez ar c'hig a zo enebiezh ouzh Doue, dre na sent ket ouzh lezenn Doue hag evit gwir ne c'hell ket henn ober. | |
Roma | BretonNT | 8:9 | Met n'emaoc'h ket er c'hig met er spered, gant ma chom Spered Doue ennoc'h. Ma ez eus unan bennak ha n'en deus ket Spered Krist, hennezh n'eo ket dezhañ. | |
Roma | BretonNT | 8:10 | Met mar d-emañ Krist ennoc'h, ar c'horf evit gwir a zo marv abalamour d'ar pec'hed, met ar spered a zo buhez abalamour d'ar reizhder. | |
Roma | BretonNT | 8:11 | Mar chom ennoc'h Spered an hini en deus adsavet Jezuz a-douez ar re varv, an hini en deus adsavet Krist a-douez ar re varv a roio ivez ar vuhez d'ho korfoù marvel dre e Spered a chom ennoc'h. | |
Roma | BretonNT | 8:12 | Evel-se eta, breudeur, n'omp ket dleourien d'ar c'hig evit bevañ hervez ar c'hig. | |
Roma | BretonNT | 8:13 | Rak mar bevit hervez ar c'hig, e varvot, met mar lakait dre ar Spered oberoù ar c'horf da vervel, e vevot. | |
Roma | BretonNT | 8:15 | Ha n'hoc'h eus ket resevet ur spered a sklavelezh evit bezañ c'hoazh en aon, met resevet hoc'h eus ur Spered advugelañ a laka ac'hanomp da grial: Abba! Tad! | |
Roma | BretonNT | 8:17 | Ha mar d-omp bugale, ez omp ivez heritourien, heritourien da Zoue ha kenheritourien gant Krist, mar gouzañvomp koulskoude gantañ evit ma resevimp ivez gloar gantañ. | |
Roma | BretonNT | 8:18 | Me a gav din n'eus heñveledigezh ebet etre poanioù an amzer a-vremañ hag ar gloar da zont a vo diskuliet ennomp. | |
Roma | BretonNT | 8:19 | Rak ar grouadelezh a zo o c'hortoz gant ur c'hoant start ma vo diskuliet mibien Doue, | |
Roma | BretonNT | 8:20 | rak n'eo ket dre gaer emañ ar grouadelezh dindan ar fouge, met abalamour d'an hini en deus he lakaet eo, | |
Roma | BretonNT | 8:21 | gant an esperañs e vo ivez dieubet eus sklavelezh ar vreinadurezh evit bezañ e frankiz gloar bugale Doue. | |
Roma | BretonNT | 8:22 | Gouzout a reomp penaos betek vremañ an holl grouadelezh a huanad hag a c'houzañv gwentloù ar gwilioud, | |
Roma | BretonNT | 8:23 | ha n'eo ket hi hepken, met ni ivez, en ur gaout frouezh kentañ ar Spered, e huanadomp ivez ennomp hon-unan o c'hortoz an advugelañ, dasprenadur hor c'horf. | |
Roma | BretonNT | 8:24 | Rak salvet omp en esperañs, met an esperañs a weler n'eo ken esperañs. Penaos e c'heller esperout ar pezh a weler? | |
Roma | BretonNT | 8:25 | Met ma'c'h esperomp ar pezh na welomp ket, ez omp ouzh henn gortoz gant pasianted. | |
Roma | BretonNT | 8:26 | Evel-se ivez ar Spered a sikour ac'hanomp en hon dinerzhded. Rak n'ouzomp ket petra a dleomp goulenn evit pediñ evel ma'z eo dereat. Met ar Spered e-unan a erbed evidomp dre huanadoù na c'hellont ket bezañ displeget. | |
Roma | BretonNT | 8:27 | An hini a furch ar c'halonoù a oar petra eo soñj ar Spered, rak ec'h erbed evit ar sent hervez Doue. | |
Roma | BretonNT | 8:28 | Gouzout a reomp penaos pep tra a dro da vad evit ar re a gar Doue, ar re a zo galvet hervez e ziviz. | |
Roma | BretonNT | 8:29 | Rak ar re en deus anavezet a-ziaraok, en deus ivez raktonket da vezañ heñvel ouzh skeudenn e Vab, evit ma vo hemañ ar c'hentañ-ganet e-touez meur a vreur. | |
Roma | BretonNT | 8:30 | Hag ar re en deus raktonket, en deus ivez o galvet. Hag ar re en deus galvet, en deus ivez o reishaet. Hag ar re en deus reishaet, en deus ivez roet gloar dezho. | |
Roma | BretonNT | 8:31 | Petra a lavarimp eta diwar-benn an traoù-se? Mar d-eo Doue evidomp, piv a vo a-enep deomp? | |
Roma | BretonNT | 8:32 | Eñ ha n'en deus ket espernet e Vab e-unan, met en deus e roet evidomp holl, penaos ne roio ket pep tra deomp gantañ? | |
Roma | BretonNT | 8:34 | Piv a gondaono anezho? Krist a zo marv, hag ivez adsavet a varv, emañ zoken a-zehou da Zoue, hag ouzhpenn ec'h erbed evidomp. | |
