Site uses cookies to provide basic functionality.

OK
ACTS
Up
Toggle notes
Chapter 1
Acts BretonNT 1:1  Em levr kentañ, o Teofil, em eus skrivet diwar-benn kement en deus Jezuz graet ha kelennet, adalek ar penn-kentañ
Acts BretonNT 1:2  betek an deiz ma voe savet en neñv, goude bezañ roet e urzhioù, dre ar Spered-Santel, d'an ebestel en doa dibabet.
Acts BretonNT 1:3  Goude bezañ gouzañvet, e teuas war wel bev dirazo hag e roas dezho kalz a brouennoù peursur, oc'h en em ziskouez dezho e-pad daou-ugent devezh hag o komz diwar-benn ar pezh a sell ouzh rouantelezh Doue.
Acts BretonNT 1:4  O vezañ o dastumet, e c'hourc'hemennas dezho na bellajent ket diouzh Jeruzalem, met ma c'hortozjent promesa an Tad, an hini hoc'h eus klevet diganin, emezañ,
Acts BretonNT 1:5  rak Yann en deus badezet en dour, met c'hwi a vo badezet er Spered-Santel a-benn nebeut a zevezhioù.
Acts BretonNT 1:6  O vezañ eta en em zastumet, e c'houlennjont digantañ: Aotrou, hag en amzer-se eo ec'h adsavi rouantelezh Israel?
Acts BretonNT 1:7  Eñ a lavaras dezho: N'eo ket roet deoc'h anavezout an amzerioù pe ar c'houlzioù en deus merket an Tad en e c'halloud e-unan.
Acts BretonNT 1:8  Met resev a reot un nerzh pa zeuio ar Spered-Santel warnoc'h, hag e viot va zestoù e Jeruzalem, en holl Judea, e Samaria ha betek pennoù pellañ an douar.
Acts BretonNT 1:9  Goude m'en doe lavaret an traoù-se, e voe savet e-pad ma sellent outañ, hag ur goabrenn a guzhas anezhañ eus o daoulagad.
Acts BretonNT 1:10  Evel ma sellent gant evezh war-zu an neñv e-pad ma'z ae kuit, setu, daou zen gwisket e gwenn en em gavas en o c'hichen
Acts BretonNT 1:11  hag a lavaras: Tud a C'halilea, perak en em zalc'hit aze da sellout ouzh an neñv? Ar Jezuz-mañ, savet diganeoc'h en neñv, a zeuio en-dro en hevelep doare evel ma hoc'h eus e welet o pignat en neñv.
Acts BretonNT 1:12  Neuze e tistrojont da Jeruzalem, eus ar Menez a c'halver an Olived, a zo pell diouzh Jeruzalem war-dro hed ur pennad-hent sabad (~ 1100 m).
Acts BretonNT 1:13  Pa voent erruet, e pignjont er gambr uhel e-lec'h ma chome Pêr, Jakez,Yann, Andrev, Filip, Tomaz, Bertele, Mazhev, Jakez mab Alfe, Simon ar Gredus, Jud breur Jakez.
Acts BretonNT 1:14  Ar re-se holl a gendalc'he a-unvan er bedenn hag en aspedenn, gant ar gwragez, ha Mari mamm Jezuz, ha gant e vreudeur.
Acts BretonNT 1:15  En deizioù-se, Pêr, a savas e-kreiz an diskibien, dastumet asambles e niver a war-dro kant ugent den, hag a lavaras:
Acts BretonNT 1:16  Tud breudeur, ret e oa ma vije peurc'hraet ar pezh en doa lavaret ar Spered-Santel er Skritur en a-raok dre c'henoù David, diwar-benn Judaz, hag a zo bet rener ar re o deus kemeret Jezuz.
Acts BretonNT 1:17  Rak e oa en hon touez hag en deus bet e lod er ministrerezh-mañ.
Acts BretonNT 1:18  Hemañ o vezañ prenet ur park gant gopr an torfed, a zo kouezhet d'an traoñ, freuzet eo bet dre greiz e gorf hag e holl vouzelloù a zo en em stlabezet.
Acts BretonNT 1:19  Ar pezh a zo bet anavezet gant holl dud Jeruzalem, en hevelep doare ma'z eo bet galvet ar park-se en o yezh Akeldama, da lavarout eo: Park ar Gwad.
Acts BretonNT 1:20  Hogen skrivet eo e levr ar Salmoù: Ra zeuio e chomlec'h didud ha ra ne vo den da chom ennañ, ha: Ra gemero unan all e garg.
Acts BretonNT 1:21  Ret eo eta, penaos e-mesk an dud a zo bet ganeomp e-pad an holl amzer m'en deus an Aotrou Jezuz bevet en hon touez,
Acts BretonNT 1:22  adalek badeziant Yann betek an deiz ma'z eo bet savet diganeomp, e vefe unan a zeufe da vezañ test ganeomp eus e adsavidigezh a varv.
Acts BretonNT 1:23  Neuze e kinnigjont daou: Jozef galvet Barsabbaz ha lesanvet Justuz, ha Matiaz.
Acts BretonNT 1:24  O pediñ e lavarjont: Te Aotrou, hag a anavez kalonoù an holl, diskouez deomp pehini eus an daou-mañ ac'h eus dibabet
Acts BretonNT 1:25  da gaout lod er ministrerezh hag en abostolerezh-mañ en deus dilezet Judaz evit mont en e lec'h.
Acts BretonNT 1:26  Tennañ a rejont d'ar sord hag ar sord a gouezhas war Matiaz, hag a voe lakaet e renk an unnek abostol.
Chapter 2
Acts BretonNT 2:1  Deiz ar Pantekost o vezañ erruet, e oant holl a-unvan en hevelep lec'h.
Acts BretonNT 2:2  A-greiz-holl e teuas eus an neñv un trouz bras evel hini un avel o c'hwezhañ gant nerzh, hag e leunias an ti holl e-lec'h ma oant azezet.
Acts BretonNT 2:3  Teodoù evel teodoù tan en em ziskouezas dezho hag en em rannas, hag en em lakajont war bep hini anezho.
Acts BretonNT 2:4  Leuniet e voent holl gant ar Spered-Santel hag en em lakajont da gomz e yezhoù all, hervez ma roe ar Spered dezho da gomz.
Acts BretonNT 2:5  Bez' e oa e Jeruzalem Yuzevien, tud a zouje Doue, eus an holl vroadoù a zo dindan an neñv.
Acts BretonNT 2:6  Pa voe klevet an trouz-se, ul lod bras a dud en em zastumas, hag e voent saouzanet dre ma kleve pep hini anezho o komz en e yezh e-unan.
Acts BretonNT 2:7  Bez' e oant holl souezhet hag en estlamm, o lavarout an eil d'egile: Setu, an dud-se a zo o komz, ha n'int ket holl eus Galilea?
Acts BretonNT 2:8  Penaos e klevomp anezho o komz e yezh ar vro ma'z eo bet ganet pep hini ac'hanomp?
Acts BretonNT 2:9  Parted, Meded, Elamiz, ar re o chom e Mezopotamia, e Judea, e Kapadokia, er Pont, en Azia,
Acts BretonNT 2:10  e Frigia, e Pamfilia, en Ejipt, e douaroù Libia tost ouzh Siren, hag ar re a zo deuet eus Roma, Yuzevien ha prozelited,
Acts BretonNT 2:11  Kretiz hag Arabed, penaos e klevomp anezho o komz en hor yezhoù diwar-benn burzhudoù Doue?
Acts BretonNT 2:12  An holl a oa souezhet ha ne ouient petra da soñjal, o lavarout an eil d'egile: Petra eo kement-se?
Acts BretonNT 2:13  Met re all a rae goap hag a lavare: Leun int gant gwin dous.
Acts BretonNT 2:14  Met Pêr en em ziskouezas gant an unnek, a savas e vouezh hag a lavaras dezho: Tud Yuzevien ha c'hwi holl a chom e Jeruzalem, gouezit kement-mañ ha selaouit gant evezh va gerioù.
Acts BretonNT 2:15  Rak ar re-mañ n'int ket mezv, evel ma kredit, pa n'eo nemet an trede eur eus an deiz.
Acts BretonNT 2:16  Met kement-mañ eo ar pezh a zo bet lavaret gant ar profed Joel:
Acts BretonNT 2:17  Erruout a raio en deizioù diwezhañ, eme Doue, e skuilhin eus va Spered war bep kig, ho mibien hag ho merc'hed a brofedo, ho tud yaouank o devo gweledigezhioù hag ho tud kozh o devo huñvreoù.
Acts BretonNT 2:18  A dra-sur, en deizioù-se e skuilhin eus va Spered war va servijerien ha war va servijerezed, hag e profedint.
Acts BretonNT 2:19  Burzhudoù a ziskouezin d'an nec'h en neñv, ha mirakloù d'an traoñ war an douar, gwad, tan hag un aezhenn a voged.
Acts BretonNT 2:20  An heol a vo troet e teñvalijenn hag al loar e gwad, a-raok ma teuio deiz bras ha glorius an Aotrou.
Acts BretonNT 2:21  Hag ec'h erruo penaos piv bennak a c'halvo anv an Aotrou, a vo salvet.
Acts BretonNT 2:22  Tud eus Israel, klevit ar gerioù-mañ! Jezuz a Nazared, an den-se aprouet gant Doue en ho touez dre an oberoù a c'halloud, ar burzhudoù hag ar sinoù en deus graet Doue drezañ e-kreiz ac'hanoc'h, evel ma ouzoc'h hoc'h-unan,
Acts BretonNT 2:23  an den-se, droukroet hervez ar mennad divizet ha ragouiziegezh Doue, kroget hoc'h eus ennañ, hag o vezañ e staget ouzh ar groaz dre zaouarn an dud fall, e lakaet hoc'h eus d'ar marv.
Acts BretonNT 2:24  Doue en deus e adsavet a varv, o vezañ torret ereoù ar marv, dre ma ne oa ket posupl e vije dalc'het gantañ.
Acts BretonNT 2:25  Rak David a lavar diwar e benn: Gwelout a raen bepred an Aotrou dirazon, rak en tu dehou din emañ evit na vin ket brañsellet,
Acts BretonNT 2:26  dre-se va c'halon a zo en em laouenaet ha va zeod en deus tridet gant levenez; ha va c'hig ivez a ziskuizho en esperañs,
Acts BretonNT 2:27  rak ne lezi ket va ene e lec'h ar marv ha n'aotrei ket e welfe da Sant ar vreinadurezh.
Acts BretonNT 2:28  Roet ec'h eus din da anavezout hentoù ar vuhez, va leuniañ a ri a levenez dirak da zremm.
Acts BretonNT 2:29  Tud breudeur, aotreet eo din lavarout deoc'h gant hardizhegezh diwar-benn an uheldad David, penaos eo marv hag eo bet sebeliet. Emañ e vez c'hoazh hiziv en hon touez.
Acts BretonNT 2:30  Met, o vezañ profed hag o c'houzout en doa Doue prometet dezhañ gant le e lakaje Krist da c'henel eus e lignez hervez ar c'hig evit e lakaat da azezañ war e dron,
Acts BretonNT 2:31  o welout kement-se a-raok, e lavaras diwar-benn adsavidigezh Krist da vev, penaos e ene ne vije ket lezet e lec'h ar marv hag e c'hig ne welje ket ar vreinadurezh.
Acts BretonNT 2:32  Doue en deus adsavet a varv ar Jezuz-se, ni a zo holl testoù a gement-se.
Acts BretonNT 2:33  Savet eta a-zehou da Zoue, resevet en deus digant an Tad promesa ar Spered-Santel ha skuilhet en deus ar pezh a welit hag a glevit bremañ.
Acts BretonNT 2:34  Rak David n'eo ket pignet en neñv, met e lavar e-unan: An Aotrou en deus lavaret da'm Aotrou: Azez a-zehou din,
Acts BretonNT 2:35  betek ma em bo graet eus da enebourien ur skabell dindan da dreid.
Acts BretonNT 2:36  Ra ouezo holl di Israel eta a-dra-sur penaos en deus Doue graet Aotrou ha Krist ar Jezuz-se hoc'h eus staget ouzh ar groaz.
Acts BretonNT 2:37  O vezañ klevet an traoù-mañ, e voe mantret o c'halon, hag e lavarjont da Bêr ha d'an ebestel all: Tud breudeur, petra a raimp?
Acts BretonNT 2:38  Pêr a lavaras dezho: Ho pet keuz, ha ra vo pep hini ac'hanoc'h badezet en anv Jezuz-Krist evit ar pardon eus ho pec'hedoù. Hag e resevot donezon ar Spered-Santel.
Acts BretonNT 2:39  Rak ar bromesa a zo evidoc'h, evit ho pugale hag evit ar re holl a zo pell, e-keit ha ma c'halvo an Aotrou hon Doue anezho.
Acts BretonNT 2:40  E kalz a c'herioù all e roas testeni dezho hag o atizas en ur lavarout: En em salvit diouzh ar rumm fall-mañ.
Acts BretonNT 2:41  Ar re eta a zegemeras e c'her gant levenez a voe badezet. War-dro tri mil ene a voe unanet en deiz-se d'an diskibien.
Acts BretonNT 2:42  Kenderc'hel a raent e kelennerezh an ebestel, er genunvaniezh, e torradur ar bara hag er pedennoù.
Acts BretonNT 2:43  Ar spont a grogas e pep hini, hag kalz a vurzhudoù hag a virakloù en em c'hrae dre an ebestel.
Acts BretonNT 2:44  Ar re holl a grede a oa en hevelep lec'h ha pep tra a oa kumun etrezo.
Acts BretonNT 2:45  Gwerzhañ a raent o zraoù hag o madoù, hag e lodennent anezho d'an holl, hervez an ezhomm en doa pep hini.
Acts BretonNT 2:46  Bemdez e oant aketus a-unvan en templ. O terriñ ar bara eus an eil ti d'egile, e kemerent o boued gant levenez hag eeunded a galon,
Acts BretonNT 2:47  o veuliñ Doue hag o vezañ dudius d'an holl bobl. An Aotrou a greske bemdez an Iliz gant an dud a oa salvet.
Chapter 3
Acts BretonNT 3:1  Pêr ha Yann a bigne a-unan d'an templ da eur ar bedenn, da lavarout eo an navet eur.
Acts BretonNT 3:2  Bez' eo oa un den kamm adalek e c'hanedigezh, a zouged hag a lakaed bemdez e-kichen dor an templ anvet ar Gaer, evit goulenn an aluzen digant ar re a yae en templ.
Acts BretonNT 3:3  O welout Pêr ha Yann o vont da antreal en templ, e c'houlennas diganto an aluzen.
Acts BretonNT 3:4  Pêr, o virout e zaoulagad paret warnañ, kenkoulz ha Yann, a lavaras: Sell ouzhimp!
Acts BretonNT 3:5  Sellout a reas gant evezh outo, o c'hortoz kaout un dra bennak diganto.
Acts BretonNT 3:6  Neuze Pêr a lavaras dezhañ: Ne'm eus nag arc'hant nag aour, met ar pezh am eus, a roan dit: en anv Jezuz-Krist a Nazared, sav ha kerzh!
Acts BretonNT 3:7  O vezañ e gemeret gant e zorn dehou, e savas anezhañ. Kerkent e zaoudroad hag e zaouufern a startaas.
Acts BretonNT 3:8  O lammat e savas en e sav hag e kerzhas. Mont a reas ganto en templ, o kerzhout, o lammat hag o veuliñ Doue.
Acts BretonNT 3:9  An holl bobl a welas anezhañ o kerzhout hag o veuliñ Doue.
Acts BretonNT 3:10  Hag ec'h anavezjont e oa hennezh an hini a oa azezet ouzh Dor Gaer an templ evit goulenn an aluzen. Leuniet e voent a estlamm hag a souezh eus ar pezh a oa c'hoarvezet gantañ.
Acts BretonNT 3:11  Evel na guitae ket Pêr ha Yann an den kamm a oa bet yac'haet, an holl bobl souezhet a zeredas d'o c'havout d'ar porched anvet Salomon.
Acts BretonNT 3:12  Pêr, o welout kement-se, a lavaras d'ar bobl: Tud Israel, perak oc'h souezhet a gement-mañ? Perak e virit ho taoulagad paret warnomp, evel pa vefe dre hor galloud hon-unan pe dre hon doujañs-Doue hor befe lakaet an den-mañ da gerzhout?
Acts BretonNT 3:13  Doue Abraham, Izaak ha Jakob, Doue hon tadoù, en deus roet gloar d'e vugel Jezuz, an hini hoc'h eus droukroet ha dinac'het dirak Pilat, petra bennak m'en doa hemañ barnet e tlee bezañ laosket kuit.
Acts BretonNT 3:14  Dinac'het hoc'h eus ar Sant hag ar Reizh, ha goulennet hoc'h eus e vefe laosket deoc'h ur muntrer.
Acts BretonNT 3:15  Lakaet hoc'h eus d'ar marv Priñs ar vuhez, ha Doue en deus e adsavet a-douez ar re varv, ni a zo testoù a gement-se.
Acts BretonNT 3:16  Dre ar feiz en e anv eo, en deus e anv startaet an den-mañ a welit hag a anavezit, hag ar feiz ennañ eo, he deus roet d'an den-mañ ar yec'hed peurvat-se dirazoc'h holl.
Acts BretonNT 3:17  Bremañ, breudeur, gouzout a ran hoc'h eus graet kement-se dre ziouiziegezh, kenkoulz hag ho pennoù.
Acts BretonNT 3:18  Met evel-se en deus Doue graet ar pezh en doa diouganet dre c'henoù e holl brofeded, penaos e tlee ar C'hrist gouzañv poan.
Acts BretonNT 3:19  Ho pet keuz eta ha distroit ouzh Doue, evit ma vo ho pec'hedoù lamet, evit ma teuio amzerioù a freskadurezh a-berzh an Aotrou,
Acts BretonNT 3:20  ha ma kaso an hini a zo bet disklêriet deoc'h a-raok, Jezuz-Krist,
Acts BretonNT 3:21  a dle an neñv degemer betek amzer adsavidigezh an holl draoù, en deus Doue komzet diwar he fenn dre c'henoù e holl brofeded santel abaoe pell amzer.
Acts BretonNT 3:22  Rak Moizez en deus lavaret d'hon tadoù: An Aotrou ho Toue a savo deoc'h a-douez ho preudeur ur profed eveldon, selaouit anezhañ e kement a lavaro deoc'h,
Acts BretonNT 3:23  ha piv bennak ne selaouo ket ar profed-se a vo distrujet eus a-douez ar bobl.
Acts BretonNT 3:24  An holl brofeded o deus komzet abaoe Samuel hag ar re a zo deuet goude, o deus diouganet an deizioù-mañ.
Acts BretonNT 3:25  C'hwi a zo mibien ar brofeded hag eus an emglev en deus Doue graet gant hon tadoù, o lavarout da Abraham: Holl bobloù an douar a vo benniget en da lignez.
Acts BretonNT 3:26  Evidoc'h eo da gentañ en deus Doue savet e vugel Jezuz hag en deus e gaset d'ho pennigañ, evit tennañ pep hini ac'hanoc'h eus e fallagriezh.
Chapter 4
Acts BretonNT 4:1  Evel ma komzent ouzh ar bobl, ar veleien, kabiten an templ hag ar sadukeiz a zeuas d'o c'havout,
Acts BretonNT 4:2  o vezañ gwall nec'het abalamour ma kelennent ar bobl ha ma kemennent an adsavidigezh a-douez ar re varv e Jezuz.
Acts BretonNT 4:3  Hag e krogjont enno hag o lakajont er prizon betek an deiz war-lerc'h, abalamour ma oa dija diwezhat.
Acts BretonNT 4:4  Met kalz eus ar re o doa klevet ar ger a gredas, ha niver ar wersed a oa war-dro pemp mil.
Acts BretonNT 4:5  Hag e c'hoarvezas antronoz ma en em zastumas e Jeruzalem pennoù ar bobl, an henaourien hag ar skribed,
Acts BretonNT 4:6  gant Annaz ar beleg-meur, Kaifaz, Yann, Aleksandr hag ar re holl a oa eus gouenn ar veleien vras.
Acts BretonNT 4:7  O vezañ o degaset en o c'hreiz, e c'houlennjont diganto: Dre beseurt galloud pe en anv piv hoc'h eus graet kement-mañ?
Acts BretonNT 4:8  Neuze Pêr, leun eus ar Spered-Santel, a lavaras dezho: Pennoù ar bobl hag henaourien Israel,
Acts BretonNT 4:9  pa'z eo goulennet diganeomp hiziv abeg ur madober roet da un den kamm, evit gouzout penaos eo bet yac'haet,
Acts BretonNT 4:10  gouezit, c'hwi holl hag holl bobl Israel, penaos eo en anv Jezuz-Krist a Nazared, hoc'h eus staget ouzh ar groaz hag en deus Doue adsavet a-douez ar re varv, drezañ eo en em ziskouez an den-se yac'h dirazoc'h.
Acts BretonNT 4:11  Eñ eo ar maen a zo bet taolet kuit ganeoc'h-c'hwi ar saverien, hag a zo deuet da vezañ maen kentañ ar c'horn.
Acts BretonNT 4:12  N'eus silvidigezh en hini all ebet, rak n'eus dindan an neñv anv all ebet a vefe bet roet e-touez an dud, a dlefemp bezañ salvet drezañ.
Acts BretonNT 4:13  O welout hardizhegezh Pêr ha Yann, hag o c'houzout e oant tud dizesk hag eus ar bobl izel, e voent souezhet. Anavezout a raent e oa bet ar re-se gant Jezuz.
Acts BretonNT 4:14  O welout an den a oa bet yac'haet eno ganto, n'o doa netra da lavarout a-enep,
Acts BretonNT 4:15  met e c'hourc'hemennjont dezho mont er-maez eus ar sanedrin hag en em guzuilhjont etrezo,
Acts BretonNT 4:16  o lavarout: Petra raimp d'an dud-se? Rak ur mirakl o deus graet hag a zo anavezet gant holl dud Jeruzalem, anat eo ha ne c'hellomp ket e nac'hañ.
Acts BretonNT 4:17  Met evit ma ne d-aio ket ar vrud a gement-mañ muioc'h e-touez ar bobl, difennomp outo gant gourdrouzoù komz mui da biv bennak en anv-se.
Acts BretonNT 4:18  O vezañ o galvet, e tifennjont start outo komz ha kelenn en anv Jezuz.
Acts BretonNT 4:19  Met Pêr ha Yann a respontas dezho: Barnit hag eo reizh dirak Doue sentiñ ouzhoc'h kentoc'h eget ouzh Doue,
Acts BretonNT 4:20  rak ne c'hellomp ket tremen hep komz diwar-benn an traoù hon eus gwelet ha klevet.
Acts BretonNT 4:21  Kas a rejont eta anezho kuit gant gourdrouzoù bras, o vezañ na gavent ket an tu d'o c'hastizañ, abalamour d'ar bobl, rak an holl a roe gloar da Zoue evit ar pezh a oa c'hoarvezet.
Acts BretonNT 4:22  Rak an den a oa bet yac'haet dre ar mirakl-se a oa ouzhpenn daou-ugent vloaz.
Acts BretonNT 4:23  Goude ma voent laosket, e teujont etrezek o re hag e tezrevelljont ar pezh o doa ar veleien vras hag an henaourien lavaret dezho.
Acts BretonNT 4:24  O vezañ klevet kement-se, e savjont a-unvan o mouezh etrezek Doue hag e lavarjont: Aotrou, te a zo Doue, te ac'h eus graet an neñv, an douar, ar mor hag an holl draoù a zo enno,
Acts BretonNT 4:25  te eo en deus lavaret dre c'henoù da servijer David: Perak ar grozmol-se e-touez ar broadoù hag ar soñjoù ven-se e-touez ar pobloù?
Acts BretonNT 4:26  Rouaned an douar a zo en em savet hag ar briñsed a zo en em unanet a-enep an Aotrou hag a-enep e Olevet.
Acts BretonNT 4:27  Rak Herodez ha Poñs-Pilat, gant ar broadoù ha pobl Israel, a zo en em unanet er gêr-mañ a-enep da'z servijer santel Jezuz, an hini ac'h eus olevet
Acts BretonNT 4:28  evit ober an holl draoù en deus da zorn ha da guzul merket a-raok da zleout bezañ graet.
Acts BretonNT 4:29  Ha bremañ, Aotrou, sell ouzh o gourdrouzoù ha ro da'z servijerien ar galloud da zisklêriañ da c'her gant ur wir hardizhegezh,
Acts BretonNT 4:30  oc'h astenn da zorn da yac'haat, evit ma vo graet mirakloù ha burzhudoù dre anv da servijer santel Jezuz.
