Toggle notes
Chapter 1
Mark | BretonNT | 1:2 | Hervez ar pezh a oa bet skrivet er brofeded: Setu, e kasan va c'hannad dirak da zremm da gempenn an hent dirazout, | |
Mark | BretonNT | 1:3 | mouezh an hini a gri el lec'h distro a lavar: Kempennit hent an Aotrou, grit eeun e wenodennoù, | |
Mark | BretonNT | 1:4 | Yann a zeuas o vadeziñ el lec'h distro hag o prezeg badeziant ar geuzidigezh evit pardon ar pec'hedoù. | |
Mark | BretonNT | 1:5 | Holl vro Judea hag holl dud Jeruzalem a yae d'e gavout hag e oant badezet gantañ er stêr Jordan, oc'h anzav o fec'hedoù. | |
Mark | BretonNT | 1:6 | Yann a zouge ur sae a vlev kañval hag ur gouriz lêr en-dro d'e groazell. E voued a oa kilheien-raden ha mel gouez. | |
Mark | BretonNT | 1:7 | Hag e prezege, o lavarout: Dont a ra unan war va lerc'h, galloudusoc'h eo egedon, ha n'on ket dellezek, en ur blegañ, da zieren korreenn e votoù. | |
Mark | BretonNT | 1:9 | Erruout a reas, en amzer-se, ma teuas Jezuz eus Nazared e Galilea hag e voe badezet gant Yann er Jordan. | |
Mark | BretonNT | 1:10 | Kerkent, evel ma save eus an dour, e welas an neñvoù digor hag ar Spered-Santel, evel ur goulm, o tiskenn warnañ. | |
Mark | BretonNT | 1:11 | Ur vouezh a zeuas eus an neñvoù, o lavarout: Te eo va Mab karet-mat, ennout em eus lakaet va holl levenez. | |
Mark | BretonNT | 1:13 | Hag e voe el lec'h distro daou-ugent devezh, o vezañ temptet gant Satan. Eno e oa gant al loened gouez hag an aeled a servije anezhañ. | |
Mark | BretonNT | 1:14 | Goude ma voe bet lakaet Yann er prizon, Jezuz a zeuas e Galilea, o prezeg Aviel rouantelezh Doue | |
Mark | BretonNT | 1:15 | hag o lavarout: An amzer a zo peurc'hraet ha rouantelezh Doue a zo tost. Ho pet keuz ha kredit en Aviel. | |
Mark | BretonNT | 1:16 | Evel ma valee a-hed mor Galilea, e welas Simon hag Andrev e vreur, o teurel o roued er mor, rak pesketaerien e oant. | |
Mark | BretonNT | 1:19 | Hag ac'hano, o vezañ aet un tamm a-raokoc'h, e welas Jakez mab Zebedea ha Yann e vreur, a oa en ur vag ivez o fichañ o rouedoù. | |
Mark | BretonNT | 1:20 | Raktal e c'halvas anezho. Hag int, o lezel Zebedea o zad er vag gant an devezhourien, a heulias anezhañ. | |
Mark | BretonNT | 1:21 | Mont a rejont e Kafarnaoum. O vezañ da gentañ aet er sinagogenn d'an deiz sabad, e kelennas enni. | |
Mark | BretonNT | 1:22 | Souezhet e oant gant e gelennadurezh, rak o deskiñ a rae evel unan a oa galloud gantañ ha nann evel ar skribed. | |
Mark | BretonNT | 1:24 | o lavarout: Ah! Petra a zo etre te ha ni, Jezuz a Nazared? Ha deuet out evit hor c'holl? Gouzout a ran piv out: Sant Doue. | |
Mark | BretonNT | 1:26 | Neuze ar spered hudur en hejas start hag, o leuskel ur griadenn vras, a yeas kuit dioutañ. | |
Mark | BretonNT | 1:27 | Souezhet bras e voent holl, en hevelep doare ma en em c'houlennent etrezo: Petra eo kement-mañ? Petra eo ar gelennadurezh nevez-mañ? Rak gant galloud e c'hourc'hemenn d'ar speredoù hudur zoken, hag e sentont outañ. | |
Mark | BretonNT | 1:29 | Kerkent goude, o vezañ aet er-maez eus ar sinagogenn, e teujont gant Jakez ha Yann e ti Simon hag Andrev. | |
Mark | BretonNT | 1:30 | Mamm-gaer Simon a oa war he gwele klañv gant an derzhienn, ha raktal e komzjont outañ diwar he fenn. | |
Mark | BretonNT | 1:31 | Neuze e tostaas hag, en ur gemer he dorn, e lakaas anezhi da sevel. An derzhienn a yeas kuit diouzhtu diouti, hag hi a servijas anezho. | |
Mark | BretonNT | 1:32 | Diouzh an abardaez, pa voe kuzhet an heol, e tegasjont dezhañ an holl dud klañv hag ar re a oa dalc'het gant diaouled. | |
Mark | BretonNT | 1:34 | Hag e yac'haas kalz a dud klañv eus meur a gleñved hag e kasas kuit meur a ziaoul. Ne aotree ket dezho komz, dre ma anavezent anezhañ. | |
Mark | BretonNT | 1:35 | Da veure, evel ma oa c'hoazh gwall deñval, o vezañ savet, ez eas er-maez hag e teuas en ul lec'h a-du. Hag e pedas eno. | |
Mark | BretonNT | 1:38 | Eñ a lavaras dezho: Deomp d'ar bourc'hioù tro-war-dro, evit ma prezegin ivez eno, rak evit-se eo ez on deuet. | |
Mark | BretonNT | 1:39 | Hag e prezege en o sinagogennoù dre an holl C'halilea hag e kase kuit an diaouled. | |
Mark | BretonNT | 1:40 | Un den lovr a zeuas d'e gavout, en em daolas war e zaoulin, en pedas hag a lavaras dezhañ: Mar fell dit, e c'hellez va glanaat. | |
Mark | BretonNT | 1:41 | Jezuz, o kaout truez outañ, a astennas e zorn, en stokas hag a lavaras dezhañ: Fellout a ra din, bez glanaet. | |
Mark | BretonNT | 1:44 | o lavarout dezhañ: Diwall da lavarout netra da zen, met kae d'en em ziskouez d'ar beleg ha kinnig evit da c'hlanidigezh ar pezh en deus Moizez gourc'hemennet, evit ma servijo-se da desteni dezho. | |
Chapter 2
Mark | BretonNT | 2:1 | Un nebeud devezhioù goude, Jezuz a zistroas da Gafarnaoum hag e voe klevet e oa en ti. | |
Mark | BretonNT | 2:2 | Kerkent en em zastumas kement a dud eno, en doare na oa ket a lec'h a-walc'h dirak an nor evit o derc'hel. Eñ a brezege dezho ar ger. | |
Mark | BretonNT | 2:4 | Evel na c'hellent ket tostaat ouzh an nor abalamour d'an dud niverus, e tistojont an ti ma oa ennañ hag, o vezañ graet un toull, e tiskennjont ar gwele ma oa gourvezet an den seizet warnañ. | |
Mark | BretonNT | 2:5 | Jezuz, o welout o feiz, a lavaras d'an den seizet: Mab, da bec'hedoù a zo pardonet dit. | |
Mark | BretonNT | 2:7 | Perak e lavar hemañ gwallgomzoù evel-se? Piv a c'hell pardoniñ ar pec'hedoù, nemet Doue hepken? | |
Mark | BretonNT | 2:8 | Jezuz, o vezañ anavezet raktal en e spered e lavarent evel-se enno o-unan, a lavaras dezho: Perak hoc'h eus ar soñjoù-se en ho kalonoù? | |
Mark | BretonNT | 2:9 | Petra eo an aesoc'h, lavarout d'an den seizet-mañ: Da bec'hedoù a zo pardonet dit, pe lavarout: Sav, kemer da wele ha kerzh? | |
Mark | BretonNT | 2:10 | Met evit ma ouiot penaos Mab an den en deus war an douar ar galloud da bardoniñ ar pec'hedoù, e lavaras d'an den seizet: | |
Mark | BretonNT | 2:12 | Kerkent e savas hag, o vezañ kemeret e wele, ez eas er-maez dirak an holl, en hevelep doare ma oant holl souezhet ha ma roent gloar da Zoue, o lavarout: Biskoazh n'hon eus gwelet kemend-all. | |
Mark | BretonNT | 2:13 | Eñ a zistroas war-zu ar mor. An holl bobl a zeuas d'e gavout hag eñ o c'helennas. | |
Mark | BretonNT | 2:14 | En ur dremen, e welas Levi mab Alfe, azezet e ti ar gwirioù, hag e lavaras dezhañ: Heuilh ac'hanon. Sevel a reas hag en heulias. | |
Mark | BretonNT | 2:15 | Jezuz o vezañ ouzh taol e ti an den-mañ, kalz a bublikaned hag a dud a vuhez fall en em lakaas ivez ouzh taol gantañ ha gant e ziskibien, rak kalz e oant hag heuliet o doa anezhañ. | |
Mark | BretonNT | 2:16 | Ar skribed hag ar farizianed, o welout penaos e tebre gant ar bublikaned ha gant an dud a vuhez fall, a lavaras d'e ziskibien: Perak e tebr hag ec'h ev gant ar bublikaned ha gant an dud a vuhez fall? | |
Mark | BretonNT | 2:17 | Jezuz, o vezañ klevet-se a lavaras dezho: N'eo ket ar re a zo yac'h o deus ezhomm a vedisin, met ar re a zo klañv. N'on ket deuet evit gervel ar re reizh d'ar geuzidigezh, met ar bec'herien. | |
Mark | BretonNT | 2:18 | Diskibien Yann ha re ar farizianed a yune, hag e teujont hag e lavarjont dezhañ: A-belec'h e teu ma yun diskibien Yann ha re ar farizianed, ha da ziskibien-te ne yunont ket? | |
Mark | BretonNT | 2:19 | Jezuz a lavaras dezho: Mignoned ar pried, ha gallout a reont yunañ e-pad ma'z emañ ar pried ganto? E-pad an holl amzer ma'z emañ ar pried ganto, ne c'hellont ket yunañ. | |
Mark | BretonNT | 2:21 | Den ne wri un tamm mezher nevez ouzh un dilhad kozh, pe an tamm nevez a ziframmfe an hini kozh hag ar rog a vefe brasoc'h. | |
Mark | BretonNT | 2:22 | Den kennebeut ne lak gwin nevez e seier-lêr kozh, rak ar gwin nevez a dorrfe ar seier, ar gwin en em skuilhfe hag ar seier-lêr a vefe kollet. Met ar gwin nevez a dle bezañ lakaet e seier nevez. | |
Mark | BretonNT | 2:23 | C'hoarvezout a reas ma tremenas dre barkeier ed un deiz sabad. E ziskibien, en ur vale, en em lakaas da ziframmañ tañvouezennoù. | |
Mark | BretonNT | 2:24 | Ar farizianed a lavaras dezhañ: Setu, perak e reont ar pezh n'eo ket aotreet ober e-pad ar sabad? | |
Mark | BretonNT | 2:25 | Eñ a lavaras dezho: Ha n'hoc'h eus ket biskoazh lennet ar pezh a reas David p'en doa ezhomm ha p'en doa naon, eñ hag ar re a oa gantañ, | |
Mark | BretonNT | 2:26 | penaos ez eas e ti Doue, en amzer Abiazar ar beleg-meur, hag e tebras baraoù a ginnig, petra bennak na c'helle o debriñ nemet ar veleien hepken, hag e roas lod ivez d'ar re a oa gantañ? | |
Mark | BretonNT | 2:27 | Hag e lavaras dezho: Ar sabad a zo bet graet evit an den ha nann an den evit ar sabad. | |
Chapter 3
Mark | BretonNT | 3:1 | Mont a reas ur wech all er sinagogenn, hag e oa eno un den en doa un dorn disec'het. | |
Mark | BretonNT | 3:2 | Hag ec'h eveshaent outañ da welout hag eñ a yac'hafe anezhañ d'an deiz sabad, evit e damall. | |
Mark | BretonNT | 3:4 | Lavarout a reas dezho: Hag aotreet eo ober vad pe droug, d'an deiz sabad, saveteiñ un den pe e lezel da goll? Hag int a davas. | |
Mark | BretonNT | 3:5 | Neuze, o sellout gant fae ouzh ar re a oa en-dro dezhañ hag o vezañ glac'haret eus kaleter o c'halon, e lavaras d'an den-se: Astenn da zorn. Astenn a reas anezhañ hag e teuas yac'h evel egile. | |
Mark | BretonNT | 3:6 | Ar farizianed, o vezañ aet er-maez, a zalc'has raktal kuzul gant an herodianed a-enep dezhañ evit e lakaat da vervel. | |
Mark | BretonNT | 3:7 | Jezuz en em dennas gant e ziskibien war-zu ar mor, hag ul lod bras a dud a heulias anezhañ eus Galilea, eus Judea, | |
Mark | BretonNT | 3:8 | eus Jeruzalem, eus Idumea hag eus an tu all d'ar Jordan. Hag ar re a oa diwar-dro Tir ha Sidon, o vezañ klevet komz eus an traoù bras a reas, a zeuas e niver bras war-zu ennañ. | |
Mark | BretonNT | 3:9 | Eñ a lavaras d'e ziskibien derc'hel prest ur vag dezhañ, abalamour d'ar bobl vras-se, gant aon na vije re wasket ganto. | |
Mark | BretonNT | 3:10 | Rak en doa yac'haet kalz anezho, en hevelep doare m'en em daole warnañ kement en doa ur c'hleñved evit stekiñ outañ. | |
Mark | BretonNT | 3:11 | Pa en gwele an speredoù hudur, e taoulinent dirazañ hag e krient: Te eo Mab Doue! | |
