Site uses cookies to provide basic functionality.

OK
JOHN
Up
1 2 3 4 5 6 7 8 9 10 11 12 13 14 15 16 17 18 19 20 21
Toggle notes
Chapter 1
John BretonNT 1:1  Er penn-kentañ e oa ar Ger, hag ar Ger a oa gant Doue, hag ar Ger a oa Doue.
John BretonNT 1:3  An holl draoù a zo bet graet drezañ, ha netra eus ar pezh a zo bet graet n'eo bet graet heptañ.
John BretonNT 1:4  Ennañ e oa ar vuhez, hag ar vuhez a oa sklêrijenn an dud.
John BretonNT 1:5  Ar sklêrijenn a lugern en deñvalijenn hag an deñvalijenn n'he deus ket he degemeret.
John BretonNT 1:6  Bez' e voe un den kaset a-berzh Doue, Yann a oa e anv.
John BretonNT 1:7  Dont a reas da vezañ test, da reiñ testeni d'ar sklêrijenn, evit ma kredje an holl drezañ.
John BretonNT 1:8  Ne oa ket ar sklêrijenn, met kaset e oa da reiñ testeni d'ar sklêrijenn,
John BretonNT 1:9  ar sklêrijenn wirion hag a sklaera kement den a zeu er bed.
John BretonNT 1:10  Er bed e oa hag ar bed a zo bet graet gantañ, met ar bed n'en deus ket e anavezet.
John BretonNT 1:11  Deuet eo da gavout e re, hag e re n'o eus ket e zegemeret.
John BretonNT 1:12  Met d'ar re holl o deus e zegemeret, en deus roet ar galloud da vezañ graet bugale da Zoue, da c'houzout eo d'ar re holl a gred en e anv,
John BretonNT 1:13  ar re n'int ket bet ganet eus ar gwad, nag eus bolontez ar c'hig, nag eus bolontez an den, met eus Doue.
John BretonNT 1:14  Ar Ger a zo bet graet kig hag en deus chomet en hon touez, leun a c'hras hag a wirionez, ha gwelet hon eus e c'hloar, ur gloar evel hini ar Mab nemetañ deuet eus an Tad.
John BretonNT 1:15  Yann a roas testeni dezhañ pa grias o lavarout: Hemañ eo an hini am eus lavaret diwar e benn: An hini a zeu war va lerc'h a zo dreiston, rak a-raok din e oa.
John BretonNT 1:16  Ni holl hon eus resevet eus e leunder, ha gras war c'hras.
John BretonNT 1:17  Rak al lezenn a zo bet roet dre Voizez, ar c'hras hag ar wirionez a zo deuet dre Jezuz-Krist.
John BretonNT 1:18  Den n'en deus biskoazh gwelet Doue. Ar Mab nemetañ a zo en askre an Tad, eo an hini en deus e roet da anavezout.
John BretonNT 1:19  Setu amañ testeni Yann, pa gasas ar Yuzevien eus Jeruzalem beleien ha Levited da c'houlenn digantañ: Piv out-te?
John BretonNT 1:20  Anzav a reas ha ne nac'has ket, ya anzav a reas: N'on ket ar C'hrist.
John BretonNT 1:21  Hag e c'houlennjont digantañ: Piv out eta? Bez' out Elia? Eñ a lavaras: N'on ket. Bez' out ar profed? Eñ a respontas: Nann.
John BretonNT 1:22  Int a lavaras eta dezhañ: Piv out? Evit ma roimp respont d'ar re o deus hor c'haset. Petra a lavarez ac'hanout da-unan?
John BretonNT 1:23  Eñ a lavaras: Me eo mouezh an hini a gri el lec'h distro: Grit eeun hent an Aotrou, evel m'en deus lavaret ar profed Izaia.
John BretonNT 1:25  Goulenn a rejont digantañ: Perak e vadezez, ma n'out nag ar C'hrist, nag Elia, nag ar profed?
John BretonNT 1:26  Yann a respontas dezho: Me a vadez en dour, met unan bennak a zo en ho touez ha n'anavezit ket anezhañ.
John BretonNT 1:27  Hennezh eo an hini a zeu war va lerc'h hag a zo dreiston, ha n'on ket dellezek da zieren korreenn e votoù.
John BretonNT 1:28  Kement-mañ a c'hoarvezas e Betabara en tu all d'ar Jordan, e-lec'h ma vadeze Yann.
John BretonNT 1:29  An deiz war-lerc'h, Yann a welas Jezuz o tont d'e gavout hag a lavaras: Setu Oan Doue, an hini a lam kuit pec'hed ar bed.
John BretonNT 1:30  Eñ eo an hini am eus lavaret diwar e benn: Dont a ra war va lerc'h un den hag a zo dreiston, rak a-raok din e oa.
John BretonNT 1:31  Me n'anavezen ket anezhañ, met deuet on da vadeziñ en dour evit ma vo disklêriet da Israel.
John BretonNT 1:32  Yann a roas an testeni-mañ, o lavarout: Gwelet em eus ar Spered o tiskenn eus an neñv evel ur goulm hag o chom warnañ.
John BretonNT 1:33  Me n'anavezen ket anezhañ, met an hini en deus va c'haset da vadeziñ en dour en deus lavaret din: An hini a weli ar Spered o tiskenn hag o chom warnañ, hennezh eo an hini a vadez er Spered-Santel.
John BretonNT 1:34  Hag em eus gwelet, hag em eus roet testeni eo eñ Mab Doue.
John BretonNT 1:35  An deiz war-lerc'h, Yann a oa c'hoazh eno gant daou eus e ziskibien,
John BretonNT 1:36  hag o welout Jezuz a valee, e lavaras: Setu Oan Doue.
John BretonNT 1:37  An daou ziskibl en klevas o komz evel-se hag a heulias Jezuz.
John BretonNT 1:38  Jezuz o vezañ distroet hag o welout e heulient anezhañ, a lavaras dezho: Petra a glaskit? Respont a rejont dezhañ: Rabbi, da lavarout eo Mestr, pelec'h e chomez?
John BretonNT 1:39  Eñ a lavaras dezho: Deuit ha gwelit. Mont a rejont hag e weljont pelec'h e chome, hag e chomjont gantañ an deiz-se. War-dro an dekvet eur e oa.
John BretonNT 1:40  Andrev breur Simon-Pêr, a oa unan eus an daou o doa klevet ar pezh en doa lavaret Yann hag o doa heuliet anezhañ.
John BretonNT 1:41  Eñ a gavas da gentañ e vreur e-unan, Simon, hag a lavaras dezhañ: Kavet hon eus ar Mesiaz, da lavarout eo ar C'hrist (= an Olevet).
John BretonNT 1:42  Hag e tegasas anezhañ da Jezuz. Jezuz, o vezañ sellet outañ, a lavaras dezhañ: Te eo Simon mab Jona; galvet e vi Kefaz, da lavarout eo Pêr.
John BretonNT 1:43  An deiz war-lerc'h, Jezuz a c'hoantaas mont e Galilea. Kavout a reas Filip hag e lavaras dezhañ: Heuilh ac'hanon.
John BretonNT 1:45  Filip a gavas Natanael hag a lavaras dezhañ: Kavet hon eus an hini a zo bet skrivet diwar e benn gant Moizez el lezenn ha gant ar brofeded: Jezuz mab Jozef, eus Nazared.
John BretonNT 1:46  Natanael a lavaras dezhañ: Hag eus Nazared e c'hell dont un dra vat bennak? Filip a lavaras dezhañ: Deus ha gwel.
John BretonNT 1:47  Jezuz, o welout Natanael o tont d'e gavout, a lavaras diwar e benn: Setu ur gwir Israelad ha n'eus troidell ebet ennañ.
John BretonNT 1:48  Natanael a lavaras dezhañ: A-belec'h ec'h anavezez ac'hanon? Jezuz a respontas dezhañ: A-raok ma c'halvas Filip ac'hanout, pa oas dindan ar wezenn-fiez, da welet em eus.
John BretonNT 1:49  Natanael a respontas dezhañ: Mestr, te eo Mab Doue, te eo roue Israel.
John BretonNT 1:50  Jezuz a respontas dezhañ: Abalamour ma em eus lavaret dit em eus da welet dindan ar wezenn-fiez, e kredez? Traoù brasoc'h eget ar re-mañ a weli.
John BretonNT 1:51  Hag e lavaras dezhañ: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, a-vremañ e welot an neñv digor hag aeled Doue o pignat hag o tiskenn a-us da Vab an den.
Chapter 2
John BretonNT 2:1  Tri devezh goude, e voe un eured e Kana e Galilea ha mamm Jezuz a oa eno.
John BretonNT 2:2  Jezuz ivez a voe pedet da vont d'an eured gant e ziskibien.
John BretonNT 2:3  Ar gwin o vezañ manket, mamm Jezuz a lavaras dezhañ: N'o deus ken a win.
John BretonNT 2:4  Jezuz a lavaras dezhi: Gwreg, petra a zo etre te ha me? N'eo ket c'hoazh deuet va eur.
John BretonNT 2:5  E vamm a lavaras d'ar re a servije: Grit kement a lavaro deoc'h.
John BretonNT 2:6  Bez' e oa eno c'hwec'h lestr-maen, lakaet evit glanidigezh ar Yuzevien, o terc'hel pep hini anezho daou pe dri metret (~ 70 da 100 l).
John BretonNT 2:7  Jezuz a lavaras dezho: Kargit a zour al listri-se. Hag e kargjont anezho leun-barr.
John BretonNT 2:8  Lavarout a reas dezho: Tennit bremañ anezhañ ha kasit da vestr ar fest. Hag e kasjont.
John BretonNT 2:9  P'en doe mestr ar fest tañvaet an dour troet e gwin, ne ouie ket a-belec'h e teue ar gwin-se met ar vevelien o doa tennet an dour a ouie, e c'halvas ar pried
John BretonNT 2:10  hag e lavaras dezhañ: Pep den a ro da gentañ ar gwin mat, hag an hini falloc'h goude ma vefe bet evet kalz. Te ac'h eus miret ar gwin mat betek vremañ!
John BretonNT 2:11  Setu e Kana Galilea ar c'hentañ mirakl a reas Jezuz, hag e tiskouezas e c'hloar. E ziskibien a gredas ennañ.
John BretonNT 2:12  Goude-se, e tiskennas da Gafarnaoum gant e vamm, e vreudeur hag e ziskibien, ha ne chomjont eno nemet un nebeud devezhioù.
John BretonNT 2:13  Pask ar Yuzevien a oa tost ha Jezuz a bignas da Jeruzalem.
John BretonNT 2:14  En templ e kavas ar re a werzhe ejened, deñved ha koulmed, gant an drokerien-arc'hant a oa azezet eno.
John BretonNT 2:15  O vezañ graet ur skourjez-kerdin, e kasas anezho holl kuit eus an templ, hag an deñved hag an ejened. Teurel a reas d'an douar arc'hant an drokerien hag e tiskaras o zaolioù,
John BretonNT 2:16  hag e lavaras d'ar re a werzhe koulmed: Tennit an dra-se ac'han, na rit ket eus ti va Zad un ti a varc'had.
John BretonNT 2:17  E ziskibien o doe soñj ez eo skrivet: Ar gred evit da di en deus va devet.
John BretonNT 2:18  Neuze ar Yuzevien, o kemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Peseurt mirakl e tiskouezez deomp evit ober kement-se?
John BretonNT 2:19  Jezuz a lavaras dezho: Diskarit an templ-mañ hag e savin anezhañ a-nevez a-benn tri devezh.
John BretonNT 2:20  Ar Yuzevien a lavaras dezhañ: C'hwec'h vloaz ha daou-ugent a zo bet ret evit sevel an templ-mañ, ha te en adsavfe e tri devezh?
John BretonNT 2:22  Goude eta ma oa adsavet a-douez ar re varv, e ziskibien o doe soñj en doa lavaret kement-se dezho, hag e kredjont er Skritur hag er ger-se en doa Jezuz lavaret.
John BretonNT 2:23  E-pad ma oa e Jeruzalem, da ouel ar Pask, kalz a dud a gredas en e anv o welout ar mirakloù a rae.
John BretonNT 2:24  Met Jezuz ne fizie ket enno dre m'o anaveze holl,
John BretonNT 2:25  ha dre ma n'en doa ket ezhomm e vije roet testeni gant unan bennak diwar-benn un den, rak anavezout a rae ar pezh a oa en den.
Chapter 3
John BretonNT 3:1  Hogen e oa un den e-touez ar farizianed, anvet Nikodem, unan eus re vras ar Yuzevien.
John BretonNT 3:2  Hemañ a zeuas en noz da gavout Jezuz hag a lavaras dezhañ: Mestr, ni a oar ez out un doktor deuet a-berzh Doue, rak den ne c'hell ober ar mirakloù-se a rez, nemet e vefe Doue gantañ.
John BretonNT 3:3  Jezuz a respontas dezhañ: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar dit, ma ne vez ket ganet un den eus an nec'h, ne c'hell ket gwelout rouantelezh Doue.
John BretonNT 3:4  Nikodem a lavaras dezhañ: Penaos e c'hell un den bezañ ganet pa'z eo kozh? Hag e c'hell distreiñ un eil gwech e kof e vamm ha bezañ ganet?
John BretonNT 3:5  Jezuz a respontas: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar dit, ma ne vez ket un den ganet a zour hag a Spered, ne c'hell ket mont e rouantelezh Doue.
John BretonNT 3:6  Ar pezh a zo ganet eus ar c'hig a zo kig, ar pezh a zo ganet eus ar Spered a zo spered.
John BretonNT 3:7  Na vez ket souezhet ma lavaran dit: Ret eo ma viot ganet eus an nec'h.
John BretonNT 3:8  An avel a c'hwezh e-lec'h ma kar hag e klevez an trouz, met n'ouzout ket nag a-belec'h e teu na pelec'h ez a. Evel-se e c'hoarvez gant pep den a zo ganet eus ar Spered.
John BretonNT 3:9  Nikodem a lavaras dezhañ: Penaos e c'hell c'hoarvezout kement-se?
John BretonNT 3:10  Jezuz a respontas dezhañ: Te a zo doktor Israel, ha n'ouzout ket an traoù-se?
John BretonNT 3:11  E gwirionez, e gwirionez, me a lavar dit, e lavaromp ar pezh a ouzomp hag e roomp testeni eus ar pezh hon eus gwelet, ha ne zegemerit ket hon testeni.
John BretonNT 3:12  Ma ne gredit ket pa gomzan deoc'h eus traoù douarel, penaos e kredot pa gomzin deoc'h eus traoù neñvel?
John BretonNT 3:13  Den n'eo pignet en neñv, nemet an hini a zo diskennet eus an neñv, Mab an den a zo en neñv.
John BretonNT 3:14  Hag evel ma savas Moizez an naer el lec'h distro, evel-se eo ret e vo savet Mab an den,
John BretonNT 3:15  evit na vo ket kollet piv bennak a gred ennañ, met m'en devo ar vuhez peurbadus.
John BretonNT 3:16  Rak kement en deus Doue karet ar bed m'en deus roet e Vab nemetañ, evit na vo ket kollet piv bennak a gred ennañ, met m'en devo ar vuhez peurbadus.
John BretonNT 3:17  Rak Doue n'en deus ket kaset e Vab er bed evit barn ar bed, met evit ma vo salvet ar bed drezañ.
John BretonNT 3:18  An hini a gred ennañ n'eo ket barnet, met an hini na gred ket a zo dija barnet, abalamour n'en deus ket kredet en anv Mab nemetañ Doue.
John BretonNT 3:19  Ha setu ar varnedigezh: ar sklêrijenn a zo deuet er bed hag an dud o deus karet muioc'h an deñvalijenn eget ar sklêrijenn, abalamour ma oa fall o oberoù.
John BretonNT 3:20  Rak piv bennak a ra an droug a gasa ar sklêrijenn ha ne zeu ket d'ar sklêrijenn, gant aon na vefe rebechet e oberoù.
John BretonNT 3:21  Met an hini a ra hervez ar wirionez a zeu d'ar sklêrijenn, evit ma vo diskuliet e oberoù, rak e Doue ez int graet.
John BretonNT 3:22  Goude-se, Jezuz a yeas gant e ziskibien e douar Judea. Eno e chomas ganto hag e vadeze.
John BretonNT 3:23  Yann a vadeze ivez en Enon tost da Salim, abalamour ma oa eno kalz a zour. Hag ez aed di evit bezañ badezet,
John BretonNT 3:25  Hogen un tamall a savas etre diskibien Yann hag ar Yuzevien diwar-benn ar c'hlanidigezh.
John BretonNT 3:26  Dont a rejont da gavout Yann hag e lavarjont dezhañ: Mestr, an hini a oa ganit d'an tu all d'ar Jordan hag ac'h eus roet testeni dezhañ, setu, e vadez hag an holl a ya d'e gavout.
John BretonNT 3:27  Yann a respontas: Den ne c'hell resev tra ebet, nemet roet e vefe bet dezhañ eus an neñv.
John BretonNT 3:28  C'hwi hoc'h-unan a zo testoù din em eus lavaret: N'eo ket me eo ar C'hrist, met kaset on bet a-raok dezhañ.
John BretonNT 3:29  An hini en deus ar wreg eo an ozhac'h. Met mignon an ozhac'h, a zo eno hag en selaou, a zo laouen bras pa glev mouezh an ozhac'h, hag al levenez-se a zo va hini ha peurvat eo.
John BretonNT 3:31  An hini a zeu eus an nec'h a zo dreist an holl. An hini a zeu eus an douar a zo eus an douar hag e lavar a zeu eus an douar. An hini a zeu eus an neñv a zo dreist an holl,
John BretonNT 3:32  hag a ro testeni eus ar pezh en deus gwelet ha klevet, ha den ne zegemer e desteni.
John BretonNT 3:33  An hini a zegemer e desteni en deus siellet penaos eo Doue gwirion,
John BretonNT 3:34  rak an hini en deus Doue kaset a lavar komzoù Doue, rak Doue ne ro ket dezhañ ar Spered dre vuzul.
John BretonNT 3:35  An Tad a gar ar Mab hag en deus lakaet pep tra etre e zaouarn.
John BretonNT 3:36  An hini a gred er Mab en deus ar vuhez peurbadus, met an hini na sent ket ouzh ar Mab ne welo ket ar vuhez, met fulor Doue a chom warnañ.
Chapter 4
John BretonNT 4:1  Pa ouezas an Aotrou o doa ar farizianed klevet ma rae ha ma vadeze Jezuz muioc'h a ziskibien eget Yann,
John BretonNT 4:2  koulskoude ne oa ket Jezuz e-unan a vadeze met e ziskibien,
John BretonNT 4:5  Erruout a reas en ur gêr eus Samaria anvet Sikar, tost d’ar park en doa Jakob roet d'e vab Jozef.
John BretonNT 4:6  Eno e oa puñs Jakob. Jezuz, o vezañ skuizh gant an hent, a azezas e-kichen ar puñs. War-dro ar c'hwec'hvet eur e oa.
John BretonNT 4:7  Ur wreg samaritan a zeuas evit tennañ dour. Jezuz a lavaras dezhi: Ro din da evañ.
John BretonNT 4:9  Ar wreg samaritan a lavaras dezhañ: Penaos, te hag a zo yuzev, a c'houlenn da evañ diganin-me ur Samaritanez? Rak ar Yuzevien ne zarempredont ket gant ar Samaritaned.