Acts BretonNT 4:31  P'o doe pedet, al lec'h ma oant dastumet ennañ a grenas. Leuniet e voent holl gant ar Spered-Santel hag e tisklêrjont ger Doue gant hardizhegezh.
Acts BretonNT 4:32  Al lod bras eus ar re o doa kredet ne oant holl nemet ur galon hag un ene. Den ne lavare e oa dezhañ tamm ebet eus ar madoù en doa, met an holl draoù a oa kumun etrezo.
Acts BretonNT 4:33  An ebestel a roe testeni gant kalz a nerzh eus adsavidigezh an Aotrou Jezuz a varv. Ur c'hras vras a oa warno holl.
Acts BretonNT 4:34  Rak ne oa den ezhommek ebet en o zouez, ar re holl o doa douaroù pe tiez o gwerzhe, a zegase ar priz eus ar pezh o doa gwerzhet
Acts BretonNT 4:35  hag en lakae ouzh treid an ebestel. e Lodennet e oa da bep hini hervez ma en doa ezhomm.
Acts BretonNT 4:36  Jozez lesanvet Barnabaz gant an ebestel, da lavarout eo mab an ali mat, ul Leviad genidik eus Kiprenez,
Acts BretonNT 4:37  a werzhas ur park en doa, a zegasas arc'hant ar werzh hag en lakaas ouzh treid an ebestel.
Chapter 5
Acts BretonNT 5:1  Met un den anvet Ananiaz, gant Safira e wreg, a werzhas ur berc'henniezh
Acts BretonNT 5:2  hag a zalc'has ul lodenn eus ar priz, a-unan gant e wreg. Degas a reas al lodenn all hag he lakaas ouzh treid an ebestel.
Acts BretonNT 5:3  Pêr a lavaras: Ananiaz, perak en deus Satan leuniet da galon ken ec'h eus lavaret gaou d'ar Spered-Santel ha miret ul lodenn eus priz an douar?
Acts BretonNT 5:4  Ma'z pije miret anezhañ, daoust ha ne oa ket dit? Hag o vezañ e werzhet, ha ne oa ket e briz en da c'halloud? Penaos eta ec'h eus lakaet ar soñj-se en da galon? N'eo ket d'an dud ec'h eus lavaret gaou, met da Zoue eo.
Acts BretonNT 5:5  Ananiaz, pa glevas ar c'homzoù-se, a gouezhas hag a varvas. Ur spont bras a zeuas war ar re holl a glevas komz a gement-se.
Acts BretonNT 5:6  An dud yaouank en em savas, e bakas, e zougas er-maez hag e sebelias.
Acts BretonNT 5:7  War-dro teir eurvezh goude, e wreg a zeuas, hep gouzout ar pezh a oa c'hoarvezet
Acts BretonNT 5:8  Pêr a c'houlennas diganti: Lavar din, ha kement-se eo hoc'h eus gwerzhet an douar? Hi a lavaras: Ya, kement-se.
Acts BretonNT 5:9  Neuze Pêr a lavaras dezhi: Penaos hoc'h eus en em glevet etrezoc'h evit temptañ Spered an Aotrou? Setu, ar re o deus sebeliet da bried a zo e-tal an nor; hag e tougint ac'hanout er-maez.
Acts BretonNT 5:10  Raktal e kouezhas d'e dreid hag e varvas. An dud yaouank a zeuas e-barzh, he c'havas marv, he dougjont er-maez hag he sebeilhjont e-kichen he fried.
Acts BretonNT 5:11  Ur spont bras a zeuas war an Iliz a-bezh ha war ar re holl a glevas komz a gement-se.
Acts BretonNT 5:12  Kalz a virakloù hag a vurzhudoù en em rae e-touez ar bobl dre zaouarn an ebestel. Bez' e oant holl a-unvan dindan porched Salomon.
Acts BretonNT 5:13  Den eus ar re all ne grede en em unaniñ dezho, met ar bobl a enore kalz anezho.
Acts BretonNT 5:14  Muioc'h-muiañ a grederien a oa lakaet a-gresk d'an Aotrou, un niver bras a wazed hag a wragez,
Acts BretonNT 5:15  en hevelep doare ma tegased ar glañvourien war ar straedoù hag e lakaed anezho war gweleoù ha fledoù, evit, pa dremenfe Pêr, ma teufe da vihanañ e skeud da c'holeiñ hiniennoù anezho.
Acts BretonNT 5:16  Tud ar c'hêrioù nesañ a zerede ivez a vandenn da Jeruzalem, o tegas klañvourien ha tud heskinet gant speredoù hudur, hag e oant holl yac'haet.
Acts BretonNT 5:17  Ar beleg-meur hag ar re holl a oa gantañ, da lavarout eo sektenn ar sadukeiz, en em savas hag a voe leuniet a warizi.
Acts BretonNT 5:18  O kregiñ en ebestel, e lakajont anezho er prizon publik.
Acts BretonNT 5:19  Met un ael eus an Aotrou a zigoras e-pad an noz dorojoù ar prizon, o lakaas er-maez hag a lavaras:
Acts BretonNT 5:20  It, en em zalc'hit e-barzh an templ ha disklêriit d'ar bobl holl c'herioù ar vuhez-mañ.
Acts BretonNT 5:21  O vezañ klevet kement-se, ez ejont mintin mat en templ hag e kelennjont ennañ. Ar beleg-meur hag ar re holl a oa gantañ a zeuas, a zastumas ar sanedrin hag holl guzul henaourien mibien Israel hag a gasas da glask an ebestel d'ar prizon.
Acts BretonNT 5:22  Met pa zeuas ar serjanted, n'o c'havjont ket er prizon. Distreiñ a rejont hag e kemennjont kement-se,
Acts BretonNT 5:23  o lavarout: Kavet hon eus ar prizon serret mat hag ar warded er-maez en o sav e-tal an dorojoù, met, o vezañ o zigoret, n'hon eus kavet den ennañ.
Acts BretonNT 5:24  Ar beleg-meur, kabiten an templ hag ar veleien vras, o klevout ar gerioù-se, ne ouient petra da soñjal diwar o fenn na petra a dlee c'hoarvezout war gement-se.
Acts BretonNT 5:25  Unan bennak a zeuas hag a lavaras dezho: Setu, an dud hoc'h eus lakaet er prizon a zo en templ hag a gelenn ar bobl.
Acts BretonNT 5:26  Neuze ar c'habiten a yeas gant ar serjanted hag a zegasas anezho hep taerder, rak aon o doa da vezañ meinataet gant ar bobl.
Acts BretonNT 5:27  O vezañ o degaset, e lakajont anezho dirak ar sanedrin. Ar beleg-meur a reas ur goulenn diganto,
Acts BretonNT 5:28  o lavarout: Ha n'hon eus ket difennet start ouzhoc'h kelenn en anv-se? Ha setu, leuniet hoc'h eus Jeruzalem gant ho kelennadurezh hag e fell deoc'h lakaat gwad an den-se da gouezhañ warnomp!
Acts BretonNT 5:29  Pêr hag an ebestel a respontas: Ret eo sentiñ ouzh Doue kentoc'h eget ouzh an dud.
Acts BretonNT 5:30  Doue hon tadoù en deus adsavet a varv Jezuz, hoc'h eus lazhet en ur stagañ anezhañ ouzh ar c'hoad.
Acts BretonNT 5:31  Doue en deus e uhelsavet a-zehou dezhañ evel Priñs ha Salver, evit reiñ da Israel ar geuzidigezh hag ar pardon eus ar pec'hedoù.
Acts BretonNT 5:32  Ha ni a zo testoù dezhañ eus an traoù-mañ, kenkoulz hag ar Spered-Santel en deus Doue roet d'ar re a sent outañ.
Acts BretonNT 5:33  O klevout kement-se, e voe droug en o c'halonoù hag en em guzuilhjont evit o lakaat da vervel.
Acts BretonNT 5:34  Met ur farizian anvet Gamaliel, doktor eus al lezenn enoret gant an holl bobl, a savas er sanedrin hag a c'hourc'hemennas lakaat an ebestel er-maez evit ur pennadig.
Acts BretonNT 5:35  Hag e lavaras dezho: Tud Israel, lakait evezh ouzh ar pezh emaoc'h o vont d'ober e-keñver an dud-se.
Acts BretonNT 5:36  Rak bez' ez eus ur pennad amzer ma savas Teudaz, o lavarout e oa un den a bouez. Un niver a war-dro pevar c'hant den en em unanas dezhañ, met lazhet e voe, hag ar re holl a oa gantañ a voe stlabezet ha deuet da netra.
Acts BretonNT 5:37  Goude hennezh, en amzer an niveradeg, e savas Judaz ar Galilean, a dennas ur bobl vras war e lerc'h, met mervel a reas ivez, hag ar re holl a grede ennañ a voe stlabezet.
Acts BretonNT 5:38  Me a lavar deoc'h eta bremañ, na redit ket war-lerc'h an dud-se ha lezit anezho da vont. Mar d-eo an embregerezh pe al labour-se eus an dud, e vo distrujet,
Acts BretonNT 5:39  met mar deu eus Doue, ne c'hellot ket e zistrujañ. Diwallit na vefe kavet ho pefe graet brezel da Zoue.
Acts BretonNT 5:40  Bez' e voent a-du gant e ali. O vezañ galvet an ebestel ha goude bezañ lakaet o skourjezañ, e tifennjont outo komz en anv Jezuz hag e lezjont anezho da vont kuit.
Acts BretonNT 5:41  Int eta en em dennas a-zirak ar sanedrin, leuniet a levenez da vezañ bet kavet dellezek da c'houzañv dismegañs evit e anv.
Acts BretonNT 5:42  Ha ne baouezent bemdez da gelenn ha da brezeg Aviel Jezuz-Krist en templ hag eus an eil ti d'egile.
Chapter 6
Acts BretonNT 6:1  En deizioù-se, evel ma kreske niver an diskibien, e savas ur grozmol eus ar C'hresianegerien a-enep an Hebreed, abalamour ma oa o intañvezed lezet a-gostez er servij pemdeziek.
Acts BretonNT 6:2  An daouzek a c'halvas asambles ar vandenn diskibien hag a lavaras: N'eo ket dereat e lezfemp ger Doue evit servij an taolioù.
Acts BretonNT 6:3  Dibabit eta, breudeur, seizh den en ho touez a zo roet testeni mat anezho, tud leun eus ar Spered-Santel hag a furnez, evit ma roimp dezho ar garg-se.
Acts BretonNT 6:4  Met evidomp-ni, e kendalc'himp d'en em reiñ d'ar bedenn ha da servij ar Ger.
Acts BretonNT 6:5  An ali-se a blijas d'an holl vodadenn. Hag e tibabjont Stefan, den leun a feiz hag eus ar Spered-Santel, Filip, Prokor, Nikanor, Timon, Parmenaz ha Nikolaz, ur proselit eus Antioch.
Acts BretonNT 6:6  Degas a rejont anezho dirak an ebestel, hag ar re-mañ a bedas hag a lakaas o daouarn warno.
Acts BretonNT 6:7  Ger Doue en em skuilhe, niver an diskibien a greske kalz e Jeruzalem hag un niver bras eus ar veleien a sente ouzh ar feiz.
Acts BretonNT 6:8  Stefan, leun a feiz hag a c'halloud, a rae burzhudoù ha mirakloù bras e-touez ar bobl.
Acts BretonNT 6:9  Met hiniennoù eus ar sinagogenn anvet ar Frankizidi, eus re ar Sireniz hag an Aleksandriz, ha tud eus Kilisia hag Azia, a savas evit tabutal gant Stefan.
Acts BretonNT 6:10  Ne c'helljont ket herzel ouzh ar furnez hag ar Spered a rae dezhañ komz.
Acts BretonNT 6:11  Neuze e ouestlaoujont tud evit lavarout: E glevet hon eus o tistagañ gwallgomzoù a-enep Moizez hag a-enep Doue.
Acts BretonNT 6:12  Atizañ a rejont ar bobl, an henaourien hag ar skribed. Oc'h en em deurel warnañ, e krogjont ennañ hag e tegasjont anezhañ d'ar sanedrin.
Acts BretonNT 6:13  Hag e lakajont da zont falstestoù a lavaras: An den-mañ ne baouez ket da lavarout komzoù a vallozh a-enep al lec'h santel-mañ hag a-enep al lezenn,
Acts BretonNT 6:14  rak e glevet hon eus o lavarout penaos Jezuz, an Nazaredad-se, a zistrujo al lec'h-mañ hag a gemmo ar boazioù en deus Moizez roet deomp.
Acts BretonNT 6:15  Evel m'o doa ar re holl a oa azezet er sanedrin o daoulagad dalc'het warnañ, e zremm en em ziskouezas dezho heñvel ouzh hini un ael.
Chapter 7
Acts BretonNT 7:1  Ar beleg-meur a lavaras: Hag evel-se eo emañ an traoù?
Acts BretonNT 7:2  Eñ a lavaras: Tud breudeur ha tadoù, selaouit. An Doue a c'hloar en em ziskouezas da Abraham hon tad pa oa e Mezopotamia, a-raok ma chomas e Charan,
Acts BretonNT 7:3  hag e lavaras dezhañ: Kae er-maez eus da vro hag eus da gerentiezh, ha deus d'ar vro a ziskouezin dit.
Acts BretonNT 7:4  Neuze ez eas er-maez eus bro ar C'haldeiz hag e teuas da chom e Charan. Ac'hane, goude ma voe marv e dad, eñ a zegasas anezhañ d'ar vro-mañ e-lec'h ma chomit bremañ.
Acts BretonNT 7:5  Ne roas dezhañ hêrezh ebet enni, na zoken peadra da lakaat e droad warnañ, met prometiñ a reas he reiñ dezhañ ha d'e lignez war e lerc'h, petra bennak n'en doa bugel ebet.
Acts BretonNT 7:6  Doue a lavaras dezhañ penaos e lignez a chomje en un douar estren e-pad pevar c'hant vloaz, a vije lakaet da sklaved hag a vije gwallgaset.
Acts BretonNT 7:7  Met me a varno ar vroad ma vint bet sklavourien dindani, a lavaras Doue, ha goude-se ez aint er-maez hag e servijint ac'hanon el lec'h-mañ.
Acts BretonNT 7:8  Emglev an amdroc'h a roas dezhañ. Evel-se e voe tad da Izaak hag ec'h amdroc'has anezhañ d'an eizhvet deiz, hag Izaak a voe tad da Jakob, ha Jakob tad d'an daouzek uheldad.
Acts BretonNT 7:9  An uheldadoù, dre warizi, a werzhas Jozef evit an Ejipt, met Doue a voe gantañ.
Acts BretonNT 7:10  Dieubiñ a reas anezhañ eus e holl c'hlac'haroù hag e roas dezhañ furnez ha gras dirak Faraon roue Ejipt. Hemañ a lakaas anezhañ da c'houarnour war Ejipt ha war e holl di.
Acts BretonNT 7:11  Met ec'h erruas un naonegezh vras en Ejipt holl hag e Kanaan, hag un dienez vras. Ne gave ket hon tadoù a voued.
Acts BretonNT 7:12  Jakob a glevas e oa ed en Ejipt hag a gasas di hon tadoù ur wech kentañ.
Acts BretonNT 7:13  Hag an eil gwech e voe Jozef anavezet gant e vreudeur, ha Faraon a ouias tiegezh Jozef.
Acts BretonNT 7:14  Jozef a gasas da gerc'hat Jakob e dad hag e holl gerentiezh, a oa anezho pemzek ha tri ugent.
Acts BretonNT 7:15  Jakob a ziskennas en Ejipt hag a varvas eno, eñ hag hon tadoù.
Acts BretonNT 7:16  Dezouget e voent da Sichem ha lakaet er bez en doa Abraham prenet gant arc'hant digant mibien Hemor eus Sichem.
Acts BretonNT 7:17  Met evel ma tostae amzer ar bromesa en doa graet Doue gant le da Abraham, ar bobl a vrasaas hag a greskas en Ejipt,
Acts BretonNT 7:18  betek ma teuas ur roue all n'en doa ket anavezet Jozef.
Acts BretonNT 7:19  Hemañ, oc'h implijout troidellerezh a-enep hor gouenn, a waskas kalet hon tadoù betek lakaat anezho da zilezel o bugale evit na vijent ket dalc'het e buhez.
Acts BretonNT 7:20  En amzer-se e voe ganet Moizez, a oa brav dirak Doue. Maget e voe e-pad tri miz e ti e dad
Acts BretonNT 7:21  hag, o vezañ bet dilezet, merc'h Faraon a gemeras anezhañ hag a vagas anezhañ evel he mab hec'h-unan.
Acts BretonNT 7:22  Moizez a voe kelennet en holl furnez an Ejiptiz. Galloudek e oa en e c'herioù hag en e oberoù.
Acts BretonNT 7:23  Pa voe oadet a zaou-ugent vloaz, e teuas c'hoant en e galon da vont da welout e vreudeur, mibien Israel.
Acts BretonNT 7:24  O welout e wallgased unan anezho, e kemeras e zifenn hag e veñjas an hini a oa graet droug dezhañ en ur skeiñ gant an Ejipsian.
Acts BretonNT 7:25  Krediñ a rae e teuje e vreudeur da gompren e tegase Doue dezho an dieubidigezh dre e zorn, met ne gomprenjont ket.
Acts BretonNT 7:26  An deiz war-lerc'h, en em ziskouezas dezho e-pad ma en em gannent hag ec'h alias anezho da vezañ e peoc'h o lavarout: Tud, breudeur oc'h, perak en em wallgasit an eil egile?
Acts BretonNT 7:27  Met an hini a wallgase e nesañ a vountas anezhañ o lavarout: Piv en deus da lakaet da vestr ha da varner warnomp?
Acts BretonNT 7:28  Ha fellout a ra dit va lazhañ, evel ma ec'h eus lazhet dec'h an Ejipsian?
Acts BretonNT 7:29  Pa glevas Moizez ar gomz-se, e tec'has kuit hag e chomas evel diavaeziad e bro Vadian, e-lec'h ma voe tad da zaou vab.
Acts BretonNT 7:30  Daou-ugent vloaz goude, ael an Aotrou en em ziskouezas dezhañ e lec'h distro Menez Sinai, e flamm ur vodenn entanet.
Acts BretonNT 7:31  Pa welas Moizez anezhañ, e voe souezhet eus an emziskouezidigezh hag, evel ma tostae evit sellout outi, mouezh an Aotrou a zeuas dezhañ:
Acts BretonNT 7:32  Me eo Doue da dadoù, Doue Abraham, Doue Izaak ha Doue Jakob. Moizez, o krenañ holl, ne grede ket sellout.
Acts BretonNT 7:33  An Aotrou a lavaras dezhañ: Lam da sandalennoù diouzh da dreid, rak al lec'h m'emaout warnañ a zo un douar santel.
Acts BretonNT 7:34  Gwelet pizh em eus glac'har va fobl a zo en Ejipt, klevet em eus o c'hlemmoù hag on diskennet d'o dieubiñ. Deus bremañ, hag e kasin ac'hanout en Ejipt.
Acts BretonNT 7:35  Ar Moizez-se, o doa taolet kuit o lavarout: Piv en deus da lakaet da vestr ha da varner warnomp? hennezh eo an hini a voe kaset gant Doue da vestr ha da zieuber dre zorn an ael a oa en em ziskouezet dezhañ er vodenn.
Acts BretonNT 7:36  Hennezh eo an hini o zennas er-maez, oc'h ober burzhudoù ha mirakloù e bro-Ejipt, er Mor Ruz hag el lec'h distro, e-pad daou-ugent vloaz.
Acts BretonNT 7:37  Ar Moizez-se eo a lavaras da vibien Israel: An Aotrou ho Toue a savo deoc'h ur profed eveldon a-douez ho preudeur. Selaou a reot anezhañ.
Acts BretonNT 7:38  Eñ eo an hini a oa er vodadenn el lec'h distro, gant an ael a gomze outañ war Venez Sinai, ha gant hon tadoù, hag a resevas gerioù a vuhez evit o reiñ deomp.
Acts BretonNT 7:39  Hon tadoù ne fellas ket dezho sentiñ outañ, met e daoljont kuit hag e tistrojont o galon en Ejipt,
Acts BretonNT 7:40  o lavarout da Aaron: Gra deomp doueoù a gerzho a-raok deomp, rak evit ar Moizez-se en deus hon tennet eus Ejipt, n'ouzomp ket petra a zo c'hoarvezet gantañ.
Acts BretonNT 7:41  Ober a rejont ul leue en deizioù-se, kinnig a rejont un aberzh d'an idol hag en em laouenajont eus labour o daouarn.
Acts BretonNT 7:42  Met Doue a zistroas diouto hag o lakaas da servijañ armead an neñv, evel ma'z eo skrivet e levr ar brofeded: Ti Israel, ha din-me eo hoc'h eus kinniget profoù-loened hag aberzhoù e-pad daou-ugent vloaz el lec'h distro?
Acts BretonNT 7:43  Douget hoc'h eus teltenn Molok ha steredenn ho toue Refan, skeudennoù hoc'h eus graet evit o azeuliñ. Setu perak e kasin ac'hanoc'h en tu all da Vabilon.
Acts BretonNT 7:44  Tabernakl an Testeni a zo bet gant hon tadoù el lec'h distro, evel m'en doa urzhiet an hini en doa lavaret da Voizez e ober hervez an doare m'en doa gwelet.
Acts BretonNT 7:45  Hon tadoù, o vezañ e gemeret, a zegasas anezhañ ganto dindan renerezh Jozue, er vro a oa perc'hennet gant ar broadoù a voe argaset a-ziaraok hon tadoù gant Doue, betek deizioù David.
Acts BretonNT 7:46  Eñ a gavas trugarez dirak Doue hag a c'houlennas sevel ur chomlec'h da Zoue Jakob,
Acts BretonNT 7:48  Met an Uhel-Meurbet ne chom ket en temploù graet gant daouarn an dud, evel ma lavar ar profed:
Acts BretonNT 7:49  An neñv eo va zron hag an douar ur skabell dindan va zreid. Peseurt ti a savot din, eme an Aotrou, ha pehini a vo lec'h va diskuizh.?
Acts BretonNT 7:50  Ha n'eo ket va dorn en deus graet an holl draoù-se?
Acts BretonNT 7:51  Tud a c'houzoug reut, diamdroc'h a galon hag a zivskouarn, stourm a rit bepred ouzh ar Spered-Santel. C'hwi a zo heñvel ouzh ho tadoù.
Acts BretonNT 7:52  Pehini eo ar profed n'o deus ket ho tadoù heskinet? Lazhet o deus ar re o doa diouganet donedigezh ar Reizh, an hini hoc'h eus droukroet bremañ hag hoc'h eus drouklazhet.
Acts BretonNT 7:53  Resevet hoc'h eus al lezenn dre servij an aeled ha n'hoc'h eus ket he miret!
Acts BretonNT 7:54  O klevout ar c'homzoù-se, e oant leuniet a fulor en o c'halonoù hag e c'hrigoñsjont o dent a-enep dezhañ.
Acts BretonNT 7:55  Met, leun eus ar Spered-Santel hag e zaoulagad savet war-zu an neñv, e welas gloar Doue ha Jezuz en e sav a-zehou da Zoue,
Acts BretonNT 7:56  hag e lavaras: Setu, e welan an neñvoù digor ha Mab an den en e sav a-zehou da Zoue.
Acts BretonNT 7:57  O leuskel kriadennoù bras, e stouvjont o divskouarn hag en em daoljont holl asambles warnañ.
Acts BretonNT 7:58  O stlejañ anezhañ er-maez eus kêr, e veinatajont anezhañ. An testoù a lakaas o gwiskamantoù ouzh treid un den yaouank anvet Saol.
Acts BretonNT 7:59  Int a veinataas Stefan, a bede hag a lavare: Aotrou Jezuz, degemer va spered!
Acts BretonNT 7:60  O vezañ daoulinet, e krias gant ur vouezh kreñv: Aotrou, na laka ket ar pec'hed-mañ warno! O vezañ lavaret kement-se, e chomas kousket.
Chapter 8
Acts BretonNT 8:1  Saol a roas e asant d'ar marv-se. Bez' e voe en deiz-se un heskinadeg vras a-enep Iliz Jeruzalem. Hag e voent holl stlabezet, nemet an ebestel, dre vroioù Judea ha Samaria.
Acts BretonNT 8:2  Tud a zoujañs Doue a sebelias Stefan hag a reas ur c'hañv bras dezhañ.
Acts BretonNT 8:3  Saol a zismantre an Iliz, o vont en tiez, o skrapat diouto ar wazed hag ar gwragez had o teurel anezho er prizon.
