Site uses cookies to provide basic functionality.

OK
LUKE
Up
Toggle notes
Chapter 1
Luke BretonNT 1:1  Kalz o vezañ en em lakaet da skrivañ istor an traoù c'hoarvezet hag anavezet mat en hon touez,
Luke BretonNT 1:2  hervez m'o deus degaset deomp ar re o deus o gwelet adalek ar penn-kentañ hag a zo bet ministred ar ger,
Luke BretonNT 1:3  kavet em eus mat ivez, goude bezañ graet un enklask pizh warno holl adalek ar penn-kentañ, o skrivañ dit dre urzh, Teofil mat meurbet,
Luke BretonNT 1:4  evit ma'c'h anavezi ar wirionez diwar-benn ar pezh a zo bet desket dit.
Luke BretonNT 1:5  En amzer Herodez, roue Judea, e oa ur beleg anvet Zakaria, eus lignez Abia. E wreg a oa eus lignez Aaron hag en em c'halve Elesbed.
Luke BretonNT 1:6  Reizh e oant o-daou dirak Doue, hag ec'h heulient holl c'hourc'hemennoù hag urzhioù an Aotrou en un doare divlam.
Luke BretonNT 1:7  N'o doa bugel ebet rak Elesbed a oa gaonac'h. O-daou e oant aet war an oad.
Luke BretonNT 1:8  Hogen e c'hoarvezas, evel ma rae e garg a veleg dirak Doue hervez urzh e dro,
Luke BretonNT 1:9  ma tegouezhas dezhañ dre ar sord, hervez giz ar velegiezh, mont e-barzh templ an Aotrou evit deviñ an ezañs.
Luke BretonNT 1:10  Ar bobl holl a oa er-maez o pediñ d'an eur ma teved an ezañs.
Luke BretonNT 1:11  Un ael eus an Aotrou en em ziskouezas dezhañ en e sav, en tu dehou da aoter an ezañs.
Luke BretonNT 1:12  Zakaria a voe trubuilhet o welout anezhañ hag ar spont a grogas ennañ.
Luke BretonNT 1:13  Met an ael a lavaras dezhañ: Na'z pez ket aon, Zakaria, rak da bedenn a zo bet selaouet, Elesbed a c'hano dit ur mab hag e c'halvi e anv Yann.
Luke BretonNT 1:14  Bez' e vo evidout un abeg a joa hag a laouenidigezh, ha kalz en em laouenaio eus e c'hanedigezh,
Luke BretonNT 1:15  rak bras e vo dirak an Aotrou. N'evo na gwin nag evaj kreñv ebet, ha leuniet e vo eus ar Spered-Santel adalek kof e vamm.
Luke BretonNT 1:16  Distreiñ a raio kalz eus bugale Israel d'an Aotrou o Doue,
Luke BretonNT 1:17  hag e kerzho dirazañ e spered hag e nerzh Elia, evit treiñ kalonoù an tadoù ouzh ar vugale hag ar re zisentus ouzh furnez ar re reizh, evit aozañ d'an Aotrou ur bobl tuet mat.
Luke BretonNT 1:18  Zakaria a lavaras d'an ael: A betra ec'h anavezin kement-se, rak me a zo kozh ha va gwreg a zo aet war an oad?
Luke BretonNT 1:19  An ael a respontas dezhañ: Me eo Gabriel, an hini a chom dirak Doue. Degaset on bet evit komz ouzhit ha disklêriañ dit ar c'heloù mat-mañ.
Luke BretonNT 1:20  Setu, e vi mut ha ne c'helli ken komz betek an deiz ma c'hoarvezo an traoù-mañ, abalamour na'c'h eus ket kredet da'm c'homzoù a erruo en o amzer.
Luke BretonNT 1:21  Ar bobl a c'hortoze Zakaria hag a oa souezhet ma talee en templ.
Luke BretonNT 1:22  Met pa zeuas er-maez ne c'hellas ket komz outo, hag ec'h anavezjont en doa bet ur weledigezh en templ, rak e rae sinoù dezho hag e chome mut.
Luke BretonNT 1:24  Un nebeud amzer goude, Elesbed e wreg en em gavas dougerez. E-pad pemp miz en em guzhas, o lavarout:
Luke BretonNT 1:25  Evel-se eo en deus graet an Aotrou em c'heñver, en deizioù-mañ m'en deus sellet ouzhin evit lemel an dismegañs a oa warnon dirak an dud.
Luke BretonNT 1:26  Er c'hwec'hvet miz, an ael Gabriel a voe kaset gant Doue d'ur gêr a C'halilea galvet Nazared,
Luke BretonNT 1:27  da gavout ur werc'hez a dlee dimeziñ d'un den anvet Jozef, eus tiegezh David. Ar werc'hez-se a oa anvet Mari.
Luke BretonNT 1:28  An ael o vezañ aet el lec'h ma oa, a lavaras dezhi: Da saludiñ a ran, te hag a zo bet resevet en gras. An Aotrou a zo ganit. Benniget out e-touez ar gwragez.
Luke BretonNT 1:29  O vezañ e welet, e voe trubuilhet gant e gomzoù hag e soñjas enni hec'h-unan petra a c'helle ar salud-se bezañ.
Luke BretonNT 1:30  An ael a lavaras dezhi: Na'z pez ket aon, Mari, rak kavet ec'h eus trugarez dirak Doue.
Luke BretonNT 1:31  Setu, te a vo dougerez, hag e c'hani ur mab hag e c'halvi e anv Jezuz.
Luke BretonNT 1:32  Hemañ a vo bras hag a vo galvet Mab an Uhel-Meurbet, hag an Aotrou Doue a roio dezhañ tron David e dad.
Luke BretonNT 1:33  Ren a raio da virviken war diegezh Jakob hag e ren n'en devo ken a ziwezh.
Luke BretonNT 1:34  Neuze Mari a lavaras d'an ael: Penaos e c'hoarvezo kement-se, pa n'anavezan gwaz ebet?
Luke BretonNT 1:35  An ael a respontas dezhi: Ar Spered-Santel a zeuio warnout ha galloud an Uhel-Meurbet a c'holoio ac'hanout gant e skeud. Dre-se ar bugel santel a vo ganet ac'hanout a vo galvet Mab Doue.
Luke BretonNT 1:36  Setu, Elesbed da geniterv a goñsevas ivez ur mab en he c'hozhni, hemañ eo ar c'hwec'hvet miz eus an hini a oa galvet gaonac'h,
Luke BretonNT 1:38  Mari a lavaras: Setu servijerez an Aotrou, ra vo graet din hervez da gomz. Hag an ael a bellaas diouti.
Luke BretonNT 1:39  En deizioù-se, Mari a savas hag a yeas buan da vro ar menezioù en ur gêr eus bro Juda.
Luke BretonNT 1:41  Hag e c'hoarvezas penaos, pa glevas Elesbed salud Mari, ar bugel bihan a dridas en he c'hof hag Elesbed a voe leuniet eus ar Spered-Santel.
Luke BretonNT 1:42  O sevel he mouezh, e krias: Te a zo benniget e-touez ar gwragez ha benniget eo frouezh da gof.
Luke BretonNT 1:43  A-belec'h e teu kement-mañ din, ma teu mamm va Aotrou etrezek ennon?
Luke BretonNT 1:44  Rak kerkent hag he deus mouezh da salud skoet va divskouarn, ar bugel bihan en deus tridet gant levenez em c'hof.
Luke BretonNT 1:45  Eürus eo an hini he deus kredet, rak graet e vo an traoù a zo bet lavaret dezhi a-berzh an Aotrou.
Luke BretonNT 1:48  abalamour m'en deus sellet ouzh izelded e servijerez. Ha setu, diwar vremañ e vin galvet eürus gant an holl rummadoù,
Luke BretonNT 1:49  rak an Holl-C'halloudeg en deus graet traoù bras din. E anv a zo santel,
Luke BretonNT 1:50  hag e drugarez en em astenn a oad en oad war ar re a zouj anezhañ.
Luke BretonNT 1:51  Diskouezet en deus nerzh e vrec'h. Stlabezet en deus ar re o doa soñjezonoù lorc'hus en o c'halon.
Luke BretonNT 1:52  Didronet en deus ar re c'halloudek ha savet en deus ar re vihan.
Luke BretonNT 1:53  Leuniet en deus a vadoù a re o doa naon ha kaset en deus kuit ar re binvidik er goullo.
Luke BretonNT 1:54  Sikouret en deus Israel e servijer, o kaout soñj eus e drugarez,
Luke BretonNT 1:55  evel m'en doa henn lavaret d'hon tadoù, e-keñver Abraham hag e lignez da viken.
Luke BretonNT 1:56  Mari a chomas ganti war-dro tri miz, hag e tistroas d'he zi.
Luke BretonNT 1:58  He amezeien hag he c'herent, o vezañ anavezet penaos en doa an Aotrou diskouezet e drugarez en he c'heñver, en em laouenajont ganti.
Luke BretonNT 1:59  O vezañ deuet an eizhvet deiz evit amdroc'hañ ar bugel, e c'halvjont anezhañ Zakaria, eus anv e dad.
Luke BretonNT 1:60  E vamm a gemeras ar gomz hag a lavaras: Nann, met Yann e vo galvet.
Luke BretonNT 1:61  Lavarout a rejont dezhi: N'eus den e-touez da gerent hag a zo galvet eus an anv-se.
Luke BretonNT 1:62  Goulenn a rejont dre sinoù digant e dad penaos e felle dezhañ e vije galvet.
Luke BretonNT 1:63  O vezañ goulennet taolennoùigoù, e skrivas ar gerioù-mañ: Yann eo e anv. Hag an holl a voe souezhet.
Luke BretonNT 1:64  Kerkent e c'henoù a zigoras hag e deod en em zistagellas, hag e komze hag e vennige Doue.
Luke BretonNT 1:65  An holl amezeien a voe leuniet a spont, hag an holl draoù-mañ en em vrudas dre vro Menezioù Judea a-bezh.
Luke BretonNT 1:66  An holl re o c'hlevas o miras en o c'halon hag a lavaras: Petra eta a vo ar bugel bihan-se? Ha dorn an Aotrou a oa warnañ.
Luke BretonNT 1:67  Zakaria e dad a voe leuniet eus ar Spered-Santel hag a brofedas o lavarout:
Luke BretonNT 1:68  Benniget ra vo an Aotrou, Doue Israel, dre m'en deus gweladennet ha dasprenet e bobl,
Luke BretonNT 1:69  dre m'en deus savet deomp ur c'horn a Silividigezh e tiegezh David e servijer,
Luke BretonNT 1:70  evel m'en doa lavaret dre c'henoù e brofeded santel abaoe kozh amzer,
Luke BretonNT 1:71  Silvidigezh eus hon enebourien hag eus dorn ar re holl a gasa ac'hanomp,
Luke BretonNT 1:72  evit ober trugarez e-keñver hon tadoù ha kaout soñj eus e emglev santel,
Luke BretonNT 1:74  penaos, o vezañ hon tennet eus dorn hon enebourien, e roje deomp da servijañ anezhañ hep aon
Luke BretonNT 1:75  er santelezh hag er reizhder, dirazañ, e-pad holl zeizioù hor buhez.
Luke BretonNT 1:76  Ha te, bugel bihan, ta a vo galvet profed an Uhel-Meurbet, rak e kerzhi dirak dremm an Aotrou evit kempenn e hentoù,
Luke BretonNT 1:77  evit reiñ d'e bobl anaoudegezh ar silvidigezh er pardon eus o fec'hedoù,
Luke BretonNT 1:78  dre garantez ar galon drugarezus eus hon Doue, an heol o sevel en deus hor gweladennet eus an nec'h drezi,
Luke BretonNT 1:79  evit sklêrijennañ ar re a zo azezet en deñvalijenn hag e skeud ar marv hag evit ren hor c'hammedoù en hent ar peoc'h.
Luke BretonNT 1:80  Ar bugel a greske hag en em greñvae er spered. Hag e chomas el lec'hioù distro betek an deiz ma tlee bezañ diskouezet da Israel.
Chapter 2
Luke BretonNT 2:1  En amzer-se e voe embannet ul lezenn a-berzh Kezar-Aogust, evit ma vije graet ar gont eus tud ar bed holl.
Luke BretonNT 2:2  Ar gont kentañ-se a voe graet e-pad ma oa Kiriniuz gouarnour Siria.
Luke BretonNT 2:3  An holl eta a yae evit lakaat o anv, pep hini en e gêr e-unan.
Luke BretonNT 2:4  Jozef ivez a bignas eus Galilea da Judea, eus kêr Nazared da gêr David anvet Betlehem, dre ma oa eus tiegezh hag eus familh David,
Luke BretonNT 2:5  evit lakaat e anv gant Mari e wreg, a oa dougerez.
Luke BretonNT 2:6  E-pad ma oant eno, an amzer ma tlee gwilioudiñ a erruas,
Luke BretonNT 2:7  hag e c'hanas he mab kentañ-ganet. Hag, o vezañ e vailhuret, e lakaas anezhañ en ur c'hraou, rak ne oa ket lec'h evito en ostaleri.
Luke BretonNT 2:8  Bez' e oa en hevelep korn-bro mesaerien a gouske er parkeier hag a ziwalle o loened e-pad beilhadennoù an noz.
Luke BretonNT 2:9  Setu, un ael eus an Aotrou en em ziskouezas dezho ha gloar an Aotrou a lugernas en-dro dezho; hag o doe ur spont bras.
Luke BretonNT 2:10  An ael a lavaras dezho: N'ho pet ket aon, rak setu, e tegasan deoc'h ur c'heloù mat hag a vo un abeg a levenez vras evit an holl bobl.
Luke BretonNT 2:11  Rak ganet eo bet hiziv deoc'h e kêr David ur Salver, ar C'hrist hag an Aotrou eo.
Luke BretonNT 2:12  Kement-mañ a vo ar sin deoc'h: kavout a reot ar bugel bihan mailhuret ha gourvezet en ur c'hraou.