Mark | BretonNT | 3:13 | Pignat a reas war ur menez hag e c'halvas ar re a felle dezhañ. Dont a rejont d'e gavout. | |
Mark | BretonNT | 3:17 | Jakez mab Zebedea, ha Yann breur Jakez, ma roas an anv a Voanergez dezho, da lavarout eo mibien ar c'hurun; | |
Mark | BretonNT | 3:18 | Andrev; Filip; Bartolome; Mazhev; Tomaz; Jakez mab Alfe; Tadde; Simon ar C'hananead; | |
Mark | BretonNT | 3:20 | Ar bobl en em zastumas a-nevez, en hevelep doare ma ne c'hellent ket zoken kemer o fred. | |
Mark | BretonNT | 3:21 | E vignoned o vezañ klevet kement-se, a yeas evit e gemer, rak lavarout a raent: Diskiantet eo. | |
Mark | BretonNT | 3:22 | Hag ar skribed diskennet eus Jeruzalem, a lavaras: Dalc'het eo gant Beelzebul. Kas a ra kuit an diaouled dre briñs an diaouled. | |
Mark | BretonNT | 3:23 | Jezuz, o vezañ o galvet, a lavaras dezho dre barabolennoù: Penaos e c'hell Satan kas Satan kuit? | |
Mark | BretonNT | 3:24 | Mar d-eo ur rouantelezh a-enep dezhi hec'h-unan, ne c'hell ket ar rouantelezh-se padout, | |
Mark | BretonNT | 3:26 | Mar sav eta Satan a-enep dezhañ e-unan ha mar d-eo dizunvan, ne c'hell ket padout, met e ziwezh eo. | |
Mark | BretonNT | 3:27 | Den ne c'hell mont e ti un den kreñv ha preizhañ e vadoù, nemet en defe da gentañ ereet an den kreñv-se. Neuze e preizho e di. | |
Mark | BretonNT | 3:28 | Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos pep pec'hed a vo pardonet da vugale an dud kenkoulz hag ar gwallgomzoù m'o devo touet drezo, | |
Mark | BretonNT | 3:29 | met piv bennak en devo gwallgomzet a-enep ar Spered-Santel n'en devo biken a bardon, met dalc'het e vo dindan ur varn peurbadus. | |
Mark | BretonNT | 3:31 | E vreudeur hag e vamm a erruas hag, oc'h en em zerc'hel er-maez, e kasjont d'e c'hervel. | |
Mark | BretonNT | 3:32 | Ar bobl a oa azezet en-dro dezhañ hag e voe lavaret dezhañ: Setu, da vamm ha da vreudeur a zo er-maez o c'houlenn ac'hanout. | |
Mark | BretonNT | 3:34 | Hag o teurel e zaoulagad war ar re a oa azezet en-dro dezhañ, e lavaras: Setu va mamm ha va breudeur. | |
Chapter 4
Mark | BretonNT | 4:1 | Jezuz en em lakaas c'hoazh da gelenn e-tal ar mor. Ur bobl vras o vezañ en em zastumet en e gichen, e pignas en ur vag hag ec'h azezas enni. An holl bobl a oa war an douar e-tal ar mor. | |
Mark | BretonNT | 4:2 | Deskiñ a reas dezho kalz a draoù dre barabolennoù hag e lavaras dezho en e gelennadurezh: | |
Mark | BretonNT | 4:4 | Evel ma hade, ul lodenn eus an had a gouezhas a-hed an hent, hag al laboused an neñv a zeuas hag he debras holl. | |
Mark | BretonNT | 4:5 | Ul lodenn all a gouezhas war ul lec'h meinek e-lec'h ma oa nebeut a zouar, kerkent e savas rak ne oa ket aet don en douar, | |
Mark | BretonNT | 4:7 | Ul lodenn all a gouezhas e-touez ar spern, hag ar spern a greskas hag he mougas, ha ne roas ket a frouezh. | |
Mark | BretonNT | 4:8 | Ul lodenn all a gouezhas en douar mat, hag e roas frouezh o sevel hag o kreskiñ, en hevelep doare ma roas ur c'hreunenn tregont, unan all tri-ugent, unan all kant. | |
Mark | BretonNT | 4:10 | Pa voe e-unan, ar re a oa en-dro dezhañ gant an daouzek a c'houlennas digantañ diwar-benn ar barabolenn-se. | |
Mark | BretonNT | 4:11 | Eñ a lavaras dezho: Roet eo deoc'h da anavezout mister rouantelezh Doue, met evit ar re a-ziavaez pep tra a zo lavaret dre barabolennoù, | |
Mark | BretonNT | 4:12 | evit o welout e welont ha n'anavezont ket, hag o klevout e klevont ha ne gomprenont ket, en aon na zistrofent ha na vefe pardonet dezho o fec'hedoù. | |
Mark | BretonNT | 4:13 | Lavarout a reas dezho: Ha ne gomprenit ket ar barabolenn-se? Ha penaos neuze e komprenot an holl barabolennoù? | |
Mark | BretonNT | 4:15 | Ar re a zo a-hed an hent, eo ar re ma'z eo hadet ar ger ennañ, met kerkent m'o deus e glevet, e teu Satan hag a zilam ar ger a oa bet hadet en o c'halonoù. | |
Mark | BretonNT | 4:16 | En hevelep doare, ar re a zegemer an had el lec'hioù meinek, eo ar re a glev ar ger hag e zegemer kerkent gant levenez, | |
Mark | BretonNT | 4:17 | met n'o deus ket a wrizienn enno o-unan, ne badont ket pell ha, pa zeu ur glac'har pe un heskinerezh abalamour d'ar ger, e kavont kerkent un abeg da gouezhañ. | |
Mark | BretonNT | 4:19 | met prederioù ar bed-mañ, tromplerezh ar pinvidigezhioù ha c'hoantoù a bep seurt evit an traoù all o tont warno a voug ar ger hag e teu da vezañ difrouezh. | |
Mark | BretonNT | 4:20 | Ar re o deus degemeret an had en un douar mat, eo ar re a selaou ar ger, en degemer hag a zoug frouezh, ur c'hreunenn tregont, unan all tri-ugent, unan all kant. | |
Mark | BretonNT | 4:21 | Hag e lavaras dezho: Ha degas a reer ul lamp evit e lakaat dindan ur boezell pe dindan ur gwele? N'eo ket evit e lakaat war ur c'hantolor? | |
Mark | BretonNT | 4:22 | Rak n'eus netra kuzhet na dle bezañ disklêriet, ha n'eus netra goloet na dle bezañ lakaet war-wel. | |
Mark | BretonNT | 4:24 | Hag e lavaras dezho: Lakait evezh ouzh ar pezh a glevit. Muzuliet e vo deoc'h gant an hevelep muzul ma vuzuilhit d'ar re all, ha c'hoazh e vo roet ouzhpenn deoc'h-c'hwi a selaou. | |
Mark | BretonNT | 4:25 | Rak roet e vo d'an neb en deus, met an hini n'en deus ket, e vo lamet digantañ zoken ar pezh en deus. | |
Mark | BretonNT | 4:26 | Hag e lavaras: Bez' emañ diwar-benn rouantelezh Doue evel pa daol un den had en douar, | |
Mark | BretonNT | 4:28 | Rak an douar a ro anezhañ e-unan, da gentañ ar geot, goude an dañvouezenn, hag ar c'hreunenn en dañvouezenn. | |
Mark | BretonNT | 4:29 | Ha pa vez darev ar frouezh, e lakaer raktal ar falz ennañ dre ma'z eo prest an eost. | |
Mark | BretonNT | 4:30 | Hag e lavaras: Ouzh petra e hañvalin rouantelezh Doue? Pe dre beseurt parabolenn he diskouezimp? | |
Mark | BretonNT | 4:31 | Heñvel eo ouzh ur c'hreunenn sezo; pa he hader en douar, ez eo ar bihanañ eus holl hadoù an douar. | |
Mark | BretonNT | 4:32 | Met goude ma vez hadet, e sav, e teu brasoc'h eget al louzoù all hag e taol brankoù, en hevelep doare ma c'hell laboused an neñv chom dindan he skeud. | |
Mark | BretonNT | 4:33 | Disklêriañ a reas dezho ger Doue dre galz a barabolennoù en doare-mañ, hervez ma c'hellent e glevout. | |
Mark | BretonNT | 4:36 | Ha goude bezañ kaset kuit ar bobl, e tegasjont Jezuz er vag m'edo enni. Bez' e oa ivez bagoù bihan all ouzh e ambroug. | |
Mark | BretonNT | 4:37 | Neuze e savas un taol-avel bras hag ar c'hoummoù-mor a yeas er vag, en hevelep doare ma leunie. | |
Mark | BretonNT | 4:38 | Hag eñ a oa e diadreñv ar vag, kousket war ur blueg. Duhuniñ a rejont anezhañ o lavarout: Mestr, ha ne rez ket van ebet ouzh hor gwelout o vont da goll? | |
Mark | BretonNT | 4:39 | O vezañ dihunet, e c'hourdrouzas d'an avelioù hag e lavaras d'ar mor: Tav! Bez sioul! An avel a davas hag e voe ur sioulder bras. | |
Chapter 5
Mark | BretonNT | 5:2 | Kerkent ha ma tiskennas eus ar vag, un den dalc'het gant ur spered hudur a zeuas eus ar bezioù d'e gavout. | |
Mark | BretonNT | 5:4 | Rak alies, o kaout an hern ouzh e dreid hag o vezañ bet ereet gant chadennoù, en doa torret ar chadennoù ha friket an hern, ha den ne c'helle e zoñvaat. | |
Mark | BretonNT | 5:5 | Chom a rae dalc'hmat, noz ha deiz, war ar menezioù hag er bezioù, o krial hag oc'h en em vloñsañ gant mein. | |
Mark | BretonNT | 5:7 | hag e lavaras o krial a vouezh uhel: Petra a zo etre te ha me, Jezuz, Mab an Doue Uhel-Meurbet? Da bediñ a ran dre anv Doue, na boagn ket ac'hanon. | |
Mark | BretonNT | 5:9 | Jezuz a c'houlennas digantañ: Pe anv ac'h eus? Eñ a respontas: Va anv a zo Lejion, rak kalz omp. | |
Mark | BretonNT | 5:12 | Hag an holl ziaouled en pedas o lavarout: Kas ac'hanomp er moc'h-se, evit ma'z aimp enno. | |
Mark | BretonNT | 5:13 | Raktal Jezuz o lezas da vont. Hag ar speredoù hudur-mañ, o vezañ aet er-maez, a yeas er moc'h hag ar vandenn en em daolas war red eus al lec'h uhel-se er mor, hag e oant beuzet er mor. Bez' e oa anezho war-dro daou vil. | |
Mark | BretonNT | 5:14 | Ar re a vesae ar moc'h a dec'has kuit da lavarout kement-se e kêr ha war ar maez. An dud a zeuas da welout ar pezh a oa erruet. | |
Mark | BretonNT | 5:15 | Dont a rejont da gavout Jezuz hag e weljont an hini a oa bet dalc'het gant an diaouled, an hini a oa bet dalc'het gant al lejion, azezet, gwisket hag en e skiant vat. Hag o doe aon. | |
Mark | BretonNT | 5:16 | Ar re o doa gwelet kement-se a lavaras dezho ar pezh a oa c'hoarvezet gant an hini a oa dalc'het gant an diaouled, ha gant ar moc'h. | |
Mark | BretonNT | 5:18 | Pa oa aet er vag, an hini a oa bet dalc'het gant an diaouled en pedas d'e lezel da vont gantañ. | |
Mark | BretonNT | 5:19 | Met Jezuz n'en lezas ket hag a lavaras dezhañ: Kae da'z ti, etrezek da dud, ha lavar dezho an traoù bras en deus an Aotrou graet dit ha penaos en deus bet truez ouzhit. | |
Mark | BretonNT | 5:20 | Eñ a yeas kuit hag en em lakaas da embann e Dekapoliz an traoù bras en doa Jezuz graet dezhañ, hag e oant holl souezhet bras. | |
Mark | BretonNT | 5:21 | Jezuz o vezañ adarre treuzet ar mor er vag hag aet d'an tu all, ur bobl vras en em zastumas en-dro dezhañ. Tost d'ar mor e oa. | |
Mark | BretonNT | 5:22 | Setu, unan eus pennoù ar sinagogenn, anvet Jairuz, a zeuas, hag o vezañ e welet, en em daolas d'e dreid | |
Mark | BretonNT | 5:23 | hag a bedas start anezhañ, o lavarout: Va merc'h vihan a zo prest da vervel, deus da lakaat da zaouarn warni evit ma vo yac'haet, hag e vevo. | |
Mark | BretonNT | 5:26 | Gouzañvet he doa kalz a boan etre daouarn ar vedisined ha dispignet he doa he holl vadoù hep bezañ resevet diboan ebet, met aet e oa kentoc'h war gwashaat. | |
Mark | BretonNT | 5:27 | O vezañ klevet komz eus Jezuz, e teuas e-touez ar bobl dre ziadreñv hag e stokas ouzh e zilhad. | |
Mark | BretonNT | 5:29 | Raktal he diwadañ a baouezas, hag e santas en he c'horf e oa yac'haet eus he foan. | |
Mark | BretonNT | 5:30 | Kerkent Jezuz, oc'h anavezout ennañ e-unan ar galloud a oa aet er-maez anezhañ, en em droas e-kreiz ar bobl, o lavarout: Piv en deus stoket ouzh va dilhad? | |
Mark | BretonNT | 5:31 | E ziskibien a lavaras dezhañ: Te a wel e wask ar bobl ac'hanout, hag e lavarez: Piv en deus stoket ouzhin? | |