Acts BretonNT 8:4  Evel-se, ar re a oa bet stlabezet a yae a lec'h da lec'h en ur embann an Aviel, ar Ger.
Acts BretonNT 8:5  Filip a ziskennas en ur gêr eus Samaria hag a brezegas Krist enni.
Acts BretonNT 8:6  Ar bobl, holl a-unan, a selaouas gant evezh ar pezh a lavare Filip, oc'h anavezout hag o welout ar mirakloù a rae.
Acts BretonNT 8:7  Rak speredoù hudur a yeas kuit eus kalz a dud a oa dalc'het ganto, o leuskel kriadennoù bras, ha kalz a dud seizet ha kamm a voe yac'haet.
Acts BretonNT 8:9  Bez' e oa diagent er gêr-se un den anvet Simon a rae sorserezh hag a souezhe pobl Samaria, oc'h en em ober tremen evit un den bras.
Acts BretonNT 8:10  An holl, adalek ar re vihan betek ar re vras, a oa douget dezhañ, o lavarout: Hemañ eo galloud bras Doue.
Acts BretonNT 8:11  Douget e oant dezhañ dre m'en doa abaoe pell amzer souezhet anezho gant e oberoù sorserezh.
Acts BretonNT 8:12  Met p'o doe kredet e Filip a gemenne an Aviel, ar pezh a sell ouzh rouantelezh Doue hag anv Jezuz-Krist, e voent badezet, gwazed kenkoulz ha gwragez.
Acts BretonNT 8:13  Simon e-unan a gredas ivez. O vezañ bet badezet, ne bellaas ken diouzh Filip. O welout ar mirakloù hag ar burzhudoù bras a veze graet, e oa sabatuet.
Acts BretonNT 8:14  An ebestel a oa e Jeruzalem, o vezañ klevet penaos en doa Samaria resevet ger Doue, a gasas dezho Pêr ha Yann.
Acts BretonNT 8:15  Ar re-mañ a ziskennas hag a bedas evito, evit ma resevjent ar Spered-Santel,
Acts BretonNT 8:16  rak ne oa ket c'hoazh diskennet war hini anezho, badezet e oant bet hepken en anv an Aotrou Jezuz.
Acts BretonNT 8:17  Neuze e lakajont o daouarn warno, hag e resevjont ar Spered-Santel.
Acts BretonNT 8:18  Pa welas Simon penaos e oa roet ar Spered-Santel dre lakadur-daouarn an ebestel, a ginnigas dezho arc'hant
Acts BretonNT 8:19  o lavarout: Roit din ivez ar galloud-se, evit ma resevo ar Spered-Santel ar re holl e lakain va daouarn warno.
Acts BretonNT 8:20  Met Pêr a lavaras dezhañ: Ra yelo da arc'hant da get ganit, peogwir ec'h eus kredet e c'heller prenañ donezon Doue gant arc'hant.
Acts BretonNT 8:21  N'eus evidout na perzh na lod e kement-mañ, rak da galon n'eo ket eeun dirak Doue.
Acts BretonNT 8:22  Az pez eta keuz eus da fallentez ha goulenn digant Doue ma vo pardonet dit soñj da galon, mar d-eo posupl,
Acts BretonNT 8:23  rak gwelout a ran ez out en ur vestl a c'hwervder hag en ereoù an direizhder.
Acts BretonNT 8:24  Simon a respontas: Pedit c'hwi an Aotrou evidon, evit na c'hoarvezo netra din eus ar pezh hoc'h eus lavaret.
Acts BretonNT 8:25  O vezañ eta roet testeni da c'her an Aotrou hag o vezañ e gemennet, e tistrojont da Jeruzalem hag e prezegjont an Aviel e kalz a gêriadennoù eus bro ar Samaritaned.
Acts BretonNT 8:26  Un ael eus an Aotrou a gomzas da Filip hag a lavaras dezhañ: Sav ha kae etrezek ar c'hreisteiz, war an hent a ziskenn eus Jeruzalem da C'haza. An hini a zo distro.
Acts BretonNT 8:27  O vezañ savet, ez eas. Ha setu, un Etiopad, un eunuk ministr bras Kandake rouanez Etiopia, merour war hec'h holl deñzorioù, deuet da Jeruzalem evit azeuliñ,
Acts BretonNT 8:28  a zistroe, azezet war e garr, hag a lenne ar profed Izaia.
Acts BretonNT 8:29  Ar Spered a lavaras da Filip: Tosta ha kae betek ar c'harr-se.
Acts BretonNT 8:30  Filip a zeredas hag a glevas e lenne ar profed Izaia. Lavarout a reas dezhañ: Ha kompren a rez ar pezh a lennez?
Acts BretonNT 8:31  Eñ a respontas: Penaos e c'hellfen ma n'eus hini ebet da gelenn ac'hanon? Hag e pedas Filip da bignat ha d'azezañ en e gichen.
Acts BretonNT 8:32  An arroud eus ar Skritur a lenne a oa hemañ: Kaset eo bet d'al lazherezh evel un dañvad hag, evel un oan mut dirak an hini en touz, n'en deus ket digoret e c'henoù.
Acts BretonNT 8:33  E varnedigezh a zo bet dilamet en e izelded. Piv a c'hello kontañ e rumm? Rak e vuhez a zo bet lamet a-ziwar an douar.
Acts BretonNT 8:34  O kemer ar gomz, an eunuk a lavaras da Filip: Da bediñ a ran, diwar-benn piv e lavar ar profed kement-se? Diwar-benn e-unan pe diwar-benn unan all?
Acts BretonNT 8:35  Filip, o kemer ar gomz hag o kregiñ gant an arroud-se, a brezegas dezhañ Aviel Jezuz.
Acts BretonNT 8:36  Evel ma'z aent dre an hent, ec'h errujont e-lec'h ma oa dour, hag an eunuk a lavaras: Setu dour, petra a vir na vefen badezet?
Acts BretonNT 8:37  Filip a lavaras: Mar kredez eus da holl galon, e c'hell bezañ graet. Eñ a respontas: Krediñ a ran ez eo Jezuz-Krist Mab Doue.
Acts BretonNT 8:38  Hag e c'hourc'hemennas herzel ar c'harr, e tiskennjont o-daou en dour, Filip hag an eunuk, ha e vadezas anezhañ.
Acts BretonNT 8:39  Pa voent deuet er-maez eus an dour, Spered an Aotrou a lamas Filip, hag an eunuk n'en gwelas ken. Kenderc'hel a reas e hent leun a levenez.
Acts BretonNT 8:40  Filip en em gavas en Azod. Prezeg a reas an Aviel dre holl gêrioù ma tremene betek ma teuas da Gezarea.
Chapter 9
Acts BretonNT 9:1  Koulskoude Saol, o tianalañ c'hoazh gourdrouz ha muntr a-enep diskibien an Aotrou, a yeas da gavout ar beleg-meur
Acts BretonNT 9:2  hag a c'houlennas digantañ lizhiri evit sinagogennoù Damask, evit gallout, mar kavje hiniennoù eus ar gredenn-se, gwazed kenkoulz ha gwragez, o degas ereet da Jeruzalem.
Acts BretonNT 9:3  Evel ma oa en hent ha ma tostae ouzh Damask, a-daol-trumm ur sklêrijenn o tont eus an neñv a lugernas en-dro dezhañ.
Acts BretonNT 9:4  O vezañ kouezhet d'an douar, e klevas ur vouezh a lavaras dezhañ: Saol, Saol, perak e heskinez ac'hanon?
Acts BretonNT 9:5  Eñ a respontas: Piv out, Aotrou? An Aotrou a lavaras: Me eo Jezuz a heskinez. Kalet e vo dit herzel a-enep ar broudoù.
Acts BretonNT 9:6  En ur grenañ ha spouronet, e lavaras: Aotrou, petra a fell dit a rafen? Hag an Aotrou a lavaras dezhañ: Sav ha kae e kêr, hag e vo lavaret dit ar pezh ac'h eus d'ober.
Acts BretonNT 9:7  An dud a oa o vont gantañ a chomas dilavar en o sav, o klevout mat ar vouezh, met ne welent den.
Acts BretonNT 9:8  Saol a savas a-ziwar an douar hag, o vezañ digoret e zaoulagad, ne wele netra. En blegnjont gant an dorn hag en kasjont da Zamask.
Acts BretonNT 9:9  Tri devezh e chomas hep gwelout, hag hep debriñ nag evañ.
Acts BretonNT 9:10  Bez' e oa e Damask un diskibl anvet Ananiaz. An Aotrou a lavaras dezhañ en ur weledigezh: Ananiaz! Respont a reas: Setu me, Aotrou!
Acts BretonNT 9:11  An Aotrou a lavaras dezhañ: Sav, kae d'ar straed a anver Eeun ha goulenn e ti Judaz un den anvet Saol a Dars. Rak setu, emañ o pediñ
Acts BretonNT 9:12  ha gwelet en deus en ur weledigezh un den anvet Ananiaz, o tont e-barzh hag en deus lakaet e zaouarn warnañ evit ma adkavo ar gweled.
Acts BretonNT 9:13  Ananiaz a respontas: Aotrou, klevet em eus digant meur a hini pegement a zroug en deus graet an den-se da'z sent e Jeruzalem,
Acts BretonNT 9:14  hag amañ en deus ar galloud a-berzh ar veleien vras da eren ar re holl a c'halv da anv.
Acts BretonNT 9:15  Met an Aotrou a lavaras dezhañ: Kae, rak hennezh a zo ul lestr am eus dibabet evit kas va anv dirak ar broadoù, dirak ar rouaned ha dirak mibien Israel,
Acts BretonNT 9:16  hag e tiskouezin dezhañ pegement e tleo gouzañv poan evit va anv.
Acts BretonNT 9:17  Ananiaz a yeas hag, o vezañ aet en ti, e lakaas e zaouarn war Saol hag e lavaras: Breur Saol, an Aotrou Jezuz, an hini a zo en em ziskouezet dit en hent a zeues drezañ, en deus va degaset evit ma adkavi ar gweled ha ma vi leuniet gant ar Spered-Santel.
Acts BretonNT 9:18  Kerkent e kouezhas evel skant eus e zaoulagad hag ec'h adkavas ar gweled. Neuze e savas hag e voe badezet.
Acts BretonNT 9:20  Ha kerkent e prezegas er sinagogennoù ez eo Krist Mab Doue.
Acts BretonNT 9:21  Ar re holl a gleve anezhañ a oa souezhet hag a lavare: Ha n'eo ket hemañ an hini a heskine e Jeruzalem ar re a c'halv an anv-se, ha ne oa ket deuet amañ a-ratozh evit o c'has ereet d'ar veleien vras?
Acts BretonNT 9:22  Koulskoude Saol en em greñvae muioc'h-muiañ hag e vezhekae ar Yuzevien a chome e Damask, o prouiñ dezho piv eo ar C'hrist.
Acts BretonNT 9:23  Un nebeud amzer goude, ar Yuzevien en em guzulias a-unvan evit e lakaat da vervel.
Acts BretonNT 9:24  Met o irienn a zeuas da vezañ anavezet gant Saol. Diwall a raent an dorojoù noz-deiz evit e lakaat da vervel.
Acts BretonNT 9:25  Hag an diskibien, o kemer anezhañ en noz, a ziskennas anezhañ en ur baner a-hed ar voger.
Acts BretonNT 9:26  Pa voe deuet Saol da Jeruzalem, e klaskas en em unaniñ gant an diskibien, met an holl o doa aon araozañ, dre na gredent ket e oa un diskibl.
Acts BretonNT 9:27  Neuze Barnabaz en kemeras, en kasas d'an ebestel hag a lavaras dezho penaos an Aotrou a oa en em ziskouezet dezhañ war an hent hag en doa komzet outañ, ha penaos en doa prezeget gant hardizhegezh e Damask en anv Jezuz.
Acts BretonNT 9:28  Bez' e oa ganto, o tont hag o vont e Jeruzalem hag o prezeg gant hardizhegezh en anv an Aotrou Jezuz.
Acts BretonNT 9:29  Komz ha tabutal a rae gant ar C'hresianegerien, met ar re-mañ a glaske e lakaat da vervel.
Acts BretonNT 9:30  Ar vreudeur o vezañ anavezet kement-se, a zegasas anezhañ da Gezarea hag en kasas etrezek Tars.
Acts BretonNT 9:31  Koulskoude an Ilizoù a oa e peoc'h en holl Judea, Galilea ha Samaria, o vezañ kreñvaet ha o kerzhout e doujañs an Aotrou. Kreskiñ a raent dre sikour ar Spered-Santel.
Acts BretonNT 9:32  C'hoarvezout a reas, evel ma'z ae Pêr da weladenniñ holl, ma tiskennas ivez etrezek ar sent a chome e Lidda.
Acts BretonNT 9:33  Kavout a reas eno un den anvet Ene, gourvezet war ur gwele eizh vloaz zo hag a oa seizet.
Acts BretonNT 9:34  Pêr a lavaras dezhañ: Ene, Jezuz ar C'hrist a yac'ha ac'hanout, sav ha fich da wele. Ha raktal e savas.
Acts BretonNT 9:35  Ar re holl a chome e Lidda hag e Saron a welas anezhañ hag en em zistrojont ouzh an Aotrou.
Acts BretonNT 9:36  Bez' e oa e Jope un diskiblez anvet Tabita, da lavarout eo Dorkaz (= Heizezig). Ober a rae kalz a oberoù mat hag a aluzenoù.
Acts BretonNT 9:37  Kouezhañ a reas klañv en amzer-se hag e varvas. Goude ma voe bet gwalc'het, e voe lakaet en ur gambr uhel.
Acts BretonNT 9:38  Evel ma'z emañ Lidda tost ouzh Jope, an diskibien, o vezañ gouezet e voe Pêr eno, a gasas daou zen d'e gavout ha d'e bediñ da zont hep dale d'o zi.
Acts BretonNT 9:39  Pêr a savas hag a yeas ganto. Pa voe erruet, e tegasjont anezhañ d'ar gambr uhel. An holl intañvezed a dostaas outañ en ur ouelañ hag a ziskouezas dezhañ ar saeoù hag ar mantilli a rae Dorkas pa oa ganto.
Acts BretonNT 9:40  Pêr, o vezañ kaset an holl er-maez, en em lakaas war e zaoulin hag a bedas. Hag, o treiñ etrezek ar c'horf, e lavaras: Tabita, sav! Hi a zigoras he daoulagad hag, o vezañ gwelet Pêr, ec'h azezas.
Acts BretonNT 9:41  Eñ, o reiñ dezhi e zorn, he savas. O vezañ galvet ar sent hag an intañvezed, e tiskouezas anezhi bev dezho.
Acts BretonNT 9:42  Kement-se a voe anavezet dre holl gêr Jope ha kalz a gredas en Aotrou.
Acts BretonNT 9:43  Pêr a chomas meur a zevezh e Jope e ti ur c'hourrezer anvet Simon.
Chapter 10
Acts BretonNT 10:1  Bez' e oa e Kezarea un den anvet Korneli, kantener er rejimant galvet Italiat.
Acts BretonNT 10:2  Deol e oa hag a zoujañs Doue, eñ hag e holl diegezh. Ober a rae kalz a aluzenoù d'ar bobl hag e pede Doue dalc'hmat.
Acts BretonNT 10:3  Gwelout a reas sklaer en ur weledigezh, war-dro an navet eur eus an deiz, un ael eus Doue o tont en e di hag o lavarout dezhañ: Korneli!
Acts BretonNT 10:4  O sellout pizh outañ ha gwall spouronet, e lavaras: Petra' zo, Aotrou? Hag e lavaras dezhañ: Da bedennoù ha da aluzenoù a zo pignet evel un eñvoradur dirak Doue.
Acts BretonNT 10:5  Kas bremañ tud da Jope da gerc'hat Simon lesanvet Pêr.
Acts BretonNT 10:6  Lojet eo e ti ur Simon, ur c'hourrezer a zo o chom tost d'ar mor. Eñ eo a lavaro dit ar pezh a vo ret dit ober.
Acts BretonNT 10:7  Pa voe aet kuit an ael a gomze ouzh Korneli, e c'halvas daou eus e vevelien hag ur soudard a zouje Doue e-touez ar re en em zalc'he en e gichen.
Acts BretonNT 10:8  O vezañ disklêriet holl dezho, e kasas anezho da Jope.
Acts BretonNT 10:9  An deiz war-lerc'h, evel ma oant en hent ha ma tostaent ouzh kêr, Pêr a bignas war leurdoenn an ti, war-dro ar c'hwec'hvet eur, da bediñ.
Acts BretonNT 10:10  O kaout naon, e c'hoantaas debriñ. Evel ma fiched boued dezhañ, e kouezhas en ur goursav.
Acts BretonNT 10:11  Gwelout a reas an neñv digor hag un dra o tont war-zu ennañ, heñvel ouzh un doubier vras, dalc'het dre he fevar c'horn hag a ziskenne war-zu an douar,
Acts BretonNT 10:12  enni edo holl bevarzroadeged an douar, al loened gouez, ar stlejviled ha laboused an neñv.
Acts BretonNT 10:13  Hag ur vouezh a lavaras dezhañ: Pêr, sav, lazh ha debr!
Acts BretonNT 10:14  Met Pêr a lavaras: Nann, Aotrou, rak ne'm eus biskoazh debret netra a saotret nag a zic'hlan.
Acts BretonNT 10:15  Ar vouezh a lavaras dezhañ c'hoazh evit an eil gwech: Na sell ket evel saotret ar pezh en deus Doue glanaet.
Acts BretonNT 10:16  Kement-se a c'hoarvezas teir gwech, goude-se an dra a voe dilamet en neñv.
Acts BretonNT 10:17  Evel ma oa Pêr nec'het gant ar weledigezh ha ma soñje ennañ e-unan petra a c'hellfe hounnezh bezañ, an dud kaset a-berzh Korneli, o vezañ goulennet pelec'h e oa ti Simon, en em gavas e-tal an nor,
Acts BretonNT 10:18  a c'halvas hag a c'houlennas daoust hag e oa lojet eno Simon lesanvet Pêr.
Acts BretonNT 10:19  Evel ma oa Pêr o prederiañ war ar weledigezh, ar Spered a lavaras dezhañ: Setu, tri den a c'houlenn ac'hanout.
Acts BretonNT 10:20  Sav, diskenn ha kae ganto hep arvar ebet, rak me eo am eus o degaset.
Acts BretonNT 10:21  Pêr a ziskennas da gavout an dud degaset dezhañ a-berzh Korneli hag a lavaras: Setu, me eo an hini a glaskit, evit petra hoc'h eus deuet?
Acts BretonNT 10:22  Lavarout a rejont dezhañ: Korneli, kantener, den reizh hag a zoujañs Doue, a vez roet testeni mat dezhañ gant holl vroad ar Yuzevien, a zo bet kemennet a-berzh Doue gant un ael santel da'z kerc'hat d'e di ha da glevout ar pezh a lavari dezhañ.
Acts BretonNT 10:23  Neuze Pêr a lakaas anezho da zont en ti hag a lojas anezho. An deiz war-lerc'h ez eas ganto. Hiniennoù eus breudeur Jope a yeas ivez gantañ.
Acts BretonNT 10:24  An deiz war-lerc'h ec'h errujont e Kezarea. Korneli a c'hortoze anezho gant e gerent hag e vignoned vrasañ en doa dastumet.
Acts BretonNT 10:25  Pa zeuas Pêr en ti, Kormeli a yeas a-raok dezhañ hag, ouzh en em deurel d'e dreid, ec'h azeulas anezhañ.
Acts BretonNT 10:26  Met Pêr en savas o lavarout: Sav, me va-unan a zo ivez un den.
Acts BretonNT 10:27  Hag o komz gantañ, ez eas e-barzh an ti hag e kavas kalz a dud dastumet.
Acts BretonNT 10:28  Lavarout a reas dezho: Anavezout a rit ez eo difennet d'ur Yuzev daremprediñ un diavaeziad pe mont en e di. Met Doue en deus desket din ne dlean sellout den evel saotret pe dic'hlan.
Acts BretonNT 10:29  Dre-se, o vezañ bet galvet, on deuet hep arvar. Goulenn a ran eta ouzhoc'h evit petra hoc'h eus va lakaet da zont.
Acts BretonNT 10:30  Korneli a lavaras: Pevar devezh 'zo, em eus yunet betek an eur-mañ, ha d'an navet eur, e peden em zi. Ha setu, un den gwisket gant dilhad lugernus en em ziskouezas dirazon
Acts BretonNT 10:31  hag a lavaras: Korneli, da bedenn a zo bet selaouet ha Doue en deus bet soñj eus da aluzenoù.
Acts BretonNT 10:32  Kas eta da Jope da gerc'hat Simon lesanvet Pêr. Lojed eo e ti Simon, ur c'hourrezer, tost d'ar mor. Pa vo deuet, eñ a gomzo ouzhit.
Acts BretonNT 10:33  Dre-se em eus kerkent kaset da'z kavout, ha mat ec'h eus graet o tont. Bremañ eta emaomp holl amañ dirak Doue, evit klevout kement holl en deus Doue gourc'hemennet dit.
Acts BretonNT 10:34  Pêr, o kemer ar gomz, a lavaras: Anavezout a ran e gwirionez penaos Doue ne ra van eus diavaez an den,
Acts BretonNT 10:35  met penaos e pep broad an hini a zouj anezhañ hag a ra ar pezh a zo reizh a zo kavet mat gantañ.
Acts BretonNT 10:36  Setu aze ar ger en deus kaset da vibien Israel, en ur zisklêriañ dezho Aviel ar peoc'h dre Jezuz-Krist, Aotrou an holl.
Acts BretonNT 10:37  Gouzout a rit ar pezh a zo c'hoarvezet en holl Judea, kroget da gentañ e Galilea, goude ar vadeziant prezeget gant Yann,
Acts BretonNT 10:38  penaos Doue en deus olevet gant ar Spered-Santel ha gant galloud Jezuz a Nazared, a yae a lec'h da lec'h oc'h ober vat hag o yac'haat ar re holl a oa mac'het gant an diaoul, abalamour ma oa Doue gantañ.
Acts BretonNT 10:39  Ni a zo testoù eus an holl draoù en deus graet e bro ar Yuzevien hag e Jeruzalem. E lakaet o deus da vervel o stagañ anezhañ ouzh ar c'hoad.
Acts BretonNT 10:40  Doue en deus e adsavet a varv d'an trede deiz hag en deus roet dezhañ d'en em ziskouez,
Acts BretonNT 10:41  nann d'an holl bobl, met d'an testoù en doa Doue dibabet en a-raok, deomp-ni hag hon eus debret hag evet gantañ goude ma'z eo bet adsavet a-douez ar re varv.
Acts BretonNT 10:42  Gourc'hemennet en deus deomp prezeg d'ar bobl ha testeniañ penaos eñ eo an hini a zo bet lakaet gant Doue da varner d'ar re vev ha d'ar re varv.
Acts BretonNT 10:43  An holl brofeded a ro testeni diwar e benn, penaos, dre e anv, piv bennak a gred ennañ a resev ar pardon eus e bec'hedoù.
Acts BretonNT 10:44  Evel ma lavare c'hoazh Pêr ar c'homzoù-se, ar Spered-Santel a ziskennas war ar re holl a selaoue ar ger.
Acts BretonNT 10:45  An holl grederien amdroc'het a oa deuet gant Pêr a voe souezhet o welout e oa skuilhet ivez donezon ar Spered-Santel war ar baganed.
Acts BretonNT 10:46  Rak o c'hlevout a raent o komz e yezhoù hag o reiñ gloar da Zoue. Neuze Pêr a lavaras:
Acts BretonNT 10:47  Hag e c'hellfe unan bennak nac'hañ dour ar vadeziant ouzh ar re o deus resevet ar Spered-Santel eveldomp?
Acts BretonNT 10:48  Hag e c'hourc'hemennas o badeziñ en anv an Aotrou. Neuze e pedjont anezhañ da chom un devezh bennak ganto.
Chapter 11
Acts BretonNT 11:1  An ebestel hag ar vreudeur a oa e Judea a glevas penaos ar baganed o doa ivez degemeret ger Doue.
Acts BretonNT 11:2  Ha pa voe distroet Pêr da Jeruzalem, an amdroc'hidi a damallas anezhañ
Acts BretonNT 11:3  hag a lavaras: Aet out e ti tud diamdroc'h ha debret ec'h eus ganto.
Acts BretonNT 11:4  Pêr en em lakaas da gontañ an traoù dezho diouzh renk hag a lavaras:
Acts BretonNT 11:5  Edon o pediñ e kêr Jope hag, o kouezhañ en ur goursav, em eus bet ur weledigezh: un dra heñvel ouzh un doubier vras dalc'het dre he fevar c'horn, a ziskennas eus an neñv hag a zeuas betek ennon.