Luke BretonNT 2:13  Ha kerkent e voe gant an ael ul lod bras eus arme an neñv, o veuliñ Doue hag o lavarout:
Luke BretonNT 2:14  Gloar da Zoue el lec'hioù uhel meurbet! Peoc'h war an douar, bolontez vat e-keñver an dud!
Luke BretonNT 2:15  Pa voe en em dennet an aeled diganto en neñv, ar vesaerien a lavaras an eil d'egile: Deomp eta betek Betlehem ha gwelomp ar pezh a zo c'hoarvezet hag en deus an Aotrou roet da anavezout deomp.
Luke BretonNT 2:16  Mont a rejont eta buan di hag e kavjont Mari ha Jozef, hag ar bugel bihan a oa gourvezet er c'hraou.
Luke BretonNT 2:17  O vezañ e welet, e kontjont d'an holl ar pezh a oa bet lavaret dezho diwar-benn ar bugel bihan-se.
Luke BretonNT 2:18  Ar re holl o c'hlevas a voe souezhet bras eus ar pezh a oa lavaret dezho gant ar vesaerien.
Luke BretonNT 2:19  Mari a vire an holl draoù-se, o prederiañ anezho en he c'halon.
Luke BretonNT 2:20  Hag ar vesaerien a zistroas, en ur reiñ gloar ha meuleudi da Zoue evit kement o doa klevet ha gwelet, hervez ma oa bet lavaret dezho.
Luke BretonNT 2:21  Pa voe deuet an eizhvet devezh evit amdroc'hañ ar bugel, e voe galvet Jezuz, anv a oa bet roet dezhañ gant an ael a-raok ma oa koñsevet er c'hof.
Luke BretonNT 2:22  Ha pa voe deuet, hervez lezenn Moizez, an deizioù dezhi da vezañ glanaet, e tegasjont anezhañ da Jeruzalem evit e ginnig d'an Aotrou,
Luke BretonNT 2:23  hervez ma'z eo skrivet e lezenn an Aotrou: Pep paotr kentañ-ganet a vo gouestlet da Zoue,
Luke BretonNT 2:24  hag evit kinnig en aberzh, hervez ar pezh a zo skrivet e lezenn an Aotrou, ur re durzhunelled pe ziv goulmig.
Luke BretonNT 2:25  Setu, e oa e Jeruzalem un den anvet Simeon. An den-se a oa reizh hag a zouje Doue; gortoz a rae frealz Israel hag ar Spered-Santel a oa warnañ.
Luke BretonNT 2:26  Disklêriet e oa bet dezhañ a-berzh Doue dre ar Spered-Santel na varvje ket a-raok m'en dije gwelet Krist an Aotrou.
Luke BretonNT 2:27  Dont a reas en templ kaset gant ar Spered. Evel ma oa an tad hag ar vamm o tegas ar bugel bihan Jezuz evit ober en e geñver hervez giz al lezenn,
Luke BretonNT 2:28  e kemeras anezhañ etre e zivrec'h hag e veulas Doue, o lavarout:
Luke BretonNT 2:29  Aotrou, laosk bremañ da servijer da vont e peoc'h hervez da c'her,
Luke BretonNT 2:32  ar sklêrijenn a dle sklaeriañ ar vroadoù ha gloar da bobl Israel.
Luke BretonNT 2:33  Jozef hag e vamm a oa souezhet eus an traoù a lavared anezhañ.
Luke BretonNT 2:34  Simeon o bennigas hag a lavaras da Vari e vamm: Setu, ar bugel-se a zo lakaet da vezañ kouezhadenn hag adsavidigezh evit kalz en Israel, ha da vezañ ur sin eus enebiezh.
Luke BretonNT 2:35  Ya, hag evidout-te ur c'hleze a dreuzo da ene. Soñjezonoù meur a galon a vo dizoloet.
Luke BretonNT 2:36  Bez' e oa ivez eno Anna ar brofedez, merc'h Fanuel, eus meuriad Aser. Oadet bras e oa hag he doa bevet gant he fried seizh vloaz abaoe he gwerc'hded.
Luke BretonNT 2:37  Chomet e oa intañvez, hag e oa oadet a bevar bloaz ha pevar ugent pe war-dro. N'ae ket er-maez eus an templ, o servijañ Doue noz-deiz er yunoù hag er pedennoù.
Luke BretonNT 2:38  O vezañ deuet d'an eur-mañ, e veule ivez an Aotrou hag e komze diwar e benn ouzh an holl dud a c'hortoze an daspren e Jeruzalem.
Luke BretonNT 2:39  Goude m'o doe graet pep tra hervez lezenn an Aotrou, e tistrojont e Galilea, d'o c'hêr Nazared.
Luke BretonNT 2:40  Ar bugel a greske hag en em nerzhe e spered, o vezañ leuniet a furnez, ha gras Doue a oa warnañ.
Luke BretonNT 2:41  E dud a yae bep bloaz da Jeruzalem da c'houel ar Pask.
Luke BretonNT 2:42  P'en doe daouzek vloaz, e pignjont da Jeruzalem hervez giz ar gouel.
Luke BretonNT 2:43  Pa voe an deizioù tremenet hag evel ma tistroent ac'hane, ar bugel Jezuz a chomas e Jeruzalem. Jozef hag e vamm n'anaveze ket-se.
Luke BretonNT 2:44  O soñjal e oa asambles gant o c'henveajourien, e kerzhjont e-pad un devezh, ha goude e klaskjont anezhañ e-touez o c'herent hag ar re eus o anaoudegezh.
Luke BretonNT 2:45  Hag o vezañ n'en kavjont ket, e tistrojont da Jeruzalem da glask anezhañ.
Luke BretonNT 2:46  A-benn tri devezh e kavjont anezhañ en templ, azezet e-touez an doktored, o selaou anezho hag oc'h ober goulennoù outo.
Luke BretonNT 2:47  Kement hini a gleve anezhañ a oa souezhet eus e glevidigezh hag e respontoù.
Luke BretonNT 2:48  Pa weljont anezhañ, e voent souezhet, hag e vamm a lavaras dezhañ: Va bugel, perak ec'h eus graet evel-se deomp? Setu, da dad ha me a glaske ac'hanout gant glac'har.
Luke BretonNT 2:49  Eñ a lavaras dezho: Perak em c'hlaskec'h? Ha n'ouiec'h ket eo ret din en em reiñ d'ar pezh a sell ouzh va Zad?
Luke BretonNT 2:51  Mont a reas neuze ganto hag e teuas da Nazared hag e touje dezho. E vamm a vire an holl draoù-se en he c'halon.
Luke BretonNT 2:52  Jezuz a greske e furnez, e ment hag e gras, dirak Doue ha dirak an dud.
Chapter 3
Luke BretonNT 3:1  Ar bemzekvet bloavezh eus ren Tiberiuz-Kezar, Poñs-Pilat o vezañ gouarnour Judea, Herodez tetrark Galilea, Filip e vreur tetrark Iturea ha bro Drakonitiz, Lisaniaz tetrark Abilen,
Luke BretonNT 3:2  dindan belegiezh veur Annaz ha Kaifaz, ger Doue a voe kaset da Yann, mab Zakaria, el lec'h distro.
Luke BretonNT 3:3  Dont a reas en holl vro war-dro ar Jordan, o prezeg badeziant ar geuzidigezh evit pardon ar pec'hedoù,
Luke BretonNT 3:4  evel ma'z eo skrivet e levr lavarioù ar profed Izaia: Mouezh an hini a gri el lec'h distro a lavar: Kempennit hent an Aotrou, grit eeun e wenodennoù,
Luke BretonNT 3:5  pep traonienn a vo leuniet, pep menez ha krec'hienn a vo izelaet, ar pezh a zo gwariet a vo eeunaet, an hentoù torgennek a vo kompezet,
Luke BretonNT 3:7  Lavarout a rae eta d'ar bobl a zeue evit bezañ badezet gantañ: Lignez a naered-wiber, piv en deus desket deoc'h tec'hout diouzh ar gounnar da zont?
Luke BretonNT 3:8  Dougit eta frouezh dereat d'ar geuzidigezh, ha n'en em lakait ket da lavarout ennoc'h hoc'h-unan: Ni hon eus Abraham da dad! Rak me a lavar deoc'h e c'hell Doue sevel eus ar vein-se bugale da Abraham.
Luke BretonNT 3:9  Ar vouc'hal a zo a-vremañ lakaet ouzh gwrizioù ar gwez. Pep gwezenn eta na ro ket frouezh mat, a ya da vezañ troc'het ha taolet en tan.
Luke BretonNT 3:10  Ar bobl a c'houlennas digantañ: Petra a raimp eta?
Luke BretonNT 3:11  Eñ a respontas dezho: An neb en deus daou gwiskamant ra roio unan d'an hini n'en deus ket, hag an neb en deus boued ra zeuio d'ober an hevelep tra.
Luke BretonNT 3:12  Dont a reas ivez publikaned evit bezañ badezet hag e lavarjont dezhañ: Mestr, petra a raimp?
Luke BretonNT 3:13  Eñ a lavaras dezho: Na c'houlennit netra en tu-hont d'ar pezh a zo gourc'hemennet deoc'h.
Luke BretonNT 3:14  Soudarded a c'houlennas ivez digantañ: Ha ni, petra a raimp? Eñ a lavaras dezho: Na wallgasit den ha na damallit den e gaou, met tremenit gant ho pae.
Luke BretonNT 3:15  Evel ma oa ar bobl o c'hortoz ha ma c'houlenne an holl en o c'halon hag eñ ne oa ket Yann ar C'hrist,
Luke BretonNT 3:16  Yann en em lakaas da lavarout d'an holl: Me ho padez en dour, met unan all a zeu, galloudusoc'h egedon, ha n'on ket dellezek da zieren korreenn e votoù. Eñ ho padezo er Spered-Santel hag en tan.
Luke BretonNT 3:17  E grouer a zo en e zaouarn, naetaat a raio mat e leur, hag e tastumo ar gwinizh en e solier, met ar pell a zevo en tan na varv ket.
Luke BretonNT 3:18  Eñ a lavare c'hoazh meur a gelennadurezh all d'ar bobl o prezeg dezho an Aviel.
Luke BretonNT 3:19  Met Herodez an tetrark, o vezañ bet tamallet gantañ diwar-benn Herodiaz gwreg Filip e vreur, ha diwar-benn an holl draoù fall en doa graet,
Luke BretonNT 3:20  a reas goude an holl re all an hini da lakaat Yann er prizon.
Luke BretonNT 3:21  Evel ma rae an holl bobl en em vadeziñ gantañ, Jezuz a voe ivez badezet. Hag e-pad ma pede, an neñv a zigoras
Luke BretonNT 3:22  hag ar Spered-Santel a ziskennas warnañ e doare ur c'horf, evel hini ur goulm. Hag ur vouezh a zeuas eus an neñv, o lavarout: Te eo va Mab karet-mat, ennout em eus lakaet va holl levenez.
Luke BretonNT 3:23  Jezuz a oa oadet war-dro tregont vloaz p'en em lakaas da brezeg, hag e oa evel ma kreded, mab da Jozef, da Heli,
Luke BretonNT 3:24  da Vatat, da Levi, da Velki, da Jannai, da Jozef,
Luke BretonNT 3:25  da Vatatiaz, da Amoz, da Nahum, da Esli, da Naggai,
Luke BretonNT 3:26  da Vaaz, da Vatatiaz, da Semein, da Jozef, da Juda,
Luke BretonNT 3:27  da Joanan, da Resa, da Zorobabel, da Salatiel, da Neri,
Luke BretonNT 3:29  da Joze, da Eliezer, da Jorim, da Vatat, da Levi,
Luke BretonNT 3:30  da Simeon, da Juda, da Jozef, da Jonan, da Eliakim,
Luke BretonNT 3:31  da Velea, da Vainan, da Vatata, da Natan, da Zavid,
Luke BretonNT 3:33  da Aminadab, da Aram, da Ezrom, da Farez, da Juda,
Luke BretonNT 3:34  da Jakob, da Izaak, da Abraham, da Dara, da Nakor,
Luke BretonNT 3:36  da Gainam, da Arfaksad, da Sem, da Noe, da Lamek,
Luke BretonNT 3:37  da Vatuzala, da Enok, da Jared, da Valeleel, da Gainan,
Chapter 4
Luke BretonNT 4:1  Jezuz, leuniet eus ar Spered-Santel, a zistroas eus ar Jordan hag a voe kaset gant ar Spered el lec'h distro;
Luke BretonNT 4:2  eno e voe temptet gant an diaoul e-pad daou-ugent devezh. Ne zebras netra e-pad an deizioù-se ha, goude ma voent tremenet, en doa naon.
Luke BretonNT 4:3  Neuze an diaoul a lavaras dezhañ: Mar d-out Mab Doue, gourc'hemenn d'ar maen-mañ dont da vezañ bara.
Luke BretonNT 4:4  Jezuz a respontas dezhañ: Skrivet eo: An den ne vevo ket gant bara hepken, met gant pep ger a zeu eus Doue.
Luke BretonNT 4:5  An diaoul en kasas war ur menez uhel, a ziskouezas dezhañ en un taol holl rouantelezhioù ar bed,
Luke BretonNT 4:6  hag a lavaras dezhañ: Reiñ a rin dit an holl c'halloud-se ha gloar ar rouantelezhioù-se, rak roet eo bet din hag e roan anezhañ da neb a fell din.
Luke BretonNT 4:8  Jezuz a respontas dezhañ: A-dreñv din, Satan! Rak skrivet eo: An Aotrou da Zoue a azeuli, hag eñ hepken a serviji.
Luke BretonNT 4:9  Kas a reas anezhañ ivez da Jeruzalem, hag e lakaas anezhañ war lein an templ, hag e lavaras dezhañ: Mar dout Mab Doue, en em daol ac'hann d'an traoñ, rak skrivet eo:
Luke BretonNT 4:10  Gourc'hemenn a raio d'e aeled kaout evezh ouzhit evit da ziwall,
Luke BretonNT 4:11  hag e tougint ac'hanout etre o daouarn, gant aon na stokfe da droad ouzh ur maen bennak.