Roma | BretonNT | 8:35 | Piv a zispartio ac'hanomp diouzh karantez Krist? Ha bez' e vo an anken, ar glac'har, an heskinerezh, an naon, an noazhder, ar riskl, ar c'hleze? | |
Roma | BretonNT | 8:36 | Evel-se eo skrivet: Lakaet omp d'ar marv bemdez abalamour dit, hag omp sellet evel deñved kempennet d'ar gigerezh. | |
Roma | BretonNT | 8:37 | Met en holl draoù-se ez omp ouzhpenn trec'herien dre an hini en deus hor c'haret. | |
Roma | BretonNT | 8:38 | Rak sur on penaos nag ar marv, nag ar vuhez, nag an aelez, nag ar priñselezhioù, nag ar galloudoù, nag an traoù a-vremañ, nag an traoù da zont, | |
Chapter 9
Roma | BretonNT | 9:1 | Me a lavar ar wirionez e Krist, ne lavaran gaou ebet, va c'houstiañs a ro testeni din dre er Spered-Santel, | |
Roma | BretonNT | 9:3 | Rak karout a rafen bezañ va-unan milliget ha dispartiet diouzh Krist evit va breudeur, va c'herent hervez ar c'hig, | |
Roma | BretonNT | 9:4 | a zo Israeliz, a zo bet roet dezho an advugelañ, ar gloar, an emglevioù, donezon al lezenn, al lid, ar promesaoù, | |
Roma | BretonNT | 9:5 | a zo deuet eus lignez an tadoù, ha diouto eo deuet Krist hervez ar c'hig, an hini a zo Doue dreist an holl draoù, benniget da virviken. Amen. | |
Roma | BretonNT | 9:6 | N'eo ket koulskoude m'en defe ger Doue deuet da netra. Rak ar re holl a zo deuet eus lignez Israel n'int ket Israel, | |
Roma | BretonNT | 9:7 | hag evito da vezañ eus lignez Abraham, n'int ket holl e vugale. Met skrivet eo: En Izaak e vo ul lignez a zougo da anv, | |
Roma | BretonNT | 9:8 | da lavarout eo, n'eo ket bugale ar c'hig a zo bugale da Zoue, met bugale ar bromesa eo ar re a zo kontet da vezañ al lignez. | |
Roma | BretonNT | 9:9 | Rak setu amañ gerioù ar bromesa: Dont a rin en-dro d'ar poent-mañ ar bloaz, ha Sara he devo ur mab. | |
Roma | BretonNT | 9:10 | N'eo ket-se hepken, met e c'hoarvezas kement-all gant Rebeka pa goñsevas en ur wech eus Izaak hon tad, | |
Roma | BretonNT | 9:11 | rak ar vugale ne oant ket ganet c'hoazh ha n'o doa graet na mad na droug, met evit ma chomfe start an diviz a zibab eus Doue nann abalamour d'an oberoù met abalamour d'an hini a c'halv, | |
Roma | BretonNT | 9:15 | Rak lavaret en deus da Voizez: Me a raio trugarez d'an hini a rin trugarez dezhañ hag em bo truez ouzh an hini am bo truez outañ. | |
Roma | BretonNT | 9:16 | Evel-se eta, kement-se ne zeu ket eus an hini a fell dezhañ, nag eus an hini a red, met eus an hini a ra trugarez, eus Doue. | |
Roma | BretonNT | 9:17 | Rak ar Skritur a lavar da Faraon: Da savet em eus evit kement-mañ, evit diskouez ennout va galloud hag evit ma vo embannet va anv dre an douar holl. | |
Roma | BretonNT | 9:18 | Evel-se eta, e ra trugarez d'an neb a fell dezhañ hag e kaleta an neb a fell dezhañ. | |
Roma | BretonNT | 9:19 | Neuze e lavari din: Perak e kav abeg c'hoazh? Rak piv a c'hell enebiñ ouzh e volontez? | |
Roma | BretonNT | 9:20 | Met kentoc'h, o den, piv out evit tabutal gant Doue? Hag ar pod a lavaro d'an hini en deus graet anezhañ: Perak ec'h eus va graet evel-se? | |
Roma | BretonNT | 9:21 | Ha n'en deus ket ar poder ar galloud d'ober eus un hevelep toaz-douar ur pod evit an enor hag unan all evit un implij dister? | |
Roma | BretonNT | 9:22 | Petra lavarout mar en deus Doue, o fellout dezhañ diskouez e gounnar ha reiñ da anavezout e c'halloud, gouzañvet gant ur basianted vras podoù a gounnar graet evit ar gollidigezh, | |
Roma | BretonNT | 9:23 | evit reiñ da anavezout pinvidigezh e c'hloar e-keñver podoù a drugarez en deus graet a-ziaraok evit ar gloar, | |
Roma | BretonNT | 9:24 | en hor c'heñver hag en deus galvet, nann hepken a-douez ar Yuzevien met ivez a-douez ar baganed? | |
Roma | BretonNT | 9:25 | Henn lavarout a ra en Ozea: Envel a rin va fobl an hini na oa ket va fobl, hag ar garet-mat an hini na oa ket ar garet-mat. | |
Roma | BretonNT | 9:26 | Hag e c'hoarvezo penaos el lec'h-se ma oa bet lavaret dezho: C'hwi n'oc'h ket va fobl, e vint anvet: Mibien an Doue bev. | |