Acts BretonNT 11:6  O vezañ sellet gant evezh outi, e welis enni pevarzroadeged an douar, loened gouez, stlejviled ha laboused an neñv.
Acts BretonNT 11:7  Hag e klevis ur vouezh a lavare din: Pêr, sav, lazh ha debr!
Acts BretonNT 11:8  Met e lavaris: Nann, Aotrou, rak biskoazh netra a saotret nag a zic'hlan n'eo aet em genoù.
Acts BretonNT 11:9  Ar vouezh a lavaras din eus an neñv evit an eil gwech: Na sell ket evel saotret ar pezh en deus Doue glanaet.
Acts BretonNT 11:10  Kement-se a c'hoarvezas teir gwech, goude-se pep tra a voe dilamet en neñv.
Acts BretonNT 11:11  Ha setu, kerkent tri den kaset da'm c'havout eus Kezarea en em gavas dirak an ti e-lec'h ma oan.
Acts BretonNT 11:12  Ar Spered a lavaras din mont ganto hep arvar. Ar c'hwec'h breur-mañ a zeuas ivez ganin hag ez ejomp e-barzh ti an den-se.
Acts BretonNT 11:13  Eñ a lavaras deomp penaos en doa gwelet un ael en e di oc'h en em ziskouez hag o lavarout dezhañ: Kas da Jope da gerc'hat Simon lesanvet Pêr,
Acts BretonNT 11:14  hag a lavaro dit traoù a vi salvet ganto, te ha da holl diegezh.
Acts BretonNT 11:15  Evel ma en em lakais da gomz, ar Spered-Santel a ziskennas warno evel warnomp er penn-kentañ.
Acts BretonNT 11:16  Neuze e teuas soñj din eus ar ger-mañ a lavaras an Aotrou: Yann en deus badezet en dour, met c'hwi a vo badezet er Spered-Santel.
Acts BretonNT 11:17  Pa en deus Doue roet dezho an hevelep donezon ha deomp-ni ar re o deus kredet en Aotrou Jezuz-Krist, piv e oan-me evit enebiñ ouzh Doue?
Acts BretonNT 11:18  O vezañ klevet an traoù-se, e sioulajont hag e rojont gloar da Zoue, o lavarout: Doue en deus eta roet ivez d'ar baganed ar geuzidigezh, evit m'o devo ar vuhez.
Acts BretonNT 11:19  Ar re a oa bet stlabezet gant an heskinadeg c'hoarvezet diwar-benn Stefan, a yeas betek Fenikia, Kiprenez hag Antioch, o prezeg ar ger da zen ebet, nemet d'ar Yuzevien hepken.
Acts BretonNT 11:20  Met hiniennoù anezho, a oa eus Kiprenez hag eus Siren, a yeas en Antioch hag a gomzas d'ar C'hresianed, o kemenn dezho Aviel an Aotrou Jezuz.
Acts BretonNT 11:21  Dorn an Aotrou a oa ganto, hag un niver bras a dud a gredas hag en em zistroas ouzh an Aotrou.
Acts BretonNT 11:22  Ar c'heloù eus kement-mañ a zeuas betek Iliz Jeruzalem, hag e kasjont Barnabaz betek Antioch.
Acts BretonNT 11:23  Pa voe deuet eno ha pa welas gras Doue, en em laouenaas a gement-se hag ec'h alias anezho holl da chom stag ouzh an Aotrou gant ur galon start.
Acts BretonNT 11:24  Rak un den mat e oa, leun eus ar Spered-Santel hag a feiz, hag ul lod bras a dud en em unanas gant an Aotrou.
Acts BretonNT 11:26  hag, o vezañ e gavet, e tegasas anezhañ da Antioch. E-pad ur bloavezh leun, en em zastumjont gant an Iliz hag e kelennjont ur bobl vras. En Antioch eo e voe roet, evit ar wech kentañ, an anv a Gristenien d'an diskibien.
Acts BretonNT 11:27  En amzer-se e tiskennas profeded eus Jeruzalem da Antioch.
Acts BretonNT 11:28  Unan anezho, anvet Agabuz, a savas hag a zisklêrias dre ar Spered e vije un naonegezh vras dre an douar holl, ar pezh a erruas e gwirionez dindan Glaoda-Kezar.
Acts BretonNT 11:29  An diskibien a zivizas kas, pep hini hervez e c'halloud, ur sikour d'ar vreudeur a chome e Judea.
Acts BretonNT 11:30  Hag e rejont kement-se, o kas anezhañ d'an henaourien, dre zaouarn Barnabaz ha Saol.
Chapter 12
Acts BretonNT 12:1  En hevelep amzer, ar roue Herodez en em lakaas da wallgas hiniennoù eus an Iliz.
Acts BretonNT 12:3  O welout e plije kement-se d'ar Yuzevien, e reas pakañ Pêr ivez. Kement-se a c'hoarvezas e-pad devezhioù ar bara hep goell.
Acts BretonNT 12:4  O vezañ kroget ennañ ha taolet anezhañ er prizon, en roas da ziwall da beder skouadenn a bevar soudard pep hini, o fellout dezhañ e gas dirak ar bobl goude ar Pask.
Acts BretonNT 12:5  Pêr eta a oa diwallet er prizon, met an Iliz a rae hep paouez pedennoù da Zoue evitañ.
Acts BretonNT 12:6  En nozvezh a-raok an deiz ma tlee Herodez e lakaat da vezañ kaset er-maez, Pêr a gouske etre daou soudard, ereet gant div chadenn. Gwarded a oa dirak an nor evit diwall ar prizon.
Acts BretonNT 12:7  Ha setu, un ael eus an Aotrou a zeuas hag ur sklêrijenn a lugernas er prizon. An ael a vountas Pêr dre e gostez hag a zihunas anezhañ, o lavarout: Sav buan! Ar chadennoù a gouezhas eus e zaouarn.
Acts BretonNT 12:8  An ael a lavaras dezhañ: En em c'houriz ha laka da sandalennoù. Hag en greas. Hag e lavaras dezhañ: En em bak e-barzh da vantell hag heuilh ac'hanon.
Acts BretonNT 12:9  Mont a reas er-maez hag e heulias anezhañ hep gouzout ha gwir e oa ar pezh a rae an ael; met krediñ a rae en doa ur weledigezh.
Acts BretonNT 12:10  P'o doe tremenet ar c'hentañ hag an eilvet gward, e teujont d'an nor houarn a yae e kêr, hag e tigoras anezhi hec'h-unan dirazo. O vezañ aet er-maez, ez ejont a-hed ur straed. Kerkent an ael en em dennas digantañ.
Acts BretonNT 12:11  O vezañ distroet ennañ e-unan, Pêr a lavaras: Bremañ ec'h ouzon e gwirionez en deus an Aotrou degaset e ael hag en deus va zennet eus dorn Herodez hag eus kement a c'hortoze ar bobl yuzev.
Acts BretonNT 12:12  Goude bezañ prederiet, e teuas da di Mari mamm Yann lesanvet Mark, e-lec'h ma oa dastumet kalz a dud o pediñ.
Acts BretonNT 12:13  P'en doe Pêr skoet war dor ar porzh, ur vatezh anvet Rode a zeuas da selaou.
Acts BretonNT 12:14  O vezañ anavezet mouezh Pêr, en abeg d'he levenez, ne zigoras ket ar porzh, met redek a reas da lavarout e oa Pêr e-tal ar porzh.
Acts BretonNT 12:15  Lavarout a rejont dezhi: diskiant out. Met hi a zalc'has da zisklêriañ e oa an dra evel-se. Hag e lavarjont: E ael eo.
Acts BretonNT 12:16  Met Pêr a gendalc'has da skeiñ. Pa o doe digoret, e weljont anezhañ hag e voent souezhet bras.
Acts BretonNT 12:17  Oc'h ober sin dezho gant e zorn da devel, e kontas dezho penaos en doa an Aotrou e zegaset er-maez eus ar prizon, hag e lavaras: Roit da anavezout kement-mañ da Jakez ha d'ar vreudeur. Hag ez eas er-maez etrezek ul lec'h all.
Acts BretonNT 12:18  Pa voe deuet an deiz, e voe un drubuilh vras e-touez ar soudarded da c'houzout petra e oa deuet Pêr da vezañ.
Acts BretonNT 12:19  Herodez, o vezañ lakaet d'e glask hep gallout e gavout, a reas goulennoù ouzh ar warded hag a c'hourc'hemennas o degas kuit. Neuze e tiskennas eus Judea da Gezarea hag e chomas eno.
Acts BretonNT 12:20  Herodez a oa droug ennañ a-enep tud Tir ha Sidon. Met int a zeuas a-unvan d'e gavout hag, o vezañ gounezet Blastuz, an hini a oa e penn da gambr ar roue, e c'houlennjont ar peoc'h, abalamour o bro a denne he bevañs eus hini ar roue.
Acts BretonNT 12:21  D'un deiz divizet, Herodez, gwisket gant e zilhad-roue hag azezet war e dron, a reas ur brezegenn dezho.
Acts BretonNT 12:22  Ar bobl a grias: Mouezh un doue eo, n'eo ket hini un den!
Acts BretonNT 12:23  Met kerkent, un ael eus an Aotrou a skoas anezhañ, dre ma n'en doa ket roet gloar da Zoue. Hag e varvas, krignet gant ar preñved.
Acts BretonNT 12:25  Barnabaz ha Saol, goude bezañ peurechuet o c'harg, a zistroas eus Jeruzalem, o vezañ ivez kemeret ganto Yann lesanvet Mark.
Chapter 13
Acts BretonNT 13:1  Bez' e oa en Iliz Antioch profeded ha doktored: Barnabaz, Simeon anvet Niger, Lusiuz ar Sirenad, Manahen a oa bet savet gant Herodez an tetrark, ha Saol.
Acts BretonNT 13:2  E-pad ma oant o servijañ an Aotrou hag o yunañ, ar Spered-Santel a lavaras: Lakait a-du evidon Barnabaz ha Saol evit al labour am eus o galvet da gas da benn.
Acts BretonNT 13:3  Neuze, o vezañ yunet ha pedet, e lakajont o daouarn warno hag o c'hasjont kuit.
Acts BretonNT 13:4  Int eta, kaset gant ar Spered-Santel, a ziskennas e Seleusia, hag ac'hane ez ejont dre vor da Giprenez.
Acts BretonNT 13:5  O vezañ erruet e Salamin, e prezegjont ger Doue e sinagogennoù ar Yuzevien. Bez' e oa ivez Yann ganto evit o sikour.
Acts BretonNT 13:6  Goude m'o doa treuzet an enezenn holl betek Pafoz, e kavjont ur yuzev, hudour ha fals-profed anvet Barjezuz,
Acts BretonNT 13:7  a oa gant ar prokoñsul Sergiuz-Pauluz, den skiantek. Hemañ a c'halvas Barnabaz ha Saol, hag a c'hoantaas klevout ger Doue.
Acts BretonNT 13:8  Met Elimaz an hudour, rak evel-se e vez troet e anv, a enebe outo, o klask distreiñ ar prokoñsul diouzh ar feiz.
Acts BretonNT 13:9  Met Saol, a oa ivez galvet Paol, leun eus ar Spered-Santel, a sellas start outañ
Acts BretonNT 13:10  hag a lavaras: O te, leun a bep tromplerezh hag a bep fallentez, mab an diaoul, enebour da bep reizhder, ha ne baouezi ket da zireizhañ hentoù eeun an Aotrou?
Acts BretonNT 13:11  Bremañ setu, dorn an Aotrou a zo warnout, hag e vi dall ha ne weli ket an heol e-pad ur pennad. Raktal e kouezhas warnañ ur vrumenn hag un deñvalijenn, hag, o treiñ amañ hag ahont, e klaske ur re bennak da ren anezhañ gant an dorn.
Acts BretonNT 13:12  Neuze ar prokoñsul, o welout ar pezh a oa c'hoarvezet, a gredas, o vezañ souezhet bras eus kelennadurezh an Aotrou.
Acts BretonNT 13:13  Paol hag ar re a oa gantañ a yeas kuit eus Pafoz hag a zeuas dre vor da Berj e Pamfilia. Yann a guitaas anezho hag a zistroas da Jeruzalem.
Acts BretonNT 13:14  Mont a rejont kuit eus Perj hag e teujont da Antioch Pisidia. O vezañ aet er sinagogenn d'an deiz sabad, ec'h azezjont.
Acts BretonNT 13:15  Goude ma voe lennet al lezenn hag ar brofeded, pennoù ar sinagogenn a gasas da lavarout dezho: Tud breudeur, ma hoc'h eus un ali bennak da reiñ d'ar bobl, komzit.
Acts BretonNT 13:16  Paol a savas hag, o vezañ graet sin gant e zorn, e lavaras: Tud a Israel ha c'hwi a zouj Doue, selaouit!
Acts BretonNT 13:17  Doue ar bobl-mañ a Israel en deus dibabet hon tadoù hag a adsavas ar bobl-mañ e-pad ma chome en Ejipt. O zennet en deus ac'hane gant e vrec'h galloudus.
Acts BretonNT 13:18  E-pad war-dro daou-ugent bloavezh e harpas anezho gant trugarez el lec'h distro
Acts BretonNT 13:19  hag, o vezañ distrujet seizh broad e Bro-Ganaan, e lodennas dezho ar vro da hêrezh.
Acts BretonNT 13:20  Goude-se, e-pad war-dro pevar c'hant hanter-kant vloaz, e roas dezho barnerien betek ar profed Samuel.
Acts BretonNT 13:21  Goulenn a rejont neuze ur roue. Ha Doue a roas dezho Saül mab Kish, eus meuriad Benjamin, e-pad daou-ugent bloavezh.
Acts BretonNT 13:22  O vezañ e gaset kuit, e savas dezho David evit roue, hag e roas an testeni-mañ dezhañ: Kavet em eus David mab Jese, den hervez va c'halon, hag e peurc'hraio va holl volontez.
Acts BretonNT 13:23  Eus e lignez eo, en deus Doue, hervez e bromesa, savet Jezuz, Salver Israel.
Acts BretonNT 13:24  A-raok ma teuas, Yann en doa prezeget badeziant ar geuzidigezh da holl bobl Israel.
Acts BretonNT 13:25  Pa echuas Yann e redadenn, e lavaras: Piv a soñjit ez on-me? N'on ket, met setu, e teu war va lerc'h an hini n'on ket dellezek da zieren korreenn botoù e zreid.
Acts BretonNT 13:26  Tud breudeur, mibien eus gouenn Abraham, ha c'hwi a zouj Doue, deoc'h-c'hwi eo bet kaset ar ger a silvidigezh-mañ.
Acts BretonNT 13:27  Rak holl dud Jeruzalem hag o fennoù, o vezañ e zizanavezet, o deus peurc'hraet en ur gondaoniñ anezhañ komzoù ar brofeded a vez lennet bep deiz sabad.
Acts BretonNT 13:28  Hep kavout ennañ abeg ebet d'e lakaat d'ar marv, e c'houlennjont digant Pilat e lakaat da vervel.
Acts BretonNT 13:29  Pa voe peurc'hraet kement a zo bet skrivet diwar e benn, e voe dilamet a-ziwar ar c'hoad ha lakaet en ur bez.
Acts BretonNT 13:31  Gwelet eo bet e-pad meur a zevezh gant ar re a oa pignet gantañ eus Galilea da Jeruzalem, hag a zo e destoù dirak ar bobl.
Acts BretonNT 13:32  Ha ni a ro da anavezout deoc'h an Aviel, ar bromesa a oa bet graet d'hon tadoù.
Acts BretonNT 13:33  Doue en deus peurc'hraet anezhi evidomp-ni o bugale, pa en deus adsavet Jezuz a varv, hervez ma'z eo skrivet en eil Salm: Te eo va Mab, hiziv em eus da c'hanet.
Acts BretonNT 13:34  E adsavet en deus a-douez ar re varv, en hevelep doare ma ne zistroio ken d'ar vreinadurezh, ha disklêriet en deus kement-se o lavarout: Reiñ a rin deoc'h ar promesaoù santel ha sur graet da Zavid.
Acts BretonNT 13:35  Dre-se e lavar ivez en ul lec'h all: Ne lezi ket da Sant da welout ar vreinadurezh.
Acts BretonNT 13:36  Ha David, goude bezañ servijet en e amzer da ziviz Doue, a zo marv, a zo bet lakaet gant e dadoù hag en deus gwelet ar vreinadurezh.
Acts BretonNT 13:37  Met an hini en deus Doue adsavet a-varv n'en deus ket gwelet ar vreinadurezh.
Acts BretonNT 13:38  Gouezit eta, tud breudeur, penaos eo drezañ e vez kemennet deoc'h pardon ar pec'hedoù,
Acts BretonNT 13:39  ha penaos piv bennak a gred a zo reishaet drezañ eus an holl draoù na c'hellec'h ket bezañ reishaet anezho gant lezenn Moizez.
Acts BretonNT 13:40  Diwallit eta na c'hoarvezfe ket ganeoc'h ar pezh a zo bet lavaret er brofeded:
Acts BretonNT 13:41  Setu, c'hwi a zispriz ac'hanon, bezit souezhet ha kit diwar wel, rak emaon o vont d'ober un oberenn en ho tevezhioù, un oberenn ha ne gredfec'h ket ma vefe kontet deoc'h.
Acts BretonNT 13:42  Evel ma'z ae kuit ar Yuzevien eus ar sinagogenn, e voent pedet gant ar baganed da brezeg diwar-benn an hevelep traoù ar sabad war-lerc'h.
Acts BretonNT 13:43  Pa voe stlabezet ar vodadenn e-maez ar sinagogenn, meur a hini eus ar Yuzevien hag eus ar brozelited a zouje Doue a yeas war-lerc'h Paol ha Barnabaz. Int a gomzas ganto hag a alias anezho da genderc'hel e gras Doue.
Acts BretonNT 13:44  Ar sabad war-lerc'h, holl gêr hogos en em zastumas evit klevout ger Doue.
Acts BretonNT 13:45  Ar Yuzevien, o welout ar vandenn dud-se, a voe leuniet a warizi hag a enebas ouzh komzoù Paol, o tislavarout hag o tismegañsiñ anezhañ.
Acts BretonNT 13:46  Met Paol ha Barnabaz a lavaras dezho gant hardizhegezh: Deoc'h-c'hwi e oa ret da gentañ reiñ da anavezout ger Doue, met, pa daolit anezhañ kuit hag en em varnit hoc'h-unan dizellezek eus ar vuhez peurbadus, setu, ni en em dro war-zu ar baganed.
Acts BretonNT 13:47  Rak evel-se en deus an Aotrou gourc'hemennet deomp: Da lakaet em eus evel sklêrijenn evit ar broadoù, evit degas ar silvidigezh betek pennoù pellañ an douar.
Acts BretonNT 13:48  Ar baganed, o klevout kement-se, o doe levenez hag a roas gloar da c'her an Aotrou. Ar re holl a oa tonket d'ar vuhez peurbadus a gredas.
Acts BretonNT 13:50  Met ar Yuzevien a atizas ar gwragez devot a renk uhel hag ar pennoù eus kêr. Sevel a rejont un heskinadeg a-enep Paol ha Barnabaz hag o c'hasjont kuit eus o bro.
Acts BretonNT 13:51  Goude bezañ hejet ar poultr eus ho treid a-enep dezho ez ejont da Ikoniom.
Acts BretonNT 13:52  An diskibien a oa leuniet gant levenez ha gant ar Spered-Santel.
Chapter 14
Acts BretonNT 14:1  C'hoarvezout a reas en Ikoniom ma'z ejont asambles e sinagogenn ar Yuzevien hag e komzjont en un hevelep doare ma kredas un niver bras eus ar Yuzevien hag eus ar C'hresianed.
Acts BretonNT 14:2  Met re ar Yuzevien na gredent ket a lakaas droug da sevel en eneoù ar baganed a-enep ar vreudeur.
Acts BretonNT 14:3  Chom a rejont koulskoude pell a-walc'h, o komz gant hardizhegezh, harpet war an Aotrou a roe testeni da c'her e c'hras en ur ober mirakloù ha burzhudoù dre o daouarn.
Acts BretonNT 14:4  Met poblañs kêr a voe rannet: darn a oa a-du gant ar Yuzevien ha darn all a-du gant an ebestel.
Acts BretonNT 14:5  Hag evel ma c'hoarvezas un emsavadenn eus ar Yuzevien hag ar baganed, a-unvan gant o fennoù, da wallgas ha da veinata anezho,
Acts BretonNT 14:6  ar re-mañ, o vezañ gouezet kement-se, a dec'has e kêrioù Likaonia, da Listra, da Zerb ha d'ar vro war-dro,
Acts BretonNT 14:8  E Listra e oa un den azezet, mac'hagn eus e zaoudroad, a oa kamm adalek kof e vamm ha n'en doa biskoazh kerzhet.
Acts BretonNT 14:9  Selaou a rae Paol o komz. Hemañ, o sellout gant evezh outañ, a welas en doa ar feiz evit bezañ yac'haet
Acts BretonNT 14:10  hag a lavaras gant ur vouezh kreñv: Sav eeun war da dreid. Hag e lammas, hag e kerzhas.
Acts BretonNT 14:11  Pa welas ar bobl ar pezh en doa graet Paol, e savjont o mouezh hag e lavarjont e yezh likaoniek: Doueed heñvel ouzh tud a zo diskennet etrezek ennomp.
Acts BretonNT 14:12  Hag e c'halvjont Barnabaz Yaou ha Paol Merc'her, abalamour ma oa hemañ a zouge ar gomz.
Acts BretonNT 14:13  Beleg Yaou, a oa tost d'o c'hêr, a zegasas tirvi gant garlantezioù dirak an dorojoù hag a felle dezhañ kinnig un aberzh a-unvan gant ar bobl.
Acts BretonNT 14:14  Met an ebestel Barnabaz ha Paol, o vezañ anavezet kement-se, a rogas o dilhad hag a redas e-kreiz an engroez, o krial:
Acts BretonNT 14:15  O tud, perak e rit kement-se? N'omp nemet tud dalc'het d'an hevelep poanioù eveldoc'h. Prezeg a reomp deoc'h an Aviel evit ma tistroot eus an traoù didalvez-se ha m'en em droot war-zu an Doue bev, an hini en deus graet an neñv, an douar, ar mor hag an holl draoù a zo enno.
Acts BretonNT 14:16  En amzer dremenet, lezet en deus an holl vroadoù da gerzhout en o hentoù o-unan,
Acts BretonNT 14:17  petra bennak ma n'en deus ket paouezet da reiñ testenioù anezhañ e-unan, oc'h ober vad, en ur zegas deomp eus an neñv ar glaveier hag an amzerioù frouezhus, hag o leuniañ hor c'halonoù a vadoù hag a levenez.
Acts BretonNT 14:18  A-boan ma c'helljont, o lavarout kement-se, mirout ar bobl da ginnig un aberzh dezho.
Acts BretonNT 14:19  Neuze Yuzevien a zeuas eus Antioch hag eus Ikoniom hag a c'hounezas ar bobl. O vezañ meinataet Paol, e stlejjont anezhañ er-maez eus kêr, o krediñ e oa marv.
Acts BretonNT 14:20  Met an diskibien o vezañ en em zastumet en-dro dezhañ, e savas hag e teuas e kêr. An deiz war-lerc'h ez eas gant Barnabaz da Zerb.
Acts BretonNT 14:21  Goude bezañ prezeget an Aviel er gêr-se ha bezañ graet enni meur a ziskibl, e tistrojont da Listra, Ikoniom hag Antioch,
Acts BretonNT 14:22  o kreñvaat eneoù an diskibien, oc'h aliañ anezho da genderc'hel er feiz hag o reiñ da anavezout dezho ez eo dre galz a boanioù eo ret deomp mont e rouantelezh Doue.
Acts BretonNT 14:23  Goude bezañ lakaet henaourien dezho e pep Iliz ha goude bezañ pedet ha yunet, ec'h erbedjont evito an Aotrou o doa kredet ennañ.
Acts BretonNT 14:25  e prezegjont ar ger e Perj hag e tiskennjont en Atalia.
Acts BretonNT 14:26  Ac'hane ez ejont dre vor da Antioch, a-belec'h e oant bet kaset gant gras Doue evit an oberenn o doa graet.
Acts BretonNT 14:27  Pa voent erruet, e tastumjont an Iliz hag e kontjont an holl draoù en doa Doue graet ganto ha penaos en doa digoret d'ar broadoù dor ar feiz.