Mark | BretonNT | 5:33 | Ar wreg, spontet hag en ur grenañ, o c'houzout ar pezh a oa bet graet enni, a zeuas, en em daolas d'e dreid hag a lavaras dezhañ an holl wirionez. | |
Mark | BretonNT | 5:34 | Lavarout a reas dezhi: Merc'h, da feiz he deus da yac'haet, kae e peoc'h ha bez dizereet eus da gleñved. | |
Mark | BretonNT | 5:35 | Evel ma komze c'hoazh, tud eus ti penn ar sinagogenn a zeuas da lavarout dezhañ: Da verc'h a zo marv, na dregas ket ken ar Mestr. | |
Mark | BretonNT | 5:36 | Kerkent ha m'en doe Jezuz klevet kement-se, e lavaras da benn ar sinagogenn: Na'z pez ket aon, kred hepken. | |
Mark | BretonNT | 5:38 | O vezañ erruet e ti penn ar sinagogenn, e welas e raed ennañ un drouz vras ha tud a ouele hag a laoske kriadennoù kreñv. | |
Mark | BretonNT | 5:39 | O vezañ aet e-barzh, e lavaras dezho: Perak e rit an drouz-se ha perak e ouelit? Ar bugel n'eo ket marv, met kousket a ra. | |
Mark | BretonNT | 5:40 | Int a reas goap anezhañ. Met eñ, o vezañ graet dezho holl mont er-maez, a gemeras tad ha mamm ar bugel, hag ar re a oa gantañ, hag ez eas el lec'h ma oa gourvezet. | |
Mark | BretonNT | 5:41 | O kemer he dorn, e lavaras dezhi: Talita koumi, da lavarout eo: Plac'h yaouank, me a lavar dit, sav. | |
Mark | BretonNT | 5:42 | Kerkent ar plac'h yaouank a savas hag en em lakaas da gerzhout, rak oadet e oa a zaouzek vloaz. Hag e voent souezhet meurbet. | |
Chapter 6
Mark | BretonNT | 6:2 | Pa zeuas ar sabad, en em lakaas da gelenn er sinagogenn. Kalz eus ar re en kleve a voe souezhet hag a lavaras: A-belec'h e teu an traoù-se d'an den-mañ? Petra eo ar furnez-se a zo bet roet dezhañ hag ar mirakloù bras en em ra dre e zaouarn? | |
Mark | BretonNT | 6:3 | Ha n'eo ket eñ ar c'halvez, mab Mari, breur Jakez, Jozez, Jud ha Simon? E c'hoarezed, ha n'emaint ket amañ en hon touez? Hag e kavent tamall ennañ. | |
Mark | BretonNT | 6:4 | Jezuz a lavaras dezho: Ur profed a zo enoret, nemet en e vro e-unan, e-touez e gerent e-unan hag ar re eus e di e-unan. | |
Mark | BretonNT | 6:5 | Ne c'hellas ober eno mirakl ebet, nemet e yac'haas un nebeud tud klañv en ur lakaat e zaouarn warno. | |
Mark | BretonNT | 6:6 | Souezhet e voe eus o diskredoni. Hag ez eas dre ar bourc'hioù tro-war-dro, en ur gelenn. | |
Mark | BretonNT | 6:7 | Gervel a reas an daouzek hag en em lakaas d'o c'has daou ha daou, en ur reiñ dezho ar galloud war ar speredoù hudur. | |
Mark | BretonNT | 6:8 | Gourc'hemenn a reas dezho na gemerjent netra evit an hent nemet ur vazh, na sac'h, na bara, na moneiz er c'houriz, | |
Mark | BretonNT | 6:10 | Hag e lavaras dezho: En ti bennak ma'c'h antreot, chomit eno betek ma'z eot kuit eus al lec'h-se. | |
Mark | BretonNT | 6:11 | P'en em gavo tud n'ho tegemerint ket ha n'ho selaouint ket, pa'z eot kuit ac'hano, hejit ar poultr eus ho treid e testeni a-enep dezho. Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos e vo dousoc'h da Sodom ha da C'homora e deiz ar varn eget d'ar gêr-se. | |
Mark | BretonNT | 6:13 | Kas a rejont kuit kalz a ziaouled hag ec'h olevjont gant eoul kalz a dud glañv hag e yac'hajont anezho. | |
Mark | BretonNT | 6:14 | Ar roue Herodez a glevas komz anezhañ, rak e anv a oa brudet bras. Lavarout a reas: Yann-Vadezour a zo adsavet a-douez ar re varv, ha setu perak en em ra kalz a virakloù drezañ. | |
Mark | BretonNT | 6:15 | Re all a lavare: Elia eo; ha re all a lavare: Ur profed eo, pe evel unan eus ar brofeded. | |
Mark | BretonNT | 6:16 | Met Herodez, o klevout kement-se, a lavaras: Yann eo, an hini am eus graet dibennañ, adsavet eo a-douez ar re varv. | |
Mark | BretonNT | 6:17 | Rak Herodez e-unan en doa kaset da gemer Yann hag en doa graet e eren er prizon abalamour da Herodiaz, gwreg Filip e vreur, dre m'en doa he dimezet, | |
Mark | BretonNT | 6:19 | Herodiaz he doa droug outañ hag a c'hoantae e lakaat d'ar marv. Met ne c'helle ket, | |
Mark | BretonNT | 6:20 | rak Herodez a zouje Yann, oc'h anavezout penaos e oa un den reizh ha santel. Prederius e oa en e geñver, ober a rae zoken kalz a draoù eus e alioù hag en selaoue gant plijadur. | |
Mark | BretonNT | 6:21 | Met un devezh a-vat a zeuas. Herodez, evit deiz e c'hanedigezh, a roas ur fest da re vras e lez, da vistri e arme, ha da re vras Galilea. | |
Mark | BretonNT | 6:22 | Merc'h Herodiaz, o vezañ deuet, a zañsas, hag a blijas da Herodez ha d'ar re a oa azezet gantañ. Ar roue a lavaras d'ar plac'h yaouank: Goulenn diganin ar pezh a gari hag en roin dit. | |
Mark | BretonNT | 6:23 | Ha gant le e lavaras: Kement a c'houlenni a roin dit, betek an hanter eus va rouantelezh. | |
Mark | BretonNT | 6:24 | O vezañ aet er-maez, hi a lavaras d'he mamm: Petra a c'houlennin? Hag e lavaras: Penn Yann-Vadezour. | |
Mark | BretonNT | 6:25 | O vezañ deuet buan da gavout ar roue, e reas he goulenn hag e lavaras: C'hoantaat a ran e rofes bremañ din, war ur plad, penn Yann-Vadezour. | |
Mark | BretonNT | 6:26 | Ar roue a voe glac'haret bras, met, abalamour d'e le ha d'ar re a oa azezet gantañ, ne fellas ket dezhañ nac'hañ outi. | |
Mark | BretonNT | 6:27 | Raktal e kasas unan eus e warded hag e c'hourc'hemennas dezhañ degas penn Yann. Ar gward a yeas hag a droc'has e benn er prizon, | |
Mark | BretonNT | 6:28 | hag en degasas war ur plad. E reiñ a reas d'ar plac'h yaouank, hag ar plac'h yaouank en roas d'he mamm. | |
Mark | BretonNT | 6:29 | E zskibien o vezañ klevet kement-se, a zeuas, a gemeras e gorf hag a lakaas anezhañ en ur bez. | |
Mark | BretonNT | 6:30 | An ebestel a zeuas da gavout Jezuz hag a lavarjont dezhañ kement o doa graet ha kement o doa kelennet. | |
Mark | BretonNT | 6:31 | Eñ a lavaras dezho: Deuit a-du en ul lec'h diamezeg ha diskuizhit un nebeudig. Rak kement a dud a yae hag a zeue ken n'o doe ket amzer zoken da zebriñ. | |
Mark | BretonNT | 6:33 | Met ar bobl a welas anezho o vont kuit ha kalz en anavezas. O redek war droad eus an holl gêrioù, ec'h errujont a-raok dezho hag e teujont asambles en e arbenn. | |
Mark | BretonNT | 6:34 | Jezuz, o vezañ aet, a welas ul lod bras a dud hag en doe truez outo, abalamour ma oant evel deñved hep mesaer, hag en em lakaas da zeskiñ dezho meur a dra. | |
Mark | BretonNT | 6:35 | Evel ma oa dija diwezhat, e ziskibien a dostaas outañ hag a lavaras: Al lec'h-mañ a zo distro ha diwezhat eo, | |
Mark | BretonNT | 6:36 | kas anezho kuit, evit ma'z aint er c'hêrioùigoù hag er bourc'hioù tro-war-dro ha ma prenint bara, rak n'o deus netra da zebriñ. | |
Mark | BretonNT | 6:37 | Eñ a lavaras dezho: Roit hoc'h-unan da zebriñ dezho. Hag e respontjont dezhañ: Mont a rafemp da brenañ evit daou c'hant diner (1 diner = pezh arc'hant roman war-dro 4 g) a vara, evit reiñ dezho da zebriñ? | |
Mark | BretonNT | 6:38 | Eñ a lavaras dezho: Pet bara hoc'h eus? It ha sellit. P'o doe gwelet, e lavarjont: Pemp, ha daou besk. | |
Mark | BretonNT | 6:39 | Neuze e c'hourc'hemennas dezho lakaat an holl da azezañ, a vandennoù, war ar geot glas. | |
Mark | BretonNT | 6:41 | Jezuz a gemeras ar pemp bara hag an daou besk hag, o sevel e zaoulagad etrezek an neñv, e vennigas, e torras ar baraoù hag o roas d'e ziskibien, evit m'o rojent d'ar bobl. Lodennañ a reas ivez an daou besk kenetrezo holl. | |
Mark | BretonNT | 6:45 | Kerkent goude, e lakaas e ziskibien da vont er vag ha d'e ziaraogiñ en tu all, etrezek Betsaida, e-pad ma kasje ar bobl en o hent. | |
Mark | BretonNT | 6:47 | An abardaez o vezañ deuet, ar vag a oa e-kreiz ar mor, hag eñ a oa e-unan war an douar. | |
Mark | BretonNT | 6:48 | Gwelout a reas o doa kalz a boan o roeñvat rak an avel a oa en o enep. War-dro ar bedervet beilhadenn eus an noz, e teuas d'o c'havout o kerzhout war ar mor, ha c'hoant en doa d'o diaraogiñ. | |
Mark | BretonNT | 6:50 | rak holl e weljont anezhañ hag e voent spontet. Met kerkent e komzas outo hag e lavaras dezho: Ho pet fiziañs, me eo, n'ho pet ket aon. | |
Mark | BretonNT | 6:51 | Pignat a reas ganto er vag hag an avel a baouezas. Souezhet meurbet e voent enno o-unan ha leuniet a estlamm, | |
Mark | BretonNT | 6:55 | Hag e redjont dre an holl vro tro-war-dro hag en em lakajont da zougen war gweleoù ar re a oa klañv, e kement lec'h ma klevent e oa. | |
Chapter 7
Mark | BretonNT | 7:1 | Ar farizianed, gant lod eus ar skribed deuet eus Jeruzalem, a yeas da gavout anezhañ. | |
Mark | BretonNT | 7:2 | Gwelout a rejont ur re bennak eus e ziskibien o kemer o fred gant daouarn lous, da lavarout eo hep bezañ o gwalc'het, hag e kavjont da damall. | |
Mark | BretonNT | 7:3 | Rak ar farizianed hag an holl Yuzevien ne zebront ket hep bezañ gwalc'het o daouarn betek an ilin, o terc'hel hengoun ar re gozh, | |
Mark | BretonNT | 7:4 | ha pa zeuont eus ar marc'had, ne zebront ket kennebeut hep bezañ en em walc'het. Ha kalz a draoù all a zo ivez o deus resevet evit o mirout, evel gwalc'hiñ an hanafoù, ar podoù, al listri-arem hag ar gweleoù. | |
Mark | BretonNT | 7:5 | Neuze ar farizianed hag ar skribed a c'houlennas outañ: A-belec'h e teu ma ne heuilh ket da ziskibien hengoun ar re gozh ha ma kemeront o fred hep gwalc'hiñ o daouarn? | |
Mark | BretonNT | 7:6 | Eñ a respontas dezho: Pilpouzed, Izaia en deus profedet mat diwar ho penn, hervez ar pezh a zo skrivet: Ar bobl-mañ a enor ac'hanon gant o muzelloù, met o c'halon a zo pell diouzhin. | |
Mark | BretonNT | 7:7 | Met en aner eo ec'h enoront ac'hanon, o teskiñ kelennadurezhioù a zo gourc'hemennoù tud. | |
Mark | BretonNT | 7:8 | Rak, o lezel gourc'hemenn Doue, e virit hengoun an dud, o walc'hiñ ar podoù hag an hanafoù, hag oc'h ober kalz a draoù all heñvel outo. | |
Mark | BretonNT | 7:9 | Lavarout a reas dezho c'hoazh: Gwall vat e torrit gourc'hemenn Doue evit mirout hoc'h hengoun. | |
Mark | BretonNT | 7:10 | Rak Moizez en deus lavaret: Enor da dad ha da vamm, ha: Piv bennak a villigo e dad pe e vamm a vo lakaet d'ar marv. | |
Mark | BretonNT | 7:11 | Met c'hwi a lavar: An hini a lavaro d'e dad pe d'e vamm: Ar pezh am bije gallet reiñ dit a zo Korban, da lavarout eo ur prof, | |
Mark | BretonNT | 7:13 | o kas da netra ger Doue gant ho hengoun graet ganeoc'h hoc'h-unan. Ha kalz a draoù all a rit evel-se. | |
