Site uses cookies to provide basic functionality.

OK
I CORINTHIANS
Up
1 2 3 4 5 6 7 8 9 10 11 12 13 14 15 16
Toggle notes
Chapter 1
I Co BretonNT 1:1  Paol, galvet da vezañ abostol eus Jezuz-Krist dre volontez Doue, hag ar breur Sosten,
I Co BretonNT 1:2  da Iliz Doue a zo e Korint, d'ar re a zo bet santelaet e Jezuz-Krist, galvet da vezañ santel, gant ar re holl a c'halv e pelec'h bennak e vefent anv an Aotrou Jezuz-Krist, o Aotrou hag hon hini:
I Co BretonNT 1:3  Ar c'hras hag ar peoc'h ra vo roet deoc'h a-berzh Doue hon Tad hag an Aotrou Jezuz-Krist!
I Co BretonNT 1:4  Trugarekaat a ran va Doue dalc'hmat evidoc'h, abalamour d'ar c'hras en deus Doue roet deoc'h e Jezuz-Krist,
I Co BretonNT 1:5  dre ma'z oc'h bet pinvidikaet ennañ e pep doare, e kement a sell ouzh ar gomz hag ouzh an anaoudegezh,
I Co BretonNT 1:6  hervez ma'z eo bet testeni Krist startaet ennoc'h,
I Co BretonNT 1:7  en hevelep doare ma ne vank donezon ebet deoc'h-c'hwi hag a c'hortoz emziskouez hon Aotrou Jezuz-Krist.
I Co BretonNT 1:8  Ho kreñvaat a raio ivez betek ar fin, evit ma viot divlam e deiz hon Aotrou Jezuz-Krist.
I Co BretonNT 1:9  Doue a zo feal, drezañ oc'h bet galvet da genunvaniezh e Vab Jezuz-Krist hon Aotrou.
I Co BretonNT 1:10  Ho pediñ a ran, breudeur, en anv hon Aotrou Jezuz-Krist, da zerc'hel holl an hevelep komzoù ha da ziwall na vefe ket a zizunvaniezh etrezoc'h, met da vezañ unanet en un hevelep soñj hag en un hevelep mennozh.
I Co BretonNT 1:11  Rak diwar ho penn, va breudeur, roet eo bet din da anavezout gant ar re eus ti Kloe ez eus tabutoù en ho touez.
I Co BretonNT 1:12  Fellout a ra din lavarout penaos, en ho touez, pep hini a lavar: Me a zo da Baol! Ha me da Apolloz! Ha me da Gefaz! Ha me da Grist!
I Co BretonNT 1:13  Krist, ha lodennet eo? Paol, ha kroazstaget eo bet evidoc'h? Pe badezet oc'h bet en anv Paol?
I Co BretonNT 1:14  Trugarekaat a ran Doue abalamour ma ne'm eus badezet hini ac'hanoc'h, nemet Krispuz ha Gaiuz,
I Co BretonNT 1:16  Badezet em eus c'hoazh tiegezh Stefanaz. Met a-hend-all, n'ouzon ket hag em befe badezet c'hoazh unan all bennak.
I Co BretonNT 1:17  Rak n'eo ket evit badeziñ en deus Krist va c'haset, met evit prezeg an Aviel, nann gant furnez ar gomz, evit na vefe ket rentet didalvoud kroaz Krist.
I Co BretonNT 1:18  Rak prezeg ar groaz a zo ur follentez evit ar re a ya da goll, met evit ar re a zo salvet, da lavarout eo evidomp, eo galloud Doue.
I Co BretonNT 1:19  Evel-se eo skrivet: Distrujañ a rin furnez ar re fur, ha kas a rin da netra skiant ar re skiantek.
I Co BretonNT 1:20  Pelec'h emañ an den fur? Pelec'h emañ ar skrib? Pelec'h emañ tabuter ar c'hantved-mañ? Doue, ha n'en deus ket troet e follentez furnez ar bed-mañ?
I Co BretonNT 1:21  Rak evel ma n'en deus ket ar bed, dre ar furnez-se, anavezet Doue e furnez Doue, ez eo bet plijet gant Doue salviñ ar gredourien dre follentez ar prezeg.
I Co BretonNT 1:22  E-pad ma c'houlenn ar Yuzevien mirakloù ha ma klask ar C'hresianed ar furnez,
I Co BretonNT 1:23  ni a brezeg Krist kroazstaget, abeg da gouezhañ evit ar Yuzevien ha follentez evit ar C'hresianed,
I Co BretonNT 1:24  met evit ar re a zo galvet, kement ar Yuzevien evel ar C'hresianed, Krist a zo galloud Doue ha furnez Doue.
I Co BretonNT 1:25  Rak follentez Doue a zo furoc'h eget an dud, ha dinerzhded Doue a zo kreñvoc'h eget an dud.
I Co BretonNT 1:26  Eveshait, breudeur, penaos en ho touez c'hwi hag a zo bet galvet, n'eus ket kalz a dud fur hervez ar c'hig, na kalz a dud galloudek, na kalz a dud nobl.
I Co BretonNT 1:27  Met Doue en deus dibabet an traoù foll eus ar bed evit mezhekaat ar re fur, Doue en deus dibabet an traoù dister eus ar bed evit mezhekaat ar re nerzhus,
I Co BretonNT 1:28  ha Doue en deus dibabet an traoù displed eus ar bed, ar muiañ disprizet hag ar re n'emaint ket, evit kas da netra ar re a zo,
I Co BretonNT 1:30  Ha drezañ eo ez oc'h e Jezuz-Krist, an hini a zo bet graet deomp a-berzh Doue, furnez, reizhder, santeladur ha dasprenadur,
I Co BretonNT 1:31  evit, evel ma'z eo skrivet: Ma tenno gloar en Aotrou an hini a denn gloar.
Chapter 2
I Co BretonNT 2:1  Pa'z on deuet d'ho kavout, breudeur, n'on ket deuet gant komzou pe gant furnez vras evit disklêriañ deoc'h testeni Doue.
I Co BretonNT 2:2  Rak ne'm eus ket soñjet e tleen anavezout tra all en ho touez nemet Jezuz-Krist, ha Jezuz-Krist staget ouzh ar groaz.
I Co BretonNT 2:3  Me a zo bet en ho touez en dinerzhded, en doujañs hag en ur grenadenn vras.
I Co BretonNT 2:4  Va c'homz ha va frezegenn n'int ket bet dalc'het e lavarioù fromus furnez an den, met en un diskouezadur a Spered hag a c'halloud,
I Co BretonNT 2:5  evit na vo ket savet ho feiz war furnez an dud, met war galloud Doue.
I Co BretonNT 2:6  Hag e prezegomp ur furnez e-touez ar re zivlam, ur furnez ha n'eo ket eus ar bed-mañ, nag eus renerien ar bed-mañ hag a zeu da vezañ hep galloud,
I Co BretonNT 2:7  prezeg a reomp furnez Doue en ur mister, ur furnez hag a oa bet kuzhet hag a oa bet ragaozet gant Doue a-raok ar c'hantvedoù evit hor gloar,
I Co BretonNT 2:8  ha n'eo bet anavezet gant hini ebet eus renerien ar bed-mañ, rak mar o defe he anavezet, n'o defe ket kroazstaget an Aotrou a c'hloar.
I Co BretonNT 2:9  Met evel ma'z eo skrivet: Bez' int traoù n'en deus ket lagad an den gwelet, na skouarn an den klevet, ha n'int ket pignet e kalon an den, traoù en deus Doue kempennet evit ar re a gar anezhañ.
I Co BretonNT 2:10  Doue en deus o diskuliet deomp dre e Spered. Rak ar Spered a furch an holl draoù, zoken donderioù Doue.
I Co BretonNT 2:11  Rak piv e-touez an dud a anavez traoù an den, nemet spered an den a zo ennañ? Evel-se ivez den n'anavez traoù Doue, nemet Spered Doue.
I Co BretonNT 2:12  Hogen ni, n'hon eus ket resevet spered ar bed, met ar Spered a zeu eus Doue, evit ma anavezimp an traoù a zo bet roet deomp gant Doue dre c'hras.
I Co BretonNT 2:13  Ha komz a reomp diwar o fenn, nann gant al lavarioù a zesk furnez an dud, met gant ar re a zesk ar Spered-Santel, o tisplegañ traoù speredel d'ar re a zo speredel.
I Co BretonNT 2:14  Koulskoude an den naturel ne gompren ket traoù Spered Doue, rak evel follentez int evitañ, ha ne c'hell ket o anavezout rak dre ar spered eo e varner anezho.
I Co BretonNT 2:15  Met an den speredel a varn an holl draoù ha n'eo e-unan barnet gant den.
I Co BretonNT 2:16  Rak piv en deus anavezet soñj an Aotrou evit gallout e gelenn? Hogen ni hon eus soñj Krist.
Chapter 3
I Co BretonNT 3:1  Breudeur, ne'm eus ket gallet komz deoc'h evel da dud speredel met evel da dud kigel, evel da vugale vihan e Krist.
I Co BretonNT 3:2  Roet em eus deoc'h laezh da evañ ha nann boued fetis, rak ne oac'h ket c'hoazh gouest d'e zegemer. Ha bremañ zoken ne c'hellit ket, dre ma'z oc'h c'hoazh kigel.
I Co BretonNT 3:3  Rak pa'z eo gwir ez eus en ho touez gwarizi, tabutoù ha diemglevioù, ha n'oc'h ket kigel ha ne gerzhit ket hervez an dud?
I Co BretonNT 3:4  Pa lavar unan: Me a zo da Baol! Hag egile: Me da Apolloz! Ha n'oc'h ket kigel?
I Co BretonNT 3:5  Piv eta eo Apolloz ha piv eo Paol, nemet servijerien hoc'h eus kredet drezo hervez m'en deus an Aotrou roet da bep hini?
I Co BretonNT 3:6  Me am eus plantet, Apolloz en deus douret, met Doue en deus lakaet da greskiñ,
I Co BretonNT 3:7  evel-se an hini a blant n'eo netra, nag an hini a zoura, met Doue a laka da greskiñ.