Chapter 15
Acts BretonNT 15:1  Hiniennoù deuet eus Judea a gelennas ar vreudeur o lavarout: Ma n'oc'h ket amdroc'het hervez giz Moizez, ne c'hellit ket bezañ salvet.
Acts BretonNT 15:2  Un tabut bras hag ur breud o vezañ eta savet etre Paol ha Barnabaz hag ar re-mañ, e voe divizet e pignje Paol ha Barnabaz hag hiniennoù eus o zouez da Jeruzalem da gavout an ebestel hag an henaourien diwar-benn kement-se.
Acts BretonNT 15:3  O vezañ eta kaset gant an Iliz, e treuzjont Fenikia ha Samaria, e kontjont distro ar baganed ouzh Doue hag e rojont ul levenez vras d'an holl vreudeur.
Acts BretonNT 15:4  O vezañ erruet e Jeruzalem, e voent degemeret gant an Iliz, gant an ebestel ha gant an henaourien, hag e rojont da anavezout an holl draoù en doa Doue graet ganto.
Acts BretonNT 15:5  Met hiniennoù eus kostezenn ar farizianed o doa kredet a savas o lavarout e oa ret amdroc'hañ anezho ha gourc'hemenn dezho mirout lezenn Moizez.
Acts BretonNT 15:6  An ebestel hag an henaourien en em zastumas evit sellout pizh ouzh ar gudenn-se.
Acts BretonNT 15:7  Evel ma oa ur breud bras, Pêr a savas hag a lavaras dezho: Tud breudeur, anavezout a rit penaos pell amzer' zo en deus Doue va dibabet en hon touez, evit ma klevje ar baganed dre va genoù ger an Aviel ha ma kredjent.
Acts BretonNT 15:8  Doue, hag a anavez ar c'halonoù, en deus roet testeni dezho en ur reiñ dezho ar Spered-Santel kenkoulz ha deomp-ni,
Acts BretonNT 15:9  n'en deus graet diforc'h ebet etre ni hag int, o vezañ glanaet o c'halonoù dre ar feiz.
Acts BretonNT 15:10  Bremañ eta, perak e temptit Doue en ur lakaat war an diskibien ur yev n'hon eus ket bet an nerzh da zougen, nag hon tadoù na ni hon-unan?
Acts BretonNT 15:11  Met krediñ a reomp ez omp salvet dre c'hras an Aotrou Jezuz-Krist, kenkoulz hag int.
Acts BretonNT 15:12  An holl vodadenn a davas hag e selaouent Barnabaz ha Paol o kontañ pebezh mirakloù ha pebezh burzhudoù en doa Doue graet drezo e-touez ar baganed.
Acts BretonNT 15:13  Goude m'o doe paouezet da gomz, Jakez a gemeras ar gomz hag a lavaras: Tud breudeur, selaouit ac'hanon.
Acts BretonNT 15:14  Simon en deus disklêriet penaos en deus Doue sellet ouzh ar baganed, evit dibab en o zouez ur bobl d'e anv.
Acts BretonNT 15:15  Ha gant kement-se emañ o klotañ gerioù ar brofeded, hervez ma'z eo skrivet:
Acts BretonNT 15:16  Goude-se e tistroin hag ec'h adsavin teltenn David a oa kouezhet, sevel a rin a-nevez he dismantroù hag e lakain anezhi en he sav,
Acts BretonNT 15:17  evit ma vo klasket an Aotrou gant an nemorant eus an dud ha gant an holl vroadoù ma'z eo galvet va anv warno, eme an Aotrou en deus graet an holl draoù-mañ.
Acts BretonNT 15:18  E holl oberoù a zo anavezet gant Doue a bep amzer.
Acts BretonNT 15:19  Dre-se e soñj din ne dleer ket tregasiñ ar re eus ar baganed a zistro ouzh Doue,
Acts BretonNT 15:20  met skrivañ dezho en em virout diouzh pep saotr an idoloù, diouzh ar c'hadaliezh, diouzh al loened mouget ha diouzh ar gwad.
Acts BretonNT 15:21  Rak e pep kêr, abaoe kalz a rummadoù, ez eus tud a brezeg Moizez, pa'z eo lennet pep sabad er sinagogennoù.
Acts BretonNT 15:22  Neuze e voe kavet mat gant an ebestel hag an henaourien, gant an holl Iliz, dibab tud eus o zouez evit o c'has da Antioch gant Paol ha Barnabaz: Judaz lesanvet Barsabbaz ha Silaz, tud eus ar re gentañ e-touez ar vreudeur.
Acts BretonNT 15:23  Kement-mañ a skrivjont drezo: An ebestel, an henaourien hag ar vreudeur, d'ar vreudeur a-douez ar baganed a zo en Antioch, e Siria hag e Kilisia: Salud!
Acts BretonNT 15:24  Evel ma hon eus anavezet penaos hiniennoù deuet eus hon touez o deus trubuilhet ac'hanoc'h gant o frezegennoù, o vrañsellat hoc'h eneoù en ur lavarout eo ret bezañ amdroc'het ha mirout al lezenn, ar pezh n'hon eus ket gourc'hemennet dezho,
Acts BretonNT 15:25  ni hon eus kavet mat, holl asambles, dibab tud hag o c'has deoc'h gant hor re garet-mat Barnabaz ha Paol,
Acts BretonNT 15:26  tud o deus risklet o buhez evit anv hon Aotrou Jezuz-Krist.
Acts BretonNT 15:27  Kaset hon eus eta Judaz ha Silaz, da zisklêriañ deoc'h a c'henoù an hevelep traoù.
Acts BretonNT 15:28  Rak kavet eo bet mat gant ar Spered-Santel ha ganeomp-ni, na vije ket lakaet warnoc'h bec'hioù all nemet ar re a zo ret,
Acts BretonNT 15:29  da lavarout eo, m'en em virot diouzh ar pezh a zo bet aberzhet d'an idoloù, diouzh ar gwad, diouzh ar pezh a zo bet mouget ha diouzh ar c'hadaliezh. Mat a reot diwall diouzh an traoù-se. Yec'hed deoc'h!
Acts BretonNT 15:30  O vezañ eta bet kaset, e teujont da Antioch ha, p'o doe dastumet ar bobl, e rojont al lizher.
Acts BretonNT 15:31  O vezañ e lennet, en em laouenajont eus an ali mat-se.
Acts BretonNT 15:32  Judaz ha Silaz, o vezañ profeded o-unan, a galonekaas hag a greñvaas ar vreudeur dre veur a brezegenn.
Acts BretonNT 15:33  Goude bezañ chomet eno ur pennad amzer, e voent kaset kuit e peoc'h gant ar vreudeur etrezek an ebestel.
Acts BretonNT 15:35  Paol ha Barnabaz a chomas en Antioch, o kelenn hag o prezeg an Aviel, ger an Aotrou, gant meur a hini all.
Acts BretonNT 15:36  Un devezhioù bennak goude, Paol a lavaras da Varnabaz: Distroomp da weladenniñ hor breudeur en holl gêrioù hon eus prezeget enno ger an Aotrou, da welout penaos emaint.
Acts BretonNT 15:37  Barnabaz a fellas dezhañ kemer ivez ganto Yann lesanvet Mark.
Acts BretonNT 15:38  Met Paol ne gavas ket dereat kemer ganto an hini en doa o c'huitaet pa oant e Pamfilia ha n'en doa ket o heuliet en o oberennoù.
Acts BretonNT 15:39  Bez' e oa eta etrezo un diemglev ken kreñv ma'z ejont an eil digant egile. Barnabaz a gemeras Mark gantañ hag a yeas dre vor da Giprenez.
Acts BretonNT 15:40  Paol a zibabas Silaz hag a yeas kuit, goude bezañ bet lakaet dindan gras Doue gant ar vreudeur,
Acts BretonNT 15:41  hag e treuzas Siria ha Kilisia, o kreñvaat an Ilizoù.
Chapter 16
Acts BretonNT 16:1  Dont a reas e Derb hag e Listra. Ha setu, bez' e oa eno un diskibl anvet Timote, mab da ur Yuzevez hag a grede ha da un tad Gresian.
Acts BretonNT 16:2  Breudeur Listr hag Ikoniom a roe anezhañ un testeni mat.
Acts BretonNT 16:3  Paol a fellas dezhañ e teuje gantañ. E gemer a reas hag ec'h amdroc'has anezhañ abalamour d'ar Yuzevien a oa el lec'h-se, rak an holl a ouie e oa Gresian e dad.
Acts BretonNT 16:4  Evel ma'z aent eus kêr e kêr, ec'h alient mirout an urzhioù a oa bet lakaet gant an ebestel ha gant henaourien Jeruzalem.
Acts BretonNT 16:5  Evel-se an Ilizoù a greñvae er feiz hag an niver anezho a greske a zeiz da zeiz.
Acts BretonNT 16:6  P'o doe treuzet Frigia ha bro C'halatia, ar Spered-Santel a zifennas outo prezeg ar ger en Azia.
Acts BretonNT 16:7  O vezañ deuet tost da v-Misia, en em lakajont da vont e Bitinia, met ar Spered n'o lezas ket da vont.
Acts BretonNT 16:8  Neuze e treuzjont Misia hag e tiskennjont e Troaz.
Acts BretonNT 16:9  Paol en doa ur weledigezh e-pad an noz: un den Makedoniat en em zalc'he en e sav hag en pede o lavarout: Tremen e Makedonia, deus d'hor sikour.
Acts BretonNT 16:10  Kerkent ha m'en doa bet ar weledigezh-se, e klaskjomp mont e Makedonia, o krediñ ervat en doa an Aotrou hor galvet da brezeg an Aviel eno.
Acts BretonNT 16:11  O vezañ eta aet kuit eus Troaz, ez ejomp eeun dre vor etrezek Samotraz, hag an deiz war-lerc'h etrezek Neapoliz.
Acts BretonNT 16:12  Ac'hano ez ejomp da Filipi, hag a zo ur gêr gentañ eus un distrig eus Makedonia hag un drevadenn. Chom a rejomp er gêr-se un nebeud devezhioù.
Acts BretonNT 16:13  D'an deiz sabad ez ejomp er-maez eus kêr, tost d'ur stêr e-lec'h ma oant kustumet d'ober ar bedenn. O vezañ azezet, hon eus komzet ouzh ar gwragez a oa en em zastumet eno.
Acts BretonNT 16:14  Ur wreg anvet Lidia, ur varc'hadourez limestra eus kêr Diatira, ur wreg a zouje Doue, a selaouas. An Aotrou a zigoras he c'halon dezhi evit ma raje evezh ouzh an traoù a lavare Paol.
Acts BretonNT 16:15  Pa voe bet badezet gant he zud, e reas ar goulenn-mañ: Ma hoc'h eus kavet ac'hanon feal d'an Aotrou, deuit em zi ha chomit ennañ. Hag hol lakaas d'ober evel-se.
Acts BretonNT 16:16  Evel ma'z aemp d'ar bedenn, ur vatezh dalc'het gant ur spered a Biton hag a zegase ur gounid bras d'he mistri oc'h ober micher a zivinouriezh, a ziaraogas ac'hanomp.
Acts BretonNT 16:17  O heuliañ Paol ha ni, e krie: An dud-mañ a zo servijerien an Doue Uhel-Meurbet hag a gemenn deoc'h hent ar silividigezh.
Acts BretonNT 16:18  Kement-se a reas e-pad meur a zevezh. Paol, hegaset, a zistroas hag a lavaras d'ar spered: Me a c'hourc'hemenn dit, en anv Jezuz-Krist, da vont er-maez anezhi. Hag ez eas kuit raktal.
Acts BretonNT 16:19  Met he mistri, o welout o doa kollet an esper eus o gounid, a grogas e Paol hag e Silaz, hag o stlejas war al leurgêr dirak ar pennoù-kêr.
Acts BretonNT 16:20  O vezañ o c'haset dirak ar pennoù, e lavarjont dezho: An dud-mañ a drubuilh hor c'hêr. Yuzevien int,
Acts BretonNT 16:21  hag e kelennont boazioù ha n'eo ket aotreet deomp o degemer nag o heuliañ, pa'z eo gwir ez omp Romaned.
Acts BretonNT 16:22  An engroez a savas a-enep dezho, hag ar pennoù, o vezañ lakaet o dilhad da vezañ difreuzet diwarno, a c'hourc'hemennas o skourjezañ gant gwalinier.
Acts BretonNT 16:23  Goude bezañ roet dezho kalz a daolioù, e taoljont anezho er prizon hag e c'hourc'hemennjont d'ar bac'her o diwall gant evezh.
Acts BretonNT 16:24  O vezañ bet an urzh-se, hemañ o zaolas er prizon a-ziabarzh hag a ereas o zreid gant hualoù.
Acts BretonNT 16:25  War-dro hanternoz, Paol ha Silaz a oa o pediñ hag o kanañ meuleudioù da Zoue, hag ar brizonidi o c'hleve.
Acts BretonNT 16:26  A-daol trumm e c'hoarvezas ur c'hren-douar bras, en hevelep doare ma voe brañsellet diazez ar prizon. Kerkent, an holl zorojoù a voe digoret hag ereoù an holl brizonidi a voe torret.
Acts BretonNT 16:27  Ar bac'her, o vezañ dihunet hag o welout dorojoù ar prizon digor, a dennas e gleze hag a oa o vont d'en em lazhañ, o krediñ e oa aet ar brizonidi kuit.
Acts BretonNT 16:28  Met Paol a grias gant ur vouezh kreñv: Na ra droug ebet dit, rak emaomp holl amañ.
Acts BretonNT 16:29  O vezañ goulennet gouloù, ec'h antreas buan hag, en ur grenañ, en em daolas ouzh treid Paol ha Silaz.
Acts BretonNT 16:30  Hag, o tegas anezho er-maez, e lavaras: Aotrounez, petra eo ret din d'ober evit bezañ salvet?
Acts BretonNT 16:31  Lavarout a rejont: Kred en Aotrou Jezuz-Krist, hag e vi salvet, te ha da diegezh.
Acts BretonNT 16:32  Kemenn a rejont dezhañ ger an Aotrou, ha d'ar re holl a oa en e di.
Acts BretonNT 16:33  Eñ a gemeras anezho gantañ d'an eur-se eus an noz hag a walc'has o goulioù. Ha raktal a voe badezet, eñ hag e holl dud.
Acts BretonNT 16:34  O vezañ degaset anezho en e di, e roas dezho da zebriñ hag en em laouenaas da vezañ kredet e Doue gant e holl diegezh.
Acts BretonNT 16:35  Pa voe deuet an deiz, ar pennoù a gasas serjanted da lavarout: Laosk an dud-se.
Acts BretonNT 16:36  Ar bac'her a lavaras da Baol ar c'homzoù-se: Ar pennoù o deus kaset keloù evit ho leuskel, deuit bremañ er-maez hag it e peoc'h.
Acts BretonNT 16:37  Met Paol a lavaras dezho: Goude bezañ hor skourjezet dirak an holl hep barn, ha ni Romaned, o deus hol lakaet er prizon, ha bremañ e laoskont ac'hanomp kuit e kuzh! Ne c'hoarvezo ket kement-se. Ra deuint hoc'h-unan d'hol lakaat er-maez.
Acts BretonNT 16:38  Ar serjanted a lavaras ar gerioù-se d'ar pennoù, hag ar re-mañ o doe aon o klevout e oant Roman.
Acts BretonNT 16:39  Dont a rejont eta d'o sioulaat. Hag o c'hasjont er-maez hag e pedjont anezho da vont kuit eus kêr.
Acts BretonNT 16:40  Int, goude bezañ aet er-maez eus ar prizon, a yeas da di Lidia hag, o vezañ gwelet ar vreudeur, e kalonekajont anezho hag ez ejont kuit.
Chapter 17
Acts BretonNT 17:1  Goude bezañ tremenet dre Amfipoliz hag Apollonia, e teujont da Desalonike e-lec'h ma oa sinagogenn ar Yuzevien.
Acts BretonNT 17:2  Paol, hervez e c'hiz, a yeas d'o c'havout hag, e-pad tri sabad, e komzas outo diwar-benn ar Skriturioù,
Acts BretonNT 17:3  o tisplegañ hag o tiskenn penaos e oa ret d'ar C'hrist gouzañv hag adsevel a-douez ar re varv, hag o lavarout: Ar C'hrist-se eo Jezuz a brezegan deoc'h.
Acts BretonNT 17:4  Darn anezho a gredas hag en em unanas da Baol ha da Silaz, gant ul lod bras a C'hresianed a zouje Doue ha kalz a wragez a renk uhel.
Acts BretonNT 17:5  Met ar Yuzevien diskredik, leun a warizi, a gemeras ganto un toullad paotred fall diwar al leurgêr, hag, o vezañ dastumet un engroez, e lakajont trubuilh dre gêr. O vont da di Jason, e klaskjont anezho evit o c'has dirak ar bobl.
Acts BretonNT 17:6  Ne gavjont ket anezho hag e stlejjont Jason hag hiniennoù eus ar vreudeur dirak ar pennoù-kêr, o krial: An dud-mañ o deus trubuilhet ar bed hag a zo ivez amañ,
Acts BretonNT 17:7  ha Jason en deus o degemeret. Int holl, enebourien da c'hourc'hemennoù Kezar, a lavar ez eus ur roue all, Jezuz.
Acts BretonNT 17:8  Fromañ a rejont ar bobl hag ar pennoù-kêr pa glevjont an traoù-se.
Acts BretonNT 17:9  Goude bezañ resevet ur c'hred digant Jason ha digant ar re all, e lezjont anezho da vont kuit.
Acts BretonNT 17:10  Raktal ar vreudeur a lakaas en noz Paol ha Silaz da vont kuit da v-Beroia. O vezañ erruet eno, ez ejont e sinagogenn ar Yuzevien.
Acts BretonNT 17:11  Ar re-mañ o doa soñjoù uheloc'h eget re eus Tesalonike, hag e resevjont ar ger gant kalz muioc'h a vuander, o studiañ bemdez ar Skriturioù evit gwelout daoust hag e oa gwir ar pezh a lavared dezho.
Acts BretonNT 17:12  Kalz anezho eta a gredas, kenkoulz hag un niver bras a-walc'h a wragez C'hresian a renk uhel hag a wazed.
Acts BretonNT 17:13  Met pa ouezas Yuzevien Tesalonike penaos ger Doue a oa prezeget e Beroia gant Paol, e teujont hag e savjont ar bobl.
Acts BretonNT 17:14  Kerkent ar vreudeur a gasas kuit Paol, evit ober van da vont war-zu ar mor. Silaz ha Timote a chomas eno.
Acts BretonNT 17:15  Ar re a yae gant Paol a gasas anezhañ betek Aten. Goude bezañ bet an urzh da lavarout da Silaz ha Timote dont buan d'e gavout, ez ejont kuit.
Acts BretonNT 17:16  E-pad ma oa Paol ouzh o gortoz en Aten, e oa kounnaret e spered ennañ e-unan o welout ar gêr-se leuniet holl gant idoloù.
Acts BretonNT 17:17  Komz a reas eta er sinagogenn gant ar Yuzevien ha gant ar re a zouje Doue, ha bemdez war al leurgêr gant ar re en em gave eno.
Acts BretonNT 17:18  Un nebeud filozoferien epikuriat ha stoikat a gomzas gantañ. Darn a lavaras: Petra a fell d'an teodeg-se lavarout? Ha darn all: Seblantout a ra kemenn doueoù estrañjour. Rak prezeg a rae dezho Jezuz hag an adsavidigezh a varv.
Acts BretonNT 17:19  O vezañ e gemeret, e kasjont anezhañ d'an Areopaj, o lavarout: Hag e c'hellfemp gouzout petra eo ar gelennadurezh nevez-se a brezegez?
Acts BretonNT 17:20  Rak da glevout a reomp o lavarout traoù iskis. Ni a fell deomp eta gouzout petra eo kement-se.
Acts BretonNT 17:21  An holl Ateniz hag an estrañjourien a chome en eno ne dremenent o amzer nemet o lavarout pe o selaou un nevezinti bennak.
Acts BretonNT 17:22  Paol, oc'h en em zerc'hel e-kreiz an Areopaj, a lavaras: Tud Atenat, gwelout a ran penaos en holl draoù oc'h relijius dreist pep tra.
Acts BretonNT 17:23  Rak, o tremen hag o sellout ouzh an traoù a azeulit, em eus kavet zoken un aoter ma'z eo skrivet warni: D'un doue dizanav. An hini a azeulit hep e anavezout, hennezh eo an hini a gemennan deoc'h.
Acts BretonNT 17:24  An Doue hag en deus graet ar bed hag an holl draoù a zo ennañ, o vezañ Aotrou an neñv hag an douar, ne chom ket en temploù savet gant dorn an dud.
Acts BretonNT 17:25  N'eo ket servijet gant daouarn an dud evel m'en defe ezhomm eus un dra bennak, eñ an hini a ro d'an holl ar vuhez, an anal hag an holl draoù.
Acts BretonNT 17:26  Graet en deus eus ur gwad hepken holl ouenn an dud, evit chom war holl c'horre an douar, o vezañ didermenet an amzervezhioù hag harzoù o chomlec'hioù,
Acts BretonNT 17:27  evit ma klaskint an Aotrou, da welout hag int a c'hellfe e gavout en ur e glask a-dastorn, petra bennak ma n'emañ ket pell diouzh hini ac'hanomp.
Acts BretonNT 17:28  Rak ennañ eo hon eus ar vuhez, ar fiñv hag ar boud, evel m'o deus lavaret ivez hiniennoù eus ho parzhed: Rak anezhañ omp ivez al lignez.
Acts BretonNT 17:29  O vezañ eta eus lignez Doue, ne dleomp ket krediñ ez eo an doueelezh heñvel ouzh aour pe ouzh arc'hant pe ouzh maen, kizellet gant arz hag ijin an den.
Acts BretonNT 17:30  Doue, o vezañ eta lezet an amzer a ziouiziegezh-se da dremen, a c'hourc'hemenn bremañ d'an holl dud en holl lec'hioù kaout keuz,
Acts BretonNT 17:31  abalamour m'en deus divizet un devezh ma tle barn ennañ ar bed gant reizhder, dre an den en deus diazezet. Roet en deus d'an holl ur brouenn sklaer a gement-se, en ur sevel anezhañ a-douez ar re varv.
Acts BretonNT 17:32  Pa glevjont komz diwar adsavidigezh a-douez ar re varv, darn a reas goap hag ar re all a lavaras: Da glevout a raimp ur wech all war gement-se.
Acts BretonNT 17:34  Koulskoude hiniennoù en em unanas dezhañ hag a gredas, en o zouez, Denez an Areopajiad, ur wreg anvet Damariz ha reoù all ganto.
Chapter 18
Acts BretonNT 18:1  Goude-se, Paol a yeas kuit eus Aten hag a zeuas da Gorint.
Acts BretonNT 18:2  Eno e kavas ur Yuzev anvet Akilaz, genidik eus ar Pont, nevez deuet eus Italia gant Prisilha e wreg, abalamour m'en doa Glaoda gourc'hemennet d'an holl Yuzevien mont kuit eus Rom. Mont a reas d'o c'havout
Acts BretonNT 18:3  hag, evel ma oa eus an hevelep micher, e chomas en o zi hag e labouras ganto: o micher a oa ober teltennoù.
Acts BretonNT 18:4  Komz a reas er sinagogenn pep devezh sabad hag e lakaas Yuzevien ha Gresianed da grediñ.
Acts BretonNT 18:5  Pa voe deuet Silaz ha Timote eus Makedonia, Paol, bountet gant ar Spered, a roas testeni gant hardizhegezh d'ar Yuzevien ez eo Jezuz ar C'hrist.
Acts BretonNT 18:6  Met evel ma'c'h enebjont outañ ha ma vallozhjont, ec'h hejas e zilhad hag e lavaras dezho: Ra gouezho ho kwad war ho penn! Naet on anezhañ. Diwar vremañ ez in etrezek ar baganed.
Acts BretonNT 18:7  O vezañ aet ac'hane, ez eas e ti un den anvet Justuz, un den a zouje Doue hag a oa e di stag ouzh ar sinagogenn.
Acts BretonNT 18:8  Krispuz, penn ar sinagogenn, a gredas en Aotrou gant e holl diegezh. Ha kalz a Gorintiz, o vezañ selaouet, a gredas hag a voe badezet.
Acts BretonNT 18:9  An Aotrou a lavaras da Baol en ur weledigezh e-pad an noz: Na'z pez ket aon, met komz ha na dav ket,
Acts BretonNT 18:10  rak me a zo ganit ha den ne lakaio e zorn warnout d'ober droug dit, rak ur bobl vras am eus er gêr-mañ.