Mark | BretonNT | 7:14 | O vezañ galvet an holl bobl, e lavaras dezho: Selaouit holl ac'hanon ha komprenit: | |
Mark | BretonNT | 7:15 | Netra eus ar pezh a zo er-maez eus an den hag a antre ennañ ne c'hell e huduraat, met ar pezh a zeu er-maez anezhañ, kement-se eo a hudura an den. | |
Mark | BretonNT | 7:17 | Pa voe aet en ti, goude bezañ kuitaet ar bobl, e ziskibien a c'houlennas outañ petra oa ar barabolenn-se. | |
Mark | BretonNT | 7:18 | Eñ a lavaras dezho: Ha bez' oc'h eta c'hwi ivez hep skiant? Ne gomprenit ket penaos kement tra a zo er-maez hag a antre en den ne c'hell ket e lousaat? | |
Mark | BretonNT | 7:19 | Rak an dra-se ne ya ket er galon met er c'hof, a-belec'h e kouezh er foz, e-lec'h ma vez glanaet ar boued holl. | |
Mark | BretonNT | 7:21 | Rak a-ziabarzh, eus kalon an dud eo, e teu ar soñjoù fall, an avoultriezh, ar gastaouerezh, ar muntroù, | |
Mark | BretonNT | 7:22 | al laeroñsioù, ar c'hoantegezh, ar fallentez, ar faosoni, al loustoni, al lagad avius, an droukkomz, an ourgouilh, ar follentez. | |
Mark | BretonNT | 7:24 | O vont ac'hano, ez eas da gostezioù Tir ha Sidon. O vezañ aet en un ti, e felle dezhañ na ouije den kement-se, met ne c'hellas ket chom kuzhet. | |
Mark | BretonNT | 7:25 | Rak ur wreg, a oa trec'het he merc'h gant un spered hudur, o vezañ klevet komz dioutañ, a zeuas hag en em daolas d'e dreid. | |
Mark | BretonNT | 7:26 | Ar wreg-mañ a oa gresian, ha sirofenikian a bobl. E bediñ a reas da gas an diaoul kuit eus he merc'h. | |
Mark | BretonNT | 7:27 | Jezuz a lavaras dezhi: Lez da gentañ ar vugale da gaout o gwalc'h, rak n'eo ket mat kemer bara ar vugale hag e deurel d'ar chas bihan. | |
Mark | BretonNT | 7:28 | Met hi a respontas dezhañ: Gwir eo Aotrou, koulskoude ar chas bihan a zebr, dindan an daol, bruzun ar vugale. | |
Mark | BretonNT | 7:29 | Neuze eñ a lavaras dezhi: Abalamour d'ar gomz-se, kae, an diaoul a zo aet er-maez eus da verc'h. | |
Mark | BretonNT | 7:30 | O vezañ distroet d'he zi, e kavas e oa aet kuit an diaoul, hag he merc'h gourvezet war ar gwele. | |
Mark | BretonNT | 7:31 | Jezuz, o vezañ kuitaet kostezioù Tir ha Sidon, a zeuas tost da vor Galilea, o treuziñ bro Zekapoliz. | |
Mark | BretonNT | 7:32 | Degaset e voe dezhañ un den bouzar, a oa dalc'het en e gomz, hag e voe pedet da lakaat e zaouarn warnañ. | |
Mark | BretonNT | 7:33 | O vezañ e dennet eus ar bobl a-du, e lakaas e vizied en e zivskouarn hag, o kemer eus e grañch, e stokas e deod. | |
Mark | BretonNT | 7:34 | O sevel e zaoulagad etrezek an neñv, e huanadas hag e lavaras: Effata! da lavarout eo: Digor! | |
Mark | BretonNT | 7:36 | Difenn a reas outo na lavarjent kement-se da zen, met mui e tifenne outo, seul vui e vrudent anezhañ. | |
Chapter 8
Mark | BretonNT | 8:1 | En deizioù-se e oa gant Jezuz un niver bras a dud hag, evel n'o doa netra da zebriñ, e c'halvas e ziskibien hag e lavaras dezho: | |
Mark | BretonNT | 8:2 | Truez am eus ouzh ar bobl-mañ, rak tri devezh a zo emaint em c'hichen ha n'o deus netra da zebriñ. | |
Mark | BretonNT | 8:3 | Ha mar kasan anezho war yun d'o ziez, o nerzh a vanko dezho en hent, rak darn anezho a zo deuet a-bell. | |
Mark | BretonNT | 8:4 | E ziskibien a respontas dezhañ: Penaos e c'hellfemp kavout bara a-walc'h da bredañ anezho en ul lec'h distro? | |
Mark | BretonNT | 8:6 | Neuze e c'hourc'hemennas d'ar bobl azezañ war an douar, e kemeras ar seizh bara hag e trugarekaas, o zorras hag o roas d'e ziskibien evit m'o lodennjent. Hag o lodennjont d'ar bobl. | |
Mark | BretonNT | 8:7 | Bez' e oa ivez peskedigoù hag, o vezañ o benniget, e c'hourc'hemennas o reiñ ivez dezho. | |
Mark | BretonNT | 8:8 | Debriñ a rejont hag o doe a-walc'h, hag e tegasjont seizh panerad eus an tammoù a oa manet. | |
Mark | BretonNT | 8:11 | Ar farizianed a zeuas hag en em lakaas da riotal anezhañ, o c'houlenn digantañ, evit e demptañ, ur mirakl eus an neñv. | |
Mark | BretonNT | 8:12 | O huanadiñ en e spered, e lavaras: Perak e c'houlenn ar rummad-mañ ur mirakl? Me a lavar deoc'h e gwirionez, ne vo roet mirakl ebet d'ar rummad-mañ. | |
Mark | BretonNT | 8:15 | Eñ a reas outo an difenn-mañ: En em virit gant evezh eus goell ar farizianed hag eus goell Herodez. | |
Mark | BretonNT | 8:17 | Jezuz, o vezañ anavezet kement-se, a lavaras dezho: Perak e soñjit ez eo abalamour n'hoc'h eus ket kemeret a vara? Bez' oc'h c'hoazh hep skiant c'hoazh ha ne gomprenit ket? Bepred eo kaletaet ho kalon? | |
Mark | BretonNT | 8:18 | O kaout daoulagad, ne welit ket? O kaout divskouarn, ne glevit ket? Ha n'hoc'h eus ket a soñj? | |
Mark | BretonNT | 8:19 | Pa dorris pemp bara evit pemp mil den, pet panerad leun a dammoù chomet a zilerc'h ho poa dastumet? Int a lavaras dezhañ: Daouzek. | |
Mark | BretonNT | 8:20 | Ha pa dorris ar seizh bara evit ar pevar mil den, pet panerad leun a dammoù ho poa dastumet? Int a lavaras: Seizh. | |
Mark | BretonNT | 8:22 | O vezañ deuet da Vetsaida, e voe degaset dezhañ un den dall hag en pedjont da stekiñ outañ. | |
Mark | BretonNT | 8:23 | Kemer a reas dorn an dall hag en kasas er-maez eus ar bourc'h. Krañch a lakaas war e zaoulagad hag, o vezañ lakaet e zaouarn warnañ, e c'houlennas digantañ hag eñ a wele un dra bennak. | |
Mark | BretonNT | 8:25 | Eñ a lakaas adarre e zaouarn war e zaoulagad hag a lavaras dezhañ sellout. Yac'haet e voe hag e wele holl fraezh mat. | |
Mark | BretonNT | 8:26 | Hag e kasas anezhañ d'e di, o lavarout: N'a ket er bourc'h ha na lavar ket an dra-mañ da zen eus ar bourc'h. | |
Mark | BretonNT | 8:27 | Jezuz a yeas gant e ziskibien e bourc'hioù Kezarea-Filip. War an hent, e c'houlennatas e ziskibien hag e lavaras: Piv a lavar an dud ez on? | |
Mark | BretonNT | 8:28 | Respont a rejont: Yann-Vadezour; darn all, Elia; ha darn all, unan eus ar brofeded. | |
Mark | BretonNT | 8:29 | Eñ a lavaras dezho: Ha c'hwi, piv a lavarit ez on? Pêr a respontas dezhañ: Te eo ar C'hrist. | |
Mark | BretonNT | 8:31 | Neuze en em lakaas da zisklêriañ dezho e oa ret da Vab an den gouzañv kalz a draoù, bezañ taolet kuit gant an henaourien, gant ar veleien vras ha gant ar skribed, bezañ lakaet d'ar marv, hag adsevel a varv tri devezh goude. | |
Mark | BretonNT | 8:32 | Hag e lavare ar c'homzoù-se dezho sklaer-mat. Neuze Pêr, o vezañ e gemeret a-du, en em lakaas d'e repren. | |
Mark | BretonNT | 8:33 | Met eñ, o tistreiñ hag o sellout ouzh e ziskibien, a c'hourdrouzas Pêr hag a lavaras dezhañ: A-dreñv din, Satan! Rak da soñjezonoù n'emaint ket hervez an traoù a sell ouzh Doue, met hervez an traoù a sell ouzh an dud. | |
Mark | BretonNT | 8:34 | O c'hervel ar bobl gant e ziskibien, e lavaras dezho: Mar fell da unan bennak dont war va lerc'h, ra raio dilez anezhañ e-unan, ra gemero e groaz ha ra heulio ac'hanon. | |
Mark | BretonNT | 8:35 | Rak piv bennak a fello dezhañ saveteiñ e vuhez he c'hollo, met piv bennak a gollo e vuhez abalamour din ha d'an Aviel he saveteo. | |
Chapter 9
Mark | BretonNT | 9:1 | Lavarout a reas dezho ivez: Me a lavar deoc'h e gwirionez, ez eus hiniennoù eus a-douez ar re a zo amañ ha ne varvint ket ken n'o devo gwelet rouantelezh Doue o tont gant galloud. | |
Mark | BretonNT | 9:2 | C'hwec'h devezh goude, Jezuz a gemeras gantañ Pêr, Jakez ha Yann, hag o c'hasas o-unan a-du war ur menez uhel. Hag e voe treuzneuziet dirazo. | |
Mark | BretonNT | 9:3 | E zilhad a zeuas da vezañ lugernus, gwenn evel an erc'h, ken n'eus gwenner ebet war an douar a c'hellfe gwennañ evel-se. | |
Mark | BretonNT | 9:5 | Pêr, o kemer ar gomz, a lavaras da Jezuz: Mestr, mat eo deomp chom amañ. Greomp amañ teir deltenn, unan evidout, unan evit Moizez, unan evit Elia. | |
Mark | BretonNT | 9:7 | Hag e teuas ur goabrenn d'o goleiñ, ur vouezh a zeuas eus ar goabrenn o lavarout: Hemañ eo va Mab karet-mat. Selaouit eñ! | |
Mark | BretonNT | 9:8 | Kerkent an diskibien, o vezañ sellet en-dro dezho, ne weljont den ken nemet Jezuz e-unan ganto. | |
Mark | BretonNT | 9:9 | Evel ma tiskennent eus ar menez, e tifennas outo lavarout da zen ar pezh o doa gwelet, ken na vije Mab an den adsavet a-douez ar re varv. | |
Mark | BretonNT | 9:10 | Hag e talc'hjont ar gomz-se, o c'houlenn an eil digant egile petra a c'hellje bezañ: Adsevel a-douez ar re varv. | |
Mark | BretonNT | 9:11 | Hag e c'houlennjont outañ o lavarout: Perak e lavar ar skribed eo ret da Elia dont da gentañ? | |
Mark | BretonNT | 9:12 | Respont a reas dezho: Gwir eo penaos Elia a dle dont da gentañ hag adlakaat pep tra, ha penaos Mab an den, hervez ma'z eo skrivet diwar e benn, a dle gouzañv kalz a draoù ha bezañ disprizet? | |
Mark | BretonNT | 9:13 | Met me a lavar deoc'h penaos Elia a zo deuet, hag o deus graet dezhañ kement o deus c'hoantaet evel ma'z eo skrivet diwar e benn. | |
Mark | BretonNT | 9:14 | O vezañ deuet etrezek an diskibien all, e welas kalz a bobl en-dro dezho ha skribed a dabute ganto. | |
Mark | BretonNT | 9:15 | Raktal evel ma welas an holl bobl-se anezhañ, e voent souezhet bras, hag o teredek e saludjont anezhañ. | |
Mark | BretonNT | 9:17 | Un den eus ar bobl, o kemer ar gomz, a lavaras: Mestr, degaset em eus dit va mab hag a zo dalc'het gant ur spered mut. | |
Mark | BretonNT | 9:18 | E pelec'h bennak ma krog ennañ, e taol anezhañ d'an douar, hag eñ a eon, a c'hrigoñs e zent hag a zisec'h. Pedet em eus da ziskibien d'e gas kuit ha n'o deus ket gallet. | |
Mark | BretonNT | 9:19 | Eñ a respontas dezho: O rummad diskredik, betek pegeit e vin ganeoc'h? Betek pegeit e c'houzañvin ac'hanoc'h? Degasit eñ din. | |
Mark | BretonNT | 9:20 | E zegas a rejont dezhañ. Raktal m'en gwelas, ar spered a zifretas anezhañ gant nerzh, hag e kouezhas d'an douar o ruilhal hag oc'h eoniñ. | |
Mark | BretonNT | 9:21 | Eñ a c'houlennas ouzh e dad: Pegeit amzer a zo abaoe ma c'hoarvez kement-mañ gantañ? Abaoe e vugaleaj, a respontas. | |
Mark | BretonNT | 9:22 | Alies en deus e daolet en tan hag en dour evit e lakaat da vervel. Met mar gellez un dra bennak, sikour ac'hanomp, az pez truez ouzhimp. | |
Mark | BretonNT | 9:24 | Kerkent tad ar bugel a grias gant daeroù: Me a gred, Aotrou! Sikour ac'hanon em diskredoni! | |