Luke BretonNT 4:12  Jezuz a respontas dezhañ: Lavaret eo: Ne dempti ket an Aotrou da Zoue.
Luke BretonNT 4:13  An diaoul, o vezañ echuet an holl demptadur, en em dennas dioutañ evit un amzer.
Luke BretonNT 4:14  Jezuz a zistroas da C'halilea, dindan galloud ar Spered, hag ar vrud anezhañ a redas dre an holl vro tro-war-dro.
Luke BretonNT 4:15  Kelenn a rae en o sinagogennoù hag e oa enoret gant an holl.
Luke BretonNT 4:16  Jezuz a zeuas da Nazared e-lec'h ma oa bet savet hag a yeas, hervez e c'hiz, er sinagogenn d'an deiz sabad. Sevel a reas evit lenn.
Luke BretonNT 4:17  Roet e voe dezhañ levr ar profed Izaia. O vezañ displeget al levr, e kavas al lec'h ma oa skrivet ennañ:
Luke BretonNT 4:18  Spered an Aotrou a zo warnon, dre-se en deus va olevet da brezeg ar c'heloù mat d'ar beorien. Kaset en deus ac'hanon da yac'haat ar re o deus ar c'halon flastret, da embann an dieubidigezh d'ar re zalc'het ha distro ar gweled d'ar re dall, da gas diere ar re gwasket,
Luke BretonNT 4:20  Goude bezañ pleget al levr hag e roet d'ar servijer, ec'h azezas. Daoulagad an holl er sinagogenn a selle pizh outañ.
Luke BretonNT 4:21  Neuze en em lakaas da lavarout dezho: Hiziv eo peurc'hraet ar gomz-mañ eus ar Skritur hoc'h eus klevet
Luke BretonNT 4:22  An holl a roas testeni dezhañ hag a voe souezhet eus ar c'homzoù a c'hras a zeue eus e c'henoù, hag e lavarjont: Ha n'eo ket hemañ mab Jozef?
Luke BretonNT 4:23  Eñ a lavaras dezho: Hep mar e lavarot din ar c'hrennlavar-mañ: Medisin, en em yac'ha da-unan. Gra ivez amañ, en da vro, kement hon eus klevet ac'h eus graet e Kafarnaoum.
Luke BretonNT 4:24  Met e lavaras: Me a lavar deoc'h e gwirionez, profed ebet n'eo degemeret mat en e vro.
Luke BretonNT 4:25  Me a lavar deoc'h e gwirionez, bez' e oa kalz a intañvezed en Israel en amzer Elia, pa voe serret an neñv e-pad tri bloaz ha c'hwec'h miz ha pa c'hoarvezas un naonegezh vras dre an holl vro.
Luke BretonNT 4:26  Koulskoude Elia ne voe ket kaset da di hini anezho, nemet da di un intañvez eus Sarepta e bro Sidon.
Luke BretonNT 4:27  Bez' e oa ivez kalz a dud lovr en Israel en amzer ar profed Elizea. Koulskoude hini anezho ne oa glanaet, nemet Naaman ar Siriad.
Luke BretonNT 4:28  Ar re holl a oa er sinagogenn, o klevout kement-se, a yeas droug enno.
Luke BretonNT 4:29  O vezañ savet, e kasjont anezhañ kuit eus ar gêr hag e lakajont anezhañ war lein ar menez ma oa savet o c'hêr warnañ, evit e deurel d'an traoñ.
Luke BretonNT 4:31  Hag e tiskennas da Gafarnaoum, kêr eus Galilea, hag e kelenne anezho d'an deizioù sabad.
Luke BretonNT 4:32  Souezhet e oant eus e gelennadurezh, rak komz a rae gant galloud.
Luke BretonNT 4:33  Bez' e oa er sinagogenn un den dalc'het gant ur spered a ziaoul hudur hag a grias gant ur vouezh uhel:
Luke BretonNT 4:34  A! Petra a zo etre ni ha te, Jezuz a Nazared? Ha deuet out evit hor c'holl? Gouzout a ran piv out: Sant Doue.
Luke BretonNT 4:35  Jezuz a c'hourdrouzas anezhañ o lavarout: Tav ha kae er-maez anezhañ. An diaoul, o vezañ e stlapet er c'hreiz, a yeas kuit anezhañ hep ober droug ebet dezhañ.
Luke BretonNT 4:36  Spontet e voent holl hag e lavarjont an eil d'egile: Petra eo ar ger-mañ? Gourc'hemenn a ra gant galloud ha nerzh d'ar speredoù hudur hag ez eont kuit!
Luke BretonNT 4:37  Hag ar vrud anezhañ a yeas e pep lec'h er vro tro-war-dro.
Luke BretonNT 4:38  O vezañ aet er-maez eus ar sinagogenn, eñ a yeas e ti Simon. Mamm-gaer Simon he doa ur gwall derzhienn hag e pedjont anezhañ eviti.
Luke BretonNT 4:39  O vezañ en e sav a-us dezhi, e c'hourc'hemennas d'an derzhienn, hag ez eas kuit diouti. Hi a savas raktal hag a servijas anezho.
Luke BretonNT 4:40  Pa voe kuzhet an heol, ar re holl o doa re glañv dalc'het gant meur a gleñvedoù o degasas dezhañ. Eñ a lakaas e zaouarn war bep hini anezho hag o yac'haas.
Luke BretonNT 4:41  An diaouled ivez a yae er-maez eus kalz a dud, o krial hag o lavarout: Te eo ar C'hrist, Mab Doue. Met eñ o gourdrouzas ha ne lezas ket anezho da gomz, dre ma ouient e oa ar C'hrist.
Luke BretonNT 4:42  Adalek ma teuas an deiz, ez eas er-maez d'ul lec'h distro. Ur bobl vras en klaskas hag a zeuas betek ennañ; hag e c'hoantajont en derc'hel evit n'o c'huitaje ket.
Luke BretonNT 4:43  Met eñ a lavaras dezho: Ret eo din ivez prezeg Aviel rouantelezh Doue d'ar c'hêrioù all, rak evit-se eo ez on bet kaset.
Chapter 5
Luke BretonNT 5:1  Evel ma oa e-kichen lenn Genezared, ar bobl en em daolas warnañ evit klevout ger Doue.
Luke BretonNT 5:2  Gwelout a reas div vag war vord al lenn, a oa diskennet ar besketaerien anezho evit gwalc'hiñ o rouedoù.
Luke BretonNT 5:3  Pignat a reas en unan eus ar bagoù-se, a oa da Simon, hag e pedas anezhañ da bellaat un tamm diouzh an douar. O vezañ azezet, e kelennas ar bobl diwar ar vag.
Luke BretonNT 5:4  P'en doe paouezet da gomz, e lavaras da Simon: Kae a-raokoc'h en dour don, ha taolit ho rouedoù evit pesketa.
Luke BretonNT 5:5  Simon a respontas dezhañ: Mestr, labouret hon eus hed an noz hep tapout netra, hogen war da c'her e taolin ar roued.
Luke BretonNT 5:6  O vezañ henn graet, e tapjont un niver ken bras a besked ma torre o roued.
Luke BretonNT 5:7  Hag e rejont sin d'o c'henseurted a oa er vag all da zont d'o sikour. Dont a rejont hag e leugnjont an div vag en hevelep doare ma'z aent d'ar foñs.
Luke BretonNT 5:8  Simon-Pêr, o vezañ gwelet kement-se, en em strinkas d'an daoulin ouzh treid Jezuz hag a lavaras: Aotrou, pella diouzhin, rak ur pec'her on.
Luke BretonNT 5:9  Rak ar spont a oa kroget ennañ hag er re holl a oa gantañ, abalamour d'ar pesketaerezh o doa graet,
Luke BretonNT 5:10  kenkoulz evel e Jakez ha Yann mibien Zebedea, kenseurted da Simon. Jezuz a lavaras da Simon: Na'z pez ket aon, a-vremañ e vi pesketaer tud bev.
Luke BretonNT 5:11  O vezañ degaset ar bagoù d'an douar, e kuitajont holl hag e heuilhjont anezhañ.
Luke BretonNT 5:12  Evel ma oa en ur gêr, setu, e oa un den goloet a lovrentez. O vezañ gwelet Jezuz, en em strinkas war e c'henoù d'an douar hag en pedas o lavarout: Aotrou, mar fell dit, e c'hellez va glanaat.
Luke BretonNT 5:13  Jezuz, oc'h astenn e zorn, en stokas hag a lavaras: Fellout a ra din, bez glanaet. Kerkent al lovrentez a guitaas anezhañ.
Luke BretonNT 5:14  Hag e tifennas outañ n'en lavarje da zen. Met kae, emezañ, en em ziskouez d'ar beleg ha kinnig evit da c'hlanidigezh ar pezh en deus Moizez gourc'hemennet, evit ma servijo kement-se da desteni dezho.
Luke BretonNT 5:15  Ar vrud anezhañ en em skuilhe muioc'h-muiañ ha kalz a dud en em zastume evit e glevout hag evit bezañ yac'haet gantañ eus o c'hleñvedoù.
Luke BretonNT 5:16  Met eñ en em zalc'he a-du el lec'h distro evit pediñ.
Luke BretonNT 5:17  Un devezh ma kelenne, e oa azezet eno farizianed ha doktored al lezenn deuet eus holl vourc'hioù eus Galilea, eus Judea hag eus Jeruzalem. Galloud an Aotrou a oberie evit yac'haat.
Luke BretonNT 5:18  Ha setu, e teuas tud a zouge war ur gwele un den seizet, hag e klaskjont mont en ti hag e lakaat dirazañ.
Luke BretonNT 5:19  Pa ne ouient dre belec'h e gas e-barzh abalamour d'ar bobl, e pignjont war an ti, hag en diskennjont dre an teol gant e wele, e-kreiz an holl, dirak Jezuz.
Luke BretonNT 5:20  O welout o feiz, e lavaras dezhañ: Den, da bec'hedoù a zo pardonet dit.
Luke BretonNT 5:21  Neuze ar skribed hag ar farizianed en em lakaas da c'hrozmolat ha da lavarout: Piv eo hemañ hag a wallgomz? Piv a c'hell pardoniñ ar pec'hedoù, nemet Doue hepken?
Luke BretonNT 5:22  Met Jezuz, oc'h anavezout o soñjezonoù, a gemeras ar gomz hag a lavaras dezho: Petra a c'hrozmolit en ho kalonoù?
Luke BretonNT 5:23  Petra eo an aesoc'h, lavarout: Da bec'hedoù a zo pardonet dit, pe lavarout: Sav ha kerzh?
Luke BretonNT 5:24  Met evit ma ouiot penaos Mab an den en deus war an douar ar galloud da bardoniñ ar pec'hedoù, e lavaras d'an den seizet: Me a lavar dit, sav, kemer da wele ha kae da'z ti.
Luke BretonNT 5:25  Raktal e savas dirazo, e tougas ar gwele ma oa gourvezet warnañ, hag ez eas d'e di o reiñ gloar da Zoue.
Luke BretonNT 5:26  Hag e voent holl souezhet bras hag e rojont gloar da Zoue. Leuniet e voent a zoujañs hag e lavarjont: Traoù burzhudus hon eus gwelet hiziv.
Luke BretonNT 5:27  Goude-se, e teuas hag e welas ur publikan anvet Levi, azezet e ti ar gwirioù, hag e lavaras dezhañ: Heuilh ac'hanon.
Luke BretonNT 5:29  Levi a reas ur fest vras en e di, hag un niver bras a bublikaned hag a dud all a oa ouzh taol ganto.
Luke BretonNT 5:30  O skribed hag o farizianed a c'hrozmolas hag a lavaras d'e ziskibien: Perak e tebrit hag ec'h evit gant ar bublikaned ha gant an dud a vuhez fall?
Luke BretonNT 5:31  Jezuz, o kemer ar gomz, a lavaras dezho: N'eo ket ar re a zo yac'h eo ar re o deus ezhomm a vedisin, met ar re a zo klañv.
Luke BretonNT 5:32  N'on ket deuet evit gerervel ar re reizh d'ar geuzidigezh, met ar bec'herien.
Luke BretonNT 5:33  Lavarout a rejont dezhañ: Perak e yun alies diskibien Yann hag e reont pedennoù, kenkoulz evel re ar farizianed, e-lec'h da re a zebr hag a ev?
Luke BretonNT 5:34  Eñ a lavaras dezho: Ha c'hwi a c'hell lakaat da yunañ mignoned ar pried, e-pad ma'z emañ ar pried ganto?
Luke BretonNT 5:35  Met deizioù a zeuio ma vo lamet ar pried diganto, hag en deizioù-se e yunint.
Luke BretonNT 5:36  Lavarout a reas ivez dezho ur barabolenn: Den ne laka un tamm eus ur gwiskamant nevez war ur gwiskamant kozh, rak an tamm nevez a rogfe an hini kozh hag an tamm nevez n'en em rafe ket gant an hini kozh.
Luke BretonNT 5:37  Den ne laka gwin nevez e seier-lêr kozh, rak ar gwin nevez a dorrfe ar seier kozh, en em skuilhfe hag ar seier a vefe kollet.
Luke BretonNT 5:38  Met ar gwin nevez a dle bezañ lakaet e seier nevez, hag an daou en em vir a-unan.
Luke BretonNT 5:39  Ha n'eus den hag a ev gwin kozh hag a c'houlenn diouzhdu gwin nevez, rak lavarout a ra: Gwelloc'h eo an hini kozh.
Chapter 6
Luke BretonNT 6:1  C'hoarvezout a reas, e-pad an eil-kentañ sabad, ma tremene dre barkeier ed. E ziskibien a ziframme tañvouezennoù hag, o vezañ o gwasket en o daouarn, e tebrent anezho.
Luke BretonNT 6:2  Hiniennoù eus ar farizianed a lavaras dezho: Perak e rit ar pezh n'eo ket aotreet ober d'an deizioù sabad?