Acts BretonNT 18:11  Chom a reas eno ur bloaz ha c'hwec'h miz, o kelenn ger Doue en o zouez.
Acts BretonNT 18:12  E-pad ma oa Gallion prokoñsul en Akaia, ar Yuzevien en em savas a-unvan a-enep Paol hag en degasas dirak al lezvarn,
Acts BretonNT 18:13  o lavarout: Hemañ a ali an dud da servijañ Doue en un doare a zo a-enep al lezenn.
Acts BretonNT 18:14  Evel ma'z ae Paol da zigeriñ e c'henoù, Gallion a lavaras d'ar Yuzevien: Ma vije meneg eus un dislealded pe eus ur gwallober bennak, o Yuzevien, me a selaoufe ac'hanoc'h evel ma'z eo dereat,
Acts BretonNT 18:15  met mar d-eo un enebiezh diwar-benn gerioù, anvioù hag ho lezenn, e welot kement-se hoc'h-unan, rak ne fell ket din bezañ barner eus an traoù-se.
Acts BretonNT 18:17  Neuze an holl C'hresianed a gemeras Sosten penn ar sinagogenn hag a gannas anezhañ dirak al lezvarn, ha Gallion ne reas van ebet a gement-se.
Acts BretonNT 18:18  Paol, goude bezañ c'hoazh chomet e Korint pell a-walc'h, a gimiadas diouzh ar vreudeur hag a yeas dre vor war-zu Siria gant Prisilha hag Akilaz. E Kenkre e lakaas e vlev da vezañ troc'het rak graet en doa ur gouestl.
Acts BretonNT 18:19  Erruout a reas en Efez hag e lezas eno e genveajourien. O vezañ aet er sinagogenn, e komzas gant ar Yuzevien.
Acts BretonNT 18:20  Int a bedas anezhañ da chom ganto pelloc'h, met n'asantas ket
Acts BretonNT 18:21  hag e kimiadas diouto, en ur lavarout: Ret eo din a dra-sur lidañ ar gouel a zeu e Jeruzalem. Distreiñ a rin d'ho kwelout, mar plij gant Doue. Hag ez eas kuit dre vor eus Efez.
Acts BretonNT 18:22  O vezañ douaret e Kezarea, e pignas da saludiñ an Iliz hag e tiskennas da Antioch.
Acts BretonNT 18:23  O vezañ tremenet ur pennad amzer eno, ez eas kuit hag e treuzas rannvroioù Galatia ha Frigia, en ur greñvaat an holl ziskibien.
Acts BretonNT 18:24  Neuze ur Yuzev anvet Apolloz, un den helavar genidik eus Aleksandria, a erruas en Efez. Barrek e oa war ar Skriturioù.
Acts BretonNT 18:25  Desket e oa bet en hent an Aotrou. Birvidik a spered, e komze hag e kelenne gant evezh diwar-benn an traoù a sell ouzh an Aotrou, petra bennak ma n'anaveze nemet badeziant Yann.
Acts BretonNT 18:26  En em lakaat a reas da gomz gant hardizhegezh er sinagogenn. Akilaz ha Prisilha o vezañ e glevet, a gemeras anezhañ ganto hag a zisplegas dezhañ gant muioc'h a evezh hent Doue.
Acts BretonNT 18:27  Evel ma felle dezhañ mont da Akaia, ar vreudeur a alias anezhañ da vont hag a skrivas d'an diskibien e zegemer mat. Pa voe en em gavet, e sikouras kalz ar re o doa kredet dre c'hras,
Acts BretonNT 18:28  rak kendrec'hiñ a rae gant nerzh ar Yuzevien dirak an holl, o prouiñ dre ar Skriturioù ez eo Jezuz ar C'hrist.
Chapter 19
Acts BretonNT 19:1  E-pad ma oa Apolloz e Korint, Paol, goude bezañ tremenet dre ar broioù uhel, a zeuas da Efez. Eno e kavas un nebeud diskibien,
Acts BretonNT 19:2  hag e lavaras dezho: Ha resevet hoc'h eus ar Spered-Santel pa hoc'h eus kredet? Respont a rejont dezhañ: N'hon eus ket klevet zoken e oa ur Spered-Santel.
Acts BretonNT 19:3  Lavarout a reas dezho: Peseurt badeziant hoc'h eus eta resevet? Hag e respontjont: Badeziant Yann.
Acts BretonNT 19:4  Paol a lavaras: Yann, evit gwir, en deus badezet eus ar vadeziant a geuzidigezh, o lavarout d'ar bobl krediñ en hini a zeue war e lerc'h, da lavarout eo er C'hrist Jezuz.
Acts BretonNT 19:5  O vezañ klevet kement-se, e voent badezet en anv an Aotrou Jezuz.
Acts BretonNT 19:6  P'en doe Paol lakaet e zaouarn warno, ar Spered-Santel a zeuas warno, hag e komzjont e yezhoù hag e profedjont.
Acts BretonNT 19:8  Mont a reas er sinagogenn hag e komzas gant hardizhegezh e-pad tri mizvezh, o prezeg hag o lakaat da grediñ war ar pezh a sell ouzh rouantelezh Doue.
Acts BretonNT 19:9  Met, evel ma en em galetaas darn ha ma voent diskredik, o troukkomz eus hent an Aotrou dirak ar bobl, en em dennas kuit hag e tispartias an diskibien diganto, o kelenn bemdez e skol un den anvet Tirannuz.
Acts BretonNT 19:10  Kement-se a badas daou vloavezh, en hevelep doare ma klevas ger an Aotrou Jezuz ar re holl a chome en Azia, kenkoulz ar Yuzevien evel ar C'hresianed.
Acts BretonNT 19:11  Doue a rae mirakloù bras meurbet dre zaouarn Paol,
Acts BretonNT 19:12  en hevelep doare ma lakaed war ar re glañv mouchoueroù pe lienennoù o doa stoket ouzh e gorf, hag e oant yac'haet eus o c'hleñvedoù hag an drouk-speredoù a yae er-maez.
Acts BretonNT 19:13  Hiniennoù eus ar stolierien Yuzev a rede ar vro en em lakaas da c'hervel anv an Aotrou Jezuz war ar re a oa dalc'het gant an drouk-speredoù, o lavarout: Ni ho kourfed dre Jezuz a brezeg Paol.
Acts BretonNT 19:14  Ar re a rae kement-se a oa seizh mab Skeva, ur Yuzev hag unan eus ar veleien vras.
Acts BretonNT 19:15  An drouk-spered a respontas: Anavezout a ran Jezuz ha gouzout a ran piv eo Paol, met c'hwi, piv oc'h?
Acts BretonNT 19:16  An den dalc'het gant an drouk-spered en em daolas warno hag, o vezañ o mestroniet, a wallgasas anezho kement ma tec'hjont diouzh an ti en noazh ha gouliet.
Acts BretonNT 19:17  Kement-se a voe anavezet gant an holl Yuzevien hag an holl C'hresianed a chome en Efez. Spontet e voent holl hag anv an Aotrou Jezuz a voe meulet.
Acts BretonNT 19:18  Kalz eus ar re o doa kredet a zeue da anzav ha da zisklêriañ ar pezh o doa graet.
Acts BretonNT 19:19  Un niver bras eus ar re o doa embreget hud a zegasas o levrioù hag o devas dirak an holl. Pa voe kontet ar priz a gement-se, e voe kavet e save da hanter-kant mil pezh arc'hant.
Acts BretonNT 19:20  Evel-se ger an Aotrou a greskas hag a greñvaas muioc'h-muiañ.
Acts BretonNT 19:21  Goude ma voe c'hoarvezet an traoù-se, Paol a lakaas en e spered da dreuziñ Makedonia hag Akaia ha da vont da Jeruzalem, o lavarout: Goude ma vin bet eno, e vo ret ivez din gwelout Rom.
Acts BretonNT 19:22  O vezañ kaset e Makedonia daou eus ar re a sikoure anezhañ, Timote hag Erast, e chomas c'hoazh un nebeud amzer en Azia.
Acts BretonNT 19:23  C'hoarvezout a reas en amzer-se un drubuilh vras diwar-benn hent an Aotrou.
Acts BretonNT 19:24  Rak un den anvet Demetriuz, un orfebour, a rae temploù bihan eus Artemiz en arc'hant hag a roe kalz da c'hounit d'an artizaned.
Acts BretonNT 19:25  Bodañ a reas anezho gant ar re all a rae ar seurt labourioù-se hag e lavaras: O tud, anavezout a rit penaos e teu hon holl c'hounid eus al labour-se,
Acts BretonNT 19:26  hag e welit hag e klevit penaos, n'eo ket en Efez hepken met kazi en Azia a-bezh, en deus ar Paol-se gounezet ha distroet kalz a dud, o lavarout n'int ket doueoù ar re a zo graet gant daouarn an dud.
Acts BretonNT 19:27  N'eus ket hepken da gaout aon na vefe hor micher gwallvrudet, met ivez na gouezhfe templ an doueez vras Artemiz e dismegañs, ha na zeufe ivez da netra he braster a zo azeulet en Azia a-bezh hag er bed holl.
Acts BretonNT 19:28  O vezañ klevet kement-se, e voent leuniet a fulor hag e krijont: Bras eo Artemiz an Efeziz!
Acts BretonNT 19:29  Kêr holl a voe leuniet a veskadeg, hag e redjont holl a-unvan d'an teatr, o stlejañ ganto Gaiuz hag Aristark, tud eus Makedonia ha kenveajourien Paol.
Acts BretonNT 19:30  Paol a fellas dezhañ en em ziskouez d'ar bobl, met an diskibien n'en lezjont ket d'ober.
Acts BretonNT 19:31  Hiniennoù zoken e-touez an Aziarked, hag a oa e vignoned, a gasas d'e bediñ na yaje ket d'an teatr.
Acts BretonNT 19:32  Lod eta a grie en un doare, lod all en un doare all, rak ar vodadeg a oa gwall gemmesket hag an darn vuiañ anezho ne ouient ket evit petra e oant en em zastumet.
Acts BretonNT 19:33  Tennet e voe er-maez eus an engroez Aleksandr, a veze lakaet a-raok gant ar Yuzevien. Aleksandr, oc'h ober sin gant e zorn, a fellas dezhañ en em zifenn dirak ar bobl.
Acts BretonNT 19:34  Met adalek ma'c'h anavezjont e oa Yuzev, e krijont holl a-unvouezh e-pad div eurvezh pe dost: Bras eo Artemiz an Efeziz!
Acts BretonNT 19:35  Sekretour kêr, o vezañ peoc'haet ar bobl, a lavaras: Tud a Efez, piv eo an den ha ne oar ket penaos kêr an Efeziz eo mirerez eus an doueez vras Artemiz hag eus ar pezh a zo kouezhet eus an neñv?
Acts BretonNT 19:36  Kement-se o vezañ anat, e tleit en em sioulaat ha chom hep ober netra gant hastidigezh.
Acts BretonNT 19:37  Rak an dud-se hoc'h eus degaset, n'int na tud disakr na touerien a-enep ho toueez.
Acts BretonNT 19:38  Mar en deus Demetriuz hag an artizaned a zo gantañ ur c'hlemm bennak d'ober a-enep unan bennak, ez eus deizioù a vreujoù ha prokoñsuled. Ra c'halvo an eil egile d'al lez-varn.
Acts BretonNT 19:39  Met mar hoc'h eus un dra bennak all da c'houlenn, e c'hello bezañ graet en un emvod hervez al lezenn.
Acts BretonNT 19:40  Rak en dañjer emaomp da vezañ tamallet a zispac'h evit ar pezh a zo c'hoarvezet hiziv, dre n'hon eus abeg ebet evit reiñ digarez d'an dastumadeg-mañ.
Acts BretonNT 19:41  O vezañ lavaret kement-se, e kasas kuit ar vodadeg.
Chapter 20
Acts BretonNT 20:1  Goude ma oa an drubuilh sioulaet, Paol a gasas da gerc'hat an diskibien hag, o vezañ kimiadet diouto, ez eas kuit evit mont da Vakedonia.
Acts BretonNT 20:2  Treuziñ a reas ar c'horn-bro-se o kalonekaat anezho dre galz a brezegennoù, hag e teuas da C'hres
Acts BretonNT 20:3  e-lec'h ma chomas tri mizvezh. O vezañ m'o doa ar Yuzevien stegnet pechoù dezhañ pa dlee lestrañ war-zu Siria, e reas e soñj da zistreiñ dre Vakedonia.
Acts BretonNT 20:4  Ambrouget e voe betek Azia gant Sopater eus Beroia, Aristark ha Sekunduz eus Tesalonike, Gaiuz eus Derb, Timote, ha Tichik ha Trofim eus Azia.
Acts BretonNT 20:5  Ar re-mañ o vezañ aet a-raok, a c'hortozas ac'hanomp e Troaz.
Acts BretonNT 20:6  Goude deizioù ar bara hep goell, e lestrjomp e Filipi hag, a-benn pemp devezh, o c'havjont e Troaz, e-lec'h ma chomjomp seizh devezh.
Acts BretonNT 20:7  Ar c'hentañ deiz eus ar sizhun, an diskibien a oa en em zastumet evit terriñ ar bara. Paol a gomze ganto, o tleout mont kuit an deiz war-lerc'h, hag e kendalc'has gant e brezegenn betek hanternoz.
Acts BretonNT 20:8  Bez' e oa kalz a lampoù er gambr uhel e-lec'h ma oant en em zastumet.
Acts BretonNT 20:9  Un den yaouank anvet Eutikuz, azezet war ar prenestr, a oa bec'hiet gant ar c'housked e-pad prezegenn hir Paol. Eñ a voredas hag a gouezhas eus an trede solieradur d'an traoñ, hag e voe savet marv.
Acts BretonNT 20:10  Met Paol a ziskennas, a stouas a-us dezhañ hag, o kemer anezhañ etre e zivrec'h, e lavaras: Na vezit ket nec'het, rak e ene a zo ennañ.
Acts BretonNT 20:11  Goude bezañ pignet en-dro ha bezañ torret ar bara ha debret, e komzas c'hoazh pell betek gouloù-deiz. Ha goude-se ez eas kuit.
Acts BretonNT 20:12  Degas a rejont an den yaouank bev hag e voent gwall frealzet.
Acts BretonNT 20:13  O vezañ aet a-raok war al lestr, ez ejomp dre vor etrezek Asoz, e-lec'h ma tleemp adkemer Paol. Evel-se en doa gourc'hemennet dre ma felle dezhañ ober an hent war droad.
Acts BretonNT 20:14  Pa en em gavas ganeomp en Asoz, e kemerjomp anezhañ war al lestr hag ez ejomp da v-Mitilen.
Acts BretonNT 20:15  Ac'hane, o vont dre vor, e teujomp an deiz war-lerc'h dirak Kioz. Antronoz e tizhjomp Samoz ha, goude bezañ chomet e Trojil, e teujomp an deiz goude da Vilet.
Acts BretonNT 20:16  Paol en doa lakaet en e benn tremen eeun en tu all da Efez, evit na gollfe ket a amzer en Azia, rak hastañ a rae buan evit en em gavout e Jeruzalem, mar boa posupl, deiz ar Pantekost.
Acts BretonNT 20:17  Eus Milet e kasa da Efez da c'hervel henaourien an Iliz.
Acts BretonNT 20:18  Pa voent deuet d'e gavout, e lavaras dezho: Gouzout a rit penaos em eus atav en em renet ganeoc'h abaoe an deiz kentañ ma teuis en Azia,
Acts BretonNT 20:19  o servijañ an Aotrou e pep izelegezh, gant kalz a zaeroù hag e-kreiz an amprouennoù a zo deuet warnon dre bechoù ar Yuzevien.
Acts BretonNT 20:20  Gouzout a rit penaos ne'm eus kuzhet netra eus an traoù a oa talvoudus deoc'h, ha ne'm eus ket manket d'o disklêriañ deoc'h ha d'ho kelenn dirak an holl hag eus an eil ti d'egile,
Acts BretonNT 20:21  o prezeg d'ar Yuzevien ha d'ar C'hresianed ar geuzidigezh e-keñver Doue hag ar feiz e Jezuz-Krist hon Aotrou.
Acts BretonNT 20:22  Ha bremañ setu, ereet gant ar Spered, ez an da Jeruzalem hep gouzout ar pezh a c'hoarvezo ganin,
Acts BretonNT 20:23  nemet e kemenn ar Spered-Santel ac'hanon e pep kêr eus an ereoù hag ar glac'haroù a c'hortoz ac'hanon.
Acts BretonNT 20:24  Met n'en em lakaan e poan eus netra ha va buhez n'eo ket prizius din, gant ma peurechuin gant levenez va redadenn hag ar ministrerezh am eus resevet digant an Aotrou Jezuz evit prezeg an Aviel eus gras Doue.
Acts BretonNT 20:25  Ha bremañ setu, me a oar na welot ken va dremm, c'hwi holl on tremenet en ho touez o prezeg rouantelezh Doue.
Acts BretonNT 20:26  Setu perak ho kemeran hiziv da destoù ez on naet eus gwad pep hini ac'hanoc'h,
Acts BretonNT 20:27  rak disklêriet em eus deoc'h holl guzul Doue, hep kuzhat netra.
Acts BretonNT 20:28  Lakait eta evezh ouzhoc'h hoc'h-unan hag ouzh an holl dropell en deus ar Spered-Santel ho lakaet eskibien warnañ, da beuriñ Iliz Doue en deus prenet gant e wad e-unan.
Acts BretonNT 20:29  Gouzout a ran penaos, goude ma vin aet kuit, ez aio en ho touez bleizi kriz ha n'espernint ket an tropell,
Acts BretonNT 20:30  ha penaos e savo en ho touez tud a brezego deoc'h kelennadurezhioù fall evit sachañ diskibien war o lerc'h.
Acts BretonNT 20:31  Beilhit eta, o kaout soñj penaos e-pad tri bloaz ne'm eus ket paouezet noz-deiz da gelenn pep hini ac'hanoc'h, gant daeroù.
Acts BretonNT 20:32  Bremañ, breudeur, ho fiziout a ran e Doue hag e ger e c'hras, eñ hag a c'hell sevel ha reiñ deoc'h an hêrezh gant ar re holl a zo santelaet.
Acts BretonNT 20:33  Ne'm eus c'hoantaet nag arc'hant, nag aour, na dilhad eus den.
Acts BretonNT 20:34  C'hwi a anavez hoc'h-unan penaos an daouarn-mañ o deus pourvezet da'm ezhommoù ha da re an dud a oa ganin.
Acts BretonNT 20:35  Diskouezet em eus deoc'h en holl draoù penaos en ur labourat evel-se ez eo ret sikour ar re wan ha kaout soñj eus gerioù an Aotrou Jezuz, en deus lavaret e-unan: Muioc'h a eürusted a zo o reiñ eget o resev.
Acts BretonNT 20:36  P'en doe lavaret kement-se, e taoulinas hag e pedas ganto holl.
Acts BretonNT 20:37  An holl a ouelas druz hag, oc'h en em deurel ouzh gouzoug Paol, e pokjont dezhañ,
Acts BretonNT 20:38  glac'haret dreist-holl eus ma en doa lavaret na weljent ken e zremm. Hag ec'h ambrougjont anezhañ betek al lestr.
Chapter 21
Acts BretonNT 21:1  Goude bezañ dispartiet diouto, e pignjomp war al lestr, e teujomp eeun da g-Koz, an deiz war-lerc'h da Rod, hag ac'hane da b-Patara.
Acts BretonNT 21:2  O vezañ kavet ur vatimant a yae da Fenikia, e pignjont warni hag ez ejomp kuit.
Acts BretonNT 21:3  O vezañ gwelet a-ziabell Kiprenez hag o bezañ lezet anezhi war an tu kleiz, ez ejomp etrezek Siria hag en em gavjont e Tir, abalamour ma leze ar vatimant he c'harg eno.
Acts BretonNT 21:4  O vezañ kavet an diskibien, e chomjomp seizh devezh eno. Lavarout a rejont da Baol dre ar Spered chom hep pignat da Jeruzalem.
Acts BretonNT 21:5  Met an devezhioù-se o vezañ tremenet ez ejomp kuit hag ec'h ambrougjont ac'hanomp holl gant o gwragez hag o bugale betek er-maez eus kêr. O vezañ daoulinet war an aod, hon eus pedet.
Acts BretonNT 21:6  Goude bezañ kimiadet an eil diouzh egile, e pignjomp er vatimant hag int a zistroas d'o ziez.
Acts BretonNT 21:7  Oc'h echuiñ hor beaj dre vor, eus Tir e teujomp da b-Ptolemaiz. Goude bezañ saludet ar vreudeur, e chomjomp un devezh ganto.
Acts BretonNT 21:8  An deiz war-lerc'h, Paol ha ni a oa gantañ a yeas kuit hag e teujomp da Gezarea. Mont a rejomp e ti Filip an avielour, unan eus ar seizh, hag e chomjomp eno.
Acts BretonNT 21:9  Hemañ en doa peder merc'h gwerc'hezed a brofede.
Acts BretonNT 21:10  Evel ma chomjomp eno meur a zevezh, ur profed anvet Agabuz a zeuas eus Judea.
Acts BretonNT 21:11  Dont a reas d'hor c'havout, kemer a reas gouriz Paol hag, oc'h eren e zaouarn hag e zreid, e lavaras: Ar Spered-Santel a lavar kement-mañ: Ar Yuzevien a ereo en hevelep doare e Jeruzalem an den a zo ar c'houriz-mañ dezhañ, ha droukreiñ a raint anezhañ etre daouarn ar baganed.
Acts BretonNT 21:12  P'hon doe klevet kement-se, ni ha tud al lec'h-se a bedas anezhañ na bignje ket da Jeruzalem.
Acts BretonNT 21:13  Met Paol a respontas: Petra a rit o ouelañ hag o c'hlac'hariñ va c'halon? Rak me a zo prest nann hepken da vezañ ereet, met ivez da vervel e Jeruzalem evit anv an Aotrou Jezuz.
Acts BretonNT 21:14  O vezañ ne c'hellemp ket e gendrec'hiñ, e paouezjomp hag e lavarjomp: Ra vo graet bolontez an Aotrou!
Acts BretonNT 21:15  Goude an deizioù-se, o vezañ graet hor pakadoù, e pignjomp da Jeruzalem.
Acts BretonNT 21:16  Diskibien eus Kezarea a zeuas ivez ganeomp, o tegas un den anvet Mnason eus Kiprenez, un diskibl a-bell zo, ma tleemp lojañ en e di.
Acts BretonNT 21:17  Pa voemp erru e Jeruzalem, ar vreudeur hon degemeras gant levenez.
Acts BretonNT 21:18  An deiz war-lerc'h, Paol a yeas ganeomp da di Jakez; an holl henaourien a zastumas eno.
Acts BretonNT 21:19  Goude bezañ o saludet, e kontas dezho dre ar munud kement en doa graet Doue e-touez ar baganed dre e vinistrerezh.
Acts BretonNT 21:20  Pa glevjont anezhañ, e rojont gloar d'an Aotrou, hag e lavarjont dezhañ: Breur, gwelout a rez pet miliad a zo e-touez ar Yuzevien hag o deus kredet, hag int holl gredus evit al lezenn.
Acts BretonNT 21:21  Klevet o deus penaos e kelennez d'an holl Yuzevien a zo e-touez ar baganed kuitaat Moizez, o lavarout dezho na dleont ket amdroc'hañ o bugale na derc'hel ar gizioù.
Acts BretonNT 21:22  Petra eta a zo d'ober? A-dra-sur ar bobl en em zastumo, rak klevet a raint ez out deuet.
Acts BretonNT 21:23  Gra eta ar pezh emaomp o vont da lavarout dit: Amañ hon eus pevar den o deus graet ur gouestl.
Acts BretonNT 21:24  Kemer anezho ganit, en em c'hlana ganto ha pae o dispign evit ma lakaint da douzañ o fenn. Hag an holl a ouezo penaos n'eo ket gwir ar pezh o deus klevet lavarout ac'hanout, met e kendalc'hez da virout al lezenn.
Acts BretonNT 21:25  Evit ar pezh a sell ouzh ar baganed o deus kredet, hon eus kavet mat hag hon eus skrivet dezho na dleent mirout netra eus ar seurt-se, met en em virout hepken diouzh ar pezh a zo aberzhet d'an idoloù, diouzh ar gwad, diouzh ar pezh a zo mouget ha diouzh ar c'hadaliezh.
Acts BretonNT 21:26  Neuze Paol, o vezañ kemeret an dud-se an deiz war-lerc'h, en em c'hlanaas ganto, a yeas en templ en ur reiñ da anavezout an deizioù ma vije peurc'hraet ar c'hlanidigezh ha pegoulz e vije kinniget ar prof evit pep hini anezho.
