Site uses cookies to provide basic functionality.

OK
MATTHEW
Up
Toggle notes
Chapter 1
Matt BretonNT 1:1  Levr lignez Jezuz-Krist, Mab David, Mab Abraham.
Matt BretonNT 1:2  Abraham a voe tad da Izaak. Izaak a voe tad da Jakob. Jakob a voe tad da Juda ha d'e vreudeur.
Matt BretonNT 1:3  Juda, eus Tamar, a voe tad da Farez ha Zara. Farez a voe tad da Ezrom. Ezrom a voe tad da Aram.
Matt BretonNT 1:4  Aram a voe tad da Aminadab. Aminadab a voe tad da Naason. Naason a voe tad da Salmon.
Matt BretonNT 1:5  Salmon, eus Rahab, a voe tad da Voaz. Boaz, eus Rud, a voe tad da Obed. Obed a voe tad da Jese.
Matt BretonNT 1:6  Jese a voe tad d'ar roue David. Ar roue David a voe tad da Salomon, eus an hini a oa bet gwreg da Uri.
Matt BretonNT 1:7  Salomon a voe tad da Roboam. Roboam a voe tad da Abia. Abia a voe tad da Asa.
Matt BretonNT 1:8  Asa a voe tad da Jozafad. Jozafad a voe tad da Joram. Joram a voe tad da Ozia.
Matt BretonNT 1:9  Ozia a voe tad da Joatam. Joatam a voe tad da Achaz. Achaz a voe tad da Ezekia.
Matt BretonNT 1:10  Ezekia a voe tad da Vanase. Manase a voe tad da Amon. Amon a voe tad da Jozia.
Matt BretonNT 1:11  Jozia a voe tad da Jekonia ha d'e vreudeur, da vare an ermaeziadeg e Babilon.
Matt BretonNT 1:12  Ha goude ma voent bet kaset da Vabilon, Jekonia a voe tad da Salatiel. Salatiel a voe tad da Zorobabel.
Matt BretonNT 1:13  Zorobabel a voe tad da Abiud. Abiud a voe tad da Eliakim. Eliakim a voe tad da Azor.
Matt BretonNT 1:14  Azor a voe tad da Sadok. Sadok a voe tad da Achim. Achim a voe tad da Eliud.
Matt BretonNT 1:15  Eliud a voe tad da Eleazar. Eleazar a voe tad da Vatan. Matan a voe tad da Jakob.
Matt BretonNT 1:16  Jakob a voe tad da Jozef, pried Mari, eo bet ganet anezhi Jezuz, galvet Krist.
Matt BretonNT 1:17  Bez' ez eus eta en holl, eus Abraham betek David, pevarzek rummad, eus David betek an ermaeziadeg e Babilon, pevarzek rummad, hag eus an ermaeziadeg e Babilon betek ar C'hrist, pevarzek rummad.
Matt BretonNT 1:18  Setu, ganedigezh Jezuz-Krist a c'hoarvezas evel-henn. Goude ma oa dimezet Mari, e vamm, da Jozef, a-raok ma oant aet asambles, hi en em gavas brazez dre ar Spered-Santel.
Matt BretonNT 1:19  Jozef, he fried, o vezañ un den reizh, pa ne felle ket dezhañ he mezhekaat, a c'hoantaas he c'has kuit e-kuzh.
Matt BretonNT 1:20  Evel ma soñje e kement-se, setu, ael an Aotrou en em ziskouezas dezhañ dre e gousk, o lavarout: Jozef mab David, na'z pez ket aon da gemer ganit Mari da wreg, rak ar pezh a zo koñsevet enni a zo eus ar Spered-Santel,
Matt BretonNT 1:21  hag e c'hano ur mab, hag e roi dezhañ Jezuz da anv, rak eñ a saveteo e bobl eus e bec'hedoù.
Matt BretonNT 1:22  Kement-se holl a c'hoarvezas, evit ma vije peurc'hraet ar pezh a oa bet lavaret gant an Aotrou dre ar profed:
Matt BretonNT 1:23  Setu, ar werc'hez a vo brazez hag a c'hano ur mab a vo galvet Emanuel, da lavarout eo: Doue ganeomp.
Matt BretonNT 1:24  Jozef, o vezañ dihunet eus e gousk, a reas ar pezh en doa ael an Aotrou gourc'hemennet dezhañ, hag e kemeras e wreg gantañ.
Matt BretonNT 1:25  Hogen n'anavezas ket anezhi betek ma voe gwilioudet eus he mab kentañ-ganet, hag e roas dezhañ Jezuz da anv.
Chapter 2
Matt BretonNT 2:1  Jezuz o vezañ bet ganet e Betlehem Judea, en amzer ar roue Herodez, setu, e teuas majed eus ar sav-heol da Jeruzalem,
Matt BretonNT 2:2  en ur lavarout: Pelec'h emañ an hini a zo ganet da roue d'ar Yuzevien? Rak gwelet hon eus e steredenn er sav-heol ha deuet omp d'e azeuliñ.
Matt BretonNT 2:3  Pa glevas ar roue Herodez kement-se, e voe trubuilhet, hag holl Jeruzalem gantañ.
Matt BretonNT 2:4  O vezañ dastumet an holl veleien vras ha skribed ar bobl, e c'houlennas diganto pelec'h e tlee bezañ ganet ar C'hrist.
Matt BretonNT 2:5  Int a lavaras dezhañ: E Betlehem Judea, rak evel-henn eo bet skrivet gant ar profed:
Matt BretonNT 2:6  Ha te, Betlehem, douar Juda, n'out ket an disterañ e-touez kêrioù pennañ Juda, rak ac'hanout eo e teuio ur penn a reno va fobl Israel.
Matt BretonNT 2:7  Neuze Herodez, o vezañ galvet ar majed e-kuzh, a c'houlennas gant preder diganto e pe amzer e oa en em ziskouezet ar steredenn.
Matt BretonNT 2:8  Hag, o kas anezho da Vetlehem, e lavaras: It ha goulennit gant preder pelec'h emañ ar bugel bihan. Pa ho po e gavet, roit din da anavezout evit ma'z in me ivez d'e azeuliñ.
Matt BretonNT 2:9  Ar re-mañ, goude bezañ klevet ar roue, a yeas kuit. Ha setu, ar steredenn o doa gwelet er sav-heol a yae en o raok, betek ma teuas ha ma chomas a-us d'ul lec'h ma oa ar bugel bihan.
Matt BretonNT 2:10  Pa weljont ar steredenn, e voe karget o c'halonoù gant levenez.
Matt BretonNT 2:11  O vezañ aet en ti, e kavjont ar bugel bihan gant Mari e vamm hag, oc'h en em stouiñ d'an douar, ec'h azeuljont anezhañ. Ha goude bezañ digoret o zeñzorioù, e kinnigjont dezhañ profoù: aour, ezañs ha mir.
Matt BretonNT 2:12  O vezañ bet aliet gant Doue dre un huñvre, ne zistrojont ket da gavout Herodez. Mont a rejont d'o bro dre un hent all.
Matt BretonNT 2:13  Goude ma oant aet kuit, setu, ael an Aotrou en em ziskouezas da Jozef dre un huñvre, en ur lavarout: Sav, kemer ar bugel bihan hag e vamm, tec'h en Ejipt, ha chom eno betek e lavarin dit, rak Herodez a glasko ar bugel bihan evit e lakaat d'ar marv.
Matt BretonNT 2:14  Eñ, o vezañ savet, a gemeras ar bugel bihan hag e vamm e-pad an noz, hag en em dennas en Ejipt.
Matt BretonNT 2:15  Hag e chomas eno betek ma varvas Herodez, evit ma vije peurc'hraet ar pezh a oa bet lavaret gant an Aotrou dre ar profed: Galvet em eus va mab eus an Ejipt.
Matt BretonNT 2:16  Neuze Herodez, o welout o doa ar majed graet goap anezhañ, a voe en ur gounnar vras hag a gasas da lazhañ e Betlehem hag en e vro a-bezh an holl vugale a zaou vloaz ha yaouankoc'h, hervez an amzer en doa goulennet gant preder digant ar majed.
Matt BretonNT 2:17  Neuze e voe peurc'hraet ar pezh a oa bet lavaret gant ar profed Jeremia:
Matt BretonNT 2:18  Garmoù a zo bet klevet e Rama, hirvoudoù, gouelvan ha klemmvanoù bras, Rachel o ouelañ he bugale, ha ne fellas ket dezhi bezañ dic'hlac'haret, abalamour n'emaint mui.
Matt BretonNT 2:19  Goude marv Herodez, setu, ael an Aotrou en em ziskouezas da Jozef en Ejipt dre un huñvre,
Matt BretonNT 2:20  o lavarout: Sav, kemer ar bugel bihan hag e vamm, ha kae da vro Israel, rak ar re a glaske ar bugel bihan evit e lazhañ a zo marv.
Matt BretonNT 2:21  Hemañ, o vezañ savet, a gemeras ar bugel bihan hag e vamm, hag a zeuas e bro Israel.
Matt BretonNT 2:22  Met, pa glevas e rene Arkelauz e Judea e-lec'h e dad Herodez, en doe aon da vont di. O vezañ bet aliet gant Doue dre un huñvre, en em dennas e kostezioù Galilea.
Matt BretonNT 2:23  Dont a reas da chom en ur gêr anvet Nazared, evit ma vije peurc'hraet ar pezh a oa bet lavaret gant ar brofeded: Galvet e vo Nazaredad.
Chapter 3
Matt BretonNT 3:1  En deizioù-se e teuas Yann-Vadezour da brezeg e lec'h distro Judea,
Matt BretonNT 3:2  o lavarout: Ho pet keuz, rak rouantelezh an neñvoù a zo tost.
Matt BretonNT 3:3  Anezhañ eo en deus komzet ar profed Izaia, o lavarout: Mouezh an hini a gri el lec'h distro: Kempennit hent an Aotrou, grit eeun e wenodennoù.
Matt BretonNT 3:4  Yann a zouge ur sae a vlev kañval hag ur gouriz lêr en-dro d'e groazell. E voued a oa kilheien-raden ha mel gouez.
Matt BretonNT 3:5  Neuze Jeruzalem, holl vro Judea hag an holl vro war-dro ar Jordan, a yae d'e gavout,
Matt BretonNT 3:6  hag e oant badezet gantañ er Jordan, oc'h anzav o fec'hedoù.
Matt BretonNT 3:7  Met, o welout kalz a farizianed hag a sadukeiz o tont d'e vadeziant, e lavaras dezho: Lignez a naered-gwiber, piv en deus desket deoc'h tec'hout diouzh ar gounnar da zont?
Matt BretonNT 3:9  ha na lavarit ket ennoc'h hoc'h-unan: Ni hon eus Abraham da dad! Rak me a lavar deoc'h e c'hell Doue sevel eus ar vein-se bugale da Abraham.
Matt BretonNT 3:10  Ar vouc'hal a zo a-vremañ lakaet ouzh gwrizioù ar gwez. Pep gwezenn eta na ro ket frouezh mat a ya da vezañ troc'het ha taolet en tan.
Matt BretonNT 3:11  Me ho padez en dour evit ar geuzidigezh, met dont a ra unan war va lerc'h, galloudusoc'h eo egedon, ha n'on ket dellezek da zougen e votoù. Eñ ho padezo er Spered-Santel hag en tan.
Matt BretonNT 3:12  E grouer a zo gantañ en e zorn, naetaat a raio mat e leur, hag e tastumo ar gwinizh er solier, met ar pell a zevo en tan na varv ket.
Matt BretonNT 3:13  Neuze Jezuz a zeuas eus Galilea d'ar Jordan da gavout Yann, evit bezañ badezet gantañ.
Matt BretonNT 3:14  Met Yann ne felle ket dezhañ henn ober, o lavarout: Me am eus ezhomm da vezañ badezet ganit, hag e teuez da'm c'havout?
Matt BretonNT 3:15  Jezuz a respontas dezhañ: Na harz ket-se bremañ, rak evel-se eo e tere ouzhimp peurober pep reizhder. Neuze en lezas d'ober.
Matt BretonNT 3:16  Goude ma oa bet badezet, Jezuz a savas raktal eus an dour. Ha setu, an neñvoù a oa digoret a-us dezhañ, hag e welas Spered Doue, e doare ur goulm, o tiskenn warnañ.
Matt BretonNT 3:17  Ha setu, ur vouezh eus an neñvoù a lavare: Hemañ eo va Mab karet-mat, ennañ em eus lakaet va holl levenez.
Chapter 4
Matt BretonNT 4:1  Neuze Jezuz a voe kaset gant ar Spered el lec'h distro, evit bezañ temptet gant an diaoul.
Matt BretonNT 4:2  Goude m'en doe yunet daou-ugent devezh ha daou-ugent nozvezh, en doe naon.
Matt BretonNT 4:3  An tempter, o vezañ tostaet outañ, a lavaras dezhañ: Mar d-out Mab Doue, gourc'hemenn d'ar mein-se dont da vezañ bara.
Matt BretonNT 4:4  Met eñ a respontas: Skrivet eo: An den ne vevo ket gant bara hepken, met gant pep ger a zeu eus genoù Doue.
Matt BretonNT 4:5  Neuze an diaoul en kasas er gêr santel, a lakaas anezhañ war lein an templ,
Matt BretonNT 4:6  hag a lavaras dezhañ: Mar d-out Mab Doue, en em daol d'an traoñ, rak skrivet eo: Gourc'hemenn a raio d'e aeled kaout evezh ouzhit, ha dougen a raint ac'hanout etre o daouarn, gant aon na stokfe da droad ouzh ur maen bennak.
Matt BretonNT 4:7  Jezuz a lavaras dezhañ: Skrivet eo ivez: Ne dempti ket an Aotrou da Zoue.
Matt BretonNT 4:8  An diaoul en kasas c'hoazh war ur menez uhel meurbet, a ziskouezas dezhañ holl rouantelezhioù ar bed hag o gloar,
Matt BretonNT 4:9  hag a lavaras dezhañ: An holl draoù-se a roin dit, mar daoulinez da'm azeuliñ.
Matt BretonNT 4:10  Neuze Jezuz a lavaras dezhañ: A-dreñv, Satan! Rak skrivet eo: An Aotrou da Zoue a azeuli, hag eñ hepken a serviji.
Matt BretonNT 4:11  Neuze an diaoul en lezas. Ha setu, aeled a zeuas hag a servijas anezhañ.
Matt BretonNT 4:12  Pa glevas Jezuz e oa bet lakaet Yann er prizon, en em dennas e Galilea.
Matt BretonNT 4:13  O vezañ kuitaet Nazared, e teuas da chom e Kafarnaoum, kêr arvorek war harzoù Zabulon ha Neftali,
Matt BretonNT 4:14  evit ma vije peurc'hraet ar pezh a oa bet lavaret gant ar profed Izaia:
Matt BretonNT 4:15  Douar Zabulon ha douar Neftali, ar vro a zo war hent ar mor, en tu all d'ar Jordan, Galilea ar baganed,
Matt BretonNT 4:16  ar bobl azezet en deñvalijenn he deus gwelet ur sklêrijenn vras, hag ar sklêrijenn a zo savet war ar re a oa azezet e bro hag e skeud ar marv.
Matt BretonNT 4:17  Adalek neuze Jezuz en em lakaas da brezeg ha da lavarout: Ho pet keuz, rak rouantelezh an neñvoù a zo tost.
Matt BretonNT 4:18  Evel ma valee a-hed mor Galilea, Jezuz a welas daou vreur, Simon a c'halver Pêr, hag Andrev e vreur, o teurel o roued er mor, rak pesketaerien e oant.
Matt BretonNT 4:19  Lavarout a reas dezho: Heuilhit ac'hanon ha me a raio ac'hanoc'h pesketaerien dud.
Matt BretonNT 4:20  Kerkent, o lezel o rouedoù, e heuilhjont anezhañ.
Matt BretonNT 4:21  Hag ac'hano, o vont un tamm a-raokoc'h, e welas daou vreur all, Jakez mab Zebedea, ha Yann e vreur, a oa en ur vag gant Zebedea o zad, o fichañ o rouedoù. Gervel a reas anezho.
Matt BretonNT 4:22  Int, raktal, o lezel o bag hag o zad, a heulias anezhañ.
Matt BretonNT 4:23  Jezuz a valeas dre holl C'halilea, o kelenn en o sinagogennoù, o prezeg keloù mat ar rouantelezh, o yac'haat kement kleñved ha kement mac'hagn a oa e-touez ar bobl.
Matt BretonNT 4:24  Ar vrud anezhañ en em skuilhe dre holl Siria, hag e tegasent dezhañ an holl re glañv, re zalc'het gant meur a boan ha gant meur a zroug, re zalc'het gant diaouled, re loariek, re seizet, hag eñ a yac'hae anezho.
Matt BretonNT 4:25  Ul lod bras a dud a heulie anezhañ eus Galilea, eus Dekapoliz, eus Jeruzalem, eus Judea hag eus an tu all d'ar Jordan.
Chapter 5
Matt BretonNT 5:1  O welout ar bobl-se, e pignas war ur menez hag, o vezañ azezet, e ziskibien a dostaas outañ.
Matt BretonNT 5:2  O tigeriñ e c'henoù, e kelenne anezho, en ur lavarout:
Matt BretonNT 5:3  Eürus ar re baour e spered, rak rouantelezh an neñvoù a zo dezho!
Matt BretonNT 5:4  Eürus ar re a zo er glac'har, rak frealzet e vint!
Matt BretonNT 5:5  Eürus ar re a zo hegarat, rak an douar a resevint da hêrezh!
Matt BretonNT 5:6  Eürus ar re o deus naon ha sec'hed eus ar reizhder, rak o devo o gwalc'h!
Matt BretonNT 5:8  Eürus ar re o deus ur galon glan, rak Doue a welint!
Matt BretonNT 5:9  Eürus ar re a zegas ar peoc'h, rak bugale Doue e vint galvet!
Matt BretonNT 5:10  Eürus ar re a zo gwallgaset abalamour d'ar reizhder, rak rouantelezh an neñvoù a zo dezho!
Matt BretonNT 5:11  Eürus e viot pa zeuio an dud d'ho tismegañsiñ, d'ho kwallgas ha da lavarout dre c'haou pep seurt droug a-enep deoc'h abalamour din,
Matt BretonNT 5:12  en em laouenait ha tridit gant levenez, rak ho kopr a vo bras en neñvoù; rak evel-se eo bet gwallgaset ar brofeded a zo bet araozoc'h.
Matt BretonNT 5:13  C'hwi a zo holen an douar, met mar koll an holen e vlaz, gant petra e vo sallet? N'eo mui mat, nemet da vezañ taolet er-maez ha mac'het gant treid an dud.
Matt BretonNT 5:14  C'hwi a zo sklêrijenn ar bed. Ur gêr savet war ur menez ne c'hell ket bezañ kuzhet,
Matt BretonNT 5:15  ha ne vez ket enaouet ul lamp evit e lakaat dindan ur boezell, met evit he lakaat war ur c'hantolor, hag e ro sklêrijenn d'an holl dud an ti.
Matt BretonNT 5:16  Ra lugerno evel-se ho sklêrijenn dirak an dud, evit ma welint ho madoberoù ha ma teuint da reiñ gloar d'ho Tad a zo en neñvoù.
Matt BretonNT 5:17  Na soñjit ket e vefen deuet evit diskar al lezenn pe ar brofeded. N'on ket deuet evit diskar, met evit peurober.
Matt BretonNT 5:18  Rak, me a lavar deoc'h e gwirionez, betek ma tremeno an neñv hag an douar, ne dremeno ket eus al lezenn un iota pe ur poentig a lizherenn, ken na vo peurc'hraet holl.
Matt BretonNT 5:19  Piv bennak eta a dorro an disterañ eus ar gourc'hemennoù-mañ hag a zesko evel-se d'an dud, a vo galvet ar bihanañ e rouantelezh an neñvoù. Met piv bennak o miro hag o desko d'ar re all, hennezh a vo galvet bras e rouantelezh an neñvoù.
Matt BretonNT 5:20  Rak, me a lavar deoc'h, ma ne d-a ket ho reizhder dreist hini ar skribed hag ar farizianed, n'antreot ket e rouantelezh an neñvoù.
Matt BretonNT 5:21  Klevet hoc'h eus penaos eo bet lavaret d'ar re gozh: Ne vuntri ket, piv bennak a vuntro a zellezo bezañ barnet.
Matt BretonNT 5:22  Met me a lavar deoc'h penaos piv bennak a fuloro ouzh e vreur hep abeg a zellezo bezañ barnet, an hini a lavaro d'e vreur: Raka! (= den a netra) a zellezo bezañ kastizet gant ar sanedrin, hag an hini a lavaro d'e vreur: Diskiant! a zellezo bezañ kastizet gant tan ar gehenn.
Matt BretonNT 5:23  Mar degasez eta da brof d'an aoter, hag e teu soñj dit eno en deus da vreur un dra bennak en da enep,
Matt BretonNT 5:24  lez eno da brof dirak an aoter ha kae da gentañ d'en em unvaniñ gant da vreur. Ha goude-se, deus ha kinnig da brof.
Matt BretonNT 5:25  En em laka a-unvan hep dale gant da enebour, e-pad ma'z emaout en hent gantañ, gant aon na lakafe-eñ ac'hanout etre daouarn ar barner, ha na lakafe ac'hanout ar barner etre daouarn ofiser ar justis, ha na vefes lakaet er prizon.
Matt BretonNT 5:26  Me a lavar dit e gwirionez, ne zeui ket er-maez ac'hano ken na vo paeet ganit an diwezhañ gwenneg.
Matt BretonNT 5:27  Klevet hoc'h eus penaos eo bet lavaret d'ar re gozh: Ne ri ket avoultriezh.
Matt BretonNT 5:28  Met me a lavar deoc'h penaos piv bennak a sell ouzh ur vaouez gant c'hoantegezh anezhi, en deus dija graet avoultriezh ganti en e galon.
Matt BretonNT 5:29  Ma laka ac'hanout da lagad dehou da gouezhañ, diframm anezhañ ha taol anezhañ pell diouzhit, rak gwelloc'h eo dit koll unan eus da izili, eget na vo taolet da holl gorf er gehenn.
Matt BretonNT 5:30  Ha ma laka ac'hanout da zorn dehou da gouezhañ, troc'h anezhañ ha taol anezhañ pell diouzhit, rak gwelloc'h eo dit koll unan eus da izili, eget na vo taolet da holl gorf er gehenn.
Matt BretonNT 5:31  Lavaret eo bet ivez: Piv bennak a gaso kuit e wreg, ra roio dezhi ur skrid a dorr-dimeziñ.
Matt BretonNT 5:32  Met me a lavar deoc'h penaos piv bennak a gas kuit e wreg, nemet evit difealded, a laka anezhi da vezañ avoultrerez, ha piv bennak a zimez d'ur wreg a zo bet kaset kuit, a ra avoultriezh.
Matt BretonNT 5:33  Klevet hoc'h eus c'hoazh penaos eo bet lavaret d'ar re gozh: Ne doui ket e gaou, met derc'hel a ri e-keñver an Aotrou d'al leoù az po graet.
Matt BretonNT 5:34  Met me a lavar deoc'h: Na douit ket a-grenn, na dre an neñv, rak tron Doue eo,
Matt BretonNT 5:35  na dre an douar, rak skabell e dreid eo, na dre Jeruzalem, rak kêr ar Roue bras eo.
Matt BretonNT 5:36  Na dou ket kennebeut dre da benn, rak ne c'hellez ket lakaat ur vlevenn da vezañ gwenn pe du.
Matt BretonNT 5:37  Met ra vo ho komz, ya, ya, nann, nann. Ar pezh a lavarer ouzhpenn a zeu eus an droug.
Matt BretonNT 5:38  Klevet hoc'h eus penaos eo bet lavaret d'ar re gozh: Lagad evit lagad ha dant evit dant.
Matt BretonNT 5:39  Met me a lavar deoc'h: Na enebit ket ouzh an hini drouk. D'an hini a sko ac'hanout war ar jod dehou, tro eben outañ.
Matt BretonNT 5:40  Mar fell da unan bennak prosezañ ouzhit ha kemer da doneg, laosk ivez gantañ da vantell.