Luke BretonNT 6:3  Jezuz, o kemer ar gomz, a lavaras dezho: Ha n'hoc'h eus ket lennet ar pezh a reas David p'en doe naon, eñ hag ar re a oa gantañ?
Luke BretonNT 6:4  Penaos ez eas e ti Doue, e kemeras hag e tebras ar baraoù a ginnig, hag o roas ivez d'ar re a oa gantañ, petra bennak na oa ket aotreet debriñ anezho, nemet d'ar veleien hepken?
Luke BretonNT 6:5  Hag e lavaras dezho: Mab an den a zo mestr zoken war ar sabad.
Luke BretonNT 6:6  C'hoarvezout a reas ivez, un deiz sabad all, ma'z eas er sinagogenn ha ma kelennas. Bez' e oa eno un den ma oa disec'het e zorn dehou.
Luke BretonNT 6:7  Ar skribed hag ar farizianed a selle outañ evit gwelout hag eñ a yac'hafe d'an deiz sabad, evit kaout un abeg d'e damall.
Luke BretonNT 6:8  Met ec'h anaveze o soñjezonoù hag e lavaras d'an den en doa an dorn disec'het: Sav hag en em zalc'h aze er c'hreiz. Eñ a savas hag en em zalc'has en e sav.
Luke BretonNT 6:9  Ha Jezuz a lavaras dezho eta: Un dra a c'houlennin ouzhoc'h: Hag aotreet eo, d'an deiz sabad, ober vad pe droug, saveteiñ un den pe e lezel da goll?
Luke BretonNT 6:10  Neuze, o sellout ouzh ar re holl a oa en-dro dezhañ, e lavaras d'an den: Astenn da zorn. Ober a reas hag e zorn a zeuas yac'h evel egile.
Luke BretonNT 6:11  Int a voe leuniet a fulor hag en em guzuilhjont war ar pezh a c'helljent ober da Jezuz.
Luke BretonNT 6:12  En amzer-se, ez eas war ar menez da bediñ hag e tremenas an noz holl o pediñ Doue.
Luke BretonNT 6:13  Pa voe deuet ar beure, e c'halvas e ziskibien hag e tibabas daouzek anezho a c'halvas ivez ebestel:
Luke BretonNT 6:14  Simon a roas ivez an anv a Bêr dezhañ; Andrev e vreur; Jakez, ha Yann; Filip, ha Bartolome;
Luke BretonNT 6:15  Mazhev, ha Tomaz; Jakez mab Alfe, ha Simon anvet Gredus;
Luke BretonNT 6:16  Jud kar da Jakez; Judaz Iskariod a oa an hini en droukroas.
Luke BretonNT 6:17  O vezañ neuze diskennet ganto, e chomas en ur blaenenn, gant e vandenn diskibien hag ul lod bras a dud eus Judea, eus Jeruzalem hag eus ar vro arvorek Tir ha Sidon. Deuet e oant evit e glevout hag evit bezañ yac'haet eus o c'hleñvedoù.
Luke BretonNT 6:18  Ar re a oa dalc'het gant speredoù hudur a oa ivez yac'haet.
Luke BretonNT 6:19  An holl bobl a glaske stekiñ outañ, abalamour ma teue anezhañ un nerzh a yac'hae holl.
Luke BretonNT 6:20  O sevel e zaoulagad war-zu e ziskibien, e lavaras: Eürus oc'h, c'hwi hag a zo paour, rak rouantelezh Doue a zo deoc'h!
Luke BretonNT 6:21  Eürus oc'h, c'hwi hag hoc'h eus naon bremañ, rak leuniet e viot! Eürus oc'h, c'hwi hag a ouel bremañ, rak karget e viot gant levenez!
Luke BretonNT 6:22  Eürus e viot pa gasaio an dud ac'hanoc'h, pa gasint kuit ac'hanoc'h eus o zouez, pa lavarint dismegañs deoc'h ha pa daolint hoc'h anv evel fall abalamour de Vab an den,
Luke BretonNT 6:23  en em laouenait en amzer-se ha tridit gant levenez, rak ho kopr a vo bras en neñv; rak evel-se o deus graet o zadoù d'ar brofeded.
Luke BretonNT 6:24  Met gwalleur deoc'h, tud pinvidik! Rak c'hwi hoc'h eus bet ho frealz.
Luke BretonNT 6:25  Gwalleur deoc'h, tud leuniet! rak c'hwi ho po naon. Gwalleur deoc'h, ar re a c'hoarzh bremañ! Rak c'hwi en em c'hlac'haro hag a ouelo.
Luke BretonNT 6:26  Gwalleur deoc'h, pa lavaro an holl dud vad ac'hanoc'h! Rak o zadoù o deus graet evel-se e-keñver ar fals-profeded!
Luke BretonNT 6:27  Met me a lavar deoc'h c'hwi am selaou: Karit hoc'h enebourien, grit vad d'ar re a gasa ac'hanoc'h,
Luke BretonNT 6:28  bennigit ar re a villig ac'hanoc'h, pedit evit ar re a wallgomz ouzhoc'h.
Luke BretonNT 6:29  D'an hini a sko ac'hanout war ur jod, tro eben outañ. D'an hini a zilam da vantell diganit, laosk ivez gantañ da doneg.
Luke BretonNT 6:30  Ro d'an neb a c'houlenn diganit, ha n'adc'houlenn ket digant an hini en deus kemeret da dra.
Luke BretonNT 6:31  Ar pezh a fell deoc'h e rafe an dud deoc'h, grit ivez kement-se dezho.
Luke BretonNT 6:32  Ma ne garit nemet ar re ho kar, peseurt trugarez a dleer deoc'h? Ar bec'herien a gar ivez ar re o c'har.
Luke BretonNT 6:33  Ma ne rit vad nemet d'ar re a ra vad deoc'h, peseurt trugarez a dleer deoc'h? Ar bec'herien a ra an hevelep tra.
Luke BretonNT 6:34  Ma ne brestit nemet d'ar re e c'hortozit resev diganto, peseurt trugarez a dleer deoc'h? Ar bec'herien a brest ivez d'ar bec'herien evit kaout kement all.
Luke BretonNT 6:35  Met karit hoc'h enebourien, grit vad ha prestit hep gortoz netra, hag ho kopr a vo bras, ha c'hwi a vo mibien an Uhel-Meurbet, abalamour ma'z eo mat e-keñver ar re zizanaoudek hag ar re fall.
Luke BretonNT 6:36  Bezit eta trugarezus, evel ma'z eo ivez ho Tad trugarezus.
Luke BretonNT 6:37  Na varnit ket ha ne viot ket barnet. Na gondaonit ket ha ne viot ket kondaonet. Pardonit hag e viot pardonet.
Luke BretonNT 6:38  Roit hag e vo roet deoc'h, roet e vo deoc'h en ho kerc'henn ur muzul mat, stardet hag hejet, a zeuio dreist ar barr. Rak muzuliet e vo deoc'h gant an hevelep muzul ma vuzuilhit d'ar re all.
Luke BretonNT 6:39  Lavarout a reas ivez dezho ur barabolenn: Daoust hag un den dall a c'hell ren un den dall? Ha ne gouezhint ket o daou er poull?
Luke BretonNT 6:40  An diskibl n'eo ket uheloc'h eget e vestr, met pep diskibl mat a vo evel e vestr.
Luke BretonNT 6:41  Perak e sellez ouzh ar blouzenn a zo e lagad da vreur, ha ne welez ket an treust a zo en da lagad da-unan?
Luke BretonNT 6:42  Pe penaos e c'hellez lavarout da'z preur: Breur, va lez da zilemel ar blouzenn a zo e-barzh da lagad, te na welez ket an treust en da hini? Pilpous, lam da gentañ an treust eus da lagad, ha neuze e weli penaos e lami ar blouzenn a zo e lagad da vreur.
Luke BretonNT 6:43  N'eus gwezenn vat ebet hag a zougfe frouezh fall, na gwezenn fall ebet hag a zougfe frouezh mat.
Luke BretonNT 6:44  Rak pep gwezenn a anavezer diouzh he frouezh hec'h-unan. Ne zastumer ket fiez diwar spern ha ne vendemer ket rezin diwar drez.
Luke BretonNT 6:45  An den mat a denn traoù mat eus teñzor mat e galon, hag an den fall a denn traoù fall eus teñzor fall e galon. Rak eus leunder ar galon eo e komz ar genoù.
Luke BretonNT 6:46  Perak eta e c'halvit ac'hanon Aotrou, Aotrou, ha ne rit ket ar pezh a lavaran?
Luke BretonNT 6:47  Me a ziskouezo deoc'h ouzh piv eo heñvel pep den hag a zeu da'm c'havout, a selaou va gerioù hag a sent outo.
Luke BretonNT 6:48  Heñvel eo ouzh un den a sav un ti, hag o vezañ kleuzet ha toullet don, en deus lakaet an diazez war ar roc'h. An doureier o vezañ deuet ha skoet gant nerzh a-enep an ti-se, n'o deus ket gellet e ziskar dre ma oa diazezet war ar roc'h.
Luke BretonNT 6:49  Met an hini a selaou ha ne sent ket, a zo heñvel ouzh un den a sav e di war an douar, hep diazez. An doureier o vezañ skoet gant nerzh a-enep dezhañ, kouezhet eo kerkent ha diskar an ti-se a zo bet bras.
Chapter 7
Luke BretonNT 7:1  Goude m'en doa peurlavaret ar c'homzoù-mañ dirak ar bobl a oa ouzh e selaou, ez eas da Gafarnaoum.
Luke BretonNT 7:2  Mevel ur c'hantener, karet mat gantañ, a oa klañv hag a yae da vervel.
Luke BretonNT 7:3  O vezañ klevet komz diwar-benn Jezuz, e kasas d'e gavout henaourien eus ar Yuzevien da bediñ anezhañ da zont da yac'haat e servijer.
Luke BretonNT 7:4  Ar re-mañ eta, o vezañ deuet da gavout Jezuz, a bedas anezhañ start en ur lavarout: Din eo ma rafes kement-se evitañ,
Luke BretonNT 7:5  rak karout a ra hor broad, eñ eo en deus savet deomp hor sinagogenn.
Luke BretonNT 7:6  Jezuz eta a yeas ganto. Pa ne oa ken pell eus an ti, ar c'hantener a gasas etrezek ennañ mignoned da lavarout dezhañ: Aotrou, na gemer ket kement a boan, rak n'on ket dellezek e teufes dindan va zoenn.
Luke BretonNT 7:7  Abalamour da-se ne'm eus ket kavet e oan dellezek va-unan da vont betek ennout, met lavar ur ger ha va mevel a vo yac'haet.
Luke BretonNT 7:8  Rak me va-unan a zo un den lakaet dindan galloud re all, ha dindanon em eus soudarded. Hag e lavaran da unan: Kae! hag ez a; d'egile: Deus! Hag e teu; ha da'm mevel: Gra kement-mañ! Hag en gra.
Luke BretonNT 7:9  Pa glevas Jezuz kement-se, e voe souezhet hag, o tistreiñ, e lavaras d'ar bobl en heulie: Me a lavar deoc'h penaos ne'm eus ket kavet ur feiz ken bras, zoken en Israel.
Luke BretonNT 7:10  Pa zistroas d'ar gêr ar re a oa bet kaset, e kavjont yac'h mat ar mevel a oa bet klañv.
Luke BretonNT 7:11  An deiz war-lerc'h, ez eas d'ur gêr anvet Nain. Kalz eus e ziskibien hag ur bobl vras a yae gantañ.
Luke BretonNT 7:12  Evel ma tostaas ouzh dor kêr, setu, e touged d'an douar un den marv, mab nemetañ e vamm a oa intañvez. Un niver bras a dud eus kêr a oa ganti.
Luke BretonNT 7:13  An Aotrou o vezañ he gwelet, en doe truez outi hag a lavaras dezhi: Na ouel ket!
Luke BretonNT 7:14  O vezañ tostaet, e stokas an arched. Ar re en douge a arsavas. Lavarout a reas: Den yaouank, me en lavar dit, sav!
Luke BretonNT 7:15  An hini marv a azezas hag en em lakaas da gomz. Jezuz en roas d'e vamm.
Luke BretonNT 7:16  Ar spont a grogas enno holl hag e rojont gloar da Zoue, en ur lavarout: Ur profed bras a zo savet en hon touez ha Doue en deus gweladennet e bobl.
Luke BretonNT 7:17  Ar vrud-se en em skuilhas dre Judea holl ha dre an holl vro tro-war-dro.
Luke BretonNT 7:18  Diskibien Yann a gontas an holl draoù-se dezhañ.
Luke BretonNT 7:19  Yann a c'halvas daou eus e ziskibien hag o c'hasas da gavout Jezuz evit lavarout dezhañ: Bez' out an hini a dle dont pe e tleomp gortoz unan all?
Luke BretonNT 7:20  O vezañ deuet d'e gavout, ar re-mañ a lavaras: Yann-Vadezour en deus hon degaset da'z kavout evit lavarout: Bez' out an hini a dle dont pe e tleomp gortoz unan all?
Luke BretonNT 7:21  En eur-se zoken, eñ a yac'haas kalz a dud eus o c'hleñvedoù, eus o mac'hagnoù hag eus drouk-speredoù, hag e roas ar gweled da veur a hini dall.
Luke BretonNT 7:22  Jezuz a respontas dezho: It ha lavarit da Yann ar pezh hoc'h eus gwelet ha klevet: ar re dall a wel, ar re gamm a gerzh, ar re lovr a zo glanaet, ar re vouzar a glev, ar re varv a adsav da vev, an Aviel a zo prezeget d'ar beorien.
Luke BretonNT 7:24  Ar re en doa Yann degaset o vezañ aet kuit, Jezuz en em lakaas da lavarout d'ar bobl diwar-benn Yann: Petra oc'h aet da welout el lec'h distro? Ur bennduenn hejet gant an avel?
Luke BretonNT 7:25  Met petra oc'h aet da welout? Un den gwisket gant dilhad kaer? Setu, ar re a zo gwisket gant dilhad kaer hag a vev er plijadurioù, a zo e tiez ar rouaned.