I Co BretonNT 3:8  An hini a blant hag an hini a zoura a zo heñvel, ha pep hini a resevo e c'hopr e-unan hervez e labour e-unan.
I Co BretonNT 3:9  Rak ni a zo oberourien gant Doue. C'hwi eo park Doue, an ti a sav Doue.
I Co BretonNT 3:10  Hervez gras Doue a zo bet roet din, em eus lakaet an diazez evel ur saver fur, hag unan all a vañson warnañ. Met ra eveshaio pep hini penaos e vañson warnañ.
I Co BretonNT 3:11  Rak den ne c'hell lakaat un diazez all eget an hini a zo bet lakaet, da lavarout eo Jezuz-Krist.
I Co BretonNT 3:12  Mar mañson unan bennak war an diazez-se gant aour, arc'hant, mein prizius, koad, foenn, soul,
I Co BretonNT 3:13  labour pep hini a vo en em ziskouezet, rak an deiz en roio da anavezout, dre ma vo diskuliet dre an tan; hag an tan a amprouo petra eo labour pep hini.
I Co BretonNT 3:14  Mar chom en e sav al labour en devo unan bennak savet, e resevo ur gopr.
I Co BretonNT 3:15  Mar dev labour unan bennak, e c'houzañvo ar c'holl. Eñ a vo salvet, met evel a-dreuz an tan.
I Co BretonNT 3:16  Ha n'ouzoc'h ket ez oc'h templ Doue hag emañ Spered Doue o chom ennoc'h?
I Co BretonNT 3:17  Mar distruj unan bennak templ Doue, Doue en distrujo, rak templ Doue a zo santel ha c'hwi eo kement-se.
I Co BretonNT 3:18  N'en em dromplo den e-unan. Mar soñj unan bennak ac'hanoc'h bezañ fur er c'hantved-mañ, ra zeuio da vezañ foll evit dont da vezañ fur.
I Co BretonNT 3:19  Furnez ar bed-mañ a zo follentez dirak Doue, rak skrivet eo: Tapout a ra ar re fur en o gwidre.
I Co BretonNT 3:20  Ha c'hoazh: An Aotrou a anavez penaos soñjoù ar re fur a zo aner.
I Co BretonNT 3:21  Ra ne lakaio den eta e c'hloar en dud, rak an holl draoù a zo deoc'h,
I Co BretonNT 3:22  pe Paol, pe Apolloz, pe Kefaz, pe ar bed, pe ar vuhez, pe ar marv, pe an traoù a-vremañ, pe an traoù da zont,
I Co BretonNT 3:23  an holl draoù a zo deoc'h, ha c'hwi a zo da Grist, ha Krist a zo da Zoue.
Chapter 4
I Co BretonNT 4:1  Ra vimp sellet gant pep hini evel servijerien Krist ha merourien misterioù Doue.
I Co BretonNT 4:2  A-hend-all, ar pezh a c'houlenner digant ar verourien, eo ma vefe kavet pep hini feal.
I Co BretonNT 4:3  Evidon-me, e ra nebeut a dra din bezañ barnet ganeoc'h pe gant ul lez-varn den. Ha n'en em varnan ket kennebeut va-unan,
I Co BretonNT 4:4  rak n'en em gavan kablus a netra. Koulskoude n'on ket reishaet abalamour da-se, met an hini a varn ac'hanon eo an Aotrou.
I Co BretonNT 4:5  Dre-se na varnit netra a-raok an amzer, betek ma teuio an Aotrou, a lakaio da vezañ sklaer an traoù kuzhet en deñvalijenn hag a ziskulio soñjoù ar c'halonoù. Neuze Doue a roio da bep hini e veuleudi.
I Co BretonNT 4:6  Breudeur, an traoù-se am eus treukaset warnon ha war Apolloz abalamour deoc'h, evit ma teskot ennomp tremen hep soñjal en tu-hont d'ar pezh a zo skrivet, hag evit na zeuio hini ac'hanoc'h d'en em c'hwezhañ gant an ourgouilh evit unan a-enep egile.
I Co BretonNT 4:7  Rak piv a laka ac'hanout evel disheñvel? Petra ac'h eus ha ne'c'h eus ket resevet? Ha ma ec'h eus e resevet, perak e tennez gloar anezhañ evel ma ne'z pije ket e resevet?
I Co BretonNT 4:8  Dija hoc'h eus resevet ho kwalc'h, dija ez oc'h pinvidik, emaoc'h o ren hepdomp. Ha ra renot e gwirionez, evit ma renimp ivez ganeoc'h.
I Co BretonNT 4:9  Rak me a soñj din en deus Doue hon diskouezet, ni an ebestel, evel ar re ziwezhañ eus an dud, evel kondaonet d'ar marv, ouzh hol lakaat da wel d'ar bed, d'an aeled ha d'an dud.
I Co BretonNT 4:10  Ni a zo foll abalamour da Grist, met c'hwi a zo fur e Krist. Ni a zo dinerzh, met c'hwi a zo kreñv. C'hwi a zo en enor, met ni a zo disprizet.
I Co BretonNT 4:11  Betek vremañ hon eus naon ha sec'hed, omp en noazh, skeiñ a reer war hon dremm, emaomp o redek amañ hag ahont.
I Co BretonNT 4:12  En em skuizhañ a reomp o labourat gant hon daouarn hon-unan. Dismegañset, e vennigomp; heskinet, e c'houzañvomp;
I Co BretonNT 4:13  falstamallet, ec'h aspedomp. Deuet omp betek vremañ evel skubadur ar bed, distaoladur an holl.
I Co BretonNT 4:14  Ne skrivan ket an traoù-mañ evit ober mezh deoc'h, met ho kelenn a ran evel va bugale karet-mat.
I Co BretonNT 4:15  Pa ho pefe zoken dek mil mestr e Krist, n'ho pefe ket meur a dad, rak me eo an hini en deus ganet ac'hanoc'h e Jezuz-Krist dre an Aviel.
I Co BretonNT 4:16  Ho pediñ start a ran eta, bezit va heñvelerien.
I Co BretonNT 4:17  Abalamour da gement-se eo em eus kaset deoc'h Timote, va mab karet-mat ha feal en Aotrou. Degas a raio soñj deoc'h eus va hentoù e Krist ha penaos e prezegan dre holl en holl Ilizoù.
I Co BretonNT 4:18  Hogen hiniennoù a zo en em c'hwezhet gant an ourgouilh, evel ma ne dlejen ket dont en ho touez.
I Co BretonNT 4:19  Met mont a rin prest en ho touez, mar fell d'an Aotrou, hag ec'h anavezin nann ar c'homzoù met ar galloud eus ar re a zo en em c'hwezhet.
I Co BretonNT 4:20  Rak rouantelezh Doue n'emañ ket er c'homzoù met er galloud.
I Co BretonNT 4:21  Petra a fell deoc'h? Mont a rin d'ho kavout gant ur wialenn, pe gant karantez hag ur spered a zouster?
Chapter 5
I Co BretonNT 5:1  Klevout a reer lavarout a bep tu ez eus en ho touez gadaliezh, hag ur c'hadaliezh ken bras ma n'eo ket anvet zoken e-touez ar baganed. Evel-se unan ac'hanoc'h en deus kemeret gwreg e dad.
I Co BretonNT 5:2  Hag oc'h en em c'hwezhet gant an ourgouilh! Ha n'oc'h ket, er c'hontrol, bet er glac'har, evit ma vo lamet eus ho touez an hini en deus graet kement-se?
I Co BretonNT 5:3  Evidon-me, ezvezant a gorf met bezant a spered, em eus barnet dija evel ma vefen bezant an hini en deus graet un hevelep tra.
I Co BretonNT 5:4  En anv hon Aotrou Jezuz-Krist, c'hwi ha va spered o vezañ a-unan gant galloud hon Aotrou Jezuz-Krist,
I Co BretonNT 5:5  ra vo lakaet un hevelep den etre daouarn Satan, evit ma vo distrujet ar c'hig ha ma vo salvet ar spered e deiz an Aotrou Jezuz.
I Co BretonNT 5:6  N'eo ket mat tennañ gloar ac'hanoc'h. Ha n'ouzoc'h ket penaos un nebeudig goell a laka an holl doaz da c'hoiñ?
I Co BretonNT 5:7  Naetait eta ar goell kozh, evit ma viot un toaz nevez, peogwir ez oc'h hep goell. Rak Krist hor Pask a zo bet aberzhet evidomp.
I Co BretonNT 5:8  Dre-se eta, lidomp ar gouel, nann gant ar goell kozh na gant ur goell a zroug hag a fallentez, met gant ar bara hep goell eus an eeunder hag eus ar wirionez.
I Co BretonNT 5:9  Skrivet em eus deoc'h em lizher chom hep darempredoù gant an dud hudur,
I Co BretonNT 5:10  ne oa ket a-grenn gant tud hudur ar bed-mañ, an dud wallc'hoantek, al laeron, an idolourien, rak neuze e vije ret deoc'h mont er-maez eus ar bed.
I Co BretonNT 5:11  Met ar pezh am eus skrivet deoc'h, eo chom hep darempredoù gant unan bennak en em c'halv breur hag a zo hudur, pe gwallc'hoantek, pe idolour, pe droukkomzer, pe mezvier, pe laer, na zebrit ket zoken gant un hevelep den.
I Co BretonNT 5:12  Petra am eus eta da varn re an diavaez? Ha n'hoc'h eus ket da varn re an diabarzh?
I Co BretonNT 5:13  Diwar-benn re an diavaez, Doue o barn. Lamit an den fall eus ho touez.
Chapter 6
I Co BretonNT 6:1  P'en deus unan bennak ac'hanoc'h ur c'hroz bennak a-enep unan all, ha krediñ a ra e c'hervel e barnedigezh dirak ar re zifeiz kentoc'h eget dirak ar sent?
I Co BretonNT 6:2  Ha n'ouzoc'h ket penaos ar sent a varno ar bed? Ha mar d-eo barnet ar bed ganeoc'h, ha dizellezek oc'h da varn traoù disteroc'h?
I Co BretonNT 6:3  Ha n'ouzoc'h ket penaos e varnimp an aeled? Ha pegement muioc'h traoù ar vuhez-mañ?