Matt BretonNT 5:41  Mar fell da unan bennak rediñ ac'hanout da vont gantañ e-pad ur mil (~ 1480 m), kae e-pad daou vil.
Matt BretonNT 5:42  Ro d'an neb a c'houlenn ouzhit, ha na zistro ket diouzh an hini a fell dezhañ amprestañ diganit.
Matt BretonNT 5:43  Klevet hoc'h eus penaos eo bet lavaret: Karout a ri da nesañ hag e kasai da enebour.
Matt BretonNT 5:44  Met me a lavar deoc'h: Karit hoc'h enebourien, bennigit ar re a villig ac'hanoc'h, grit vad d'ar re a gasa ac'hanoc'h, ha pedit evit ar re ho kwallgas hag hoc'h heskin,
Matt BretonNT 5:45  evit ma viot bugale ho Tad a zo en neñvoù. Rak eñ a ra d'e heol sevel war ar re fall ha war ar re vat, hag a laka ar glav da gouezhañ war ar re reizh ha war ar re zireizh.
Matt BretonNT 5:46  Rak ma ne garit nemet ar re ho kar, peseurt gopr ho po? Ha ne ra ket zoken ar bublikaned kement-se?
Matt BretonNT 5:47  Ha ma ne saludit nemet ho preudeur, petra a rit dreist ar re all? Ha ne ra ket zoken ar bublikaned kement-se?
Matt BretonNT 5:48  Bezit eta peurvat evel ma'z eo peurvat ho Tad a zo en neñvoù.
Chapter 6
Matt BretonNT 6:1  Lakait evezh na rafec'h hoc'h aluzen dirak an dud evit bezañ gwelet ganto, anez n'ho po ket a c'hopr digant ho Tad a zo en neñvoù.
Matt BretonNT 6:2  Pa ri eta aluzen, na son ket an drompilh a-raok ac'hanout, evel ma ra ar bilpouzed er sinagogennoù hag er straedoù, evit resev gloar digant an dud. Me a lavar deoc'h e gwirionez, o deus o gopr.
Matt BretonNT 6:3  Met pa rez aluzen, gra na ouezo ket da zorn kleiz ar pezh a ra da zorn dehou,
Matt BretonNT 6:4  evit ma vo da aluzen graet e-kuzh, ha da Dad hag a wel e-kuzh, en rento dit dirak an holl.
Matt BretonNT 6:5  Pa bedez, na ra ket evel ar bilpouzed, rak e karont pediñ en o sav er sinagogennoù hag e kornioù ar straedoù, evit bezañ gwelet gant an dud. Me a lavar deoc'h e gwirionez, o deus o gopr.
Matt BretonNT 6:6  Met pa bedez, kae ez kambr, hag, o vezañ serret an nor, ped da Dad a zo e-kuzh, ha da Dad hag a wel e-kuzh, en rento dit dirak an holl.
Matt BretonNT 6:7  Pa bedit, n'en em servijit ket a adlavarioù aner evel ar baganed, rak e kredont ez eo dre galz a gomzoù e vint selaouet.
Matt BretonNT 6:8  Na vezit ket eta heñvel outo, rak ho Tad a oar petra hoc'h eus ezhomm a-raok ma c'houlennit digantañ.
Matt BretonNT 6:9  C'hwi eta, pedit evel-henn: Hon Tad hag a zo en neñv, ra vo santelaet da anv,
Matt BretonNT 6:10  ra zeuio da rouantelezh, ra vo graet da volontez war an douar evel en neñv,
Matt BretonNT 6:12  pardon deomp hor pec'hedoù evel ma pardonomp ivez d'ar re o deus manket ouzhimp,
Matt BretonNT 6:13  ha n'hon lez ket da gouezhañ en temptadur, met hon diwall diouzh an droug, rak dit eo ar ren, ar galloud hag ar gloar da viken. Amen.
Matt BretonNT 6:14  Rak mar pardonit d'an dud o mankoù, ho Tad neñvel a bardono ivez deoc'h.
Matt BretonNT 6:15  Met ma ne bardonit ket d'an dud o mankoù, ho Tad ne bardono ket kennebeut deoc'h ho re.
Matt BretonNT 6:16  Pa yunit, na gemerit ket ur min trist evel ar bilpouzed, rak e tispennont o dremm evit diskouez d'an dud e yunont. Me a lavar deoc'h e gwirionez, o deus o gopr.
Matt BretonNT 6:17  Met pa yunez, laka c'hwezh-vat war da benn ha gwalc'h da zremm,
Matt BretonNT 6:18  evit na vo ket gwelet gant an dud e yunez, met hepken gant da Dad a zo e-kuzh, ha da Dad hag a wel e-kuzh, en rento dit dirak an holl.
Matt BretonNT 6:19  Na zastumit ket deoc'h teñzorioù war an douar, e-lec'h ma'z int distrujet gant ar preñved ha gant ar mergl, hag e-lec'h ma toull al laeron ha ma skrapont,
Matt BretonNT 6:20  met dastumit deoc'h teñzorioù en neñv, e-lec'h n'int distrujet na gant ar mergl na gant ar preñved, hag e-lec'h na doull ket al laeron ha na skrapont ket.
Matt BretonNT 6:21  Rak el lec'h ma'z emañ ho teñzor, eno ivez e vo ho kalon.
Matt BretonNT 6:22  Al lagad eo lamp ar c'horf. Mar d-eo eta da lagad yac'h, da holl gorf a vo sklêrijennet,
Matt BretonNT 6:23  met mar d-eo fall da lagad, da holl gorf a vo en deñvalijenn. Mar d-eo eta teñval ar sklêrijenn a zo ennout, pegen bras e vo an deñvalijenn-se!
Matt BretonNT 6:24  Den ebet ne c'hell servijañ daou vestr, rak, pe e kasaio unan hag e karo egile, pe en em stago ouzh unan hag e tisprizo egile. Ne c'hellit ket servijañ Doue ha Mammon.
Matt BretonNT 6:25  Abalamour da-se e lavaran deoc'h: Na vezit ket nec'het evit ho puhez eus ar pezh a zebrot pe a evot, nag evit ho korf gant petra e viot gwisket. Ar vuhez, ha n'eo ket muioc'h eget ar boued, hag ar c'horf muioc'h eget an dilhad?
Matt BretonNT 6:26  Sellit ouzh laboused an neñv: ne hadont ha ne vedont ket, ne zastumont netra er solieroù, hag ho Tad neñvel a vag anezho. Ha ne dalvezit ket kalz muioc'h egeto?
Matt BretonNT 6:27  Piv ac'hanoc'h, gant e holl nec'h, a c'hellfe kreskiñ e vent eus un ilinad (~ 50 cm)?
Matt BretonNT 6:28  Perak ivez oc'h nec'het diwar-benn ho tilhad? Sellit penaos e kresk lili ar parkeier, ne labouront ket ha ne nezont ket,
Matt BretonNT 6:29  koulskoude e lavaran deoc'h penaos Salomon e-unan, en e holl c'hloar, n'eo ket bet gwisket evel unan anezho.
Matt BretonNT 6:30  Mar gwisk eta Doue evel-se geot ar parkeier, a zo hiziv hag a vo warc'hoazh taolet er forn, pegement muioc'h e wisko ac'hanoc'h, tud a nebeut a feiz?
Matt BretonNT 6:31  Na vezit ket nec'het, o lavarout: Petra a zebrimp? Petra a evimp? Gant petra e vimp gwisket?
Matt BretonNT 6:32  Rak ar baganed eo ar re a glask an holl draoù-se. Ho Tad neñvel a oar hoc'h eus ezhomm eus an holl draoù-se.
Matt BretonNT 6:33  Met klaskit da gentañ rouantelezh Doue hag e reizhder, hag an holl draoù-se a vo roet deoc'h ouzhpenn.
Matt BretonNT 6:34  Na vezit ket eta nec'het gant an deiz war-lerc'h, rak an deiz war-lerc'h a gemero preder anezhañ e-unan. Da bep devezh eo a-walc'h e boan.
Chapter 7
Matt BretonNT 7:2  Rak diouzh ar varn ma varnit e viot barnet, ha diouzh ar muzul ma vuzuilhit e vo muzuliet deoc'h.
Matt BretonNT 7:3  Perak e sellez ouzh ar blouzenn a zo e lagad da vreur, ha ne welez ket an treust a zo en da lagad da-unan?
Matt BretonNT 7:4  Pe, penaos e c'hellez lavarout da'z preur: Va lez da zilemel ar blouzenn a zo e-barzh da lagad, pa ec'h eus un treust en da hini?
Matt BretonNT 7:5  Pilpous, lam da gentañ an treust eus da lagad, ha neuze e weli penaos e lami ar blouzenn eus lagad da vreur.
Matt BretonNT 7:6  Na roit ket an traoù santel d'ar chas ha na daolit ket ho perlez dirak ar moc'h, gant aon n'o mac'hfent hag, o tistreiñ, na ziskolpfent ac'hanoc'h.
Matt BretonNT 7:7  Goulennit hag e vo roet deoc'h, klaskit hag e kavot, skoit hag e vo digoret deoc'h.
Matt BretonNT 7:8  Rak an neb a c'houlenn, a resev; an neb a glask, a gav; an neb a sko, e vez digoret dezhañ.
Matt BretonNT 7:9  Piv ac'hanoc'h a roio ur maen d'e vab pa c'houlenn digantañ bara?
Matt BretonNT 7:11  Mar gouzoc'h eta, ha c'hwi fall, reiñ traoù mat d'ho pugale, pegement muioc'h ho Tad a zo en neñv a roio traoù mat d'ar re o goulenn digantañ.
Matt BretonNT 7:12  Kement tra a fell deoc'h e rafe an dud deoc'h, grit eta anezhañ dezho, rak-se eo al lezenn hag ar brofeded.
Matt BretonNT 7:13  It e-barzh dre an nor strizh. Rak ledan eo an nor ha frank eo an hent a gas d'ar gollidigezh, ha kalz a dud a dremen dre eno.
Matt BretonNT 7:14  Met strizh eo an nor hag enk eo an hent a gas d'ar vuhez, hag ez eus nebeut a dud hag a dremen drezo.
Matt BretonNT 7:15  Diwallit diouzh ar fals-profeded a zeu d'ho kavout e gwiskamant deñved, met a zo en diabarzh nemet bleizi skraperien.
Matt BretonNT 7:16  O anavezout a reot diouzh o frouezh. Ha dastum a reer rezin diwar spern pe fiez diwar askol?
Matt BretonNT 7:17  Evel-se pep gwezenn vat a zoug frouezh mat, met pep gwezenn fall a zoug frouezh fall.
Matt BretonNT 7:18  Ur wezenn vat ne c'hell ket dougen frouezh fall, hag ur wezenn fall ne c'hell ket dougen frouezh mat.
Matt BretonNT 7:19  Pep gwezenn na zoug ket frouezh mat a zo troc'het ha taolet en tan.
Matt BretonNT 7:21  Kement hini a lavar din: Aotrou, Aotrou, n'aio ket e rouantelezh an neñvoù, met ar re a ra bolontez va Zad a zo en neñvoù.
Matt BretonNT 7:22  Meur a hini a lavaro din en deiz-se: Aotrou, Aotrou, ha n'hon eus ket profedet ez anv? Ha n'hon eus ket kaset kuit an diaouled ez anv? Ha n'hon eus ket graet kalz a virakloù ez anv?
Matt BretonNT 7:23  Neuze e lavarin sklaer dezho: Biskoazh ne'm eus hoc'h anavezet, en em dennit diouzhin, c'hwi hag en em ro d'an direizhder.
Matt BretonNT 7:24  Piv bennak eta a glev ar gerioù-mañ a lavaran hag a sent outo, a lakain heñvel ouzh un den fur en deus savet e di war ar roc'h.
Matt BretonNT 7:25  Kouezhet eo ar glav, deuet eo ar stêrioù, ha c'hwezhet o deus an avelioù hag en em roet o deus a-enep an ti-se, ha n'eo ket kouezhet abalamour ma oa diazezet war ar roc'h.
Matt BretonNT 7:26  Met piv bennak a glev ar gerioù-mañ a lavaran ha na sent ket outo, a vo heñvel ouzh un den diskiant en deus savet e di war an traezh.
Matt BretonNT 7:27  Kouezhet eo ar glav, deuet eo ar stêrioù, ha c'hwezhet o deus an avelioù hag en em roet o deus a-enep an ti-se, ha kouezhet eo ha bras eo bet e ziskar.
Matt BretonNT 7:28  P'en doe Jezuz peurlavaret ar c'homzoù-mañ, ar bobl a voe souezhet gant e gelennadurezh,
Matt BretonNT 7:29  rak o deskiñ a rae evel unan a oa galloud gantañ, ha nann evel ar skribed.
Chapter 8
Matt BretonNT 8:1  Pa voe diskennet eus ar menez, ul lod bras a dud a heulias anezhañ.
Matt BretonNT 8:2  Ha setu, un den lovr a zeuas hag en em stouas dirazañ, en ur lavarout: Aotrou, mar fell dit, e c'hellez va glanaat.
Matt BretonNT 8:3  Jezuz a astennas e zorn, en stokas hag a lavaras dezhañ: Fellout a ra din, bez glanaet. Ha diouzhtu e lorgnez a voe glanaet.
Matt BretonNT 8:4  Neuze Jezuz a lavaras dezhañ: Kemer evezh na lavari an dra-mañ da zen, met kae, en em ziskouez d'ar beleg ha kinnig ar prof en deus Moizez gourc'hemennet, evit ma servijo-se da desteni dezho.
Matt BretonNT 8:5  Pa voe antreet Jezuz e Kafarnaoum, ur c'hantener a zeuas d'e gavout,
Matt BretonNT 8:6  ouzh e bediñ hag o lavarout: Aotrou, va mevel a zo gourvezet em zi, seizet eo hag emañ gwall boaniet.
Matt BretonNT 8:7  Jezuz a lavaras dezhañ: Mont a rin hag e yac'hain anezhañ.
Matt BretonNT 8:8  Ar c'hantener a respontas: Aotrou, n'on ket dellezek e teufes dindan va zoenn, met lavar ur ger hepken ha va mevel a vo yac'haet.
Matt BretonNT 8:9  Rak me va-unan a zo un den lakaet dindan galloud re all, met dindanon em eus soudarded. Hag e lavaran da unan: Kae! Hag ez a; d'egile: Deus! Hag e teu; ha da'm mevel: Gra kement-mañ! Hag en gra.
Matt BretonNT 8:10  Jezuz, pa glevas kement-se, a voe souezhet hag a lavaras d'ar re en heulie: Me a lavar deoc'h e gwirionez, ne'm eus ket kavet ur feiz ken bras, zoken en Israel.
Matt BretonNT 8:11  Evel-se e lavaran deoc'h penaos e teuio meur a hini eus ar sav-heol hag eus ar c'huzh-heol hag a vo ouzh taol e rouantelezh an neñvoù gant Abraham, Izaak ha Jakob,
Matt BretonNT 8:12  met bugale ar rouantelezh a vo taolet e deñvalijenn an diavaez, e-lec'h ma vo goueladegoù ha grigoñsadegoù-dent.
Matt BretonNT 8:13  Neuze Jezuz a lavaras d'ar c'hantener: Kae, ha ra vo graet dit hervez ma ec'h eus kredet. Ha war an eur-se, e vevel a voe yac'haet.
Matt BretonNT 8:14  Jezuz, o vezañ deuet da di Pêr, a welas e vamm-gaer war he gwele, klañv gant an derzhienn.
Matt BretonNT 8:15  O vezañ stoket ouzh he dorn, raktal an derzhienn a yeas kuit diouti. Hi a savas hag a servijas anezho.
Matt BretonNT 8:16  An abardaez o vezañ deuet, e voe degaset dezhañ meur a hini dalc'het gant diaouled. Eñ a gasas kuit ar speredoù dre e c'her hag a yac'haas an holl re a oa klañv,
Matt BretonNT 8:17  evit ma vije peurc'hraet ar pezh a oa bet lavaret gant Izaia ar profed: Kemeret en deus e-unan hor mac'hagnoù ha douget en deus hor c'hleñvedoù.
Matt BretonNT 8:18  Jezuz, o welout kalz a dud war e dro, a c'hourc'hemennas tremen en tu all.
Matt BretonNT 8:19  Ur skrib a dostaas hag a lavaras dezhañ: Mestr, me a heulio ac'hanout e kement lec'h ma'z i.
Matt BretonNT 8:20  Jezuz a lavaras dezhañ: Al lern o deus toulloù ha laboused an neñv neizhioù, met Mab an den n'en deus lec'h ebet evit harpañ e benn.
Matt BretonNT 8:21  Unan all eus e ziskibien a lavaras dezhañ: Aotrou, lez ac'hanon da vont da gentañ da sebeliañ va zad.
Matt BretonNT 8:22  Jezuz a lavaras dezhañ: Heuilh ac'hanon ha lez ar re varv da sebeliañ o re varv.
Matt BretonNT 8:23  Pignat a reas en ur vag hag e ziskibien en heulias.
Matt BretonNT 8:24  Ha setu, e savas ur barrad gwallamzer bras war ar mor, en hevelep doare ma oa ar vag goloet gant ar c'hoummoù-mor. Hag eñ a gouske.
Matt BretonNT 8:25  E ziskibien a zeuas hag en dihunas o lavarout: Aotrou, savete ac'hanomp, mont a reomp da goll.
Matt BretonNT 8:26  Lavarout a reas dezho: Perak hoc'h eus aon, tud a nebeut a feiz? Neuze, o vezañ savet, e c'hourdrouzas d'an avelioù ha d'ar mor, hag e voe ur sioulder bras.
Matt BretonNT 8:27  An dud-se a voe souezhet hag a lavaras: Piv eo hemañ, ma sent zoken an avelioù hag ar mor outañ?
Matt BretonNT 8:28  Pa voe tremenet en tu all, e bro ar C'hergezeniz, daou zen dalc'het gant diaouled, o tont eus ar bezioù, a zeuas d'e gavout. Ken dañjerus e oant ma ne c'helle den tremen dre an hent-se.
Matt BretonNT 8:29  Ha setu, e krijont en ur lavarout: Petra a zo etre ni ha te, Jezuz Mab Doue? Ha deuet out amañ evit hor poaniañ a-raok an amzer?
Matt BretonNT 8:30  Bez' e oa ur vandenn vras a voc'h o peuriñ, ur pennad diouzh eno.
Matt BretonNT 8:31  An diaouled en pedas o lavarout: Mar kasez ac'hanomp kuit, lez ac'hanomp da vont er vandenn voc'h-se.
Matt BretonNT 8:32  Eñ a lavaras dezho: Kit. Int, o vezañ aet er-maez, a yeas er moc'h. Ha setu, an holl vandenn en em daolas war red eus al lec'h uhel-se er mor, hag e varvjont en doureier.
Matt BretonNT 8:33  Ar re o mesae a dec'has kuit hag, o vezañ deuet e kêr, e lavarjont an holl draoù-se hag ar pezh a oa c'hoarvezet gant ar re a oa dalc'het gant an diaouled.
Matt BretonNT 8:34  Ha setu, holl dud kêr a yeas a-raok Jezuz. O vezañ e welet, e pedjont anezhañ da bellaat diouzh o bro.
Chapter 9
Matt BretonNT 9:1  O vezañ aet en ur vag, e treuzas ar mor hag e teuas en e gêr.
Matt BretonNT 9:2  Ha setu, e tegasjont dezhañ un den seizet gourvezet war ur gwele. Jezuz, o welout o feiz, a lavaras d'an den seizet: Mab, kemer fiziañs, da bec'hedoù a zo pardonet dit.
Matt BretonNT 9:3  Neuze ur re eus ar skribed a soñjas enno o-unan: Hemañ a wallgomz.
Matt BretonNT 9:4  Jezuz, oc'h anavezout o soñjezonoù, a lavaras: Perak hoc'h eus soñjoù fall en ho kalonoù?
Matt BretonNT 9:5  Rak, petra eo an aesoc'h, lavarout: Da bec'hedoù a zo pardonet dit, pe lavarout: Sav ha kerzh?
Matt BretonNT 9:6  Met evit ma ouiot penaos Mab an den en deus war an douar ar galloud da bardoniñ ar pec'hedoù, e lavaras d'an den seizet: Sav, kemer da wele ha kae da'z ti.
Matt BretonNT 9:8  Ar bobl, o vezañ gwelet kement-se, a voe souezhet hag a roas gloar da Zoue dre m'en doa roet un hevelep galloud d'an dud.
Matt BretonNT 9:9  Pa'z eas Jezuz ac'hane, e welas un den anvet Mazhev, azezet e ti ar gwirioù, hag e lavaras dezhañ: Heuilh ac'hanon. Eñ, o vezañ savet, en heulias.
Matt BretonNT 9:10  Evel ma oa Jezuz ouzh taol en ti, setu, kalz a bublikaned hag a dud a vuhez fall en em lakaas ivez ouzh taol gantañ ha gant e ziskibien.
Matt BretonNT 9:11  Ar farizianed, o welout kement-se, a lavaras d'e ziskibien: Perak e tebr ho mestr gant ar bublikaned ha gant an dud a vuhez fall?
Matt BretonNT 9:12  Jezuz o vezañ klevet-se a lavaras dezho: N'eo ket ar re a zo yac'h o deus ezhomm a vedisin, met ar re a zo klañv.
Matt BretonNT 9:13  It eta ha deskit ar pezh a zo lavaret gant ar c'homzoù-mañ: Trugarez a fell din ha nann aberzhoù, rak n'on ket deuet evit gervel ar re reizh d'ar geuzidigezh, met ar bec'herien.
Matt BretonNT 9:14  Neuze diskibien Yann a zeuas d'e gavout, o lavarout: A-belec'h e teu ma yunomp alies, ni hag ar farizianed, ha da ziskibien-te ne yunont ket?
Matt BretonNT 9:15  Jezuz a lavaras dezho: Mignoned ar pried, ha gallout a reont en em c'hlac'hariñ e-pad ma'z emañ ar pried ganto? Met deizioù a zeuio ma vo lamet ar pried diganto, ha neuze e yunint.
Matt BretonNT 9:16  Den ne laka un tamm mezher nevez ouzh un dilhad kozh, rak diframmañ a rafe an dilhad hag ar rog a vefe brasoc'h.
Matt BretonNT 9:17  Ne lakaer ket kennebeut gwin nevez e seier-lêr kozh, rak ar seier a ziframmfe, ar gwin en em skuilhfe hag ar seier-lêr a vefe kollet. Met ar gwin nevez a dle bezañ lakaet e seier-lêr nevez, hag an daou en em vir a-unan.
Matt BretonNT 9:18  Evel ma lavare dezho an traoù-se, setu, ur penn a zeuas hag en em stouas dirazañ, en ur lavarout: Va merc'h a zo o paouez mervel, met deus da lakaat da zaouarn warni, hag e vevo.
Matt BretonNT 9:19  Jezuz a savas hag a yeas war e lerc'h gant e ziskibien.
Matt BretonNT 9:20  Ha setu, ur wreg klañv gant an diwadañ daouzek vloaz a oa, a dostaas outañ a-ziadreñv hag a stokas ouzh bevenn e zilhad,
Matt BretonNT 9:21  rak hi a lavare enni hec'h-unan: Mar gellan hepken stekiñ ouzh e zilhad, e vin yac'haet.
Matt BretonNT 9:22  Jezuz, o vezañ distroet hag o sellout outi, a lavaras: Merc'h, kemer fiziañs, da feiz he deus da yac'haet. Hag ar wreg a voe yac'haet adalek an eur-se.
Matt BretonNT 9:23  Pa voe erruet Jezuz e ti ar penn ha pa welas ar fleüterien hag un toullad dud oc'h ober trouz,
Matt BretonNT 9:24  e lavaras dezho: It kuit, rak ar plac'h yaouank n'eo ket marv, met kousket a ra. Hag int a reas goap outañ.
Matt BretonNT 9:25  Goude ma voe bet kaset an dud-se er-maez, e kemeras dorn ar plac'h yaouank hag hi a savas.
Matt BretonNT 9:27  Evel ma'z ae Jezuz pelloc'h, daou zen dall en heulias, o krial hag o lavarout: Az pez truez ouzhimp, Mab David!