Mark | BretonNT | 9:25 | Jezuz o welout ar bobl o redek a vandenn, a c'hourdrouzas ar spered hudur hag a lavaras dezhañ: Spered mut ha bouzar, me a c'hourc'hemenn dit, kae kuit anezhañ ha na da ken ennañ. | |
Mark | BretonNT | 9:26 | Mont a reas kuit o leuskel ur griadenn vras hag o tifretañ anezhañ gant nerzh. Ar bugel a zeuas evel marv, en hevelep doare ma lavare meur a hini: Marv eo. | |
Mark | BretonNT | 9:28 | Pa voe aet en ti, e ziskibien a c'houlennas digantañ a-du: Perak n'hon eus ket gallet kas kuit anezhañ? | |
Mark | BretonNT | 9:29 | Eñ a respontas dezho: Ar seurt-se ne c'hell ket mont kuit, nemet dre ar bedenn ha dre ar yun. | |
Mark | BretonNT | 9:30 | O vezañ aet ac'hano, e treuzjont vro C'halilea. Ne felle ket dezhañ e vije gouezet gant den. | |
Mark | BretonNT | 9:31 | Rak e kelenne e ziskibien hag e lavaras dezho: Mab an den a vo droukroet etre daouarn an dud hag e lakaint anezhañ d'ar marv. Goude ma vo bet lazhet, ec'h adsavo a varv d'an trede deiz. | |
Mark | BretonNT | 9:33 | Dont a reas da Gafarnaoum. O vezañ en ti, e c'houlennas diganto: Diwar-benn petra en em dabutec'h en hent? | |
Mark | BretonNT | 9:35 | O vezañ azezet, e c'halvas an daouzek hag e lavaras dezho: Mar c'hoanta unan bennak bezañ ar c'hentañ, e vo an diwezhañ eus an holl, ha servijer an holl. | |
Mark | BretonNT | 9:36 | O vezañ kemeret ur bugel bihan, e lakaas anezhañ en o c'hreiz hag, o terc'hel anezhañ etre e zivrec'h, e lavaras dezho: | |
Mark | BretonNT | 9:37 | Piv bennak a zegemer unan eus ar vugale vihan-mañ em anv a zegemer ac'hanon, ha piv bennak a zegemer ac'hanon, n'eo ket me eo a zegemer, met an hini en deus va c'haset. | |
Mark | BretonNT | 9:38 | Yann, o kemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Mestr, gwelet hon eus un den o kas kuit diaouled en da anv ha ne heuilh ket ac'hanomp. Difennet hon eus outañ abalamour na heuilh ket ac'hanomp. | |
Mark | BretonNT | 9:39 | Met Jezuz a lavaras: Na zifennit ket-se, rak n'eus den a rafe mirakloù em anv hag a c'hellfe kerkent droukkomz ac'hanon. | |
Mark | BretonNT | 9:41 | Ha piv bennak a roio deoc'h ur werennad dour da evañ em anv, abalamour ma'z oc'h da Grist, me a lavar deoc'h e gwirionez, ne gollo ket e c'hopr. | |
Mark | BretonNT | 9:42 | Met piv bennak a lakaio da gouezhañ unan eus ar re vihan-se a gred ennon, gwelloc'h e vefe dezhañ e vefe staget ur maen-milin ouzh e c'houzoug ha e vefe taolet er mor. | |
Mark | BretonNT | 9:43 | Ma laka ac'hanout da zorn da gouezhañ, troc'h anezhañ. Gwelloc'h eo dit mont er vuhez, o kaout nemet un dorn, eget kaout daou zorn ha bezañ taolet er gehenn, | |
Mark | BretonNT | 9:45 | Ha ma laka ac'hanout da droad da gouezhañ, troc'h anezhañ. Gwelloc'h eo dit mont er vuhez, o kaout un troad, eget kaout daou droad ha bezañ taolet er gehenn, en tan ne voug biken, | |
Mark | BretonNT | 9:47 | Ha ma laka ac'hanout da lagad da gouezhañ, diframm anezhañ. Gwelloc'h eo dit mont e rouantelezh Doue gant ul lagad hepken, eget kaout daou lagad ha bezañ taolet e tan ar gehenn, | |
Chapter 10
Mark | BretonNT | 10:1 | O vont ac'hano, e teuas e kostezioù Judea en tu all d'ar Jordan. Ar bobl en em zastumas adarre war e dro hag, evel ma oa e c'hiz, en em lakaas d'o c'helenn a-nevez. | |
Mark | BretonNT | 10:2 | Ar farizianed a zeuas hag a c'houlennas outañ evit e demptañ: Hag e c'hell un den kas e wreg kuit? | |
Mark | BretonNT | 10:5 | Neuze Jezuz a respontas dezho: Skrivet en deus deoc'h al lezenn-se abalamour da galeter ho kalon. | |
Mark | BretonNT | 10:8 | hag an daou a zeuio ur c'hig hepken. Evel-se ne d-int mui daou, met ur c'hig hepken. | |
Mark | BretonNT | 10:10 | Pa voent e-barzh an ti, e ziskibien a c'houlennas c'hoazh digantañ diwar-benn-se. | |
Mark | BretonNT | 10:11 | Eñ a lavaras dezho: Piv bennak a gas kuit e wreg hag a zimez da unan all, a ra avoultriezh en he c'heñver, | |
Mark | BretonNT | 10:12 | ha mar deu ur wreg da guitaat hec'h ozhac'h hag ma timez da unan all, e ra avoultriezh. | |
Mark | BretonNT | 10:13 | Degaset e voe dezhañ bugale vihan, evit ma stokje outo, met an diskibien a c'hrozmole d'ar re o degase. | |
Mark | BretonNT | 10:14 | Jezuz, o welout-se, a yeas droug ennañ hag a lavaras dezho: Lezit ar vugale vihan da zont davedon ha na zifennit ket outo, rak rouantelezh Doue a zo d'ar re a zo heñvel outo. | |
Mark | BretonNT | 10:15 | Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos piv bennak ne zegemero ket rouantelezh Doue evel ur bugel bihan ne yelo ket e-barzh. | |
Mark | BretonNT | 10:16 | Hag o vezañ o c'hemeret etre e zivrec'h, e lakaas e zaouarn warno hag o bennigas. | |
Mark | BretonNT | 10:17 | Evel ma'z ae evit en em lakaat en hent, un den a zeredas hag, o vezañ daoulinet dirazañ, e c'houlennas digantañ: Mestr mat, petra a dlean d'ober evit kaout ar vuhez peurbadus? | |
Mark | BretonNT | 10:19 | Anavezout a rez ar gourc'hemennoù: Na ra ket avoultriezh; na vez ket muntrer; na laer ket; na lavar ket a fals-testeni; na ra ket a faosoni; enor da dad ha da vamm. | |
Mark | BretonNT | 10:21 | Ha Jezuz, o sellout outañ, a garas anezhañ hag a lavaras dezhañ: Mankout a ra dit un dra, kae, gwerzh kement ac'h eus, ro-se d'ar beorien, hag ez po un teñzor en neñv. Goude-se deus hag heuilh ac'hanon, o kemer ar groaz. | |
Mark | BretonNT | 10:22 | Met, glac'haret gant ar c’homzoù-se, ez eas kuit gwall drist, rak madoù bras en doa. | |
Mark | BretonNT | 10:23 | Neuze Jezuz, o sellout en-dro dezhañ, a lavaras d'e ziskibien: Pegen diaes e vo d'ar re o deus madoù mont e-barzh rouantelezh Doue! | |
Mark | BretonNT | 10:24 | An diskibien a voe souezhet eus ar c'homzoù-se. Met Jezuz, oc'h adkemer ar gomz, a lavaras dezho: Bugale, pegen diaes eo d'ar re a laka o fiziañs er madoù mont e-barzh rouantelezh Doue! | |
Mark | BretonNT | 10:25 | Aesoc'h eo d'ur c'hañval tremen dre graoenn un nadoz eget d'un den pinvidik mont e-barzh rouantelezh Doue. | |
Mark | BretonNT | 10:26 | Hag e voent c'hoazh muioc'h souezhet hag e lavarjont an eil d'egile: Ha piv eta a c'hell bezañ salvet? | |
Mark | BretonNT | 10:27 | Met Jezuz, o sellout outo, a lavaras: Dibosupl eo d'an dud, met n'eo ket da Zoue, rak pep tra a zo posupl da Zoue. | |
Mark | BretonNT | 10:28 | Neuze Pêr en em lakaas da lavarout dezhañ: Setu, ni hon eus dilezet pep tra hag hon eus da heuliet. | |
Mark | BretonNT | 10:29 | Jezuz a respontas: Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos n'eus den en defe kuitaet ti, pe vreudeur, pe c'hoarezed, pe dad, pe vamm, pe wreg, pe vugale, pe zouaroù, abalamour din ha d'an Aviel, | |
Mark | BretonNT | 10:30 | ha ne resevo adalek ar c'hantved-mañ, kant kement all, a diez, a vreudeur, a c'hoarezed, a vammoù, a vugale hag a zouaroù, gant heskinerezhioù, hag er c'hantved da zont, ar vuhez peurbadus. | |
Mark | BretonNT | 10:31 | Met kalz eus ar re gentañ a vo ar re ziwezhañ, hag ar re ziwezhañ a vo ar re gentañ. | |
Mark | BretonNT | 10:32 | Bez' e oant en hent o pignat da Jeruzalem, ha Jezuz a yae a-raok dezho. Spouronet e oant hag o doa aon en ur heuliañ anezhañ. O kemer adarre a-du an daouzek, en em lakaas da zisklêriañ dezho ar pezh a dlee c'hoarvezout gantañ: | |
Mark | BretonNT | 10:33 | Setu, e pignomp da Jeruzalem, ha Mab an den a vo droukroet d'ar veleien vras ha d'ar skribed. Hag e kondaonint anezhañ d'ar marv hag e troukroint anezhañ d'ar baganed. | |
Mark | BretonNT | 10:34 | Goap a raint anezhañ, e skourjezañ a raint, e krañchint outañ hag e lakaint anezhañ d'ar marv, hag ec'h adsavo a varv d'an trede deiz. | |
Mark | BretonNT | 10:35 | Jakez ha Yann, mibien Zebedea, a zeuas d'e gavout hag a lavaras dezhañ: Mestr, ni a garfe e rafes deomp ar pezh a c'houlennimp ouzhit. | |
Mark | BretonNT | 10:37 | Int a lavaras dezhañ: Ro deomp da vezañ azezet e-barzh da c'hloar unan a-zehou hag egile a-gleiz dit. | |
Mark | BretonNT | 10:38 | Met Jezuz a lavaras dezho: N'ouzoc'h ket ar pezh a c'houlennit. Ha gallout e c'hellit evañ an hanaf a dlean evañ ha bezañ badezet eus ar vadeziant ma tlean bezañ badezet ganti? | |
Mark | BretonNT | 10:39 | Int a lavaras dezhañ: Ni a c'hell. Ha Jezuz a lavaras dezho: Gwir eo ec'h evot an hanaf am eus da evañ hag e viot badezet eus ar vadeziant am eus da vezañ badezet ganti, | |
Mark | BretonNT | 10:40 | met bezañ azezet a-zehou pe a-gleiz din, n'eo ket din da reiñ, roet e vo d'ar re ma'z eo bet-se kempennet evito. | |
Mark | BretonNT | 10:42 | Jezuz o galvas hag a lavaras dezho: Gouzout a rit penaos ar re a seller evel pennoù ar vroadoù a vestroni anezho ha penaos ar re vras a ziskouez o galloud warno. | |
Mark | BretonNT | 10:43 | Ne vo ket evel-se en ho touez. Met piv bennak a fello dezhañ bezañ bras en ho touez, a vo ho servijer, | |
Mark | BretonNT | 10:45 | Rak Mab an den n'eo ket deuet da vezañ servijet, met da servijañ hag da reiñ e vuhez evel daspren evit kalz. | |
Mark | BretonNT | 10:46 | Dont a rejont da Jeriko. Hag evel ma'z eas kuit ac'hano gant e ziskibien ha kalz a dud, mab Time, Bartime an dall, a oa azezet war gostez an hent, o c'houlenn an aluzen. | |
Mark | BretonNT | 10:47 | O vezañ klevet e oa Jezuz a Nazared, en em lakaas da grial, o lavarout: Jezuz, Mab David, az pez truez ouzhin! | |
Mark | BretonNT | 10:48 | Kalz a c'hourdrouze anezhañ evit e lakkat da devel, met eñ a grias c'hoazh kreñvoc'h: Mab David, az pez truez ouzhin! | |
Mark | BretonNT | 10:49 | Jezuz o chom en e sav, a lavaras e c'hervel. Gervel a rejont an dall, hag e lavarjont dezhañ: Sav, bez kalonek, da c'hervel a ra. | |
Mark | BretonNT | 10:51 | Jezuz, o kemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Petra a fell dit e rafen evidout? An dall a respontas: Mestr, ma’c’h adkavin ar gweled. | |
Chapter 11
Mark | BretonNT | 11:1 | Pa dostajont ouzh Jeruzalem, ouzh Betfage hag ouzh Betania, tost da Venez an Olived, Jezuz a gasas daou eus e ziskibien, | |
Mark | BretonNT | 11:2 | o lavarout dezho: It d'ar vourc'h a zo dirazoc'h ha, kerkent ha ma viot aet enni, e kavot un azen yaouank stag, ha n'eus bet c'hoazh den war e gein. Distagit anezhañ hag en degasit. | |
Mark | BretonNT | 11:3 | Mar lavar unan bennak deoc'h: Perak e rit an dra-se? Lavarit: An Aotrou en deus ezhomm anezhañ. Ha raktal en kaso amañ. | |