I Co BretonNT 6:4  Pa hoc'h eus prosezioù evit traoù ar vuhez-mañ, e kemerit evit barnerien ar re n'eo ket graet van anezho en Iliz?
I Co BretonNT 6:5  Evit ho mezh en lavaran deoc'h. Ha n'eus ket eta un den fur en ho touez, hini ebet hag a c'hellfe barn etre e vreudeur?
I Co BretonNT 6:6  Met ur breur en deus ur prosez gant ur breur all, ha kement-se dirak ar re zifeiz!
I Co BretonNT 6:7  Kaout prosezioù an eil a-enep egile a zo dija ur gwall si en ho touez. Perak ne c'houzañvit ket kentoc'h un dislealded bennak? Perak ne c'houzañvit ket kentoc'h ur c'holl?
I Co BretonNT 6:8  Met c'hwi eo ar re a ra dislealded hag a ra koll, ha c'hoazh d'ho preudeur!
I Co BretonNT 6:9  Ha n'ouzoc'h ket penaos an dud direizh n'o devo ket rouantelezh Doue da hêrezh? Arabat deoc'h en em dromplañ, nag ar re hudur, nag an idolourien, nag an avoultrerien, nag ar sodomiz, nag ar skilbaotred,
I Co BretonNT 6:10  nag al laeron, nag ar re wallc'hoantek, nag ar vezvierien, nag an droukkomzerien, nag ar skraperien, n'o devo rouantelezh Doue da hêrezh.
I Co BretonNT 6:11  Hag evel-se e oa hiniennoù ac'hanoc'h. Met gwalc'het oc'h bet, met santelaet oc'h bet, met reishaet oc'h bet en anv an Aotrou Jezuz hag e Spered hon Doue.
I Co BretonNT 6:12  An holl draoù a zo aotreet din, met n'int ket holl talvoudus. An holl draoù a zo aotreet din, met n'en em lakain sklavour dindan hini.
I Co BretonNT 6:13  Ar boued a zo evit ar c'hof hag ar c'hof evit ar boued, met Doue a zistrujo an eil hag egile. Hogen ar c'horf n'eo ket evit an hudurniezh met evit an Aotrou, hag an Aotrou evit ar c'horf.
I Co BretonNT 6:14  Ha Doue en deus adsavet an Aotrou a varv hag hon adsavo ivez a varv dre e c'halloud.
I Co BretonNT 6:15  Ha n'ouzoc'h ket ez eo ho korfoù izili Krist? Ha kemer a rin eta izili Krist evit ober anezho izili ur c'hast? N'eo ket!
I Co BretonNT 6:16  Ha n'ouzoc'h ket penaos an hini en em unan gant ur c'hast a zo un hevelep korf ganti? Rak lavaret eo: An daou a zeuio da vezañ ur c'hig hepken.
I Co BretonNT 6:17  Met an hini en em unan gant an Aotrou a zo un hevelep spered gantañ.
I Co BretonNT 6:18  Tec'hit diouzh an hudurniezh. Kement pec'hed a ra un den a zo er-maez eus ar c'horf, met an hini a ra hudurniezh a bec'h a-enep e gorf e-unan.
I Co BretonNT 6:19  Ha n'ouzoc'h ket ez eo ho korf templ ar Spered-Santel a zo ennoc'h, hag a zo bet roet deoc'h gant Doue? N'oc'h ket deoc'h hoc'h-unan,
I Co BretonNT 6:20  rak dasprenet oc'h bet gant ur priz bras. Roit eta gloar da Zoue en ho korf hag en ho spered, ar re a zo da Zoue.
Chapter 7
I Co BretonNT 7:1  Diwar-benn an traoù hoc'h eus skrivet din, mat eo d'an den chom hep stekiñ ouzh gwreg ebet.
I Co BretonNT 7:2  Met abalamour d'an hudurniezh, ra en devo pep den e wreg ha pep gwreg hec'h ozhac'h.
I Co BretonNT 7:3  Ra roio an ozhac'h d'e wreg ar pezh a dle dezhi ha ra roio an hevelep tra ar wreg d'hec'h ozhac'h.
I Co BretonNT 7:4  Ar wreg n'eo ket mestr war he c'horf hec'h-unan, met an ozhac'h eo. En hevelep doare ivez an ozhac'h n'eo ket mestr war e gorf e-unan, met ar wreg eo.
I Co BretonNT 7:5  N'en em dremenit ket an eil eus egile, nemet dre un asant graet etrezoc'h evit ur pennad, evit en em reiñ d'ar yun ha d'ar bedenn. Ha goude distroit asambles, gant aon na zeufe Satan d'ho temptañ dre ho tiouer a vestroni.
I Co BretonNT 7:6  Lavarout a ran kement-se evel un ali ha n'eo ket ur gourc'hemenn.
I Co BretonNT 7:7  Rak me a garfe e vefe an holl eveldon me-unan, met pep hini en deus resevet eus Doue e zonezon e-unan, unan en un doare hag egile en un doare all.
I Co BretonNT 7:8  Met e lavaran d'ar re n'int ket dimezet ha d'an intañvezed ez eo mat dezho chom evel ma'z on.
I Co BretonNT 7:9  Koulskoude, ma n'o deus ket mestroni warno o-unan, ra zimezint, rak gwelloc'h eo dimeziñ eget deviñ.
I Co BretonNT 7:10  D'ar re a zo dimezet e c'hourc'hemennan, n'eo ket me met an Aotrou, ra ne vo ket dispartiet ar wreg diouzh hec'h ozhac'h,
I Co BretonNT 7:11  ha mar d-eo dispartiet, ra chomo hep addimeziñ pe ra zistroio gant hec'h ozhac'h, hag an ozhac'h ra ne zilezo ket e wreg.
I Co BretonNT 7:12  D'ar re all e lavaran, me ha nann an Aotrou, mar en deus ur breur bennak ur wreg difeiz hag a c'hoantafe chom gantañ, ra ne guitaio ket anezhi,
I Co BretonNT 7:13  ha mar he deus ur wreg bennak un ozhac'h difeiz hag a c'hoantafe chom ganti, ra ne guitaio ket anezhañ.
I Co BretonNT 7:14  Rak an ozhac'h difeiz a zo santelaet gant ar wreg hag ar wreg difeiz a zo santelaet gant an ozhac'h, anez da-se ho pugale a vije dic'hlan, e-lec'h bremañ ez int santel.
I Co BretonNT 7:15  Mar en em zisparti an hini difeiz, ra vo dispartiet, ar breur pe ar c'hoar n'int ket dalc'het neuze. Met Doue en deus hor galvet d'ar peoc'h.
I Co BretonNT 7:16  Rak ha gouzout a rez, gwreg, hag e salvi da ozhac'h? Pe ha gouzout a rez, ozhac'h, hag e salvi da wreg?
I Co BretonNT 7:17  A-hend-all, ra gerzho pep hini hervez ar pezh en deus an Aotrou roet dezhañ hag hervez ar galv en deus resevet digant Doue. Setu ar pezh a c'hourc'hemennan en holl Ilizoù.
I Co BretonNT 7:18  Unan bennak ha galvet eo bet amdroc'het? Ra chomo amdroc'het. Unan bennak ha galvet eo bet diamdroc'h? Ra ne zeuio ket da vezañ amdroc'het.
I Co BretonNT 7:19  An amdroc'h n'eo netra hag an diamdroc'h n'eo netra, met miridigezh gourc'hemennoù Doue eo an holl draoù.
I Co BretonNT 7:20  Ra chomo pep hini er stad ma oa pa'z eo bet galvet.
I Co BretonNT 7:21  Ha galvet out bet pa oas sklav? N'en em nec'h ket a gement-se, met mar gellez dont da vezañ frank, tenn kentoc'h da vad.
I Co BretonNT 7:22  Rak an hini a oa bet galvet en Aotrou pa oa sklav a zo frankiziad an Aotrou. En hevelep doare an hini a oa bet galvet pa oa frank a zo sklavour Krist.
I Co BretonNT 7:23  Ur priz a zo bet paeet evit ho tasprenadur, na zeuit ket da vezañ sklavourien an dud.
I Co BretonNT 7:24  Breudeur, ra chomo pep hini dirak Doue er stad ma oa pa'z eo bet galvet.
I Co BretonNT 7:25  Diwar-benn ar gwerc'hezed, n'em eus gourc'hemenn ebet a-berzh an Aotrou, met reiñ a ran un ali evel un den hag en deus bet lod e trugarez an Aotrou evit bezañ feal dezhañ.
I Co BretonNT 7:26  Krediñ a ran eta, abalamour d'ar glac'haroù a-vremañ, ez eo un dra vat d'ar gwaz chom evel ma'z emañ.
I Co BretonNT 7:27  Hag ereet out gant ur wreg? Na glask ket en em zizeren. Ha n'out ket ereet gant ur wreg? Na glask gwreg ebet.
I Co BretonNT 7:28  Mar dimezez ne bec'hez ket, mar dimez ar werc'hez, ne be'ch ket. Met an dud-se o devo glac'haroù er c'hig ha fellout a rafe din o espern deoc'h.
I Co BretonNT 7:29  Setu ar pezh a lavaran, breudeur, an amzer a zo berr a-vremañ. Ar re o deus ur wreg ra vint evel pa n'o defe ket,
I Co BretonNT 7:30  ar re a ouel evel pa ne ouelfent ket, ar re a zo el levenez evel pa ne vefent ket, ar re a bren evel pa n'o defe netra,
I Co BretonNT 7:31  ar re a zo oc'h ober gant ar bed evel pa ne rafent ket, rak skeudenn ar bed-mañ a dremen.
I Co BretonNT 7:32  Ha me a garfe e vefec'h hep nec'hamant. An hini n'eo ket dimezet en em ro da draoù an Aotrou evit plijout d'an Aotrou,
I Co BretonNT 7:33  met an hini a zo dimezet en em ro da draoù ar bed evit plijout d'e wreg.
I Co BretonNT 7:34  Un diforc'h a zo etre ar wreg dimezet hag ar werc'hez, an hini n'eo ket dimezet en em ro da draoù an Aotrou evit bezañ santel a gorf hag a spered, met an hini a zo dimezet en em ro da draoù ar bed evit plijout d'hec'h ozhac'h.