Matt BretonNT 9:28  Pa voe deuet en ti, an dud dall a zeuas d'e gavout. Jezuz a lavaras dezho: Ha c'hwi a gred e c'hellfen ober kement-se? Ya, Aotrou! emezo.
Matt BretonNT 9:29  Neuze e stokas ouzh o daoulagad, en ur lavarout: Ra vo graet deoc'h hervez ho feiz.
Matt BretonNT 9:30  Hag o daoulagad a voe digoret. Jezuz a reas dezho an difenn start-mañ: Diwallit na ouefe den an dra-se.
Matt BretonNT 9:31  Met int, o vezañ aet er-maez, a gasas ar vrud anezhañ dre an holl vro.
Matt BretonNT 9:32  Evel ma'z aent kuit, setu, e voe degaset dezhañ un den mut dalc'het gant un diaoul.
Matt BretonNT 9:33  Pa voe kaset an diaoul kuit, an den mut a gomzas. Hag ar bobl souezhet a lavare: Biskoazh n'eo bet gwelet kemend-all en Israel.
Matt BretonNT 9:34  Met ar farizianed a lavare: Kas a ra kuit an diaouled dre briñs an diaouled.
Matt BretonNT 9:35  Jezuz a yae tro-war-dro er c'hêrioù hag er bourc'hioù, o kelenn en o sinagogennoù, o prezeg keloù mat ar rouantelezh hag o yac'haat pep kleñved ha pep mac'hagn e-touez ar bobl.
Matt BretonNT 9:36  O welout an holl dud-se, en doe truez outo abalamour ma oant skuizh ha dianket, evel deñved hep mesaer.
Matt BretonNT 9:37  Neuze e lavaras d'e ziskibien: An eost a zo bras, met nebeut a zo al labourerien.
Matt BretonNT 9:38  Pedit eta Mestr an eost evit ma kaso labourerien en e eost.
Chapter 10
Matt BretonNT 10:1  Neuze e c'halvas e zaouzek diskibl, hag e roas dezho ar galloud da gas kuit ar speredoù hudur ha da yac'haat pep kleñved ha pep mac'hagn.
Matt BretonNT 10:2  Setu anvioù an daouzek abostol: An hini kentañ, Simon anvet Pêr, hag Andrev e vreur; Jakez mab Zebedea, ha Yann e vreur;
Matt BretonNT 10:3  Filip, ha Bartolome; Tomaz, ha Mazhev ar publikan; Jakez mab Alfe, ha Lebbe lesanvet Tadde;
Matt BretonNT 10:4  Simon ar C'hananead; Judaz Iskariod, an hini en droukroas.
Matt BretonNT 10:5  Jezuz a gasas an daouzek-se hag a roas e c'hourc'hemennoù dezho, o lavarout: N'it ket etrezek ar baganed ha n'it ket e kêrioù ar Samaritaned,
Matt BretonNT 10:6  met it kentoc'h etrezek deñved kollet ti Israel.
Matt BretonNT 10:7  En ur vont, prezegit ha lavarit: Rouantelezh an neñvoù a zo tost.
Matt BretonNT 10:8  Yac'hait ar re glañv, glanait ar re lovr, adsavit ar re varv da vev, kasit kuit an diaouled. Resevet hoc'h eus evit netra, roit evit netra.
Matt BretonNT 10:9  Na gemerit nag aour, nag arc'hant, na moneiz en ho kouriz,
Matt BretonNT 10:10  na sac'h evit ar veaj, na daou wiskamant, na botoù, na bazh, rak al labourer a zo dleet dezhañ e voued.
Matt BretonNT 10:11  E peseurt kêr bennak pe bourc'h bennak ma'c'h antreot, goulennit piv a zo dellezek, ha chomit eno betek ma'z eot kuit.
Matt BretonNT 10:13  Mar d-eo dellezek an ti a gement-se, ra zeuio ho peoc'h warnañ, met, ma n'eo ket dellezek, ra zistroio ho peoc'h deoc'h.
Matt BretonNT 10:14  Ha p'en em gavo tud n'ho tegemerint ket ha ne selaouint ket ho komzoù, pa'z eot kuit eus an ti-se pe eus ar gêr-se, hejit ar poultr eus ho treid.
Matt BretonNT 10:15  Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos e vo dousoc'h da vro Sodom ha Gomora e deiz ar varn eget d'ar gêr-se.
Matt BretonNT 10:16  Setu, e kasan ac'hanoc'h evel deñved e-touez ar bleizi, bezit eta evezhiek evel naered ha eeun evel koulmed.
Matt BretonNT 10:17  Diwallit diouzh an dud, rak ho kas a raint dirak al lezioù-barn hag e skourjezint ac'hanoc'h en o sinagogennoù.
Matt BretonNT 10:18  Kaset e viot dirak gouarnourien ha dirak rouaned abalamour din, evit reiñ testeni din dirazo ha dirak ar baganed.
Matt BretonNT 10:19  Met pa viot lakaet etre o daouarn, n'en em lakait ket e poan eus an doare ma komzot nag eus ar pezh a lavarot, rak roet e vo deoc'h en eur-se ar pezh ho po da lavarout.
Matt BretonNT 10:20  Rak ne vo ket c'hwi a gomzo, met Spered ho Tad eo, a gomzo ennoc'h.
Matt BretonNT 10:21  Ar breur a roio e vreur d'ar marv, hag an tad e vugel, ar vugale en em savo a-enep o zud hag o lakaint d'ar marv.
Matt BretonNT 10:22  Kasaet e viot gant an holl abalamour da'm anv, met an hini a gendalc'ho betek ar fin a vo salvet.
Matt BretonNT 10:23  Pa viot gwallgaset en ur gêr, tec'hit d'unan all. Lavarout a ran deoc'h e gwirionez, n'ho po ket echuet da vont dre holl gêrioù Israel ma vo deuet Mab an den.
Matt BretonNT 10:24  An diskibl n'eo ket uheloc'h eget e vestr nag ar mevel uheloc'h eget e aotrou.
Matt BretonNT 10:25  A-walc'h eo d'an diskibl bezañ evel e vestr ha d'ar mevel bezañ evel e aotrou. Mar o deus galvet mestr an tiegezh Beelzebul, pegement muioc'h ne c'halvint ket tud e diegezh.
Matt BretonNT 10:26  N'ho pet ket aon eta rak int, rak n'eus netra goloet na dle bezañ dizoloet, ha netra kuzhet na dle bezañ anavezet.
Matt BretonNT 10:27  Ar pezh a lavaran deoc'h en deñvalijenn, lavarit eñ er sklêrijenn, hag ar pezh a lavaran deoc'h e pleg ho skouarn, prezegit eñ war an toennoù.
Matt BretonNT 10:28  N'ho pet ket aon dirak ar re a lazh ar c'horf ha ne c'hellont ket lazhañ an ene. Doujit kentoc'h an hini a c'hell lakaat an ene hag ar c'horf er gehenn.
Matt BretonNT 10:29  Ha ne werzher ket daou c'holvan evit ur gwenneg? Koulskoude, ne gouezh ket unan anezho war an douar hep bolontez ho Tad.
Matt BretonNT 10:31  N'ho pet ket aon eta, c'hwi a dalvez muioc'h eget kalz a c'holvaned.
Matt BretonNT 10:32  An hini eta a anzavo ac'hanon dirak an dud, ec'h anzavin ivez anezhañ dirak va Zad a zo en neñvoù,
Matt BretonNT 10:33  met piv bennak a zinac'ho ac'hanon dirak an dud, e tinac'hin ivez anezhañ dirak va Zad a zo en neñvoù.
Matt BretonNT 10:34  Na soñjit ket e vefen deuet da zegas ar peoc'h war an douar. N'on ket deuet da zegas ar peoc'h, met ar c'hleze.
Matt BretonNT 10:35  Rak deuet on da lakaat an dizunvaniezh etre ar mab hag e dad, etre ar verc'h hag he mamm, etre ar verc'h-kaer hag he mamm-gaer,
Matt BretonNT 10:36  hag an den en devo evit enebourien tud e diegezh.
Matt BretonNT 10:37  An neb a gar e dad pe e vamm muioc'h egedon n'eo ket dellezek ac'hanon, hag an neb a gar e vab pe e verc'h muioc'h egedon n'eo ket dellezek ac'hanon.
Matt BretonNT 10:38  An neb na gemer ket e groaz ha na'm heuilh ket n'eo ket dellezek ac'hanon.
Matt BretonNT 10:39  An hini a viro e vuhez he c'hollo, hag an hini a gollo he buhez abalamour din he c'havo.
Matt BretonNT 10:40  An neb ho tegemer am degemer, hag an neb am degemer a zegemer an hini en deus va c'haset.
Matt BretonNT 10:41  An neb a zegemer ur profed en anv a brofed en devo ur gopr a brofed, hag an neb a zegemer un den reizh en anv a zen reizh en devo ur gopr a zen reizh.
Matt BretonNT 10:42  Ha piv bennak a roio ur werennad dour fresk hepken da unan eus ar re vihan-se abalamour ma'z eo va diskibl, en lavaran deoc'h e gwirionez, ne gollo ket e c'hopr.
Chapter 11
Matt BretonNT 11:1  P'en doe Jezuz echuet da reiñ e gemennoù d'e zaouzek diskibl, ez eas ac'hane da gelenn ha da brezeg en o c'hêrioù.
Matt BretonNT 11:2  Yann, o vezañ klevet en e brizon komz diwar-benn oberennoù Krist, a gasas daou eus e ziskibien da lavarout dezhañ:
Matt BretonNT 11:3  Bez' out an hini a dle dont pe e tleomp gortoz unan all?
Matt BretonNT 11:4  Jezuz a respontas dezho: It ha lavarit da Yann ar pezh a glevit hag ar pezh a welit:
Matt BretonNT 11:5  ar re dall a wel, ar re gamm a gerzh, ar re lovr a zo glanaet, ar re vouzar a glev, ar re varv a adsav da vev, an Aviel a zo prezeget d'ar beorien.
Matt BretonNT 11:6  Eürus eo an neb na gavo ket a abeg da gouezhañ ennon.
Matt BretonNT 11:7  Evel ma'z aent kuit, Jezuz en em lakaas da lavarout d'ar bobl diwar-benn Yann: Petra oc'h aet da welout el lec'h distro? Ur bennduenn hejet gant an avel?
Matt BretonNT 11:8  Met petra oc'h aet da welout? Un den gwisket gant dilhad kaer? Setu, ar re a zo gwisket gant dilhad kaer a zo e tiez ar rouaned.
Matt BretonNT 11:9  Met petra oc'h aet da welout? Ur profed? Ya a lavaran deoc'h, ha muioc'h eget ur profed.
Matt BretonNT 11:10  Rak eñ eo an hini a zo skrivet diwar e benn: Setu, e kasan va c'hannad dirak da zremm da gempenn da hent a-raok dit.
Matt BretonNT 11:11  Me a lavar deoc'h e gwirionez, e-touez ar re a zo bet ganet gant gwragez, n'eus bet savet hini brasoc'h eget Yann-Vadezour. Koulskoude, an hini bihanañ e rouantelezh an neñvoù a zo brasoc'h egetañ.
Matt BretonNT 11:12  Adalek amzer Yann betek vremañ, rouantelezh an neñvoù a zo kemeret dre nerzh hag ar re daer eo he c'hemer.
Matt BretonNT 11:13  Rak an holl brofeded hag al lezenn o deus diouganet betek Yann.
Matt BretonNT 11:14  Ha mar fell deoc'h kompren, eñ eo an Elia a dlee dont.
Matt BretonNT 11:15  Ra selaouo, an neb en deus divskouarn da glevout.
Matt BretonNT 11:16  Ouzh petra e keñverin ar rummad-mañ? Heñvel eo ouzh bugale azezet war al leurgêrioù hag a gri da vugale all,
Matt BretonNT 11:17  o lavarout: Ni hon eus sonet deoc'h ar fleüt ha n'hoc'h eus ket dañset, ni hon eus kanet deoc'h hirvoudoù ha n'hoc'h eus ket douget kañv.
Matt BretonNT 11:18  Rak Yann a zo deuet, hep debriñ nag evañ, hag e lavaront: Un diaoul a zo ennañ.
Matt BretonNT 11:19  Mab an den a zo deuet, o tebriñ hag oc'h evañ, hag e lavaront: Setu un debrer hag un ever, ur mignon d'ar bublikaned ha d'ar bec'herien. Met ar furnez a zo bet reishaet gant he bugale.
Matt BretonNT 11:20  Neuze en em lakaas d'ober rebechoù d'ar c'hêrioù en doa graet enno an darn vuiañ eus e virakloù, abalamour ma n'o doa ket bet keuz.
Matt BretonNT 11:21  Gwalleur dit, Korazin! Gwalleur dit, Betsaida! Rak ma vije bet graet e Tir hag e Sidon ar mirakloù a zo bet graet ennoc'h, pell zo e vijent kaout keuz o kemer ar sac'h hag al ludu.
Matt BretonNT 11:22  Setu perak en lavaran deoc'h, e deiz ar varn, e vo dousoc'h da Dir ha da Sidon eget deoc'h.
Matt BretonNT 11:23  Ha te, Kafarnaoum, te a zo bet savet betek an neñv, izelaet e vi betek lec'h ar marv, rak ma vije bet graet e Sodom ar mirakloù a zo bet graet ez kreiz, e vije c'hoazh hiziv en he sav.
Matt BretonNT 11:24  Setu perak en lavaran deoc'h, e deiz ar varn, e vo dousoc'h da Vro-Sodom eget dit.
Matt BretonNT 11:25  En amzer-se Jezuz a gemeras ar gomz hag a lavaras: Da veuliñ a ran, o Tad, Aotrou an neñv hag an douar, ma ec'h eus kuzhet an traoù-mañ ouzh ar re fur hag ouzh ar re skiantek ha ma ec'h eus o diskuliet d'ar vugale!
Matt BretonNT 11:26  Ya, o Tad, kement-se a zo evel-se dre ma ec'h eus e gavet mat.
Matt BretonNT 11:27  Pep tra a zo bet roet din gant va Zad, ha den ne oar piv eo ar Mab nemet an Tad, na piv eo an Tad kennebeut nemet ar Mab, hag an hini e fell d'ar Mab e ziskuliañ dezhañ.
Matt BretonNT 11:28  Deuit da'm c'havout, c'hwi holl a zo skuizh ha bec'hiet, ha me ho tiboanio.
Matt BretonNT 11:29  Kemerit va yev warnoc'h ha deskit diganin, rak me a zo dous hag izelek a galon, hag e kavot diskuizh d'hoc'h eneoù.
Chapter 12
Matt BretonNT 12:1  En amzer-se Jezuz a dremenas dre barkeier ed un deiz sabad. E ziskibien, naon ganto, en em lakaas da ziframmañ tañvouezennoù ha d'o zebriñ.
Matt BretonNT 12:2  Ar farizianed, o welout kement-se, a lavaras dezhañ: Setu, da ziskibien a ra ar pezh n'eo ket aotreet ober e-pad ar sabad?
Matt BretonNT 12:3  Eñ a lavaras dezho: Ha n'hoc'h eus ket lennet ar pezh a reas David p'en doa naon, eñ hag ar re a oa gantañ,
Matt BretonNT 12:4  penaos ez eas e ti Doue hag e tebras baraoù a ginnig, petra bennak na oa aotreet o debriñ, nag e-unan, nag ar re a oa gantañ, nemet ar veleien hepken?
Matt BretonNT 12:5  Pe n'hoc'h eus ket lennet el lezenn penaos d'an deizioù sabad, ar veleien a dorr ar sabad en templ hag ez int divlam?
Matt BretonNT 12:6  Met me a lavar deoc'h, bez' ez eus amañ un dra bennak brasoc'h eget an templ.
Matt BretonNT 12:7  Mar gouefec'h ar pezh a dalv: Trugarez a fell din ha nann aberzhoù, n'ho pefe ket kondaonet tud didamall.
Matt BretonNT 12:9  O vezañ aet ac'hane, eñ a yeas en hor sinagogenn.
Matt BretonNT 12:10  Ha setu, e oa eno un den en doa un dorn disec'het. Hag e c'houlennjont digantañ: Hag aotreet eo yac'haat d'an deizioù sabad? Evit e damall e oa.
Matt BretonNT 12:11  Eñ a respontas dezho: Pehini ac'hanoc'h, mar en deus un dañvad ha ma kouezh en ur poull un deiz sabad, ne zeu ket d'e dennañ ha d'e sevel?
Matt BretonNT 12:12  Pegement e dalv muioc'h un den eget un dañvad! Dre-se e c'heller ober vat d'an deizioù sabad.
Matt BretonNT 12:13  Neuze e lavaras d'an den: Astenn da zorn. Hag ec'h astennas anezhañ hag e teuas yac'h evel egile.
Matt BretonNT 12:14  Ar farizianed, o vezañ aet er-maez, a zalc'has raktal kuzul a-enep dezhañ evit e lakaat da vervel.
Matt BretonNT 12:15  Met Jezuz, o c'houzout kement-se, en em dennas ac'hane. Kalz a dud a yeas war e lerc'h. Eñ o yac'haas holl
Matt BretonNT 12:16  ha gourc'hemenn a reas start dezho na zisklêrjent ket anezhañ,
Matt BretonNT 12:17  evit ma vije peurc'hraet ar pezh a oa bet lavaret gant ar profed Izaia:
Matt BretonNT 12:18  Setu va servijer am eus dibabet, va c'haret-mat, ennañ va ene en deus kemeret plijadur. Lakaat a rin va Spered warnañ hag ec'h embanno ar reizhder d'ar broadoù,
Matt BretonNT 12:19  ne rioto ket, ne grio ket, den ne glevo e vouezh er straedoù,
Matt BretonNT 12:20  ne frigaso ket ar raosklenn dorret, ne vougo ket al lutigenn a zivoged c'hoazh, ken en devo lakaet ar reizhder da drec'hiñ,
Matt BretonNT 12:22  Neuze e voe degaset dezhañ un den dalc'het gant un diaoul dall ha mut hag e yac'haas anezhañ, en hevelep doare ma komze ha ma wele an hini a oa bet dall ha mut.
Matt BretonNT 12:23  An holl bobl a voe souezhet bras hag a lavare: Ha n'eo ket hemañ Mab David?
Matt BretonNT 12:24  Met ar farizianed, pa glevjont kement-se, a lavaras: Hennezh ne gas kuit an diaouled nemet dre Veelzebul, priñs an diaouled.
Matt BretonNT 12:25  Jezuz, oc'h anavezout o soñjezonoù, a lavaras dezho: Pep rouantelezh dizunanet ganti hec'h-unan a zeuio da netra, ha pep kêr pe pep tiegezh dizunanet gantañ e-unan ne c'hello ket padout.
Matt BretonNT 12:26  Mar deu Satan da gas Satan kuit, emañ eta dizunanet gantañ e-unan. Penaos e pado e rouantelezh?
Matt BretonNT 12:27  Mar kasan kuit an diaouled dre Veelzebul, dre biv o c'has kuit ho mibien? Dre-se e vint ho parnerien.
Matt BretonNT 12:28  Met mar kasan kuit an diaouled dre Spered Doue, eo eta gwir penaos eo rouantelezh Doue deuet betek ennoc'h.
Matt BretonNT 12:29  Pe, penaos e c'hell unan bennak mont e ti un den kreñv ha preizhañ e vadoù, nemet en defe da gentañ ereet an den kreñv-se? Neuze hepken e preizho e di.
Matt BretonNT 12:30  An hini n'emañ ket ganin a zo a-enep din, hag an hini na zastum ket ganin a stlabez.
Matt BretonNT 12:31  Rak-se e lavaran deoc'h, pep pec'hed ha pep gwallgomz a vo pardonet d'an dud, met ar wallgomz a-enep ar Spered-Santel ne vo ket pardonet dezho.
Matt BretonNT 12:32  Piv bennak a gomzo a-enep Mab an den, e vo pardonet dezhañ, met piv bennak a gomzo a-enep ar Spered-Santel, ne vo ket pardonet dezhañ nag er c'hantved-mañ nag er c'hantved da zont.
Matt BretonNT 12:33  Pe lavarit eo mat ar wezenn hag eo mat he frouezh, pe lavarit eo fall ar wezenn hag eo fall he frouezh, rak anavezout a reer ur wezenn diouzh he frouezh.
Matt BretonNT 12:34  Lignez a naered-gwiber, penaos e c'hellfec'h lavarout traoù mat, fall evel ma'z oc'h? Rak eus leunder ar galon e komz ar genoù.
Matt BretonNT 12:35  An den mat a denn traoù mat eus teñzor mat ar galon, hag an den fall a denn traoù fall eus an teñzor fall.
Matt BretonNT 12:36  Me a lavar deoc'h, e deiz ar varn, an dud a rento kont eus pep ger didalvez o devo lavaret.
Matt BretonNT 12:37  Rak diwar da gomzoù e vi reishaet ha diwar da gomzoù e vi kondaonet.
Matt BretonNT 12:38  Neuze ur re bennak eus ar skribed hag eus ar farizianed a gemeras ar gomz hag a lavaras: Mestr, ni hor befe c'hoant da welout ur mirakl graet ganit.
Matt BretonNT 12:39  Eñ a respontas dezho: Ur rummad fall hag avoultr a c'houlenn ur mirakl, ne vo roet mirakl ebet dezhañ, nemet mirakl ar profed Jona.
Matt BretonNT 12:40  Rak evel ma voe Jona tri devezh ha teir nozvezh e kof ur pesk bras, evel-se e vo Mab an den tri devezh ha teir nozvezh e kalon an douar.
Matt BretonNT 12:41  Tud Ninive a savo e deiz ar varn gant ar rummad-mañ hag a gondaono anezhañ, abalamour m'o deus bet keuz goude prezegenn Jona, ha setu, ez eus amañ brasoc'h eget Jona.
Matt BretonNT 12:42  Rouanez ar C'hreisteiz a savo e deiz ar varn gant ar rummad-mañ hag a gondaono anezhañ, abalamour ma teuas eus penn pellañ an douar evit klevout furnez Salomon, ha setu, ez eus amañ brasoc'h eget Salomon.
Matt BretonNT 12:43  Pa vez aet kuit ur spered hudur eus un den, ez a dre lec'hioù sec'h da glask diskuizh, ha ne gav ket.
Matt BretonNT 12:44  Neuze e lavar: Distreiñ a rin da'm zi a-belec'h on deuet; pa zeu, e kav anezhañ goullo, skubet ha kempennet.
Matt BretonNT 12:45  Neuze ez a, e kemer gantañ seizh spered all gwashoc'h egetañ, ez eont hag e chomont ennañ, ha stad diwezhañ an den-se a zeu gwashoc'h eget an hini gentañ. Evel-se e c'hoarvezo gant ar rummad fall-mañ.
Matt BretonNT 12:46  Evel ma komze c'hoazh ouzh ar bobl, setu, e vamm hag e vreudeur a chome er-maez hag a glaske komz outañ.
Matt BretonNT 12:47  Unan bennak a lavaras dezhañ: Da vamm ha da vreudeur a zo aze er-maez hag a glask komz ouzhit.
Matt BretonNT 12:48  Met e respontas d'an hini en doa lavaret-se dezhañ: Piv eo va mamm ha piv eo va breudeur?
Matt BretonNT 12:49  Hag, oc'h astenn e zorn war-zu e ziskibien, e lavaras: Setu va mamm ha va breudeur.
Matt BretonNT 12:50  Rak piv bennak a ra bolontez va Zad a zo en neñvoù, hennezh eo va breur ha va c'hoar ha va mamm.
Chapter 13
Matt BretonNT 13:1  An devezh-se, Jezuz, o vezañ aet er-maez eus an ti, a azezas e-tal ar mor.
Matt BretonNT 13:2  Ur bobl vras o vezañ en em zastumet en e gichen, e pignas en ur vag, ec'h azezas, hag an holl bobl a chomas war an aod.
Matt BretonNT 13:3  Komz a reas dezho dre barabolennoù war galz a draoù hag e lavaras: Setu, un hader a yeas er-maez da hadañ.
Matt BretonNT 13:4  Evel ma hade, ul lodenn eus an had a gouezhas a-hed an hent, hag al laboused a zeuas hag he debras holl.
Matt BretonNT 13:5  Ul lodenn all a gouezhas war ul lec'h meinek e-lec'h ma oa nebeut a zouar, kerkent e savas rak ne oa ket aet don en douar,
Matt BretonNT 13:6  met pa zeuas an heol, e voe devet, ha dre ma ne oa ket a wrizienn, e sec'has.