Roma | BretonNT | 9:27 | Izaia ivez a sav e vouezh diwar-benn Israel: Pa vefe niver mibien Israel evel traezh ar mor, un nemorant hepken a vo salvet. | |
Roma | BretonNT | 9:28 | Rak e peurc'hraio an afer hag en berraio gant reizhder, rak an Aotrou a raio un oberenn berr war an douar. | |
Roma | BretonNT | 9:29 | Izaia en doa lavaret diagent en hevelep doare: Ma n'en dije ket Aotrou an armeoù lezet ganeomp un hadenn, e vijemp deuet evel Sodom, hor bije heñvelekaet Gomora. | |
Roma | BretonNT | 9:30 | Petra a lavarimp eta? Penaos ar baganed na glaskent ket ar reizhder, o deus kavet ur reizhder, ar reizhder a zo dre ar feiz, | |
Roma | BretonNT | 9:31 | met Israel hag a glaske ul lezenn a reizhder, n'eo ket deuet a-benn da gavout al lezenn-se a reizhder. | |
Roma | BretonNT | 9:32 | Perak? Dre ma n'o deus ket he c'hlasket dre ar feiz met dre oberoù al lezenn. En em stoket int ouzh ar maen-kouezh, | |
Chapter 10
Roma | BretonNT | 10:1 | Breudeur, c'hoant va c'halon ha va fedenn da Zoue evit Israel, eo ma vint salvet. | |
Roma | BretonNT | 10:2 | Rak reiñ a ran an testeni-mañ dezho penaos o deus gred evit Doue, met ur gred n'eo ket hervez an anaoudegezh. | |
Roma | BretonNT | 10:3 | Rak evel na anavezont ket reizhder Doue ha ma klaskont diazezañ o reizhder o-unan, n'o deus ket pleget da reizhder Doue. | |
Roma | BretonNT | 10:5 | Moizez a skriv diwar-benn ar reizhder a zeu eus al lezenn: An den a raio an traoù-mañ a vevo drezo. | |
Roma | BretonNT | 10:6 | Met ar reizhder a zeu eus ar feiz a gomz evel-henn: Na lavar ket en da galon: Piv a bigno en neñv? Lakaat Krist da ziskenn eo; | |
Roma | BretonNT | 10:8 | Petra a lavar eta? Ar ger a zo tost dit, en da c'henoù hag en da galon. Setu aze ar ger a feiz a brezegomp: | |
Roma | BretonNT | 10:9 | Mar anzavez gant da c'henoù an Aotrou Jezuz ha mar kredez en da galon en deus Doue e adsavet a-douez ar re varv, e vi salvet. | |
Roma | BretonNT | 10:10 | Rak krediñ a reer gant ar galon evit kaout ar reizhder, hag anzav a reer gant ar genoù evit kaout ar silvidigezh. | |
Roma | BretonNT | 10:12 | N'eus diforc'h ebet etre ar Yuzev hag ar Gresian, dre ma o deus holl un hevelep Aotrou, a zo pinvidik evit ar re holl a c'halv anezhañ. | |
Roma | BretonNT | 10:14 | Penaos eta e c'halvint an hini n'o deus ket kredet ennañ? Ha penaos e kredint en hini n'o deus ket klevet diwar e benn? Ha penaos e klevint komz diwar e benn ma ne vez den da brezeg? | |
Roma | BretonNT | 10:15 | Ha penaos e vo prezeget ma ne vez kaset den? Skrivet eo eta: Pegen kaer eo treid ar re a brezeg Aviel ar peoc'h, ar re a gemenn keleier mat! | |
Roma | BretonNT | 10:16 | Met n'o deus ket sentet holl ouzh an Aviel, rak Izaia a lavar: Aotrou, piv en deus kredet d'ar pezh hon eus prezeget? | |
Roma | BretonNT | 10:17 | Ar feiz a zeu eta eus ar pezh a glever, hag ar pezh a glever a zeu eus ger Doue. | |
Roma | BretonNT | 10:18 | Met e lavaran: Ha n'o deus ket klevet? Er c'hontrol, o mouezh a zo aet dre an douar holl hag o c'homzoù betek pennoù pellañ ar bed. | |
Roma | BretonNT | 10:19 | Met e lavaran: Ha n'en deus ket Israel anavezet? Da gentañ Moizez a lavar: Me ho lakaio da vezañ gwarizius dre ar pezh n'eo ket ur bobl, lakaat a rin droug da sevel ennoc'h dre ur vroad diskiant. | |
Roma | BretonNT | 10:20 | Hag Izaia a gred lavarout: Kavet on bet gant ar re na'm c'hlaskent ket, anavezet on bet gant ar re na c'houlennent ket diwar va fenn. | |
Chapter 11
Roma | BretonNT | 11:1 | Me a lavar eta: Hag en deus Doue taolet kuit e bobl? N'eo ket! Rak me a zo va-unan Israelat, eus lignez Abraham, eus meuriad Benjamin. | |
Roma | BretonNT | 11:2 | Doue n'en deus ket taolet kuit e bobl anavezet a-ziagent gantañ. Ha n'ouzoc'h ket ar pezh a lavar ar Skritur diwar-benn Elia, penaos en em glemmas da Zoue a-enep Israel? | |