Mark | BretonNT | 11:4 | Mont a rejont hag e kavjont an azen a oa stag en diavaez dirak an nor, etre daou hent, hag e tistagjont anezhañ. | |
Mark | BretonNT | 11:6 | Int a respontas evel m'en doa Jezuz gourc'hemennet dezho, hag e voent lezet da vont. | |
Mark | BretonNT | 11:7 | Degas a rejont an azenig da Jezuz, e lakajont o dilhad warnañ, hag ec’h azezas warnañ. | |
Mark | BretonNT | 11:8 | Kalz a astennas o dilhad war an hent, ha re all a droc'has brankoù gwez hag a c'holoas ganto an hent. | |
Mark | BretonNT | 11:9 | Ar re a gerzhe a-raok hag ar re a heulie a grie o lavarout: Hozanna! Benniget ra vo an hini a zeu en anv an Aotrou! | |
Mark | BretonNT | 11:10 | Benniget ra vo ren David hon tad, a zeu en anv an Aotrou! Hozanna el lec'hioù uhel meurbet! | |
Mark | BretonNT | 11:11 | Jezuz a yeas e Jeruzalem hag en templ. O vezañ sellet ouzh pep tra, evel ma oa diwezhat, ez eas da Vetania gant an daouzek. | |
Mark | BretonNT | 11:13 | O welout a-bell ur wezenn-fiez he doa delioù, ez eas evit gwelout hag-eñ e kavje un dra bennak enni. Hag o vezañ tostaet, ne gavas nemet delioù, rak ne oa ket mare ar fiez. | |
Mark | BretonNT | 11:14 | Neuze Jezuz, o kemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Ra ne zebro biken den eus da frouezh. Hag e ziskibien a glevas kement-se. | |
Mark | BretonNT | 11:15 | Dont a rejont da Jeruzalem. Jezuz o vezañ aet en templ, en em lakaas da gas kuit ar re a werzhe hag a brene en templ, hag e tiskaras taolioù an drokerien-arc'hant ha kadorioù ar varc'hadourien goulmed. | |
Mark | BretonNT | 11:17 | Hag e kelenne en ur lavarout: N'eo ket skrivet: Va zi a vo galvet un ti a bedenn evit an holl vroadoù? Met c'hwi hoc'h eus graet anezhañ ur c'havarn laeron. | |
Mark | BretonNT | 11:18 | Ar skribed hag ar veleien vras, o vezañ klevet kement-se, a glaskas an doare d'e lakaat d'ar marv. Rak aon o doa dirazañ, abalamour an holl bobl a oa souezhet bras gant e gelennadurezh. | |
Mark | BretonNT | 11:20 | Diouzh ar beure, evel ma tremenent, e weljont ar wezenn-fiez sec'het betek ar gwrizioù. | |
Mark | BretonNT | 11:21 | Pêr, o kaout soñj eus ar pezh a oa c'hoarvezet, a lavaras dezhañ: Mestr, setu, ar wezenn-fiez ac'h eus milliget a zo sec'het. | |
Mark | BretonNT | 11:23 | Rak me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos piv bennak a lavaro d'ar menez-se: Sav alese hag en em daol er mor, ha kement-se hep argrediñ en e galon, met en ur grediñ e c'hoarvezo, ar pezh a lavar a vo roet dezhañ. | |
Mark | BretonNT | 11:24 | Setu perak e lavaran deoc'h: Kement a c'houlennot en ur bediñ, kredit e resevot anezhañ ha kement-se a vo roet deoc'h. | |
Mark | BretonNT | 11:25 | Ha pa deuot da bediñ, mar hoc'h eus un dra bennak a-enep unan bennak, pardonit, evit ma teuio ivez ho Tad a zo en neñvoù da bardoniñ deoc'h ho tisentidigezh. | |
Mark | BretonNT | 11:26 | Met ma ne bardonit ket, ho Tad a zo en neñvoù ne bardono ket kennebeut ho tisentidigezh. | |
Mark | BretonNT | 11:27 | Distreiñ a rejont c'hoazh da Jeruzalem hag, evel ma'z ae dre an templ, ar veleien vras, ar skribed hag an henaourien a dostaas outañ | |
Mark | BretonNT | 11:28 | hag a lavaras dezhañ: Dre beseurt galloud e rez an traoù-se, pe piv en deus roet dit galloud d'ober an traoù-se? | |
Mark | BretonNT | 11:29 | Jezuz a respontas dezho: Me a c'houlenno ivez un dra ouzhoc'h. Respontit din hag e lavarin deoc'h dre beseurt galloud e ran an traoù-se. | |
Mark | BretonNT | 11:31 | Int a soñje enno o-unan, o lavarout: Mar lavaromp: Eus an neñv, e lavaro: Perak eta n'hoc'h eus ket kredet ennañ? | |
Mark | BretonNT | 11:32 | Ha mar lavaromp: Eus an dud... Aon o doa rak ar bobl, rak an holl a grede e oa Yann ur gwir brofed. | |
Chapter 12
Mark | BretonNT | 12:1 | En em lakaas da gomz outo dre barabolennoù. Un den a blantas ur winieg, a reas ur c'harzh en-dro dezhi, a gleuzias enni ur wask hag a savas enni un tour. Neuze e feurmas anezhi da winierien hag ez eas en ur vro all. | |
Mark | BretonNT | 12:2 | Da amzer ar frouezh e kasas unan eus e servijerien etrezek ar winierien evit kemer diganto frouezh ar winieg. | |
Mark | BretonNT | 12:3 | Met o vezañ kroget ennañ e kannjont anezhañ hag e kasjont anezhañ kuit hep netra. | |
Mark | BretonNT | 12:4 | Kas a reas dezho c'hoazh ur servijer all, met e veinata a rejont, e c'hloazjont en e benn hag e kasjont anezhañ kuit goude bezañ graet dezhañ meur a zismegañs. | |
Mark | BretonNT | 12:5 | Kas a reas c'hoazh unan all hag a voe lazhet ganto, ha kalz a re all, kannet e oa lod ha lazhet lod all. | |
Mark | BretonNT | 12:6 | Da ziwezhañ, o kaout ur mab a gare kalz, e kasas anezhañ dezho, en ur lavarout: Doujañ a raint va mab. | |
Mark | BretonNT | 12:7 | Met ar winierien-mañ a lavaras etrezo: Setu an heritour, deuit, lazhomp anezhañ hag an hêrezh a vo deomp. | |
Mark | BretonNT | 12:8 | Hag o vezañ kroget ennañ, en lazhjont hag e taoljont anezhañ er-maez eus ar winieg. | |
Mark | BretonNT | 12:9 | Petra eta a raio mestr ar winieg? Dont a raio da zistrujañ ar winierien-se hag e roio ar winieg da re all. | |
Mark | BretonNT | 12:10 | Ha n'hoc'h eus ket lennet ar gomz-mañ er Skritur: Ar maen taolet kuit gant ar re a vañsone a zo deuet da vezañ penn ar c'horn; | |
Mark | BretonNT | 12:12 | Klask a rejont kregiñ ennañ, met aon o doe rak ar bobl. Anavezout a rejont mat en doa lavaret ar barabolenn-se a-enep dezho. Hag e lezjont anezhañ hag ez ejont kuit. | |
Mark | BretonNT | 12:13 | Kas a rejont dezhañ hiniennoù eus ar farizianed hag eus an herodianed, evit e dapout en e gomzoù. | |
Mark | BretonNT | 12:14 | O vezañ eta deuet d'e gavout, e lavarjont dezhañ: Mestr, gouzout a reomp penaos out gwirion ha ne rez van a zen ebet, rak ne sellez ket ouzh diavaez an dud, met kelenn a rez hent Doue hervez ar wirionez: Ha dleet eo paeañ ar gwir da Gezar pe n'eo ket? | |
Mark | BretonNT | 12:15 | E baeañ a raimp-ni pe ne raimp ket? Met eñ, oc'h anavezout o filpouzerezh, a lavaras dezho: Perak e temptit ac'hanon? Degasit din un diner (1 diner = pezh arc'hant roman war-dro 4 g) evit ma welin anezhañ. | |
Mark | BretonNT | 12:16 | Hag e tegasjont dezhañ unan. Neuze e lavaras dezho: Eus piv eo ar skeud hag ar skrid-mañ? Int a lavaras dezhañ: Eus Kezar. | |
Mark | BretonNT | 12:17 | Ha Jezuz a respontas dezho: Roit eta da Gezar ar pezh a zo da Gezar ha da Zoue ar pezh a zo da Zoue. Hag e voent souezhet bras gantañ. | |
Mark | BretonNT | 12:18 | Neuze ar sadukeiz, hag a lavar n'eus ket a adsavidigezh a varv, a zeuas d'e gavout hag a reas outañ ar goulenn-mañ: | |
Mark | BretonNT | 12:19 | Mestr, Moizez en deus gourc'hemennet deomp ma teuje breur unan bennak da vervel ha da lezel e wreg hep bugale, e vreur a zimezo d'e intañvez evit sevel ul lignez d'e vreur. | |
Mark | BretonNT | 12:20 | Bez' e oa seizh breur. An hini kentañ o vezañ kemeret ur wreg, a varvas hep lezel bugale. | |
Mark | BretonNT | 12:21 | An eil a gemeras anezhi hag a varvas hep lezel kennebeut a vugale. Hag an trede en hevelep doare. | |
Mark | BretonNT | 12:22 | Ar seizh a gemeras anezhi ha ne lezjont ket a vugale. Ha d'an diwezhañ-holl, ar wreg a varvas ivez. | |
Mark | BretonNT | 12:23 | Neuze pa advevint, en adsavidigezh a varv, da behini anezho e vo gwreg? Rak bet eo gwreg dezho o seizh. | |
Mark | BretonNT | 12:24 | Jezuz a respontas dezho: Ha n'emaoc'h ket en dallentez, dre n'anavezit ket ar Skriturioù na galloud Doue? | |
Mark | BretonNT | 12:25 | Rak pa adsavor a varv, ar wazed n'o devo ket a wragez, nag ar gwragez a ezhec'h, met bez' e vint evel aeled en neñv. | |
Mark | BretonNT | 12:26 | Met diwar-benn an adsavidigezh a varv, ha n'hoc'h eus ket lennet e levr Moizez, dirak ar vodenn, penaos Doue a gomzas outañ o lavarout: Me eo Doue Abraham, Doue Izaak ha Doue Jakob? | |
Mark | BretonNT | 12:28 | Unan eus ar skribed o c'hlevas o riotal. O welout en doa respontet mat dezho, e tostaas hag e c'houlennas digantañ: Pehini eo ar c'hentañ eus an holl c'hourc'hemennoù? | |
Mark | BretonNT | 12:29 | Jezuz a respontas dezhañ: Ar c'hentañ eus an holl c'hourc'hemennoù eo: Selaou Israel, an Aotrou hon Doue eo an Aotrou hepken, | |
Mark | BretonNT | 12:30 | ha karout a ri an Aotrou da Zoue, eus da holl galon, eus da holl ene, eus da holl soñj, eus da holl nerzh. Hennezh eo ar c'hentañ gourc'hemenn. | |
Mark | BretonNT | 12:31 | Ha setu an eil a zo heñvel outañ: Karout a ri da nesañ eveldout da-unan. N'eus ket a c'hourc'hemennoù all brasoc'h eget ar re-mañ. | |
Mark | BretonNT | 12:32 | Ar skrib a lavaras dezhañ: Mat eo, Mestr, lavaret ec'h eus gant gwirionez n'eus nemet un Doue ha n'eus hini all ebet nemetañ, | |
Mark | BretonNT | 12:33 | ha penaos karout anezhañ eus e holl galon, eus e holl soñj, eus e holl ene, eus e holl nerzh, ha karout e nesañ eveltañ e-unan a zo mui eget an holl loskaberzhoù hag ar sakrifisoù. | |
Mark | BretonNT | 12:34 | Jezuz, o welout en doa respontet gant furnez, a lavaras dezhañ: N'out ket pell diouzh rouantelezh Doue. Ha neuze den ne gredas mui ober goulenn ebet outañ. | |
Mark | BretonNT | 12:35 | Evel ma oa Jezuz o kelenn en templ, e lavaras: Penaos e lavar ar skribed ez eo ar C'hrist Mab David? | |
Mark | BretonNT | 12:36 | Rak David a lavaras e-unan dre ar Spered-Santel: An Aotrou en deus lavaret da'm Aotrou: Azez a-zehou din, betek ma em bo graet eus da enebourien ur skabell dindan da dreid. | |
Mark | BretonNT | 12:37 | David e-unan eta a c'halv anezhañ Aotrou, ha penaos eo-eñ e vab? Ha kalz a dud a selaoue anezhañ gant plijadur. | |
Mark | BretonNT | 12:38 | En ur gelenn anezho, e lavare ivez dezho: Diwallit diouzh ar skribed a gar pourmen gant saeoù hir ha bezañ saludet war ar marc'hallac'hioù, | |
Mark | BretonNT | 12:40 | a zismantr tiez an intañvezed hag a ra evit ar gweled pedennoù hir. Bez' o devo ur varnedigezh gwashoc'h. | |
Mark | BretonNT | 12:41 | Jezuz, o vezañ azezet dirak ar c'hef, a selle penaos e lakae an dud arc'hant en teñzor. Kalz a dud pinvidik a daole kalz. | |
Mark | BretonNT | 12:42 | Dont a reas un intañvez paour hag a daolas e-barzh daou bezhig, oc'h ober ur gwenneg. | |