Matt BretonNT 13:7  Ul lodenn all a gouezhas e-touez ar spern, hag ar spern a greskas hag he mougas.
Matt BretonNT 13:8  Ul lodenn all a gouezhas en douar mat, hag e roas frouezh, ur c'hreunenn kant, unan all tri-ugent, unan all tregont.
Matt BretonNT 13:9  Ra selaouo, an neb en deus divskouarn da glevout.
Matt BretonNT 13:10  E ziskibien a dostaas hag a lavaras dezhañ: Perak e komzez outo dre barabolennoù?
Matt BretonNT 13:11  Jezuz a respontas dezho: Dre ma'z eo roet deoc'h da anavezout misterioù rouantelezh an neñvoù, ha ma n'eo ket roet kement-se dezho.
Matt BretonNT 13:12  Rak roet e vo d'an neb en deus hag en devo a-fonn, met an hini n'en deus ket, e vo lamet digantañ zoken ar pezh en deus.
Matt BretonNT 13:13  Rak-se e komzan dezho dre barabolennoù, abalamour o welout ne welont ket hag o klevout ne glevont ha ne gomprenont ket.
Matt BretonNT 13:14  Enno eo peurc'hraet ar brofediezh-mañ Izaia a lavar: C'hwi a glevo gant ho tivskouarn ha ne gomprenot ket. C'hwi a sello gant ho taoulagad ha ne welot ket.
Matt BretonNT 13:15  Rak kalon ar bobl-mañ a zo deuet digizidik. Pounnerglevet o deus o divskouarn ha serret o deus o daoulagad, gant aon na zeufe o daoulagad da welout, o divskouarn da glevout, o c'halon da gompren, na zistrofent, ha na yac'hafen anezho.
Matt BretonNT 13:16  Eürus eo ho taoulagad abalamour ma welont, hag ho tivskouarn abalamour ma klevont.
Matt BretonNT 13:17  Rak me a lavar deoc'h e gwirionez, kalz a brofeded hag a dud reizh o deus c'hoantaet gwelout ar pezh a welit ha n'o deus ket e welet, ha klevout ar pezh a glevit ha n'o deus ket e glevet.
Matt BretonNT 13:19  Pa selaou un den ger ar rouantelezh ha pa ne gompren ket anezhañ, an hini fall a zeu hag a skrap ar pezh a zo bet hadet en e galon: hennezh eo an hini en deus degemeret an had a-hed an hent.
Matt BretonNT 13:20  An hini en deus degemeret an had el lec'hioù meinek, eo an hini a glev ar ger hag e zegemer kerkent gant levenez,
Matt BretonNT 13:21  met n'en deus ket a wrizienn ennañ e-unan, ne bad nemet ur pennad ha, pa zeu ar glac'har pe an heskinerezh abalamour d'ar ger, e kav kerkent un abeg da gouezhañ.
Matt BretonNT 13:22  An hini en deus degemeret an had e-touez an drein, eo an hini a glev ar ger, met prederioù ar bed-mañ ha tromplerezh ar pinvidigezhioù a voug ar ger hag e laka difrouezh.
Matt BretonNT 13:23  An hini en deus degemeret an had en douar mat, eo an hini a glev ar ger, en kompren hag a zoug frouezh, ur c'hreunenn a ro kant, unan all tri-ugent, unan all tregont.
Matt BretonNT 13:24  Kinnig a reas dezho ur barabolenn all hag e lavaras: Rouantelezh an neñvoù a zo heñvel ouzh un den en deus hadet had mat en e bark.
Matt BretonNT 13:25  Met e-pad ma oa kousket an dud, e enebour a zeuas, a hadas dreog e-touez an ed hag a yeas kuit.
Matt BretonNT 13:26  Pa voe kresket ar geot ha deuet e frouezh, neuze en em ziskouezas ivez an dreog.
Matt BretonNT 13:27  Mevelien mestr an ti a zeuas da lavarout dezhañ: Aotrou, ha ne'c'h eus ket hadet had mat ez park? Penaos eta ez eus dreog ennañ?
Matt BretonNT 13:28  Eñ a respontas dezho: Un enebour din en deus graet kement-se. Ar vevelien a lavaras dezhañ: Fellout a ra dit ec'h afemp d'e dennañ?
Matt BretonNT 13:29  Nann, emezañ, gant aon o tennañ an dreog, na ziwriziennfec'h ivez an ed.
Matt BretonNT 13:30  Lezit o-daou da greskiñ betek an eost; ha da amzer an eost, e lavarin d'ar vederien: Tennit da gentañ an dreog hag endrammit eñ evit e zeviñ, met dastumit an ed em solier.
Matt BretonNT 13:31  Kinnig a reas dezho ur barabolenn all hag e lavaras: Rouantelezh an neñvoù a zo heñvel ouzh ur c'hreunenn sezo a gemer un den hag a had en e bark.
Matt BretonNT 13:32  Ar bihanañ eus an holl hadoù eo, met pa'z eo kresket, ez eo brasoc'h eget al louzoù hag e teu da vezañ ur wezenn, en hevelep doare ma teu laboused an neñv da chom en he brankoù.
Matt BretonNT 13:33  Lavarout a reas dezho ar barabolenn all-mañ: Rouantelezh a neñvoù a zo heñvel ouzh ur goell a gemer ur wreg hag a laka e tri saton (~ 30 l) bleud, betek ma vo an toaz goet holl.
Matt BretonNT 13:34  Jezuz a lavaras an holl draoù-se d'ar bobl e parabolennoù, ha ne gomze ket outo hep parabolenn,
Matt BretonNT 13:35  evit ma vije peurc'hraet ar pezh a oa bet lavaret gant ar profed: Digeriñ a rin va genoù gant parabolennoù, disklêriañ a rin traoù kuzhet abaoe krouidigezh ar bed.
Matt BretonNT 13:36  Neuze Jezuz, o vezañ kaset kuit ar bobl, a zeuas en ti. E ziskibien a dostaas outañ, o lavarout: Displeg deomp parabolenn dreog ar park.
Matt BretonNT 13:37  Eñ a respontas dezho: An hini a had an had mat eo Mab an den;
Matt BretonNT 13:38  ar park eo ar bed; an had mat eo bugale ar rouantelezh; an dreog eo bugale an droug;
Matt BretonNT 13:39  an enebour en deus e hadet eo an diaoul; an eost eo fin ar bed; ar vederien eo an aeled.
Matt BretonNT 13:40  Evel ma tenner an dreog ha ma e daoler en tan, evel-se e c'hoarvezo e fin ar bed.
Matt BretonNT 13:41  Mab an den a gaso e aeled da dennañ eus e rouantelezh an holl abegoù a wallskouer hag ar re a ra an direizhder,
Matt BretonNT 13:42  hag e taolint anezho en ur forn-dan, e-lec'h ma vo goueladegoù ha grigoñsadegoù-dent.
Matt BretonNT 13:43  Neuze an dud reizh a lugerno evel an heol e rouantelezh o Zad. Ra selaouo, an neb en deus divskouarn da glevout.
Matt BretonNT 13:44  Rouantelezh an neñvoù a zo c'hoazh heñvel ouzh un teñzor kuzhet en ur park. Pa gav un den anezhañ, en kuzh ha, leun a levenez, ez a da werzhañ kement en deus hag e pren ar park-se.
Matt BretonNT 13:45  Rouantelezh an neñvoù a zo c'hoazh heñvel ouzh ur marc'hadour a glask perlez kaer.
Matt BretonNT 13:46  Kavet en deus ur berlezenn brizius meurbet, aet eo da werzhañ kement en doa hag en deus he frenet.
Matt BretonNT 13:47  Rouantelezh an neñvoù a zo c'hoazh heñvel ouzh ur roued taolet er mor hag a zastum pesked a bep seurt.
Matt BretonNT 13:48  Pa'z eo leun, e tennont anezhi war an aod. Goude bezañ azezet, e lakaont ar re vat e listri hag e taolont kuit ar re fall.
Matt BretonNT 13:49  Evel-se e c'hoarvezo e fin ar bed. An aeled a zeuio hag a zispartio ar re zrouk eus a-douez ar re reizh
Matt BretonNT 13:50  hag e taolint anezho en ur forn-dan, e-lec'h ma vo goueladegoù ha grigoñsadegoù-dent.
Matt BretonNT 13:51  Jezuz a lavaras dezho: Ha komprenet mat hoc'h eus an holl draoù-se? Ya Aotrou, a respontjont.
Matt BretonNT 13:52  Hag e lavaras dezho: Dre-se, kement skrib desket diwar-benn ar pezh a sell ouzh rouantelezh an neñvoù a zo heñvel ouzh ur penn-tiegezh a denn traoù nevez ha traoù kozh eus e deñzor.
Matt BretonNT 13:53  Goude m'en doe Jezuz peurlavaret ar barabolennoù-se, ez eas kuit ac'hano.
Matt BretonNT 13:54  O vezañ deuet en e vro, e kelennas anezho en o sinagogenn, en hevelep doare ma oant souezhet ha ma lavarent: A-belec'h e teu dezhañ ar furnez hag ar mirakloù-se?
Matt BretonNT 13:55  Ha n'eo ket mab ar c'halvez? Ha n'eo ket Mari eo e vamm? Jakez, Jozez, Simon ha Jud, ha n'int ket e vreudeur?
Matt BretonNT 13:56  E c'hoarezed, ha n'emaint ket holl en hon touez? A-belec'h eta e teu dezhañ an holl draoù-se?
Matt BretonNT 13:57  Hag e kavent tamall ennañ. Met Jezuz a lavaras dezho: Ur profed a zo enoret, nemet en e vro e-unan hag en e di e-unan.
Matt BretonNT 13:58  Ha ne reas ket kalz a virakloù el lec'h-se abalamour d'o diskredoni.
Chapter 14
Matt BretonNT 14:1  En amzer-se, Herodez an tetrark, o vezañ klevet komz eus Jezuz,
Matt BretonNT 14:2  a lavaras d'e servijerien: Yann-Vadezour eo! Adsavet eo a-douez ar re varv, ha dre-se eo en em ra mirakloù drezañ.
Matt BretonNT 14:3  Rak Herodez en doa kaset da gemer Yann hag en doa e ereet ha lakaet er prizon abalamour da Herodiaz, gwreg Filip e vreur,
Matt BretonNT 14:4  rak Yann a lavare dezhañ: N'eo ket aotreet dit he c'haout evit gwreg.
Matt BretonNT 14:5  C'hoant en doa d'e lakaat da vervel, met aon en doa rak ar bobl, dre ma oa kemeret ganto evit ur profed.
Matt BretonNT 14:6  Met da zeiz ganedigezh Herodez, merc'h Herodiaz a zañsas dirazo, hag a blijas da Herodez,
Matt BretonNT 14:7  en hevelep doare ma roas e c'her dezhi gant le penaos e roje dezhi ar pezh a c'houlennje.
Matt BretonNT 14:8  Aliet gant he mamm, e lavaras: Ro din amañ, war ur plad, penn Yann-Vadezour.
Matt BretonNT 14:9  Ar roue a voe glac'haret, met, abalamour d'e le ha d'ar re a oa azezet gantañ, e c'hourc'hemennas e reiñ dezhi,
Matt BretonNT 14:11  E benn a voe degaset war ur plad ha roet d'ar plac'h yaouank, hag ar plac'h yaouank e roas d'he mamm.
Matt BretonNT 14:12  Diskibien Yann a zeuas, a gemeras e gorf hag a sebeilhjont anezhañ. Hag ez ejont d'henn lavarout da Jezuz.
Matt BretonNT 14:13  Pa glevas Jezuz kement-se, ez eas kuit ac'hano en ur vag evit en em dennañ a-du en ul lec'h distro. Ar bobl, o vezañ klevet-se, en heulias war droad eus ar c'hêrioù.
Matt BretonNT 14:14  Jezuz, o vezañ aet er-maez, a welas ul lod bras a dud, en doe truez outo hag a yac'haas o c'hlañvourien.
Matt BretonNT 14:15  An abardaez o vezañ deuet, e ziskibien a dostaas outañ hag a lavaras: Al lec'h-mañ a zo distro ha diwezhat eo, kas kuit ar bobl, evit ma'z aint er bourc'hioù da brenañ boued.
Matt BretonNT 14:16  Jezuz a lavaras dezho: N'o deus ket ezhomm da vont kuit, roit hoc'h-unan da zebriñ dezho.
Matt BretonNT 14:17  Lavarout a rejont dezhañ: N'hon eus amañ nemet pemp bara ha daou besk.
Matt BretonNT 14:19  Hag e c'hourc'hemennas d'ar bobl azezañ war ar geot, kemer a reas ar pemp bara hag an daou besk hag, o sevel e zaoulagad etrezek an neñv, e vennigas, e torras ar baraoù hag o roas d'e ziskibien, hag an diskibien d'ar bobl.
Matt BretonNT 14:20  Debriñ a rejont holl hag o doa a-walc'h, hag e kasjont ganto daouzek panerad leun eus an tammoù a oa manet.
Matt BretonNT 14:21  Ar re o doa debret a oa war-dro pemp mil den, hep ar gwragez hag ar vugale.
Matt BretonNT 14:22  Kerkent goude, Jezuz a lakaas e ziskibien da vont er vag ha d'e ziaraogiñ en tu all, e-pad ma kasje ar bobl en o hent.
Matt BretonNT 14:23  P'en doe kaset kuit ar bobl, e pignas war ar menez evit pediñ a-du. An abardaez o vezañ deuet, e oa eno e-unan.
Matt BretonNT 14:24  Ar vag a oa dija e-kreiz ar mor, gwallgaset gant ar gwagennoù, rak an avel a oa en o enep.
Matt BretonNT 14:25  D'ar bedervet beilhadenn eus an noz, Jezuz a zeuas d'o c'havout o kerzhout war ar mor.
Matt BretonNT 14:26  Pa welas an diskibien anezhañ o kerzhout war ar mor, o doa spont hag e lavarjont: Un teuz eo! Hag e krijont gant ar spont.
Matt BretonNT 14:27  Kerkent Jezuz a lavaras dezho: Ho pet fiziañs, me eo, n'ho pet ket aon!
Matt BretonNT 14:28  Pêr a respontas dezhañ: Aotrou, mar d-eo te, gourc'hemenn ac'hanon da vont da'z kavout war an doureier.
Matt BretonNT 14:29  Hag eñ a lavaras: Deus! Pêr a ziskennas eus ar vag hag a gerzhas war an doureier evit mont da gavout Jezuz.
Matt BretonNT 14:30  Met, pa welas e oa kreñv an avel, en doa aon hag, evel ma kroge da sankañ en dour, e krias o lavarout: Aotrou, va savete!
Matt BretonNT 14:31  Raktal Jezuz, oc'h astenn e zorn, a grogas ennañ hag a lavaras dezhañ: Den a nebeut a feiz, perak ac'h eus diskredet?
Matt BretonNT 14:33  Ar re a oa er vag a zeuas hag a azeulas anezhañ, o lavarout: Te eo evit gwir Mab Doue.
Matt BretonNT 14:34  P'o doe treuzet ar mor, e teujont da vro C'henezared.
Matt BretonNT 14:35  Tud al lec'h-mañ, o vezañ anavezet anezhañ, a gasas kannaded en holl vro tro-war-dro, hag e voe degaset dezhañ an holl dud klañv.
Matt BretonNT 14:36  Pediñ a rejont anezhañ d'o lezel da stekiñ hepken ouzh bevenn e zilhad. Ha kement hini a stokas, a voe yac'haet.
Chapter 15
Matt BretonNT 15:1  Neuze skribed ha farizianed a zeuas eus Jeruzalem da gavout Jezuz hag a lavaras:
Matt BretonNT 15:2  Perak e torr da ziskibien hengoun a re gozh? Rak ne walc'hont ket o daouarn pa zebront o fredoù.
Matt BretonNT 15:3  Eñ a respontas dezho: Ha c'hwi, perak e torrit gourc'hemenn Doue gant hoc'h hengoun?
Matt BretonNT 15:4  Rak Doue en deus lavaret: Enor da dad ha da vamm, ha: Piv bennak a villigo e dad pe e vamm a vo lakaet d'ar marv.
Matt BretonNT 15:5  Met c'hwi a lavar: An hini a lavaro d'e dad pe d'e vamm: Ar pezh am bije gallet reiñ dit a zo ur prof,
Matt BretonNT 15:6  n'eo ket dalc'het da enoriñ e dad pe e vamm. C'hwi a gas da netra gourc'hemenn Doue gant hoc'h hengoun.
Matt BretonNT 15:7  Pilpouzed, Izaia en deus profedet mat diwar ho penn, p'en deus lavaret:
Matt BretonNT 15:8  Ar bobl-mañ a dosta ouzhin gant o genoù, a enor ac'hanon gant o muzelloù, met o c'halon a zo pell diouzhin.
Matt BretonNT 15:9  Met en aner eo ec'h enoront ac'hanon, o teskiñ kelennadurezhioù a zo gourc'hemennoù tud.
Matt BretonNT 15:10  O vezañ galvet ar bobl, e lavaras dezho: Selaouit ha komprenit.
Matt BretonNT 15:11  N'eo ket ar pezh a ya er genoù a hudura an den, met ar pezh a zeu er-maez eus ar genoù eo a hudura an den.
Matt BretonNT 15:12  Neuze e ziskibien a dostaas outañ hag a lavaras dezhañ: Gouzout a rez penaos ar farizianed, o klevout ar pezh ac'h eus lavaret, o deus kavet tamall ennañ?
Matt BretonNT 15:13  Eñ a respontas: Pep plantenn n'eo ket bet plantet gant va Zad a zo en neñv, a vo diwriziennet.
Matt BretonNT 15:14  Lezit anezho, tud dall int o ren tud dall. Mar ren un den dall un den dall all, e kouezhint o-daou er poull.
Matt BretonNT 15:15  Pêr, o kemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Displeg deomp ar barabolenn-se.
Matt BretonNT 15:16  Ha Jezuz a lavaras: Ha bez' oc'h c'hwi ivez c'hoazh hep skiant?
Matt BretonNT 15:17  Ne gomprenit ket penaos kement a ya er genoù, a ziskenn er c'hof hag a vez taolet er foz?
Matt BretonNT 15:18  Met ar pezh a zeu er-maez eus ar genoù a zeu eus ar galon, ha kement-se eo ar pezh a hudura an den.
Matt BretonNT 15:19  Rak eus ar galon e teu ar soñjoù fall, ar muntroù, an avoultriezh, ar gastaouerezh, al laeroñsioù, ar falstestenioù, an droukkomzoù.
Matt BretonNT 15:20  Setu aze an traoù a hudura an den, met debriñ hep bezañ gwalc'het an daouarn, an dra-se ne hudura ket an den.
Matt BretonNT 15:21  Jezuz, o vezañ aet ac'hano, en em dennas da gostezioù Tir ha Sidon.
Matt BretonNT 15:22  Setu, ur wreg kananeat deuet eus ar vro-se, a grias o lavarout: Az pez truez ouzhin, Aotrou, Mab David! Va merc'h a zo gwall boaniet gant un diaoul.
Matt BretonNT 15:23  Eñ ne respontas ket ur ger dezhi, hag e ziskibien a dostaas outañ hag a bedas anezhañ en ur lavarout: Kas anezhi kuit, rak krial a ra war hol lerc'h.
Matt BretonNT 15:24  Respont a reas: N'on bet kaset nemet etrezek an deñved kollet eus ti Israel.
Matt BretonNT 15:25  Met hi a zeuas hag en em stouas dirazañ, o lavarout: Aotrou, sikour ac'hanon!
Matt BretonNT 15:26  Respont a reas: N'eo ket mat kemer bara ar vugale hag e deurel d'ar chas bihan.
Matt BretonNT 15:27  Gwir eo Aotrou, emezi, met ar chas bihan a zebr ar bruzun a gouezh eus taol o mestroù.
Matt BretonNT 15:28  Neuze Jezuz a respontas dezhi: Gwreg, da feiz a zo bras. Ra vo graet dit evel ma c'hoantaez. Ha war an eur-se, he merc'h a voe yac'haet.
Matt BretonNT 15:29  Jezuz, o vezañ aet ac'hano, a zeuas tost da vor Galilea. O vezañ pignet war ur menez, ec'h azezas eno.
Matt BretonNT 15:30  Neuze ul lod bras a dud a dostaas outañ, ha ganto re gamm, re dall, re vut, re vac'hagnet ha kalz a re glañv, hag e lakajont anezho ouzh treid Jezuz. Eñ o yac'haas,
Matt BretonNT 15:31  en hevelep doare ma voe souezhet an dud pa weljont ar re vut o komz, ar re vac'hagnet yac'haet, ar re gamm o kerzhout, ar re dall o welout. Hag e roent gloar da Zoue Israel.
Matt BretonNT 15:32  Jezuz, o vezañ galvet e ziskibien, a lavaras: Truez am eus ouzh ar bobl-mañ, rak tri devezh a zo emaint em c'hichen ha n'o deus netra da zebriñ. Ne fell ket din o c'has war yun, gant aon na vankfe o nerzh en hent.
Matt BretonNT 15:33  An diskibien a lavaras: Penaos e c'hellfemp kavout el lec'h distro-mañ bara a-walc'h da bredañ kement a dud?
Matt BretonNT 15:34  Jezuz a c'houlennas outo: Pet bara hoc'h eus? Hag int a lavaras: Seizh, hag un nebeud peskedigoù.
Matt BretonNT 15:35  Neuze e c'hourc'hemennas d'ar bobl azezañ war an douar,
Matt BretonNT 15:36  e kemeras ar seizh bara hag ar pesked hag e trugarekaas, o zorras hag o roas d'e ziskibien, hag an diskibien d'ar bobl.
Matt BretonNT 15:37  Debriñ a rejont holl hag o doe a-walc'h, hag e tegasjont seizh panerad leun eus an tammoù a oa manet.
Matt BretonNT 15:38  Ar re o doa debret a oa war-dro pevar mil den, hep ar gwragez hag ar vugale.
Matt BretonNT 15:39  Goude bezañ kaset ar bobl en o hent, e pignas er vag hag e teuas da vro Vagdala.
Chapter 16
Matt BretonNT 16:1  Ar farizianed hag ar sadukeiz a dostaas outañ hag, evit e demptañ, a c'houlennas digantañ diskouez dezho ur mirakl eus an neñv.
Matt BretonNT 16:2  Jezuz a respontas dezho: Diouzh an abardaez, e lavarit: Brav e vo an amzer rak an oabl a zo ruz,
Matt BretonNT 16:3  ha diouzh ar mintin: Arnev a vo rak an oabl a zo teñval-ruz. Pilpouzed, c'hwi a oar anavezout doare an oabl, ha ne c'hellit ket anavezout sinoù an amzerioù!
Matt BretonNT 16:4  Ur rummad fall hag avoultr a c'houlenn ur mirakl, ne vo roet mirakl ebet dezhañ, nemet mirakl ar profed Jona. Hag, o vezañ o lezet, ez eas kuit.
Matt BretonNT 16:5  An diskibien, o tremen en tu all, o doa ankounac'haet kemer bara ganto.
Matt BretonNT 16:6  Jezuz a lavaras dezho: En em virit gant evezh eus goell ar farizianed hag ar sadukeiz.
Matt BretonNT 16:7  An diskibien a soñjas enno o-unan hag a lavaras: Abalamour n'hon eus ket a vara eo.
Matt BretonNT 16:8  Jezuz, o vezañ anavezet kement-se, a lavaras dezho: Perak e soñjit evel-se ennoc'h hoc'h-unan, tud a nebeut a feiz, ez eo dre n'hoc'h eus ket kemeret a vara ganeoc'h?
Matt BretonNT 16:9  Bez' oc'h c'hoazh hep skiant ha n'hoc'h eus ket soñj eus ar pemp bara hag ar pemp mil den, ha pet panerad ho poa kaset ganeoc'h,
Matt BretonNT 16:10  nag eus ar seizh bara hag ar pevar mil den, ha pet panerad ho poa kaset ganeoc'h?
Matt BretonNT 16:11  Penaos eta ne gomprenit ket n'eo ket eus bara em eus komzet pa em eus lavaret deoc'h en em virout eus goell ar farizianed hag ar sadukeiz?