Roma | BretonNT | 11:3 | Aotrou, lazhet o deus da brofeded, diskaret o deus da aoterioù, me a zo chomet va-unan, hag e klaskont va lazhañ. | |
Roma | BretonNT | 11:4 | Met peseurt respont a reas Doue dezhañ? Miret em eus din seizh mil den n'o deus ket pleget o glin dirak Baal. | |
Roma | BretonNT | 11:5 | Bez' ez eus ivez eta en amzerioù-mañ un nemorant a zo bet miret hervez dibaberezh ar c'hras. | |
Roma | BretonNT | 11:6 | Hogen mar d-eo dre c'hras, n'eo mui dre an oberoù, anez ar c'hras ne vije mui ur c'hras. Met mar d-eo dre an oberoù, n'eo mui ur c'hras, anez an oberoù ne vijent mui oberoù. | |
Roma | BretonNT | 11:7 | Petra eta? Ar pezh a glaske Israel n'eo ket bet kavet gantañ, met ar re zibabet o deus henn kavet, hag ar re all a zo bet kaledet, | |
Roma | BretonNT | 11:8 | hervez ma'z eo skrivet: Doue en deus roet dezho betek an devezh-mañ ur spered a vorgousk, daoulagad ha ne welont ket, divskouarn ha ne glevont ket. | |
Roma | BretonNT | 11:9 | Ha David a lavar: Ra vo o zaol dezho ur roued, ur pech, un abeg da gouezhañ, hag o faeamant, | |
Roma | BretonNT | 11:10 | ra vo o daoulagad teñvalaet evit na welint ket, ha ra vo o c'hein daoubleget da viken. | |
Roma | BretonNT | 11:11 | Me a lavar eta: Ha strebotet o deus evit kouezhañ? N'eo ket! Met ar silvidigezh a zo deuet d'ar baganed dre o lamm, evit lakaat ar warizi da sevel enno. | |
Roma | BretonNT | 11:12 | Met mar d-eo bet o lamm pinvidigezh ar bed hag o bihander pinvidigezh ar baganed, pegement mui e vo o distro holl. | |
Roma | BretonNT | 11:13 | Me a lavar deoc'h-c'hwi, paganed: O vezañ abostol ar baganed, e roan gloar da'm ministrerezh, | |
Roma | BretonNT | 11:14 | o klask hegasiñ, mar gellan, gwarizi ar re eus va c'hig ha salviñ hiniennoù anezho. | |
Roma | BretonNT | 11:15 | Rak, mar d-eo bet o distaol adunvanidigezh ar bed, petra a vo o adgalvidigezh, nemet ur vuhez a-douez ar re varv? | |
Roma | BretonNT | 11:16 | Mar d-eo ar frouezh kentañ santel, ar bern a zo ivez, ha mar d-eo ar wrizienn santel, ar brankoù a zo ivez. | |
Roma | BretonNT | 11:17 | Met mar d-eo lamet kuit hiniennoù eus ar brankoù, ha mar d-out-te, olivezenn gouez, bet imboudet en o lec'h ha deuet da gaout lod e gwrizienn hag e chug an olivezenn, | |
Roma | BretonNT | 11:18 | na zenn ket gloar diwar goust ar brankoù-se. Mar tennez gloar, anavez penaos n'eo ket te a zoug ar wrizienn, met ar wrizienn eo an hini a zoug ac'hanout. | |
Roma | BretonNT | 11:20 | Gwir eo, lamet int bet kuit abalamour d'o diskredoni, ha te a chom dre ar feiz. Arabat dit lorc'hiñ, met az pez aon, | |
Roma | BretonNT | 11:21 | rak ma n'en deus ket Doue espernet ar brankoù naturel, diwall na vefes ket espernet kennebeut. | |
Roma | BretonNT | 11:22 | Laka evezh eta ouzh madelezh hag ouzh garvder Doue: e c'harvder e-keñver ar re a zo kouezhet, met e vadelezh en da geñver, mar kendalc'hez er vadelezh-se, anez e vi lamet kuit ivez. | |
Roma | BretonNT | 11:23 | Hag evito, ma ne gendalc'hont ket en diskredoni, e vint imboudet, rak Doue en deus ar galloud d'o imboudañ a-nevez. | |
Roma | BretonNT | 11:24 | Rak mar d-out bet troc'het eus an olivezenn gouez dre e natur hag imboudet, a-enep lezenn an natur, war an olivezenn vat, pegement mui, ar re a zo ar brankoù naturel ha ne vint ket imboudet war o olivezenn o-unan? | |
Roma | BretonNT | 11:25 | Rak ne fell ket din, breudeur, na oufec'h ket ar mister-mañ, evit na viot ket fur d'ho taoulagad hoc'h-unan, penaos ul lodenn eus Israel a zo kouezhet er galeted betek ma vo holl bobl ar baganed deuet e-barzh; | |
Roma | BretonNT | 11:26 | hag evel-se holl Israel a vo salvet, evel ma'z eo skrivet: An dieuber a zeuio eus Sion hag e pellaio eus Jakob pep dizoujañs; | |