I Co BretonNT 7:35  Lavarout a ran kement-mañ evit ho mad, n'eo ket evit stegnañ ur pech deoc'h, met evit ho tougen d'ar pezh a zo dereat ha ma c'hellot servijañ an Aotrou hep harz ebet.
I Co BretonNT 7:36  Met mar kred unan bennak e vefe un dismegañs evit e verc'h tremen fleur hec'h oad hep bezañ dimezet hag e vefe ret he dimeziñ, ra raio evel ma fello dezhañ, ne bec'ho ket. Ra zimezo ar merc'hed.
I Co BretonNT 7:37  Met an hini a chom start en e galon, an hini n'eo ket rediet met a zo er c'hontrol mestr eus e volontez, an hini en deus soñjet en e galon mirout e verc'h gwerc'h, a ra mat.
I Co BretonNT 7:38  Evel-se, an hini a zimez anezhi a ra mat, hag an hini n'he dimez ket a ra gwelloc'h.
I Co BretonNT 7:39  Ur wreg a zo ereet dre al lezenn e-pad ma'z emañ hec'h ozhac'h o vevañ. Met ma varv hec'h ozhac'h, frank eo da zimeziñ gant an neb a fell dezhi, nemet ra vo en Aotrou.
I Co BretonNT 7:40  Eürusoc'h eo koulskoude, hervez ar pezh a gav din, mar chom evel ma'z emañ. Ha krediñ a ran emañ ivez Spered Doue ennon.
Chapter 8
I Co BretonNT 8:1  E-keñver an traoù aberzhet d'an idoloù, gouzout a reomp hon eus holl anaoudegezh. An anaoudegezh a c'hwez, met ar garantez a sav.
I Co BretonNT 8:2  Mar soñj unan bennak gouzout un dra bennak, ne oar c'hoazh netra evel ma tleer gouzout.
I Co BretonNT 8:3  Met mar kar unan bennak Doue, anavezet eo gantañ.
I Co BretonNT 8:4  Dre-se eta, evit ar pezh a sell debriñ traoù aberzhet d'an idoloù, ec'h ouzomp penaos un idol n'eo netra er bed ha penaos n'eus nemet un Doue hepken.
I Co BretonNT 8:5  Rak petra bennak ma ez eus, en neñv pe war an douar, reoù hag a zo anvet doueed, evel ma ez eus meur a zoue ha meur a aotrou,
I Co BretonNT 8:6  koulskoude ni n'hon eus nemet un Doue hepken, an Tad, e teu an holl draoù dioutañ hag ez omp-ni evitañ, hag un Aotrou hepken, Jezuz-Krist, a zo an holl draoù drezañ hag emaomp-ni drezañ.
I Co BretonNT 8:7  Met an holl n'o deus ket an anaoudegezh-se. Rak hiniennoù, hervez ar gredenn o deus bremañ c'hoazh eus an idol, a zebr an traoù evel bet aberzhet d'an idoloù, hag o c'houstiañs, o vezañ dinerzh, a zo saotret a gement-se.
I Co BretonNT 8:8  N'eo ket ur boued hol laka da vezañ plijus da Zoue. Rak ma tebromp, ne zeu talvoudegezh ebet deomp a-se, ha ma ne zebromp ket, n'hor bo koll ebet a gement-se.
I Co BretonNT 8:9  Lakait evezh koulskoude na zeufe ar frankiz hoc'h eus da vezañ ur maen-kouezh evit ar re zinerzh.
I Co BretonNT 8:10  Rak mar gwel unan bennak ac'hanout, te hag ac'h eus anaoudegezh, azezet ouzh taol e templ an idoloù, ha ne vo ket ivez douget an hini a zo dinerzh e goustiañs da zebriñ eus an traoù a zo aberzhet d'an idoloù?
I Co BretonNT 8:11  Hag e vo kollet dre da anaoudegezh ar breur dinerzh ez eo marvet Krist evitañ.
I Co BretonNT 8:12  Evel-se, o pec'hiñ a-enep ar vreudeur hag o c'hloazañ o c'houstiañs dinerzh, e pec'hit a-enep Krist.
I Co BretonNT 8:13  Dre-se, mar lakaan va breur da strebotiñ dre ar pezh a zebran, ne zebrin biken a gig, evit chom hep lakaat va breur da strebotiñ.
Chapter 9
I Co BretonNT 9:1  Ha n'on ket abostol? Ha n'on ket frank? Ha ne'm eus ket gwelet Jezuz-Krist hon Aotrou? Ha n'oc'h ket va labour en Aotrou?
I Co BretonNT 9:2  Ma n'on ket abostol evit ar re all, ez on da nebeutañ evidoc'h, rak c'hwi eo siell va abostoliezh en Aotrou.
I Co BretonNT 9:3  Eno emañ va difenn a-enep ar re a varn ac'hanon.
I Co BretonNT 9:4  Ha n'hon eus ket ar gwir da zebriñ ha da evañ?
I Co BretonNT 9:5  Ha n'hon eus ket ar gwir da gas ganeomp ur c'hoar a vefe hor pried, evel ma ra an ebestel all ha breudeur an Aotrou ha Kefaz?
I Co BretonNT 9:6  Pe daoust ha n'eus nemedon ha Barnabaz ha n'o defe ket ar gwir da chom hep labourat?
I Co BretonNT 9:7  Piv a ya morse d'ar brezel diwar e goust e-unan? Piv eo an hini a blant ur winienn ha na zebr ket eus e frouezh? Pe piv eo an hini a ro da beuriñ d'an tropell ha na ev ket eus e laezh?
I Co BretonNT 9:8  Hag hervez giz an dud eo e lavaran kement-mañ? Ha n'en lavar ket ivez al lezenn?
I Co BretonNT 9:9  Rak skrivet eo e lezenn Moizez: Ne erei ket e c'henoù d'an ejen a vac'h ar greun. Hag eus ejened eo e kemer Doue preder,
I Co BretonNT 9:10  pe n'eo ket e gwirionez evidomp-ni en deus lavaret kement-se? Evidomp-ni eo bet skrivet penaos an hini a ar a dle arat gant esperañs, hag an hini a vac'h ar greun a dle mac'hañ gant esperañs da gaout lod er pezh a c'hortoz.
I Co BretonNT 9:11  Mar hon eus hadet evidoc'h ar madoù speredel, hag ur gwall dra e vefe deomp mediñ diganeoc'h ar madoù kigel?
I Co BretonNT 9:12  Mar d-eus re all hag a ra implij eus ar galloud-se warnoc'h, perak ne reomp ket kentoc'h? Met n'hon eus ket graet implij eus ar galloud-se, er c'hontrol e c'houzañvomp pep tra evit chom hep lakaat harz ebet da Aviel Krist.
I Co BretonNT 9:13  Ha n'ouzoc'h ket penaos ar re a ra ar servij santel a zebr eus traoù an templ, ha penaos ar re a servij an aoter o deus lod en aoter?
I Co BretonNT 9:14  Evel-se ivez an Aotrou en deus gourc'hemennet d'ar re a brezeg an Aviel bevañ diouzh an Aviel.
I Co BretonNT 9:15  Met ne'm eus graet implij ebet eus ar galloud-se ha ne skrivan ket kement-mañ evit ma vo graet e-giz-se em c'heñver, rak gwelloc'h e vefe ganin mervel eget na lamfe unan bennak ar gloar-se diganin.
I Co BretonNT 9:16  Mar prezegan an Aviel, ne'm eus ket lec'h da dennañ gloar a gement-se, rak dalc'het on d'henn ober ha gwalleur din ma ne brezegan ket an Aviel!
I Co BretonNT 9:17  Mar gran kement-se a galon vat, em bo ar gopr, met mar gran en desped din, em eus resevet ar garg d'henn ober.
I Co BretonNT 9:18  Peseurt gopr am eus eta? O prezeg an Aviel eo, e savin Aviel Krist hep ma kousto netra da zen hag hep ma rin implij eus va galloud en Aviel.
I Co BretonNT 9:19  Rak petra bennak ma'z on frank e-keñver an holl, ez on en em lakaet da servijer d'an holl evit gounit muioc'h a dud.
I Co BretonNT 9:20  Gant ar Yuzevien, on bet evel Yuzev evit gounit ar Yuzevien; gant ar re a zo dindan al lezenn, on bet evel dindan al lezenn evit gounit ar re a zo dindan al lezenn;
I Co BretonNT 9:21  gant ar re a zo hep lezenn, on bet evel hep lezenn, petra bennak ma n'on ket hep lezenn Doue pa'z emaon dindan lezenn Krist, evit gounit ar re a zo hep lezenn.
I Co BretonNT 9:22  Bet on evel dinerzh gant ar re zinerzh evit gounit ar re zinerzh. En em c'hraet on e pep tra d'an holl evit salviñ en un doare bennak hiniennoù anezho.
I Co BretonNT 9:23  Kement-se a ran abalamour d'an Aviel, evit kaout lod ennañ.
I Co BretonNT 9:24  Ha n'ouzoc'h ket penaos pa gemerer perzh en ur redadeg an holl a red, met unan hepken a resevo ar priz? Redit en un doare d'e c'hounit.
I Co BretonNT 9:25  Pep den hag a glask gounid war ar re all a ziouer pep tra, ha kement-se a ra evit kaout ur gurunenn vreinus, met ni a ra evit unan divreinus.
I Co BretonNT 9:26  Redek a ran eta, n'eo ket en avantur, skeiñ a ran, n'eo ket war an aer.
I Co BretonNT 9:27  Met bloñsañ a ran va c'horf hag e lakaan anezhañ da blegañ din, gant aon na vefen taolet kuit va-unan goude bezañ prezeget d'ar re all.
Chapter 10
I Co BretonNT 10:1  Breudeur, ne fell ket din e vefec'h hep gouzout eo bet hon tadoù holl dindan ar goabrenn, o deus tremenet holl a-dreuz ar mor,
I Co BretonNT 10:2  int bet holl badezet dindan Moizez er goabrenn hag er mor,
I Co BretonNT 10:3  o deus debret holl eus an hevelep boued speredel,
I Co BretonNT 10:4  hag o deus evet holl eus an hevelep evaj speredel, rak evañ a raent eus ar roc'h speredel a heulie anezho, hag ar roc'h-se a oa Krist.