Matt BretonNT 16:12  Neuze e komprenjont penaos n'en doa ket lavaret en em virout eus goell ar bara, met eus kelennadurezh ar farizianed hag ar sadukeiz.
Matt BretonNT 16:13  Jezuz, o vezañ deuet e douar Kezarea-Filip, a c'houlennatas e ziskibien hag a lavaras: Piv a lavar an dud on-me, Mab an den?
Matt BretonNT 16:14  Respont a rejont: Darn a lavar out Yann-Vadezour; darn all, Elia; darn all, Jeremia, pe unan ar brofeded.
Matt BretonNT 16:15  Eñ a lavaras dezho: Ha c'hwi, piv a lavarit ez on?
Matt BretonNT 16:16  Simon-Pêr a respontas: Te eo ar C'hrist, Mab an Doue bev.
Matt BretonNT 16:17  Jezuz, oc'h adkemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Eürus out, Simon mab Jona, rak n'eo ket ar c'hig nag ar gwad o deus diskuliet kement-mañ dit, met va Zad a zo en neñvoù.
Matt BretonNT 16:18  Ha me a lavar dit ivez penaos ez out Pêr, ha war ar roc'h-mañ e savin va Iliz, ha dorioù lec'h ar marv ne drec'hint ket anezhi.
Matt BretonNT 16:19  Reiñ a rin dit alc'houezioù rouantelezh an neñvoù, ar pezh a erei war an douar a vo ereet en neñvoù, hag ar pezh a zierei war an douar a vo diereet en neñvoù.
Matt BretonNT 16:20  Neuze e tifennas gwall start outo lavarout da zen e oa eñ, Jezuz ar C'hrist.
Matt BretonNT 16:21  Adalek neuze, Jezuz en em lakaas da zisklêriañ d'e ziskibien e oa ret dezhañ mont da Jeruzalem, gouzañv kalz a draoù a-berzh an henaourien, ar veleien vras hag ar skribed, bezañ lakaet d'ar marv, hag adsevel a varv d'an trede deiz.
Matt BretonNT 16:22  Pêr, o vezañ e gemeret a-du, en em lakaas d'e repren, o lavarout: Aotrou, az pez truez ouzhit! Kement-se ne c'hoarvezo ket ganit.
Matt BretonNT 16:23  Met eñ, o tistreiñ, a lavaras da Bêr: A-dreñv din, Satan! Ur wallskouer out din, rak da soñjezonoù n'emaint ket hervez an traoù a sell ouzh Doue, met hervez an traoù a sell ouzh an dud.
Matt BretonNT 16:24  Neuze Jezuz a lavaras d'e ziskibien: Mar fell da unan bennak dont war va lerc'h, ra raio dilez anezhañ e-unan, ra gemero e groaz ha ra heulio ac'hanon.
Matt BretonNT 16:25  Rak piv bennak a fello dezhañ saveteiñ e vuhez he c'hollo, met piv bennak a gollo e vuhez abalamour din he c'havo.
Matt BretonNT 16:26  Rak petra a dalvfe da un den gounit ar bed holl, ma kollfe e ene? Pe petra a rofe an den e trok ouzh e ene?
Matt BretonNT 16:27  Rak Mab an den a dle dont e gloar e Dad gant e aeled, ha neuze e roio da bep hini hervez e oberoù.
Matt BretonNT 16:28  Me a lavar deoc'h e gwirionez, ez eus hiniennoù eus a-douez ar re a zo amañ ha ne varvint ket ken n'o devo gwelet Mab an den o tont en e rouantelezh.
Chapter 17
Matt BretonNT 17:1  C'hwec'h devezh goude, Jezuz a gemeras gantañ Pêr, Jakez ha Yann e vreur, hag o c'hasas a-du war ur menez uhel.
Matt BretonNT 17:2  Hag e voe treuzneuziet dirazo. E zremm a lugernas evel an heol hag e zilhad a zeuas gwenn evel ar gouloù.
Matt BretonNT 17:3  Setu, Moizez hag Elia en em ziskouezas dezho, o komz gantañ.
Matt BretonNT 17:4  Pêr, o kemer ar gomz, a lavaras da Jezuz: Aotrou, mat eo deomp chom amañ. Mar fell dit, e raimp amañ teir deltenn, unan evidout, unan evit Moizez, unan evit Elia.
Matt BretonNT 17:5  Komz a rae c'hoazh, pa zeuas ur goabrenn lugernus d'o goleiñ. Ha setu, ur vouezh a zeuas eus ar goabrenn o lavarout: Hemañ eo va Mab karet-mat, ennañ em eus lakaet va holl levenez. Selaouit eñ!
Matt BretonNT 17:6  Pa glevjont ar vouezh-se, an diskibien a gouezhas war o genoù hag o doe ur spont bras.
Matt BretonNT 17:7  Met Jezuz, o tostaat, a stokas outo hag a lavaras dezho: Savit, n'ho pet ket aon!
Matt BretonNT 17:8  Sevel a rejont o daoulagad ha ne weljont den ken nemet Jezuz e-unan.
Matt BretonNT 17:9  Evel ma tiskennent eus ar menez, Jezuz a roas dezho ar gourc'hemenn-mañ: Na gomzit da zen eus ar weledigezh-mañ, ken na vo adsavet Mab an den a-douez ar re varv.
Matt BretonNT 17:10  An diskibien a reas ar goulenn-mañ outañ: Perak eta e lavar ar skribed eo ret da Elia dont da gentañ?
Matt BretonNT 17:11  Jezuz a respontas dezho: Gwir eo Elia a dle dont da gentañ hag adlakaat pep tra.
Matt BretonNT 17:12  Met me a lavar deoc'h penaos Elia a zo dija deuet, ha n'o deus ket e anavezet, met o deus graet dezhañ kement o deus c'hoantaet. Evel-se ivez e tle Mab an den gouzañv eus o ferzh.
Matt BretonNT 17:13  Neuze an diskibien a gomprenas e komze outo diwar-benn Yann-Vadezour.
Matt BretonNT 17:14  O vezañ deuet etrezek ar bobl, un den a dostaas outañ hag en em daolas d'an daoulin dirazañ, o lavarout:
Matt BretonNT 17:15  Aotrou, az pez truez ouzh va mab hag a zo loariek ha gwall boaniet. Alies e kouezh en tan hag alies en dour.
Matt BretonNT 17:16  Degaset em eus anezhañ da'z tiskibien ha n'o deus ket gallet e yac'haat.
Matt BretonNT 17:17  Jezuz a respontas: O rummad diskredik ha fall, betek pegeit e vin ganeoc'h? Betek pegeit e c'houzañvin ac'hanoc'h? Degasit eñ amañ din.
Matt BretonNT 17:18  Jezuz a c'hourdrouzas an diaoul, hag ez eas er-maez anezhañ, hag ar bugel a voe yac'haet war an eur-se.
Matt BretonNT 17:19  Neuze an diskibien a dostaas ouzh Jezuz hag a lavaras dezhañ a-du: Perak n'hon eus ket gallet kas kuit anezhañ?
Matt BretonNT 17:20  Abalamour d'ho tiskredoni eo, a lavaras Jezuz dezho. Me a lavar deoc'h e gwirionez, mar ho pije feiz kement hag ur c'hreunenn sezo, e lavarfec'h d'ar menez-se: Kae ac'hann aze, hag ez afe. Netra ne vefe dibosupl deoc'h.
Matt BretonNT 17:21  Met ar seurt-se ne d-a ket kuit, nemet dre ar bedenn ha dre ar yun.
Matt BretonNT 17:22  E-pad ma'z edont e Galilea, Jezuz a lavaras dezho: Mab an den a dle bezañ lakaet etre daouarn an dud,
Matt BretonNT 17:23  e lakaat a raint d'ar marv, ha d'an trede deiz ec'h adsavo a varv. Bez' e voent gwall c'hlac'haret.
Matt BretonNT 17:24  Pa erruont e Kafarnaoum, ar re a save an didrakm (= pezh arc'hant a 2 drakm, d.l.e. war-dro 8 g) a dostaas ouzh Pêr hag a lavaras dezhañ: Ho mestr, ha ne bae ket an didrakm?
Matt BretonNT 17:25  Ya, emezañ. Pa voe aet en ti, Jezuz a ziarbennas anezhañ hag a lavaras: Petra a gav dit, Simon? Rouaned an douar, digant piv e kemeront an truajoù pe ar gwirioù? Digant o mibien pe digant an diavaezidi?
Matt BretonNT 17:26  Eñ a lavaras dezhañ: Digant an diavaezidi. Jezuz a lavaras dezhañ: Ar vugale eta a zo diskarg diouto.
Matt BretonNT 17:27  Met, evit na roimp ket ur wallskouer dezho, kae d'ar mor, taol an higenn, tenn ar c'hentañ pesk a zeuio, digor e c'henoù hag e kavi ur stater (= pezh arc'hant a 4 drakm, d.l.e. war-dro 16 g). Kemer anezhañ ha ro eñ dezho evidon hag evidout.
Chapter 18
Matt BretonNT 18:1  D'an eur-se an diskibien a dostaas ouzh Jezuz hag a lavaras: Piv eta eo ar brasañ e rouantelezh an neñvoù?
Matt BretonNT 18:2  Jezuz, o vezañ galvet ur bugel bihan, en lakaas en o c'hreiz
Matt BretonNT 18:3  hag a lavaras: Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos ma ne zistroit ket ha ma ne zeuit ket heñvel ouzh bugale vihan, ne d-eot ket e rouantelezh an neñvoù.
Matt BretonNT 18:4  Piv bennak eta en em izelaio evel ar bugel bihan-se a vo ar brasañ e rouantelezh an neñvoù.
Matt BretonNT 18:5  Ha piv bennak a zegemer em anv ur bugel bihan evel hemañ a zegemer ac'hanon.
Matt BretonNT 18:6  Met piv bennak a lakaio da gouezhañ unan eus ar re vihan-se a gred ennon, gwelloc'h e vefe dezhañ e vefe staget ouzh e c'houzoug ur maen milin hag e vefe taolet e donder ar mor.
Matt BretonNT 18:7  Gwalleur d'ar bed abalamour d'an abegoù da gouezhañ! Rak ret eo e teufe abegoù da gouezhañ, met gwalleur d'an den e teu drezañ an abeg da gouezhañ.
Matt BretonNT 18:8  Ma laka ac'hanout da zorn pe da droad da gouezhañ, troc'h anezhañ ha taol anezhañ pell diouzhit. Gwelloc'h eo dit mont er vuhez moñs pe gamm, eget kaout daou zorn pe daou droad ha bezañ taolet en tan peurbadus.
Matt BretonNT 18:9  Ha ma laka ac'hanout da lagad da gouezhañ, diframm anezhañ ha taol anezhañ pell diouzhit. Gwelloc'h eo dit mont er vuhez born, eget kaout da zaoulagad ha bezañ taolet e tan ar gehenn.
Matt BretonNT 18:10  Diwallit da zisprizañ nikun eus ar vugaligoù-mañ, rak me a lavar deoc'h penaos o aeled en neñvoù a wel dalc'hmat dremm va Zad a zo en neñvoù.
Matt BretonNT 18:11  Rak Mab an den a zo deuet da saveteiñ ar re a oa kollet.
Matt BretonNT 18:12  Petra a soñj deoc'h? Mar en deus un den kant dañvad hag e teufe unan anezho da vezañ dianket, ha ne lez ket an naontek ha pevar-ugent all war ar menezioù evit mont da glask an hini a zo dianket?
Matt BretonNT 18:13  Ha mar c'hoarvez dezhañ e gavout, me a lavar deoc'h e gwirionez, bez' en deus muioc'h a levenez diwar-benn hemañ eget diwar-benn an naontek ha pevar-ugent n'int ket bet dianket.
Matt BretonNT 18:14  Evel-se n'eo ket bolontez ho Tad a zo en neñvoù, en em gollfe unan eus ar re vihan-mañ.
Matt BretonNT 18:15  Mar en deus pec'het da vreur a-enep dit, kae ha tamall anezhañ etre te hag eñ e-unan. Mar selaou ac'hanout, ez po gounezet da vreur.
Matt BretonNT 18:16  Met ma ne selaou ket ac'hanout, kemer ganit un den pe zaou, evit ma vo an holl dra reizhet war gomz daou pe dri dest.
Matt BretonNT 18:17  Ma ne selaou ket anezho, lavar d'an Iliz, ha ma ne selaou ket kennebeut an Iliz, ra vo evidout evel ur pagan hag ur publikan.
Matt BretonNT 18:18  Me a lavar deoc'h e gwirionez, ar pezh a ereot war an douar a vo ereet en neñv, hag ar pezh a ziereot war an douar a vo diereet en neñv.
Matt BretonNT 18:19  Me a lavar c'hoazh deoc'h penaos mar en em laka daou ac'hanoc'h a-unvan war an douar evit goulenn un dra bennak, e vo roet dezho gant va Zad a zo en neñvoù.
Matt BretonNT 18:20  Rak e-lec'h ma ez eus daou pe dri dastumet em anv, emaon eno en o c'hreiz.
Matt BretonNT 18:21  Neuze Pêr a dostaas outañ hag a lavaras: Aotrou, pet gwech e pardonin da'm breur pa bec'ho a-enep din? Bez' e vo betek seizh gwech?
Matt BretonNT 18:22  Jezuz a lavaras dezhañ: Ne lavaran ket dit betek seizh gwech, met betek dek ha tri-ugent gwech seizh gwech.
Matt BretonNT 18:23  Dre-se rouantelezh an neñvoù a zo heñvel ouzh ur roue a fellas dezhañ ober rentañ kont d'e servijerien.
Matt BretonNT 18:24  P'en em lakaas da gontañ, e voe degaset dezhañ unan a dlee dek mil talant (1 talant = 6000 drakm, d.l.e. war-dro 30 kg a arc'hant).
Matt BretonNT 18:25  Dre ma n'en doa ket peadra da baeañ, e vestr a roas urzh d'e werzhañ, eñ, e wreg, e vugale ha kement en doa, evit paeañ e zle.
Matt BretonNT 18:26  Ar servijer, oc'h en em strinkañ d'e dreid, a bedas anezhañ o lavarout: Aotrou, ro amzer din hag e paein dit va holl zle.
Matt BretonNT 18:27  O kaout truez outañ, mestr ar servijer-se en lezas da vont hag a bardonas dezhañ e zle.
Matt BretonNT 18:28  Goude ma voe aet kuit, ar servijer-mañ a gavas unan eus e genvreudeur a dlee dezhañ kant diner (1 diner = pezh arc'hant roman war-dro 4 g). O kregiñ ennañ, e waskas e c'houzoug en ur lavarout: Pae ar pezh a dleez din.
Matt BretonNT 18:29  E genvreur, oc'h en em deurel d'e dreid, a bedas anezhañ en ur lavarout: Ro amzer din hag e paein dit holl.
Matt BretonNT 18:30  Met hemañ ne fellas ket dezhañ hag a yeas d'e deurel er prizon, betek m'en doa paeet ar pezh a dlee.
Matt BretonNT 18:31  E genvreudeur, o vezañ gwelet ar pezh en doa graet, a voe glac'haret bras hag a yeas da gontañ d'e aotrou kement a oa c'hoarvezet.
Matt BretonNT 18:32  Neuze ar mestr a reas gervel anezhañ hag a lavaras dezhañ: Servijer drouk, pardonet em boa dit da holl zle dre ma ez poa va fedet.
Matt BretonNT 18:33  Ha ne dlees ket kaout truez ivez ouzh da genvreur evel ma em boa bet truez ouzhit?
Matt BretonNT 18:34  Hag e vestr, o kaout droug ennañ, en roas d'ar vourevien, betek m'en doa paeet kement a dlee.
Matt BretonNT 18:35  Evel-se e raio deoc'h va Zad a zo en neñvoù, ma ne bardon ket pep hini ac'hanoc'h a-greiz e galon e vankoù d'e vreur.
Chapter 19
Matt BretonNT 19:1  P'en doe Jezuz peurlavaret ar c'homzoù-se, ez eas kuit eus Galilea hag e teuas e kostezioù Judea en tu all d'ar Jordan.
Matt BretonNT 19:2  Ur bobl vras a heulias anezhañ, hag eno e yac'haas anezho.
Matt BretonNT 19:3  Ar farizianed a zeuas hag a lavarjont dezhañ evit e demptañ: Hag e c'hell un den kas e wreg kuit evit n'eus forzh peseurt abeg?
Matt BretonNT 19:4  Eñ a respontas: Ha n'hoc'h eus ket lennet penaos ar C'houer, er penn-kentañ, a reas anezho gwaz ha plac'h,
Matt BretonNT 19:5  ha penaos en deus lavaret: Setu perak ar gwaz a guitaio e dad hag e vamm hag en em stago ouzh e wreg, hag an daou a zeuio ur c'hig hepken?
Matt BretonNT 19:6  Evel-se ne d-int mui daou, met ur c'hig hepken. Arabat eo d'an den disrannañ ar pezh a zo bet unanet gant Doue.
Matt BretonNT 19:7  Int a lavaras dezhañ: Perak eta en deus Moizez gourc'hemennet reiñ d'ar wreg ur skrid a dorr-dimeziñ hag he c'has kuit?
Matt BretonNT 19:8  Jezuz a respontas dezho: Abalamour da galeter ho kalon eo en deus Moizez roet galloud deoc'h da gas kuit ho kwragez, met er penn-kentañ ne oa ket evel-se.
Matt BretonNT 19:9  Met me a lavar deoc'h penaos piv bennak a gas kuit e wreg, nemet evit difealded, hag a zimez da unan all, a ra avoultriezh, hag an hini a zimez d'ur wreg a zo bet kaset kuit, a ra avoultriezh.
Matt BretonNT 19:10  E ziskibien a lavaras dezhañ: Mar d-eo evel-se doare an den gant e wreg, n'eo ket talvoudus dimeziñ.
Matt BretonNT 19:11  Eñ a respontas dezho: An holl ne gomprenont ket ar gomz-se, met hepken ar re a zo bet roet dezho.
Matt BretonNT 19:12  Rak bez' ez eus eunuked a zo bet ganet evel-se a gof o mamm, reoù all a zo bet graet eunuked gant an dud, hag ez eus reoù all a zo en em rentet oc'h-unan eunuked abalamour da rouantelezh an neñvoù. Ra gompreno kement-mañ, an neb a c'hell kompren.
Matt BretonNT 19:13  Neuze e voe degaset dezhañ bugale vihan, evit ma lakaje e zaouarn warno ha ma pedje. Met an diskibien o fellae.
Matt BretonNT 19:14  Ha Jezuz a lavaras: Lezit ar vugale vihan ha na zifennit ket outo dont davedon, rak rouantelezh an neñvoù a zo d'ar re a zo heñvel outo.
Matt BretonNT 19:15  Lakaat a reas e zaouarn warno hag ez eas kuit ac'hano.
Matt BretonNT 19:16  Setu, un den a dostaas outañ hag a lavaras: Mestr mat, peseurt mad a dlean d'ober evit kaout ar vuhez peurbadus?
Matt BretonNT 19:17  Eñ a lavaras dezhañ: Perak em galvez mat? Den n'eo mat, nemet unan, Doue hepken. Mar fell dit mont er vuhez, mir ar gourc'hemennoù.
Matt BretonNT 19:18  Pere? emezañ. Jezuz a respontas: Ne vi ket muntrer; ne ri ket avoultriezh; ne laeri ket; ne lavari ket a falstesteni;
Matt BretonNT 19:19  enor da dad ha da vamm; ha, karout a ri da nesañ eveldout da-unan.
Matt BretonNT 19:20  An den yaouank a lavaras dezhañ: Miret em eus an holl draoù-se adalek va yaouankiz. Petra a vank din c'hoazh?
Matt BretonNT 19:21  Jezuz a lavaras dezhañ: Mar fell dit bezañ peurvat, kae, gwerzh kement ac'h eus, ro-se d'ar beorien, hag ez po un teñzor en neñv. Goude-se deus hag heuilh ac'hanon.
Matt BretonNT 19:22  Goude bezañ klevet ar c'homzoù-se, an den yaouank a yeas gwall drist, rak madoù bras en doa.
Matt BretonNT 19:23  Jezuz a lavaras d'e ziskibien: Me a lavar deoc'h e gwirionez, diaes eo d'un den pinvidik mont e-barzh rouantelezh an neñvoù.
Matt BretonNT 19:24  Me a lavar deoc'h c'hoazh, aesoc'h eo d'ur c'hañval tremen dre graoenn un nadoz eget d'un den pinvidik mont e-barzh rouantelezh Doue.
Matt BretonNT 19:25  An diskibien, o vezañ klevet-se, a voe souezhet bras hag a lavaras: Ha piv eta a c'hell bezañ salvet?
Matt BretonNT 19:26  Jezuz, o sellout outo, a lavaras: Dibosupl eo d'an dud, met pep tra a zo posupl da Zoue.
Matt BretonNT 19:27  Pêr, o kemer ar gomz, a lavaras: Setu, ni hon eus dilezet pep tra hag hon eus da heuliet, petra a vo evidomp?
Matt BretonNT 19:28  Jezuz a respontas dezho: Me a lavar deoc'h e gwirionez penaos, c'hwi hag hoc'h eus va heuliet, en eil c'hinivelezh, pa vo Mab an den azezet war dron e c'hloar, e viot ivez azezet war daouzek tron, hag e varnot daouzek meuriad Israel.
Matt BretonNT 19:29  Ha piv bennak en devo kuitaet tiez, pe breudeur, pe c'hoarezed, pe tad, pe mamm, pe gwreg, pe bugale, pe douaroù, abalamour da'm anv, a resevo kant kemend all hag en devo ar vuhez peurbadus da hêrezh.
Matt BretonNT 19:30  Met kalz eus ar re gentañ a vo ar re ziwezhañ, ha kalz eus ar re ziwezhañ a vo ar re gentañ.
Chapter 20
Matt BretonNT 20:1  Rak rouantelezh an neñvoù a zo heñvel ouzh un den, ur penn-tiegezh, a yeas er-maez beure mat da c'hoprañ labourerien evit e winieg.
Matt BretonNT 20:2  Ober a reas marc'had gant al labourerien eus un diner (1 diner = pezh arc'hant roman war-dro 4 g) dre zevezh hag o c'hasas d'e winieg.
Matt BretonNT 20:3  Mont a reas er-maez war-dro an deirvet eur hag e welas re all a oa war ar blasenn hep ober netra.
Matt BretonNT 20:4  Lavarout a reas dezho: It ivez da'm gwinieg hag e roin deoc'h ar pezh a vo reizh. Hag ez ejont.
Matt BretonNT 20:5  Mont a reas adarre er-maez war-dro ar c'hwec'hvet ha war-dro an navet eur, hag e reas an hevelep tra.
Matt BretonNT 20:6  O vezañ aet er-maez war-dro an unnekvet eur, e kavas re all a oa dilabour hag e lavaras dezho: Perak en em zalc'hit amañ a-hed an deiz hep ober netra?
Matt BretonNT 20:7  Respont a rejont dezhañ: Dre n'en deus den ebet gopret ac'hanomp. It ivez da'm gwinieg, emezañ, hag e resevot ar pezh a vo reizh.
Matt BretonNT 20:8  Pa voe deuet an abardaez, mestr ar winieg a lavaras d'e verour: Galv al labourerien ha ro dezho o gopr, en ur vont eus ar re ziwezhañ d'ar re gentañ.
Matt BretonNT 20:9  Re an unnekvet eur, o vezañ deuet, o doe pep a ziner.
Matt BretonNT 20:10  Pa zeuas ar re gentañ, e soñje dezho o dije ouzhpenn, met ar re-mañ a resevas ivez pep a ziner.
Matt BretonNT 20:11  Ouzh e gemer, e c'hrozmoljont a-enep ar penn-tiegezh,
Matt BretonNT 20:12  o lavarout: Ar re ziwezhañ-se n'o deus labouret nemet un eurvezh, hag ec'h eus o lakaet keit ha ni hon eus douget pouez an deiz hag an tommder.
Matt BretonNT 20:13  Eñ a respontas da unan anezho: Va mignon, ne ran gaou ebet ouzhit. Ne'c'h eus ket graet marc'had ganin evit un diner?