Roma | BretonNT | 11:28 | Gwir eo ez int enebourien e-keñver an Aviel abalamour deoc'h, met e-keñver an dibaberezh, ez int karet abalamour d'o zadoù, | |
Roma | BretonNT | 11:30 | Evel ma'z oc'h bet gwechall disent ouzh Doue, ha ma hoc'h eus bet bremañ trugarez dre o disentidigezh, | |
Roma | BretonNT | 11:31 | en hevelep doare ez int bet bremañ disent, evit m'o devo ivez trugarez, dre an drugarez a zo bet roet deoc'h. | |
Roma | BretonNT | 11:32 | Rak Doue en deus dastumet an holl dud en disentidigezh evit ober trugarez d'an holl. | |
Roma | BretonNT | 11:33 | O donder pinvidigezh, furnez, ha gouiziegezh Doue! Pegen disont eo e varnedigezhioù ha pegen digompren eo e hentoù! | |
Chapter 12
Roma | BretonNT | 12:1 | Ho pediñ a ran eta, breudeur, dre drugarez Doue, da ginnig ho korfoù en aberzh bev, santel, plijus da Zoue, ar pezh a zo ul lid dereat eus ho perzh. | |
Roma | BretonNT | 12:2 | N'en em blegit ket d'ar c'hantved-mañ, met bezit cheñchet dre nevezidigezh ho klevidigezh, evit ma'c'h anavezot ez eo bolontez Doue mat, plijus ha peurvat. | |
Roma | BretonNT | 12:3 | Gant ar c'hras a zo bet roet din, e lavaran da bep hini ac'hanoc'h n'en devo ket anezhañ e-unan ur meno brasoc'h eget ma'z eo ret, met m'en devo santadoù izel, hervez ar muzul a feiz en deus Doue roet da bep hini. | |
Roma | BretonNT | 12:4 | Rak, evel ma hon eus meur a ezel en ur c'horf hepken ha n'o deus ket an holl izili an hevelep labour d'ober, | |
Roma | BretonNT | 12:5 | evel-se ivez, ni a zo meur a hini hag emaomp ur c'horf hepken e Krist, o vezañ pep hini ac'hanomp ezel an eil ouzh egile, | |
Roma | BretonNT | 12:6 | o kaout koulskoude donezonoù disheñvel, hervez ar c'hras a zo bet roet deomp. Mar d-eo ar brofediezh, ra embrego anezhi hervez muzul ar feiz; | |
Roma | BretonNT | 12:7 | pe an hini a servij, ra en em stago ouzh ar servij; pe an hini a gelenn, ra en em stago ouzh ar c'helenn; | |
Roma | BretonNT | 12:8 | pe an hini a ali, ra en em stago ouzh an ali; pe an hini a ro aluzenoù, ra raio anezho gant eeunder; pe an hini a ren, ra raio gant evezh; pe an hini a ra oberoù a drugarez, ra raio anezho gant levenez. | |
Roma | BretonNT | 12:9 | Ra vo ar garantez hep pilpouzerezh. Kasait an droug hag en em stagit start ouzh ar mad. | |
Roma | BretonNT | 12:10 | E-keñver ar garantez a vreur, bezit leun a deneridigezh an eil evit egile. En em ziaraogit oc'h en em enoriñ an eil egile. | |
Roma | BretonNT | 12:11 | E-keñver ar gred, na vezit ket didalvez. Bezit birvidik er spered. Servijit an Aotrou. | |
Roma | BretonNT | 12:16 | Ho pet an hevelep soñjoù etrezoc'h. Na glaskit ket an traoù uhel, met tremenit gant an traoù izel. Na vezit ket fur d'ho taoulagad hoc'h-unan. | |
Roma | BretonNT | 12:17 | Na rentit da zen droug evit droug. En em stagit ouzh ar pezh a zo onest dirak an holl dud. | |
Roma | BretonNT | 12:18 | Mar d-eo posupl hag e kement ha ma sell ouzhoc'h, bezit e peoc'h gant an holl dud. | |
Roma | BretonNT | 12:19 | N'en em veñjit ket hoc'h-unan, re garet-mat, met lezit ar gounnar d'ober, rak skrivet eo: Din-me eo ar veñjañs, me eo a rento, eme an Aotrou. | |
Roma | BretonNT | 12:20 | Ha mar en deus naon da enebour, ro dezhañ da zebriñ, mar en deus sec'hed, ro dezhañ da evañ, rak en ur ober evel-se, e tastumi glaou tan war e benn. | |
Chapter 13
Roma | BretonNT | 13:1 | Ra blego pep den d'ar galloudoù uhel, rak n'eus galloud ebet nemet eus Doue, hag ar galloudoù a vez kavet, a zo bet lakaet gant Doue. | |
Roma | BretonNT | 13:2 | Dre-se an hini a stourm a-enep ar galloud a stourm a-enep an urzh en deus Doue lakaet, hag ar re a stourm a denno warno o-unan ur varnedigezh. | |
Roma | BretonNT | 13:3 | Rak ar pennoù n'emaint ket da vezañ doujet pa reer oberoù mat, met hepken pa reer reoù fall. Ha te a fell dit bezañ hep aon dirak ar galloud? Gra ar mad hag e vi meulet gantañ. | |