I Co BretonNT 10:5  Met Doue ne gavas ket e blijadur e darn vuiañ anezho rak kouezhañ a rejont el lec'h distro.
I Co BretonNT 10:6  Hag an traoù-se a zo c'hoarvezet evit servijañ da skouer deomp, evit na c'hoantaimp ket traoù fall evel ma c'hoantajont-int.
I Co BretonNT 10:7  Na zeuit ket da vezañ idolourien evel ma voe hiniennoù anezho, hervez ma'z eo skrivet: Ar bobl a azezas da zebriñ ha da evañ, ha goude e savjont d'en em laouenaat.
I Co BretonNT 10:8  Na reomp ket a hudurniezh evel ma reas traoù hudur hiniennoù anezho, hag e kouezhas tri mil warn-ugent anezho en hevelep devezh.
I Co BretonNT 10:9  Na demptomp ket Krist evel ma reas hiniennoù anezho hag a voe kaset da goll gant an naered.
I Co BretonNT 10:10  Na c'hrozmolit ket evel ma c'hrozmolas hiniennoù anezho hag a voe lazhet gant an distrujer.
I Co BretonNT 10:11  An holl draoù-se a c'hoarvezas ganto evit servijañ da skouer, hag int bet skrivet evit hon deskadurezh, deomp-ni hag a zo deuet d'an amzerioù diwezhañ.
I Co BretonNT 10:12  Evel-se an hini a gred bezañ en e sav, ra ziwallo da gouezhañ
I Co BretonNT 10:13  Temptadur ebet n'eo deuet deoc'h ha na vefe ket kumun d'an dud. Met Doue a zo feal ha ne lezo ket ho temptañ en tu all d'ho nerzh ha, gant an temptadur, e tiskouezo ivez an hent da zont er-maez evit ma c'hellot e c'houzañv.
I Co BretonNT 10:14  Dre-se, va re garet-mat, tec'hit diouzh an idolerezh.
I Co BretonNT 10:15  Komz a ran deoc'h evel da dud a skiant. Barnit hoc'h-unan ar pezh a lavaran.
I Co BretonNT 10:16  An hanaf a vennozh a vennigomp, ha n'eo ket ar genunvaniezh ouzh gwad Krist? Ar bara a dorromp, ha n'eo ket ar genunvaniezh ouzh korf Krist?
I Co BretonNT 10:17  Evel ma ez eus ur bara hepken, ni evidomp da vezañ kalz n'omp nemet ur c'horf hepken, rak holl hon eus lod en hevelep bara.
I Co BretonNT 10:18  Sellit ouzh Israel hervez ar c'hig. Ar re a zebr aberzhoù, ha n'o deus ket kenunvaniezh gant an aoter?
I Co BretonNT 10:19  Petra a lavaran eta? Ez eo an idol un dra bennak? Pe ez eo ar pezh a zo aberzhet d'an idol un dra bennak.
I Co BretonNT 10:20  Met e lavaran penaos ar pezh a vez aberzhet gant ar baganed, en aberzhont d'an diaouled ha nann da Zoue. Ha ne fell ket din ho pefe kenunvaniezh gant an diaouled.
I Co BretonNT 10:21  Ne c'hellit ket evañ hanaf an Aotrou hag hanaf an diaouled. Ne c'hellit ket kemer lod ouzh taol an Aotrou hag ouzh taol an diaouled.
I Co BretonNT 10:22  Ha fellout a ra deomp hegasiñ gwarizi an Aotrou? Ha kreñvoc'h ez omp egetañ?
I Co BretonNT 10:23  Pep tra a zo aotreet din, met pep tra n'eo ket talvoudus. Pep tra a zo aotreet din, met pep tra ne genteilh ket.
I Co BretonNT 10:24  Ra ne glasko den e vad e-unan, met ra glasko pep hini mad ar re all.
I Co BretonNT 10:25  Debrit eus kement a werzher er gigerezh hep ober goulenn ebet en abeg d'ar goustiañs,
I Co BretonNT 10:26  rak: D'an Aotrou eo an douar ha kement a zo ennañ.
I Co BretonNT 10:27  Mar ped un den difeiz ac'hanoc'h, ha mar fell deoc'h mont gantañ, debrit eus ar pezh a vo lakaet dirazoc'h, hep goulenn netra en abeg d'ar goustiañs.
I Co BretonNT 10:28  Met mar lavar unan bennak deoc'h: An dra-mañ a zo bet aberzhet d'an idoloù, na zebrit ket abalamour d'an hini en deus roet deoc'h an ali-se hag en abeg d'ar goustiañs, rak: D'an Aotrou eo an douar ha kement a zo ennañ.
I Co BretonNT 10:29  Met ar goustiañs a lavaran n'eo ket da hini met koustiañs egile. Rak abalamour da betra e vefe barnet va frankiz gant koustiañs unan all?
I Co BretonNT 10:30  Mar debran en ur drugarekaat, perak e vefen tamallet evit un dra a drugarekaan evitañ?
I Co BretonNT 10:31  Pe eta e tebrit, pe ec'h evit, pe e rit un dra bennak all, grit holl evit gloar Doue.
I Co BretonNT 10:32  Na roit ket da gavout tamall, na d'ar Yuzevien, na d'ar C'hresianed, na da Iliz Doue,
I Co BretonNT 10:33  eveldon me ivez a fell din plijout d'an holl en holl draoù hep klask va mad va-unan, met o klask hini kalz evit ma vint salvet.
Chapter 11
I Co BretonNT 11:1  Bezit heñvelerien ouzhin evel ma'z on heñveler ouzh Krist.
I Co BretonNT 11:2  Breudeur, meuliñ a ran ac'hanoc'h abalamour ma hoc'h eus soñj ac'hanon e pep tra ha ma virit va c'helennadurezh evel ma em eus he roet deoc'h.
I Co BretonNT 11:3  Met fellout a ra din e oufec'h penaos Krist eo ar penn eus pep den, hag an den penn eus ar wreg, ha Doue penn eus Krist.
I Co BretonNT 11:4  Pep den hag a bed pe a brofed goloet e benn, a zizenor e vestr.
I Co BretonNT 11:5  Pep wreg hag a bed pe a brofed diouel he fenn, a zizenor he mestr, bez' eo evel ma vefe touzet.
I Co BretonNT 11:6  Rak ma ne c'holo ket ur wreg he fenn, ra droc'ho ivez he blev. Ha ma n'eo ket dereat d'ur wreg kaout he blev troc'het pe bezañ touzet, ra vo goloet he fenn.
I Co BretonNT 11:7  An den ne dle ket goleiñ e benn pa'z eo skeudenn ha gloar Doue, met ar wreg a zo gloar an den.
I Co BretonNT 11:8  Rak an den n'eo ket bet tennet eus ar wreg, met ar wreg a zo bet tennet eus an den,
I Co BretonNT 11:9  hag an den n'eo ket bet krouet evit ar wreg, met ar wreg a zo bet krouet evit an den.
I Co BretonNT 11:10  Dre-se ar wreg, abalamour d'an aeled, a dle kaout war he fenn ur merk eus ar galloud a zo a-us dezhi.
I Co BretonNT 11:11  Koulskoude, en Aotrou, ar wreg n'emañ ket hep an den, nag an den hep ar wreg.
I Co BretonNT 11:12  Rak, evel ma'z eo bet tennet ar wreg eus an den, an den ivez a vez ganet dre ar wreg, ha pep tra a zeu eus Doue.
I Co BretonNT 11:13  Barnit eta hoc'h-unan. Ha dereat eo e pedfe ur wreg Doue diouel he fenn?
I Co BretonNT 11:14  Ha ne zesk ket deoc'h an natur hec'h-unan ez eo mezhus d'an den kaout blev hir,
I Co BretonNT 11:15  met eo un enor d'ar wreg kaout blev hir, rak ar blev a zo bet roet dezhi evit gouel?
I Co BretonNT 11:16  Mar fell da unan bennak daelañ, n'hon eus ket ar c'hiz-se, nag Ilizoù Doue kennebeut.
I Co BretonNT 11:17  Hogen er pezh ez an da lavarout deoc'h, n'ho meulan ket. En em zastum a rit, n'eo ket evit gwellaat, met evit fallaat.
I Co BretonNT 11:18  Da gentañ e klevan penaos pa en em zastumit en Iliz ez eus dizunaniezhoù etrezoc'h, hag ul lodenn a gement-se a gredan,
I Co BretonNT 11:19  rak ret eo e vefe disrannoù en ho touez, evit ma vo diskuliet ar re ac'hanoc'h a zo aprouet.
I Co BretonNT 11:20  P'en em zastumit eta en un hevelep lec'h, n'eo ket evit debriñ koan an Aotrou,
I Co BretonNT 11:21  rak, ouzh taol, pep hini hast da gemer e goan e-unan, hag unan en deus naon, hag unan all a zo mezv.
I Co BretonNT 11:22  Ha n'hoc'h eus ket ho tiez evit debriñ hag evit evañ? Pe e tisprizit Iliz Doue, hag e rit mezh d'ar re n'o deus netra? Petra a lavarin deoc'h? Ho meuliñ a rin? Ne veulan ket ac'hanoc'h evit kement-se.
I Co BretonNT 11:23  Rak resevet em eus digant an Aotrou ar pezh am eus ivez kelennet deoc'h, penaos an Aotrou Jezuz, en noz ma oa droukroet, a gemeras bara
I Co BretonNT 11:24  hag, o vezañ trugarekaet, a dorras anezhañ hag a lavaras: Kemerit, debrit, hemañ eo va c'horf hag a zo torret evidoc'h, grit kement-mañ en eñvor ac'hanon.
I Co BretonNT 11:25  Evel-se ivez, goude bezañ koaniet e kemeras an hanaf o lavarout: An hanaf-mañ eo an emglev nevez em gwad, grit kement-mañ en eñvor ac'hanon bep gwech ma'c'h evot dioutañ.