Matt BretonNT 20:14  Kemer eta ar pezh a zo dit ha kae kuit. Me a fell din reiñ d'an hini diwezhañ-mañ kement ha dit.
Matt BretonNT 20:15  Ha ne c'hellan ket ober ar pezh a fell din eus va madoù? Pe daoust ha da lagad a zo fall abalamour ma'z on mat?
Matt BretonNT 20:16  Evel-se ar re ziwezhañ a vo ar re gentañ, hag ar re gentañ a vo ar re ziwezhañ. Rak kalz a zo galvet, met nebeut a zo dibabet.
Matt BretonNT 20:17  E-pad ma pigne Jezuz da Jeruzalem, e kemeras a-du an daouzek diskibl hag e lavaras dezho en hent:
Matt BretonNT 20:18  Setu, e pignomp da Jeruzalem ha Mab an den a vo lakaet etre daouarn ar veleien vras ha re ar skribed. E gondaonint d'ar marv
Matt BretonNT 20:19  hag e lakaint anezhañ etre daouarn ar baganed evit ober goap anezhañ, evit e skourjezañ hag e groazstagañ, hag ec'h adsavo a varv d'an trede deiz.
Matt BretonNT 20:20  Neuze mamm mibien Zebedea a dostaas outañ gant he mibien hag en em stouas evit ober ur goulenn digantañ.
Matt BretonNT 20:21  Eñ a lavaras dezhi: Petra a fell dit? Hi a lavaras dezhañ: Gourc'hemenn ma vo va daou vab a zo amañ, azezet ez rouantelezh unan a-zehou hag egile a-gleiz dit.
Matt BretonNT 20:22  Jezuz a respontas: N'ouzoc'h ket ar pezh a c'houlennit. Ha gallout e c'hellit evañ an hanaf a dlean evañ ha bezañ badezet eus ar vadeziant ma tlean bezañ badezet ganti? Int a lavaras dezhañ: Ni a c'hell.
Matt BretonNT 20:23  Lavarout a reas dezho: Gwir eo ec'h evot va hanaf hag e viot badezet eus ar vadeziant am eus da vezañ badezet ganti. Met bezañ azezet a-zehou pe a-gleiz din, n'eo ket me a dle reiñ an dra-se, roet e vo d'ar re ma'z eo bet kempennet evito gant va Zad.
Matt BretonNT 20:24  An dek all o vezañ klevet kement-se, a yeas droug enno a-enep an daou vreur.
Matt BretonNT 20:25  Jezuz o galvas hag a lavaras: Gouzout a rit penaos pennoù ar broadoù a vestroni anezho ha penaos ar re vras a ziskouez o galloud warno.
Matt BretonNT 20:26  Ne vo ket evel-se en ho touez. Met piv bennak a fello dezhañ bezañ bras en ho touez, a vo ho servijer,
Matt BretonNT 20:27  ha piv bennak a fello dezhañ bezañ ar c'hentañ en ho touez, a vo ho sklavour.
Matt BretonNT 20:28  Evel-se n'eo ket deuet Mab an den evit bezañ servijet, met evit servijañ hag evit reiñ e vuhez e daspren evit kalz.
Matt BretonNT 20:29  Pa'z ejont kuit eus Jeriko, ez eas kalz a dud war e lerc'h.
Matt BretonNT 20:30  Ha setu, daou zen dall, azezet war gostez an hent, a glevas e oa Jezuz o tremen, hag e krijont, o lavarout: Az pez truez ouzhimp, Aotrou, Mab David!
Matt BretonNT 20:31  Ar bobl a c'hourdrouze anezho evit o lakaat da devel. Met int a grie kreñvoc'h: Az pez truez ouzhimp, Aotrou, Mab David!
Matt BretonNT 20:32  Jezuz, o chom a sav, o galvas hag a lavaras: Petra a fell deoc'h e rafen evidoc'h?
Matt BretonNT 20:33  Hag e lavarjont dezhañ: Aotrou, ma tigoro hon daoulagad.
Matt BretonNT 20:34  O kaout truez outo, Jezuz a stokas ouzh o daoulagad. Ha raktal o daoulagad a resevjont ar gweled hag ec'h heuilhjont anezhañ.
Chapter 21
Matt BretonNT 21:1  Pa dostajont ouzh Jeruzalem ha ma voent e Betfage, tost da Venez an Olived, Jezuz a gasas daou eus e ziskibien,
Matt BretonNT 21:2  o lavarout dezho: It d'ar vourc'h a zo dirazoc'h, kavout a reot kerkent un azenez stag hag un azen yaouank ganti. Distagit anezho hag o degasit din.
Matt BretonNT 21:3  Mar lavar unan bennak un dra bennak deoc'h, respontit: An Aotrou en deus ezhomm anezho. Ha raktal o lezo da vont.
Matt BretonNT 21:4  Kement-se a c'hoarvezas evit ma vije peurc'hraet ar pezh a oa bet lavaret gant ar profed:
Matt BretonNT 21:5  Lavarit da verc'h Sion: Setu, da roue a zeu da'z kavout, leun a zouster ha pignet war un azen, war un azenig, ebeul un azenez.
Matt BretonNT 21:6  An diskibien a yeas hag a reas ar pezh en doa Jezuz gourc'hemennet dezho.
Matt BretonNT 21:7  Degas a rejont an azenez hag an azenig, hag o vezañ lakaet o dilhad warno, e lakajont anezhañ da azezañ warno.
Matt BretonNT 21:8  Tud e niver bras a astennas o dilhad war an hent, re all a droc'has brankoù gwez hag a c'holoas ganto an hent.
Matt BretonNT 21:9  Ar re a gerzhe a-raok hag ar re a heulie a grie: Hozanna da Vab David! Benniget ra vo an hini a zeu en anv an Aotrou! Hozanna el lec'hioù uhel meurbet!
Matt BretonNT 21:10  Pa voe antreet e Jeruzalem, holl gêr a voe mantret, hag e lavarent: Piv eo hemañ?
Matt BretonNT 21:11  Ar bobl a responte: Jezuz eo, ar profed eus Nazared e Galilea.
Matt BretonNT 21:12  Jezuz, o vezañ aet e templ Doue, a gasas kuit an holl re a werzhe hag a brene en templ. Hag e tiskaras taolioù an drokerien-arc'hant ha kadorioù ar varc'hadourien goulmed.
Matt BretonNT 21:13  Lavarout a reas dezho: Skrivet eo: Va zi a vo galvet un ti a bedenn, met c'hwi hoc'h eus graet anezhañ ur c'havarn laeron.
Matt BretonNT 21:14  Tud dall ha tud kamm a dostaas outañ en templ, hag o yac'haas.
Matt BretonNT 21:15  Met pa welas ar veleien vras hag ar skribed ar burzhudoù a rae ha bugale a grie en templ, o lavarout: Hozanna da Vab David! e savas droug enno.
Matt BretonNT 21:16  Int a lavaras dezhañ: Ha klevout a rez ar pezh a lavaront? Ya, a respontas Jezuz dezho. Ha n'hoc'h eus biskoazh lennet: Tennet ec'h eus meuleudi eus genoù ar vugale hag eus ar re a zo ouzh ar vronn?
Matt BretonNT 21:17  Hag, o vezañ o lezet, ez eas kuit eus kêr evit mont da Vetania, e-lec'h ma tremenas an noz.
Matt BretonNT 21:19  O welout ur wezenn-fiez war an hent, e tostaas outi, met ne gavas enni nemet delioù, hag e lavaras dezhi: Ra ne zeuio biken frouezh ac'hanout! Raktal ar wezenn-fiez a sec'has.
Matt BretonNT 21:20  An diskibien a welas kement-se hag a voe souezhet, o lavarout: Penaos eo deuet ar wezenn-fiez-se da vezañ sec'h raktal?
Matt BretonNT 21:21  Jezuz a respontas dezho: Me a lavar deoc'h e gwirionez, mar ho pije feiz ha ma ne ziskredjec'h ket, n'eo ket hepken ar pezh a zo bet graet d'ar wezenn-fiez e rajec'h, met pa lavarjec'h d'ar menez-se: Sav alese hag en em daol er mor, kement-se en em raje.
Matt BretonNT 21:22  Kement a c'houlennot dre ar bedenn, mar kredit, a vo roet deoc'h.
Matt BretonNT 21:23  Jezuz a yeas en templ hag, e-pad ma kelenne, ar veleien vras hag henaourien ar bobl a zeuas da lavarout dezhañ: Dre beseurt galloud e rez an traoù-se, ha piv en deus roet dit ar galloud-se?
Matt BretonNT 21:24  Jezuz a respontas dezho: Me a c'houlenno ivez un dra ouzhoc'h ha, mar respontit, en hevelep doare e lavarin deoc'h dre beseurt galloud e ran an traoù-se.
Matt BretonNT 21:25  Badeziant Yann, a-belec'h e teue, eus an neñv pe eus an dud? Int a soñjas enno o-unan o lavarout: Mar lavaromp: Eus an neñv, e lavaro: Perak eta n'hoc'h eus ket kredet anezhañ?
Matt BretonNT 21:26  Ha mar lavaromp: Eus an dud, e tleomp doujañ ar bobl, rak an holl a gred e oa Yann ur profed.
Matt BretonNT 21:27  Neuze e respontjont da Jezuz: N'ouzomp ket. Eñ a lavaras dezho d'e dro: Ha me kennebeut ne lavarin ket deoc'h dre beseurt galloud e ran an traoù-se.
Matt BretonNT 21:28  Petra a soñjit? Un den en doa daou vab. O vont etrezek an hini kentañ, e lavaras dezhañ: Va mab, kae hiziv da labourat em gwinieg.
Matt BretonNT 21:29  Eñ a respontas: Ne d-in ket. Goude-se, e teuas keuz dezhañ hag ez eas.
Matt BretonNT 21:30  Dont a reas ivez etrezek egile hag e lavaras an hevelep tra. Hag hemañ a respontas: Mont a ran, aotrou. Met ne d-eas ket.
Matt BretonNT 21:31  Pehini anezho o-daou en deus graet bolontez e dad? Int a lavaras dezhañ: An hini kentañ. Jezuz a lavaras dezho: Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos ar bublikaned hag ar gisti ho tiaraog e rouantelezh Doue.
Matt BretonNT 21:32  Rak Yann a zo deuet d'ho kavout dre hent ar reizhder, ha n'hoc'h eus ket kredet anezhañ. Met ar bublikaned hag ar gisti o deus kredet anezhañ. Ha c'hwi, goude bezañ gwelet kement-se, n'hoc'h eus ket bet keuz goude-se evit e grediñ.
Matt BretonNT 21:33  Selaouit ur barabolenn all. Bez' e oa un den, ur penn-tiegezh, a blantas ur winieg, a reas ur c'harzh en-dro dezhi, a gleuzias enni ur wask hag a savas enni un tour. Neuze e feurmas anezhi da winierien hag ez eas en ur vro all.
Matt BretonNT 21:34  Da amzer ar frouezh e kasas e servijerien etrezek ar winierien evit resev frouezh e winieg.
Matt BretonNT 21:35  Met ar winierien, o vezañ kroget er servijerien, a gannas unan, a lazhas egile hag a veinatas unan all.
Matt BretonNT 21:36  Kas a reas adarre servijerien all, kalz muioc'h eget ar re gentañ, hag e rejont dezho an hevelep tra.
Matt BretonNT 21:37  Da ziwezhañ, e kasas dezho e vab, o lavarout: Doujañ a raint va mab.
Matt BretonNT 21:38  Met ar winierien, pa weljont ar mab, a lavaras etrezo: Setu an heritour, deuit, lazhomp anezhañ ha kemeromp e hêrezh.
Matt BretonNT 21:39  Hag o vezañ kroget ennañ, e taoljont anezhañ er-maez eus ar winieg hag en lazhjont.
Matt BretonNT 21:40  Bremañ, pa zeuio mestr ar winieg, petra a raio d'ar winierien-se?
Matt BretonNT 21:41  Respont a rejont dezhañ: Distrujañ a raio en un doare reuzeudik an dud drouk-se hag e feurmo e winieg da winierien all a roio dezhañ he frouezh en o amzer.
Matt BretonNT 21:42  Jezuz a lavaras dezho: Ha n'hoc'h eus biskoazh lennet er Skriturioù: Ar maen taolet kuit gant ar re a vañsone a zo deuet da vezañ penn ar c'horn; kement-se a zo bet graet gant an Aotrou hag un dra marzhus eo d'hon daoulagad?
Matt BretonNT 21:43  Setu perak e lavaran deoc'h, penaos rouantelezh Doue a vo lamet diganeoc'h ha roet d'ur vroad a roio ar frouezh anezhi.
Matt BretonNT 21:44  An hini a gouezho war ar maen-se a vo brevet, hag an hini a gouezho warnañ a vo friket evel poultr.
Matt BretonNT 21:45  Goude bezañ klevet e barabolennoù, ar veleien vras hag ar farizianed a anavezas mat e komze anezho
Matt BretonNT 21:46  hag a glaskas kregiñ ennañ, met aon o doe rak ar bobl a gemere anezhañ evit ur profed.
Chapter 22
Matt BretonNT 22:1  Jezuz a gomzas a-nevez outo dre barabolennoù hag a lavaras:
Matt BretonNT 22:2  Rouantelezh an neñvoù a zo heñvel ouzh ur roue hag a reas ur goan-eured evit e vab.
Matt BretonNT 22:3  Kas a reas e vevelien da c'hervel ar re a oa bet pedet d'an eured, met ne felle ket dezho dont.
Matt BretonNT 22:4  Kas a reas adarre mevelien all, en ur lavarout: Lavarit d'ar re a zo bet pedet: Setu, va lein am eus fichet, lazhet em eus va ejened ha va loened lard, pep tra a zo prest, deuit d'an eured.
Matt BretonNT 22:5  Met ne rejont van ebet ouzh kement-se hag ez ejont, unan d'e bark, unan all d'e genwerzh,
Matt BretonNT 22:6  ha re all a grogas en e vevelien, o gwallgasas hag o lazhas.
Matt BretonNT 22:7  Pa glevas ar roue kement-se, e savas droug ennañ hag, o vezañ kaset e soudarded, e lakaas da vervel al lazherien-se hag e tevas o c'hêr.
Matt BretonNT 22:8  Neuze e lavaras d'e vevelien: An eured a zo prest, met ar re a oa bet pedet dezhi ne oant ket dellezek anezhi.
Matt BretonNT 22:9  It eta er c'hroazhentoù ha galvit d'an eured ar re holl a gavot.
Matt BretonNT 22:10  E vevelien, o vezañ aet dre an hentoù, a zastumas kement a gavjont, mat ha fall, ha sal an eured a voe leuniet gant tud ouzh taol.
Matt BretonNT 22:11  Ar roue, o vezañ deuet evit gwelout ar re a oa ouzh taol, a welas eno un den n'en doa ket gwisket un dilhad eured.
Matt BretonNT 22:12  Lavarout a reas dezhañ: Mignon, penaos out deuet amañ hep kaout un dilhad eured? Eñ a chomas mut.
Matt BretonNT 22:13  Neuze ar roue a lavaras d'ar vevelien: Ereit e zaouarn hag e dreid, kemerit anezhañ d'e deurel en deñvalijenn a-ziavaez, e-lec'h ma vo goueladegoù ha grigoñsadegoù-dent.
Matt BretonNT 22:15  Neuze ar farizianed a yeas d'en em guzuliañ war an doare d'e dapout en e gomzoù.
Matt BretonNT 22:16  Kas a rejont d'e gavout o diskibien gant an herodianed, da lavarout dezhañ: Mestr, gouzout a reomp penaos out gwirion ha penaos e kelennez hent Doue hervez ar wirionez, hep ober van eus den ebet, rak ne sellez ket ouzh diavaez an dud.
Matt BretonNT 22:17  Lavar deomp eta petra a soñjez: Ha dleet eo paeañ ar gwir da Gezar pe n'eo ket?
Matt BretonNT 22:18  Met Jezuz, oc'h anavezout o fallentez, a lavaras dezho: Perak e temptit ac'hanon, pilpouzed?
Matt BretonNT 22:19  Diskouezit din ar moneiz ma vez paeet ar gwir gantañ. Hag e rojont dezhañ un diner (1 diner = pezh arc'hant roman war-dro 4 g).
Matt BretonNT 22:20  Goulenn a reas outo: Eus piv eo ar skeud hag ar skrid-mañ?
Matt BretonNT 22:21  Int a lavaras dezhañ: Eus Kezar. Neuze e lavaras dezho: Roit eta da Gezar ar pezh a zo da Gezar ha da Zoue ar pezh a zo da Zoue.
Matt BretonNT 22:22  Souezhet eus ar pezh a glevjont, e lezjont anezhañ hag ez ejont kuit.
Matt BretonNT 22:23  An hevelep devezh, ar sadukeiz, ar re a lavar n'eus ket a adsavidigezh a varv, a zeuas d'e gavout hag a reas outañ ar goulenn-mañ:
Matt BretonNT 22:24  Mestr, Moizez en deus lavaret: Mar marv unan bennak hep bugale, e vreur a zimezo d'e intañvez evit sevel ul lignez d'e vreur.
Matt BretonNT 22:25  Bez' e oa en hon touez seizh breur. An hini kentañ a zimezas hag a varvas, hag evel n'en doa ket a vugale, e lezas e wreg d'e vreur.
Matt BretonNT 22:26  En hevelep doare e c'hoarvezas gant an eil, an trede, betek ar seizhvet.
Matt BretonNT 22:28  Neuze en adsavidigezh a varv, da behini ar seizh-se e vo gwreg ? Rak eo bet dezho holl.
Matt BretonNT 22:29  Jezuz a respontas dezho: En dallentez emaoc'h, dre n'anavezit ket ar Skriturioù na galloud Doue.
Matt BretonNT 22:30  Rak en adsavidigezh a varv, ar wazed n'o devo ket a wragez, nag ar gwragez a ezhec'h, met bez' e vint evel aeled Doue en neñv.
Matt BretonNT 22:31  Met diwar-benn an adsavidigezh a varv, ha n'hoc'h eus ket lennet ar pezh en deus Doue lavaret deoc'h:
Matt BretonNT 22:32  Me eo Doue Abraham, Doue Izaak ha Doue Jakob? Doue n'eo ket Doue ar re varv, met Doue ar re vev.
Matt BretonNT 22:33  Ar bobl a selaoue hag a voe souezhet gant e gelennadurezh.
Matt BretonNT 22:34  Ar farizianed, o vezañ klevet penaos en doa lakaet da devel ar sadukeiz, en em zastumas,
Matt BretonNT 22:35  hag unan anezho, un doktor eus al lezenn, a reas ar goulenn-mañ outañ evit e amprouiñ:
Matt BretonNT 22:36  Mestr, pehini eo ar brasañ gourc'hemenn eus al lezenn?
Matt BretonNT 22:37  Jezuz a lavaras dezhañ: Karout a ri an Aotrou da Zoue, eus da holl galon, eus da holl ene, eus da holl soñj.
Matt BretonNT 22:38  Hennezh eo ar c'hentañ hag ar gourc'hemenn brasañ.
Matt BretonNT 22:39  Ha setu an eil a zo heñvel outañ: Karout a ri da nesañ eveldout da-unan.
Matt BretonNT 22:40  An holl lezenn hag ar brofeded a zo dalc'het en daou c'hourc'hemenn-se.
Matt BretonNT 22:41  Evel ma oa ar farizianed en em zastumet, Jezuz a reas ur goulenn outo
Matt BretonNT 22:42  o lavarout: Petra a soñjit eus ar C'hrist? Da biv eo mab? Int a lavaras dezhañ: Da Zavid.
Matt BretonNT 22:43  Jezuz a lavaras dezho: Penaos eta e c'halv David anezhañ, dre ar Spered, Aotrou, pa lavar:
Matt BretonNT 22:44  An Aotrou en deus lavaret da'm Aotrou: Azez a-zehou din, betek ma em bo graet eus da enebourien ur skabell dindan da dreid.
Matt BretonNT 22:45  Mar galv eta David anezhañ Aotrou, penaos eo-eñ e vab?
Matt BretonNT 22:46  Ha den ne c'hellas respont ur ger dezhañ. Adalek an deiz-se, hini ne gredas mui ober goulenn ebet outañ.
Chapter 23
Matt BretonNT 23:2  a lavaras: Ar skribed hag ar farizianed a zo azezet war gador Moizez.
Matt BretonNT 23:3  Grit eta ha mirit kement a lavaront deoc'h da virout, met na rit ket hervez o oberoù. Rak e lavaront met ne reont ket.
Matt BretonNT 23:4  Eren a reont bec'hioù pounner ha diaes da zougen, ha o lakaont war divskoaz an dud, met ne fell ket dezho stekiñ outo gant o biz.
Matt BretonNT 23:5  O holl oberoù a reont evit bezañ gwelet gant an dud. Evel-se o deus fulakterioù ledan ha pempilhoù hir ouzh o dilhad,
Matt BretonNT 23:6  karout a reont ar plasoù kentañ er festoù hag ar c'hadorioù kentañ er sinagogennoù,
Matt BretonNT 23:7  karout a reont bezañ saludet war ar marc'hallac'hioù ha bezañ galvet gant an dud: Mestr, mestr.
Matt BretonNT 23:8  Met c'hwi, na vezit ket galvet Rabbi, rak unan hepken eo ho Mestr, Krist, ha c'hwi holl a zo breudeur.
Matt BretonNT 23:9  Na c'halvit den war an douar ho tad, rak unan hepken eo ho Tad, an hini a zo en neñvoù.
Matt BretonNT 23:10  Na vezit ket galvet mistri, rak unan hepken eo ho Mestr, Krist.
Matt BretonNT 23:12  Piv bennak en em uhela a vo izelaet, ha piv bennak en em izela a vo uhelaet.
Matt BretonNT 23:13  Gwalleur deoc'h, skribed ha farizianed pilpouzed! Abalamour ma serrit rouantelezh an neñvoù ouzh an dud, n'oc'h ket hoc'h-unan aet e-barzh, hag hoc'h eus c'hoazh harzet da vont e-barzh ar re a garje bezañ aet.
Matt BretonNT 23:14  Gwalleur deoc'h, skribed ha farizianed pilpouzed! Abalamour ma dismantrit tiez an intañvezed hag e rit evit ar gweled pedennoù hir. Abalamour da-se e viot barnet garvoc'h.
Matt BretonNT 23:15  Gwalleur deoc'h, skribed ha farizianed pilpouzed! Rak redek a rit dre ar mor hag an douar evit ober ur prozelit, ha pa hoc'h eus e c'hounezet, e rit anezhañ ur mab eus ar gehenn div wech gwashoc'h egedoc'h.
Matt BretonNT 23:16  Gwalleur deoc'h, renerien dall! Lavarout a rit: Mar tou unan bennak dre an templ, kement-se n'eo netra, met mar tou unan bennak dre aour an templ, hennezh a dle derc'hel e gomz.
Matt BretonNT 23:17  Tud diskiant ha dall! Pehini eo ar brasañ, an aour pe an templ a santela an aour-se?
Matt BretonNT 23:18  Mar tou unan bennak dre an aoter, kement-se n'eo netra, met mar tou unan bennak dre ar prof a zo war an aoter, hennezh a dle derc'hel e gomz.
Matt BretonNT 23:19  Tud diskiant ha dall! Pehini eo ar brasañ, ar prof pe an aoter a santela ar prof?
Matt BretonNT 23:20  An neb a dou dre an aoter, a dou drezañ ha dre gement a zo warni.
Matt BretonNT 23:21  An neb a dou dre an templ, a dou drezañ ha dre an Hini a chom ennañ.
Matt BretonNT 23:22  Hag an neb a dou dre an neñv, a dou dre dron Doue ha dre an Hini a zo azezet warnañ.
Matt BretonNT 23:23  Gwalleur deoc'h, skribed ha farizianed pilpouzed! Abalamour ma paeit an deog war ar vent, war an aned ha war ar c'houmin, hag e lezit a-gostez ar pezh a zo ar muiañ talvoudek el lezenn, ar reizhder, an drugarez hag ar feiz. Ar re-se a oa an traoù a dleec'h d'ober, hep koulskoude dilezel ar re all.
Matt BretonNT 23:24  Renerien dall! Silañ a rit ar fubuenn hag e lonkit ar c'hañval.