Acts BretonNT 21:27  Evel ma'z ae ar seizh devezh da vezañ leuniet, ar Yuzevien eus Azia a welas anezhañ en templ, a lakaas ar bobl d'en em sevel hag a grogas ennañ,
Acts BretonNT 21:28  o krial: Tud a Israel, sikourit ac'hanomp! Setu an den a brezeg e pep lec'h ha dirak an holl a-enep ar bobl, a-enep al lezenn hag a-enep al lec'h-mañ. Degaset en deus gantañ zoken Gresianed e-barzh an templ ha disakret en deus al lec'h santel-mañ.
Acts BretonNT 21:29  Rak gwelet o doa diagent Trofim eus Efez e kêr gantañ, hag e kredent en doa Paol e zegaset e-barzh an templ.
Acts BretonNT 21:30  Ar gêr holl en em savas hag a bobl en em zastumas. O vezañ kroget e Paol, e stlejont anezhañ er-maez eus an templ ha kerkent e voe serret an dorojoù.
Acts BretonNT 21:31  Evel ma klaskent e lazhañ, ar vrud a zeuas betek kabiten ar gohortenn penaos e oa holl gêr Jeruzalem dispac'het.
Acts BretonNT 21:32  Kerkent e kemeras soudarded ha kantenerien gantañ, hag e redas d'o c'havout. O welout ar c'habiten hag ar soudarded, e paouezjont da bilat Paol.
Acts BretonNT 21:33  Neuze ar c'habiten a dostaas, a grogas ennañ hag a c'hourc'hemennas e eren gant div chadenn. Goulenn a reas piv e oa ha petra en doa graet.
Acts BretonNT 21:34  Met e-touez ar bobl darn a grie en un doare, darn en un doare all. Dre na c'hellas ket anavezout ar wirionez gant an trouz, e c'hourc'hemennas e gas d'ar c'hreñvlec'h.
Acts BretonNT 21:35  Pa voe erru war ar skalieroù, e voe ret d'ar soudarded e zougen abalamour da fulor ar bobl,
Acts BretonNT 21:36  rak ur mor a dud a heulie anezhañ, o krial: Lazh anezhañ!
Acts BretonNT 21:37  Pa voe Paol o vont da antren er c'hreñvlec'h, e lavaras d'ar c'habiten: Hag aotreet eo din lavarout un dra bennak? Eñ a respontas: Gouzout a rez ar gresianeg?
Acts BretonNT 21:38  N'out ket an Ejipsian-se en deus bountet an dud d'an dispac'h en deizioù diwezhañ-mañ hag en deus kaset gantañ d'al lec'h distro pevar mil laer?
Acts BretonNT 21:39  Paol a lavaras: Me a zo Yuzev, eus Tars, keodedour ar gêr vrudet-se eus Kilisia. Da bediñ a ran da'm lezel da gomz d'ar bobl.
Acts BretonNT 21:40  P'en doe e aotreet d'ober, Paol en em zalc'has war ar skalieroù hag a reas sin gant e zorn d'ar bobl. Ur sioulded vras o vezañ en em c'hraet, e lavaras e yezh hebraek:
Chapter 22
Acts BretonNT 22:1  Tud breudeur ha tadoù, selaouit bremañ ar pezh am eus da lavarout deoc'h evit va difenn.
Acts BretonNT 22:2  Pa glevjont e komze outo e yezh hebraek, e chomjont c'hoazh siouloc'h. Lavarout a reas:
Acts BretonNT 22:3  Me a zo Yuzev, ganet e Tars e Kilisia, met savet on bet er gêr-mañ ouzh treid Gamaliel ha desket gant rusted e lezenn hon tadoù, o vezañ gredus evit Doue evel m'emaoc'h-c'hwi holl hiziv.
Acts BretonNT 22:4  Heskinet em eus betek ar marv an hent-se, oc'h eren hag o lakaat er prizonioù ar wazed kenkoulz hag ar merc'hed,
Acts BretonNT 22:5  evel ma'z eo test din ar beleg-meur hag holl guzul an henaourien. O vezañ bet zoken lizheroù diganto evit ar vreudeur, aet on da Zamask, da zegas ereet da Jeruzalem ar re a oa eno evit ma vijent kastizet.
Acts BretonNT 22:6  Evel ma oan en hent ha ma tostaen ouzh Damask, war-dro kreisteiz, e c'hoarvezas a-daol-drumm ur sklêrijenn vras eus an neñv, hag e lugernas en-dro din.
Acts BretonNT 22:7  O vezañ kouezhet d'an douar, e klevis ur vouezh a lavare din: Saol, Saol, perak e heskinez ac'hanon?
Acts BretonNT 22:8  Me a respontas: Piv out-te, Aotrou? Hag e lavaras din: Me eo Jezuz a Nazared, a heskinez.
Acts BretonNT 22:9  Ar re a oa ganin a welas mat ar sklêrijenn hag a voent spouronet, met ne glevjont ket mouezh an hini a gomze ouzhin.
Acts BretonNT 22:10  Lavaret em eus: Aotrou, petra a rin? An Aotrou a respontas din: Sav, kae da Zamask, hag eno e vo lavaret dit kement holl a dlei d'ober.
Acts BretonNT 22:11  Evel ma ne welen ket abalamour d'al lugern eus ar sklêrijenn-se, ar re a oa ganin am blenias dre an dorn hag ez on deuet da Zamask.
Acts BretonNT 22:12  Un den anvet Ananiaz, un den a zoujañs Doue hervez al lezenn, a voe roet dezhañ un testeni mat gant an holl Yuzevien a chome eno,
Acts BretonNT 22:13  a zeuas da'm c'havout hag, o vezañ tostaet, e lavaras din: Saol, breur, kav ar gweled en-dro. Ha kerkent e welis anezhañ.
Acts BretonNT 22:14  Lavarout a reas: Doue hon tadoù en deus da zibabet da anavezout e volontez, da welout an Hini reizh ha da glevout komzoù eus e c'henoù,
Acts BretonNT 22:15  rak te a vo test dezhañ dirak an holl dud eus an traoù ac'h eus gwelet ha klevet.
Acts BretonNT 22:16  Ha bremañ, perak e taleez? Sav, bez badezet ha bez gwalc'het eus da bec'hedoù en ur c'hervel anv an Aotrou.
Acts BretonNT 22:17  Hag e c'hoarvezas penaos, o vezañ deuet en-dro da Jeruzalem hag o pediñ en templ, e voen estlammet en ur goursav
Acts BretonNT 22:18  hag e welis anezhañ o lavarout din: Hast buan ha kae buan er-maez eus Jeruzalem, rak ne zegemerint ket da desteni diwar va fenn.
Acts BretonNT 22:19  Lavarout a ris: Aotrou, anavezout a reont o-unan penaos em eus lakaet er prizon ha skourjezet er sinagogennoù ar re a grede ennout,
Acts BretonNT 22:20  ha penaos, pa voe skuilhet gwad Stefan da dest, e oan va-unan eno, oc'h asantiñ d'e varv hag o tiwall dilhad ar re a lazhe anezhañ.
Acts BretonNT 22:21  Hag e lavaras din: Kae, rak da gas a rin pell bras etrezek ar broadoù.
Acts BretonNT 22:22  Selaou a rejont anezhañ betek ar gomz-se, hag e savjont o mouezh, o lavarout: Lam ar seurt den-se a-ziwar an douar, rak ne zlefe ket bevañ.
Acts BretonNT 22:23  Evel ma krient, ma hejent o dilhad ha ma taolent poultr en aer,
Acts BretonNT 22:24  ar c'habiten a c'hourc'hemennas e lakaat er c'hreñvlec'h ha reiñ dezhañ ar goulenn dre ar skourjez, evit gouzout abalamour da betra e krient evel-se en e enep.
Acts BretonNT 22:25  P'o doe e ereet gant korreoù, Paol a lavaras d'ar c'hantener a oa eno: Hag aotreet eo deoc'h skourjezañ ur c'heodedour Roman, hep ma vefe bet kondaonet?
Acts BretonNT 22:26  Ar c'hantener, o vezañ klevet kement-se, a yeas da gemenn ar c'habiten, o lavarout: Laka evezh d'ar pezh a ri rak an den-se a zo Roman.
Acts BretonNT 22:27  Ar c'habiten a zeuas da lavarout dezhañ: Lavar din, ha te a zo Roman? Respont a reas: Ya.
Acts BretonNT 22:28  Ar c'habiten a respontas: Me am eus prenet gant kalz arc'hant ar geodedouriezh-se. Ha Paol a lavaras: Me am eus anezhi dre va ganedigezh.
Acts BretonNT 22:29  Neuze, ar re a dlee reiñ dezhañ ar goulenn a bellaas kerkent dioutañ, hag ar c'habiten ivez en doe aon o welout e oa Roman hag en doa e lakaet da vezañ ereet.
Acts BretonNT 22:30  An deiz war-lerc'h, o c'hoantaat anavezout e gwirionez petra a oa tamallet dezhañ gant ar Yuzevien, e lakaas dieren anezhañ hag e c'hourc'hemennas d'ar veleien vras ha d'ar sanedrin a-bezh en em zastum. Hag, o tegas Paol d'an traoñ, e lakaas anezhañ en o c'hreiz.
Chapter 23
Acts BretonNT 23:1  Paol, o sellout start ouzh ar sanedrin, a lavaras: Tud breudeur, bevet em eus betek vremañ dirak Doue e pep koustiañs vat.
Acts BretonNT 23:2  Ar beleg-meur Ananiaz a c'hourc'hemennas d'ar re a oa tost dezhañ skeiñ anezhañ war e c'henoù.
Acts BretonNT 23:3  Neuze Paol a lavaras dezhañ: Doue a skoio ac'hanout moger wennaet! Azezet out evit va barn hervez al lezenn, hag e terrez al lezenn o c'hourc'hemenn va skeiñ.
Acts BretonNT 23:4  Ar re a oa tost dezhañ a lavaras: Dismegañsiñ a rez beleg-meur Doue?
Acts BretonNT 23:5  Paol a respontas: Breudeur, ne ouien ket e oa ar beleg-meur, rak skrivet eo: Ne zroukkomzi ket eus penn da bobl.
Acts BretonNT 23:6  Met, o c'houzout penaos ul lodenn a oa sadukeidi hag ul lodenn all farizianed, Paol a grias er sanedrin: Tud breudeur, me a zo farizian, mab da ur farizian, hag abalamour d'an esperañs ha d'an adsavidigezh a-douez ar re varv eo e varner ac'hanon.
Acts BretonNT 23:7  P'en doe lavaret kement-se, e savas un dizunaniezh etre ar farizianed hag ar sadukeidi, hag ar vodadenn en em rannas.
Acts BretonNT 23:8  Rak ar sadukeidi a lavar n'eus nag adsavidigezh a varv, nag ael, na spered, met ar farizianed a anzav an eil hag egile.
Acts BretonNT 23:9  Bez' e voe un drouz vras war-se. Skribed kostez ar farizianed o sevel a dabutas hag a lavaras: Ne gavomp droug ebet en den-se. Mar en deus ur spered pe un ael komzet outañ, na reomp ket a vrezel a-enep Zoue.
Acts BretonNT 23:10  Evel ma savas un tabut bras etrezo, ar c'habiten, o kaout aon na vefe diskolpet Paol ganto, a c'hourc'hemennas d'ar soudarded diskenn evit e lemel kuit eus o c'hreiz hag e gas d'ar c'hreñvlec'h.
Acts BretonNT 23:11  En noz war-lerc'h, an Aotrou a zeuas d'e gavout hag a lavaras: Paol, az pez kalon vat, rak, evel ma ec'h eus roet testeni e Jeruzalem diwar va fenn, e vo ret dit ivez reiñ testeni e Rom.
Acts BretonNT 23:12  Pa voe deuet an deiz, hiniennoù eus ar Yuzevien a reas un irienn hag en em ereas dre leoù, o lavarout na zebrjent ha na evjent ket ken n'o dije lazhet Paol.
Acts BretonNT 23:13  Ar re o doa touet kement-se a oa anezho ouzhpenn daou-ugent.
Acts BretonNT 23:14  Mont a rejont da gavout ar veleien vras hag an henaourien, hag e lavarjont: En em ereet hon eus dre leoù penaos na lonkimp netra ken n'hor bo lazhet Paol.
Acts BretonNT 23:15  C'hwi eta bremañ gant ar sanedrin, lavarit d'ar c'habiten e lakaat da ziskenn warc'hoazh en ho kreiz, evel ma klaskfec'h anavezout gant brasoc'h evezh e dra. Ha ni a zo prest d'e lazhañ a-raok ma tostaio.
Acts BretonNT 23:16  Mab c'hoar Paol, o vezañ klevet an irienn, a zeuas hag a yeas er c'hreñvlec'h da reiñ da c'houzout da Baol.
Acts BretonNT 23:17  Paol a c'halvas unan eus ar gantenerien hag a lavaras: Kas an den yaouank-se da gavout ar c'habiten, rak un dra bennak en deus da lavarout dezhañ.
Acts BretonNT 23:18  O vezañ e gemeret, e gasas d'ar c'habiten hag e lavaras: Ar prizoniad Paol, o vezañ va galvet, en deus goulennet da zegas dit an den yaouank-mañ, en deus un dra bennak da lavarout dit.
Acts BretonNT 23:19  Ar c'habiten, o kregiñ e zorn hag o vezañ aet gantañ a-du, a c'houlennas digantañ: Petra ac'h eus da zisklêriañ din?
Acts BretonNT 23:20  Respont a reas: Ar Yuzevien o deus en em glevet da c'houlenn diganit da zegas Paol warc'hoazh dirak ar sanedrin, evel ma fellfe dezho anavezout gant brasoc'h evezh e dra.
Acts BretonNT 23:21  Na fiz ket enno, rak ouzhpenn daou-ugent anezho a stign pechoù dezhañ hag o deus en em ereet dre leoù penaos na zebrjent ha na evjent ket ken n'o dije lazhet Paol. Ha bremañ int prest o c'hortoz da asant.
Acts BretonNT 23:22  Neuze ar c'habiten a c'hasas kuit an den yaouank, o c'hourc'hemenn dezhañ: Na lavar da zen en doa disklêriet kement-se din.
Acts BretonNT 23:23  Gervel a reas daou eus ar gantenerien hag e lavaras: Dalc'hit prest daou c'hant soudard, dek marc'heger ha tri-ugent ha daou c'hant gwareger, evit mont betek Kezarea d'an deirvet eur eus an noz.
Acts BretonNT 23:24  Prientit ivez loened evit lakaat Paol warno hag e gas e surentez d'ar gouarnour Feliks.
Acts BretonNT 23:26  Glaoda Lisiaz, d'ar gouarnour mat meurbet Feliks: Salud!
Acts BretonNT 23:27  Ar Yuzevien o deve kroget en den-mañ hag a yae d'e lazhañ, pa'z on deuet gant soudarded hag em eus e dennet diganto, o vezañ gouezet e oa Roman.
Acts BretonNT 23:28  O c'hoantaat anavezout an abeg eus an tamall a raent dezhañ, em eus e lakaet da ziskenn en o sanedrin.
Acts BretonNT 23:29  Kavet em eus e oa tamallet war gudennoù eus o lezenn, met ne oa karget eus tra ebet a zellezfe ar marv pe ar prizon.
Acts BretonNT 23:30  Evel ma'z eo bet disklêriet din ar pechoù o deus ar Yuzevien stignet dezhañ, em eus kerkent e gaset dit. Lavaret em eus d'e damallerien dont da lavarout dirazout ar pezh o deus a-enep dezhañ. Kenavo.
Acts BretonNT 23:31  Ar soudarded a gemeras eta Paol, hervez an urzh o doa resevet, hag e gasas en noz da Antipatriz.
Acts BretonNT 23:32  An deiz war-lerc'h, o vezañ lezet ar varc'hegerien da vont gantañ, e tistrojont d'ar c'hreñvlec'h.
Acts BretonNT 23:33  O vezañ erruet e Kezarea, e rojont al lizher d'ar gouarnour hag e lakajont ivez Paol dirazañ.
Acts BretonNT 23:34  Ar gouarnour a lennas al lizher hag a c'houlennas a beseurt rannvro e oa Paol. O vezañ gouezet e oa eus Kilisia,
Acts BretonNT 23:35  e lavaras dezhañ: Me a glevo ac'hanout pa vo deuet da damallerien. Hag e c'hourc'hemennas ma vije dalc'het e pretordi Herodez.
Chapter 24
Acts BretonNT 24:1  Pemp devezh goude, ar beleg-meur Ananiaz a ziskennas gant an henaourien hag ur prezeger anvet Tertulluz. Sevel klemm a rejont a-enep Paol dirak ar gouarnour.
Acts BretonNT 24:2  Hemañ o vezañ bet galvet, Tertulluz en em lakaas d'e damall, o lavarout:
Acts BretonNT 24:3  Feliks mat meurbet, anzav a reomp en holl draoù ha dre holl lec'hioù, gant pep seurt trugarez, penaos hon eus bet ur peoc'h bras, drezout ha dre an oberoù kaer a zo bet graet d'ar vroad-mañ dre da breder.
Acts BretonNT 24:4  Met, evit na zalc'hin ket ac'hanout pelloc'h, e pedan ac'hanout da selaou gant madelezh hor berr gomzoù-mañ.
Acts BretonNT 24:5  Kavet hon eus an den-mañ, ur vosenn anezhañ, hag a laka an dizunaniezh e-touez ar Yuzevien stlabezet er bed, hag a zo penn eus skol an Nazareidi,
Acts BretonNT 24:6  hag en deus klasket zoken disakrañ an templ. Ni hor boa kroget ennañ, hag e felle deomp e varn hervez hol lezenn,
Acts BretonNT 24:7  met ar c'habiten Lisiaz a zeuas hag e dennas eus hon daouarn gant nerzh,
Acts BretonNT 24:8  o c'hourc'hemenn d'e damallerien dont da'z kavout. Bez' e c'helli anavezout da-unan digantañ, en ur ober goulennoù outañ, an holl draoù a damallomp dezhañ.
Acts BretonNT 24:9  Ar Yuzevien ivez en em unanas d'an tamall, o lavarout e oa an traoù evel-se.
Acts BretonNT 24:10  Goude m'en doe ar gouarnour graet sin dezhañ da gomz, Paol a respontas: Oc'h anavezout penaos out barner d'ar vroad-mañ abaoe meur a vloavezh, e komzan evit va difenn gant fiziañs.
Acts BretonNT 24:11  Rak e c'hellez anavezout penaos n'eus ket ouzhpenn daouzek devezh ma'z on pignet da Jeruzalem da azeuliñ.
Acts BretonNT 24:12  N'o deus ket kavet ac'hanon en templ o tabutal gant den, nag er sinagogennoù pe e kêr o tastum ar bobl,
Acts BretonNT 24:13  ha ne c'hellont ket prouiñ an traoù a damallont din bremañ.
Acts BretonNT 24:14  Met ec'h anzavan kement-mañ ouzhit, penaos hervez an hent a c'halvont sektenn, e servijan Doue va zadoù, o krediñ kement holl a zo skrivet el lezenn hag er brofeded,
Acts BretonNT 24:15  hag o kaout e Doue an esperañs-se o deus o-unan, penaos e c'hoarvezo un adsavidigezh a-douez ar re varv, ken eus ar re reizh evel eus ar re zireizh.
Acts BretonNT 24:16  Abalamour da gement-se eo e labouran evit kaout atav ur goustiañs divlam dirak Doue ha dirak an dud.
Acts BretonNT 24:17  Goude meur a vloavezh, on deuet evit ober da'm broad aluzenoù ha profoù.
Acts BretonNT 24:18  Pa oan oc'h ober-se Yuzevien bennak eus Azia a gavas ac'hanon glanaet en templ, hep tolpad na trouz ebet.
Acts BretonNT 24:19  Int oc'h-unan a dlefe bezañ deuet dirazout ha va zamall, mar o defe un dra bennak a-enep din.
Acts BretonNT 24:20  Pe ra zisklêrio ar re-mañ eus petra o deus va c'havet kablus pa'z on bet lakaet dirak ar sanedrin,
Acts BretonNT 24:21  nemet e vefe hepken eus ar gomz-mañ am eus lavaret a vouezh uhel en o c'hreiz: Abalamour d'an adsavidigezh a-douez ar re varv eo ez on barnet hiziv ganeoc'h.
Acts BretonNT 24:22  Feliks a glevas kement-se hag a gasas anezho kuit abalamour ma ouie mat ar pezh a sell ouzh an hent. Lavarout a reas: Pa vo deuet ar c'habiten Lisiaz, e sellin resisoc'h ouzh hoc'h afer.
Acts BretonNT 24:23  Hag e c'hourc'hemennas d'ar c'hantener diwall Paol, o lezel gantañ ul librentez bennak hep difenn ouzh hini ebet eus e re d'e servijañ pe da zont d'e welout.
Acts BretonNT 24:24  Un nebeud devezhioù goude, Feliks a zeuas gant e wreg Drusilha, ur Yuzevez anezhi, hag a gasas da gerc'hat Paol. Klevout a reas anezhañ diwar-benn ar feiz e Krist.
Acts BretonNT 24:25  Evel ma komze diwar-benn ar reizhder, an emvestroni hag ar varn da zont, Feliks, spouronet, a lavaras: Evit bremañ, kae kuit, ha pa gavin al lec'h, e c'halvin ac'hanout en-dro.
Acts BretonNT 24:26  Esperout a rae ivez e roje Paol arc'hant dezhañ, evit ma laoskje anezhañ frank. Dre-se e kasas alies d'e gerc'hat da gomz gantañ.
Acts BretonNT 24:27  Daou vloavezh a dremenas evel-se hag e teuas Porkiuz Festuz war-lerc'h Feliks. O c'hoantaat ober plijadur d'ar Yuzevien, Feliks a lezas Paol er prizon.
Chapter 25
Acts BretonNT 25:1  Festuz eta o vezañ erruet er rannvro, a bignas tri devezh goude eus Kezarea da Jeruzalem.
Acts BretonNT 25:2  Ar beleg-meur hag ar re gentañ a-douez ar Yuzevien a savas klemm dirazañ a-enep Paol hag, o pediñ anezhañ,
Acts BretonNT 25:3  e c'houlennjont digantañ en e enep evel un drugarez ma lakje anezhañ da zont da Jeruzalem. Stignet o doa pechoù dezhañ evit e lazhañ en hent.
Acts BretonNT 25:4  Neuze Festuz a respontas e oa Paol diwallet mat e Kezarea hag e tlee e-unan mont hep dale.
Acts BretonNT 25:5  Hag e lavaras: Ra zeuio eta ganin di ar re vrasañ ac'hanoc'h ha ra damallint an den-se, ma ez eus un dra bennak a zroug enañ.
Acts BretonNT 25:6  Ne chomas en o zouez nemet dek devezh hag e tiskennas da Gezarea. An deiz war-lerc'h, ec'h azezas war e gador-varn hag e c'hourc'hemennas degas Paol.
Acts BretonNT 25:7  Pa voe degaset, ar Yuzevien deuet eus Jeruzalem en em lakaas en-dro dezhañ, o tougen a-enep Paol kalz a damalloù pouezus na c'hellent ket prouiñ.
Acts BretonNT 25:8  Paol evit e zifenn a lavaras: Ne'm eus pec'het e netra, nag a-enep lezenn ar Yuzevien, nag a-enep an templ, nag a-enep Kezar.
Acts BretonNT 25:9  Met, o c'hoantaat ober plijadur d'ar Yuzevien, Festuz a respontas da Baol: Hag e fell dit pignat da Jeruzalem ha bezañ barnet eno dirazon war an traoù-se?
Acts BretonNT 25:10  Paol a lavaras: Dirak lezvarn Kezar emaon, amañ eo ret din bezañ barnet. Ne'm eus graet droug ebet d'ar Yuzevien, evel ma c'houzout ervat.
Acts BretonNT 25:11  Mar em eus graet un dra fall pe un torfed bennak dellezek a varv, ne nac'han ket mervel, met ma n'eus netra gwirion en traoù a damallont din, den ne c'hell va lakaat etre o daouarn. Me a c'halv da Gezar.
Acts BretonNT 25:12  Neuze Festuz, goude bezañ komzet gant ar c'huzul, a respontas: Galvet ec'h eus da Gezar, da Gezar e vi kaset.
Acts BretonNT 25:13  Un nebeud devezhioù goude, ar roue Agrippa ha Bereniz a zeuas da Gezarea da saludiñ Festuz.