Mark | BretonNT | 12:43 | O vezañ galvet e ziskibien, e lavaras dezho: Me a lavar deoc'h e gwirionez, an intañvez paour-se he deus roet muioc'h eget ar re all holl o deus lakaet en teñzor, | |
Chapter 13
Mark | BretonNT | 13:1 | Evel ma'z ae Jezuz kuit eus an templ, unan eus e ziskibien a lavaras dezhañ: Mestr, sell pebezh mein ha pebezh tiez! | |
Mark | BretonNT | 13:2 | Jezuz a respontas dezhañ: Ha gwelout a rez an holl diez bras-se? Ne chomo ket anezho maen war vaen na vo diskaret. | |
Mark | BretonNT | 13:3 | Evel ma oa azezet war Venez an Olived dirak an templ, Pêr, Jakez, Yann hag Andrev a c'houlennas a-du digantañ: | |
Mark | BretonNT | 13:4 | Lavar deomp pegoulz e c'hoarvezo an holl draoù-se, ha dre beseurt sin e vo anavezet e vint prest d'en em gavout? | |
Mark | BretonNT | 13:5 | Jezuz, o respont, en em lakaas da lavarout dezho: Diwallit na dromplfe den ac'hanoc'h. | |
Mark | BretonNT | 13:7 | Pa glevot komz eus brezelioù ha brud eus brezelioù, na spontit ket rak ret eo e teufe an traoù-se. Met kement-se ne vo ket c'hoazh ar fin. | |
Mark | BretonNT | 13:8 | Rak ur vroad a savo a-enep ur vroad all hag ur rouantelezh a-enep ur rouantelezh all, hag e vo krenoù-douar e meur a lec'h, naonegezhioù ha trubuilhoù. An traoù-mañ a vo ar penn-kentañ eus ar gloazioù. | |
Mark | BretonNT | 13:9 | Met diwallit ouzhoc'h hoc'h-unan, rak ho kas a raint dirak al lezioù-barn hag ho skourjezañ a raint er sinagogennoù, mont a reot dirak ar c'houarnourien ha dirak ar rouaned abalamour din, evit reiñ testeni dirazo. | |
Mark | BretonNT | 13:11 | Pa gasint ac'hanoc'h evit ho lakaat etre o daouarn, na vezit ket en poan a-raok eus ar pezh ho po da lavarout ha na rakprederit ket anezhañ, met lavarit ar pezh a vo roet deoc'h war an eur-se, rak ne vo ket c'hwi a gomzo met ar Spered-Santel. | |
Mark | BretonNT | 13:12 | Ar breur a roio e vreur d'ar marv, hag an tad e vugel. Ar vugale en em savo a-enep o zud hag o lakaint d'ar marv. | |
Mark | BretonNT | 13:13 | Kasaet e viot gant an holl abalamour da'm anv, met an hini a gendalc'ho betek ar fin a vo salvet. | |
Mark | BretonNT | 13:14 | Pa welot an euzhusted eus ar glac'har, m'en deus komzet ar profed Daniel anezhi, deuet el lec'h ne dle ket bezañ, ra gompreno an neb a lenn, neuze ar re a vo e Judea, ra dec'hint war ar menezioù, | |
Mark | BretonNT | 13:15 | an hini a vo war an doenn, ra ne ziskenno ket en ti ha n'aio ket ennañ da gemer un dra bennak eus e di, | |
Mark | BretonNT | 13:19 | rak bez' e vo en deizioù-se an hevelep glac'har ken adalek penn-kentañ ar bed en deus Doue krouet betek vremañ n'eus ket bet, ha ne vo biken. | |
Mark | BretonNT | 13:20 | Ha ma n'en dije ket an Aotrou berraet an deizioù-se, den ebet ne vije salvet. Met abalamour d'ar re zibabet dilennet gantañ, en deus o berraet. | |
Mark | BretonNT | 13:21 | Neuze, mar lavar unan bennak deoc'h: Setu, ar C'hrist a zo amañ, pe: Aze, na gredit ket. | |
Mark | BretonNT | 13:22 | Rak fals-kristed ha fals-profeded a savo, hag e raint sinoù ha burzhudoù da dromplañ, ma vije gallet, zoken ar re zibabet. | |
Mark | BretonNT | 13:24 | En deizioù-se, goude ar glac'har-mañ, an heol a vo teñvalaet, al loar ne roio ket he sklêrijenn, | |
Mark | BretonNT | 13:26 | Neuze e vo gwelet Mab an den o tont war ar c'hoabr gant ur galloud hag ur gloar bras. | |
Mark | BretonNT | 13:27 | Neuze e kaso e aeled da zastum e re zibabet eus ar pevar avel, adalek pennoù pellañ an douar betek pennoù pellañ an neñv. | |
Mark | BretonNT | 13:28 | Deskit dre ur barabolenn tennet eus ar wezenn-fiez. Pa zeu he brankoù da vezañ tener hag he delioù da vountañ, c'hwi a oar ez eo tost an hañv. | |
Mark | BretonNT | 13:29 | Evel-se ivez pa welot kement-se oc'h erruout, gouezit emañ tost Mab an den, e-tal an nor. | |
Mark | BretonNT | 13:30 | Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos ar rummad-mañ ne dremeno ket ken na vo c'hoarvezet an holl draoù-se. | |
Mark | BretonNT | 13:32 | Evit ar pezh a sell ouzh an deiz pe an eur, den n'o anavez, nag an aeled a zo en neñv, nag ar Mab, met an Tad hepken. | |
Mark | BretonNT | 13:33 | Bezit war evezh, beilhit ha pedit, rak n'ouzoc'h ket pegoulz e teuio an amzer-se. | |
Mark | BretonNT | 13:34 | Heñvel eo ouzh un den a ya en ur vro all, a lez e di, a ro ar renerezh anezhañ d'e vevelien o reiñ da bep hini e labour, hag a c'hourc'hemenn d'ar porzhier bezañ dihun. | |
Mark | BretonNT | 13:35 | Beilhit eta, rak n'ouzoc'h ket pegoulz e teuio mestr an ti, d'an abardaez, da hanternoz, da gan ar c'hilhog pe diouzh ar beure, | |
Chapter 14
Mark | BretonNT | 14:1 | Gouel ar Pask hag ar bara hep goell a dlee bezañ daou zevezh goude. Ar veleien vras hag ar skribed a glaske an doare da gregiñ ennañ dre droidell ha d'e lakaat d'ar marv. | |
Mark | BretonNT | 14:2 | Met e lavarent: Arabat e vefe e-pad ar gouel, gant aon na savfe un drubuilh bennak e-touez ar bobl. | |
Mark | BretonNT | 14:3 | E-pad ma oa e Betania, ouzh taol, e ti Simon al lovr, ur wreg a zeuas d'e gavout gant ul lestr alabastr leun a c'hwezh-vat a nard pur hag eus ur priz bras, hag, o vezañ torret al lestr, e skuilhas ar c'hwezh-vat war e benn. | |
Mark | BretonNT | 14:4 | En o zouez, hiniennoù a savas droug enno hag a lavaras: Perak koll evel-se ar c'hwezh-vat-se? | |
Mark | BretonNT | 14:5 | Rak gallet e vije bet gwerzhañ anezhi ouzhpenn tri c'hant diner (1 diner = pezh arc'hant roman war-dro 4 g) hag o reiñ d'ar beorien. Hag e krozmolent en hec'h enep. | |
Mark | BretonNT | 14:6 | Met Jezuz a lavaras: Lezit anezhi, perak e rit poan dezhi? Un dra vat he deus graet em c'heñver. | |
Mark | BretonNT | 14:7 | Rak c'hwi ho po atav peorien ganeoc'h ha bep gwech ma c'hoantaot e c'hellot ober vat dezho, met n'ho po ket atav ac'hanon. | |
Mark | BretonNT | 14:8 | Graet he deus ar pezh a oa en he galloud, porfumet he deus dre ziaraok va c'horf evit ar beziadur. | |
Mark | BretonNT | 14:9 | Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos el lec'hioù ma vo an Aviel-mañ prezeget dre ar bed holl, ar pezh he deus graet ar wreg-mañ a vo ivez lavaret en eñvor anezhi. | |
Mark | BretonNT | 14:10 | Judaz Iskariod, unan eus an daouzek, a yeas da gavout ar veleien vras evit e zroukreiñ dezho. | |
Mark | BretonNT | 14:11 | O vezañ e selaouet, e voent laouen hag e prometjont reiñ arc'hant dezhañ. Hag e klaskas an tu dereat d'e zroukreiñ. | |
Mark | BretonNT | 14:12 | Ar c'hentañ deiz eus ar bara hep goell, pa aberzhed ar Pask, e ziskibien a lavaras dezhañ: Pelec'h e c'hoantaez ez afemp da gempenn dit ar pezh a zo ret evit debriñ ar Pask? | |
Mark | BretonNT | 14:13 | Neuze e kasas daou eus e ziskibien hag e lavaras dezho: It e kêr hag e kavot un den o tougen ur podad dour, it war e lerc'h. | |
Mark | BretonNT | 14:14 | E pe lec'h bennak ma'z aio, lavarit da vestr an ti: Ar Mestr a lavar: Pelec'h emañ al lec'h e tebrin ar Pask ennañ, gant va diskibien? | |
Mark | BretonNT | 14:15 | Hag e tiskouezo deoc'h ur gambr uhel, urzhiet ha fichet mat, kempennit anezhañ eno deomp. | |
Mark | BretonNT | 14:16 | E ziskibien a yeas kuit, a zeuas e kêr hag a gavas an traoù evel m'en doa lavaret dezho. Hag e kempennjont ar Pask. | |
Mark | BretonNT | 14:18 | Evel ma oant ouzh taol ha ma tebrent, Jezuz a lavaras: Me a lavar deoc'h e gwirionez, unan ac'hanoc'h, unan a zebr ganin, am droukroio. | |
Mark | BretonNT | 14:19 | En em lakajont da vezañ glac'haret, hag e lavarjont dezhañ an eil goude egile: Ha me eo? Hag unan all: Ha me eo? | |
Mark | BretonNT | 14:20 | Eñ a respontas dezho: Unan eus an daouzek eo ha lakaat a ra e zorn er plad ganin. | |
Mark | BretonNT | 14:21 | Mab an den evit gwir a ya hervez ar pezh a zo skrivet anezhañ, met gwalleur d'an den ma'z eo droukroet gantañ. Gwelloc'h e vije d'an den-se na vije biken bet ganet. | |
Mark | BretonNT | 14:22 | Evel ma tebrent, Jezuz a gemeras bara ha, goude bezañ trugarekaet, e torras anezhañ hag en roas dezho o lavarout: Kemerit, debrit, hemañ eo va c'horf. | |
Mark | BretonNT | 14:23 | Kemer a reas ivez an hanaf ha, goude bezañ trugarekaet, en roas dezho hag ec'h evjont holl dioutañ. | |
Mark | BretonNT | 14:24 | Hag e lavaras dezho: Hemañ eo va gwad, ar gwad eus an emglev nevez skuilhet evit kalz. | |
Mark | BretonNT | 14:25 | Me a lavar deoc'h e gwirionez, n'evin mui eus frouezh ar winienn betek an deiz ma'c'h evin anezhañ nevez e rouantelezh Doue. | |
Mark | BretonNT | 14:27 | Jezuz a lavaras dezho: Me a vo deoc'h holl en noz-mañ un abeg da gouezhañ, rak skrivet eo: Skeiñ a rin ar mesaer hag an deñved a vo stlabezet. | |
Mark | BretonNT | 14:30 | Jezuz a lavaras dezhañ: Me a lavar dit e gwirionez, penaos hiziv, en noz-mañ, a-raok ma kano ar c'hilhog div wech, te az po va dinac'het teir gwech. | |
Mark | BretonNT | 14:31 | Met eñ a lavare kreñvoc'h c'hoazh: Ha pa vefe ret din mervel ganit, ne zinac'hin ket ac'hanout. Hag ar re all holl a lavaras an hevelep tra. | |
Mark | BretonNT | 14:32 | Neuze ez ejont en ul lec'h galvet Getsemane, hag e lavaras d'e ziskibien: Azezit amañ e-pad ma pedin. | |
Mark | BretonNT | 14:35 | O vont un tamm a-raokoc'h, en em stouas d'an douar en ur bediñ, mar befe posupl, ma pellaje an eur-se dioutañ. | |
Mark | BretonNT | 14:36 | Hag e lavare: Abba, Tad, an holl draoù a c'hellez, pella an hanaf-se diouzhin! Koulskoude, n'eo ket evel ma fell din, met evel ma fell dit. | |
Mark | BretonNT | 14:37 | Dont a reas hag o c'havas kousket, hag e lavaras da Bêr: Simon, kousket a rez! Ne'c'h eus ket gallet beilhañ un eur? | |
Mark | BretonNT | 14:38 | Beilhit ha pedit evit na gouezhot ket en temptadur, ar spered a zo buan met ar c'hig a zo dinerzh. | |
Mark | BretonNT | 14:40 | Distreiñ a reas hag o c'havas adarre kousket, rak o daoulagad a oa pounneraet, ha ne ouient petra da lavarout dezhañ. | |
Mark | BretonNT | 14:41 | Dont a reas evit an trede gwech hag a lavaras dezho: Kouskit bremañ ha diskuizhit! A-walc'h eo! An eur a zo deuet. Setu, Mab an den a zo droukroet etre daouarn ar bec'herien. | |
Mark | BretonNT | 14:43 | Ha kerkent, evel ma komze c'hoazh, Judaz, unan eus an daouzek, a zeuas ha gantañ ur vandenn vras a dud gant klezeier ha gant bizhier, a-berzh ar veleien vras, ar skribed hag an henaourien. | |