Matt BretonNT 23:25  Gwalleur deoc'h, skribed ha farizianed pilpouzed! Abalamour ma naetait diavaez an hanaf hag ar plad, met en diabarzh oc'h leun a laeroñsi hag a zireizhder.
Matt BretonNT 23:26  Farizian dall! Naeta da gentañ an diabarzh eus an hanaf hag eus ar plad, evit ma teuio ivez an diavaez da vezañ naet.
Matt BretonNT 23:27  Gwalleur deoc'h, skribed ha farizianed pilpouzed! Abalamour ma'z oc'h heñvel ouzh bezioù gwennet, en em ziskouez kaer en diavaez, hag a zo leun a eskern tud varv hag a bep dic'hlanded en diabarzh.
Matt BretonNT 23:28  Evel-se c'hwi ivez, en diavaez en em ziskouezit reizh d'an dud, met en diabarzh oc'h leun a bilpouzerezh hag a zireizhder.
Matt BretonNT 23:29  Gwalleur deoc'h, skribed ha farizianed pilpouzed! Abalamour ma savit bezioù d'ar brofeded ha ma vravait bezioù an dud reizh,
Matt BretonNT 23:30  en ur lavarout: Mar vijemp bet en amzer hon tadoù, ne vijemp ket en em unanet ganto da skuilh gwad ar brofeded.
Matt BretonNT 23:31  Testiñ a rit evel-se a-enep deoc'h hoc'h-unan penaos oc'h mibien ar re o deus lazhet ar brofeded.
Matt BretonNT 23:33  Naered, lignez a naered-gwiber! Penaos e tec'hot diouzh kastiz ar gehenn?
Matt BretonNT 23:34  Dre-se, setu, e kasan deoc'h profeded, tud fur ha skribed. Lazhañ a reot darn hag o stago ouzh ar groaz, skourjezañ a reot darn all en ho sinagogennoù hag heskinañ a reot anezho eus an eil kêr d'eben,
Matt BretonNT 23:35  evit ma kouezho warnoc'h an holl wad reizh a zo bet skuilhet war an douar, adalek gwad Abel ar reizh betek gwad Zakaria mab Barakia, hoc'h eus lazhet etre an templ hag an aoter.
Matt BretonNT 23:36  Me a lavar deoc'h e gwirionez, kement-se holl a gouezho war ar rummad-mañ.
Matt BretonNT 23:37  Jeruzalem, Jeruzalem, te hag a lazh ar brofeded hag a veinata ar re a zo kaset dit, pet gwech em eus c'hoantaet dastum da vugale evel ma tastum ur yar he foñsined dindan he divaskell, ha n'eo ket bet fellet deoc'h!
Matt BretonNT 23:39  rak me a lavar deoc'h, ne'm gwelot mui pelloc'h, betek ma lavarot: Benniget ra vo an hini a zeu en anv an Aotrou!
Chapter 24
Matt BretonNT 24:1  Evel ma'z ae Jezuz kuit eus an templ, e ziskibien a dostaas outañ evit diskouez dezhañ savadurioù bras an templ.
Matt BretonNT 24:2  Met Jezuz a lavaras dezho: Ha ne welit ket an holl draoù-se? Me en lavar deoc'h e gwirionez, ne chomo ket anezho amañ maen war vaen na vo diskaret.
Matt BretonNT 24:3  Hag evel ma oa azezet war Venez an Olived, an diskibien a dostaas outañ a-du, o lavarout: Lavar deomp pegoulz e c'hoarvezo an traoù-se, ha pehini e vo ar sin eus da zonedigezh hag eus fin ar bed?
Matt BretonNT 24:4  Jezuz a respontas dezho: Diwallit na dromplfe den ac'hanoc'h.
Matt BretonNT 24:5  Rak meur a hini a zeuio em anv, o lavarout: Me eo ar C'hrist. Hag e tromplint kalz a dud.
Matt BretonNT 24:6  Klevout a reot komz eus brezelioù ha brud eus brezelioù, lakait evezh na vefec'h spontet rak ret eo e teufe an holl draoù-se. Met kement-se ne vo ket c'hoazh ar fin.
Matt BretonNT 24:7  Rak ur vroad a savo a-enep ur vroad all hag ur rouantelezh a-enep ur rouantelezh all, hag e vo e meur a lec'h naonegezhioù, bosennoù ha krenoù-douar.
Matt BretonNT 24:8  An traoù-mañ ne vo nemet ar penn-kentañ eus ar gloazioù.
Matt BretonNT 24:9  Neuze e roint ac'hanoc'h evit bezañ poaniet hag e lazhint ac'hanoc'h, hag e viot kasaet gant an holl vroadoù abalamour da'm anv.
Matt BretonNT 24:10  Neuze meur a hini a gouezho, en em drubardo hag en em gasaio an eil egile.
Matt BretonNT 24:11  Kalz a fals-profeded a savo hag a dromplo kalz a dud.
Matt BretonNT 24:12  Dre ma vo kresket an direizhder, karantez meur a hini a yenaio.
Matt BretonNT 24:13  Met an hini a gendalc'ho betek ar fin a vo salvet.
Matt BretonNT 24:14  An Aviel-mañ eus ar rouantelezh a vo prezeget er bed a-bezh evit reiñ testeni d'an holl vroadoù. Neuze e teuio ar fin.
Matt BretonNT 24:15  Pa welot eta an euzhusted eus ar glac'har, m'en deus komzet ar profed Daniel anezhi, deuet el lec'h santel, ra gompreno an neb a lenn,
Matt BretonNT 24:16  neuze ar re a vo e Judea, ra dec'hint war ar menezioù,
Matt BretonNT 24:17  an hini a vo war an doenn, ra ne ziskenno ket da gemer ar pezh a zo en e di,
Matt BretonNT 24:18  an hini a vo er parkeier, ra ne zistroio ket a-dreñv da gemer e zilhad.
Matt BretonNT 24:19  Gwalleur d'ar gwragez brazez ha d'ar magerezed en deizioù-se!
Matt BretonNT 24:20  Pedit evit na erruo ket ho tec'h er goañv, nag un deiz sabad,
Matt BretonNT 24:21  rak bez' e vo neuze ur glac'har ken bras evel n'eus ket bet adalek penn-kentañ ar bed betek vremañ, ha ne vo biken.
Matt BretonNT 24:22  Ha ma ne vije ket bet berraet an deizioù-se, den ebet ne vije salvet. Met abalamour d'ar re zibabet, an deizioù-se a vo berraet.
Matt BretonNT 24:23  Neuze, mar lavar unan bennak deoc'h: Setu, ar C'hrist a zo amañ, pe: Aze, na gredit ket.
Matt BretonNT 24:24  Rak fals-kristed ha fals-profeded a savo, hag e raint sinoù bras ha burzhudoù en hevelep doare ma tromplint, ma vije gallet, ar re zibabet o-unan.
Matt BretonNT 24:26  Mar lavarer eta deoc'h: Setu, emañ el lec'h distro, n'it ket; Setu, emañ er c'hambroù, na gredit ket.
Matt BretonNT 24:27  Rak, evel ma teu al luc'hedenn eus ar sav-heol ha ma he gweler betek ar c'huzh-heol, evel-se e vo donedigezh Mab an den.
Matt BretonNT 24:28  E pelec'h bennak ma vo ar c'horf marv, eno en em zastumo an erered.
Matt BretonNT 24:29  Raktal goude glac'har an deizioù-se, an heol a vo teñvalaet, al loar ne roio ket he sklêrijenn, ar stered a gouezho eus an oabl, ha galloudoù an neñv a vo brañsellet.
Matt BretonNT 24:30  Neuze sin Mab an den en em ziskouezo en neñv, holl bobloù an douar a glemmo, hag e welint Mab an den o tont war goabr an neñv gant galloud ha gant ur gloar bras.
Matt BretonNT 24:31  Eñ a gaso e aeled gant an trompilh tregernus da zastum e re zibabet eus ar pevar avel, adalek ur penn pellañ eus an neñv betek ar penn all.
Matt BretonNT 24:32  Deskit dre ur barabolenn tennet eus ar wezenn-fiez. Pa zeu he brankoù da vezañ tener hag he delioù da vountañ, c'hwi a oar ez eo tost an hañv.
Matt BretonNT 24:33  Evel-se ivez pa welot kement-se holl, gouezit emañ tost Mab an den, e-tal an nor.
Matt BretonNT 24:34  Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos ar rummad-mañ ne dremeno ket ken na vo peurc'hraet an holl draoù-se.
Matt BretonNT 24:35  An neñv hag an douar a dremeno, met va gerioù ne dremenint ket.
Matt BretonNT 24:36  Evit ar pezh a sell ouzh an deiz hag an eur, den n'o anavez, zoken aeled an neñv, met va Zad hepken.
Matt BretonNT 24:37  Ar pezh a c'hoarvezas en amzer Noe, evel-se a c'hoarvezo ivez da zonedigezh Mab an den.
Matt BretonNT 24:38  Rak en deizioù a-raok al liñvadenn-veur, an dud a zebre hag a eve, en em zimeze hag a roe da zimeziñ, betek an deiz ma'z eas Noe en arc'h,
Matt BretonNT 24:39  hag ne ouezjont netra betek ma teuas al liñvadenn-veur d'o c'has holl ganti. Evel-se e vo ivez da zonedigezh Mab an den.
Matt BretonNT 24:40  Neuze eus daou a vo en ur park, unan a vo kemeret hag egile lezet,
Matt BretonNT 24:41  eus daou a valo a-gevret, unan a vo kemeret hag eben lezet.
Matt BretonNT 24:42  Beilhit eta, rak n'ouzoc'h ket da bet eur e teuio hoc'h Aotrou.
Matt BretonNT 24:43  Gouezit mat, ma anavezfe mestr an ti da bet beilhadenn eus an noz e tlefe ar laer dont, e chomfe dihun ha ne lezfe ket toullañ e di.
Matt BretonNT 24:44  Dre-se c'hwi ivez, en em zalc'hit prest, rak Mab an den a zeuio d'an eur na soñjit ket.
Matt BretonNT 24:45  Piv eo eta ar mevel feal ha poellek a zo bet lakaet gant e aotrou war e dud evit reiñ dezho boued en amzer dereat?
Matt BretonNT 24:46  Eürus ar mevel-se pa zeuio en-dro e aotrou, mar d-eo kavet gantañ oc'h ober evel-se.
Matt BretonNT 24:47  Me a lavar deoc'h e gwirionez, e lakaat a raio war e holl vadoù.
Matt BretonNT 24:48  Met mar d-eo drouk ar mevel-se ha ma lavar en e galon: Va aotrou a zale da zont en-dro,
Matt BretonNT 24:49  ha ma teu da skeiñ gant e genseurted, ha da zebriñ ha da evañ gant ar vezvierien,
Matt BretonNT 24:50  aotrou ar mevel-se a zeuio d'an deiz na c'hortozo ket ha d'an eur na ouezo ket,
Matt BretonNT 24:51  hag e tispenno anezhañ hag e roio dezhañ e lod gant ar bilpouzed. Eno eo e vo goueladegoù ha grigoñsadegoù-dent.
Chapter 25
Matt BretonNT 25:1  Neuze, rouantelezh an neñvoù a vo heñvel ouzh dek gwerc'hez a gemeras o lampoù ganto hag a yeas da ziaraogiñ ar pried.
Matt BretonNT 25:3  Ar re ziskiant, en ur gemer o lampoù, ne gemerjont ket a eoul ganto,
Matt BretonNT 25:4  met ar re fur a gemeras eoul en o fodoù gant o lampoù.
Matt BretonNT 25:5  Evel ma talee ar pried, e voredjont holl hag e kouskjont.
Matt BretonNT 25:6  Met war-dro hanternoz e voe klevet ur griadenn: Setu ar pried a zeu, it en e raok!
Matt BretonNT 25:7  Neuze an holl werc'hezed-se a savas hag a fichas o lampoù.
Matt BretonNT 25:8  Ar re ziskiant a lavaras d'ar re fur: Roit deomp eus hoc'h eoul, rak hol lampoù a ya da vougañ.
Matt BretonNT 25:9  Met ar re fur a respontas: Gant aon n'hor befe ket a-walc'h evidomp hag evidoc'h, it kentoc'h da gavout ar re a werzh ha prenit evidoc'h.
Matt BretonNT 25:10  E-pad ma'z aent da brenañ e teuas ar pried. Ar re a oa prest a zeuas gantañ e sal an eured, hag e voe serret an nor.
Matt BretonNT 25:11  Goude-se e teuas ivez ar gwerc'hezed all hag e lavarjont: Aotrou, aotrou, digor deomp.
Matt BretonNT 25:12  Met eñ a respontas: Me a lavar deoc'h e gwirionez, n'anavezan ket ac'hanoc'h.
Matt BretonNT 25:13  Beilhit eta, rak n'ouzoc'h nag an deiz nag an eur ma teuio Mab an den.
Matt BretonNT 25:14  Heñvel eo ouzh un den a yeas en ur vro bell, a c'halvas e servijerien hag a lakaas e vadoù etre o daouarn.
Matt BretonNT 25:15  Reiñ a reas pemp talant (1 talant = 6000 drakm, d.l.e. war-dro 30 kg a arc'hant) da unan, daou da unan all, unan da unan all, da bep hini hervez e c'halloud, hag ez eas en hent raktal.
Matt BretonNT 25:16  Neuze an hini en doa resevet ar pemp talant a yeas, o lakaas da dalvezout hag a c'hounezas pemp talant all.
Matt BretonNT 25:17  En hevelep doare an hini en doa resevet daou dalant a c'hounezas ivez daou all.
Matt BretonNT 25:18  Met an hini en doa resevet unan a yeas d'ober un toull en douar hag a guzhas arc'hant e aotrou.
Matt BretonNT 25:19  Pell amzer goude, mestr ar servijerien-mañ a zistroas hag a reas o c'hont ganto.
Matt BretonNT 25:20  An hini en doa resevet pemp talant a zeuas, a zegasas pemp talant all hag a lavaras: Aotrou, pemp talant ac'h eus roet din, setu, pemp talant all am eus gounezet ouzhpenn.
Matt BretonNT 25:21  E vestr a lavaras dezhañ: Mat eo, servijer mat ha feal. Dre ma'z out bet feal war nebeut a dra, da lakaat a rin war galz. Kae e-barzh levenez da aotrou.
Matt BretonNT 25:22  An hini en doa resevet daou dalant a zeuas ivez hag a lavaras: Aotrou, daou dalant ac'h eus roet din, setu, daou dalant all am eus gounezet ouzhpenn.
Matt BretonNT 25:23  E vestr a lavaras dezhañ: Mat eo, servijer mat ha feal. Dre ma'z out bet feal war nebeut a dra, da lakaat a rin war galz. Kae e-barzh levenez da aotrou.
Matt BretonNT 25:24  An hini n'en doa resevet nemet un talant a zeuas ivez hag a lavaras: Aotrou, gouzout a ran ez out un den didruez, hag a ved e-lec'h na'c'h eus ket hadet hag a zastum e-lec'h na'c'h eus ket strewet,
Matt BretonNT 25:25  hag e teuas aon din hag on aet da guzhat da dalant en douar. Setu, e roan dit ar pezh a zo dit.
Matt BretonNT 25:26  Met e aotrou a respontas dezhañ: Servijer fall ha diegus, gouzout a ouies penaos e vedan e-lec'h na'm eus ket hadet hag e tastuman e-lec'h na'm eus ket strewet,
Matt BretonNT 25:27  ret e oa dit eta reiñ va arc'hant d'ar vankerien ha, pa vijen deuet en-dro, em bije tennet va arc'hant gant ar c'hampi.
Matt BretonNT 25:28  Lamit eta e dalant digantañ ha roit anezhañ d'an hini en deus dek talant.
Matt BretonNT 25:29  Rak roet e vo d'an neb en deus hag en devo a fonn, met an hini n'en deus ket, e vo lamet digantañ zoken ar pezh en deus.
Matt BretonNT 25:30  Ha taolit ar servijer didalvoud en deñvalijenn a-ziavaez, e-lec'h ma vo goueladegoù ha grigoñsadegoù-dent.
Matt BretonNT 25:31  Pa zeuio Mab an den en e c'hloar, gant an holl aeled santel, ec'h azezo war dron e c'hloar.
Matt BretonNT 25:32  An holl vroadoù a vo dastumet dirazañ, hag e tispartio an eil diouzh egile, evel ma tisparti ar mesaer an deñved diouzh ar bouc'hed.
Matt BretonNT 25:33  Lakaat a raio an deñved a-zehou dezhañ hag ar bouc'hed a-gleiz.
Matt BretonNT 25:34  Neuze ar Roue a lavaro d'ar re a vo a-zehou dezhañ: Deuit, c'hwi hag a zo benniget gant va Zad, bezit perc'henn war ar rouantelezh a zo bet kempennet evidoc'h adalek krouidigezh ar bed.
Matt BretonNT 25:35  Rak naon am eus bet ha roet hoc'h eus din da zebriñ; sec'hed am eus bet ha roet hoc'h eus din da evañ; diavaeziad on bet ha va degemeret hoc'h eus;
Matt BretonNT 25:36  en noazh e oan ha va gwisket hoc'h eus; klañv e oan ha deuet oc'h da'm gwelout; er prizon e oan ha deuet oc'h da'm c'havout.
Matt BretonNT 25:37  Neuze ar re reizh a responto dezhañ, o lavarout: Aotrou, pegoulz hon eus da welet o kaout naon hag hon eus roet dit da zebriñ, pe o kaout sec'hed hag hon eus roet dit da evañ?
Matt BretonNT 25:38  Pegoulz hon eus da welet diavaeziad hag hon eus da zegemeret, pe en noazh hag hon eus da wisket?
Matt BretonNT 25:39  Pegoulz hon eus da welet klañv, pe er prizon, hag ez omp deuet da'z kavout?
Matt BretonNT 25:40  Hag ar Roue a responto hag a lavaro dezho: Me a lavar deoc'h e gwirionez, bep gwech ma hoc'h eus graet kement-se e-keñver unan eus ar re zisterañ eus va breudeur, hoc'h eus graet an dra-se din.
Matt BretonNT 25:41  Neuze e lavaro d'ar re a vo a-gleiz dezhañ: Tec'hit diouzhin, tud villiget, it en tan peurbadus a zo bet kempennet evit an diaoul hag e aeled.
Matt BretonNT 25:42  Rak naon am eus bet ha n'hoc'h eus ket roet din da zebriñ; sec'hed am eus bet ha n'hoc'h eus ket roet din da evañ;
Matt BretonNT 25:43  diavaeziad on bet ha n'hoc'h eus ket va degemeret; en noazh e oan ha n'hoc'h eus ket va gwisket; klañv hag er prizon e oan ha n'oc'h ket deuet da'm gwelout.
Matt BretonNT 25:44  Neuze int a responto dezhañ, o lavarout: Aotrou, pegoulz hon eus da welet o kaout naon, pe sec'hed, diavaeziad, pe en noazh, pe klañv, pe er prizon, ha n'hon eus ket da sikouret?
Matt BretonNT 25:45  Hag e responto dezho, o lavarout: Me a lavar deoc'h e gwirionez, bep gwech ma n'hoc'h eus ket graet kement-se e-keñver unan eus ar re zisterañ-se, n'hoc'h eus ket graet an dra-se din.
Matt BretonNT 25:46  Hag ar re-mañ a yelo er c'hastiz peurbadus, met ar re reizh er vuhez peurbadus.
Chapter 26
Matt BretonNT 26:1  Goude m'en doe Jezuz peurlavaret an holl gomzoù-se, e lavaras d'e ziskibien:
Matt BretonNT 26:2  Gouzout a rit emañ gouel ar Pask a-benn daou zevezh ha Mab an den a vo gwerzhet evit bezañ staget ouzh ar groaz.
Matt BretonNT 26:3  Neuze ar veleien vras, ar skribed hag henaourien ar bobl en em zastumas e palez ar beleg-meur, anvet Kaifaz,
Matt BretonNT 26:4  hag en em guzuilhjont evit gouzout penaos kregiñ e Jezuz dre droidell hag e lakaat d'ar marv.
Matt BretonNT 26:5  Met e lavarent: Arabat e vefe e-pad ar gouel, gant aon na savfe un drubuilh bennak e-touez ar bobl.
Matt BretonNT 26:7  ur wreg a zeuas d'e gavout gant ul lestr alabastr leun a c'hwezh-vat eus ur priz bras, hag, e-pad ma oa ouzh taol, e skuilhas anezhi war e benn.
Matt BretonNT 26:8  An diskibien, o welout kement-se, a savas droug enno hag a lavaras: Perak ar c'holl-se?
Matt BretonNT 26:9  Gallet e vije bet gwerzhañ ker ar c'hwezh-vat-se ha reiñ an arc'hant d'ar beorien.
Matt BretonNT 26:10  Met Jezuz, o c'houzout kement-se, a lavaras dezho: Perak e rit poan d'ar wreg-se? Un dra vat he deus graet em c'heñver.
Matt BretonNT 26:11  Rak c'hwi ho po bepred peorien ganeoc'h, met n'ho po ket atav ac'hanon.
Matt BretonNT 26:12  Rak, pa he deus skuilhet ar c'hwezh-vat-se war va c'horf, he deus graet kement-se evit va beziadur.
Matt BretonNT 26:13  Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos el lec'hioù ma vo an Aviel-mañ prezeget dre ar bed holl, ar pezh he deus graet ar wreg-mañ a vo ivez lavaret en eñvor anezhi.
Matt BretonNT 26:14  Neuze unan eus an daouzek, anvet Judaz Iskariod, a yeas da gavout ar veleien vras
Matt BretonNT 26:15  hag a lavaras: Petra a roit din, ha me en droukroio deoc'h? Int a reas marc'had gantañ eus tregont pezh arc'hant.
Matt BretonNT 26:16  Diwar neuze e klaskas an tu dereat d'e zroukreiñ.
Matt BretonNT 26:17  Ar c'hentañ deiz eus gouel ar bara hep goell, an diskibien a zeuas da gavout Jezuz hag a lavaras dezhañ: Pelec'h e c'hoantaez e kempennfemp evidout pred ar Pask?
Matt BretonNT 26:18  Eñ a lavaras: It e kêr da gavout an den-mañ-'n den ha lavarit dezhañ: Ar Mestr a lavar: Va amzer a zo tost, ober a rin ar Pask ez ti gant va diskibien.
Matt BretonNT 26:19  An diskibien a reas evel m'en doa Jezuz gourc'hemennet dezho. Hag e kempennjont ar Pask.
Matt BretonNT 26:20  Pa voe deuet an abardaez, en em lakaas ouzh taol gant an daouzek.
Matt BretonNT 26:21  E-pad ma tebrent, e lavaras dezho: Me a lavar deoc'h e gwirionez, unan ac'hanoc'h am droukroio.
Matt BretonNT 26:22  Gwall c'hlac'haret e oant ha pep hini anezho en em lakaas da lavarout dezhañ: Aotrou, ha me eo?
Matt BretonNT 26:23  Eñ a respontas: An hini en deus lakaet e zorn ganin er plad, hennezh eo am droukroio.
Matt BretonNT 26:24  Mab an den evit gwir a ya hervez ar pezh a zo skrivet anezhañ, met gwalleur d'an den ma'z eo droukroet gantañ! Gwelloc'h e vije d'an den-se na vije biken bet ganet.
Matt BretonNT 26:25  Judaz, an hini en droukroe, a gemeras ar gomz hag a lavaras: Ha me eo, Mestr? Eñ a lavaras dezhañ: Lavaret ec'h eus.
Matt BretonNT 26:26  Evel ma tebrent, Jezuz a gemeras bara ha, goude bezañ trugarekaet, e torras anezhañ hag en roas d'an diskibien o lavarout: Kemerit, debrit, hemañ eo va c'horf.
Matt BretonNT 26:27  Kemer a reas ivez an hanaf ha, goude bezañ trugarekaet, en roas dezho o lavarout: Evit holl dioutañ,
Matt BretonNT 26:28  rak hemañ eo va gwad, ar gwad eus an emglev nevez skuilhet evit kalz, evit pardon ar pec'hedoù.