John BretonNT 4:10  Jezuz a respontas dezhi: Mar anavezjes donezon Doue ha piv eo an hini a lavar dit: Ro din da evañ, ez pefe goulennet da-unan digantañ hag en defe roet dit dour a vuhez.
John BretonNT 4:11  Ar wreg a lavaras dezhañ: Aotrou, ne'c'h eus netra evit tennañ dour, hag ar puñs a zo don. A-belec'h eta ez pefe an dour a vuhez-se?
John BretonNT 4:12  Ha brasoc'h out eget hon tad Jakob, en deus roet deomp ar puñs-mañ hag en deus evet e-unan anezhañ, kenkoulz evel e vibien hag e loened?
John BretonNT 4:13  Jezuz a respontas dezhi: Piv bennak a ev eus an dour-mañ en devo sec'hed adarre,
John BretonNT 4:14  met an hini a evo eus an dour a roin dezhañ n'en devo biken mui sec'hed, hag an dour a roin dezhañ a zeuio ennañ ur vammenn-dour a strinko evit ar vuhez peurbadus.
John BretonNT 4:15  Ar wreg a lavaras dezhañ: Aotrou, ro din eus an dour-se, evit na'm bo ken sec'hed ha na zeuin ken da dennañ dour amañ.
John BretonNT 4:16  Jezuz a lavaras dezhi: Kae, galv da bried ha deus amañ.
John BretonNT 4:17  Ar wreg a respontas: Ne'm eus pried ebet. Jezuz a lavaras dezhi: Lavaret mat ec'h eus: Ne'm eus pried ebet,
John BretonNT 4:18  rak pemp pried ac'h eus bet, hag an hini a zo ganit bremañ n'eo ket da bried. Gwir ac'h eus lavaret e kement-se.
John BretonNT 4:19  Ar wreg a lavaras dezhañ: Aotrou, gwelout a ran ez out ur profed.
John BretonNT 4:20  Hon tadoù o deus azeulet war ar menez-mañ, ha c'hwi a lavar penaos al lec'h e pelec'h eo ret azeuliñ a zo e Jeruzalem.
John BretonNT 4:21  Jezuz a lavaras dezhi: Gwreg, kred ac'hanon, an eur a zeu ma n'azeulot ken an Tad na war ar menez-mañ nag e Jeruzalem.
John BretonNT 4:22  C'hwi a azeul ar pezh n'anavezit ket. Ni a azeul ar pezh a anavezomp, rak ar silividigezh a zeu eus ar Yuzevien.
John BretonNT 4:23  Met an eur a zeu, ha deuet eo dija, ma teuio ar gwir azeulerien da azeuliñ an Tad e spered hag e gwirionez, rak an Tad a c'houlenn ar seurt azeulerien-se.
John BretonNT 4:24  Doue a zo Spered, hag ret eo d'ar re a azeul anezhañ, e azeuliñ e spered hag e gwirionez.
John BretonNT 4:25  Ar wreg a lavaras dezhañ: Gouzout a ran penaos ar Mesiaz, an hini a c'halver Krist, a dle dont. Pa vo deuet, e tisklêrio deomp an holl draoù.
John BretonNT 4:26  Jezuz a lavaras dezhi: Me eo, me an hini a gomz ouzhit.
John BretonNT 4:27  War gement-se e ziskibien a erruas hag a voe souezhet dre ma komze gant ur wreg. Koulskoude hini anezho ne lavaras dezhañ: Petra a c'houlennez? Pe: perak e komzez ganti?
John BretonNT 4:28  Neuze ar wreg a lezas he fod-dour, a yeas e kêr hag a lavaras d'an dud:
John BretonNT 4:29  Deuit da welout un den en deus lavaret din kement am eus graet. Ha ne vefe ket eñ ar C'hrist?
John BretonNT 4:30  Mont a rejont er-maez eus kêr hag e teujont d'e gavout.
John BretonNT 4:31  Koulskoude e ziskibien a dostaas outañ hag a lavaras: Mestr, debr.
John BretonNT 4:32  Met e lavaras dezho: Me am eus da zebriñ ur boued n'anavezit ket.
John BretonNT 4:33  An diskibien a lavaras eta an eil d'egile: Hag unan bennak en defe degaset da zebriñ dezhañ?
John BretonNT 4:34  Jezuz a lavaras dezho: Va boued eo ober bolontez an hini en deus va c'haset ha peurober e oberenn.
John BretonNT 4:35  Ha ne lavarit ket ez eus c'hoazh pevar miz ac'han d'an eost? Setu, me a lavar deoc'h: Savit ho taoulagad ha sellit ouzh ar maezioù a wenna dija evit an eost.
John BretonNT 4:36  An hini a ved resev ur gopr hag a zastum frouezh evit ar vuhez peurbadus, evit m'en em laouenaio an hini a had ivez gant an hini a ved.
John BretonNT 4:37  Rak e kement-mañ eo gwir ar gomz-mañ: Unan all eo an hader, unan all eo ar meder.
John BretonNT 4:38  Me am eus ho kaset e-lec'h n'hoc'h eus ket labouret. Reoù all o deus labouret ha c'hwi a zo aet en o labour.
John BretonNT 4:39  Kalz eus Samaritaned ar gêr-se a gredas ennañ abalamour da gomz ar wreg, rak roet he doa an testeni-mañ: Lavaret en deus din kement am eus graet.
John BretonNT 4:40  Ar Samaritaned eta, o vezañ deuet d'e gavout, a bedas anezhañ da chom ganto. Chom a reas daou zevezh eno.
John BretonNT 4:41  Hag un niver kalz brasoc'h a gredas abalamour d'e gomz.
John BretonNT 4:42  Lavarout a rejont d'ar wreg: N'eo ket abalamour da'z lavar eo e kredomp, rak klevet hon eus anezhañ hon-unan hag ec'h anavezomp penaos hemañ eo e gwirionez Salver ar bed, ar C'hrist.
John BretonNT 4:43  Goude an daou zevezh, ez eas kuit ac'hano evit mont e Galilea,
John BretonNT 4:44  rak Jezuz e-unan en doa disklêriet penaos ur profed n'eo ket enoret en e vro e-unan.
John BretonNT 4:45  Pa voe erru e Galilea, e voe degemeret mat gant ar C'halileiz o doa gwelet kement en doa graet e Jeruzalem deiz ar gouel; rak int ivez a oa aet d'ar gouel.
John BretonNT 4:46  Jezuz a zeuas eta a-nevez da Gana Galilea, e-lec'h m'en doa troet an dour e gwin. Bez' e oa e Kafarnaoum un Aotrou a di ar roue a oa klañv e vab.
John BretonNT 4:47  O vezañ anavezet penaos Jezuz a oa deuet eus Judea da C'halilea, ez eas d'e gavout hag e pedas anezhañ da ziskenn evit yac'haat e vab, rak mont a rae da vervel.
John BretonNT 4:48  Jezuz a lavaras dezhañ: Ma ne welit ket a sinoù hag a vurzhudoù, ne gredit ket.
John BretonNT 4:49  An Aotrou a di ar roue a lavaras dezhañ: Aotrou, diskenn a-raok ma varvo va bugel.
John BretonNT 4:50  Jezuz a lavaras dezhañ: Kae, da vab a vev. An den a gredas ar ger en doa Jezuz lavaret dezhañ hag a yeas kuit.
John BretonNT 4:51  Evel ma tiskenne, e vevelien a zeuas d'e ziarbenn hag a gemennas dezhañ: Da vab a vev.
John BretonNT 4:52  Eñ a c'houlennas outo da bet eur e oa en em gavet gwelloc'h, hag e lavarjont dezhañ: Dec'h d'ar seizhvet eur, an derzhienn a guitaas anezhañ.
John BretonNT 4:53  An tad a anavezas e oa d'an eur-se en doa Jezuz lavaret dezhañ: Da vab a vev. Hag e kredas, eñ hag holl dud e di.
John BretonNT 4:54  Jezuz a reas an eil mirakl-se en e zistro eus Judea da C'halilea.
Chapter 5
John BretonNT 5:1  Goude-se, e voe ur gouel eus ar Yuzevien ha Jezuz a bignas da Jeruzalem.
John BretonNT 5:2  Bez' ez eus e Jeruzalem, tost ouzh dor an Deñved, ur stank galvet en hebraeg Betesda hag en deus pemp porched.
John BretonNT 5:3  Eno e oa gourvezet un niver bras a dud klañv, dall, kamm ha seizet, a c'hortoze keflusk an dour,
John BretonNT 5:4  rak un ael a ziskenne er stank a amzer-da-amzer hag a gemmeske an dour. Hag an hini kentañ a yae e-barzh goude ma vije bet kemmesket an dour a veze yac'haet, n'eus forzh peseurt kleñved a vije gantañ.
John BretonNT 5:5  Bez' e oa eno un den hag a oa klañv abaoe eizh vloaz ha tregont.
John BretonNT 5:6  Jezuz, o welout anezhañ gourvezet hag oc'h anavezout e oa dija klañv abaoe pell amzer, a lavaras dezhañ: Ha fellout a ra dit bezañ yac'haet?
John BretonNT 5:7  Ar c'hlañvour a respontas dezhañ: Aotrou, ne'm eus den evit va zeurel er stank pa vez kemmesket an dour hag, e-pad m'emaon o vont, unan all a ziskenn a-raok din.
John BretonNT 5:8  Jezuz a lavaras dezhañ: Sav, doug da wele ha kerzh.
John BretonNT 5:9  Kerkent an den a voe yac'haet, a gemeras e wele hag a gerzhas. Hag an deiz-se a oa un deiz sabad.
John BretonNT 5:10  Neuze ar Yuzevien a lavaras d'an hini a oa bet yac'haet: Ar sabad eo, n'eo ket aotreet dit dougen da wele.
John BretonNT 5:11  Eñ a respontas dezho: An hini en deus va yac'haet en deus lavaret din: Doug da wele ha kerzh.
John BretonNT 5:12  Neuze e c'houlennjont digantañ: Piv eo an den en deus lavaret dit: Doug da wele ha kerzh?
John BretonNT 5:13  Met an hini a oa bet yac'haet ne ouie ket piv e oa. Rak Jezuz a oa en em dennet abalamour ma oa kalz a dud eno.
John BretonNT 5:14  Goude-se, Jezuz a gavas anezhañ en templ hag a lavaras dezhañ: Setu, yac'haet out bet, na bec'h ken gant aon en em gavfe ganit un dra bennak gwashoc'h.
John BretonNT 5:15  An den-se a yeas hag a lavaras d'ar Yuzevien e oa Jezuz en doa e yac'haet.
John BretonNT 5:16  Dre-se ar Yuzevien a heskinas Jezuz hag a glaskas e lakaat d'ar marv, dre m'en doa graet kement-se d'an deiz sabad.
John BretonNT 5:17  Met Jezuz a respontas dezho: Va Zad a labour betek vremañ ha me a labour ivez.
John BretonNT 5:18  Dre-se ar Yuzevien a glaskas c'hoazh muioc'h e lakaat d'ar marv, nann hepken dre ma torre ar sabad, met c'hoazh abalamour ma c'halve Doue e Dad e-unan, oc'h en em ober e-unan kevatal da Zoue.
John BretonNT 5:19  Neuze Jezuz a respontas dezho: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, ar Mab ne c'hell ober netra anezhañ e-unan, nemet en defe gwelet an Tad ouzh henn ober, rak kement a ra an Tad, ar Mab a ra ivez eveltañ.
John BretonNT 5:20  Rak an Tad a gar ar Mab hag a ziskouez dezhañ kement a ra, ha diskouez a raio dezhañ oberoù brasoc'h eget ar re-mañ, evit ma viot sabatuet.
John BretonNT 5:21  Rak, evel ma adsav a varv an Tad hag e ro ar vuhez, evel-se ivez ar Mab a ro ar vuhez d'ar re a fell dezhañ.
John BretonNT 5:22  An Tad ne varn den, met roet en deus pep barn d'ar Mab,
John BretonNT 5:23  evit ma'c'h enoro an holl ar Mab, evel ma'c'h enoront an Tad. An hini na enor ket ar Mab n'enor ket an Tad en deus e gaset.
John BretonNT 5:24  E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, an hini a selaou va ger hag a gred en hini en deus va c'haset, en deus ar vuhez peurbadus ha ne zeu ket e barnedigezh, met tremenet eo eus ar marv d'ar vuhez.
John BretonNT 5:25  E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, an eur a zeu, ha deuet eo dija, ma klevo ar re varv mouezh Mab Doue, hag ar re he c'hlevo a vevo.
John BretonNT 5:26  Rak, evel m'en deus an Tad ar vuhez ennañ e-unan, roet en deus ivez d'ar Mab da gaout ar vuhez ennañ e-unan,
John BretonNT 5:27  hag roet en deus dezhañ ar galloud da varn, abalamour ma'z eo Mab an den.
John BretonNT 5:28  Na vezit ket souezhet a gement-se, rak dont a ra an eur ma klevo e vouezh ar re holl a zo er bezioù ha ma'z aint er-maez,
John BretonNT 5:29  ar re o devo graet ar mad en adsavidigezh a vuhez, hag ar re o devo graet an droug en adsavidigezh a varn.
John BretonNT 5:30  Ne c'hellan ober netra ac'hanon va-unan, barn a ran diouzh ma klevan, ha va barn a zo reizh, rak ne glaskan ket va bolontez met bolontez an Tad en deus va c'haset.
John BretonNT 5:31  Mar roan testeni ac'hanon va-unan, va zesteni n'eo ket gwir.
John BretonNT 5:32  Bez' ez eus unan all hag a ro testeni ac'hanon, ha gouzout a ran ez eo gwir an testeni a ro ac'hanon.
John BretonNT 5:33  Kaset hoc'h eus tud da gavout Yann, hag en deus roet testeni d'ar wirionez.
John BretonNT 5:34  Met an testeni a resevan n'eo ket hini eus un den, koulskoude e lavaran kement-mañ evit ma viot salvet.
John BretonNT 5:35  Yann a oa al lamp a zev hag a sklaera, ha fellet eo bet deoc'h en em laouenaat ouzh e sklêrijenn e-pad un eur.
John BretonNT 5:36  Met me am eus un testeni brasoc'h eget hini Yann, rak an oberoù en deus va Zad roet din da beurober, an oberoù-mañ o-unan a ran, a ro ac'hanon an testeni-mañ, penaos en deus an Tad va c'haset.
John BretonNT 5:37  Hag an Tad en deus va c'haset en deus e-unan roet testeni ac'hanon. C'hwi n'hoc'h eus biskoazh klevet e vouezh, na gwelet e zremm,
John BretonNT 5:38  hag e c'her ne chom ket ennoc'h, pa'z eo gwir ne gredit ket en hini en deus kaset.
John BretonNT 5:39  Furchal a rit ar Skriturioù, rak enno e kredit kaout ar vuhez peurbadus, hag int eo ar re a ro testeni ac'hanon.
John BretonNT 5:40  C'hwi ne fell ket deoc'h dont da'm c'havout evit kaout ar vuhez.
John BretonNT 5:42  Met hoc'h anavezan, n'emañ ket karantez Doue ennoc'h hoc'h-unan.
John BretonNT 5:43  Deuet on en anv va Zad ha ne zegemerit ket ac'hanon. Mar deu unan all en e anv e-unan, e tegemerot anezhañ.
John BretonNT 5:44  Penaos e c'hellit krediñ, c'hwi hag a resev ho kloar an eil digant egile ha na glask ket ar gloar a zeu eus Doue hepken?
John BretonNT 5:45  Na soñjit ket ez eo me ho tamallo dirak an Tad. Moizez, an hini a esperit ennañ, eo an hini ho tamallo.
John BretonNT 5:46  Rak mar kredjec'h Moizez, e kredjec'h ivez ac'hanon, rak skrivet en deus diwar va fenn.
John BretonNT 5:47  Met ma ne gredit ket e skridoù, penaos e kredot va gerioù?
Chapter 6
John BretonNT 6:1  Goude-se, Jezuz a dremenas en tu all da Vor Galilea pe Mor Tiberiaz.
John BretonNT 6:2  Ur bobl vras a heulie anezhañ, abalamour ma welent ar mirakloù a rae war ar re glañv.
John BretonNT 6:3  Jezuz a bignas war ar menez hag ec'h azezas eno gant e ziskibien.
John BretonNT 6:5  Jezuz eta, o vezañ savet e zaoulagad, hag o welout ul lod bras a dud o tont d'e gavout, a lavaras da Filip: Pelec'h e prenimp bara evit m'o devo an dud-mañ da zebriñ?
John BretonNT 6:6  Eñ a lavare kement-se evit e amprouiñ rak gouzout a rae ar pezh edo o vont d'ober.
John BretonNT 6:7  Filip a respontas dezhañ: Daou c'hant diner (1 diner = pezh arc'hant roman war-dro 4 g) a vara ne vefe ket a-walc'h evit reiñ un tammig da bep hini.
John BretonNT 6:8  Unan eus e ziskibien, Andrev breur Simon-Pêr, a lavaras dezhañ:
John BretonNT 6:9  Bez' ez eus amañ ur paotrig en deus pemp bara heiz ha daou besk, met petra eo kement-se evit kement a dud?
John BretonNT 6:10  Jezuz a lavaras: Lakait an dud da azezañ. Bez' e oa kalz a c'heot el lec'h-se. An dud eta a azezas, en niver a war-dro pemp mil.
John BretonNT 6:11  Jezuz a gemeras ar baraoù hag, o vezañ trugarekaet, o roas d'an diskibien, hag an diskibien d'ar re a oa azezet, hag en hevelep doare gant ar pesked, kement ha ma fellas dezho.
John BretonNT 6:12  Goude m'o doe bet o gwalc'h, e lavaras d'e ziskibien: Dastumit an tammoù a zo manet, evit na vo kollet netra.
John BretonNT 6:13  Dastum a rejont eta anezho hag e leugnjont daouzek paner gant an tammoù a oa manet eus ar pemp bara heiz, goude m'o doa debret.
John BretonNT 6:14  An dud-se, o welout ar mirakl en doa Jezuz graet, a lavaras: Hemañ eo e gwirionez ar profed a dlee dont er bed.
John BretonNT 6:15  Jezuz, oc'h anavezout ez aent da zont d'e gemer evit e lakaat da roue, en em dennas adarre e-unan war ar menez.
John BretonNT 6:16  Pa voe deuet an abardaez, e ziskibien a ziskennas betek ar mor.
John BretonNT 6:17  O vezañ aet er vag, e fellas dezho mont en tu all d'ar mor da Gafarnaoum. Dija e oa teñval ha Jezuz ne oa ket c'hoazh deuet d'o c'havout.
John BretonNT 6:18  Dre ma oa kreñv an avel, koummoù ar mor a save.
John BretonNT 6:19  P'o doa roeñvet war-dro pemp war-n-ugent pe tregont stadenn (~ 5 km), e weljont Jezuz a gerzhe war ar mor hag a dostae ouzh ar vag. Hag o doe aon.
John BretonNT 6:20  Met eñ a lavaras dezho: Me eo, n'ho pet ket aon!
John BretonNT 6:21  Fellout a rae dezho eta e zegemer er vag, ha kerkent ar vag en em gavas el lec'h ma'z aent.