Roma | BretonNT | 13:4 | Servijer Doue eo evit da vad. Met mar rez an droug, az pez aon, rak ne zoug ket ar c'hleze evit netra, met servijer Doue eo evit veñjiñ en ur gastizañ an hini a ra an droug. | |
Roma | BretonNT | 13:5 | Ret eo eta plegañ, nann hepken abalamour d'ar c'hastiz, met ivez abalamour d'ar goustiañs. | |
Roma | BretonNT | 13:6 | Dre-se ivez eo e paeit tailhoù, abalamour ma'z int servijerien Doue, oc'h en em reiñ dalc'hmat d'ar garg-se. | |
Roma | BretonNT | 13:7 | Rentit eta d'an holl ar pezh a zo dleet dezho: an tailh d'an neb eo dleet an tailh, ar gwir d'an neb eo dleet ar gwir, an doujañs d'an neb eo dleet an doujañs, an enor d'an neb eo dleet an enor. | |
Roma | BretonNT | 13:8 | Na dleit netra da zen, nemet ar garantez an eil evit egile, rak an hini a gar ar re all en deus leuniet al lezenn. | |
Roma | BretonNT | 13:9 | Rak: Ne ri ket avoultriezh, ne vi ket muntrer, ne laeri ket, ne zougi ket a fals-testeni, ne zroukc'hoantai ket, ha pep gourc'hemenn all, kement-se holl a zo dalc'het er ger-mañ: Karout a ri da nesañ eveldout da-unan. | |
Roma | BretonNT | 13:11 | Ha kement-se a dleit d'ober en abeg d'an amzer ma'z omp ennañ, rak houmañ eo an amzer deomp da zihuniñ eus hor c'housk, pa'z emañ ar silvidigezh tostoc'h deomp eget pa hon eus kredet. | |
Roma | BretonNT | 13:12 | An noz a zo aet war-raok hag an deiz a dosta. Diwiskomp eta oberoù an deñvalijenn ha gwiskomp armoù ar sklêrijenn. | |
Roma | BretonNT | 13:13 | Kerzhomp gant onestiz evel ma reer en deiz, ha nann en diroll hag er vezventi, en hudurniezh hag er c'hadaliezh, en tabutoù hag er gwarizioù. | |
Chapter 14
Roma | BretonNT | 14:2 | Unan a gred gallout debriñ a bep tra, met an hini a zo dinerzh ne zebr nemet legumaj. | |
Roma | BretonNT | 14:3 | An hini a zebr, ra ne zisprizo ket an hini na zebr ket, hag an hini na zebr ket, ra ne varno ket an hini a zebr, rak Doue en deus e degemeret. | |
Roma | BretonNT | 14:4 | Piv out-te evit barn servijer unan all? Mar dalc'h en e sav pe mar kouezh, d'e vestr eo da varn anezhañ. Met e chomo e en sav rak Doue a zo galloudus evit e lakaat da chom en e sav. | |
Roma | BretonNT | 14:5 | Unan a gav un deiz dreist un deiz all, unan all a gav an holl zeizioù heñvel. Ra vo pep hini kendrec'het en e soñjoù e-unan. | |
Roma | BretonNT | 14:6 | An hini a laka kemm etre an deizioù, a laka kemm abalamour d'an Aotrou, hag an hini na laka kemm etrezo, na laka kemm abalamour d'an Aotrou. An hini a zebr, a zebr abalamour d'an Aotrou, rak trugarekaat a ra Doue, hag an hini na zebr ket, na zebr ket abalamour d'an Aotrou, ha trugarekaat a ra Doue. | |
Roma | BretonNT | 14:8 | Mar bevomp, e vevomp evit an Aotrou, ha mar marvomp, e varvomp evit an Aotrou. Pe eta e vevomp, pe e varvomp, ez omp d'an Aotrou. | |
Roma | BretonNT | 14:9 | Rak evit-se eo Krist marvet, eo adsavet a-varv hag en deus adkemeret ar vuhez, evit ma reno war ar re vev ha war ar re varv. | |
Roma | BretonNT | 14:10 | Met te, perak e varnez da vreur? Pe te, perak e tisprizez da vreur? Pa'z eo gwir ez aimp holl dirak lez-varn Krist. | |
Roma | BretonNT | 14:11 | Rak skrivet eo: Me a zo bev, eme an Aotrou, pep glin a blego dirazon ha pep teod a roio gloar da Zoue. | |
Roma | BretonNT | 14:13 | N'en em varnomp mui eta an eil egile, met kentoc'h barnit penaos na dleit ket lakaat un maen-kouezh pe reiñ un abeg a wallskouer d'ho preur. | |
Roma | BretonNT | 14:14 | Gouzout a ran, ha sur mat on dre an Aotrou Jezuz n'eus netra dic'hlan anezhañ e-unan, koulskoude, an hini a gred ez eo un dra dic'hlan, an dra-se a zo dic'hlan evitañ. | |
Roma | BretonNT | 14:15 | Met mar d-eo da vreur glac'haret diwar-benn ur boued, ne gerzh ken hervez ar garantez. Na laka ket da vont da goll dre da voued an hini hag a zo Krist marvet evitañ. | |