I Co BretonNT 11:26  Rak bep gwech ma tebrit eus ar bara-mañ ha ma'c'h evit eus an hanaf-mañ, e kemennit marv an Aotrou betek ma teuio.
I Co BretonNT 11:27  Evel-se piv bennak a zebro eus ar bara-mañ pe a evo eus hanaf an Aotrou en un doare dizereat a vo kablus e-keñver korf ha gwad an Aotrou.
I Co BretonNT 11:28  Ra en em amprouo pep hini eta e-unan, hag evel-se ra zebro eus ar bara-mañ ha ra evo eus an hanaf-mañ.
I Co BretonNT 11:29  Rak an hini a zebr pe a ev en un doare dizereat a zebr hag a ev e varnedigezh e-unan, rak ne zigemm ket korf an Aotrou.
I Co BretonNT 11:30  Abalamour da-se eo ez eus en ho touez kalz a dud mac'hagn ha klañv, hag ez eus marvet meur a hini.
I Co BretonNT 11:31  Rak mar en em varnfemp hon-unan, ne vefemp ket barnet.
I Co BretonNT 11:32  Met pa'z omp barnet, omp kastizet gant an Aotrou, evit na vimp ket kondaonet asambles gant ar bed.
I Co BretonNT 11:33  Dre-se, va breudeur, pa en em zastumit da zebriñ, en em c'hortozit an eil egile.
I Co BretonNT 11:34  Mar en deus unan bennak naon, ra zebro en e di, evit ma n'en em zastumot ket evit ho parnedigezh. Diwar-benn an traoù all, e reizhin anezho pa vin erruet.
Chapter 12
I Co BretonNT 12:1  E-keñver an donezonoù speredel, ne fell ket din, breudeur, e vefec'h diouiziek.
I Co BretonNT 12:2  Gouzout a rit penaos pa oac'h paganed, e oac'h douget d'an idoloù mut, hervez ma oac'h renet.
I Co BretonNT 12:3  Dre-se e tisklêrian deoc'h penaos den ebet hag a gomz dre Spered Doue ne lavar: Jezuz a zo milliget! Ha den ne c'hell lavarout: Jezuz a zo an Aotrou! nemet dre ar Spered-Santel.
I Co BretonNT 12:4  Bez' ez eus donezonoù disheñvel, met nemet ur Spered,
I Co BretonNT 12:5  bez' ez eus ministrerezhioù disheñvel, met nemet un Aotrou,
I Co BretonNT 12:6  bez' ez eus oberoù disheñvel, met nemet un Doue a ra an holl draoù en holl.
I Co BretonNT 12:7  Roet eo an emziskouez eus ar Spered da bep hini evit hon talvoudegezh.
I Co BretonNT 12:8  Rak da unan eo roet dre ar Spered ar ger a furnez, da unan all ar ger a ouiziegezh dre an hevelep Spered,
I Co BretonNT 12:9  da unan all ar feiz dre an hevelep Spered, da unan all an donezonoù da yac'haat dre an hevelep Spered,
I Co BretonNT 12:10  da unan all oberiañs ar mirakloù, da unan all ar brofediezh, da unan all merzadenn ar speredoù, da unan all liested ar yezhoù, da unan all jubennadur ar yezhoù.
I Co BretonNT 12:11  Met un hevelep Spered hepken a oberi an holl draoù-se, en ur lodennañ anezho da bep hini evel ma fell dezhañ.
I Co BretonNT 12:12  Rak evel ma'z eo unan ar c'horf ha ma en deus meur a ezel, hag evel ma ra holl izili ar c'horf, petra bennak ma'z int kalz, ur c'horf hepken, evel-se ivez emañ eus Krist.
I Co BretonNT 12:13  Badezet omp bet holl en ur Spered hepken evit bezañ ur c'horf hepken, pe Yuzevien, pe Gresianed, pe sklavourien, pe tud frank, hag holl hon eus bet douraet en ur Spered hepken.
I Co BretonNT 12:14  Hag ar c'horf n'eo ket graet eus un ezel hepken, met eus kalz.
I Co BretonNT 12:15  Ma lavarfe an troad: Dre ma n'on ket un dorn n'on ket eus ar c'horf, ha ne vefe ket evit-se eus ar c'horf?
I Co BretonNT 12:16  Ha ma lavarfe ar skouarn: Dre ma n'on ket al lagad n'on ket eus ar c'horf, ha ne vefe ket evit-se eus ar c'horf?
I Co BretonNT 12:17  Ma vefe an holl gorf lagad, pelec'h e vefe ar c'hleved? Ma vefe an holl gorf kleved, pelec'h e vefe ar c'hwesha?
I Co BretonNT 12:18  Met bremañ Doue en deus lakaet pep ezel er c'horf evel ma'z eo bet plijet gantañ.
I Co BretonNT 12:19  Ma vefent holl un ezel hepken, pelec'h e vefe ar c'horf?
I Co BretonNT 12:20  Evel-se eta ez eus meur a ezel met ur c'horf hepken.
I Co BretonNT 12:21  Al lagad ne c'hell ket lavarout d'an dorn: Ne'm eus ket ezhomm ac'hanout, na kennebeut ar penn lavarout d'an treid: Ne'm eus ket ezhomm ac'hanoc'h.
I Co BretonNT 12:22  Met er c'hontrol, an izili hag en em ziskouez an dinerzhañ a zo ret,
I Co BretonNT 12:23  hag ar re a gavomp an nebeutañ enorus er c'horf, a wiskomp gant ar brasañ enor. Evel-se eo ar re zivalavañ eo ar re muiañ enoret,
I Co BretonNT 12:24  e-lec'h ar re a zo a-zoare n'o deus ket ezhomm a gement-se. Doue en deus graet ar c'horf en un doare ma en deus roet muioc'h a enor d'an hini en doa ezhomm,
I Co BretonNT 12:25  evit na vo ket dizunaniezh er c'horf, met m'o devo an izili ur preder heñvel an eil ouzh egile.
I Co BretonNT 12:26  P'en devez un ezel poan, an holl izili o devez poan gantañ. Pa vez enoret un ezel, an holl izili en em laouena asambles gantañ.
I Co BretonNT 12:27  C'hwi a zo korf Krist ha c'hwi a zo e izili, pep hini evit e lod.
I Co BretonNT 12:28  Doue en deus lakaet en Iliz da gentañ an ebestel, d'an eil ar brofeded, d'an trede an doktored, goude ar re a ra mirakloù, ha goude-se ar re o deus an donezonoù da yac'haat, da sikour, da c'houarn, da gomz meur a yezh.
I Co BretonNT 12:29  Hag ebestel eo an holl? Ha profeded eo an holl? Ha doktored eo an holl? Ha mirakloù a ra an holl?
I Co BretonNT 12:30  Hag o deus an holl an donezonoù da yac'haat? Hag e komz an holl e yezhoù? Hag e jubenn an holl ar yezhoù?
I Co BretonNT 12:31  Met c'hoantait gant gred an donezonoù gwellañ. Hag emaon o vont da ziskouez deoc'h un hent eus ar c'hentañ.
Chapter 13
I Co BretonNT 13:1  Pa gomzfen yezhoù an dud hag an aeled, ma ne'm eus ket ar garantez, ez on evel un arem a son pe evel ur simbalenn a dregern.
I Co BretonNT 13:2  Pa em befe an donezon a brofediezh, pa anavezfen an holl visterioù hag an holl c'houiziegezh, pa em befe an holl feiz betek dilec'hiañ ar menezioù, ma ne'm eus ket ar garantez, n'on netra.
I Co BretonNT 13:3  Pa ginnigfen va holl vadoù, pa rofen va c'horf evit bezañ devet, ma ne'm eus ket ar garantez, kement-se ne servij din da netra.
I Co BretonNT 13:4  Ar garantez a zo habask ha leun a vadelezh, ar garantez n'eo ket avius, ar garantez n'eo ket fougasus, n'en em c'hwez ket a ourgouilh,
I Co BretonNT 13:5  n'eo ket dizonest, ne glask ket he mad hec'h-unan, ne drenk ket, ne soñj ket e droug,
I Co BretonNT 13:6  n'en em laouena ket eus an direizhder, met en em laouena eus ar wirionez,
I Co BretonNT 13:7  digareziñ a ra pep tra, krediñ a ra pep tra, esperout a ra pep tra, gouzañv a ra pep tra.
I Co BretonNT 13:8  Ar garantez ne baouezo biken. Ar profediezhioù a echuo, ar yezhoù a ehano, ar c'houiziegezh a echuo.
I Co BretonNT 13:9  Rak ec'h anavezomp en un doare diglok, hag e profedomp en un doare diglok,
I Co BretonNT 13:10  met pa zeuio ar pezh a zo peurvat, neuze ar pezh a zo diglok a echuo.
I Co BretonNT 13:11  Pa oan bugel, e komzen evel ur bugel, e komprenen evel ur bugel, e soñjen evel ur bugel, met pa'z on deuet da vezañ un den, em eus echuet gant ar pezh a oa eus ar bugel.
I Co BretonNT 13:12  Bremañ e welomp dre ur melezour, en un doare teñval, neuze e welimp dremm ouzh dremm. Bremañ ec'h anavezan en un doare diglok, met neuze ec'h anavezin-tre, evel ma'z on bet anavezet-tre.
I Co BretonNT 13:13  Bremañ eta, e chom an tri dra-mañ: ar feiz, an esperañs, ar garantez. Met ar brasañ anezho eo ar garantez.
Chapter 14
I Co BretonNT 14:1  Klaskit ar garantez. C'hoantait gant gred an donezonoù speredel, met dreist-holl ar brofediezh.
I Co BretonNT 14:2  Rak an hini a gomz e yezh ne gomz ket ouzh an dud met ouzh Doue, ha ne intent den anezhañ met e lavar misterioù e spered.
I Co BretonNT 14:3  An hini a brofed a gomz ouzh an dud evit o c'henteliañ, o atizañ, o frealziñ.
I Co BretonNT 14:4  An hini a gomz e yezh a genteilh e-unan, met an hini a brofed a genteilh an Iliz.
I Co BretonNT 14:5  Me a garfe eta e komzfec'h holl e yezhoù, met dreist-holl e profedfec'h. An hini a brofed a zo brasoc'h eget an hini a gomz e yezhoù, nemet e jubennfe evit ma vefe an Iliz kenteliet a gement-se.