Luke BretonNT 7:26  Met petra oc'h aet da welout? Ur profed? Ya a lavaran deoc'h, ha muioc'h eget ur profed.
Luke BretonNT 7:27  Eñ eo an hini a zo skrivet diwar e benn: Setu, e kasan va c'hannad dirak da zremm da gempenn da hent a-raok dit.
Luke BretonNT 7:28  Rak me a lavar deoc'h, e-touez ar re a zo bet ganet gant gwragez, n'eus profed ebet brasoc'h eget Yann-Vadezour. Koulskoude, an hini bihanañ e rouantelezh Doue a zo brasoc'h egetañ.
Luke BretonNT 7:29  Hag an holl dud o deus e glevet hag ar bublikaned o deus disklêriet reizhder Doue o vezañ bet badezet gant badeziant Yann.
Luke BretonNT 7:30  Met ar farizianed ha doktored al lezenn, o vezañ n'int ket bet badezet gantañ, o deus taolet diouto evit o c'holl bolontez Doue en o c'heñver.
Luke BretonNT 7:31  Neuze an Aotrou a lavaras: Ouzh piv e keñverin tud ar rummad-mañ? Ouzh piv int heñvel?
Luke BretonNT 7:32  Heñvel int ouzh bugale azezet war al leurgêr hag a gri an eil d'egile, o lavarout: Ni hon eus sonet deoc'h ar fleüt ha n'hoc'h eus ket dañset, ni hon eus kanet deoc'h hirvoudoù ha n'hoc'h eus ket gouelet.
Luke BretonNT 7:33  Rak Yann-Vadezour a zo deuet hep debriñ bara hag hep evañ gwin, hag e lavarit: Un diaoul a zo ennañ.
Luke BretonNT 7:34  Mab an den a zo deuet o tebriñ hag oc'h evañ, hag e lavarit: Setu un debrer hag un ever, ur mignon d'ar bublikaned ha d'ar bec'herien.
Luke BretonNT 7:35  Met ar furnez a zo bet reishaet gant he holl vugale.
Luke BretonNT 7:36  Ur farizian a bedas anezhañ da zebriñ. Eñ a yeas e ti ar farizian hag en em lakaas ouzh taol.
Luke BretonNT 7:37  Ha setu, ur wreg eus kêr a oa vuhez fall, o vezañ gouezet e oa ouzh taol e ti ar farizian, a zegasas ul lestr alabastr, leun a c'hwezh-vat,
Luke BretonNT 7:38  Oc'h en em zerc'hel a-dreñv ouzh treid Jezuz, o ouelañ, en em lakaas da zourañ e dreid gant he daeroù. Hag o zorchas gant blev he fenn, e pokas e dreid hag ec'h olevas anezho gant ar c'hwezh-vat.
Luke BretonNT 7:39  Ar farizian en doa e bedet, o welout kement-se, a lavaras ennañ e-unan: Ma vije an den-mañ ur profed, e ouije piv eo a wreg a stok ennañ, ha penaos eo a vuhez fall.
Luke BretonNT 7:40  Jezuz, o kemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Simon, un dra bennak am eus da lavarout dit. Eñ a lavaras dezhañ: Mestr, lavar.
Luke BretonNT 7:41  Ur c'hredour en doa daou zleour: unan a dlee pemp kant diner (1 diner = pezh arc'hant roman war-dro 4 g) hag egile hanter-kant.
Luke BretonNT 7:42  Evel n'o doa ket peadra da baeañ, e tiskargas anezho o-daou eus o dle. Lavar din eta pehini anezho en karo ar muiañ?
Luke BretonNT 7:43  Simon a respontas: Me a gav din ez eo an hini en deus bet ar brasañ diskarg. Eñ a lavaras dezhañ: Barnet mat ec'h eus.
Luke BretonNT 7:44  Neuze, o tistreiñ ouzh ar wreg, e lavaras da Simon: Gwelout a rez ar wreg-mañ? Deuet on en da di ha ne'c'h eus ket roet dour din evit gwalc'hiñ va zreid, met hi he deus douret va zreid gant he daeroù hag he deus o sec'het gant he blev.
Luke BretonNT 7:45  Te ne'c'h eus ket roet ur pok din, met hi, abaoe ma'z on deuet en ti, n'he deus ket paouezet da bokat da'm zreid.
Luke BretonNT 7:46  Te ne'c'h eus ket olevet va fenn gant eoul, met hi he deus olevet va zreid gant c'hwezh-vat.
Luke BretonNT 7:47  Dre-se e lavaran dit, he fec'hedoù niverus a zo bet pardonet dezhi, rak karet he deus kalz. Met an neb a bardoner nebeut dezhañ, a gar nebeut.
Luke BretonNT 7:48  Hag e lavaras dezhi: Da bec'hedoù a zo pardonet dit.
Luke BretonNT 7:49  Ar re a oa ouzh taol gantañ en em lakaas da lavarout enno o-unan: Piv eo hemañ hag a bardon zoken ar pec'hedoù?
Luke BretonNT 7:50  Met e lavaras d'ar wreg: Da feiz he deus da saveteet, kae e peoc'h.
Chapter 8
Luke BretonNT 8:1  Goude-se, Jezuz a yeas eus eil kêr hag eus eil bourc'h d'egile, o prezeg hag o kemenn keloù mat rouantelezh Doue. An daouzek a oa gantañ,
Luke BretonNT 8:2  kenkoulz hag un nebeud gwragez a oa bet yac'haet a zrouk-speredoù hag a gleñvedoù: Mari anvet a Vagdala, a oa aet kuit seizh diaoul diouti,
Luke BretonNT 8:3  Janed gwreg Chuza, merour Herodez, Suzanna, ha kalz a reoù all en sikoure gant o madoù.
Luke BretonNT 8:4  Evel ma en em zastume kalz a bobl ha ma teue d'e gavout meur a hini eus an holl gêrioù, e lavaras dezho dre barabolenn:
Luke BretonNT 8:5  Un hader a yeas er-maez da hadañ e had. Evel ma hade, ul lodenn eus an had a gouezhas a-hed an hent, hag e voe mac'het ha laboused an neñv he debras holl.
Luke BretonNT 8:6  Ul lodenn all a gouezhas war ul lec'h meinek, ha pa voe savet, e sec'has rak n'he doa ket a c'hlebor.
Luke BretonNT 8:7  Ul lodenn all a gouezhas e-touez ar spern, ar spern a savas gant ar greun hag o mougas.
Luke BretonNT 8:8  Ul lodenn all a gouezhas en douar mat hag, o vezañ savet, e roas frouezh, kant evit unan. O lavarout an traoù-mañ, e krias: Ra selaouo, an neb en deus divskouarn da glevout.
Luke BretonNT 8:9  E ziskibien a c'houlennas digantañ petra e oa ar barabolenn-se.
Luke BretonNT 8:10  Respont a reas: Roet eo deoc'h da anavezout misterioù rouantelezh Doue, met d'ar re all eo komzet dre barabolennoù, evit o welout na welont ket, hag o klevout na gomprenont ket.
Luke BretonNT 8:11  Setu petra eo ar barabolenn-se: An had eo ger Doue.
Luke BretonNT 8:12  Ar re a zo a-hed an hent eo ar re en selaou, met an diaoul a zeu hag a zilam ar ger diouzh o c'halon, en aon en ur grediñ na vefent salvet.
Luke BretonNT 8:13  Ar re a zo war al lec'hioù meinek, eo ar re a glev ar ger, e zegemer gant levenez, met n'o deus ket a wrizienn, ne gredont nemet ur pennad ha pa zeu an temptadur, e kouezhont.
Luke BretonNT 8:14  Ar pezh a zo e-touez an drein, eo ar re o deus klevet ar ger, met, en ur vont kuit, en lezont da vezañ mouget gant prederioù, pinvidigezhioù ha plijadurioù ar vuhez-mañ, en hevelep doare ma ne zougont ket a frouezh a zeu da zareviñ.
Luke BretonNT 8:15  Met ar pezh a zo kouezhet en un douar mat, eo ar re a glev ar ger gant ur galon onest ha mat, en dalc'h hag a zoug frouezh gant kendalc'husted.
Luke BretonNT 8:16  Den, goude bezañ enaouet ul lamp, ne c'holo anezhañ gant ul lestr pe ne laka anezhañ dindan ur gwele, met e lakaat a ra war ur c'hantolor, evit ma sklaerio ar re a zeu en ti.
Luke BretonNT 8:17  Rak n'eus netra kuzhet na dle bezañ disklêriet, ha n'eus netra goloet na dle bezañ anavezet ha lakaet war-wel.
Luke BretonNT 8:18  Lakait evezh eta penaos e selaouit, rak roet e vo d'an neb en deus, met an hini n'en deus ket, e vo lamet digantañ zoken ar pezh a gred en deus.
Luke BretonNT 8:19  E vamm hag e vreudeur a zeuas d'e gavout, met ne c'hellent ket tostaat outañ abalamour d'ar bobl.
Luke BretonNT 8:20  Hag e voe lavaret dezhañ: Da vamm ha da vreudeur a zo er-maez hag a c'hoanta da welout.
Luke BretonNT 8:21  Met e respontas: Va mamm ha va breudeur eo ar re a selaou ger Doue hag a sent outañ.
Luke BretonNT 8:22  Un devezh ma'z eas en ur vag gant e ziskibien, e lavaras dezho: Tremenomp en tu all d'al lenn. Hag ez ejont.
Luke BretonNT 8:23  E-pad ma oant er vag, e kouskas. Un taol-avel bras a savas war al lenn, ar vag en em leunie gant an dour hag e oant e riskl bras.
Luke BretonNT 8:24  Tostaat a rejont outañ hag en dihunjont, o lavarout: Mestr, Mestr, ez eomp da goll! O vezañ dihunet, e c'hourdrouzas d'an avel ha da donnoù an dour. Ar re-mañ a davas hag e voe ur sioulder bras.
Luke BretonNT 8:25  Hag e lavaras dezho: Pelec'h emañ ho feiz? Int, leuniet a zoujañs hag a spont, a lavaras an eil d'egile: Piv eo eta hemañ, a c'hourc'hemenn zoken d'an avel ha d'an dour, hag e sentont outañ?
Luke BretonNT 8:26  Dont a rejont neuze da vro ar C'hadareniz, a zo dirak Galilea.
Luke BretonNT 8:27  Pa voe Jezuz diskennet d'an douar, e teuas a-raok dezhañ un den eus kêr, a oa dalc'het gant diaouled pell a oa. Ne zouge ket a zilhad ha ne chome ket en un ti met er bezioù.
Luke BretonNT 8:28  Pa welas Jezuz, e krias hag, ouzh en em deurel d'e dreid, e lavaras a vouezh uhel: Petra a zo etre me ha te, Jezuz, Mab an Doue Uhel-Meurbet? Me az ped, na boagn ket ac'hanon.
Luke BretonNT 8:29  Rak e kourc'hemenne d'ar spered hudur mont kuit eus an den-se. Dalc'het e oa gantañ abaoe pell a oa. E eren a raed gant chadennoù hag e ziwall a raed gant hualoù, met e torre an ereoù hag e oa kaset gant an diaoul el lec'hioù distro.
Luke BretonNT 8:30  Jezuz a c'houlennas outañ: Pe anv ac'h eus? Hag e respontas: Lejion. Rak kalz a ziaoulien a oa aet ennañ.
Luke BretonNT 8:31  Int a bedas anezhañ na c'hourc'hemennje ket dezho mont en donder.
Luke BretonNT 8:32  Bez' e oa eno ur vandenn vras a voc'h o peuriñ war ar menez. Hag e pedjont anezhañ d'o lezel da vont er moc'h-se. Eñ o lezas da vont.
Luke BretonNT 8:33  An diaouled eta, o vezañ aet kuit eus an den, a yeas er moc'h hag ar vandenn en em daolas war red eus al lec'h uhel-se er lenn, hag a voe beuzet.
Luke BretonNT 8:34  Ar re o mesae, o welout ar pezh a oa erruet, a dec'has kuit da lavarout kement-se e kêr ha war ar maez.
Luke BretonNT 8:35  Neuze an dud a zeuas evit gwelout ar pezh a oa c'hoarvezet. O vezañ deuet da gavout Jezuz, e kavjont an den ma oa aet kuit an diaouled anezhañ, azezet ouzh treid Jezuz, gwisket hag en e skiant vat, hag e voent leuniet a spont.
Luke BretonNT 8:36  Ar re o doa gwelet an traoù-se a lavaras dezho penaos e oa bet yac'haet an hini dalc'het gant an diaouled.
Luke BretonNT 8:37  Holl dud bro ar C'hadareniz en pedas da bellaat diouto, rak kroget e oa ur spont bras enno. Mont a reas eta er vag evit distreiñ.
Luke BretonNT 8:38  An den a oa aet kuit an diaouled anezhañ en pedas d'e lezel da vont gantañ. Met Jezuz a lakaas anezhañ da vont en-dro o lavarout:
Luke BretonNT 8:39  Distro da'z ti ha lavar an traoù bras en deus Doue graet dit. Mont a reas kuit oc'h embann dre holl gêr kement en doa Jezuz graet en e geñver.
Luke BretonNT 8:40  Pa voe distroet, Jezuz a voe degemeret gant ur bobl vras rak an holl a c'hortoze anezhañ.
Luke BretonNT 8:41  Setu, un den anvet Jairuz hag a oa penn eus ar sinagogenn, a zeuas hag, oc'h en em deurel ouzh treid Jezuz, en pedas da zont en e di,
Luke BretonNT 8:42  rak en doa ur verc'h nemeti, oadet a zaouzek vloaz pe war-dro hag a oa o vont da vervel. Evel ma'z ae di, e voe gwasket gant ar bobl.
Luke BretonNT 8:43  Ur wreg klañv gant an diwadañ daouzek vloaz a oa, hag he doa dispignet he holl vadoù gant medisined hep gallout bezañ yac'haet gant hini ebet,
Luke BretonNT 8:44  a dostaas outañ a-ziadreñv hag a stokas ouzh bevenn e zilhad. Raktal he diwadañ a baouezas.