John BretonNT 6:22  An deiz war-lerc'h, ar bobl hag a oa chomet en tu all d'ar mor a welas panaos ne oa bet eno bag ebet nemet an hini ma oa aet e ziskibien enni, ha penaos Jezuz ne oa ket aet e-barzh ganto, met penaos e ziskibien a oa aet kuit o-unan.
John BretonNT 6:23  Met bagoù all, o tont eus Tiberiaz, a erruas tost d'al lec'h m'o doa debret ar bara goude m'en doe an Aotrou trugarekaet.
John BretonNT 6:24  Pa welas ar bobl ne oa na Jezuz nag e ziskibien eno, e pignjont o-unan er bagoù hag ez ejont da Gafarnaoum da glask Jezuz.
John BretonNT 6:25  O vezañ e gavet en tu all d'ar mor, e lavarjont dezhañ: Mestr, pegoulz out en em gavet amañ?
John BretonNT 6:26  Jezuz a respontas dezho: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, va c'hlaskit n'eo ket abalamour m'hoc'h eus gwelet mirakloù met abalamour m'hoc'h eus debret bara ha m'hoc'h eus bet ho kwalc'h.
John BretonNT 6:27  Na labourit ket evit ar boued a ya da goll, met evit an hini a chom betek ar vuhez peurbadus hag a vo roet deoc'h gant Mab an den. Rak Doue an Tad en deus e verket gant e siell.
John BretonNT 6:28  Neuze e lavarjont dezhañ: Petra hon eus d’ober evit labourat da oberoù Doue?
John BretonNT 6:29  Jezuz a respontas dezho: Houmañ eo oberenn Doue, ma kredot en hini en deus kaset.
John BretonNT 6:30  Neuze e lavarjont dezhañ: Peseurt mirakl a rez eta evit m'en gwelimp ha ma kredimp ennout? Peseurt oberenn a rez?
John BretonNT 6:31  Hon tadoù o deus debret ar mann el lec'h distro, hervez ma'z eo skrivet: Roet en deus dezho da zebriñ bara an neñv.
John BretonNT 6:32  Neuze Jezuz a lavaras dezho: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, Moizez n'en deus ket roet deoc'h bara an neñv, met va Zad a ro deoc'h gwir bara an neñv.
John BretonNT 6:33  Rak bara Doue eo an hini en deus diskennet eus an neñv hag a ro ar vuhez d'ar bed.
John BretonNT 6:34  Neuze e lavarjont dezhañ: Aotrou, ro deomp atav eus ar bara-se.
John BretonNT 6:35  Jezuz a lavaras dezho: Me eo ar bara a vuhez. An hini a zeuio da'm c'havout n'en devo biken naon, hag an hini a gred ennon n'en devo biken sec'hed.
John BretonNT 6:36  Met henn lavaret em eus deoc'h, gwelet hoc'h eus ac'hanon ha ne gredit ket.
John BretonNT 6:37  Kement a roio an Tad din a zeuio da'm c'havout, ha ne lakain ket er-maez an hini a zeuio da'm c'havout,
John BretonNT 6:38  rak diskennet on eus an neñv nann evit ober va bolontez, met bolontez an hini en deus va c'haset.
John BretonNT 6:39  Ha setu amañ bolontez an Tad en deus va c'haset, na gollin hini eus ar re en deus roet din, met ma'c'h adsavin anezho a varv d'an deiz diwezhañ.
John BretonNT 6:40  Setu amañ bolontez an hini en deus va c'haset, ma teuio piv bennak a wel ar Mab hag a gred ennañ da gaout ar vuhez peurbadus, hag en adsavin a varv d'an deiz diwezhañ.
John BretonNT 6:41  Neuze ar Yuzevien a c'hrozmolas diwar e benn dre m'en doa lavaret: Me eo ar bara diskennet eus an neñv.
John BretonNT 6:42  Hag e lavarent: N'eo ket hemañ Jezuz mab Jozef, a anavezomp e dad hag e vamm? Penaos eta e lavar: Me a zo diskennet eus an neñv?
John BretonNT 6:43  Neuze Jezuz a respontas dezho: Na c'hrozmolit ket etrezoc'h.
John BretonNT 6:44  Den ne c'hell dont da'm c'havout ma ne vefe sachet gant an Tad en deus va c'haset, ha en adsavin a varv d'an deiz diwezhañ.
John BretonNT 6:45  Skrivet eo er brofeded: Kelennet e vint holl gant Doue. Evel-se piv bennak en deus selaouet an Tad hag en deus desket digantañ a zeu da'm c'havout.
John BretonNT 6:46  N'eo ket en defe un den gwelet an Tad, nemet an hini a zeu eus Doue en deus gwelet an Tad.
John BretonNT 6:47  E gwirionez, e gwirionez, ma a lavar deoc'h, an hini a gred ennon en deus ar vuhez peurbadus.
John BretonNT 6:49  Ho tadoù o deus debret ar mann el lec'h distro hag ez int marvet.
John BretonNT 6:50  Setu amañ ar bara diskennet eus an neñv, evit na varvo ket an hini a zebro dioutañ.
John BretonNT 6:51  Me eo ar bara bev a zo diskennet eus an neñv. Mar debr unan bennak eus ar bara-mañ, e vevo da viken. Hag ar bara a roin eo va c'hig, a roin evit buhez ar bed.
John BretonNT 6:52  Neuze ar Yuzevien a dabutas etrezo, o lavarout: Penaos e c'hell an den-mañ reiñ deomp e gig da zebriñ?
John BretonNT 6:53  Neuze Jezuz a lavaras dezho: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, ma ne zebrit ket kig Mab an den ha ma n'evit ket e wad, n'hoc'h eus ket ar vuhez ennoc'h hoc'h-unan.
John BretonNT 6:54  An hini a zebr va c'hig hag a ev va gwad en deus ar vuhez peurbadus, hag ec'h adsavin anezhañ a varv d'an deiz diwezhañ.
John BretonNT 6:55  Rak va c'hig a zo e gwirionez ur boued, ha va gwad a zo e gwirionez un evaj.
John BretonNT 6:56  An hini a zebr va c'horf hag a ev va gwad a chom ennon, ha me ennañ.
John BretonNT 6:57  Evel m'en deus an Tad hag a zo bev kaset ac'hanon ha ma vevan dre an Tad, evel-se an hini a zebr ac'hanon a vevo drezon.
John BretonNT 6:58  Setu amañ ar bara a zo diskennet eus an neñv. N'eo ket evel ho tadoù, debret o deus ar mann hag ez int marvet. An hini a zebro ar bara-mañ a vevo da viken.
John BretonNT 6:59  Lavarout a reas an traoù-mañ o kelenn e sinagogenn Gafarnaoum.
John BretonNT 6:60  Kalz eus e ziskibien, o vezañ e glevet, a lavaras: Ar ger-se a zo kalet, piv a c'hell e selaou?
John BretonNT 6:61  Met Jezuz, oc'h anavezout ennañ e-unan e c'hrozmole e ziskibien diwar-benn kement-se, a lavaras dezho: Un abeg da gouezhañ a gavit e kement-se?
John BretonNT 6:62  Petra eta e vefe mar gwelfec'h Mab an den o pignat el lec'h ma oa kent?
John BretonNT 6:63  Ar Spered eo a ro buhez, ar c'hig ne servij da netra. Ar gerioù a lavaran deoc'h a zo spered ha buhez.
John BretonNT 6:64  Met ez eus en ho touez lod ha ne gredont ket. Rak Jezuz a ouie adalek ar penn-kentañ pere a oa ar re ne gredent ket ha piv e oa an hini en droukroje.
John BretonNT 6:65  Hag e lavaras: Setu perak em eus lavaret deoc'h penaos den ne c'hell dont da'm c'havout, ma n'eo ket roet kement-se dezhañ gant va Zad.
John BretonNT 6:66  Adalek neuze kalz eus e ziskibien en em dennas ha n'ejont ken gantañ.
John BretonNT 6:67  Jezuz a lavaras neuze d'an daouzek: Ha c'hwi, ha ne fell ket deoc'h mont kuit ivez?
John BretonNT 6:68  Simon-Pêr a respontas dezhañ: Aotrou, da biv ez afemp? Te ac'h eus gerioù ar vuhez peurbadus,
John BretonNT 6:69  ha ni hon eus kredet hag hon eus anavezet ez out ar C'hrist, Mab an Doue bev.
John BretonNT 6:70  Jezuz a respontas dezho: Ha ne'm eus ket ho tibabet, ho taouzek? Hag unan ac'hanoc'h a zo un diaoul.
John BretonNT 6:71  Komz a rae diwar-benn Judaz Iskariod mab Simon, rak hemañ eo a dlee e zroukreiñ, evitañ da vezañ unan eus an daouzek.
Chapter 7
John BretonNT 7:1  Goude-se, Jezuz a valeas dre C'halilea; ne fellas ket dezhañ bale dre Judea, abalamour ma klaske ar Yuzevien e lazhañ.
John BretonNT 7:2  Gouel ar Yuzevien, gouel an Tabernakloù, a dostae.
John BretonNT 7:3  Neuze e vreudeur a lavaras dezhañ: Kae kuit ac'han ha kae e Judea, evit ma welo ivez da ziskibien an oberoù a rez,
John BretonNT 7:4  rak den ne ra netra e-kuzh pa glask bezañ anavezet. Mar rez an traoù-se, en em ziskouez da-unan d'ar bed.
John BretonNT 7:6  Jezuz a lavaras eta dezho: Va amzer n'eo ket deuet c'hoazh, met hoc'h amzer a zo atav dereat.
John BretonNT 7:7  Ar bed ne c'hell ket ho kasaat, met kasaat a ra ac'hanon, abalamour ma roan testeni anezhañ penaos eo fall e oberoù.
John BretonNT 7:8  Evidoc'h-c'hwi, it d'ar gouel-mañ. Me, ne d-an ket c'hoazh dezhañ, rak va amzer n'eo ket c'hoazh peurc'hraet.
John BretonNT 7:9  O vezañ lavaret kement-se dezho, e chomas e Galilea.
John BretonNT 7:10  Ha pa voe aet e vreudeur d'ar gouel, ez eas ivez, nann a-wel d'an holl, met evel e-kuzh.
John BretonNT 7:11  Ar Yuzevien a glaske anezhañ e-pad ar gouel hag a lavare: Pelec'h emañ?
John BretonNT 7:12  Bez' e voe ur vrud bras diwar e benn e-touez ar bobl. Darn a lavare: Un den mat eo. Ha darn all a lavare: Nann, met touellañ a ra ar bobl.
John BretonNT 7:13  Koulskoude den ne gomze frank anezhañ gant aon rak ar Yuzevien.
John BretonNT 7:14  War-dro hanter ar gouel, Jezuz a bignas d'an templ hag a gelennas.
John BretonNT 7:15  Ar Yuzevien a voe souezhet hag a lavaras: Penaos ec'h anavez an den-mañ ar Skriturioù, pa n'en deus ket o desket?
John BretonNT 7:16  Jezuz a respontas dezho: Va c'helennadurezh n'eo ket ac'hanon, met eus an hini en deus va c'haset.
John BretonNT 7:17  Mar fell da unan bennak ober e volontez, ec'h anavezo hag eo va c'helennadurezh eus Doue pe ha me a gomz ac'hanon va-unan.
John BretonNT 7:18  An hini a gomz anezhañ e-unan a glask e c'hloar e-unan, met an hini a glask gloar an hini en deus e gaset, a zo gwirion, ha n'eus ket a zireizhder ennañ.
John BretonNT 7:19  Ha n'en deus ket Moizez roet al lezenn deoc'h? Hag hini ac'hanoc'h ne vir al lezenn. Perak e klaskit va lakaat d'ar marv?
John BretonNT 7:20  Ar bobl a respontas: Un diaoul ac'h eus. Piv a glask lakaat ac'hanout d'ar marv?
John BretonNT 7:21  Jezuz a respontas dezho: Un oberenn am eus graet hag oc'h holl souezhet a gement-se.
John BretonNT 7:22  Moizez en deus roet deoc'h an amdroc'h, n'eo ket e teufe eus Moizez met eus an Tadoù, ha c'hwi a amdroc'h un den d'an deiz sabad.
John BretonNT 7:23  Mar bez amdroc'het un den d'an deiz sabad, evit na vo ket torret lezenn Voizez, perak en em fulorit a-enep ac'hanon abalamour ma em eus yac'haet un den penn-da-benn d'an deiz sabad?
John BretonNT 7:24  Na varnit ket hervez an diavaez, met barnit hervez ar reizhder.
John BretonNT 7:25  Neuze hiniennoù eus Jeruzalem a lavaras: Ha n'eo ket an hini a glaskont da lakaat da vervel?
John BretonNT 7:26  Ha setu e komz frank ha ne lavaront netra dezhañ. Hag anavezet o defe ar mestroù ez eo e gwirionez ar C'hrist?
John BretonNT 7:27  Koulskoude ni a oar a-belec'h eo hemañ, hogen pa zeuio ar C'hrist, den n'anavezo a-belec'h eo.
John BretonNT 7:28  Neuze Jezuz, o kelenn en templ, a grias: C'hwi a anavez ac'hanon hag a oar a-belec'h ez on. N'on ket deuet ac'hanon va-unan, met an hini en deus va c'haset a zo gwirion ha n'anavezit ket anezhañ.
John BretonNT 7:29  Me a anavez anezhañ, rak emaon anezhañ, hag eñ eo en deus va c'haset.
John BretonNT 7:30  Klask a raent kregiñ ennañ, koulskoude den ne lakaas e zorn warnañ, rak ne oa ket c'hoazh deuet e eur.
John BretonNT 7:31  Met kalz eus ar bobl a gredas ennañ hag a lavaras: Pa zeuio ar C'hrist, hag ober a raio brasoc'h mirakloù eget ma ra hemañ?
John BretonNT 7:32  Ar farizianed a glevas ar bobl o lavarout kement-se diwar e benn. Ar veleien vras hag ar farizianed a gasjont serjanted evit kregiñ ennañ.
John BretonNT 7:33  Neuze Jezuz a lavaras dezho: Emaon ganeoc'h c'hoazh evit un nebeud amzer, hag ez in da gavout an hini en deus va c'haset.
John BretonNT 7:34  Klask a reot ac'hanon ha ne'm c'havot ket, ha c'hwi ne c'hellit ket dont e-lec'h ma'z on.
John BretonNT 7:35  Neuze ar Yuzevien a lavaras etrezo: Pelec'h ez aio na c'hellimp ket kavout anezhañ? Ha mont a raio etrezek ar re a zo strewet e-touez ar C'hresianed ha kelenn a raio ar C'hresianed?
John BretonNT 7:36  Petra eo ar pezh en deus lavaret: Klask a reot ac'hanon ha ne'm c'havot ket, ha c'hwi ne c'hellit ket dont e-lec'h ma'z on?
John BretonNT 7:37  An deiz diwezhañ eus ar gouel bras, Jezuz a savas hag a grias: Mar en deus unan bennak sec'hed, ra zeuio da'm c'havout ha ra evo.
John BretonNT 7:38  An hini a gred ennon, stêrioù dour a vuhez a redo eus e askre, evel ma lavar ar Skritur.
John BretonNT 7:39  Met e lavaras kement-se eus ar Spered a dlee resev ar re a gredje ennañ, rak ar Spered-Santel ne oa ket bet c'hoazh roet, abalamour ma ne oa ket bet c'hoazh savet Jezuz en e c'hloar.
John BretonNT 7:40  Kalz eus ar bobl, o vezañ klevet ar gerioù-se, a lavaras: Hemañ eo e gwirionez ar profed.
John BretonNT 7:41  Reoù all a lavaras: Ar C'hrist eo. Ha reoù all a lavaras: Ar C'hrist, ha dont a ra eus Galilea?
John BretonNT 7:42  Ha ne lavar ket ar Skritur e teuio ar C'hrist eus lignez David hag eus bourc'h Betlehem, a-belec'h e oa David?
John BretonNT 7:44  Hag ur re bennak anezho a c'hoantaas kregiñ ennañ, met den ne lakaas e zaouarn warnañ.
John BretonNT 7:45  Ar serjanted a zistroas eta etrezek ar veleien vras hag ar farizianed. Ar re-mañ a lavaras dezho: Perak n'hoc'h eus ket e zegaset?
John BretonNT 7:46  Ar serjanted a respontas: Biskoazh den n'en deus komzet evel an den-se.
John BretonNT 7:47  Neuze ar farizianed a respontas dezho: Bet oc'h c'hwi ivez touellet?
John BretonNT 7:48  Ha bez' ez eus unan bennak eus ar mestroù pe eus ar farizianed hag en defe kredet ennañ?
John BretonNT 7:49  Met ar bobl-mañ n'anavez ket al lezenn, milliget int.
John BretonNT 7:50  Nikodem, an hini a oa deuet en noz da gavout Jezuz hag a oa unan anezho, a lavaras dezho:
John BretonNT 7:51  Ha barn a ra hol lezenn un den hep bezañ e glevet hag hep anavezout ar pezh en deus graet?
John BretonNT 7:52  Int a respontas dezhañ: Bez' out ivez Galileat? Evesha, ha gwel ha profed ebet a zo bet biskoazh savet eus Galilea.
Chapter 8
John BretonNT 8:2  Da c'houloù-deiz e tistroas adarre d'an templ hag an holl bobl a zeuas d'e gavout. O vezañ azezet e kelennas anezho.
John BretonNT 8:3  Ar skribed hag ar farizianed a zegasas dezhañ ur wreg tapet en avoultriezh hag, o vezañ he lakaet en o c'hreiz,
John BretonNT 8:4  e lavarjont dezhañ: Mestr, ar wreg-mañ a zo bet kavet o pec'hiñ dre avoultriezh.
John BretonNT 8:5  Moizez el lezenn en deus gourc'hemennet deomp meinata ar seurt tud-se. Te eta, petra a lavarez?
John BretonNT 8:6  Lavarout a raent kement-se evit e amprouiñ hag evit gallout e damall. Met Jezuz, o daoublegañ, a skrivas gant e viz war an douar, evel ma ne gleve ket.
John BretonNT 8:7  Met evel ma talc'hent d'ober goulennoù outañ, e savas hag e lavaras dezho: An hini ac'hanoc'h a zo hep pec'hed ra daolo ar maen kentañ outi.
John BretonNT 8:8  Hag o taoublegañ a-nevez, e skrivas war an douar.
John BretonNT 8:9  Pa glevjont kement-se, o kaout rebech digant o c'houstiañs, ez ejont kuit an eil goude egile, ar re goshañ da gentañ betek ar re ziwezhañ. Ha Jezuz a chomas e-unan gant ar wreg a oa eno e-kreiz.
John BretonNT 8:10  Jezuz, o vezañ savet hag o gwelout den nemet ar wreg, a lavaras dezhi: Gwreg, pelec'h emañ da damallerien? Ha n'en deus den kondaonet ac'hanout?
John BretonNT 8:11  Hi a lavaras: Den, Aotrou. Jezuz a lavaras dezhi: Ne varnan ket ac'hanout kennebeut, kae ha na bec'h ken.
John BretonNT 8:12  Neuze Jezuz a gomzas c'hoazh dezho hag a lavaras: Me eo sklêrijenn ar bed, an hini a heuilh ac'hanon ne gerzho ket en deñvalijenn, met bez' en devo sklêrijenn ar vuhez.