Roma | BretonNT | 14:17 | rak rouantelezh Doue n'emañ ket an debriñ pe an evañ, met reizhder, peoc'h ha levenez er Spered-Santel. | |
Roma | BretonNT | 14:18 | An hini a servij Krist en doare-se a blij da Zoue hag a vez kavet mat gant an dud. | |
Roma | BretonNT | 14:20 | Na zistruj ket oberenn Doue evit ur boued. Gwir eo ez eo glan an holl draoù, met fall eo d'an den debriñ anezho en ur zont ur maen-kouezh. | |
Roma | BretonNT | 14:21 | Mat eo tremen hep debriñ kig, nag evañ gwin ha kemer netra eus ar pezh a c'hell lakaat da vreur da strebotiñ pe e lakaat da gouezhañ pe e zinerzhañ. | |
Roma | BretonNT | 14:22 | Ha te ac'h eus ar feiz? Mir anezhi ennout da-unan dirak Doue. Eürus eo an hini n'en em goñdaon ket e-unan er pezh a gav mat. | |
Chapter 15
Roma | BretonNT | 15:1 | Ni ar re greñv a dle gouzañv dinerzhded ar re zinerzh ha ne dleomp ket en em blijout ennomp hon-unan. | |
Roma | BretonNT | 15:2 | Ra zeuio pep hini ac'hanomp da blijout d'e nesañ er pezh a zo mat evit e greñvadur. | |
Roma | BretonNT | 15:3 | Rak Krist ivez n'eo ket en em blijet ennañ e-unan, met hervez ma'z eo skrivet: Dismegañsoù ar re a zismegañs ac'hanout a zo kouezhet warnon. | |
Roma | BretonNT | 15:4 | Rak kement a zo bet skrivet gwechall, a zo bet skrivet evit hor c'helennadurezh, evit m'hor bo an esperañs dre ar basianted hag ar frealz eus ar Skriturioù. | |
Roma | BretonNT | 15:5 | Ra roio deoc'h an Doue a basianted hag a frealz da gaout an hevelep santadoù etrezoc'h hervez skouer Jezuz-Krist, | |
Roma | BretonNT | 15:6 | evit ma c'hellot, gant un hevelep ene hag un hevelep genoù, reiñ gloar da Zoue Tad hon Aotrou Jezuz-Krist. | |
Roma | BretonNT | 15:7 | En em zegemerit eta an eil egile, evel m'en deus Krist hon degemeret, evit gloar Doue. | |
Roma | BretonNT | 15:8 | Lavarout a ran eta ez eo bet Jezuz-Krist servijer an amdroc'hidi evit diskouez gwirionez Doue, evit leuniañ ar promesaoù graet d'hon tadoù | |
Roma | BretonNT | 15:9 | hag evit ma teuio ar baganed da reiñ gloar da Zoue abalamour d'e drugarez, evel ma'z eo skrivet: En abeg da-se ec'h anzavin ac'hanout e-touez ar broadoù, hag e veulin da anv. | |
Roma | BretonNT | 15:12 | Izaia a lavar ivez: Dont a raio eus Jese ur wrizienn hag a savo da ren war ar broadoù, hag ar broadoù a espero enni. | |
Roma | BretonNT | 15:13 | Ra zeuio Doue an esperañs d'ho leuniañ eta a bep seurt levenez ha peoc'h er feiz, evit ma kreskot en esperañs dre c'halloud ar Spered-Santel. | |
Roma | BretonNT | 15:14 | Va breudeur, me am eus an diarvar ez oc'h leun a vadelezh, karget a bep anaoudegezh, barrek d'en em aliañ an eil egile. | |
Roma | BretonNT | 15:15 | Koulskoude, breudeur, em eus skrivet deoc'h gant mui a hardizhegezh marteze, evit dihuniñ ho soñjoù, hervez ar c'hras a zo bet roet din gant Doue | |
Roma | BretonNT | 15:16 | da vezañ servijer Jezuz-Krist e-keñver ar baganed ha da leuniañ ar garg santel eus Aviel Doue, evit ma vo kavet mat gantañ ar prof eus ar baganed, ur prof santelaet gant ar Spered-Santel. | |
Roma | BretonNT | 15:17 | Ul lec'h a c'hloar am eus eta e Jezuz-Krist e-keñver ar pezh a sell ouzh traoù Doue. | |
Roma | BretonNT | 15:18 | Rak ne gredfen komz eus netra ha na vefe bet graet drezon gant Krist evit degas ar baganed d'ar sentidigezh, dre ar ger ha dre an oberoù, | |
Roma | BretonNT | 15:19 | dre c'halloud ar mirakloù hag ar burzhudoù, dre c'halloud Spered Doue, en hevelep doare ma em eus skuilhet dre holl Aviel Krist adalek Jeruzalem hag ar broioù nesañ betek Illiria. | |
Roma | BretonNT | 15:20 | Kemeret em eus ar garg da brezeg an Aviel e-lec'h na oa ket bet Krist anvet, evit tremen hep sevel war an diazez en dije unan all lakaet, | |
Roma | BretonNT | 15:21 | hervez ma'z eo skrivet: Ar re na oa ket bet prezeget dezho a welo, hag ar re n'o doa ket klevet komz anezhañ a gompreno. | |