Luke BretonNT 8:45  Jezuz a lavaras: Piv en deus stoket ouzhin? Evel ma nac'he an holl kement-se, Pêr hag ar re a oa gantañ a lavaras dezhañ: Mestr, an dud a zo en-dro dit a wask ac'hanout, hag e lavarez: Piv en deus stoket ouzhin?
Luke BretonNT 8:46  Met Jezuz a lavaras: Unan bennak en deus stoket ouzhin rak anavezet em eus e oa aet un nerzh er-maez ac'hanon.
Luke BretonNT 8:47  Neuze ar wreg, o welout ne oa ket bet kement-se kuzhet outañ, a zeuas en ur grenañ hag, oc'h en em deurel d'e dreid, e tisklêrias dirak ar bobl evit petra he doa stoket outañ ha penaos e oa bet yac'haet kerkent.
Luke BretonNT 8:48  Lavarout a reas dezhi: Merc'h, kemer fiziañs, da feiz he deus da yac'haet, kae e peoc'h.
Luke BretonNT 8:49  Evel ma komze c'hoazh, unan bennak eus ti penn ar sinagogenn a zeuas da lavarout dezhañ: Da verc'h a zo marv, na skuizh ket ar Mestr.
Luke BretonNT 8:50  Met Jezuz, o vezañ klevet kement-se, a lavaras: Na'z pez ket aon, kred hepken hag e vo yac'haet.
Luke BretonNT 8:51  Pa voe deuet en ti, ne lezas den da vont e-barzh, nemet Pêr, Jakez, Yann, ha tad ha mamm ar plac'hig.
Luke BretonNT 8:52  An holl a ouele hag a hirvoude abalamour dezhi. Met eñ a lavaras: Na ouelit ket, n'eo ket marv, met kousket a ra.
Luke BretonNT 8:53  Int a reas goap anezhañ, oc'h anavezout e oa marv.
Luke BretonNT 8:54  Met o vezañ graet dezho holl mont er-maez, e kemeras he dorn hag e krias: Bugel, sav!
Luke BretonNT 8:55  He spered a zistroas hag e savas kerkent. Hag e c'hourc'hemennas reiñ dezhi da zebriñ.
Luke BretonNT 8:56  He c'herent a voe gwall souezhet, met eñ a c'hourc'hemennas dezho na lavarjent da zen ar pezh a oa c'hoarvezet.
Chapter 9
Luke BretonNT 9:1  O vezañ dastumet e zaouzek diskibl, e roas dezho nerzh ha galloud war an holl ziaouled ha da yac'haat ar c'hleñvedoù.
Luke BretonNT 9:2  Kas a reas anezho da brezeg rouantelezh Doue ha da yac'haat ar re glañv.
Luke BretonNT 9:3  Lavarout a reas dezho: Na zougit netra evit an hent, na bazh, na sac'h, na bara, nag arc'hant, ha n'ho pet ket daou wiskamant.
Luke BretonNT 9:4  E peseurt ti bennak ma'c'h antreot, chomit ennañ betek ma'z eot kuit.
Luke BretonNT 9:5  P'en em gavo tud n'ho tegemerint ket, pa'z eot kuit eus ar gêr-se, hejit ar poultr eus ho treid e testeni a-enep dezho.
Luke BretonNT 9:6  O vezañ aet kuit, ez ejont eus an eil bourc'h d'egile, o prezeg an Aviel hag o yac'haat e pep lec'h.
Luke BretonNT 9:7  Herodez an tetrark a glevas komz eus kement holl a rae, ha ne ouie petra da soñjal. Rak darn a lavare e oa Yann adsavet a-douez ar re varv,
Luke BretonNT 9:8  re all e oa en em ziskouezet Elia, ha re all e oa adsavet a varv unan eus ar brofeded kozh.
Luke BretonNT 9:9  Herodez a lavaras: Lakaet em eus troc'hañ e benn da Yann, met piv eo hemañ a glevan an hevelep traoù diwar e benn? Hag e c'hoantae gwelout anezhañ.
Luke BretonNT 9:10  An ebestel, o vezañ distroet, a lavaras dezhañ kement o doa graet. O vezañ o c'hemeret a-du, en em dennas ganto en ul lec'h distro, tost ouzh ur gêr anvet Betsaida.
Luke BretonNT 9:11  Ar bobl, o vezañ klevet-se, en heulias. Eñ a zegemeras anezho hag a gomzas outo diwar-benn rouantelezh Doue. Yac'haat a reas ivez ar re o doa ezhomm da vezañ yac'haet.
Luke BretonNT 9:12  Evel ma'c'h izelae an deiz, an daouzek a dostaas outañ hag a lavaras dezhañ: Kas kuit ar bobl, evit ma'z aint er bourc'hioù hag er c'hêrioùigoù en-dro, da lojañ ha da brenañ boued, rak amañ emaomp en ul lec'h distro.
Luke BretonNT 9:13  Met eñ a lavaras dezho: Roit hoc'h-unan da zebriñ dezho. Hag int a respontas: N'hon eus ket ouzhpenn pemp bara ha daou besk, nemet mont a rafemp da brenañ boued evit an holl bobl-mañ.
Luke BretonNT 9:14  Rak bez' e oant war-dro pemp mil den. Neuze e lavaras d'e ziskibien: Lakait anezho da azezañ a renkoù a hanter-kant.
Luke BretonNT 9:16  Eñ a gemeras ar pemp bara hag an daou besk hag, o sellout etrezek an neñv, o bennigas, o zorras hag o roas d'an diskibien, evit m'o rojent d'ar bobl.
Luke BretonNT 9:17  Debriñ a rejont holl hag o doe a-walc'h, hag e kasjont ganto daouzek panerad eus an tammoù a oa manet.
Luke BretonNT 9:18  Evel ma pede e-unan ha ma oa an diskibien gantañ, en em lakaas da c'houlennata anezho o lavarout: Piv a lavar an dud ez on?
Luke BretonNT 9:19  Int a respontas: Darn a lavar Yann-Vadezour; ha darn all, Elia; ha darn all, unan bennak eus ar brofeded kozh adsavet a varv.
Luke BretonNT 9:20  Eñ a lavaras dezho: Ha c'hwi, piv a lavarit ez on? Pêr a respontas: Te eo Krist Doue.
Luke BretonNT 9:21  Met e tifennas gwall start outo lavarout kement-se da zen,
Luke BretonNT 9:22  hag e lavaras: Ret eo da Vab an den gouzañv kalz a draoù, bezañ taolet kuit gant an henaourien, gant ar veleien vras ha gant ar skribed, bezañ lakaet d'ar marv, hag adsevel a varv d'an trede deiz.
Luke BretonNT 9:23  Hag e lavaras d'an holl: Mar fell da unan bennak dont war va lerc'h, ra raio dilez anezhañ e-unan, ra gemero e groaz bemdez ha ra heulio ac'hanon.
Luke BretonNT 9:24  Rak piv bennak a fello dezhañ saveteiñ e vuhez he c'hollo, met piv bennak a gollo e vuhez abalamour din he saveteo.
Luke BretonNT 9:25  Rak petra a dalvfe d'un den gounit ar bed holl, mar en em zistrujfe pe mar en em gollfe e-unan?
Luke BretonNT 9:26  Rak piv bennak en devo mezh ac'hanon hag eus va c'homzoù, Mab an den en devo mezh anezhañ pa zeuio en e c'hloar hag e hini an Tad hag an aelez santel.
Luke BretonNT 9:27  Me a lavar deoc'h e gwirionez, ez eus hiniennoù eus a-douez ar re a zo amañ ha ne varvint ket ken n'o devo gwelet rouantelezh Doue.
Luke BretonNT 9:28  War-dro eizh devezh goude ar c'homzoù-se, e kemeras gantañ Pêr, Yann ha Jakez, hag e pignas war ar menez evit pediñ.
Luke BretonNT 9:29  E-pad ma pede, e zremm a droas a zoare hag e zilhad a zeuas gwenn ha skedus.
Luke BretonNT 9:30  Setu, daou zen a gomze gantañ, Moizez hag Elia e oant.
Luke BretonNT 9:31  En em ziskouezjont gant gloar, hag e komzjont eus e zisparti, a dlee c'hoarvezout e Jeruzalem.
Luke BretonNT 9:32  Pêr hag ar re a oa gantañ o doa kement a c'hoant kousket, met, o vezañ dihun-tre, e weljont e c'hloar hag an daou zen a oa gantañ.
Luke BretonNT 9:33  Evel ma'z ae an dud-mañ kuit digantañ, Pêr a lavaras da Jezuz: Mestr, mat eo deomp chom amañ. Greomp amañ teir deltenn, unan evidout, unan evit Moizez, unan evit Elia. Ne ouie ket petra a lavare.
Luke BretonNT 9:34  E-pad ma lavare kement-se, e teuas ur goabrenn d'o goleiñ, hag e voent spontet oc'h o gwelout o vont er goabrenn.
Luke BretonNT 9:35  Ur vouezh a zeuas eus ar goabrenn o lavarout: Hemañ eo va Mab karet-mat. Selaouit eñ!
Luke BretonNT 9:36  Pa oa ar vouezh-se o komz, Jezuz en em gavas e-unan. Int a davas ha ne lavarjont netra da zen, d'ar c'houlz-se, eus ar pezh o doa gwelet.
Luke BretonNT 9:37  An deiz war-lerc'h, evel ma tiskennent eus ar menez, ur bobl vras a zeuas d'e gavout.
Luke BretonNT 9:38  Ha setu, un den a-douez an dud-se a grias hag a lavaras: Mestr, me az ped, taol da zaoulagad war va mab, rak va bugel nemetañ eo.
Luke BretonNT 9:39  Ur spered a grog ennañ, ha kerkent e laosk kriadennoù bras; neuze e wallhej anezhañ start, en laka da eoniñ hag a boan e kuita anezhañ, goude bezañ e vrevet holl.
Luke BretonNT 9:40  Pedet em eus da ziskibien d'e gas kuit ha n'o deus ket gallet.
Luke BretonNT 9:41  Jezuz a respontas: O rummad diskredik ha fall, betek pegeit e vin ganeoc'h hag e c'houzañvin ac'hanoc'h? Degas amañ da vab.
Luke BretonNT 9:42  Evel ma tostae, an diaoul en stlapas d'an douar hag a zifretas start anezhañ. Met Jezuz a c'hourdrouzas ar spered hudur, a yac'haas ar bugel hag en roas d'e dad.
Luke BretonNT 9:43  Hag e voent holl souezhet eus galloud meurbet Doue. Evel ma oant holl estlammet gant ar pezh a rae Jezuz, eñ a lavaras d'e ziskibien:
Luke BretonNT 9:44  Evidoc'h-c'hwi, selaouit mat ar c'homzoù-mañ: Mab an den a dle bezañ droukroet etre daouarn an dud.
Luke BretonNT 9:45  Met ne gomprenent ket ar gomz-se. Teñval e oa evito, ne c'hellent ket intent anezhi ha ne gredent goulenn netra digantañ war gement-se.
Luke BretonNT 9:46  Neuze ur soñj a zeuas dezho, anavezout pehini anezho a vije ar brasañ.
Luke BretonNT 9:47  Jezuz, o welout soñj o c'halon, a gemeras ur bugel bihan, a lakaas anezhañ en e gichen
Luke BretonNT 9:48  hag a lavaras dezho: Piv bennak a zegemer ar bugel bihan-se em anv a zegemer ac'hanon. Ha piv bennak a zegemer ac'hanon a zegemer an hini en deus va c'haset. Rak an hini ac'hanoc'h holl a zo ar bihanañ, hennezh eo a vo bras.
Luke BretonNT 9:49  Yann, o kemer ar gomz, a lavaras: Mestr, gwelet hon eus un den o kas kuit diaouled en da anv. Difennet hon eus outañ abalamour na heuilh ket ac'hanomp.
Luke BretonNT 9:50  Jezuz a lavaras dezhañ: Na zifennit ket outañ, rak an hini n'emañ ket a-enep deomp a zo evidomp.
Luke BretonNT 9:51  C'hoarvezout a reas ma tostae an amzer ma tlee bezañ savet, hag en em lakaas en hent, c'hoantek da vont da Jeruzalem.
Luke BretonNT 9:52  Kas a reas kannaded a-raok dezhañ. Mont a rejont hag ec'h antrejont en ur vourc'h eus ar Samaritaned evit kempenn ul lojeiz dezhañ.
Luke BretonNT 9:53  Met ar re-mañ n'en degemerjont ket, abalamour ma'z ae war-zu Jeruzalem.
Luke BretonNT 9:54  E ziskibien Jakez ha Yann, o welout-se, a lavaras: Aotrou, fellout a ra dit e lavarfemp ma tiskennfe an tan eus an neñv evit o deviñ, evel ma reas Elia?
Luke BretonNT 9:55  Hogen Jezuz a zistroas hag a c'hourdrouzas anezho, o lavarout: N'ouzoc'h ket eus peseurt spered oc'h buhezet,
Luke BretonNT 9:56  rak Mab an den n'eo ket deuet evit koll an dud, met evit o salviñ. Hag ez ejont da ur vourc'h all.
Luke BretonNT 9:57  Evel ma oant en hent, un den a lavaras dezhañ: Aotrou, me a heulio ac'hanout e kement lec'h ma'z i.
Luke BretonNT 9:58  Jezuz a lavaras dezhañ: Al lern o deus toulloù ha laboused an neñv neizhioù, met Mab an den n'en deus lec'h ebet evit harpañ e benn.
Luke BretonNT 9:59  Lavarout a reas da unan all: Heuilh ac'hanon! Hag hemañ a lavaras: Aotrou, lez ac'hanon da vont da gentañ da sebeliañ va zad.
Luke BretonNT 9:60  Jezuz a lavaras dezhañ: Lez ar re varv da sebeliañ o re varv, met te, kae da brezeg rouantelezh Doue.