John BretonNT 8:13  Hag ar farizianed a lavaras dezhañ: Te a ro testeni ac'hanout da-unan, da desteni n'eo ket gwirion.
John BretonNT 8:14  Jezuz a respontas dezho: Petra bennak ma roan testeni ac'hanon va-unan, va zesteni a zo gwirion rak, gouzout a ran a-belec'h on deuet ha pelec'h ez an. Met c'hwi, n'ouzoc'h ket a-belec'h e teuan na pelec'h ez an.
John BretonNT 8:16  Ha mar barnan, va barnedigezh a zo gwirion, rak n'on ket va-unan, met ganin emañ an Tad en deus va c'haset.
John BretonNT 8:17  Skrivet eo en ho lezenn penaos testeni daou zen a zo gwirion.
John BretonNT 8:18  Me eo a ro testeni ac'hanon va-unan, hag an Tad en deus va c'haset a ro ivez testeni ac'hanon.
John BretonNT 8:19  Lavarout a rejont eta dezhañ: Pelec'h emañ da Dad? Jezuz a respontas: N'anavezit na me na va Zad. Mar anavezfec'h ac'hanon, ec'h anavezfec'h ivez va Zad.
John BretonNT 8:20  Jezuz a lavaras ar gerioù-mañ el lec'h ma oa an teñzor, o kelenn en templ. Ha den ne grogas ennañ, rak e eur ne oa ket deuet c'hoazh.
John BretonNT 8:21  Neuze Jezuz a lavaras dezho c'hoazh: Mont a ran kuit hag e klaskot ac'hanon hag e varvot en ho pec'hed. Ne c'hellot ket dont e-lec'h ma'z an.
John BretonNT 8:22  Ar Yuzevien a lavaras eta: Hag en em lazho e-unan, peogwir e lavar: Ne c'hellot ket dont e-lec'h ma'z an.
John BretonNT 8:23  Hag e lavaras dezho: C'hwi a zo eus an traoñ, me a zo eus an nec'h. C'hwi a zo eus ar bed-mañ, me n'on ket eus ar bed-mañ.
John BretonNT 8:24  Setu perak em eus lavaret deoc'h e varvot en ho pec'hedoù, rak ma ne gredit ket emaon, e varvot en ho pec'hedoù.
John BretonNT 8:25  Neuze e lavarjont dezhañ: Piv out-te? Jezuz a lavaras dezho: Ar pezh a lavaran deoc'h abaoe ar penn-kentañ.
John BretonNT 8:26  Kalz a draoù am eus da lavarout ac'hanoc'h ha da varn ennoc'h. Met an hini en deus va c'haset a zo gwirion hag e lavaran d'ar bed ar pezh am eus klevet digantañ.
John BretonNT 8:28  Jezuz a lavaras dezho: Pa ho po savet Mab an den, neuze ec'h anavezot emaon ha penaos ne ran netra ac'hanon va-unan, met e lavaran an traoù evel m'en deus va Zad o desket din.
John BretonNT 8:29  An hini en deus va c'haset a zo ganin. An Tad n'en deus ket va lezet va-unan, abalamour ma ran atav ar pezh a blij dezhañ.
John BretonNT 8:31  Neuze Jezuz a lavaras d'ar Yuzevien o doa kredet ennañ: Mar kendalc'hit em ger, emaoc'h e gwirionez va diskibien.
John BretonNT 8:32  Anavezout a reot ar wirionez hag ar wirionez ho tieubo.
John BretonNT 8:33  Respont a rejont dezhañ: Ni a zo lignez Abraham ha biskoazh n'omp bet sklavourien da zen, penaos e lavarez: Dieubet e viot?
John BretonNT 8:34  Jezuz a respontas dezho: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, an hini en em ro d'ar pec'hed a zo sklavour d'ar pec'hed.
John BretonNT 8:35  Met ar sklavour ne chom ket atav en ti, ar mab a chom ennañ atav.
John BretonNT 8:36  Mar dieub eta ar Mab ac'hanoc'h, e voit dieubet evit gwir.
John BretonNT 8:37  Gouzout a ran ez oc'h lignez Abraham, met e klaskit va lakaat d'ar marv abalamour n'en deus ket va ger a zegemer ennoc'h.
John BretonNT 8:38  Me a lavar ar pezh am eus gwelet e ti va Zad, ha c'hwi ivez a ra ar pezh hoc'h eus gwelet e ti ho tad.
John BretonNT 8:39  Int a respontas dezhañ: Hon tad eo Abraham. Jezuz a lavaras dezho: Ma vijec'h bugale Abraham, c'hwi a raje oberoù Abraham.
John BretonNT 8:40  Met bremañ e glaskit va lakaat d'ar marv, me, un den en deus lavaret deoc'h ar wirionez am eus desket digant Doue. Abraham n'en deus ket graet kement-se.
John BretonNT 8:41  C'hwi a ra oberoù ho tad. Lavarout a rejont dezhañ: N'omp ket bet ganet eus un avoultriezh, un Tad hepken hon eus, Doue eo.
John BretonNT 8:42  Neuze Jezuz a lavaras dezho: Ma vije Doue ho Tad, e karjec'h ac'hanon, rak eus Doue eo ez on hag e teuan. N'on ket deuet ac'hanon va-unan, met eñ eo an hini en deus va c'haset.
John BretonNT 8:43  Perak ne gomprenit ket va lavar? Abalamour na c'hellit ket selaou va ger.
John BretonNT 8:44  Ho tad a ziskennit anezhañ eo an diaoul hag e fell deoc'h ober c'hoantoù ho tad. Muntrer eo bet adalek ar penn-kentañ, ha n'en deus ket kendalc'het er wirionez dre ma n'eus ket a wirionez ennañ. Pa lavar gaou, e komz eus ar pezh a zo ennañ e-unan, rak gaouiat eo ha tad d'ar gaou.
John BretonNT 8:45  Hag abalamour ma lavaran ar wirionez, ne gredit ket ac'hanon.
John BretonNT 8:46  Piv ac'hanoc'h a gendrec'ho ac'hanon a bec'hed? Mar lavaran ar wirionez, perak ne gredit ket ac'hanon?
John BretonNT 8:47  An hini a zo eus Doue a selaou gerioù Doue. Dre-se eo ne selaouit ket, abalamour n'oc'h ket eus Doue.
John BretonNT 8:48  Neuze ar Yuzevien a respontas dezhañ: Ha n'hon eus ket lavaret mat penaos out ur Samaritan hag ez eus un diaoul ennout?
John BretonNT 8:49  Jezuz a respontas: Ne'm eus ket un diaoul met enoriñ a ran va Zad, hag e tizenorit ac'hanon.
John BretonNT 8:50  Met ne glaskan ket va gloar, bez' ez eus unan hag e glask ha barn a ra.
John BretonNT 8:51  E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, mar mir unan bennak va ger, ne welo biken ar marv.
John BretonNT 8:52  Neuze ar Yuzevien a lavaras dezhañ: Bremañ ec'h anavezomp ez eus un diaoul ennout. Abraham a zo marv, ar brofeded ivez, ha te a lavar: Mar mir unan bennak va ger, ne welo biken ar marv.
John BretonNT 8:53  Ha brasoc'h out eget Abraham hon tad hag a zo marv? Ar brofeded ivez a zo marv. Da biv e fell dit en em dremen?
John BretonNT 8:54  Jezuz a respontas: Mar tennan gloar ac'hanon va-unan, va gloar n'eo netra. Va Zad eo an hini a ro gloar din, an hini a lavarit eo ho Toue.
John BretonNT 8:55  N'hoc'h eus ket e anavezet. Met me a anavez anezhañ, ha ma lavarfen n'anavezan ket anezhañ, e vefen ur gaouiad eveldoc'h. Met anavezout a ran anezhañ hag e viran e c'her.
John BretonNT 8:56  Abraham ho tad en deus tridet gant levenez o soñjal e tlee gwelout va deiz. E welet en deus hag eo en em laouenaet.
John BretonNT 8:57  Neuze ar Yuzevien a lavaras dezhañ: Ne'c'h eus ket c'hoazh hanter kant vloaz hag ec'h eus gwelet Abraham?
John BretonNT 8:58  Jezuz a lavaras dezho: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, a-raok ma voe Abraham, emaon.
John BretonNT 8:59  Neuze e kemerjont mein evit o zeurel gantañ, met Jezuz en em guzhas hag a yeas er-maez eus an templ o tremen dre o c'hreiz, hag evel-se ez eas kuit.
Chapter 9
John BretonNT 9:1  Evel ma oa o tremen, e welas un den a oa dall abaoe e c'hanedigezh.
John BretonNT 9:2  E ziskibien a c'houlennas digantañ: Mestr, piv en deus pec'het, hemañ pe e dud, ma'z eo bet ganet dall?
John BretonNT 9:3  Jezuz a respontas: N'en deus ket pec'het nag e dud kennebeut, met evit ma vo disklêriet oberoù Doue ennañ eo.
John BretonNT 9:4  E-pad ma'z eo deiz, eo ret din kas da benn oberoù an hini en deus va c'haset. An noz a zeu, ha den ne c'hell labourat enni.
John BretonNT 9:6  O vezañ lavaret kement-se, e krañchas d'an douar hag e reas fank gant e halv. Neuze ec'h olevas daoulagad an dall gant ar fank-se,
John BretonNT 9:7  hag e lavaras dezhañ: Kae hag en em walc'h e stank Siloa, da lavarout eo: Kaset. Mont a reas di eta, en em walc'has, hag e teuas o welout sklaer.
John BretonNT 9:8  An amezeien hag ar re o doa e welet a-raok pa oa dall a lavaras: N'eo ket hemañ an hini en em zalc'he azezet hag a c'houlenne an aluzen?
John BretonNT 9:9  Darn a lavaras: Eñ eo. Darn all a lavaras: Heñvel eo outañ. Eñ e-unan a lavaras: Me va-unan eo.
John BretonNT 9:10  Int a lavaras eta dezhañ: Penaos eo bet digoret da zaoulagad dit?
John BretonNT 9:11  Respont a reas: Un den a c'halver Jezuz en deus graet fank, en deus olevet gantañ va daoulagad ha lavaret din: Kae da stank Siloa hag en em walc'h. Aet on, hag ez on en em walc'het, hag e welan.
John BretonNT 9:12  Neuze e lavarjont dezhañ: Pelec'h emañ an den-se? Eñ a lavaras: N'ouzon ket.
John BretonNT 9:13  Kas a rejont d'ar farizianed an hini a oa bet dall.
John BretonNT 9:14  Un deiz sabad e oa p'en doa Jezuz graet ar fank hag en doa digoret e zaoulagad dezhañ.
John BretonNT 9:15  Ar farizianed a c'houlennas eta digantañ ivez penaos en doa adkavet ar gweled. Eñ a lavaras dezho: Lakaet en deus fank din war va daoulagad, hag ez on en em walc'het, hag e welan.
John BretonNT 9:16  Neuze hiniennoù eus ar farizianed a lavaras: An den-se n'eo ket a-berzh Doue pa ne vir ket ar sabad. Reoù all a lavaras: Penaos e c'hell un den a zo pec'her ober hevelep mirakloù? Hag e oant dizunvan etrezo.
John BretonNT 9:17  Lavarout a rejont c'hoazh d'an dall: Te, petra a lavarez eus an hini en deus digoret dit da zaoulagad? Eñ a lavaras: Ur profed eo.
John BretonNT 9:18  Koulskoude ar Yuzevien ne gredjont ket e oa bet an den-se dall hag e oa bet digoret e zaoulagad dezhañ, ken ma lakajont gervel e dud.
John BretonNT 9:19  Hag e c'houlennjont diganto, o lavarout: Hag hennezh eo ho mab a lavarit eo bet ganet dall? Penaos eta e wel bremañ?
John BretonNT 9:20  E dud a respontas dezho: Gouzout a reomp ez eo hor mab hag ez eo bet ganet dall,
John BretonNT 9:21  met n'ouzomp ket penaos e wel bremañ, ha n'ouzomp ket piv en deus digoret dezhañ e zaoulagad. Oad en deus, goulennit digantañ, komz a raio e-unan eus ar pezh a sell outañ.
John BretonNT 9:22  E dud a lavaras kement-se o vezañ m'o doa aon rak ar Yuzevien. Ar Yuzevien o doa dija lakaet penaos piv bennak a anavezje anezhañ evit ar C'hrist, a vije kaset kuit eus ar sinagogenn.
John BretonNT 9:23  Abalamour da-se eo e lavaras e dud: Oad en deus, goulennit digantañ.
John BretonNT 9:24  Gervel a rejont eta evit an eil wech an den a oa bet dall hag e lavarjont dezhañ: Ro gloar da Zoue, ni a oar ez eo an den-se ur pec'her.
John BretonNT 9:25  Neuze e respontas: N'ouzon ket hag-eñ eo ur pec'her. Un dra a ouzon, penaos e oan dall ha bremañ e welan.
John BretonNT 9:26  Lavarout a rejont c'hoazh dezhañ: Petra en deus graet dit? Penaos en deus digoret da zaoulagad dit?
John BretonNT 9:27  Respont a reas dezho: Henn lavaret em eus dija deoc'h ha n'hoc'h eus ket selaouet. Perak e fell deoc'h henn klevout a-nevez? C'hoantaat a rit ivez dont da vezañ e ziskibien?
John BretonNT 9:28  Neuze e tismegañsjont anezhañ hag e lavarjont: Te eo a zo e ziskibl, evidomp, ni a zo diskibien Moizez.
John BretonNT 9:29  Ni a oar en deus Doue komzet ouzh Moizez, met hemañ, n'ouzomp ket a-belec'h eo.
John BretonNT 9:30  An den a respontas: Un dra souezhus eo na ouezfec'h ket a-belec'h eo, hag en deus digoret va daoulagad din.
John BretonNT 9:31  Ni a oar penaos Doue ne selaou ket ar pec'herien, met mar deu unan bennak da zoujañ Doue ha da ober e volontez, e selaou anezhañ.
John BretonNT 9:32  N'eo ket bet klevet betek vremañ penaos en defe den digoret e zaoulagad d'un den ganet dall.
John BretonNT 9:33  Ma ne vije ket hemañ eus Doue, ne c'hellfe ober netra.
John BretonNT 9:34  Respont a rejont dezhañ: Te a zo bet ganet holl er pec'hed hag e kelennez ac'hanomp! Hag e kasjont anezhañ kuit.
John BretonNT 9:35  Jezuz a glevas o doa e gaset kuit hag, o vezañ en em gavet gantañ, e lavaras dezhañ: Ha krediñ a rez e Mab Doue?
John BretonNT 9:36  Hag e respontas: Piv eo, Aotrou, evit ma kredin ennañ?
John BretonNT 9:37  Jezuz a lavaras dezhañ: E welet ec'h eus, eñ e-unan eo an hini a gomz ouzhit.
John BretonNT 9:38  Hag e lavaras: Krediñ a ran, Aotrou, hag ec'h azeulas anezhañ.
John BretonNT 9:39  Jezuz a lavaras: Me a zo deuet er bed-mañ evit ur varnedigezh, evit ma welo ar re na welont ket, ha ma teuio ar re a wel da vezañ dall.
John BretonNT 9:40  Hiniennoù eus ar farizianed a oa gantañ, o klevout kement-se, a lavaras dezhañ: Ha ni, ha dall omp ivez?
John BretonNT 9:41  Jezuz a lavaras dezho: Ma vefec'h dall, n'ho pefe ket a bec'hed. Met bremañ e lavarit: Gwelout a reomp. Abalamour da gement-se ho pec'hed a chom.
Chapter 10
John BretonNT 10:1  E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, an hini na ya ket e kraou an deñved dre an nor, met a bign dre ul lec'h all, a zo ul laer hag ur brigant.
John BretonNT 10:2  Met an hini a ya dre an nor a zo mesaer an deñved.
John BretonNT 10:3  Ar porzhier a zigor dezhañ an nor hag an deñved a glev e vouezh. Gervel a ra e zeñved e-unan dre o anv hag e kas anezho er-maez.
John BretonNT 10:4  Pa en deus degaset er-maez e zeñved e-unan, e kerzh a-raok dezho, hag an deñved a heuilh anezhañ abalamour ma'c'h anavezont e vouezh.
John BretonNT 10:5  Met ne heuilhint ket un diavaeziad, tec'hout a raint kentoc'h, dre ma n'anavezont ket mouezh an diavaezidi.
John BretonNT 10:6  Jezuz a lavaras dezho ar barabolenn-se, met ne gomprenjont ket ar pezh a lavare dezho.
John BretonNT 10:7  Neuze Jezuz a lavaras dezho c'hoazh: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, me eo dor an deñved.
John BretonNT 10:8  Ar re holl a zo deuet a-raok din a zo laeron ha briganted, met an deñved n'o deus ket o selaouet.
John BretonNT 10:9  Me eo an nor. Mar deu e-barzh unan bennak drezon, e vo salvet. Dont ha mont a raio hag e kavo peurvan.
John BretonNT 10:10  Al laer ne zeu nemet evit laerezh, lazhañ ha distrujañ. Me a zo deuet evit m'o devo ar vuhez, ha m'o devo anezhi gant fonnuster.
John BretonNT 10:11  Me eo ar mesaer mat. Ar mesaer mat a ro e vuhez evit e zeñved.
John BretonNT 10:12  Met an devezhour n'eo ket ar mesaer hag an deñved n'int ket dezhañ. Pa wel ar bleiz o tont, e tilez an deñved hag e tec'h. Ar bleiz a grog en deñved hag a stlabez anezho.
John BretonNT 10:13  An devezhour a dec'h, abalamour ma'z eo devezhour ha na gemer ket preder eus an deñved.
John BretonNT 10:14  Me eo ar mesaer mat, me a anavez va hini hag anavezet on gant va hini.
John BretonNT 10:15  Evel ma'c'h anavez an Tad ac'hanon, ec'h anavezan ivez an Tad. Ha reiñ a ran va buhez evit an deñved.
John BretonNT 10:16  Deñved all am eus ha n'int ket eus ar c'hraou-mañ. Ret eo din degas anezho ivez hag e klevint va mouezh. Hag e vo un tropell hepken hag ur mesaer hepken.
John BretonNT 10:17  Dre gement-mañ eo e kar va Zad ac'hanon, o vezañ ma lezan va buhez evit hec'h adkemer.
John BretonNT 10:18  Den ne lam anezhi diganin, me a lez anezhi ac'hanon va-unan. Ar galloud am eus d'he lezel hag ar galloud d'hec'h adkemer, an urzh-se am eus bet digant va Zad.
John BretonNT 10:19  Neuze e voe dizunvaniezh adarre etre ar Yuzevien, abalamour d'ar gerioù-se.
John BretonNT 10:20  Kalz anezho a lavaras: Un diaoul en deus, diskiantet eo. Perak e selaouit anezhañ?
John BretonNT 10:21  Re all a lavaras: Ar gerioù-se n'int ket eus un den dalc'het gant un diaoul. Hag un diaoul a c'hell digeriñ daoulagad ar re dall?
John BretonNT 10:22  Bez' e oa e Jeruzalem gouel an Dedi. Ar goañv a oa.
John BretonNT 10:23  Evel ma kerzhe Jezuz en templ dindan porched Salomon,
John BretonNT 10:24  ar Yuzevien en em zastumas en-dro dezhañ hag a lavaras dezhañ: Betek pegeit e talc'hi hon ene en douetañs? Mar d-out ar C'hrist, lavar deomp splann.