I Co BretonNT 14:6  Evel-se, breudeur, mar deufen en ho touez o komz e yezhoù, eus peseurt talvoudegezh e vefen deoc'h, ma ne gomzfen ket ouzhoc'h dre ziskuliadur, pe dre c'houiziegezh, pe dre brofediezh, pe dre gelennadurezh?
I Co BretonNT 14:7  Ma ne zeu ket an traoù divuhez a ra ur son, evel ar fleüt pe an delenn, da reiñ sonioù disheñvel, penaos ec'h anavezot ar pezh a zo c'hoariet gant ar fleüt pe gant an delenn?
I Co BretonNT 14:8  Ha ma ro an drompilh ur son mesket, piv en em gempenno d'ar brezel?
I Co BretonNT 14:9  Evel-se c'hwi ivez, mar distagit gant ho teod gerioù ha ne c'hell den o c'hompren, penaos e c'hello an dud gouzout ar pezh hoc'h eus da lavarout? Rak komz a reot en aer.
I Co BretonNT 14:10  Pegement a c'herioù a zo er bed evit gwir, ha n' eus hini anezho ha n'en defe ket ur ster.
I Co BretonNT 14:11  Ma n'ouzon ket eta ster ar gerioù, e vin ur barbar evit an hini a gomz, hag an hini a gomz a vo ur barbar evidon.
I Co BretonNT 14:12  Evel-se c'hwi ivez, pa c'hoantait gant gred an donezonoù speredel, klaskit kenteliañ an Iliz evit kaout a-fonn anezho.
I Co BretonNT 14:13  Dre-se an hini a gomz e yezh ra bedo evit gallout jubenniñ.
I Co BretonNT 14:14  Rak mar pedan e yezh, va spered a bed met va skiant a zo difrouezh.
I Co BretonNT 14:15  Petra eta a zo d'ober? Pediñ a rin dre ar spered, met pediñ a rin ivez dre ar skiant. Kanañ a rin dre ar spered, met kanañ a rin ivez dre ar skiant.
I Co BretonNT 14:16  Anez, mar bennigez er spered, penaos e c'hello an hini a zo e renk ar selaouerien eeun respont: Amen, da'z pedenn a drugarez, pa ne oar ket petra a lavarez?
I Co BretonNT 14:17  Gwir eo ez eo mat-kenañ da bedennoù a drugarez, met ar re all n'int ket kenteliet.
I Co BretonNT 14:18  Trugarekaat a ran va Doue, abalamour ma komzan muioc'h e yezhoù egedoc'h holl,
I Co BretonNT 14:19  met gwelloc'h eo ganin lavarout en Iliz pemp ger dre va skiant evit kelenn ar re all, eget lavarout dek mil ger e yezh.
I Co BretonNT 14:20  Breudeur, na vezit ket bugale er pezh a sell ouzh ho prederioù, met bezit bugale vihan e-keñver an droug hag, e-keñver ho prederioù, bezit tud c'hraet.
I Co BretonNT 14:21  Skrivet eo el lezenn: Komz a rin d'ar bobl-mañ dre dud eus ur yezh all ha dre vuzelloù estren, ha koulskoude ne selaouint ket ac'hanon, eme an Aotrou.
I Co BretonNT 14:22  Dre-se ar yezhoù a zo ur sin, nann evit ar gredourien, met evit ar re ziskredik. Ar brofediezh avat a zo ur sin, nann evit ar re ziskredik, met evit ar gredourien.
I Co BretonNT 14:23  Mar d-eo eta emvodet an Iliz a-bezh ha ma komz an holl e yezhoù, mar deu eno selaouerien eeun pe tud diskredik, ha ne lavarint ket hoc'h eus kollet ho skiant?
I Co BretonNT 14:24  Met ma profed an holl ha mar deu un den diskredik pe ur selaouer eeun, e vo kendrec'het gant an holl, e vo barnet gant an holl,
I Co BretonNT 14:25  hag evel-se traoù kuzhet e galon a vo disklêriet hag, o kouezhañ d'an douar, ec'h azeulo Doue hag ec'h embanno emañ e gwirionez Doue en ho touez.
I Co BretonNT 14:26  Petra eta a zo d'ober, breudeur? Pa en em vodit, pep hini ac'hanoc'h ha bez' en deus ur c'hantik, ur gelennadurezh, ur yezh, un diskuliadur, ur jubennadur? Ra vo graet pep tra evit kenteliañ.
I Co BretonNT 14:27  Mar komz lod e yezh, ra ne vo nemet daou pe dri d'ar muiañ ha pep hini d'e dro, ha ra vo unan evit jubenniñ.
I Co BretonNT 14:28  Ma n'eus den evit reiñ ar jubennadur, ra en em davo ar re-mañ en Iliz ha ra gomzo outo o-unan hag ouzh Doue.
I Co BretonNT 14:29  Ra ne vo nemet daou pe dri brofed o komz, ha ra varno ar re all.
I Co BretonNT 14:30  Ha mar en deus unan all eus ar re a zo eno un diskuliadur, ra davo an hini kentañ.
I Co BretonNT 14:31  Rak holl e c'hellit profediñ an eil goude egile, da zeskiñ an holl ha da atizañ an holl.
I Co BretonNT 14:33  rak Doue n'emañ ket un Doue a vesk met a beoc'h, evel en holl Ilizoù ar sent.
I Co BretonNT 14:34  Ra davo ho kwragez en Ilizoù, abalamour ma n'eo ket aotreet dezho komz, met ra vint sentus hervez ma lavar ivez al lezenn.
I Co BretonNT 14:35  Mar fell dezho en em gelenn war un dra bennak, ra c'houlennint digant o ezhec'h er gêr, rak mezhus eo d'ar gwragez komz en Iliz.
I Co BretonNT 14:36  Ha bez' eo ac'hanoc'h-c'hwi eo deuet ger Doue? Pe ha n'eo deuet nemet deoc'h-c'hwi hoc'h-unan?
I Co BretonNT 14:37  Mar kred unan bennak bezañ profed pe speredel, ra anavezo ez eo gourc'hemennoù an Aotrou an traoù a skrivan deoc'h.
I Co BretonNT 14:38  Met mar tremen unan bennak hep e anavezout, ra dremeno.
I Co BretonNT 14:39  Evel-se, breudeur, c'hoantait gant gred ar brofediezh ha na harzit ket da gomz e yezhoù.
I Co BretonNT 14:40  Ha ra vo graet pep tra en un doare dereat ha gant urzh.
Chapter 15
I Co BretonNT 15:1  Reiñ a ran deoc'h da anavezout, breudeur, an Aviel am eus prezeget deoc'h, hoc'h eus resevet, hoc'h eus kendalc'het ennañ,
I Co BretonNT 15:2  hag oc'h salvet drezañ, mar en mirit start evel ma em eus e brezeget deoc'h. Anez o pefe kredet en aner.
I Co BretonNT 15:3  Kelennet em eus deoc'h da gentañ ar pezh am eus ivez resevet, penaos Krist a zo marvet evit hor pec'hedoù hervez ar Skriturioù,
I Co BretonNT 15:4  penaos eo bet sebeliet, eo adsavet a varv d'an trede deiz hervez ar Skriturioù,
I Co BretonNT 15:5  ha penaos eo en em ziskouezet da Gefaz ha goude-se d'an daouzek.
I Co BretonNT 15:6  Goude-se eo en em ziskouezet da ouzhpenn pemp kant breur war un dro, an darn vuiañ anezho a zo c'hoazh bev hag hiniennoù a zo marv.
I Co BretonNT 15:7  Goude-se eo en em ziskouezet da Jakez, ha goude d'an holl ebestel,
I Co BretonNT 15:8  ha goude ar re all ez eo ivez en em ziskouezet din, evel da ur c'hrouadur ganet a-raok an termen,
I Co BretonNT 15:9  rak me eo an disterañ eus an ebestel, ha n'on ket dellezek da vezañ anvet abostol abalamour ma em eus heskinet Iliz Doue.
I Co BretonNT 15:10  Met dre c'hras Doue ez on ar pezh ma'z on, hag e c'hras em c'heñver n'eo ket bet difrouezh. Met labouret em eus kalz muioc'h egeto holl, n'eo ket me koulskoude, met gras Doue a zo ganin.
I Co BretonNT 15:11  Evel-se eta, pe eo me pe int a brezeg, setu aze ar pezh a brezegomp ha setu aze ar pezh hoc'h eus kredet.
I Co BretonNT 15:12  Ha mar prezeger ez eo adsavet Krist a-douez ar re varv, penaos e lavar hiniennoù en ho touez n'eus ket a adsavidigezh a varv?
I Co BretonNT 15:13  Ma n'eus ket a adsavidigezh a varv, Krist kennebeut n'eo ket adsavet a varv.
I Co BretonNT 15:14  Ma n'eo ket Krist adsavet a varv, hor prezegerezh a zo eta aner hag ho feiz a zo aner ivez.
I Co BretonNT 15:15  Zoken en em gav ma'z omp fals-testoù Doue, rak roet hon eus an testeni-mañ e-keñver Doue penaos en deus adsavet Krist a varv, an hini n'eo ket bet adsavet gantañ a varv mar d-eo gwir ne advev ket ar re varv.
I Co BretonNT 15:16  Rak ma ne advev ket ar re varv, Krist kennebeut n'eo ket adsavet a varv.
I Co BretonNT 15:17  Ma n'eo ket adsavet Krist a varv, ho feiz a zo aner, emaoc'h c'hoazh en ho pec'hedoù,
I Co BretonNT 15:19  Mar hon eus un esperañs e Krist nemet evit ar vuhez-mañ hepken, omp eus an holl dud ar re druezusañ.
I Co BretonNT 15:20  Met bremañ Krist a zo adsavet a-douez ar re varv; deuet eo da vezañ ar frouezh kentañ eus ar re a zo marv.
I Co BretonNT 15:21  Rak pa'z eo deuet ar marv dre un den, an adsavidigezh a varv a zo ivez deuet dre un den.