Luke BretonNT 9:61  Unan all a lavaras ivez: Me a heulio ac'hanout, Aotrou, met lez ac'hanon da gentañ da vont da gimiadiñ diouzh ar re a zo em zi.
Luke BretonNT 9:62  Jezuz a respontas dezhañ: An hini a laka e zorn war an arar hag a sell war e lerc'h, n'eo ket dereat evit rouantelezh Doue.
Chapter 10
Luke BretonNT 10:1  Goude-se, an Aotrou a zilennas c'hoazh dek ha tri-ugent all hag o c'hasas daou ha daou a-raok dezhañ en holl gêrioù hag en holl lec'hioù ma tlee mont e-unan.
Luke BretonNT 10:2  Hag e lavaras dezho: An eost a zo bras, met nebeut a zo al labourerien. Pedit eta Mestr an eost evit ma kaso labourerien en e eost.
Luke BretonNT 10:3  It, setu, e kasan ac'hanoc'h evel oaned e-touez bleizi.
Luke BretonNT 10:4  Na zougit na yalc'h, na sac'h, na botoù, ha na saludit den en hent.
Luke BretonNT 10:5  E peseurt ti bennak ma'c'h antreot, lavarit da gentañ: Ra vo ar peoc'h war an ti-mañ!
Luke BretonNT 10:6  Mar d-eus eno ur bugel a beoc'h, ho peoc'h a chomo warnañ, mar n'eus ket e tistroio deoc'h.
Luke BretonNT 10:7  Chomit en ti-se, o tebriñ hag oc'h evañ ar pezh a vo roet deoc'h, rak al labourer a zo dleet dezhañ e c'hopr. Na dremenit ket eus un eil ti d'egile.
Luke BretonNT 10:8  E peseurt kêr bennak ma'z eot ha ma viot degemeret enni, debrit ar pezh a vo kinniget deoc'h,
Luke BretonNT 10:9  yac'hait ar re glañv a vo eno ha lavarit dezho: Rouantelezh Doue a zo deuet tost ouzhoc'h.
Luke BretonNT 10:10  Met e peseurt kêr bennak ma'z eot ha ma ne viot ket degemeret, it er straedoù ha lavarit:
Luke BretonNT 10:11  Hejañ a reomp a-enep deoc'h ar poultr zoken a zo staget ouzhimp en ho kêr. Gouezit koulskoude penaos rouantelezh Doue a zo tostaet ouzhoc'h.
Luke BretonNT 10:12  Me a lavar deoc'h penaos en deiz-se, e vo dousoc'h da Sodom eget d'ar gêr-se.
Luke BretonNT 10:13  Gwalleur dit, Korazin! Gwalleur dit, Betsaida! Rak ma vije bet graet e Tir hag e Sidon ar mirakloù a zo bet graet ennoc'h, pell zo e vijent kaout keuz, o kemer ar sac'h hag al ludu.
Luke BretonNT 10:14  Abalamour da-se, e deiz ar varn, e vo dousoc'h da Dir ha da Sidon eget deoc'h.
Luke BretonNT 10:15  Ha te, Kafarnaoum, te a zo bet savet betek an neñv, izelaet e vi betek lec'h ar marv.
Luke BretonNT 10:16  An neb a selaou ac'hanoc'h, a selaou ac'hanon; an neb a zispriz ac'hanoc'h, a zispriz ac'hanon; an neb a zispriz ac'hanon, a zispriz an hini en deus va c'haset.
Luke BretonNT 10:17  An dek ha tri-ugent a zistroas gant levenez, o lavarout: Aotrou, zoken an diaouled a bleg deomp ez anv.
Luke BretonNT 10:18  Eñ a lavaras dezho: Me a wele Satan o kouezhañ eus an neñv evel ul luc'hedenn.
Luke BretonNT 10:19  Setu, em eus roet deoc'h ar galloud da gerzhout war an naered, war ar c'hruged ha war holl nerzhoù an enebour, ha netra ne c'hello noazout ouzhoc'h.
Luke BretonNT 10:20  Koulskoude, n'en em laouenait ket eus ma pleg deoc'h ar speredoù, met en em laouenait kentoc'h eus ma'z emañ hoc'h anvioù skrivet en neñvoù.
Luke BretonNT 10:21  En eur-se, Jezuz a dridas gant levenez er Spered-Santel hag a lavaras: Da veuliñ a ran, Tad, Aotrou an neñv hag an douar, ma ec'h eus kuzhet an traoù-se ouzh ar re fur hag ouzh ar re skiantek, ha ma ec'h eus o disklêriet d'ar vugale. Ya, Tad, kement-se a zo evel-se dre ma ec'h eus e gavet mat.
Luke BretonNT 10:22  Pep tra a zo bet roet din gant va Zad, ha den ne oar piv eo ar Mab nemet an Tad, na piv eo an Tad nemet ar Mab hag an hini a fell d'ar Mab e zisklêriañ dezhañ.
Luke BretonNT 10:23  O tistreiñ ouzh an diskibien, e lavaras dezho a-du: Eürus eo an daoulagad a wel ar pezh a welit!
Luke BretonNT 10:24  Rak me a lavar deoc'h, kalz a brofeded hag a rouaned o deus c'hoantaet gwelout ar pezh a welit ha n'o deus ket e welet, ha klevout ar pezh a glevit ha n'o deus ket e glevet.
Luke BretonNT 10:25  Setu, un doktor eus al lezenn a savas hag a lavaras evit e amprouiñ: Mestr, petra a dlean d'ober evit kaout ar vuhez peurbadus?
Luke BretonNT 10:26  Eñ a lavaras dezhañ: Petra a zo skrivet el lezenn ha petra a lennez enni?
Luke BretonNT 10:27  Eñ a respontas: Karout a ri an Aotrou da Zoue, eus da holl galon, eus da holl ene, eus da holl nerzh, eus da holl soñj, ha da nesañ eveldout da-unan.
Luke BretonNT 10:28  Eñ a lavaras dezhañ: Respontet mat ec'h eus, gra kement-se hag e vevi.
Luke BretonNT 10:29  Met hemañ, o fellout diskouez e oa reizh, a lavaras da Jezuz: Ha piv eo va nesañ?
Luke BretonNT 10:30  Jezuz a adkemeras ar gomz hag a lavaras: Un den a ziskennas eus Jeruzalem da Jeriko hag a gouezhas etre daouarn laeron a ziwiskas anezhañ ha, goude bezañ e vrevet a daolioù, ez ejont kuit, o lezel anezhañ hanter-varv.
Luke BretonNT 10:31  Erruout a reas ma tiskennas ur beleg dre an hent-se hag, o vezañ gwelet an den, a dremenas e-biou.
Luke BretonNT 10:32  Ul Leviad, o vezañ ivez deuet en hevelep lec'h, o welout anezhañ, a yeas e-biou.
Luke BretonNT 10:33  Met ur Samaritan, o tremen e hent, a zeuas da gavout an den-mañ hag, o welout anezhañ, en doe truez outañ.
Luke BretonNT 10:34  O tostaat, e lienas e c'houlioù hag e lakaas warno eoul ha gwin. E lakaat a reas war e varc'h e-unan, en kasas da un ostaleri hag e kemeras preder anezhañ.
Luke BretonNT 10:35  Antronoz, o vont kuit, e tennas daou ziner (1 diner = pezh arc'hant roman war-dro 4 g), o roas d'an ostiz hag e lavaras dezhañ: Az pez preder anezhañ, ha kement a zispigni ouzhpenn, me en roio dit pa zistroin.
Luke BretonNT 10:36  Pehini eta eus an tri-se a gav dit eo bet nesañ an hini a oa kouezhet etre daouarn al laeron?
Luke BretonNT 10:37  Eñ a lavaras: An hini en deus graet trugarez en e geñver eo. Neuze Jezuz a lavaras dezhañ: Kae, ha gra ivez evel-se.
Luke BretonNT 10:38  Evel ma oant en hent, ez eas en ur vourc'h. Ur wreg anvet Marta en degemeras en he zi.
Luke BretonNT 10:39  Houmañ he doa ur c'hoar anvet Mari, en em zalc'has azezet ouzh treid Jezuz hag a selaouas e gomzoù.
Luke BretonNT 10:40  Marta a oa prederiet gant al labour en ti; dont a reas hag e lavaras: Aotrou, ha n'evezhiez ket penaos va c'hoar am lez da servijañ va-unan? Lavar eta dezhi dont da'm sikour.
Luke BretonNT 10:41  Jezuz a respontas dezhi: Marta, Marta, te en em laka e poan hag en em nec'h gant kalz a draoù.
Luke BretonNT 10:42  Met un dra hepken a zo ret. Mari he deus dibabet al lodenn wellañ, ha ne vo ket lamet diganti.
Chapter 11
Luke BretonNT 11:1  Un deiz ma oa o pediñ en ul lec'h bennak, goude m'en doe echuet, unan eus e ziskibien a lavaras dezhañ: Aotrou, desk deomp pediñ evel m'en deus Yann desket ivez d'e ziskibien.
Luke BretonNT 11:2  Hag e lavaras dezho: Pa bedit, lavarit: Hon Tad hag a zo en neñv, ra vo santelaet da anv, ra zeuio da rouantelezh, ra vo graet da volontez war an douar evel en neñv,
Luke BretonNT 11:4  pardon deomp hor pec'hedoù, rak ni a bardon ivez d'ar re holl o deus manket ouzhimp, ha n'hon lez ket da gouezhañ en temptadur, met hon diwall diouzh an droug.
Luke BretonNT 11:5  Lavarout a reas dezho: Mar en defe unan ac'hanoc'h ur mignon hag a zeufe d'e gavout da hanternoz da lavarout dezhañ: Va mignon, prest din tri bara,
Luke BretonNT 11:6  rak ur mignon din a zo deuet da'm zi eus ur veaj ha ne'm eus netra da ginnig dezhañ,
Luke BretonNT 11:7  ha mar respontfe an den a zo en e di: Na dregas ket ac'hanon, va dor a zo prennet ha va bugale a zo ganin er gwele, ne c'hellan ket sevel evit o reiñ dit,
Luke BretonNT 11:8  me a lavar deoc'h, pa ne savfe ket da reiñ dezhañ abalamour ma'z eo e vignon, e savfe koulskoude abalamour d'e dregaserezh hag e rofe dezhañ kement hag en defe ezhomm.
Luke BretonNT 11:9  Me a lavar deoc'h: Goulennit hag e vo roet deoc'h, klaskit hag e kavot, skoit hag e vo digoret deoc'h.
Luke BretonNT 11:10  Rak an neb a c'houlenn, a resev; an neb a glask, a gav; an neb a sko, e vez digoret dezhañ.
Luke BretonNT 11:11  Piv eo an tad en ho touez a roio ur maen d'e vab pa c'houlenn digantañ bara? Pe mar goulenn ur pesk, a roio dezhañ un naer e-lec'h pesk?
Luke BretonNT 11:12  Pe mar goulenn digantañ ur vi, a roio dezhañ ur grug?
Luke BretonNT 11:13  Mar gouzoc'h eta, ha c'hwi fall, reiñ traoù mat d'ho pugale, pegement muioc'h an Tad a zo en neñv a roio ar Spered-Santel d'ar re en goulenn digantañ!
Luke BretonNT 11:14  Jezuz a gasas kuit un diaoul a oa mut. Pa voe aet an diaoul kuit, an den mut a gomzas, hag ar bobl a oa souezhet.
Luke BretonNT 11:15  Met lod anezho a lavaras: Dre Veelzebul priñs an diaouled eo e kas an diaouled kuit.
Luke BretonNT 11:16  Reoù all, evit e amprouiñ, a c'houlennas digantañ ur mirakl eus an neñv.
Luke BretonNT 11:17  Evel ma anaveze o soñjezonoù, e lavaras dezho: Pep rouantelezh dizunanet ganti hec'h-unan a zeuio da netra, hag un ti dizunanet gantañ e-unan a vo diskaret.
Luke BretonNT 11:18  Mar d'eo eta Satan dizunanet gantañ e-unan, penaos e pado e rouantelezh, pa lavarit ez eo dre Veelzebul e kasan kuit an diaouled?
Luke BretonNT 11:19  Mar kasan kuit an diaouled dre Veelzebul, dre biv o c'has kuit ho mibien? Dre-se e vint ho parnerien.
Luke BretonNT 11:20  Met mar kasan kuit an diaouled dre viz Doue, eo eta gwir penaos eo deuet rouantelezh Doue betek ennoc'h.
Luke BretonNT 11:21  Pa ziwall un den kreñv hag armet mat e di, kement en deus a zo e surentez.
Luke BretonNT 11:22  Met pa zeu unan all kreñvoc'h egetañ, e tiskar anezhañ, e tilamm digantañ e holl armoù ma fizie enno hag e lodenn e ziwisk.
Luke BretonNT 11:23  An hini n'emañ ket ganin a zo a-enep din, hag an hini na zastum ket ganin a stlabez.
Luke BretonNT 11:24  Pa vez aet kuit ur spered hudur eus un den, ez a dre lec'hioù sec'h da glask diskuizh, ha ne gav ket. Neuze e lavar: Distreiñ a rin da'm zi a-belec'h on deuet.
Luke BretonNT 11:26  Neuze ez a, e kemer gantañ seizh spered all gwashoc'h egetañ, ez eont hag e chomont ennañ, ha stad diwezhañ an den-se a zeu gwashoc'h eget an hini gentañ.
Luke BretonNT 11:27  Evel ma lavare an traoù-se, ur wreg eus a-greiz ar bobl a savas he mouezh hag a lavaras dezhañ: Eürus eo ar c'hof en deus da zouget hag eürus eo an divronn ac'h eus sunet!
Luke BretonNT 11:28  Met eñ a lavaras: Nann, eürus eo kentoc'h ar re a selaou ger Doue hag a sent outañ!
Luke BretonNT 11:29  Evel m'en em zastume ar bobl en ur vandenn vras war e dro, en em lakaas da lavarout: Ar rummad-mañ a zo fall, goulenn a ra ur mirakl ha ne vo roet mirakl ebet dezhañ, nemet mirakl ar profed Jona.