John BretonNT 10:25  Jezuz a respontas dezho: Henn lavaret em eus deoc'h ha ne gredit ket. An oberoù a ran en anv va Zad a ro testeni ac'hanon.
John BretonNT 10:26  Met ne gredit ket abalamour n'oc'h ket eus va deñved, evel ma em eus lavaret deoc'h.
John BretonNT 10:27  Va deñved a glev va mouezh, anavezout a ran anezho hag e teuont war va lerc'h.
John BretonNT 10:28  Me a ro dezho ar vuhez peurbadus. Biken ne vint kollet ha den n'o lamo eus va dorn.
John BretonNT 10:29  Va Zad en deus o roet din, ha brasoc'h eo eget an holl. Den ne c'hell o lemel eus dorn va Zad.
John BretonNT 10:31  Neuze ar Yuzevien a gemeras a-nevez mein evit e veinata.
John BretonNT 10:32  Jezuz a lavaras dezho: Diskouezet em eus kalz a oberoù mat a-berzh va Zad, evit pehini anezho e veinatait ac'hanon?
John BretonNT 10:33  Ar Yuzevien a respontas dezhañ: N'eo ket evit un ober mat e veinataomp ac'hanout, met evit ur gwallgomz: rak n'out nemet un den, hag en em rez Doue.
John BretonNT 10:34  Jezuz a respontas dezho: Ha n'eo ket skrivet en ho lezenn: Lavaret em eus: C'hwi a zo doueed?
John BretonNT 10:35  Mar he deus galvet doueed ar re ma oa bet kaset dezho ger Doue, hag ar Skritur ne c'hell ket bezañ torret,
John BretonNT 10:36  perak e lavarit e wallgomzan, me an hini en deus an Tad santelaet ha kaset er bed, abalamour ma em eus lavaret: Me eo Mab Doue?
John BretonNT 10:37  Ma ne ran ket oberoù va Zad, na gredit ket ac'hanon.
John BretonNT 10:38  Met mar o gran, ha pa ne gredfec'h ket ac'hanon, kredit da'm oberoù, evit ma'c'h anavezot ha ma kredot ez eo an Tad ennon hag ez on ennañ.
John BretonNT 10:39  Neuze e klaskjont c'hoazh kregiñ ennañ, met en em dennas eus o daouarn.
John BretonNT 10:40  Mont a reas a-nevez en tu all d'ar Jordan, e-lec'h ma oa Yann o vadeziñ da gentañ, hag e chomas eno.
John BretonNT 10:41  Kalz a dud a zeuas d'e gavout hag a lavaras: Yann, evit gwir, n'en deus graet mirakl ebet, met kement en deus Yann lavaret diwar-benn hemañ a zo gwir.
Chapter 11
John BretonNT 11:1  Bez' e oa ur c'hlañvour, Lazar a Vetania, kêriadenn Mari ha Marta he c'hoar.
John BretonNT 11:2  Mari a oa an hini a olevas an Aotrou gant c'hwezh-vat hag a dorchas e dreid gant he blev. Lazar he breur a oa klañv.
John BretonNT 11:3  Ar c'hoarezed eta a gasas da lavarout dezhañ: Aotrou, setu, an hini a garez a zo klañv.
John BretonNT 11:4  Pa glevas Jezuz kement-se e lavaras: Ar c'hleñved-se ne gas ket d'ar marv, met evit gloar Doue eo, evit ma resevo Mab Doue gloar a gement-se.
John BretonNT 11:6  Koulskoude, pa glevas e oa klañv hemañ, e chomas daou zevezh c'hoazh el lec'h ma oa,
John BretonNT 11:7  ha neuze e lavaras d'an diskibien: Distroomp e Judea.
John BretonNT 11:8  An diskibien a lavaras dezhañ: Mestr, ar Yuzevien a glaske n'eus ket pell da veinata, hag e tistroez di!
John BretonNT 11:9  Jezuz a respontas dezho: Ha n'eus ket daouzek eur en deiz? Mar kerzh unan bennak e-pad an deiz, ne strebot ket, abalamour ma wel sklêrijenn ar bed-mañ.
John BretonNT 11:10  Met mar kerzh unan bennak e-pad an noz, e strebot, abalamour n'eus ket a sklêrijenn ennañ.
John BretonNT 11:11  Komz a reas evel-se ha goude e lavaras dezho: Lazar hor mignon a gousk, met mont a ran d'e zihuniñ.
John BretonNT 11:12  E ziskibien a lavaras eta: Aotrou, mar kousk, e vo yac'haet.
John BretonNT 11:13  Jezuz en doa komzet eus e marv, met int a grede e komze eus diskuizh ar c'housked.
John BretonNT 11:14  Neuze Jezuz a lavaras dezho sklaer: Lazar a zo marv.
John BretonNT 11:15  Hag ez eus levenez ganin abalamour deoc'h dre ne oan ket eno, evit ma kredot. Met deomp d'e gavout.
John BretonNT 11:16  Neuze Tomaz galvet Didim a lavaras d'an diskibien all: Deomp, ni ivez, evit mervel gantañ.
John BretonNT 11:17  Jezuz, o vezañ erruet, a gavas Lazar er bez abaoe dija pevar devezh.
John BretonNT 11:18  Betania a oa war-dro pemzek stadenn (~ 2.8 km) eus Jeruzalem,
John BretonNT 11:19  ha kalz a Yuzevien a oa deuet da gavout Marta ha Mari evit o frealziñ diwar-benn o breur.
John BretonNT 11:20  Pa ouezas Marta e teue Jezuz, ez eas a-raok dezhañ, met Mari a chomas azezet er gêr.
John BretonNT 11:21  Marta a lavaras da Jezuz: Aotrou, ma vijes bet amañ, va breur ne vije ket marvet.
John BretonNT 11:22  Met anavezout a ran penaos bremañ c'hoazh, kement holl a c'houlenni digant Doue, Doue en roio dit.
John BretonNT 11:24  Marta a respontas dezhañ: Gouzout a ran ec'h adsavo da vev da adsavidigezh, en deiz diwezhañ.
John BretonNT 11:25  Jezuz a lavaras dezhi: Me eo an adsavidigezh hag ar vuhez, an hini a gred ennon, ha pa vefe marv, a vevo.
John BretonNT 11:26  Ha piv bennak a vev hag a gred ennon ne varvo biken. Hag e kredez kement-se?
John BretonNT 11:27  Hi a lavaras dezhañ: Ya Aotrou, me a gred ez out ar C'hrist, Mab Doue a dlee dont er bed.
John BretonNT 11:28  P'he doe lavaret kement-se, ez eas hag e c'halvas Mari he c'hoar e-kuzh hag e lavaras: Ar Mestr a zo amañ hag a c'halv ac'hanout.
John BretonNT 11:29  Houmañ, o vezañ klevet anezhi, a savas buan hag a yeas d'e gavout.
John BretonNT 11:30  Jezuz ne oa ket c'hoazh aet er bourc'h, met e oa el lec'h ma oa deuet Marta a-raok dezhañ.
John BretonNT 11:31  Ar Yuzevien a oa gant Mari en ti ouzh he frealziñ, pa weljont e oa savet ken buan hag e oa aet er-maez, a heuilhjont anezhi, o lavarout: Mont a ra da ouelañ d'ar bez.
John BretonNT 11:32  Pa voe deuet Mari el lec'h ma oa Jezuz ha pa welas anezhañ, en em daolas d'e dreid hag e lavaras dezhañ: Aotrou, ma vijes bet amañ, va breur ne vije ket marvet.
John BretonNT 11:33  Pa welas Jezuz anezhi o ouelañ, hi hag ar Yuzevien a oa deuet ganti, e huanadas en e spered hag e voe trubuilhet.
John BretonNT 11:34  Hag e lavaras: Pelec'h hoc'h eus e lakaet? Int a lavaras dezhañ: Aotrou, deus ha gwel.
John BretonNT 11:36  Neuze ar Yuzevien a lavaras: Gwelit penaos e kare anezhañ.
John BretonNT 11:37  Hiniennoù anezho a lavaras: Eñ hag en deus digoret daoulagad an den dall, ha ne c'helle ket ober ivez na varvje ket hemañ?
John BretonNT 11:38  Neuze Jezuz, o huanadiñ a-nevez ennañ e-unan, a zeuas d'ar bez. Ur c'hev e oa hag ur maen a oa bet lakaet warnañ.
John BretonNT 11:39  Jezuz a lavaras: Lamit ar maen. Marta, c'hoar an hini marv, a lavaras dezhañ: Aotrou, c'hwez a zo dija gantañ rak aze emañ abaoe pevar devezh zo.
John BretonNT 11:40  Jezuz a lavaras dezhi: Ha ne'm eus ket lavaret dit penaos mar kredez, e weli gloar Doue?
John BretonNT 11:41  Lemel a rejont eta ar maen eus al lec'h ma oa gourvezet an hini marv. Jezuz, o sevel e zaoulagad war-zu an neñv, a lavaras: Tad, da drugarekaan peogwir ec'h eus va selaouet.
John BretonNT 11:42  Gouzout a ran e selaouez ac'hanon atav, met henn lavaret em eus abalamour d'ar bobl-mañ a zo en-dro din, evit ma kredint ec'h eus va degaset.
John BretonNT 11:43  Goude bezañ lavaret kement-se, e krias a vouezh uhel: Lazar, deus er-maez!
John BretonNT 11:44  Hag an hini marv a zeuas er-maez, e dreid hag e zaouarn ereet gant bandennoù, e zremm goloet gant ul lienenn. Jezuz a lavaras dezho: Diereit anezhañ ha lezit eñ da vont.
John BretonNT 11:45  Neuze, kalz eus ar Yuzevien a oa deuet da gavout Mari, pa weljont ar pezh en doa graet Jezuz, a gredas ennañ.
John BretonNT 11:46  Met hiniennoù anezho a yeas da gavout ar farizianed hag a lavaras dezho ar pezh en doa graet Jezuz.
John BretonNT 11:47  Neuze ar veleien vras hag ar farizianed a zastumas ar sanedrin hag a lavaras: Petra a raimp? Rak an den-se a ra kalz a virakloù.
John BretonNT 11:48  Mar en lezomp d'ober, an holl a gredo ennañ, hag ar Romaned a zeuio hag a zistrujo hol lec'h hag hor broad.
John BretonNT 11:49  Met unan anezho, Kaifaz, hag a oa beleg-meur er bloavezh-se, a lavaras dezho: C'hwi n'ouzoc'h netra,
John BretonNT 11:50  ha ne soñjit ket penaos eo gwelloc'h da un den hepken mervel evit ar bobl eget na vefe kollet ar vroad holl?
John BretonNT 11:51  Hogen ne lavaras ket kement-se anezhañ e-unan, met o vezañ beleg-meur er bloaz-se, e tiouganas penaos e tlee Jezuz mervel evit ar vroad,
John BretonNT 11:52  ha ne oa ket evit ar vroad hepken, met ivez evit dastum en unan hepken mibien Doue a-stlabez.
John BretonNT 11:53  Adalek an deiz-se en em guzuilhjont evit e lakaat d'ar marv.
John BretonNT 11:54  Neuze Jezuz n'en em ziskouezas mui dirak an holl e-touez ar Yuzevien, met mont a reas ac'hane en ur vro tost d'al lec'h distro, d'ur gêr galvet Efraim. Hag e chomas eno gant e ziskibien.
John BretonNT 11:55  Pask ar Yuzevien a oa tost ha kalz a dud eus ar vro a bignas da Jeruzalem a-raok ar Pask evit en em c'hlanaat.
John BretonNT 11:56  Klask a rejont Jezuz hag, oc'h en em zerc'hel en templ, e lavarjont an eil d'egile: Petra a soñjit? Ha ne zeuio ket d'ar gouel?
John BretonNT 11:57  Ar veleien vras hag ar farizianed o doa roet urzh, ma ouije unan bennak pelec'h e oa, en lavarje, evit ma krogjed ennañ.
Chapter 12
John BretonNT 12:1  C'hwec'h devezh a-raok ar Pask, Jezuz a zeuas da Vetania, e-lec'h ma oa Lazar, an hini a oa bet marv hag en doa adsavet a-douez ar re varv.
John BretonNT 12:2  Aozet e voe dezhañ eno ur goan. Marta a servije ha Lazar a oa unan eus ar re a oa ouzh taol gantañ.
John BretonNT 12:3  Neuze Mari, o vezañ kemeret ul lur (~ 330 g) c'hwezh-vat a nard pur eus ur priz bras, a olevas ganti treid Jezuz hag a dorchas e dreid gant he blev. An ti a voe leuniet gant c'hwezh an traet-se.
John BretonNT 12:4  Neuze Judaz Iskariod mab Simon, unan eus e ziskibien, an hini a dlee e zroukreiñ, a lavaras:
John BretonNT 12:5  Perak n'eo ket bet gwerzhet ar c'hwezh-vat-se tri c'hant diner (1 diner = pezh arc'hant roman war-dro 4 g) evit o reiñ d'ar beorien?
John BretonNT 12:6  Lavarout a rae kement-se, n'eo ket m'en doa preder ouzh ar beorien, met abalamour ma oa laer hag, o terc'hel ar yalc'h, e kemere ar pezh a lakaed enni.
John BretonNT 12:7  Neuze Jezuz a lavaras: Lez anezhi, miret he deus ar c'hwezh-vat-se evit deiz va beziadur.
John BretonNT 12:8  Rak ho po bepred ar beorien ganeoc'h, met n'ho po ket atav ac'hanon.
John BretonNT 12:9  Ur vandenn vras a Yuzevien o vezañ gouezet e oa eno, a zeuas, nann hepken abalamour da Jezuz, met ivez evit gwelout Lazar en doa adsavet a-douez ar re varv.
John BretonNT 12:10  Ar veleien vras en em guzulias da lakaat ivez Lazar d'ar marv,
John BretonNT 12:11  rak kalz eus ar Yuzevien a bellaas diouto en abeg dezhañ hag a gredas e Jezuz.
John BretonNT 12:12  An deiz war-lerc'h, ul lod bras a dud deuet evit ar gouel, o klevout e teue Jezuz da Jeruzalem,
John BretonNT 12:13  a gemeras brankoù palmez hag a yeas a-raok dezhañ, o krial: Hozanna! Benniget ra vo roue Israel a zeu en anv an Aotrou!
John BretonNT 12:14  Jezuz, o vezañ kavet un azenig, a bignas warnañ, hervez ma'z eo skrivet:
John BretonNT 12:15  Na'z pez ket aon, merc'h Sion, setu, da roue a zeu, pignet war ebeul un azenez.
John BretonNT 12:16  E ziskibien ne gomprenjont ket da gentañ kement-se, met pa voe roet gloar da Jezuz, neuze e teuas da soñj dezho penaos e oa bet skrivet an traoù-se diwar e benn hag e oant en em gavet gantañ.
John BretonNT 12:17  Ar vandenn a oa gantañ p'en doa galvet Lazar eus ar bez ha p'en doa e adsavet a-douez ar re varv, a roe testeni dezhañ.
John BretonNT 12:18  Abalamour ivez m'en doa anavezet ar bobl penaos en doa graet ar mirakl-se e oant aet a-raok dezhañ.
John BretonNT 12:19  Ar farizianed a lavaras eta etrezo: Gwelout a rit na c'hounezit netra, setu, an dud o deus aet war e lerc'h.
John BretonNT 12:20  Bez' e oa un toullad Gresianed e-touez ar re a oa pignet evit azeuliñ e-pad ar gouel.
John BretonNT 12:21  Dont a rejont da gavout Filip eus Betsaida e Galilea hag e c'houlennjont dioutañ: Aotrou, ni a garfe gwelout Jezuz.
John BretonNT 12:22  Filip a zeuas hag en lavaras da Andrev, hag Andrev ha Filip en lavaras da Jezuz.
John BretonNT 12:23  Jezuz a respontas dezho: An eur a zo deuet ma tle Mab an den resev gloar.
John BretonNT 12:24  E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, ma ne varv ket ar c'hreunenn winizh a gouezh d'an douar, e chom hec'h-unan. Met mar marv, e toug kalz a frouezh.
John BretonNT 12:25  An hini a gar e vuhez he c'hollo, hag an hini a gasa e vuhez er bed-mañ he miro evit ar vuhez peurbadus.
John BretonNT 12:26  Mar servij unan bennak ac'hanon, ra zeuio war va lerc'h, hag e-lec'h ma'z on, eno e vo ivez va servijer. Mar servij unan bennak ac'hanon, an Tad a enoro anezhañ.
John BretonNT 12:27  Bremañ va ene a zo trubuilhet. Ha petra a lavarin? Tad, savete ac'hanon eus an eur-mañ? Met evit kement-se eo ez on deuet en eur-mañ.
John BretonNT 12:28  Tad, ro gloar da'z anv! Neuze e teuas ur vouezh eus an neñv: Ha roet em eus gloar dezhañ, hag e roin gloar dezhañ c'hoazh.
John BretonNT 12:29  Ar bobl a oa eno hag o doa klevet a lavaras e oa ar c'hurun. Re all a lavaras: Un ael en deus komzet outañ.
John BretonNT 12:30  Jezuz a gemeras ar gomz hag a lavaras: N'eo ket evidon eo deuet ar vouezh-se, met evidoc'h.
John BretonNT 12:31  Bremañ en em ra barnedigezh ar bed-mañ, bremañ priñs ar bed-mañ a vo taolet er-maez.
John BretonNT 12:32  Ha me, pa vin bet savet eus an douar, e tennin an holl da'm c'havout.
John BretonNT 12:33  Hogen e lavaras kement-se evit merkañ dre beseurt marv e tlee mervel.
John BretonNT 12:34  Ar bobl a respontas dezhañ: Desket hon eus dre al lezenn e tle ar C'hrist chom da viken. Penaos eta e lavarez ez eo ret da Vab an den bezañ savet? Piv eo ar Mab an den-se?
John BretonNT 12:35  Neuze Jezuz a lavaras dezho: Ar sklêrijenn a zo c'hoazh ganeoc'h evit un nebeud amzer. Kerzhit e-pad m'hoc'h eus ar sklêrijenn, gant aon na zeufe an deñvalijenn d'ho soupren. An hini a gerzh en deñvalijenn ne oar ket pelec'h ez a.
John BretonNT 12:36  E-pad m'hoc'h eus ar sklêrijenn, kredit er sklêrijenn, evit ma viot bugale ar sklêrijenn. Jezuz a lavaras an traoù-se, ha goude ez eas kuit hag en em guzhas diouto.
John BretonNT 12:37  Met evitañ da vezañ graet kement a virakloù dirazo, ne gredjont ket ennañ,
John BretonNT 12:38  evit ma vije peurc'hraet ar ger en doa ar profed Izaia lavaret: Aotrou, piv en deus kredet d'hor prezegenn? Ha da biv eo bet diskuliet brec'h an Aotrou?
John BretonNT 12:39  Evel-se ne c'hellent ket krediñ, rak Izaia en deus lavaret c'hoazh:
John BretonNT 12:40  Dallet en deus o daoulagad ha kaletaet o c'halon, gant aon na zeufe o daoulagad da welout, o c'halon da gompren, na zistrofent, ha na yac'hafen anezho.