Mark | BretonNT | 14:44 | An hini en droukroe en doa roet ar sin-mañ: An hini a bokin dezhañ, hennezh eo, krogit ennañ ha kasit eñ sur. | |
Mark | BretonNT | 14:45 | Raktal ma voe erruet, e tostaas outañ hag e lavaras: Mestr! Mestr! Hag e pokas dezhañ. | |
Mark | BretonNT | 14:47 | Unan eus ar re a oa eno a dennas e gleze, a skoas ur servijer eus ar beleg-meur hag a droc'has e skouarn dezhañ. | |
Mark | BretonNT | 14:48 | Neuze Jezuz a gemeras ar gomz hag a lavaras dezho: Deuet oc'h er-maez evel war-lerc'h ul laer, gant klezeier ha gant bizhier, evit kregiñ ennon. | |
Mark | BretonNT | 14:49 | Bemdez e oan en ho touez, o kelenn en templ, ha n'hoc'h eus ket va c'hemeret, met bez' eo evit ma vo ar Skriturioù peurc'hraet. | |
Mark | BretonNT | 14:51 | Un den yaouank en heulie, goloet hepken gant ul linenn skañv. An dud yaouank a grogas ennañ, | |
Mark | BretonNT | 14:53 | Kas a rejont neuze Jezuz da di ar beleg-meur, e-lec'h ma oa en em zastumet an holl veleien vras, an henaourien hag ar skribed. | |
Mark | BretonNT | 14:54 | Pêr a heulias anezhañ a-bell betek porzh ar beleg-meur. Hag o vezañ azezet gant ar vevelien, en em domme e-tal an tan. | |
Mark | BretonNT | 14:55 | Ar veleien vras hag ar sanedrin a-bezh a glaske un testeni a-enep Jezuz, evit e lakaat d'ar marv, hogen ne gavent ket. | |
Mark | BretonNT | 14:56 | Rak kalz a roe fals-testeni en e enep, met o zestenioù ne oant ket heñvel etrezo. | |
Mark | BretonNT | 14:58 | Ni hon eus e glevet o lavarout: Me a ziskaro an templ-mañ graet gant an dorn, hag a-benn tri devezh ec'h adsavin unan all ha ne vo ket graet gant an dorn. | |
Mark | BretonNT | 14:60 | Ar beleg-meur a savas en o c'hreiz hag a reas ouzh Jezuz ar goulenn-mañ: Ha ne respontez netra? Petra a destenn an dud-se en da enep? | |
Mark | BretonNT | 14:61 | Met e tavas ha ne respontas netra. Ar beleg-meur a reas c'hoazh outañ ar goulenn-mañ: Bez' out-te ar C'hrist, Mab an Hini a zo benniget? | |
Mark | BretonNT | 14:62 | Ha Jezuz a lavaras dezhañ: Emaon. Ha gwelout a reot Mab an den azezet a-zehou d'ar galloud hag o tont war goabr an neñv. | |
Mark | BretonNT | 14:63 | Neuze ar beleg-meur a rogas e zilhad hag a lavaras: Da betra hon eus mui ezhomm a destoù? | |
Mark | BretonNT | 14:64 | Klevet hoc'h eus al ledoued. Petra a soñjit a-se? Int holl neuze a varnas anezhañ evel din da vervel. | |
Mark | BretonNT | 14:65 | Hiniennoù en em lakaas da grañchat outañ, da c'holeiñ e zremm ha da reiñ dezhañ taolioù-dorn o lavarout dezhañ: Diougan! Hag ar vevelien a roe karvanadoù dezhañ. | |
Mark | BretonNT | 14:67 | O welout Pêr o tommañ, e sellas outañ hag e lavaras: Te a oa ivez gant Jezuz a Nazared. | |
Mark | BretonNT | 14:68 | Met eñ a nac'has kement-se hag a lavaras: N'ouzon ket, ne gomprenan ket petra a lavarez. Mont a reas er-maez dindan ar porched, hag ar c'hilhog a ganas. | |
Mark | BretonNT | 14:69 | Ar vatezh-se, o vezañ e welet adarre, en em lakaas da lavarout d'ar re a oa eno: An den-mañ a zo eus an dud-se. | |
Mark | BretonNT | 14:70 | Met eñ en nac'has adarre.Ur pennad goude, ar re a oa eno a lavaras ivez da Bêr: Evit gwir te a zo eus an dud-se, rak te a zo Galileat ha da yezh a zo heñvel ouzh o hini. | |
Mark | BretonNT | 14:71 | Neuze en em lakaas da zroukpediñ ha da douiñ: N'anavezan ket an den-se a gomzit anezhañ. | |
Chapter 15
Mark | BretonNT | 15:1 | Kerkent ha ma voe deuet ar mintin, ar veleien vras, gant an henaourien, ar skribed hag ar sanedrin a-bezh, en em guzulias asambles, a zegasas Jezuz ereet hag en lakajont etre daouarn Pilat. | |
Mark | BretonNT | 15:2 | Pilat a c'houlennas outañ: Ha bez' out roue ar Yuzevien? Jezuz a respontas dezhañ: Te en lavar. | |
Mark | BretonNT | 15:4 | Pilat a reas c'hoazh ar goulenn-mañ outañ, o lavarout: Ha ne respontez netra? Gwel pegement a draoù a damallont dit. | |
Mark | BretonNT | 15:7 | Hag e oa er prizon unan galvet Barabbaz gant e genseurted, rak graet o doa ur muntr e-pad un dispac'h. | |
Mark | BretonNT | 15:8 | Ar bobl en em lakaas da c'houlenn gant kriadennoù bras ma vije graet dezho evel m'en doa atav graet. | |
Mark | BretonNT | 15:9 | Pilat a respontas dezho: Ha c'hwi a fell deoc'h e laoskfen deoc'h roue ar Yuzevien? | |
Mark | BretonNT | 15:11 | Met ar veleien vras a vroude ar bobl da c'houlenn ma vije laosket kentoc'h dezho Barabbaz. | |
Mark | BretonNT | 15:12 | Pilat, oc'h adkemer ar gomz, a lavaras dezho: Petra a fell deoc'h e rafen eta eus an hini e c'halvit roue ar Yuzevien? | |
Mark | BretonNT | 15:14 | Pilat a lavaras dezho: Met peseurt droug en deus graet? Hag e krijont c'hoazh kreñvoc'h: Ouzh ar groaz! | |
Mark | BretonNT | 15:15 | Pilat eta, o c'hoantaat plijout d'ar bobl, a laoskas dezho Barrabaz ha, goude bezañ lakaet Jezuz da vezañ skourjezet, en roas evit bezañ staget ouzh ar groaz. | |
Mark | BretonNT | 15:16 | Ar soudarded a zegasas anezhañ e diabarzh ar palez, da lavarout eo er pretordi, hag e tastumjont an holl strollad. | |
Mark | BretonNT | 15:17 | Gwiskañ a rejont anezhañ gant limestra hag e lakajont war e benn ur gurunenn spern o doa gweet. | |
Mark | BretonNT | 15:19 | Hag e skojont war e benn gant ur gorzenn, e krañchjont outañ hag, o plegañ o glin, e stoujont dirazañ. | |
Mark | BretonNT | 15:20 | Goude bezañ graet goap anezhañ, e lamjont al limestra diwarnañ, e wiskjont dezhañ e zilhad en-dro hag e kasjont anezhañ evit e stagañ ouzh ar groaz. | |
Mark | BretonNT | 15:21 | Un den eus Siren, anvet Simon, tad Aleksandr ha Rufuz, a dremene dre eno o tont eus ar parkeier, hag e redijont anezhañ da zougen e groaz. | |
Mark | BretonNT | 15:22 | Kas a rejont anezhañ d'ul lec'h anvet Golgota, da lavarout eo: Lec'h ar C'hlopenn. | |
Mark | BretonNT | 15:24 | Goude m'o doe e staget ouzh ar groaz, e lodennjont e zilhad o teurel d'ar sord evit anavezout lod pep hini. | |
Mark | BretonNT | 15:28 | Evel-se e voe peurc'hraet ar Skritur a lavar: Lakaet eo bet e renk an dorfedourien. | |
Mark | BretonNT | 15:29 | Ar re a dremene dre eno a lavare dismegañsoù dezhañ, o hejañ o fenn hag o lavarout: He! Te hag a ziskar an templ hag en adsav e tri devezh, | |
Mark | BretonNT | 15:31 | Evel-se ivez, ar veleien vras gant ar skribed a lavare etrezo en ur c'hoapaat: Saveteet en deus ar re all ha ne c'hell ket en em saveteiñ e-unan. | |
Mark | BretonNT | 15:32 | Ra ziskenno ar C'hrist, roue Israel, bremañ eus ar groaz, abalamour deomp d'e welout ha ma kredimp. Hag ar re a oa kroazstaget gantañ a lavare ivez dismegañsoù dezhañ. | |
Mark | BretonNT | 15:33 | Pa zeuas ar c'hwec'hvet eur, e voe teñvalijenn war an douar holl, betek an navet eur. | |
Mark | BretonNT | 15:34 | D'an navet eur, Jezuz a grias gant ur vouezh kreñv: Eloi, Eloi, lama sabaktani? Da lavarout eo: Va Doue, va Doue, perak ec'h eus va dilezet? | |
Mark | BretonNT | 15:36 | Unan anezho a redas, a leunias ur spoueenn a winegr, he lakaas e penn ur gorzenn hag he roas dezhañ da evañ, en ur lavarout: Lezit, gwelomp hag-eñ e teuio Elia d'e ziskenn. | |
Mark | BretonNT | 15:39 | Ar c'hantener a oa dirazañ, o welout e oa marvet en ur grial evel-se, a lavaras: Hemañ, evit gwir, a oa Mab Doue. | |
Mark | BretonNT | 15:40 | Bez' e oa ivez gwragez a selle a-bell. En o-zouez e oa Mari a Vagdala, Mari mamm Jakez ar yaouankañ ha Jozez, ha Salome, | |
Mark | BretonNT | 15:41 | ar re en heulie hag en servije pa oa e Galilea, ha meur a hini all a oa pignet gantañ da Jeruzalem. | |
Mark | BretonNT | 15:42 | Diouzh an abardaez, evel ma oa deiz ar c'hempennadur, da lavarout eo deiz kent ar sabad, | |
Mark | BretonNT | 15:43 | e teuas Jozef a Arimatea, ur c'huzulier enoret a c'hortoze ivez rouantelezh Doue. Mont a reas gant hardizhegezh da gavout Pilat da c'houlenn digantañ korf Jezuz. | |
Mark | BretonNT | 15:44 | Pilat a voe souezhet e oa marv dija, hag o vezañ galvet ar c'hantener, e c'houlennas digantañ hag-eñ e oa marv pell a oa. | |
Mark | BretonNT | 15:46 | O vezañ prenet ul lienenn, en diskennas, e lakaas al lienenn-se en-dro dezhañ hag e lakaas anezhañ en ur bez toullet er roc'h. Neuze e ruilhas ur maen ouzh dor ar bez. | |
Chapter 16
Mark | BretonNT | 16:1 | Goude ma voe ar sabad tremenet, Mari a Vagdala, Mari mamm Jakez ha Salome, a brenas louzoù-frondus evit dont d'e valzamañ. | |
Mark | BretonNT | 16:5 | O vezañ aet er bez, e weljont un den yaouank azezet en tu dehou, gwisket gant ur sae wenn, hag e voent spontet. | |
Mark | BretonNT | 16:6 | Eñ a lavaras dezho: Na vezit ket spontet, c'hwi a glask Jezuz a Nazared a zo bet staget ouzh ar groaz. Adsavet eo a varv, n'emañ ket amañ, setu al lec'h m'o doa lakaet anezhañ. | |
Mark | BretonNT | 16:7 | Met it ha lavarit d'e ziskibien ha da Bêr ho tiaraogo e Galilea. Eno en gwelot evel m'en deus lavaret deoc'h. | |
Mark | BretonNT | 16:8 | Int a yeas kuit buan hag a dec'has diouzh ar bez, rak e oant souezhet ha leuniet a aon. Ne lavarjont netra da zen, rak spontet e oant. | |
Mark | BretonNT | 16:9 | O vezañ adsavet a varv da veure ar c'hentañ deiz eus ar sizhun, en em ziskouezas da gentañ da Vari a Vagdala, m'en doa kaset kuit seizh diaoul anezhi. | |
Mark | BretonNT | 16:10 | Hi a yeas hag a roas d'henn anavezout d'ar re a oa bet gantañ hag a oa e kañv hag en daeroù. | |
Mark | BretonNT | 16:12 | Goude-se, en em ziskouezas en un doare all da zaou anezho a oa en hent o vont war ar maez. | |
Mark | BretonNT | 16:14 | Da ziwezhañ en em ziskouezas d'an unnek evel ma oant ouzh taol hag e rebechas dezho o diskredoni ha o c'haleter a galon, abalamour n'o doa ket kredet ar re o doa e welet adsavet a varv. | |
Mark | BretonNT | 16:16 | An hini a gredo hag a vo badezet a vo salvet, met an hini na gredo ket a vo kondaonet. | |
Mark | BretonNT | 16:17 | Setu ar mirakloù a heulio ar re o devo kredet: Kas a raint kuit an diaouled em anv; komz a raint yezhoù nevez; | |
Mark | BretonNT | 16:18 | kemer a raint an naered; mar evont un dra marvel bennak, ne raio ket a zroug dezho; lakaat a raint o daouarn war ar re glañv hag e vint yac'haet. | |
Mark | BretonNT | 16:19 | An Aotrou, goude bezañ komzet outo, a voe savet en neñv hag ec'h azezas en tu dehou da Zoue. | |