Matt BretonNT 26:29  Me a lavar deoc'h, n'evin mui hiviziken eus ar frouezh-se eus ar winienn betek an deiz ma'c'h evin anezhañ nevez ganeoc'h e rouantelezh va Zad.
Matt BretonNT 26:30  Goude m'o doe kanet ur c'hantik, ez ejont da Venez an Olived.
Matt BretonNT 26:31  Neuze Jezuz a lavaras dezho: Me a vo evidoc'h holl en noz-mañ un abeg da gouezhañ, rak skrivet eo: Skeiñ a rin ar mesaer ha deñved an tropell a vo stlabezet.
Matt BretonNT 26:32  Met pa vin adsavet a varv, ho tiaraogin e Galilea.
Matt BretonNT 26:33  Pêr, o kemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Pa vefes un abeg da gouezhañ evit an holl, evidon-me ne vi biken.
Matt BretonNT 26:34  Jezuz a lavaras dezhañ: Me a lavar dit e gwirionez, penaos en noz-mañ, a-raok ma kano ar c'hilhog, te az po va dinac'het teir gwech.
Matt BretonNT 26:35  Pêr a respontas dezhañ: Ha pa vefe ret din mervel ganit, ne zinac'hin ket ac'hanout. Hag an holl ziskibien a lavaras an hevelep tra.
Matt BretonNT 26:36  Neuze Jezuz a zeuas ganto en ul lec'h galvet Getsemane, hag e lavaras d'an diskibien: Azezit amañ e-pad ma'z in da bediñ ahont.
Matt BretonNT 26:37  Kemer a reas gantañ Pêr ha daou vab Zebedea, hag e voe leuniet a dristidigezh hag a anken.
Matt BretonNT 26:38  Neuze e lavaras dezho: Trist eo va ene betek ar marv, chomit amañ ha beilhit ganin.
Matt BretonNT 26:39  O vont un tamm a-raokoc'h, en em daolas war e c'henoù d'an douar hag e pedas o lavarout: Va Zad, ma pellaio an hanaf-se diouzhin mar gell-se bezañ! Koulskoude, n'eo ket evel ma fell din, met evel ma fell dit.
Matt BretonNT 26:40  Dont a reas da gavout an diskibien hag o c'havas kousket, hag e lavaras da Bêr: Ha n'hoc'h eus ket gallet beilhañ un eur ganin?
Matt BretonNT 26:41  Beilhit ha pedit evit na gouezhot ket en temptadur, ar spered a zo buan met ar c'hig a zo dinerzh.
Matt BretonNT 26:42  Mont a reas adarre un eil gwech hag e pedas o lavarout: Va Zad, ma ne c'hell ket an hanaf-se mont e-biou din hep ma'c'h evin anezhañ, ra vo graet da volontez!
Matt BretonNT 26:43  Distreiñ a reas hag o c'havas kousket adarre, rak o daoulagad a oa pounneraet.
Matt BretonNT 26:44  O vezañ o c'huitaet, ez eas adarre hag e pedas evit an trede gwech, o lavarout an hevelep komzoù.
Matt BretonNT 26:45  Neuze e teuas da gavout e ziskibien hag e lavaras dezho: Kouskit bremañ ha diskuizhit! Setu, an eur a zo tost ha Mab an den a zo droukroet etre daouarn ar bec'herien.
Matt BretonNT 26:46  Savit ha deomp. Setu, an hini am droukro a dosta.
Matt BretonNT 26:47  Evel ma komze c'hoazh, setu Judaz, unan eus an daouzek, a zeuas ha gantañ ur vandenn vras a dud gant klezeier ha gant bizhier, a-berzh ar veleien vras hag henaourien ar bobl.
Matt BretonNT 26:48  An hini en droukroe en doa roet ar sin-mañ: An hini a bokin dezhañ, hennezh eo, krogit ennañ.
Matt BretonNT 26:49  Raktal, o tostaat ouzh Jezuz, e lavaras: Salud, Mestr! Hag e pokas dezhañ.
Matt BretonNT 26:50  Jezuz a lavaras dezhañ: Mignon, evit petra out amañ? Neuze e tostajont, e lakajont o daouarn war Jezuz hag e krogjont ennañ.
Matt BretonNT 26:51  Ha setu, unan eus ar re a oa gant Jezuz a astennas e zorn, a dennas e gleze, a skoas ur servijer eus ar beleg-meur hag a droc'has e skouarn dezhañ.
Matt BretonNT 26:52  Neuze Jezuz a lavaras dezhañ: Laka da gleze en e lec'h, rak ar re holl a gemero ar c'hleze a varvo dre ar c'hleze.
Matt BretonNT 26:53  Ha soñjal a rez na c'hellfen ket pediñ va Zad, hag e rofe din raktal ouzhpenn daouzek lejion aeled?
Matt BretonNT 26:54  Penaos eta e vefe peurc'hraet ar Skriturioù a lavar e tle an traoù c'hoarvezout evel-se?
Matt BretonNT 26:55  D'an ampoent-se Jezuz a lavaras d'ar vandenn-se: Deuet oc'h er-maez evel war-lerc'h ul laer, gant klezeier ha gant bizhier, evit kregiñ ennon. Bemdez e oan azezet en ho touez, o kelenn en templ, ha n'hoc'h eus ket va c'hemeret.
Matt BretonNT 26:56  Met kement-se a zo c'hoarvezet evit ma vo peurc'hraet ar pezh a zo bet skrivet gant ar brofeded. Neuze e holl ziskibien a zilezas anezhañ hag a dec'has kuit.
Matt BretonNT 26:57  Ar re o doa kemeret Jezuz, a gasas anezhañ da di Kaifaz, ar beleg-meur, e-lec'h ma oa en em zastumet ar skribed hag an henaourien.
Matt BretonNT 26:58  Pêr a heulias anezhañ a-bell betek porzh ar beleg-meur. Hag o vezañ aet e-barzh, ec'h azezas gant ar vevelien, evit gwelout penaos ec'h echufe kement-se.
Matt BretonNT 26:59  Neuze, ar veleien vras, an henaourien hag ar sanedrin a-bezh a glaske ur fals-testeni bennak a-enep Jezuz evit e lakaat d'ar marv.
Matt BretonNT 26:60  Hogen ne gavent ket, petra bennak ma teuas meur a fals-test, ne gavent ket. En diwezh, e teuas daou fals-test a lavaras:
Matt BretonNT 26:61  Hemañ en deus lavaret: Me a c'hell diskar templ Doue hag e adsevel e tri devezh.
Matt BretonNT 26:62  Ar beleg-meur a savas hag a lavaras dezhañ: Ha ne respontez netra? Petra a dest an dud-se en da enep?
Matt BretonNT 26:63  Met Jezuz a davas. Ar beleg-meur a lavaras dezhañ: Da bediñ a ran sart en anv an Doue bev da lavarout deomp mar d-out ar C'hrist, Mab Doue.
Matt BretonNT 26:64  Jezuz a lavaras dezhañ: Henn lavaret ec'h eus. Ouzhpenn, e lavaran deoc'h, e welot hiviziken Mab an den azezet a-zehou da c'halloud Doue hag o tont war goabr an neñv.
Matt BretonNT 26:65  Neuze ar beleg-meur a rogas e zilhad en ur lavarout: Touet en deus! Da betra hon eus mui ezhomm a destoù? Setu, klevet hoc'h eus e ledoued.
Matt BretonNT 26:66  Petra a soñjit? Respont a rejont: Din eo da vervel.
Matt BretonNT 26:67  Neuze e krañchjont ouzh e zremm hag e rojont taolioù-dorn dezhañ, ha re all a roe karvanadoù dezhañ
Matt BretonNT 26:68  o lavarout: Diougan deomp, Krist, piv eo an hini en deus skoet ganit?
Matt BretonNT 26:69  Koulskoude Pêr a oa azezet en diavaez er porzh. Ur vatezh a dostaas outañ hag a lavaras: Te ivez a oa gant Jezuz ar Galilead.
Matt BretonNT 26:70  Met eñ a nac'has dirak an holl hag a lavaras: N'ouzon ket petra a lavarez.
Matt BretonNT 26:71  Evel ma'z ae etrezek an nor, ur vatezh all a welas anezhañ hag a lavaras d'ar re a oa eno: Hemañ a oa ivez gant Jezuz a Nazared.
Matt BretonNT 26:72  Eñ a nac'has adarre gant ul ledoued: N'anavezan ket an den-se.
Matt BretonNT 26:73  Ur pennad goude, ar re a oa eno a dostaas hag a lavaras da Bêr: Evit gwir te a zo eus an dud-se, rak da anavezout a reer diouzh da yezh.
Matt BretonNT 26:74  Neuze en em lakaas da zroukpediñ ha da douiñ: N'anavezan ket an den-se. Raktal ar c'hilhog a ganas.
Matt BretonNT 26:75  Pêr en doe soñj eus ar ger en doa Jezuz lavaret: A-raok ma kano ar c'hilhog, te az po va dinac'het teir gwech. Hag o vezañ aet er-maez, e ouelas gant c'hwervder.
Chapter 27
Matt BretonNT 27:1  Pa voe deuet ar mintin, an holl veleien vras hag henaourien ar bobl en em guzulias a-enep Jezuz evit e lakaat d'ar marv.
Matt BretonNT 27:2  O vezañ e ereet, en degasjont hag en lakajont etre daouarn Poñs-Pilat, ar gouarnour.
Matt BretonNT 27:3  Neuze Judaz, an hini en doa e zroukroet, o welout penaos e oa kondaonet, a zeuas keuz dezhañ hag a zegasas an tregont pezh arc'hant d'ar veleien vras ha d'an henaourien,
Matt BretonNT 27:4  o lavarout: Pec'het em eus o troukreiñ ar gwad didamall. Met int a lavaras dezhañ: Petra a ra-se deomp? An dra-se a sell ouzhit.
Matt BretonNT 27:5  Goude m'en doe taolet ar pezhioù arc'hant en templ, ez eas kuit hag en em grougas.
Matt BretonNT 27:6  Ar veleien vras o dastumas hag a lavaras: N'eo ket aotreet o lakaat en teñzor, dre ma'z int priz ar gwad.
Matt BretonNT 27:7  Hag o vezañ en em guzuliet, e prenjont park ar poder evit beziañ an diavaezidi.
Matt BretonNT 27:8  Setu perak eo bet galvet ar park-se Park ar Gwad betek hiziv.
Matt BretonNT 27:9  Neuze e voe peurc'hraet ar pezh a oa bet lavaret gant Jeremia ar profed: Kemeret o deus an tregont pezh arc'hant, gwerzh an hini a zo bet lakaet e briz, an hini a zo bet lakaet e briz gant mibien Israel,
Matt BretonNT 27:10  hag o rojont evit park ar poder, evel m'en deus an Aotrou urzhiet din.
Matt BretonNT 27:11  Jezuz a voe kaset dirak ar gouarnour. Ar gouarnour a reas ar goulenn-mañ outañ: Ha bez' out roue ar Yuzevien? Ha Jezuz a lavaras dezhañ: Te en lavar.
Matt BretonNT 27:12  Met pa voe tamallet gant ar veleien vras ha gant an henaourien, ne respontas netra.
Matt BretonNT 27:13  Neuze Pilat a lavaras dezhañ: Ha ne glevez ket pegement a draoù a damallont dit?
Matt BretonNT 27:14  Ha ne respontas ket ur ger dezhañ, en hevelep doare ma oa ar gouarnour souezhet meurbet.
Matt BretonNT 27:15  Ar gouarnour en doa ar c'hiz, d'ar gouel-mañ, da leuskel d'ar bobl an hini eus ar brizonidi a c'houlennent.
Matt BretonNT 27:16  Bez' e oa neuze ur prizoniad brudet-bras, a c'halved Barabbaz.
Matt BretonNT 27:17  Evel ma oant dastumet, Pilat a lavaras dezho: Pehini a fell deoc'h e laoskfen deoc'h, Barabbaz, pe Jezuz a c'halver Krist?
Matt BretonNT 27:18  Rak anavezout a rae e oa dre avi o doa e lakaet etre e zaouarn.
Matt BretonNT 27:19  E-pad ma oa azezet war e gador-varn, e wreg a gasas da lavarout dezhañ: Ra ne vo netra etre an den reizh-se ha te, rak gwall boaniet on bet hiziv, dre un hunvre, abalamour dezhañ.
Matt BretonNT 27:20  Met ar veleien vras hag an henaourien a alias ar bobl da c'houlenn Barabbaz ha da lakaat Jezuz d'ar marv.
Matt BretonNT 27:21  Ar gouarnour, o kemer ar gomz, a lavaras dezho: Pehini an daou a fell deoc'h e laoskfen deoc'h? Int a lavaras: Barabbaz.
Matt BretonNT 27:22  Pilat a lavaras dezho: Petra a rin eta eus Jezuz a c'halver Krist? Holl a lavarjont dezhañ: Ra vo staget ouzh ar groaz!
Matt BretonNT 27:23  Ar gouarnour a lavaras: Peseurt droug eta en deus graet? Hag e krient kreñvoc'h o lavarout: Ra vo staget ouzh ar groaz!
Matt BretonNT 27:24  Pilat, o welout penaos ne c'houneze netra met e kreske an drubuilh, a gemeras dour hag a walc'has e daouarn dirak ar bobl, o lavarout: Didamall on eus gwad an den reizh-mañ. Ouzhoc'h-c'hwi e sell kement-se.
Matt BretonNT 27:25  Hag an holl bobl a respontas: Ra gouezho e wad warnomp ha war hor bugale!
Matt BretonNT 27:26  Neuze e laoskas dezho Barrabaz ha, goude bezañ lakaet Jezuz da vezañ skourjezet, en roas evit bezañ staget ouzh ar groaz.
Matt BretonNT 27:27  Neuze soudarded ar gouarnour a zegasas Jezuz er pretordi hag a zastumas en-dro dezhañ an holl strollad.
Matt BretonNT 27:28  O vezañ e ziwisket, e lakajont warnañ ur vantell ruz-tane.
Matt BretonNT 27:29  O vezañ gweet ur gurunenn spern, e lakajont anezhi war e benn, gant ur gorzenn en e zorn dehou, hag, o plegañ o glin dirazañ, e raent goap anezhañ o lavarout: Salud, Roue ar Yuzevien!
Matt BretonNT 27:30  O vezañ krañchet outañ, e kemerjont ar gorzenn hag e skojont ganti war e benn.
Matt BretonNT 27:31  Goude bezañ graet goap anezhañ, e lamjont ar vantell diwarnañ, e wiskjont dezhañ e zilhad en-dro hag e kasjont anezhañ evit e stagañ ouzh ar groaz.
Matt BretonNT 27:32  Pa'z ejont er-maez, e kavjont un den eus Siren, anvet Simon, hag e redijont anezhañ da zougen e groaz.
Matt BretonNT 27:33  O vezañ erruet en ul lec'h anvet Golgota, da lavarout eo: Lec'h ar C'hlopenn,
Matt BretonNT 27:34  e rojont dezhañ da evañ gwinegr mesket gant bestl. Ha p'en doe tañvaet, ne fellas ket dezhañ evañ.
Matt BretonNT 27:35  Goude bezañ e staget ouzh ar groaz, e lodennjont e zilhad ouzh o zeurel d'ar sord, evit ma vije peurc'hraet ar pezh a oa bet lavaret gant ar profed: Lodennet o deus va dilhad ha taolet o deus va sae d'ar sord.
Matt BretonNT 27:37  Lakaat a rejont a-us d'e benn abeg e gondaonidigezh dre ar skrid: HEMAÑ EO JEZUZ, ROUE AR YUZEVIEN.
Matt BretonNT 27:38  Kroazstaget e voe gantañ daou laer, unan a-zehou hag egile a-gleiz dezhañ.
Matt BretonNT 27:39  Ar re a dremene dre eno a lavare dismegañsoù dezhañ, o hejañ o fenn
Matt BretonNT 27:40  hag o lavarout: Te hag a ziskar an templ hag en adsav e tri devezh, en em savete da-unan! Mar d-out Mab Doue, diskenn eus ar groaz!
Matt BretonNT 27:41  Evel-se ivez, ar veleien vras gant ar skribed hag an henaourien, a lavare en ur c'hoapaat:
Matt BretonNT 27:42  Saveteet en deus ar re all ha ne c'hell ket en em saveteiñ e-unan. Mar d-eo roue Israel, ra ziskenno bremañ eus ar groaz hag e kredimp anezhañ.
Matt BretonNT 27:43  En em fiziout a rae e Doue, ra zieubo Doue anezhañ bremañ mar kar anezhañ, rak lavaret en deus: Me eo Mab Doue.
Matt BretonNT 27:44  Al laeron ivez, a oa kroazstaget gantañ, a rae dezhañ an hevelep rebechoù.
Matt BretonNT 27:45  Hogen adalek ar c'hwec'hvet eur e voe teñvalijenn war ar vro holl, betek an navet eur.
Matt BretonNT 27:46  War-dro an navet eur, Jezuz a grias gant ur vouezh kreñv, o lavarout: Eli, Eli, lama sabaktani? Da lavarout eo: Va Doue, va Doue, perak ec'h eus va dilezet?
Matt BretonNT 27:47  Hiniennoù eus ar re a oa eno, o vezañ e glevet, a lavaras: Setu e c'halv Elia.
Matt BretonNT 27:48  Raktal, unan anezho a redas, a gemeras ur spoueenn hag, o vezañ he leuniet a winegr, he lakaas e penn ur gorzenn hag he roas dezhañ da evañ.
Matt BretonNT 27:49  Ar re all a lavare: Lez, gwelomp hag-eñ e teuio Elia d'e saveteiñ.
Matt BretonNT 27:50  Jezuz, o vezañ kriet adarre gant ur vouezh kreñv, a rentas e spered.
Matt BretonNT 27:51  Ha setu, gouel an templ a rogas e div adalek krec'h betek traoñ, an douar a grenas, ar reier a frailhas,
Matt BretonNT 27:52  ar bezioù a zigoras ha meur a gorf eus ar sent a oa marv a adsavas a varv,
Matt BretonNT 27:53  hag, o vezañ aet er-maez eus o bezioù goude e adsavidigezh a varv ez ejont er gêr santel hag en em ziskouezjont da galz.
Matt BretonNT 27:54  Neuze ar c'hantener hag ar re a oa gantañ da ziwall Jezuz, o welout ar c'hren-douar ha kement a oa c'hoarvezet, a voe spontet bras hag a lavaras: E gwirionez, hemañ a oa Mab Doue.
Matt BretonNT 27:55  Bez' e oa ivez meur a wreg a selle a-bell, ar re o doa heuliet Jezuz adalek Galilea ouzh e servijañ.
Matt BretonNT 27:56  En o-zouez e oa Mari a Vagdala, Mari mamm Jakez ha Jozez, ha mamm mibien Zebedea.
Matt BretonNT 27:57  Diouzh an abardaez, e teuas un den pinvidik eus Arimatea, anvet Jozef, un den a oa ivez diskibl da Jezuz.
Matt BretonNT 27:58  Mont a reas da gavout Pilat hag e c'houlennas digantañ korf Jezuz. Neuze Pilat a c'hourc'hemennas reiñ ar c'horf.
Matt BretonNT 27:59  Jozef a gemeras ar c'horf, en goloas gant ul lienenn gwenn
Matt BretonNT 27:60  hag a lakaas anezhañ en e vez nevez, en doa toullet er roc'h evitañ e-unan. Ha goude bezañ ruilhet ur maen bras ouzh dor ar bez, ez eas kuit.
Matt BretonNT 27:61  Mari a Vagdala hag ar Vari all a oa azezet eno, e-tal ar bez.
Matt BretonNT 27:62  An deiz war-lerc'h a oa deiz goude ar c'hempennadur, ar veleien vras hag ar farizianed en em zastumas, a yeas da gavout Pilat
Matt BretonNT 27:63  hag a lavarjont dezhañ: Aotrou, deuet eo da soñj deomp penaos an trompler-se a lavaras pa oa bev: A-benn tri devezh ec'h adsavin a varv.
Matt BretonNT 27:64  Gourc'hemenn eta ma vo diwallet ar bez betek an trede deiz, gant aon na zeufe e ziskibien en noz d'e laerezh ha da lavarout d'ar bobl: Savet eo a-douez ar re varv. An tromplerezh diwezhañ-se a vefe gwashoc'h eget an hini kentañ.
Matt BretonNT 27:65  Pilat a lavaras dezho: Gwarded hoc'h eus, it ha diwallit anezhañ evel ma karot.
Matt BretonNT 27:66  Mont a rejont eta kuit hag e lakajont e surentez ar bez en ur siellañ ar maen hag o lakaat gwarded war e dro.
Chapter 28
Matt BretonNT 28:1  Pa voe tremenet ar sabad, da darzh an deiz kentañ eus ar sizhun, e teuas Mari a Vagdala hag ar Vari all da welout ar bez.
Matt BretonNT 28:2  Ha setu, e c'hoarvezas ur c'hren-douar bras, rak un ael eus an Aotrou a ziskennas eus an neñv, a zeuas da ruilhañ ar maen a-zirak an nor hag a azezas warnañ.
Matt BretonNT 28:3  E neuz a oa evel ul luc'hedenn hag e zilhad gwenn evel an erc'h.
Matt BretonNT 28:4  Ar warded a grenas gant ar spont dirazañ hag a zeuas evel tud varv.
Matt BretonNT 28:5  Met an ael a lavaras d'ar gwragez: Evidoc'h, n'ho pet ket aon, rak gouzout a ran e klaskit Jezuz, an hini a zo bet staget ouzh ar groaz.
Matt BretonNT 28:6  N'emañ ket amañ, rak adsavet eo a varv hervez m'en doa lavaret. Deuit ha gwelit al lec'h ma oa gourvezet an Aotrou,
Matt BretonNT 28:7  hag it raktal ha lavarit d'e ziskibien penaos eo adsavet a-douez ar re varv. Ha setu, ho tiaraogo e Galilea, eno en gwelot. Setu, em eus henn lavaret deoc'h.
Matt BretonNT 28:8  Mont a rejont raktal er-maez eus ar bez, gant spont ha levenez vras, hag e redjont da zisklêriañ kement-se d'e ziskibien.
Matt BretonNT 28:9  Hag evel ma'z aent da gemenn kement-se d'e ziskibien, setu, Jezuz a zeuas a-ziarbenn dezho hag a lavaras: Salud deoc'h. Hag int, o tostaat, a bokas d'e dreid hag a azeuljont anezhañ.
Matt BretonNT 28:10  Neuze Jezuz a lavaras dezho: N'ho pet ket aon, it ha lavarit da'm breudeur mont e Galilea, eno eo e welint ac'hanon.
Matt BretonNT 28:11  Pa voent aet kuit, setu, lod eus ar warded a zeuas e kêr hag a zisklêrias d'ar veleien vras kement a oa c'hoarvezet.
Matt BretonNT 28:12  Ar re mañ, o vezañ en em zastumet gant an henaourien ha goude bezañ en em guzuliet, a roas kalz a arc'hant d'ar soudarded,
Matt BretonNT 28:13  o lavarout: Lavarit: Deuet eo e ziskibien e-pad an noz hag e laeret o deus e-keit ha ma oamp kousket.
Matt BretonNT 28:14  Mar deu ar gouarnour da glevout kement-se, ni a c'hounezo anezhañ hag a denno ac'hanoc'h a boan.
Matt BretonNT 28:15  Int, o vezañ kemeret an arc'hant, a reas evel ma oa bet lavaret dezho. Hag ar vrud-se a zo bet en em skuilhet e-touez ar Yuzevien betek hiziv.
Matt BretonNT 28:16  Neuze an unnek diskibl a yeas e Galilea, war ar menez en doa Jezuz gourc'hemennet dezho en em gavout.
Matt BretonNT 28:17  Pa en gweljont, ec'h azeuljont anezhañ. Met darn a zouetas.
Matt BretonNT 28:18  Jezuz a dostaas outo, a gomzas outo hag a lavaras: Pep galloud a zo bet roet din en neñv ha war an douar.
Matt BretonNT 28:19  It eta, kelennit an holl vroadoù, o vadeziñ anezho en anv an Tad, ar Mab hag ar Spered-Santel,
Matt BretonNT 28:20  hag o teskiñ dezho mirout kement am eus gourc'hemennet deoc'h. Ha setu, emaon ganeoc'h bemdez betek fin ar bed. Amen.