John BretonNT 12:41  Izaia a lavaras an traoù-mañ, pa welas e c'hloar ha pa gomzas diwar e benn.
John BretonNT 12:42  Koulskoude, kalz e-touez ar re vras zoken a gredas ennañ, met n'anzavjont ket kement-se abalamour d'ar farizianed, gant aon da vezañ kaset kuit eus ar sinagogenn,
John BretonNT 12:43  rak karout a raent muioc'h ar gloar a zeu eus an dud eget gloar Doue.
John BretonNT 12:44  Jezuz a grias hag a lavaras: An hini a gred ennon, ne gred ket ennon met en hini en deus va c'haset,
John BretonNT 12:45  hag an hini a wel ac'hanon a wel an hini an deus va c'haset.
John BretonNT 12:46  Me a zo deuet er bed evel ur sklêrijenn, evit na chomo ket en deñvalijenn an neb a gred ennon.
John BretonNT 12:47  Mar klev unan bennak va gerioù ha ne gred ket, ne varnan ket anezhañ, rak n'on ket deuet evit barn ar bed, met evit saveteiñ ar bed.
John BretonNT 12:48  An hini na'm degemer ket ha na zegemer ket va gerioù en deus e varner, ar ger am eus prezeget eo, a varno anezhañ d'an deiz diwezhañ.
John BretonNT 12:49  Rak n'eo ket ac'hanon va-unan em eus komzet, met an Tad en deus va c'haset, en deus gourc'hemennet din ar pezh a dleen lavarout ha prezeg.
John BretonNT 12:50  Hag anavezout a ran penaos e c'hourc'hemenn a zo ar vuhez peurbadus. An traoù a lavaran eta, a lavaran evel m'en deus an Tad o lavaret din.
Chapter 13
John BretonNT 13:1  A-raok gouel ar Pask, Jezuz, oc'h anavezout e oa deuet e eur evit tremen eus ar bed-mañ d'an Tad, goude bezañ karet e re a oa er bed, o c'haras betek an diwezh.
John BretonNT 13:2  Da ziwezh ar goan, an diaoul o vezañ lakaet dija e kalon Judaz Iskariod mab Simon ar soñj d'e zroukreiñ,
John BretonNT 13:3  Jezuz, oc'h anavezout en doa an Tad lakaet pep tra etre e zaouarn, hag e oa deuet eus Doue hag e tistroe da Zoue,
John BretonNT 13:4  a savas diouzh koan, a lamas e zilhad, hag, o vezañ kemeret ul lienenn, en em c'hourizas ganti.
John BretonNT 13:5  Goude-se e lakaas dour en ur billig hag en em lakaas da walc'hiñ treid an diskibien ha d'o zorchañ gant al lienenn a oa en-dro dezhañ.
John BretonNT 13:6  Dont a reas eta da Simon-Pêr, hag hemañ a lavaras dezhañ: Aotrou, ha te a walc'hfe va zreid din!
John BretonNT 13:7  Jezuz a respontas dezhañ: N'ouzout ket bremañ ar pezh a ran, met henn gouzout a ri diwezhatoc'h.
John BretonNT 13:8  Pêr a lavaras dezhañ: Biken ne walc'hi va zreid din. Jezuz a respontas dezhañ: Ma ne walc'han ket ac'hanout, ne'c'h eus ket lod ganin.
John BretonNT 13:9  Simon-Pêr a lavaras dezhañ: Aotrou, nann hepken va zreid, met ivez va daouarn ha va fenn.
John BretonNT 13:10  Jezuz a lavaras dezhañ: An hini a zo bet gwalc'het en deus ezhomm e vefe gwalc'het dezhañ e zreid hepken, hag emañ glan penn-da-benn. Ha c'hwi a zo glan, met n'oc'h ket holl.
John BretonNT 13:11  Rak gouzout a rae piv oa an hini a dlee e zroukreiñ, abalamour da-se e lavaras: N'oc'h ket glan holl.
John BretonNT 13:12  Goude eta m'en doe gwalc'het o zreid dezho ha m'en doe adkemeret e zilhad, en em lakaas adarre ouzh taol hag e lavaras dezho: Ha gouzout a rit ar pezh am eus graet deoc'h?.
John BretonNT 13:13  Va c'hervel a rit Mestr hag Aotrou, ha gwir a lavarit rak bez' ez on.
John BretonNT 13:14  Mar em eus eta gwalc'het ho treid deoc'h, me an Aotrou hag ar Mestr, c'hwi a dle ivez gwalc'hiñ ho treid an eil d'egile.
John BretonNT 13:15  Rak roet em eus deoc'h ur skouer, evit ma reot evel ma em eus graet deoc'h.
John BretonNT 13:16  E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, ar servijer n'eo ket brasoc'h eget e vestr, nag an abostol (= an hini kaset) brasoc'h eget an hini en deus e gaset.
John BretonNT 13:17  Mar gouzoc'h an traoù-se, ez oc'h eürus, gant ma sentot outo.
John BretonNT 13:18  Ne gomzan ket ac'hanoc'h holl. Gouzout a ran ar re am eus dibabet. Met ret eo d'ar Skritur bezañ peurc'hraet: An hini a zebr bara ganin en deus savet e droad em enep.
John BretonNT 13:19  Me en lavar deoc'h adalek bremañ, a-raok ma'c'h erruo an dra, evit pa c'hoarvezo, ma kredot emaon.
John BretonNT 13:20  E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, an hini a zegemer an hini am bo kaset a zegemer ac'hanon, hag an hini a zegemer ac'hanon a zegemer an hini en deus va c'haset.
John BretonNT 13:21  P'en doe Jezuz lavaret kement-se, e voe trubuilhet en e spered hag e roas an testeni-mañ: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, unan ac'hanoc'h am droukroio.
John BretonNT 13:22  An diskibien a sellas an eil ouzh egile o vezañ ne ouient ket a biv eo e komze.
John BretonNT 13:23  Unan eus e ziskibien, a oa karet gant Jezuz, a oa astennet harp ouzh bruched Jezuz.
John BretonNT 13:24  Simon-Pêr a reas sin dezhañ da c'houlenn eus piv e komze.
John BretonNT 13:25  Eñ, o vezañ pleget war vruched Jezuz, a lavaras dezhañ: Aotrou, piv eo?
John BretonNT 13:26  Jezuz a respontas: An hini a roin dezhañ an tamm soubet. Hag, o vezañ soubet un tamm, e roas anezhañ da Judaz Iskariod mab Simon.
John BretonNT 13:27  War-lerc'h an tamm, Satan a yeas ennañ. Neuze Jezuz a lavaras dezhañ: Gra raktal ar pezh a rez.
John BretonNT 13:28  Met hini ebet eus ar re a oa ouzh taol ne gomprenas perak e lavaras kement-se dezhañ.
John BretonNT 13:29  Hiniennoù a soñjas penaos, evel ma oa ar yalc'h gant Judaz, e lavare Jezuz dezhañ: Pren ar pezh hon eus ezhomm evit ar gouel, pe da reiñ un dra bennak d'ar beorien.
John BretonNT 13:30  O vezañ eta resevet an tamm, eñ a yeas kuit raktal. Noz e oa.
John BretonNT 13:31  Pa voe aet kuit, Jezuz a lavaras: Bremañ roet eo bet gloar da Vab an den ha roet eo bet gloar da Zoue ennañ.
John BretonNT 13:32  Mar d-eo bet roet gloar da Zoue ennañ, Doue a roio gloar dezhañ ivez ennañ e-unan hag e roio gloar dezhañ prest.
John BretonNT 13:33  Va bugale vihan, me a zo c'hoazh ganeoc'h evit un nebeud amzer. C'hwi am c'hlasko hag, evel ma em eus lavaret d'ar Yuzevien: Ne c'hellit ket dont e-lec'h ma'z an, deoc'h ivez en lavaran bremañ.
John BretonNT 13:34  Reiñ a ran deoc'h ur gourc'hemenn nevez: Ma en em garot an eil egile evel ma em eus ho karet, ma en em garot ivez an eil egile.
John BretonNT 13:35  Dre gement-mañ ec'h anavezo an holl ez oc'h va diskibien, ma hoc'h eus karantez an eil evit egile.
John BretonNT 13:36  Simon-Pêr a lavaras dezhañ: Aotrou, pelec'h ez-te? Jezuz a respontas dezhañ: E-lec'h ma'z an, ne c'hellez ket va heuliañ bremañ, met te am heulio diwezhatoc'h.
John BretonNT 13:37  Pêr a lavaras dezhañ: Aotrou, perak ne c'hellan ket da heuliañ bremañ? Me a rofe va buhez evidout.
John BretonNT 13:38  Jezuz a respontas dezhañ: Te a rofe da vuhez evidon? E gwirionez, e gwirionez, me a lavar dit, ne gano ket ar c'hilhog na'z po va dinac'het teir gwech.
Chapter 14
John BretonNT 14:1  Na lezit ket ho kalon da vezañ trubuilhet. Kredit e Doue, kredit ivez ennon.
John BretonNT 14:2  Bez' ez eus meur a chomlec'h e ti va Zad. Ma ne vefe ket, em bije henn lavaret deoc'h. Mont a ran da gempenn ul lec'h deoc'h.
John BretonNT 14:3  Pa vin aet kuit ha pa em bo kempennet ul lec'h deoc'h, e tistroin hag ho kemerin ganin, evit el lec'h m'emaon e viot c'hwi ivez.
John BretonNT 14:4  Gouzout a rit pelec'h ez an hag ec'h ouzoc'h an hent.
John BretonNT 14:5  Tomaz a lavaras dezhañ: Aotrou, n'ouzomp ket pelec'h ez ez, ha penaos e c'hellfemp gouzout an hent?
John BretonNT 14:6  Jezuz a lavaras dezhañ: Me eo an hent, ar wirionez hag ar vuhez. Den ne zeu d'an Tad nemet drezon.
John BretonNT 14:7  Mar ho pefe va anavezet, ho pefe anavezet ivez va Zad. Hag a-vremañ ec'h anavezit anezhañ hag hoc'h eus e welet.
John BretonNT 14:8  Filip a lavaras dezhañ: Aotrou, diskouez deomp an Tad hag eo a-walc'h deomp.
John BretonNT 14:9  Jezuz a lavaras dezhañ: Keid-all a zo abaoe ma'z on ganeoc'h, ha ne'c'h eus ket va anavezet, Filip? An hini en deus va gwelet en deus gwelet an Tad. Penaos e lavarez: Diskouez deomp an Tad?
John BretonNT 14:10  Ha ne gredez ket ez on-me en Tad hag emañ an Tad ennon? Ar gerioù a lavaran deoc'h, n'o lavaran ket ac'hanon va-unan. Met an Tad a chom ennon, a ra e-unan an oberoù.
John BretonNT 14:11  Kredit ac'hanon pa lavaran ez on en Tad hag emañ an Tad ennon. Kredit ac'hanon da vihanañ abalamour d'an oberoù-se o-unan.
John BretonNT 14:12  E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, an hini a gred ennon a raio ivez an oberoù a ran, hag e raio reoù vrasoc'h eget ar re-mañ, abalamour ma'z an da gavout va Zad.
John BretonNT 14:13  Kement a c'houlennot em anv, me a raio anezhañ evit ma vo roet gloar d'an Tad er Mab.
John BretonNT 14:14  Mar goulennit un dra bennak em anv, me a raio anezhañ.
John BretonNT 14:16  Me a bedo an Tad hag e roio deoc'h ur Frealzer all, evit ma chomo ganeoc'h da viken,
John BretonNT 14:17  ar Spered a wirionez na c'hell ket bezañ degemeret gant ar bed, dre ma ne wel ket anezhañ ha n'anavez ket anezhañ. Met c'hwi a anavez anezhañ, rak e chom ganeoc'h hag e vo ennoc'h.
John BretonNT 14:18  Ne lezin ket ac'hanoc'h emzivaded, dont a rin d'ho kavout.
John BretonNT 14:19  C'hoazh un nebeud amzer hag ar bed ne'm gwelo ken, met c'hwi am gwelo, abalamour ma vevan ha ma vevot ivez.
John BretonNT 14:20  En deiz-se, ec'h anavezot emaon em Zad, ha c'hwi ennon, ha me ennoc'h.
John BretonNT 14:21  An hini en deus va gourc'hemennoù hag a vir anezho, hennezh eo a gar ac'hanon. Hag an hini a gar ac'hanon a vo karet gant va Zad, hag e karin anezhañ hag en em ziskouezin dezhañ.
John BretonNT 14:22  Judaz, nann an Iskariod, a lavaras dezhañ: Aotrou, a-belec'h e teu ma en em ziskouezi deomp ha nann d'ar bed?
John BretonNT 14:23  Jezuz a respontas dezhañ: Mar kar unan bennak ac'hanon, e viro va ger. Va Zad a garo anezhañ, e teuimp d'e gavout hag e raimp hor chomlec'h gantañ.
John BretonNT 14:24  An hini na gar ket ac'hanon ne vir ket va gerioù. Hag ar ger a glevit n'eo ket ac'hanon-me, met eus an Tad en deus va c'haset.
John BretonNT 14:25  Lavaret em eus deoc'h an traoù-mañ e-pad ma choman ganeoc'h.
John BretonNT 14:26  Met ar Frealzer, ar Spered-Santel a gaso an Tad em anv, a gelenno deoc'h an holl draoù hag a zegaso soñj deoc'h e kement am eus lavaret deoc'h.
John BretonNT 14:27  Lezel a ran ganeoc'h ar peoc'h, reiñ a ran deoc'h va feoc'h. Ne roan ket deoc'h evel ma ro ar bed. Na lezit ket ho kalon da vezañ trubuilhet pe spontet.
John BretonNT 14:28  Klevet hoc'h eus em eus lavaret deoc'h: Mont a ran kuit hag e tistroan davedoc'h. Mar karfec'h ac'hanon, ho pefe levenez eus ar pezh am eus lavaret: Mont a ran da gavout an Tad, rak va Zad a zo brasoc'h egedon.
John BretonNT 14:29  Henn lavaret em eus deoc'h bremañ a-raok ma c'hoarvezo an dra, evit pa vo c'hoarvezet, e kredot.
John BretonNT 14:30  Ne gomzin ken kalz ganeoc'h, rak priñs ar bed-mañ a zeu. Ha n'en deus netra ennon.
John BretonNT 14:31  Met evit ma'c'h anavezo ar bed e karan an Tad hag e ran ar pezh en deus an Tad gourc'hemennet din, savit, deomp ac'hann.
Chapter 15
John BretonNT 15:2  Lemel a ra kuit kement brank ennon na zoug ket a frouezh hag e tivarr kement brank a zoug frouezh, evit ma tougo c'hoazh muioc'h a frouezh.
John BretonNT 15:3  Dija ez oc'h glan abalamour d'ar gomz am eus lavaret deoc'h.
John BretonNT 15:4  Chomit ennon ha me ennoc'h. Evel na c'hell ket ar brank dougen frouezh anezhañ e-unan ma ne chom ket stag ouzh ar winienn, c'hwi ne c'hellit ket kennebeut ma ne chomit ket ennon.
John BretonNT 15:5  Me eo ar winienn, c'hwi eo ar brankoù. An hini a chom ennon ha me ennañ, hennezh a zoug kalz a frouezh, rak hepdon ne c'hellit ober netra.
John BretonNT 15:6  Ma ne chom ket unan bennak ennon, taolet eo er-maez evel ar brank hag e sec'h. Neuze e tastumer anezho, o zaoler en tan hag e tevont.
John BretonNT 15:7  Mar chomit ennon ha mar chom va gerioù ennoc'h, e c'houlennot ar pezh a fello deoc'h ha kement-se a vo roet deoc'h.
John BretonNT 15:8  E kement-mañ eo e vo roet gloar da'm Zad, dougit kalz a frouezh. Hag e viot va diskibien.
John BretonNT 15:9  Evel m'en deus an Tad va c'haret, em eus ivez ho karet. Chomit em c'harantez.
John BretonNT 15:10  Mar mirit va gourc'hemennoù, e chomot em c'harantez, evel ma em eus miret gourc'hemennoù va Zad hag e choman en e garantez.
John BretonNT 15:11  Lavaret em eus deoc'h an traoù-mañ evit ma chomo va levenez ennoc'h ha ma vo ho levenez peurleuniet.
John BretonNT 15:12  Setu va gourc'hemenn, ma en em garot an eil egile evel ma em eus ho karet.
John BretonNT 15:13  Den n'en deus brasoc'h karantez eget an hini a ro e vuhez evit e vignoned.
John BretonNT 15:14  C'hwi a zo va mignoned, mar grit kement a c'hourc'hemennan deoc'h.
John BretonNT 15:15  N'ho kalvan ken servijerien, rak ar servijer ne oar ket petra a ra e vestr, met ho kalvet em eus mignoned, abalamour ma em eus roet deoc'h da anavezout kement am eus klevet gant va Zad.
John BretonNT 15:16  N'eo ket c'hwi hoc'h eus va dibabet, met me eo am eus ho tibabet hag am eus ho lakaet, evit ma'z eot ha ma tougot frouezh, ha ma vo ho frouezh kendalc'hus, hag evit ma roio va Zad deoc'h kement a c'houlennot em anv digantañ.
John BretonNT 15:17  Ar pezh a c'hourc'hemennan deoc'h eo ma en em garot an eil egile.
John BretonNT 15:18  Mar kasa ar bed ac'hanoc'h, gouezit penaos en deus va c'hasaet a-raok deoc'h.
John BretonNT 15:19  Ma vijec'h eus ar bed, ar bed a garje ar pezh a vije dezhañ. Met abalamour ma n'oc'h ket eus ar bed ha ma em eus ho tibabet a-douez ar bed, abalamour da-se eo e kasa ar bed ac'hanoc'h.
John BretonNT 15:20  Ho pet soñj eus ar ger am eus lavaret deoc'h: Ar servijer n'eo ket brasoc'h eget e vestr. Ma o deus va gwallgaset, e wallgasint ivez ac'hanoc'h, ha ma o deus miret va ger, e virint ivez hoc'h hini.
John BretonNT 15:21  Met kement-se holl a raint deoc'h en abeg da'm anv, rak n'anavezont ket an hini en deus va c'haset.
John BretonNT 15:22  Ma ne vijen ket deuet ha ma ne'm bije ket komzet outo, n'o dije ket a bec'hed. Met bremañ n'o deus ket a zigarez evit o fec'hed.
John BretonNT 15:24  Ma ne'm bije ket graet en o zouez an oberoù n'en deus graet hini all ebet, n'o dije ket a bec'hed. Met bremañ o deus o gwelet hag o deus kasaet ac'hanon ha va Zad ivez.
John BretonNT 15:25  Met kement-se a zo evit ma vo peurc'hraet ar ger a zo skrivet en o lezenn: Va c'hasaet o deus hep abeg.
John BretonNT 15:26  Met pa vo deuet ar Frealzer a zegasin deoc'h a-berzh an Tad, ar Spered a wirionez a zeu eus an Tad, eñ a roio testeni ac'hanon.
John BretonNT 15:27  Ha c'hwi ivez a roio testeni, rak ganin emaoc'h adalek ar penn-kentañ.
Chapter 16
John BretonNT 16:1  Lavaret em eus deoc'h an traoù-mañ evit na vint ket deoc'h un abeg da gouezhañ.