I Co BretonNT 15:22  Hag evel ma varv an holl en Adam, en hevelep doare an holl a advevo e Krist,
I Co BretonNT 15:23  met pep hini en e renk e-unan. Krist a zo ar frouezh kentañ, ha goude ar re a zo da Grist d'e zonedigezh.
I Co BretonNT 15:24  Goude kement-se e teuio an diwezh, pa adroio ar rouantelezh da Zoue hag a zo ivez Tad, goude bezañ kaset da netra pep priñselezh, pep nerzh ha pep galloud,
I Co BretonNT 15:25  rak ret eo dezhañ ren, betek ma en devo lakaet e holl enebourien dindan e dreid.
I Co BretonNT 15:26  An diwezhañ enebour a vo kaset da netra eo ar marv.
I Co BretonNT 15:27  Rak Doue en deus lakaet an holl draoù dindan e dreid. Ha pa lavar ez eo an holl draoù dindanañ, eo sklaer penaos an hini en deus lakaet an holl draoù dindanañ n'emañ ket e-unan dindanañ.
I Co BretonNT 15:28  Ha pa vo bet lakaet an holl draoù dindanañ, neuze ivez ar Mab e-unan a vo lakaet dindan an hini en deus lakaet an holl draoù dindanañ, evit ma vo Doue holl en holl.
I Co BretonNT 15:29  Anez, petra a raio ar re a zo badezet evit ar re varv. Ma ne advevo ket ar re varv, perak neuze ez int badezet evit ar re varv?
I Co BretonNT 15:31  Bemdez e varvan, henn asuriñ a ran, gant al lec'h am eus da dennañ gloar ac'hanoc'h e Jezuz-Krist hon Aotrou.
I Co BretonNT 15:32  Mar em eus stourmet ouzh al loened en Efez evit palioù hervez an dud, peseurt talvoudegezh am eus a gement-se? Ma ne advevont ket ar re varv, debromp hag evomp, rak warc'hoazh e varvimp.
I Co BretonNT 15:33  N'en em dromplit ket, an darempredoù fall a vrein ar gizioù mat.
I Co BretonNT 15:34  Dihunit hervez ar reizhder ha na bec'hit ket, rak bez' ez eus darn hep anaoudegezh Doue, lavarout a ran kement-se evit ho mezh.
I Co BretonNT 15:35  Met unan bennak a lavaro: Penaos ec'h advev ar re varv, ha gant peseurt korf e teuont en-dro?
I Co BretonNT 15:36  Diskiant! Ar pezh a hadez ne zeu ket da vezañ bev ma ne varv ket.
I Co BretonNT 15:37  E-keñver ar pezh a hadez, ne hadez ket ar c'horf a dle genel, met ur c'hreunenn noazh, evel un ed pe un haderezh all bennak,
I Co BretonNT 15:38  neuze Doue a ro dezhi ur c'horf evel ma fell dezhañ, ha da bep hadenn e ro he c'horf hec'h-unan.
I Co BretonNT 15:39  Pep kig n'eo ket an hevelep kig, met unan eo kig an dud, unan all kig al loened, unan all hini ar pesked, unan all hini al laboused.
I Co BretonNT 15:40  Bez' ez eus ivez korfoù neñvel ha korfoù douarel, met unan eo sked reoù an neñv, unan all eo hini reoù an douar,
I Co BretonNT 15:41  unan all eo sked an heol, unan all sked al loar, unan all sked ar stered, rak ur steredenn a zo disheñvel diouzh ur steredenn all dre he sked.
I Co BretonNT 15:42  Evel-se eo ivez gant an adsavidigezh a-douez ar re varv. Ar c'horf a zo hadet breinus, adsevel a raio divreinus,
I Co BretonNT 15:43  hadet eo en dizenor, adsevel a raio leun a c'hloar, hadet eo en dinerzhded, adsevel a raio leun a nerzh,
I Co BretonNT 15:44  hadet eo korf naturel, adsevel a raio korf speredel. Bez' ez eus ur c'horf naturel ha bez' ez eus ur c'horf speredel,
I Co BretonNT 15:45  hervez ma'z eo skrivet: An den kentañ, Adam, a zo deuet da vezañ un ene bev, met an Adam diwezhañ, ur Spered a ro buhez.
I Co BretonNT 15:46  Met n'eo ket ar pezh a zo speredel a zo ar c'hentañ, met ar pezh a zo naturel, ar pezh a zo speredel a zeu goude.
I Co BretonNT 15:47  An den kentañ, o vezañ eus an douar, a zo douarel, an eil den, an Aotrou, a zeu eus an neñv.
I Co BretonNT 15:48  Evel ma'z eo an hini douarel, evel-se ivez eo ar re zouarel. Evel ma'z eo an hini neñvel, evel-se eo ivez ar re neñvel.
I Co BretonNT 15:49  Evel ma hon eus douget skeudenn an hini douarel, e tougimp ivez skeudenn an hini neñvel.
I Co BretonNT 15:50  Hag an dra-mañ a lavaran, breudeur, ar c'hig hag ar gwad ne c'hellont ket kaout rouantelezh Doue da hêrezh, hag ar vreinadurezh n'he deus ket an divreinusted da hêrezh.
I Co BretonNT 15:51  Setu, e lavaran deoc'h ur mister: Ne varvimp ket holl, met holl e vimp cheñchet
I Co BretonNT 15:52  en ur predig-amzer, en ur serr-lagad, d'an drompilh diwezhañ, rak an drompilh a sono, hag ar re varv a adsavo divreinus, ha ni a vo cheñchet.
I Co BretonNT 15:53  Rak ret eo d'ar c'horf breinus-mañ gwiskañ an divreinusted ha d'ar c'horf marvel-mañ gwiskañ an divarvelezh.
I Co BretonNT 15:54  Pa'z en devo ar c'horf breinus-mañ gwisket an divreinusted ha pa'z en devo ar c'horf marvel-mañ gwisket an divarvelezh, neuze e vo peurc'hraet ar ger a zo skrivet: Ar marv a zo bet lonket en trec'h.
I Co BretonNT 15:55  O marv, pelec'h emañ da flemm? Lec'h ar marv, pelec'h emañ da drec'h?
I Co BretonNT 15:56  Flemm ar marv eo ar pec'hed, ha galloud ar pec'hed eo al lezenn.
I Co BretonNT 15:57  Met ra vo trugarekaet Doue a ro deomp an trec'h dre hon Aotrou Jezuz-Krist!
I Co BretonNT 15:58  Evel-se, va breudeur karet-mat, bezit start, divrall, o labourat muioc'h-muiañ en oberenn an Aotrou, oc'h anavezout penaos n'eo ket didalvoud ho labour en Aotrou.
Chapter 16
I Co BretonNT 16:1  E keñver ar gest evit ar sent, grit evel ma em eus gourc'hemennet da Ilizoù Galatia.
I Co BretonNT 16:2  Pep deiz kentañ eus ar sizhun, ra lakaio a-du pep hini ac'hanoc'h en e di un dra bennak, o tastum ar pezh a c'hello hervez e c'hounid, evit na c'hortozor ket ken ma vin erru evit ober ar c'hestoù.
I Co BretonNT 16:3  Ha pa vin erruet, e kasin gant lizheroù ar re ho po dibabet evit mont gant ho aluzenoù da Jeruzalem.
I Co BretonNT 16:4  Mar d-eo dereat ez afen-me ivez va-unan, e teuint asambles ganin.
I Co BretonNT 16:5  Mont a rin d'ho kavout goude ma em bo tremenet dre Vakedonia, rak tremen a rin dre Vakedonia.
I Co BretonNT 16:6  Marteze e chomin un nebeud amzer ganeoc'h pe zoken e tremenin ar goañv, evit bezañ ambrouget ganeoc'h el lec'h bennak ma'z in.
I Co BretonNT 16:7  Rak ne fell ket din ho kwelout ar wech-mañ en ur dremen, met ec'h esperan e chomin ganeoc'h un nebeud amzer, mar plij gant Doue.
I Co BretonNT 16:9  rak un nor vras a zo digor din gant esperañs a c'hounid, met kalz a enebourien a zo eno.
I Co BretonNT 16:10  Mar deu Timote, lakait evezh ma vo hep aon en ho touez, rak labourat a ra da oberenn an Aotrou eveldon va-unan.
I Co BretonNT 16:11  Ra ne zisprizo den eta anezhañ, met ambrougit anezhañ e peoc'h evit ma teuio da'm c'havout, rak gortoz a ran anezhañ gant ar vreudeur.
I Co BretonNT 16:12  E-keñver ar breur Apolloz, e bedet em eus start da vont d'ho kavout gant ar vreudeur, met n'eo ket bet fellet dezhañ a-greñv mont bremañ. Koulskoude ez aio pa gavo tu.
I Co BretonNT 16:13  Beilhit, chomit start er feiz, en em renit evel tud, en em greñvait.
I Co BretonNT 16:15  Ho pediñ a ran, breudeur, anavezout a rit tiegezh Stefanaz, gouzout a rit ez int ar c'hentañ frouezh eus Akaia hag ez int en em roet da servij ar sent,
I Co BretonNT 16:16  bezit sentus ouzh ar seurt tud-se hag ouzh ar re holl a labour hag a gemer poan.
I Co BretonNT 16:17  En em laouenaat a ran ma'z eo deuet Stefanaz, Fortunatuz hag Akaikuz, rak lec'hiet o deus en hoc'h ezvezañs,
I Co BretonNT 16:18  kreñvaet o deus va spered hag hoc'h hini. Bezit eta leun a zoujañs evit ar seurt tud-se.
I Co BretonNT 16:19  Ilizoù Azia a salud ac'hanoc'h. Akilaz ha Prisilha, gant an Iliz a zo en o zi, a salud kalz ac'hanoc'h en Aotrou.
I Co BretonNT 16:20  An holl vreudeur a salud ac'hanoc'h. En em saludit an eil egile dre ur pok santel.
I Co BretonNT 16:22  Ma ez eus unan bennak na gar ket an Aotrou Jezuz-Krist, ra vo milliget! Maranata! (= dont a ra an Aotrou!)
I Co BretonNT 16:24  Va c'harantez a zo ganeoc'h holl e Jezuz-Krist! Amen.