Acts BretonNT 25:14  Evel ma chomjont meur a zevezh, Festuz a roas da anavezout kudenn Paol d'ar roue, o lavarout: Un den a zo bet lezet prizoniad gant Feliks
Acts BretonNT 25:15  ha pa oan e Jeruzalem, ar veleien vras hag henaourien ar Yuzevien o deus savet klemm en e enep, o c'houlenn e gondaonidigezh.
Acts BretonNT 25:16  Respontet em eus dezho n'eo ket giz ar Romaned lakaat un den d'ar marv a-raok m'en defe an hini tamallet bet dirak e damallerien ha m'en defe bet al librentez d'en em zifenn eus ar pezh ma'z eo bet tamallet.
Acts BretonNT 25:17  Deuet int eta en em zastum amañ hag on azezet hep dale, an deiz war-lerc'h, war ar gador-varn o c'hourc'hemenn degas an den-se.
Acts BretonNT 25:18  An damallerien o vezañ deuet, n'o deus douget en e enep hini ebet eus an tamalloù a soñjen,
Acts BretonNT 25:19  met bet o deus gantañ un tabut bennak diwar-benn o relijion o-unan ha diwar-benn ur Jezuz marv, a lavare Paol e oa bev.
Acts BretonNT 25:20  Evel ma oan en douetañs war gement-se, e c'houlennis digantañ ha fellout a rae dezhañ mont da Jeruzalem ha bezañ barnet eno war an traoù-se.
Acts BretonNT 25:21  Met Paol o vezañ galvet evit ma vefe miret e afer da anaoudegezh an impalaer, em eus gourc'hemennet e zerc'hel betek ma kasin anezhañ da Gezar.
Acts BretonNT 25:22  Agrippa a lavaras da Festuz: Me a garfe ivez klevout an den-se. Warc'hoazh, emezañ, e klevi anezhañ.
Acts BretonNT 25:23  An deiz war-lerc'h eta, Agrippa ha Bereniz a zeuas gant kalz pompad hag a yeas e lec'h ar breujoù gant ar gabitened ha pennoù kêr. Paol a voe degaset dre urzh Festuz.
Acts BretonNT 25:24  Festuz a lavaras: Roue Agrippa, ha c'hwi holl a zo amañ ganeomp, gwelout a rit an den-se, eo deuet holl bobl ar Yuzevien, kenkoulz amañ evel e Jeruzalem, a-enep dezhañ da c'houlenn ouzhin e lakaat d'ar marv.
Acts BretonNT 25:25  Met ne'm eus kavet ennañ netra hag a vefe din a varv, hag eñ e-unan o vezañ galvet d'an impalaer, em eus divizet da gas anezhañ.
Acts BretonNT 25:26  Ne'm eus netra sklaer da skrivañ diwar e benn d'an impalaer, dre-se em eus lakaet anezhañ da zont dirazoc'h, ha dreist-holl dirazout-te, roue Agrippa, evit m'em bo un dra bennak da skrivañ pa vo bet graet goulennoù outañ.
Acts BretonNT 25:27  Rak ne gavan ket dereat kas ur prizoniad hep lavarout eus petra e tamaller anezhañ.
Chapter 26
Acts BretonNT 26:1  Agrippa a lavaras da Baol: Aotreet eo dit komz evidout da-unan. Neuze Paol, o vezañ astennet e zorn, a gomzas evel-henn evit e zifenn:
Acts BretonNT 26:2  Roue Agrippa, en em gavout a ran eürus da c'hallout en em zifenn hiziv dirazout eus an holl draoù o deus tamallet din ar Yuzevien,
Acts BretonNT 26:3  dreist-holl abalamour ma'c'h anavezez ervat o holl c'hizioù ha tabutoù. Da bediñ a ran eta da'm selaou gant pasianted.
Acts BretonNT 26:4  E-keñver ar vuhez am eus renet, anavezet eo gant an holl Yuzevien adalek va yaouankiz, tremenet eo bet abaoe ar penn-kentañ e-kreiz va broad e Jeruzalem.
Acts BretonNT 26:5  Gouzout a reont adalek ar penn-kentañ, mar fell dezho reiñ testeni a gement-se, em eus bevet evel ur farizian, hervez ar sektenn strishañ eus hor relijion.
Acts BretonNT 26:6  Bremañ on lakaet e barnedigezh evit an esperañs am eus er bromesa en deus Doue graet d'hon tadoù,
Acts BretonNT 26:7  hag a c'hortoz he sevenidigezh hon daouzek meuriad, oc'h azeuliñ dalc'hmat noz-deiz. Diwar-benn an esperañs-se, roue Agrippa, ez on tamallet gant ar Yuzevien.
Acts BretonNT 26:8  Perak e kav deoc'h digredus ec'h adsavfe Doue ar re varv?
Acts BretonNT 26:9  Gwir eo penaos evidon-me, em boa kredet e tleen enebiñ start ouzh anv Jezuz a Nazared.
Acts BretonNT 26:10  Kement-se eo ivez ar pezh am eus graet e Jeruzalem. Lakaet em eus er prizon kalz eus ar sent, o vezañ bet ar galloud-mañ digant ar veleien vras, ha pa lakaed anezho d'ar marv, e roen va mouezh da gement-se.
Acts BretonNT 26:11  Ouzh o c'hastizañ alies en holl sinagogennoù, em eus lakaet anezho da vallozhiñ. Leuniet gant ur gounnar vras a-enep dezho, em eus heskinet anezho betek er c'hêrioù estren.
Acts BretonNT 26:12  Aet on evit-se da Zamask gant ur galloud hag ur c'hemenn eus ar veleien vras,
Acts BretonNT 26:13  ha, war-dro kreisteiz, o roue, em eus gwelet en hent ur sklêrijenn eus an neñv, lugernusoc'h eget an heol, hag a splanne en-dro din hag en-dro d'ar re a rae hent asambles ganin.
Acts BretonNT 26:14  O vezañ kouezhet holl d'an douar, e klevis ur vouezh a gomze ouzhin hag a lavare e yezh hebraek: Saol, Saol, perak e heskinez ac'hanon? Kalet eo dit herzel a-enep ar broudoù.
Acts BretonNT 26:15  Hag e lavaris: Piv out, Aotrou? Hag e lavaras: Me eo Jezuz, a heskinez.
Acts BretonNT 26:16  Met sav hag en em zalc'h war da dreid, rak en em ziskouezet on dit evit da lakaat da servijer ha da dest ken eus an traoù ac'h eus gwelet evel eus ar re en em ziskouezin evito dit.
Acts BretonNT 26:17  Da zibabet em eus a-douez ar bobl-mañ hag ar baganed, hag e kasan ac'hanout bremañ etrezek enno,
Acts BretonNT 26:18  da zigeriñ o daoulagad ha d'o lakaat da dremen eus an deñvalijenn d'ar sklêrijenn hag eus galloud Satan da Zoue, evit ma resevint ar pardon eus o fec'hedoù hag un hêrezh e-touez ar re a zo santelaet dre ar feiz ennon.
Acts BretonNT 26:19  Dre-se, roue Agrippa, ne'm eus ket enebet ouzh ar weledigezh neñvel,
Acts BretonNT 26:20  met d'ar re a zo e Damask da gentañ, hag e Jeruzalem hag en holl Judea ha d'ar baganed, prezeget em eus da gaout keuz ha da zistreiñ ouzh Doue, oc'h ober traoù dereat eus ar geuzidigezh.
Acts BretonNT 26:21  Setu perak ar Yuzevien o deus va c'hemeret en templ hag o deus klasket va lazhañ.
Acts BretonNT 26:22  Met sikouret gant Doue, on chomet betek hiziv, o tougen testeni dirak ar re vihan ha dirak ar re vras, hep lavarout netra all nemet ar pezh en deus ar brofeded ha Moizez diouganet a dleje c'hoarvezout,
Acts BretonNT 26:23  penaos ar C'hrist a dlee gouzañv poan ha penaos, kentañ adsavet a-douez ar re varv, e tlee kemenn ar sklêrijenn d'ar bobl ha d'ar broadoù.
Acts BretonNT 26:24  Evel ma komze evel-se evit e zifenn, Festuz a lavaras gant ur vouezh kreñv: Kollet ec'h eus da skiant, Paol! Da c'houiziegezh vras a laka ac'hanout da ziskiantañ!
Acts BretonNT 26:25  Met e lavaras: Ne'm eus ket kollet ar skiant, Festuz mat meurbet, met lavarout a ran traoù gwir hag a skiant vat.
Acts BretonNT 26:26  Rak ar roue a anavez anezho hag e komzan dezhañ gant hardizhegezh, rak gouzout a ran n'eus hini eus an traoù-mañ kuzhet dioutañ, peogwir n'int ket bet graet e kuzh.
Acts BretonNT 26:27  Roue Agrippa, ha ne gredez ket er brofeded? Me a oar e kredez.
Acts BretonNT 26:28  Agrippa a lavaras da Baol: Emaon kazi gounezet ganit da vezañ kristen.
Acts BretonNT 26:29  Paol a lavaras dezhañ: Pediñ a ran Doue ma viot koulz pe goulz, nann te hepken, met c'hoazh ar re holl a selaou ac'hanon hiziv, heñvel ouzhin, nemet er pezh a sell ouzh an ereoù-mañ.
Acts BretonNT 26:30  Goude m'en doe lavaret kement-se, ar roue, ar gouarnour, Bereniz hag ar re a oa azezet ganto a savas
Acts BretonNT 26:31  hag, o vont kuit, e lavarjont etrezo: An den-se n'en deus graet netra a vefe din a varv pe a brizon.
Acts BretonNT 26:32  Agrippa a lavaras da Festuz: An den-se a c'helle bezañ laosket kuit ma n'en dije ket galvet da Gezar.
Chapter 27
Acts BretonNT 27:1  Pa voe divizet ez ajemp dre vor etrezek Italia, e voe fiziet Paol ha prizonidi all bennak en ur c'hantener anvet Juliuz, eus ar gohortenn Aogusta.
Acts BretonNT 27:2  O vezañ pignet war ul lestr eus Adramitiom, ez ejomp kuit o tleout riblañ douaroù Azia. Aristark, ur Makedoniad eus Tesalonike a oa ganeomp.
Acts BretonNT 27:3  An deiz war-lerc'h e touarjomp e Sidon. Juliuz, hag a oa hegarat e-keñver Paol, a aotreas dezhañ mont da welout e vignoned ha bezañ divec'hiet ganto.
Acts BretonNT 27:4  Bezañ aet ac'hane, e verdejomp izeloc'h eget Kiprenez rak an avelioù a oa a-enep deomp.
Acts BretonNT 27:5  Goude bezañ treuzet ar mor a-hed Kilisia ha Pamfilia, e teujomp da v-Mira e Lisia.
Acts BretonNT 27:6  Ar c'hantener o vezañ kavet eno ur vatimant eus Aleksandria a yae war-zu Italia, a lakaas ac'hanomp da bignat enni.
Acts BretonNT 27:7  E-pad meur a zevezh e verdejomp goustad, ha ne voemp erruet nemet dre galz a boan dirak Knide, rak an avelioù n'hol lezent ket da vont a-raok. Neuze e verdejomp izeloc'h eget Kreta war-zu Salmone.
Acts BretonNT 27:8  En ur hedañ anezhi gant poan, e teujomp en ul lec'h anvet Porzhioù-Kaer, e-kichen kêr Lasea.
Acts BretonNT 27:9  Evel ma oa tremenet kalz a amzer ha ma teue risklus ar mor, pa'z eo gwir e oa koulz ar yun dija echu, Paol a alias anezho
Acts BretonNT 27:10  hag a lavaras: Tud, gwelout a ran emañ o tont ar verdeadenn da vezañ risklus ha gant kolloù bras, nann hepken evit ar vatimant hag he c'hargad, met ivez evit pep hini ac'hanomp.
Acts BretonNT 27:11  Met ar c'hantener a gredas kentoc'h ar sturier ha mestr al lestr eget ar pezh a lavare Paol.
Acts BretonNT 27:12  Hag evel ma ne oa ket mat ar porzh da dremen ar goañv, an darn vuiañ a alias distreiñ war ar mor evit mont da Feniks, porzh eus Kreta a sell etrezek ar mervent hag ar gwalarn, da c'hoañviñ eno.
Acts BretonNT 27:13  Avel ar c'hreisteiz o vezañ deuet da c'hwezhañ goustadik, e kredjont e oant mistri eus o menoz hag, o tizeoriañ, e hedjont Kreta tost d'ar ribl.
Acts BretonNT 27:14  Met un nebeudig goude, un avel vras a c'halver Euroklidon, a zirollas war an aod.
Acts BretonNT 27:15  Ar vatimant a oa stlejet hag, evel na c'helle ket herzel ouzh an avel, en lezjomp da vont.
Acts BretonNT 27:16  Pa voemp tremenet izeloc'h eget un enezenn vihan anvet Klaoda, hor boe poan o vestroniañ ar vagig.
Acts BretonNT 27:17  O vezañ he zennet, e kavjont tu da eren ar vatimant gant kerdin hag, o kaout aon na vefent taolet war ar Sirtenn, e tiskennjont ar wernienn hag e voent douget evel-se.
Acts BretonNT 27:18  Evel ma oamp gwall bilet gant ar barrad-amzer, an deiz war-lerc'h e taoljont ar gargad,
Acts BretonNT 27:19  ha d'an trede deiz e taoljont eus o daouarn o-unan paramantoù ar vatimant.
Acts BretonNT 27:20  N'en em ziskouezas nag an heol nag ar stered e-pad meur a zevezh, hag e skoe ur barrad-amzer ken bras warnomp ma hor boa kollet pep esperañs da vezañ saveteet.
Acts BretonNT 27:21  Pell amzer e oamp bet hep debriñ. Neuze Paol a savas en o c'hreiz hag a lavaras: Tud, gwelloc'h e vije bet deoc'h va selaou e-lec'h mont kuit eus Kreta, ha n'hor bije ket bet ar boan hag ar c'holl-mañ.
Acts BretonNT 27:22  Bremañ ec'h alian ac'hanoc'h da gaout kalon, rak den ebet ac'hanoc'h ne vo kollet, ar vatimant hepken a vo kollet.
Acts BretonNT 27:23  Rak un ael a-berzh an Doue ez on dezhañ hag emaon o servijañ a zo en em ziskouezet din en noz-mañ
Acts BretonNT 27:24  hag en deus lavaret din: Paol, na'z pez ket aon, ret eo dit mont dirak Kezar, ha setu, Doue en deus roet dit ar re holl a zo war vor asambles ganit.
Acts BretonNT 27:25  Dre-se, tud, ho pet kalon, rak fiziañs am eus e Doue hag e c'hoarvezo evel ma'z eo bet lavaret din.
Acts BretonNT 27:26  Met ret eo deomp bezañ taolet war un enezenn bennak.
Acts BretonNT 27:27  Ar pevarzekvet nozvezh, evel ma oamp kaset amañ hag ahont war vor Adriatik, ar vartoloded war-dro hanternoz a soñjas dezho e tostaent ouzh un douar bennak.
Acts BretonNT 27:28  O vezañ taolet ar sont, e kavjont ugent gourhedad (~ 35 m), un nebeud pelloc'h e daoljont a-nevez hag e kavjont pemzek gourhedad (~ 27 m).
Acts BretonNT 27:29  O kaout aon da gouezhañ war ur garreg bennak, e taoljont pevar eor diouzh an aros hag e c'hortozjont an deiz.
Acts BretonNT 27:30  Evel ma klaske ar vartoloded tec'hout diouzh ar vatimant ha ma tiskennent ar vagig er mor war zigarez teurel an eorioù diouzh ar staon,
Acts BretonNT 27:31  Paol a lavaras d'ar c'hantener ha d'ar soudarded: Ma ne chom ket ar re-mañ er vatimant, ne c'hellot ket bezañ saveteet.
Acts BretonNT 27:32  Neuze ar soudarded a droc'has kerdin ar vagig hag he lezas da gouezhañ.
Acts BretonNT 27:33  O c'hortoz m'en em ziskouezfe an deiz, Paol a alias anezho holl da gemer boued, o lavarout: Hiziv eo ar pevarzekvet devezh abaoe ma'z oc'h o c'hortoz war yun, hep kemer netra.
Acts BretonNT 27:34  Pediñ a ran ac'hanoc'h eta da gemer boued evit gallout en em saveteiñ, rak ne gouezho ket ur vlevenn eus penn hini ac'hanoc'h.
Acts BretonNT 27:35  Goude bezañ lavaret kement-se, e kemeras bara hag, o vezañ trugarekaet Doue dirazo holl, e dorras hag en em lakaas da zebriñ.
Acts BretonNT 27:37  Bez' e oamp en holl er vatimant daou c'hant c'hwezek ene ha tri ugent.
Acts BretonNT 27:38  P'o doe debret a-walc'h, e skañvajont al lestr o teurel an ed er mor.
Acts BretonNT 27:39  Pa voe deuet an deiz, n'anavezjont ket an douar, met o vezañ gwelet ur pleg-mor gant un aod, e lakajont en o fennoù, mar gelljent, lakaat ar vatimant da stekiñ eno.
Acts BretonNT 27:40  O vezañ eta distaget an eorioù, e lezjont anezho er mor hag e laoskjont war un dro ereoù ar sturioù, ha, goude bezañ savet gouel ar wern-volosk d'an avel, e tennjont war-zu an aod.
Acts BretonNT 27:41  O vezañ kavet ul lec'h ma oa ar mor a bep tu, ar vatimant a stokas eno. Ar staon a sankas start hag a chomas hep fiñval, met an aros en em freuzas gant an nerzh eus ar mor.
Acts BretonNT 27:42  Ar soudarded a voe a ali da lazhañ ar brizonidi, gant aon na dec'hfe unan bennak anezho war neuñv.
Acts BretonNT 27:43  Met ar c'hantener, o c'hoantaat saveteiñ Paol, a zistroas anezho diouzh ar soñj-se hag a roas urzh d'ar re holl a ouie neuñvial d'en em zeurel en dour da gentañ ha da vont betek an douar,
Acts BretonNT 27:44  ha d'ar re all d'en em lakaat war blenk pe war dammoù bennak eus ar vatimant. Evel-se eo en em savetejont holl d'an douar.
Chapter 28
Acts BretonNT 28:1  Goude bezañ en em saveteet, ec'h anavezjont e oa Malta anv an enezenn.
Acts BretonNT 28:2  An annezerien a ziskouezas en hor c'heñver ur vadelezh dreist-ordinal. Rak enaouiñ a rejont un tan hag hon degemerjont holl, abalamour d'ar glav a gouezhe ha d'ar yenijenn.
Acts BretonNT 28:3  Paol a zastumas un toullad briñsoù hag o lakaas en tan. Un naer-wiber a zeuas er-maez abalamour d'an tommder hag en em stagas ouzh e zorn.
Acts BretonNT 28:4  Pa welas an annezerien al loen-se a-ispilh ouzh e zorn, e lavarjont an eil d'egile: E gwirionez an den-se a zo ur muntrer, peogwir, goude bezañ bet saveteet eus ar mor, ar Reizhder ne fell ket dezhañ e vevfe.
Acts BretonNT 28:5  Met o vezañ hejet al loen en tan, n'en doe droug ebet a gement-se.
Acts BretonNT 28:6  Int a soñje dezho e teuje da goeñviñ pe da gouezhañ raktal marv, met o vezañ gortozet pell hag o welout ne c'hoarveze droug ebet gantañ, e kemmjont o soñj hag e lavarjont e oa un doue.
Acts BretonNT 28:7  Bez' e oa el lec'h-se douaroù an den kentañ eus an enezenn, anvet Publiuz. Hemañ hon degemeras hag hol lojas gant madelezh e-pad tri devezh.
Acts BretonNT 28:8  Setu ma oa tad Publiuz en e wele, klañv gant an derzhienn ha gant ar red-kof. Paol a antreas d'e gavout, a bedas, a lakaas e zaouarn warnañ hag a yac'haas anezhañ.
Acts BretonNT 28:9  Kement-se o vezañ c'hoarvezet, an holl re a oa klañv en enezenn a zeuas hag a voe yac'haet.
Acts BretonNT 28:10  Enorioù bras a rejont ivez deomp ha, pa'z ejomp kuit, e rojont kement hon doa ezhomm.
Acts BretonNT 28:11  Tri mizvezh goude, e lestrjomp war ur vatimant eus Aleksandria he doa tremenet ar goañv en enezenn hag he doa evit asagn: An Dioskouroi (= ar vreudeur c'hevell).
Acts BretonNT 28:12  O vezañ douaret e Sirakuze, e chomjont tri devezh.
Acts BretonNT 28:13  Ac'hane e hedjomp an aod hag e teujomp da Rejio. An deiz war-lerc'h, avel ar c'hreisteiz a savas hag e teujomp e daou zevezh da Bouzol.
Acts BretonNT 28:14  Kavout a rejomp eno breudeur a bedas ac'hanomp da chom ganto seizh devezh. Hag evel-se ez ejomp etrezek Rom.
Acts BretonNT 28:15  Ac'hane, ar vreudeur o vezañ klevet komz diwar hor penn a zeuas a-raok deomp betek Marc'had-Apiuz hag an Teir-Zavarn. Paol, o welout anezho, a drugarekaas Doue hag a voe kalonekaet.
Acts BretonNT 28:16  Pa'z omp erruet e Rom, ar c'hantener a lakaas ar brizonidi etre daouarn prefed ar pretordi. Met da Baol e voe aotreet chom en e di e-unan, gant ur soudard a ziwalle anezhañ.
Acts BretonNT 28:17  Tri devezh goude, Paol a zastumas ar re gentañ eus ar Yuzevien ha, pa voent bodet, e lavaras dezho: Tud breudeur, petra bennak ma ne'm eus graet netra a-enep ar bobl nag a-enep gizioù hon tadoù, on bet taolet er prizon e Jeruzalem ha lakaet etre daouarn ar Romaned.
Acts BretonNT 28:18  Goude bezañ graet goulennoù start ouzhin, e felle dezho va leuskel dre ma ne'm eus graet netra a vefe din a varv.
Acts BretonNT 28:19  Met ar Yuzevien a enebas hag e voe ret din ober galv da Gezar, hep kaout soñj da damall va broad.
Acts BretonNT 28:20  Evit kement-se eo em eus goulennet ho kwelout ha komz ganeoc'h, rak abalamour da esperañs Israel eo ez on ereet gant ar chadenn-mañ.
Acts BretonNT 28:21  Respont a rejont dezhañ: N'hon eus resevet lizher ebet eus Judea diwar da benn ha n'eus deuet breur ebet hag en defe da damallet pe lavarout droug ac'hanout,
Acts BretonNT 28:22  met hon eus c'hoant da glevout ganit petra eo da soñjoù, rak diwar-benn ar sektenn-se ec'h ouzomp e komzer a-enep dezhi e pep lec'h.
Acts BretonNT 28:23  O vezañ merket un deiz dezhañ, e teujont en niver brasoc'h d'e lojeiz. Hag adalek ar beure betek an noz, e prezegas dezho rouantelezh Doue, o reiñ testeni hag o lakaat anezho da grediñ diwar-benn Jezuz, dre lezenn Moizez ha dre ar brofeded.
Acts BretonNT 28:24  Darn a gredas ar pezh a lavare ha darn all ne gredjont ket.
Acts BretonNT 28:25  Evel na oant ket a-unvan kenetrezo, en em dennjont goude m'en doe Paol lavaret ar gomz-mañ: Ar Spered-Santel en deus komzet mat d'hon tadoù dre ar profed Izaia,
Acts BretonNT 28:26  pa en deus lavaret: Kae etrezek ar bobl-mañ ha lavar: C'hwi a glevo gant ho tivskouarn ha ne gomprenot ket. C'hwi a sello gant ho taoulagad ha ne welot ket.
Acts BretonNT 28:27  Rak kalon ar bobl-mañ a zo deuet digizidik. Pounnerglevet o deus o divskouarn ha serret o deus o daoulagad, gant aon na zeufe o daoulagad da welout, o divskouarn da glevout, o c'halon da gompren, na zistrofent, ha na yac'hafen anezho.
Acts BretonNT 28:28  Gouezit eta penaos ar silvidigezh a Zoue a zo kaset d'ar baganed hag int a selaouo.
Acts BretonNT 28:29  Goude m'en doe lavaret kement-se, ar Yuzevien a yeas kuit, gant un tabut bras kenetrezo.
Acts BretonNT 28:30  Paol a chomas daou vloavezh leun en un ti en doa feurmet evitañ e-unan. Hag e tegemere ar re holl a zeue d'e gavout,
Acts BretonNT 28:31  o prezeg rouantelezh Doue hag o kelenn ar pezh a sell ouzh an Aotrou Jezuz-Krist gant pep frankiz hag hep harz ebet.