John BretonNT 16:2  Kas a raint ac'hanoc'h kuit eus o sinagogennoù, hag an eur a zeu ma kredo piv bennak ho lakaio d'ar marv reiñ ul lid da Zoue.
John BretonNT 16:3  Ober a raint kement-se deoc'h rak n'o deus anavezet na va Zad na me.
John BretonNT 16:4  Me am eus lavaret deoc'h an traoù-se, evit, pa vo deuet an eur, m'ho po soñj em eus o lavaret deoc'h. Ne'm eus ket lavaret anezho deoc'h abaoe ar penn-kentañ, abalamour ma oan ganeoc'h.
John BretonNT 16:5  Met bremañ ez an da gavout an hini en deus va c'haset, hag hini ac'hanoc'h ne c'houlenn diganin: Pelec'h ez ez?
John BretonNT 16:6  Hag abalamour ma em eus lavaret deoc'h an traoù-mañ, an dristidigezh he deus leuniet ho kalon.
John BretonNT 16:7  Koulskoude e lavaran deoc'h ar wirionez, talvoudek eo deoc'h ez afen kuit, rak ma ne d-an ket kuit, ar Frealzer ne zeuio ket d'ho kavout. Met mar d-an kuit, e kasin anezhañ deoc'h.
John BretonNT 16:8  Ha pa vo deuet, e kendrec'ho ar bed er pezh a sell ouzh ar pec'hed, ar reizhder hag ar varnedigezh,
John BretonNT 16:10  ar reizhder, dre ma'z an da gavout va Zad ha na'm gwelot mui,
John BretonNT 16:11  ar varnedigezh, dre ma'z eo bet barnet priñs ar bed-mañ.
John BretonNT 16:12  Kalz a draoù all am eus c'hoazh da lavarout deoc'h, met n'oc'h ket c'hoazh evit o dougen.
John BretonNT 16:13  Pa vo deuet hennezh, ar Spered a wirionez, e reno ac'hanoc'h en holl wirionez, rak ne gomzo ket anezhañ e-unan, met e lavaro kement en devo klevet hag e tisklêrio deoc'h an traoù da zont.
John BretonNT 16:14  Eñ eo an hini a roio gloar din, abalamour ma kemero eus ar pezh a zo din ha ma en disklêrio deoc'h.
John BretonNT 16:15  Kement en deus an Tad a zo din. Setu perak em eus lavaret e kemero eus ar pezh a zo din hag en disklêrio deoc'h.
John BretonNT 16:16  C'hoazh un nebeud amzer ha ne'm gwelot mui, ha c'hoazh un nebeud amzer goude hag em gwelot, abalamour ma'z an da gavout an Tad.
John BretonNT 16:17  Neuze e ziskibien a lavaras an eil d'egile: Petra eo ar pezh a lavar deomp: C'hoazh un nebeud amzer ha ne'm gwelot mui, ha c'hoazh un nebeud amzer goude hag em gwelot? hag: Abalamour ma'z an da gavout an Tad?
John BretonNT 16:18  Lavarout a raent eta: Petra eo ar pezh a lavar: C'hoazh un nebeud amzer? N'ouzomp ket ar pezh a lavar.
John BretonNT 16:19  Jezuz a ouezas e felle dezho ober goulennoù outañ hag a lavaras dezho: C'hwi a c'houlenn etrezoc'h perak em eus lavaret: C'hoazh un nebeud amzer ha ne'm gwelot mui, ha c'hoazh un nebeud amzer goude hag em gwelot.
John BretonNT 16:20  E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, c'hwi a welo hag a hirvoudo, hag ar bed en em laouenaio. C'hwi a vo en dristidigezh, met ho tristidigezh a vo troet e levenez.
John BretonNT 16:21  Pa wilioud ur wreg, he devez poan abalamour ma'z eo deuet hec'h eur, met goude ma he deus ganet ur bugel, n'he deus ken soñj eus he foan gant al levenez he deus da vezañ ganet un den er bed.
John BretonNT 16:22  Evel-se c'hwi a zo bremañ en dristidigezh, met me ho kwelo a-nevez hag ho kalon en em laouenaio, ha den ne lamo diganeoc'h ho levenez.
John BretonNT 16:23  En deiz-se ne c'houlennot ken netra diganin. E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, kement a c'houlennot digant an Tad em anv, en roio deoc'h.
John BretonNT 16:24  Betek vremañ n'hoc'h eus goulennet netra em anv. Goulennit hag e resevot, evit ma vo ho levenez peurleuniet.
John BretonNT 16:25  Lavaret em eus deoc'h an traoù-se e parabolennoù. Met an amzer a zeu ma ne gomzin ken deoc'h e parabolennoù hag e komzin deoc'h sklaer diwar-benn an Tad.
John BretonNT 16:26  En deiz-se, e c'houlennot em anv ha ne lavaran ket deoc'h e pedin an Tad evidoc'h,
John BretonNT 16:27  rak an Tad e-unan ho kar, abalamour ma hoc'h eus va c'haret ha ma hoc'h eus kredet ez on deuet eus Doue.
John BretonNT 16:28  Me a zo deuet eus an Tad hag on deuet er bed. Lezel a ran a-nevez ar bed hag ez an da gavout an Tad.
John BretonNT 16:29  An diskibien a lavaras dezhañ: Setu, bremañ e komzez sklaer ha ne lavarez parabolenn ebet.
John BretonNT 16:30  Bremañ ec'h ouzomp ec'h anavezez pep tra ha ne'c'h eus ket ezhomm e vefe graet goulenn ouzhit. Abalamour da-se eo e kredomp ez out deuet eus Doue.
John BretonNT 16:31  Jezuz a respontas dezho: Ha krediñ a rit bremañ?
John BretonNT 16:32  Setu, an eur a zeu, ha deuet eo dija, penaos e viot stlabezet pep hini ouzh e gostez ha penaos e lezot ac'hanon va-unan. Met me n'on ket va-unan, rak an Tad a zo ganin.
John BretonNT 16:33  Lavaret em eus deoc'h an traoù-mañ evit ma ho po ar peoc'h ennon. Trubuilhoù ho po er bed, met bezit kalonek, me am eus trec'het ar bed.
Chapter 17
John BretonNT 17:1  Jezuz a gomzas evel-se, ha neuze, o sevel e zaoulagad etrezek an neñv, e lavaras: Tad, an eur a zo deuet. Ro gloar da'z Mab, evit ma roio gloar da Vab dit,
John BretonNT 17:2  ha, hervez ar galloud ac'h eus roet dezhañ war bep kig, ma roio ar vuhez peurbadus d'an holl re ac'h eus roet dezhañ.
John BretonNT 17:3  Hag ar vuhez peurbadus eo ma'c'h anavezint ac'hanout, te ar gwir Doue nemetañ, ha Jezuz-Krist, an hini ac'h eus kaset.
John BretonNT 17:4  Roet em eus gloar dit war an douar, echuet em eus al labour ac'h eus roet din d'ober.
John BretonNT 17:5  Bremañ, Tad, ro gloar din ennout da-unan, eus ar gloar-se am boa ennout a-raok ma voe graet ar bed.
John BretonNT 17:6  Disklêriet em eus da anv d'an dud ac'h eus roet din eus ar bed. Dit e oant, hag ec'h eus o roet din, hag o deus miret da c'her.
John BretonNT 17:7  Anavezet o deus bremañ penaos kement ac'h eus roet din a zeu ac'hanout,
John BretonNT 17:8  rak roet em eus dezho ar gerioù ac'h eus roet din, hag o degemeret o deus, hag anavezet o deus e gwirionez ez on deuet ac'hanout, ha kredet o deus ec'h eus va c'haset.
John BretonNT 17:9  Pediñ a ran evito. Ne bedan ket evit ar bed, met evit ar re ac'h eus roet din, abalamour ma'z int dit.
John BretonNT 17:10  Kement a zo din a zo dit, ha kement a zo dit a zo din, hag enno e vez roet gloar din.
John BretonNT 17:11  Me n'on ken er bed, met ar re-mañ a zo er bed, hag e teuan etrezek ennout. Tad santel, mir en da anv ar re ac'h eus roet din, evit ma vint unan eveldomp-ni.
John BretonNT 17:12  E-pad ma oan ganto er bed, e tiwallen anezho en da anv. Miret em eus ar re ac'h eus roet din, hag hini ebet anezho n'eo en em gollet, nemet mab ar gollidigezh, evit ma vije peurc'hraet ar Skritur.
John BretonNT 17:13  Met bremañ e teuan etrezek ennout hag e lavaran an traoù-mañ er bed, evit ma vo va levenez peurleuniet enno.
John BretonNT 17:14  Roet em eus dezho da c'her hag ar bed en deus kasaet anezho, abalamour n'int ket eus ar bed, evel n'on ket va-unan eus ar bed.
John BretonNT 17:15  Ne bedan ket ac'hanout d'o lemel eus ar bed, met d'o diwall diouzh an droug.
John BretonNT 17:16  N'int ket eus ar bed, evel n'on ket va-unan eus ar bed.
John BretonNT 17:17  Santela anezho en da wirionez, da c'her eo ar wirionez.
John BretonNT 17:18  Evel ma ec'h eus va c'haset er bed, em eus ivez o c'haset er bed,
John BretonNT 17:19  hag en em santelaan va-unan evito, evit ma vint ivez santelaet er wirionez.
John BretonNT 17:20  Ne bedan ket evito hepken, met c'hoazh evit a re a gredo ennon dre o ger,
John BretonNT 17:21  evit ma vint holl unan, evel ma'z out ennon, Tad, hag evel ma'z on ennout, evit ma vint ivez unan ennomp, evit ma kredo ar bed ec'h eus va c'haset.
John BretonNT 17:22  Roet em eus dezho ar gloar ac'h eus roet din, evit ma vint unan evel ma'z omp ni unan,
John BretonNT 17:23  me enno ha te ennon, evit ma vint unan en un doare klok, ha ma'c'h anavezo ar bed ec'h eus va c'haset hag ec'h eus o c'haret evel ma ec'h eus va c'haret.
John BretonNT 17:24  Tad, me a c'hoanta e vo ganin ar re ac'h eus roet din, e-lec'h ma'z on, evit ma welint ar gloar ac'h eus roet din, rak va c'haret ec'h eus a-raok krouidigezh ar bed.
John BretonNT 17:25  Tad gwirion, ar bed n'en deus ket da anavezet, met me am eus da anavezet hag ar re-mañ o deus anavezet ec'h eus va c'haset.
John BretonNT 17:26  Roet em eus da anavezout dezho da anv hag e roin anezhañ da anavezout dezho, evit ma vo enno ar garantez ac'h eus bet evidon ha ma vin enno.
Chapter 18
John BretonNT 18:1  Goude m'en doe lavaret an traoù-mañ, Jezuz a yeas kuit gant e ziskibien en tu all d'ar froud Kedron, e-lec'h ma oa ul liorzh hag a antreas enni, eñ hag e ziskibien.
John BretonNT 18:2  Judaz, an hini en droukroe, a anaveze ivez al lec'h-se, abalamour Jezuz a oa aet alies eno gant e ziskibien.
John BretonNT 18:3  Judaz eta, o vezañ kemeret ur vandenn soudarded ha serjanted a-berzh ar veleien vras hag ar farizianed, a zeuas eno gant leternioù, gant gouloù ha gant armoù.
John BretonNT 18:4  Jezuz, o c'houzout kement a dlee c'hoarvezout gantañ, a yeas en o raok hag a lavaras dezho: Piv a glaskit?
John BretonNT 18:5  Int a respontas dezhañ: Jezuz a Nazared. Jezuz a lavaras dezho: Emaon. Ha Judaz, an hini en droukroe, a oa ivez ganto.
John BretonNT 18:6  Kerkent ha m'en doe lavaret dezho: Emaon, ez ejont a-dreñv hag e kouezhjont d'an douar.
John BretonNT 18:7  Goulenn a reas c'hoazh outo: Piv a glaskit? Hag int a lavaras: Jezuz a Nazared.
John BretonNT 18:8  Jezuz a respontas: Lavaret em eus deoc'h penaos emaon. Mar d-eo eta me a glaskit, lezit ar re-mañ da vont kuit.
John BretonNT 18:9  Kement-mañ evit ma vije peurc'hraet ar gomz en doa lavaret: Ne'm eus kollet hini ebet eus ar re ac'h eus roet din.
John BretonNT 18:10  Simon-Pêr, a oa gantañ ur c'hleze, a dennas anezhañ, a skoas gantañ servijer ar beleg-meur hag a droc'has e skouarn dehou dezhañ. Ar servijer-se a oa anvet Malkuz.
John BretonNT 18:11  Neuze Jezuz a lavaras da Bêr: Laka da gleze en e c'houin. Ha n'evin ket an hanaf en deus an Tad roet din?
John BretonNT 18:12  Neuze ar vandenn soudarded, ar c'habiten ha serjanted ar Yuzevien a gemeras Jezuz, a ereas anezhañ
John BretonNT 18:13  hag a gasas anezhañ da gentañ da di Annaz, abalamour ma oa tad-kaer da Gaifaz, beleg-meur ar bloaz-se.
John BretonNT 18:14  Kaifaz a oa an hini en doa roet ar c'huzul-se d'ar Yuzevien: Talvoudek eo e varvfe un den hepken evit ar bobl.
John BretonNT 18:15  Simon-Pêr, gant un diskibl all, a heulias Jezuz. An diskibl-se a oa anavezet gant ar beleg-meur hag a yeas gant Jezuz e porzh ar beleg-meur,
John BretonNT 18:16  met Pêr a chomas er-maez e-tal an nor. An diskibl all, a oa anavezet gant ar beleg-meur, a yeas da gomz ouzh ar borzhierez hag a lakaas Pêr da vont e-barzh.
John BretonNT 18:17  Neuze ar vatezh, ar borzhierez, a lavaras da Bêr: Ha n'out ket ivez eus diskibien an den-se? Eñ a lavaras: N'on ket.
John BretonNT 18:18  Ar servijerien hag ar serjanted a oa eno, o vezañ graet tan abalamour ma oa yen, a domme. Pêr a oa ganto hag a domme.
John BretonNT 18:19  Ar beleg-meur a reas goulennoù ouzh Jezuz diwar-benn e ziskibien ha diwar-benn e gelennadurezh.
John BretonNT 18:20  Jezuz a respontas dezhañ: Komzet em eus sklaer d'an dud. Atav em eus kelennet er sinagogenn hag en templ e-lec'h m'en em zastum ar Yuzevien, ha ne'm eus lavaret netra e-kuzh.
John BretonNT 18:21  Perak e rez goulennoù ouzhin? Gra da c'houlennoù ouzh a re o deus klevet ar pezh am eus lavaret dezho. An dud-se a oar ar pezh am eus lavaret.
John BretonNT 18:22  P'en doa lavaret kement-se, unan eus ar serjanted a oa eno a roas ur c'harvanad da Jezuz en ur lavarout: Evel-se eo e respontez d'ar beleg-meur?
John BretonNT 18:23  Jezuz a respontas dezhañ: Mar em eus komzet fall, diskouez ar pezh fall am eus lavaret, met mar em eus komzet mat, perak e skoez ac'hanon?
John BretonNT 18:24  Annaz a gasas anezhañ ereet da Gaifaz ar beleg-meur.
John BretonNT 18:25  Simon-Pêr a oa eno o tommañ. Lavarout a rejont dezhañ: Ha n'out ket te ivez eus e ziskibien? Eñ en nac'has hag a lavaras: N'on ket.
John BretonNT 18:26  Unan eus servijerien ar beleg-meur, a oa kar d'an hini en doa Pêr troc'het e skouarn, a lavaras dezhañ: Ha ne'm eus ket da welet el liorzh gantañ?
John BretonNT 18:27  Pêr en nac'has adarre, ha kerkent ar c'hilhog a ganas.
John BretonNT 18:28  Neuze e tegasjont Jezuz eus ti Kaifaz d'ar pretordi. Ar mintin e oa, n'ejont ket e-barzh ar pretordi gant aon d'en em saotrañ, evit ma c'helljent debriñ ar Pask.
John BretonNT 18:29  Pilat eta, o vezañ aet d'o c'havout, a lavaras dezho: Petra a damallit d'an den-se?
John BretonNT 18:30  Respont a rejont dezhañ: Ma ne vije ket un torfedour, n'hor bije ket e lakaet etre da zaouarn.
John BretonNT 18:31  Neuze Pilat a lavaras dezho: Kemerit eñ hoc'h-unan ha barnit eñ hervez ho lezenn. Ar Yuzevien a lavaras dezhañ: N'eo ket aotreet deomp lazhañ un den.
John BretonNT 18:32  Kement-mañ a c'hoarvezas evit ma vije peurc'hraet ar pezh en doa Jezuz lavaret, o verkañ dre beseurt marv e tlee mervel.
John BretonNT 18:33  Neuze Pilat a zistroas d'ar pretordi, a c'halvas Jezuz hag a lavaras dezhañ: Ha bez' out roue ar Yuzevien?
John BretonNT 18:34  Jezuz a respontas dezhañ: Ac'hanout da-unan eo e lavarez kement-se, pe reoù all o deus henn lavaret dit?
John BretonNT 18:35  Pilat a respontas: Ha Yuzev on-me? Da vroad hag ar veleien vras o deus da lakaet etre va daouarn. Petra ac'h eus graet?
John BretonNT 18:36  Jezuz a respontas: Va rouantelezh n'eo ket eus ar bed-mañ. Mar bije va rouantelezh eus ar bed-mañ, va servijerien a stourmje evit na vijen ket lakaet e daouarn ar Yuzevien, met bremañ va rouantelezh n'eo ket ac'han.
John BretonNT 18:37  Neuze Pilat a lavaras dezhañ: Roue out eta? Jezuz a respontas: Te en lavar, roue on. Evit-se eo ez on bet ganet hag evit-se eo ez on deuet er bed, evit reiñ testeni d'ar wirionez. Piv bennak a zo eus ar wirionez a selaou va mouezh.
John BretonNT 18:38  Pilat a lavaras dezhañ: Petra eo ar wirionez? Ha goude m'en doa lavaret kement-se, ez eas a-nevez da gavout ar Yuzevien hag e lavaras dezho: Ne gavan torfed ebet ennañ.
John BretonNT 18:39  Met, bez' hoc'h eus ur c'hiz en ho touez, ma laoskfen deoc'h unan bennak gant ar Pask. Ha fellout a ra deoc'h eta e laoskfen deoc'h roue ar Yuzevien?
John BretonNT 18:40  Neuze an holl a grias a-nevez: Na laosk ket hemañ, met Barabbaz. Hogen Barabbaz a oa ul laer.
Chapter 19
John BretonNT 19:1  Neuze Pilat a gemeras Jezuz hag a lakaas anezhañ da vezañ skourjezet.
John BretonNT 19:2  Ar soudarded, o vezañ gweet ur gurunenn spern, a lakaas anezhi war e benn. E wiskañ a rejont gant ur vantell limestra
John BretonNT 19:3  hag e lavarent dezhañ: Salud, Roue ar Yuzevien! Hag e roent taolioù-dorn dezhañ.
John BretonNT 19:4  Pilat a yeas a-nevez er-maez hag a lavaras dezho: Setu, e tegasan anezhañ deoc'h er-maez evit ma ouiot penaos ne gavan torfed ebet ennañ.
John BretonNT 19:5  Jezuz a yeas eta er-maez, o tougen ar gurunenn spern hag ar vantell limestra. Hag e lavaras dezho: Setu an den.