Roma | BretonNT | 15:23 | Met bremañ, evel n'eus netra ken o terc'hel ac'hanon er vro-mañ ha ma em eus ur c'hoant bras d'ho kwelout abaoe meur a vloavezh, | |
Roma | BretonNT | 15:24 | ez in d'ho kavout pa'z in da Vro-Spagn. Evel-se em eus spi da welout ac'hanoc'h en ur dremen ha da vezañ ambrouget ganeoc'h en hent war-zu eno, goude ma em bo bet ar plijadur da vezañ un tammig ganeoc'h. | |
Roma | BretonNT | 15:26 | Rak falvezet eo bet d'ar re eus Makedonia hag eus Akaia reiñ lod eus o madoù evit peorien a zo e-touez sent Jeruzalem. | |
Roma | BretonNT | 15:27 | Plijet eo bet ganto hag, evit gwir, dleourien e oant ivez dezho, rak mar o deus bet ar baganed lod en o madoù speredel, e tleont ivez reiñ dezho lod eus o madoù douarel. | |
Roma | BretonNT | 15:28 | Goude eta ma em bo echuet kement-se ha ma em bo roet dezho gant fealded ar sikour-se, ez in da Vro-Spagn, o tremen e-biou deoc'h. | |
Roma | BretonNT | 15:29 | Gouzout a ran penaos pa'z in d'ho kavout, e teuin gant leunder bennozhioù Aviel Krist. | |
Roma | BretonNT | 15:30 | Ho pediñ a ran start eta, breudeur, dre hon Aotrou Jezuz-Krist ha dre garantez ar Spered, ma vrezelot ganin er pedennoù a reot da Zoue evidon, | |
Roma | BretonNT | 15:31 | evit ma vin dieubet diouzh diskrederien Judea ha ma vo va servij e Jeruzalem degemeret mat gant ar sent, | |
Roma | BretonNT | 15:32 | en hevelep doare ma'z in d'ho kavout gant levenez, dre volontez Doue, ha ma tiskuizhin en ho touez. | |
Chapter 16
Roma | BretonNT | 16:2 | evit ma tegemerot anezhi en Aotrou evel ma tere ouzh ar sent ha ma sikourot anezhi en holl draoù he defe ezhomm ac'hanoc'h, rak sikouret he deus meur a hini hag ivez me va-unan. | |
Roma | BretonNT | 16:4 | lakaet o deus en arvar o vuhez evit va hini. Ha n'eo ket me hepken a drugareka anezho, met c'hoazh holl Ilizoù ar baganed. | |
Roma | BretonNT | 16:5 | Saludit ivez an Iliz a zo en o zi. Saludit Epainet va c'haret-mat, hag a zo bet ar frouezh kentañ eus Akaia evit Krist. | |
Roma | BretonNT | 16:7 | Saludit Andronikuz ha Juniaz, va c'herent ha va c'henbrizonidi. Enoret int e-touez an ebestel, ha zoken o deus kredet e Krist araozon. | |
Roma | BretonNT | 16:12 | Saludit Trifen ha Trifoz a labour evit an Aotrou. Saludit Persiz ar garet-mat, labouret he deus kalz evit an Aotrou. | |
Roma | BretonNT | 16:15 | Saludit Filolog ha Julia, Nere hag e c'hoar, hag Olimp hag an holl sent a zo ganto. | |
Roma | BretonNT | 16:17 | Alian a ran ac'hanoc'h, breudeur, da ziwall diouzh a re a laka dizunvaniezh hag abegoù da gouezhañ a-enep ar gelennadurezh hoc'h eus desket, ha da bellaat diouto. | |
Roma | BretonNT | 16:18 | Rak ar seurt tud-se ne servijont ket an Aotrou Jezuz-Krist, met o c'hof o-unan; dre gomzoù dous ha melus, e tromplont kalonoù a re zizrouk. | |
Roma | BretonNT | 16:19 | Ho sentidigezh a zo anavezet gant an holl. Levenez am eus eta abalamour deoc'h. Met e c'hoantaan e vefec'h fur e-keñver ar mad ha glan e-keñver an droug. | |
Roma | BretonNT | 16:20 | Hep dale an Doue a beoc'h a friko Satan dindan ho treid. Gras hon Aotrou Jezuz-Krist ra vo ganeoc'h! Amen. | |
Roma | BretonNT | 16:21 | Timote, va c'henlabourer, Lusiuz, Jason ha Sozipater, va c'herent, a salud ac'hanoc'h. | |
Roma | BretonNT | 16:22 | Me a salud ac'hanoc'h en Aotrou, me, Tersiuz, me hag am eus skrivet al lizher-mañ. | |
Roma | BretonNT | 16:23 | Gaiuz, va ostiz hag hini an holl Iliz, a salud ac'hanoc'h. Erast teñzorier kêr hag ar breur Kouartuz a salud ac'hanoc'h. | |
Roma | BretonNT | 16:25 | D'an hini a c'hell ho nerzhañ hervez va Aviel hag hervez ar pezh a zo bet prezeget gant Jezuz-Krist, a glot gant diskuliadur ar mister kuzhet e-pad meur a gantved, | |
Roma | BretonNT | 16:26 | met a zo bremañ diskouezet dre skridoù ar brofeded hervez urzh an Doue peurbadus hag a zo prezeget d'an holl vroadoù evit ma sentint ouzh ar feiz, | |