John BretonNT 19:6  Pa welas ar veleien vras hag ar serjanted anezhañ, e krijont: Ouzh ar groaz! Ouzh ar groaz! Pilat a lavaras dezho: Kemerit anezhañ hoc'h-unan ha kroazstagit anezhañ, rak ne gavan torfed ebet ennañ.
John BretonNT 19:7  Ar Yuzevien a respontas dezhañ: Ul lezenn hon eus, hag hervez hol lezenn e tle mervel, rak eo en em c'hraet Mab Doue.
John BretonNT 19:8  Pilat, o klevout ar ger-se, en doe c'hoazh muioc'h a aon.
John BretonNT 19:9  Distreiñ a reas er pretordi hag e lavaras da Jezuz: A-belec'h out? Met Jezuz ne roas respont ebet dezhañ.
John BretonNT 19:10  Neuze Pilat a lavaras dezhañ: Ne lavarez netra din? Ha n'ouzout ket em eus ar galloud da groazstagañ ac'hanout hag ar galloud da'z leuskel da vont?
John BretonNT 19:11  Jezuz a respontas dezhañ: Ne'z pefe galloud ebet warnon, ma ne vefe ket bet roet dit eus an nec'h. Setu perak an hini en deus va droukroet dit en deus graet ur pec'hed brasoc'h.
John BretonNT 19:12  Adalek neuze Pilat a glaskas e leuskel. Met ar Yuzevien a grie: Mar laoskez an den-se, n'out ket mignon da Gezar. Piv bennak en em c'hra roue, en em laka a-enep Kezar.
John BretonNT 19:13  Neuze Pilat, o klevout ar gomz-se, a gasas Jezuz er-maez hag a azezas war e gador-varn el lec'h galvet ar Pavez, en hebraeg Gabbata.
John BretonNT 19:14  Kempennadur ar Pask e oa, ha war-dro ar c'hwec'hvet eur. Lavarout a reas d'ar Yuzevien: Setu ho roue.
John BretonNT 19:15  Met int a grias: Lam anezhañ! Lam anezhañ! Ouzh ar groaz! Pilat a lavaras dezho: Ha kroazstagañ a rin ho roue? Ar veleien vras a respontas: N'hon eus roue all ebet nemet Kezar.
John BretonNT 19:16  Neuze eta e roas anezhañ dezho evit bezañ staget ouzh ar groaz. Evel-se e kemerjont Jezuz hag e kasjont anezhañ ganto.
John BretonNT 19:17  O tougen e groaz, e teuas el lec'h anvet: Ar C'hlopenn, hag a zo galvet en hebraeg Golgota.
John BretonNT 19:18  Eno e kroazstagjont anezhañ ha daou all gantañ, unan en un tu hag egile en tu all, ha Jezuz er c'hreiz.
John BretonNT 19:19  Pilat a reas ivez ur skrid hag en lakaas war ar groaz. Ennañ e oa skrivet: JEZUZ A NAZARED, ROUE AR YUZEVIEN.
John BretonNT 19:20  Kalz eus ar Yuzevien a lennas ar skrid-se, abalamour al lec'h ma oa Jezuz kroazstaget a oa tost da gêr; hag e oa skrivet en hebraeg, e gresianeg hag e latin.
John BretonNT 19:21  Beleien vras ar Yuzevien a lavaras da Bilat: Na skriv ket: Roue ar Yuzevien, met penaos en deus lavaret: Me eo roue ar Yuzevien.
John BretonNT 19:22  Pilat a respontas: Ar pezh am eus skrivet, am eus skrivet.
John BretonNT 19:23  Goude m'o doe ar soudarded kroazstaget Jezuz, e kemerjont e zilhad hag e rejont peder lodenn, ul lodenn evit pep soudard. Kemer a rejont ivez e sae, met ar sae a oa hep gwri, eus ur wiadenn adalek krec'h betek traoñ.
John BretonNT 19:24  Lavarout a rejont eta etrezo: Na lodennomp ket anezhi met taolomp ar sord da biv e vo. Evel-se e voe evit ma vije peurc'hraet ar gomz-mañ eus ar Skritur: Lodennet o deus va dilhad ha taolet o deus va sae d'ar sord. Setu ar pezh a reas ar soudarded.
John BretonNT 19:25  Mamm Jezuz, c'hoar e vamm, Mari gwreg Klopaz, ha Mari a Vagdala, en em zalc'he tost ouzh kroaz Jezuz.
John BretonNT 19:26  Jezuz eta, o welout e vamm hag en he c'hichen an diskibl a gare, a lavaras d'e vamm: Gwreg, setu da vab.
John BretonNT 19:27  Neuze e lavaras d'an diskibl: Setu da vamm. Hag adalek an eur-se, an diskibl a gemeras anezhi en e di.
John BretonNT 19:28  Goude-se, Jezuz, o welout penaos e oa kaset holl da benn, a lavaras, evit ma vije peurc'hraet ar Skritur: Sec'hed am eus.
John BretonNT 19:29  Bez' e oa eno ul lestr leun a winegr. Leuniañ a rejont eta ur spoueenn a winegr hag, o vezañ he lakaet e penn ur gorzenn sikadez, e kinnigjont anezhi d'e c'henoù.
John BretonNT 19:30  P'en doe Jezuz kemeret ar gwinegr, e lavaras: Peurc'hraet eo! Hag, o vezañ pleget e benn, e rentas e Spered.
John BretonNT 19:31  Gant aon na chomfe ar c'horfoù war ar groaz e-pad ar sabad, rak kempennadur ar Pask e oa hag ar sabad-se a oa un deiz bras, ar Yuzevien a c'houlennjont digant Pilat ma vije torret o divhar dezho ha ma vijent tennet ac'hane.
John BretonNT 19:32  Ar soudarded a zeuas eta hag a dorras e zivhar d'an hini kentañ, goude d'an eil a oa kroazstaget gantañ.
John BretonNT 19:33  Met pa zeujont da Jezuz, o welout e oa dija marv, ne dorrjont ket dezhañ e zivhar.
John BretonNT 19:34  Hogen unan eus ar soudarded a doullas e gostez dezhañ gant ul lañs, ha kerkent e teuas anezhañ gwad ha dour.
John BretonNT 19:35  An hini en deus gwelet en deus roet testeni a gement-se, hag e desteni a zo gwirion hag e oar e lavar gwir evit ma kredot.
John BretonNT 19:36  Kement-se a erruas evit ma vije ar Skritur peurc'hraet: E eskern ne vint ket torret.
John BretonNT 19:37  Hag e lec'h all ar Skritur a lavar c'hoazh: Gwelout a raint an hini o deus toullet.
John BretonNT 19:38  Goude-se, Jozef a Arimatea hag a oa diskibl da Jezuz, met e-kuzh gant aon rak ar Yuzevien, a c'houlennas digant Pilat lemel korf Jezuz, ha Pilat en lezas d'e gemer. Dont a reas eta hag e lamas korf Jezuz.
John BretonNT 19:39  Nikodem, an hini a oa aet er penn-kentañ, en noz, da gavout Jezuz, a zeuas ivez, o tegas war-dro kant lur (~ 33 kg) eus ur veskadenn mir hag aloez.
John BretonNT 19:40  Kemer a rejont eta korf Jezuz hag e c'holojont anezhañ gant bandennoù ha gant al louzoù-frondus, evel ma o deus ar Yuzevien ar c'hiz da sebeliañ.
John BretonNT 19:41  Bez' e oa ul liorzh el lec'h ma oa bet kroazstaget hag el liorzh ur bez nevez, e-lec'h ne oa bet c'hoazh lakaet den.
John BretonNT 19:42  Lakaat a rejont eta Jezuz ennañ, abalamour da gempennadur ar Yuzevien ha dre ma oa tost ar bez.
Chapter 20
John BretonNT 20:1  An deiz kentañ eus ar sizhun, Mari a Vagdala a zeuas mintin mat d'ar bez, pa oa c'hoazh teñval, hag e welas ar maen lamet diwar ar bez.
John BretonNT 20:2  Neuze e redas hag e teuas da gavout Simon-Pêr hag an diskibl all a oa karet gant Jezuz, hag e lavaras dezho: Tennet o deus an Aotrou eus ar bez, ha n'ouzomp ket pelec'h o deus e lakaet.
John BretonNT 20:3  Neuze Pêr hag an diskibl all a yeas er-maez hag a yeas d'ar bez.
John BretonNT 20:4  Hag e redjont o-daou a-unvan, met an diskibl all a redas buanoc'h eget Pêr hag a erruas da gentañ er bez.
John BretonNT 20:5  O vezañ en em bleget, e welas ar bandennoù war an douar, met ne d-eas ket e-barzh.
John BretonNT 20:6  Simon-Pêr, o tont war e lerc'h, a erruas hag a yeas er bez. Gwelout a reas ar bandennoù war an douar
John BretonNT 20:7  hag al lienenn a oa bet lakaet dezhañ war e benn; ne oa ket gant ar bandennoù, met pleget en ul lec'h a-du.
John BretonNT 20:8  Neuze an diskibl all, an hini erruet da gentañ er bez, a yeas ivez ennañ, hag a welas, hag a gredas.
John BretonNT 20:9  Rak n'o doa ket c'hoazh komprenet ar Skritur a lavare e tlee adsevel a varv.
John BretonNT 20:11  Met Mari en em zalc'he er-maez tost ouzh ar bez, o ouelañ. Evel ma ouele, en em blegas er bez
John BretonNT 20:12  hag e welas daou ael gwisket e gwenn, azezet unan ouzh ar penn hag egile ouzh an treid, el lec'h ma oa bet gourvezet korf Jezuz.
John BretonNT 20:13  Lavarout a rejont dezhi: Gwreg, perak e ouelez? Hi a lavaras dezho: Abalamour ma o deus douget kuit va Aotrou ha n'ouzon ket pelec'h o deus e lakaet.
John BretonNT 20:14  O vezañ lavaret kement-se, e tistroas hag e welas Jezuz en e sav, met ne ouie ket e oa Jezuz.
John BretonNT 20:15  Jezuz a lavaras dezhi: Gwreg, perak e ouelez? Piv a glaskez? Hi, o krediñ e oa al liorzher, a lavaras dezhañ: Aotrou, mar d-eo te ec'h eus e gaset kuit, lavar din pelec'h ec'h eus e lakaet hag e kemerin anezhañ.
John BretonNT 20:16  Jezuz a lavaras dezhi: Mari! Hi, o vezañ distroet, a lavaras dezhañ: Rabbouni! Da lavarout eo: Mestr!
John BretonNT 20:17  Jezuz a lavaras dezhi: Na stok ket ennon, rak n'on ket c'hoazh pignet etrezek va Zad. Met kae da gavout va breudeur ha lavar dezho penaos e pignan etrezek va Zad hag ho Tad, etrezek va Doue hag ho Toue.
John BretonNT 20:18  Mari a Vagdala a zeuas da gemenn d'an diskibien penaos he doa gwelet an Aotrou ha penaos en doa lavaret kement-se dezhi.
John BretonNT 20:19  An abardaez eus an deiz-se, a oa ar c'hentañ eus ar sizhun, dorioù al lec'h ma oa an diskibien en em zastumet o vezañ serret gant aon rak ar Yuzevien, Jezuz a zeuas, en em ziskouezas en o c'hreiz hag a lavaras dezho: Ar peoc'h ra vo ganeoc'h!
John BretonNT 20:20  Goude bezañ lavaret kement-se, e tiskouezas dezho e zaouarn hag e gostez. Neuze an diskibien, o welout an Aotrou, o doe ul levenez bras.
John BretonNT 20:21  Jezuz a lavaras dezho a-nevez: Ar peoc'h ra vo ganeoc'h! Evel m'en deus an Tad va c'haset, e kasan ivez ac'hanoc'h.
John BretonNT 20:22  Goude bezañ lavaret kement-se dezho, e c'hwezhas warno hag e lavaras dezho: Degemerit ar Spered-Santel.
John BretonNT 20:23  D'ar re e pardonot o fec'hedoù, e vint pardonet dezho, ha d'ar re o dalc'hot, e vint dalc'het dezho.
John BretonNT 20:24  Met Tomaz, unan eus an daouzek, galvet Didim, ne oa ket ganto pa zeuas Jezuz.
John BretonNT 20:25  An diskibien all a lavaras dezhañ eta: Gwelet hon eus an Aotrou. Met eñ a lavaras dezho: Ma ne welan ket merk an tachoù en e zaouarn, ma ne lakaan ket va biz e merk an tachoù ha ma ne lakaan ket va dorn en e gostez, ne gredin ket.
John BretonNT 20:26  Eizh deiz goude, e ziskibien a oa a-nevez en ti ha Tomaz ganto. Jezuz a zeuas, an dorioù o vezañ serret, en em zalc'has en o c'hreiz hag a lavaras: Ar peoc'h ra vo ganeoc'h!
John BretonNT 20:27  Neuze e lavaras da Domaz: Astenn amañ da viz ha sell ouzh va daouarn. Astenn ivez da zorn ha laka anezhañ em c'hostez. Na vez ket diskredik, met kred.
John BretonNT 20:29  Jezuz a lavaras dezhañ: Abalamour ma ec'h eus va gwelet, Tomaz, ec'h eus kredet. Eürus ar re n'o deus ket gwelet hag o deus kredet!
John BretonNT 20:30  Jezuz a reas c'hoazh dirak e ziskibien kalz a virakloù all, ha n'int ket skrivet el levr-mañ,
John BretonNT 20:31  met an traoù-mañ a zo skrivet evit ma kredot penaos Jezuz a zo ar C'hrist, Mab Doue, hag o krediñ ma ho po ar vuhez en e anv.
Chapter 21
John BretonNT 21:1  Goude-se, Jezuz en em ziskouezas adarre d'an diskibien tost ouzh Mor Tiberiaz. En em ziskouez a reas en doare-mañ.
John BretonNT 21:2  Simon-Pêr, Tomaz anvet Didim, Natanael eus Kana e Galilea, mibien Zebedea ha daou all eus e ziskibien a oa asambles.
John BretonNT 21:3  Simon-Pêr a lavaras dezho: Mont a ran da besketa. Int a lavaras dezhañ: Dont a reomp ivez ganit. Mont a rejont hag e pignjont raktal er vag, met ne dapjont netra en noz-se.
John BretonNT 21:4  Ar mintin o vezañ deuet, Jezuz en em gavas war an aod. Koulskoude an diskibien ne ouient ket e oa Jezuz.
John BretonNT 21:5  Jezuz a lavaras dezho: Bugale, ha n'hoc'h eus netra da zebriñ? Int a respontas dezhañ: Nann.
John BretonNT 21:6  Eñ a lavaras dezho: Taolit ar roued en tu dehou d'ar vag hag e kavot. Teurel a rejont eta anezhi ha ne c'helljont ken he zennañ er-maez abalamour d'an niver bras a besked.
John BretonNT 21:7  Neuze an diskibl a oa karet gant Jezuz a lavaras da Bêr: An Aotrou eo! Pa glevas Simon-Pêr e oa an Aotrou, e lakaas e sae, rak en noazh e oa, hag en em daolas er mor.
John BretonNT 21:8  An diskibien all a zeuas er vag, o ruzañ ar roued leun a besked, rak ne oant ket pell diouzh an douar, nemet war-dro daou-c'hant ilinad (~ 100 m).
John BretonNT 21:9  Pa voent diskennet d'an douar, e weljont glaou-bev a oa eno, pesked warno ha bara.
John BretonNT 21:10  Jezuz a lavaras dezho: Degasit eus ar pesked-se hoc'h eus tapet bremañ.
John BretonNT 21:11  Simon-Pêr a adpignas hag a dennas ar roued d'an douar leun a gant tri hag hanter-kant pesk bras. Ha petra bennak ma oa kement, ne dorre ket ar roued.
John BretonNT 21:12  Jezuz a lavaras dezho: Deuit da leinañ. Hag hini ebet eus an diskibien ne grede goulenn outañ: Piv out? Gouzout a raent e oa an Aotrou.
John BretonNT 21:13  Jezuz eta a zeuas, a gemeras bara hag a roas anezhañ dezho, kenkoulz hag eus ar pesked.
John BretonNT 21:14  An deirvet gwech e oa dija m'en em ziskoueze Jezuz d'e ziskibien goude bezañ adsavet a-douez ar re varv.
John BretonNT 21:15  Goude m'o doa leinet, Jezuz a lavaras da Simon-Pêr: Simon mab Jona, ha karout a rez ac'hanon muioc'h eget ar re-mañ? Eñ a lavaras dezhañ: Ya Aotrou, gouzout a rez em eus karantegezh evidout. Eñ a lavaras dezhañ: Mesa va oaned.
John BretonNT 21:16  Lavarout a reas dezhañ un eil gwech: Simon mab Jona, va c'harout a rez? Eñ a lavaras dezhañ: Ya Aotrou, gouzout a rez em eus karantegezh evidout. Eñ a lavaras dezhañ: Bez mesaer va deñved.
John BretonNT 21:17  Lavarout a reas dezhañ an deirvet gwech: Simon mab Jona, hag ec'h eus karantegezh evidon? Pêr a voe glac'haret eus m'en doa lavaret an deirvet gwech: Hag ec'h eus karantegezh evidon? Eñ a lavaras dezhañ: Aotrou, anavezout a rez an holl draoù, gouzout a rez em eus karantegezh evidout. Jezuz a lavaras dezhañ: Mesa va deñved.
John BretonNT 21:18  E gwirionez, e gwirionez, me a lavar dit, pa oas yaouank, en em c'hourizes da-unan hag ez aes e-lec'h ma felle dit, met pa vi kozh, ec'h astenni da zaouarn, hag unan all a c'hourizo ac'hanout hag a gaso ac'hanout e-lec'h na fello ket dit mont.
John BretonNT 21:19  Lavarout a reas kement-se evit merkañ dre beseurt marv e roje gloar da Zoue. Ha goude bezañ komzet evel-se, e lavaras dezhañ: Heuilh ac'hanon.
John BretonNT 21:20  Pêr, o vezañ distroet, a welas o tont war o lerc'h an diskibl a oa karet gant Jezuz, an hini en doa en em bleget war vruched Jezuz e-pad ar goan hag en doa lavaret: Aotrou, piv eo an hini a zroukro ac'hanout?
John BretonNT 21:21  O vezañ e welet, Pêr a lavaras da Jezuz: Aotrou, hag hemañ, petra a erruo gantañ?
John BretonNT 21:22  Jezuz a lavaras: Mar fell din e chomfe ken a zeuin, petra a ra-se dit? Te, heuilh ac'hanon.
John BretonNT 21:23  Ar vrud eta en em skuilhas e-touez ar vreudeur penaos an diskibl-se ne varvje ket. Koulskoude Jezuz n'en doa ket lavaret dezhañ: Ne varvo ket, met: Mar fell din e chomfe ken a zeuin, petra a ra-se dit?
John BretonNT 21:24  An diskibl-se eo a ro testeni eus an traoù-mañ hag en deus o skrivet. Ha ni a oar ez eo gwirion e desteni.
John BretonNT 21:25  Kalz a draoù all c'hoazh a zo bet graet gant Jezuz ha, ma vefent skrivet dre ar munud, ne gredan ket e c'hellfe ar bed e-unan kenderc'hel al levrioù a vefe skrivet. Amen.