Luke BretonNT 11:30  Rak evel ma voe Jona ur mirakl evit tud Ninive, Mab an den a vo ivez unan evit ar rummad-mañ.
Luke BretonNT 11:31  Rouanez ar C'hreisteiz a savo e deiz ar varn gant tud ar rummad-mañ hag a gondaono anezho, abalamour ma'z eo deuet eus penn pellañ an douar evit klevout furnez Salomon, ha setu, ez eus amañ brasoc'h eget Salomon.
Luke BretonNT 11:32  Tud Ninive a savo e deiz ar varn gant ar rummad-mañ hag a gondaono anezhañ, abalamour m'o deus bet keuz dre brezegenn Jona, ha setu, ez eus amañ brasoc'h eget Jona.
Luke BretonNT 11:33  Den n'enaou ul lamp evit e lakaat en ul lec'h kuzhet pe dindan ur boezell, met e lakaat a raer war ur c'hantolor, evit ma welo ar sklêrijenn ar re a zeu en ti.
Luke BretonNT 11:34  Al lagad eo lamp ar c'horf. Mar d-eo eta da lagad yac'h, da holl gorf a zo sklêrijennet, met mar d-eo fall, da gorf ivez a zo en deñvalijenn.
Luke BretonNT 11:35  Diwall eta na vefe ket teñvalijenn ar sklêrijenn a zo ennout.
Luke BretonNT 11:36  Mar d-eo eta da holl gorf sklêrijennet, ha mar n'eus lod ebet anezhañ en deñvalijenn, e vo sklêrijennet en e bezh, evel pa sklaer ul lamp ac'hanout gant e sklêrijenn.
Luke BretonNT 11:37  Evel ma komze, ur farizian a bedas anezhañ da leinañ en e di. Mont a reas hag en em lakaas ouzh taol.
Luke BretonNT 11:38  Ar farizian a oa souezhet o welout na oa ket en em walc'het a-raok lein.
Luke BretonNT 11:39  Met an Aotrou a lavaras dezhañ: C'hwi, farizianed, a naeta diavaez an hanaf hag ar plad, met en diabarzh oc'h leun a laeroñsi hag a fallentez.
Luke BretonNT 11:40  Tud diskiant! An hini en deus graet an diavaez, ha n'en deus ket graet ivez an diabarzh?
Luke BretonNT 11:41  Roit kentoc'h aluzenoù eus ar pezh hoc'h eus, ha setu, pep tra a vo glan evidoc'h.
Luke BretonNT 11:42  Met gwalleur deoc'h, farizianed! Abalamour ma paeit an deog war ar vent, war ar ru ha war an holl louzoù, e-pad ma lezit a-gostez ar reizhder ha karantez Doue. Ar re-se a oa ret ober, hep koulskoude dilezel ar re all.
Luke BretonNT 11:43  Gwalleur deoc'h, farizianed! Abalamour ma karit ar c'hadorioù kentañ er sinagogennoù ha bezañ saludet war ar marc'hallac'hioù.
Luke BretonNT 11:44  Gwalleur deoc'h, skribed ha farizianed pilpouzed! Abalamour ma'z oc'h heñvel ouzh bezioù na weler ket ha ma kerzh an dud warno hep gouzout emaint eno.
Luke BretonNT 11:45  Unan eus doktored al lezenn a gemeras ar gomz hag a lavaras dezhañ: Mestr, en ur lavarout an traoù-se, e tismegañsez ac'hanomp-ni ivez.
Luke BretonNT 11:46  Hag e lavaras: Gwalleur deoc'h ivez, doktored al lezenn! Abalamour ma sammit an dud gant bec'hioù na c'hellont ket dougen, ha c'hwi hoc'h-unan ne stokit ket outo gant unan eus ho pizied.
Luke BretonNT 11:47  Gwalleur deoc'h! Abalamour ma savit bezioù d'ar brofeded en deus ho tadoù lakaet d'ar marv.
Luke BretonNT 11:48  C'hwi a zo eta an testoù hag ar c'henoberourien eus ar pezh o deus graet ho tadoù, rak lakaet o deus anezho d'ar marv, ha c'hwi a sav o bezioù.
Luke BretonNT 11:49  Setu perak furnez Doue he deus lavaret: Kas a rin dezho profeded hag ebestel, hag e lazhint lod anezho ha lod all a wallgasint,
Luke BretonNT 11:50  evit ma vo goulennet digant ar rummad-mañ gwad an holl brofeded a zo bet skuilhet abaoe krouidigezh ar bed,
Luke BretonNT 11:51  adalek gwad Abel betek gwad Zakaria, a voe lazhet etre an aoter hag an templ. Ya, a lavaran deoc'h, goulennet e vo digant ar rummad-mañ.
Luke BretonNT 11:52  Gwalleur deoc'h, doktored al lezenn! Abalamour ma hoc'h eus kemeret alc'houez an anaoudegezh, n'oc'h ket hoc'h-unan aet e-barzh, hag hoc'h eus c'hoazh harzet da vont e-barzh ar re a garje bezañ aet.
Luke BretonNT 11:53  Evel ma lavare kement-se dezho, ar skribed hag ar farizianed en em lakaas d'e waskañ start evit e lakaat da gomz war galz a draoù,
Luke BretonNT 11:54  o stignañ pechoù dezhañ hag o klask pakañ un dra bennak eus e c'henoù, evit e damall.
Chapter 12
Luke BretonNT 12:1  War gement-se, o vezañ en em zastumet tud a vilieroù ken ma kerzhent an eil war egile, en em lakaas da lavarout d'e ziskibien: En em virit dreist-holl eus goell ar farizianed, da lavarout eo ar pilpouzerezh.
Luke BretonNT 12:2  Met n'eus netra goloet na dle bezañ dizoloet, ha netra kuzhet na dle bezañ anavezet.
Luke BretonNT 12:3  Dre-se an traoù ho po lavaret en deñvalijenn a vo klevet er sklêrijenn, hag ar pezh ho po lavaret er skouarn er c'hambroù a vo prezeget war lein an tiez.
Luke BretonNT 12:4  Hag e lavaran deoc'h-c'hwi va mignoned: N'ho pet ket aon dirak ar re a lazh ar c'horf ha, goude-se, ne c'hellont ober netra ouzhpenn.
Luke BretonNT 12:5  Met me a ziskouezo deoc'h piv a dleit doujañ. Doujit an hini en deus ar galloud da gas d'ar gehenn, goude m'en deus lazhet. Ya, a lavaran deoc'h, hennezh eo an hini a dleit doujañ.
Luke BretonNT 12:6  Ha ne werzher ket pemp golvan evit daou wenneg? Koulskoude, Doue n'ankounac'ha ket unan hepken anezho.
Luke BretonNT 12:7  Zoken holl vlev ho penn a zo kontet. N'ho pet ket aon eta, c'hwi a dalvez muioc'h eget kalz a c'holvaned.
Luke BretonNT 12:8  Lavarout a ran deoc'h: Piv bennak a anzavo ac'hanon dirak an dud, Mab an den en anzavo dirak aeled Doue,
Luke BretonNT 12:9  met an hini a zinac'ho ac'hanon dirak an dud, a vo dinac'het dirak aeled Doue.
Luke BretonNT 12:10  Piv bennak a gomzo a-enep Mab an den, e vo pardonet dezhañ, met d'an hini a wallgomzo a-enep ar Spered-Santel, ne vo ket pardonet.
Luke BretonNT 12:11  Pa viot kaset er sinagogennoù, dirak mestroù ar vro hag ar re c'halloudek, n'en em lakait ket en poan eus an doare ma respontot evit ho tifenn nag eus ar pezh ho po da lavarout,
Luke BretonNT 12:12  rak ar Spered-Santel a zesko deoc'h d'an eur-se ar pezh ho po da lavarout.
Luke BretonNT 12:13  Unan eus a-bgreiz ar bobl a lavaras dezhañ: Mestr, lavar d'am breur lodennañ ganin hon hêrezh.
Luke BretonNT 12:14  Met eñ a lavaras dezhañ: O den, piv en deus va lakaet da varner pe da ober ho lodennoù?
Luke BretonNT 12:15  Hag e lavaras dezho: Diwallit gant evezh diouzh ar bizhoni, rak un den n'en deus ket ar vuhez diouzh puilhentez e vadoù.
Luke BretonNT 12:16  Hag e lavaras dezho ar barabolenn-mañ: Douaroù un den pinvidik o doa roet kalz a frouezh,
Luke BretonNT 12:17  hag e soñjas ennañ e-unan o lavarout: Petra a rin? Rak ne'm eus ket lec'h a-walc'h evit dastum va eost.
Luke BretonNT 12:18  Lavarout a reas: Setu ar pezh a rin, diskar a rin va solieroù hag e savin reoù vrasoc'h, hag e tastumin enno va holl eost ha va madoù.
Luke BretonNT 12:19  Hag e lavarin da'm ene: Va ene, kalz a vadoù ac'h eus a-du evit meur a vloavezh, en em ziskuizh, debr, ev ha bez laouen.
Luke BretonNT 12:20  Met Doue a lavaras dezhañ: Den diskiant! En noz-mañ memes, da ene a vo goulennet diganit. Ar pezh ac'h eus dastumet, da biv e vo?
Luke BretonNT 12:21  Evel-se emañ gant an hini a zastum madoù evitañ e-unan ha n'eo ket pinvidik e Doue.
Luke BretonNT 12:22  Neuze e lavaras d'e ziskibien: Abalamour da-se e lavaran deoc'h: Na vezit ket nec'het evit ho puhez eus ar pezh a zebrot, nag evit ho korf gant petra e viot gwisket.
Luke BretonNT 12:23  Ar vuhez a zo muioc'h eget ar boued, hag ar c'horf muioc'h eget an dilhad.
Luke BretonNT 12:24  Sellit ouzh ar brini: ne hadont ha ne vedont ket, n'o deus na kav na solier, ha Doue o mag. Pegement ne dalvezit ket muioc'h eget laboused?
Luke BretonNT 12:25  Piv ac'hanoc'h, gant e holl nec'h, a c'hellfe kreskiñ e vent eus un ilinad (~ 50 cm)?
Luke BretonNT 12:26  Ma ne c'hellit ket eta ober an traoù bihanañ hoc'h-unan, perak oc'h nec'het gant ar peurrest?
Luke BretonNT 12:27  Sellit penaos e kresk al lili, ne labouront ket ha ne nezont ket, koulskoude e lavaran deoc'h penaos Salomon e-unan, en e holl c'hloar, n'eo ket bet gwisket evel unan anezho.
Luke BretonNT 12:28  Mar gwisk eta Doue evel-se ar geot a zo hiziv er parkeier hag a vo warc'hoazh taolet er forn, pegement muioc'h e wisko ac'hanoc'h, tud a nebeut a feiz?
Luke BretonNT 12:29  N'en em lakait ket e poan eus ar pezh a zebrot pe eus ar pezh a evot, ha na vezit ket nec'het.
Luke BretonNT 12:30  Rak tud ar bed eo a glask an draoù-se. Ho Tad a oar hoc'h eus ezhomm anezho.
Luke BretonNT 12:31  Klaskit kentoc'h rouantelezh Doue, hag an holl draoù-se a vo roet deoc'h ouzhpenn.
Luke BretonNT 12:32  Na'z pez ket aon, tropell bihan, rak plijet eo bet gant ho Tad reiñ deoc'h ar rouantelezh.
Luke BretonNT 12:33  Gwerzhit ar pezh hoc'h eus hag roit eñ en aluzen. En em rit yilc'hier deoc'h ha ne goshaint ket, un teñzor en neñv ha ne vanko biken, a-belec'h al laer ne dosta ket hag e-pelec'h ar preñv ne zistruj ket.
Luke BretonNT 12:34  Rak el lec'h ma'z emañ ho teñzor, eno ivez e vo ho kalon.
Luke BretonNT 12:35  Ra vo ho tivgroazell gourizet hag ho lampoù war enaou.
Luke BretonNT 12:36  Bezit evel tud a c'hortoz ma tistroio o mestr eus an eured, evit pa zeuio ha pa skoio war an nor ma tigorint dezhañ raktal.
Luke BretonNT 12:37  Eürus ar servijerien-se a vo kavet gant o mestr o veilhañ pa erruo! Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos en em c'hourizo, e lakaio anezho ouzh taol hag e servijo anezho.
Luke BretonNT 12:38  Mar deu d'an eil pe d'an drede veilhadenn, ha mar o c'hav er stad-se, eürus ar servijerien-se!
Luke BretonNT 12:39  Gouezit mat, ma anavezfe mestr an ti da bet eur e tlefe dont al laer, e chomfe dihun ha ne lezfe ket toullañ e di.
Luke BretonNT 12:40  C'hwi eta ivez, bezit prest, rak Mab an den a zeuio d'an eur na soñjit ket.
Luke BretonNT 12:41  Pêr a lavaras dezhañ: Aotrou, pe deomp-ni pe d'an holl e lavarez ar barabolenn-se?
Luke BretonNT 12:42  An Aotrou a lavaras: Piv eo ar merour feal ha fur en deus ar mestr lakaet war e vevelien evit reiñ dezho en amzer dereat o muzuliad ed?
Luke BretonNT 12:43  Eürus ar servijer a vo kavet gant e vestr oc'h ober kement-se pa erruo!
Luke BretonNT 12:44  Me a lavar deoc'h e gwirionez, e lakaio anezhañ war gement en deus.
Luke BretonNT 12:45  Met mar lavar ar servijer-se en e galon: Va mestr a zale da zont, ha mar en em laka da skeiñ gant ar vevelien ha gant ar mitizhien, da zebriñ, da evañ ha d'en em vezviñ,
Luke BretonNT 12:46  mestr ar servijer-se a zeuio en deiz na c'hortoz ket hag en eur na oar ket, e tilamo anezhañ hag e roio dezhañ e lod gant ar re zifeiz.
Luke BretonNT 12:47  Ar serrvijer hag a anavez bolontez e vestr, ha n'eo ket en em zalc'het prest ha n'en deus ket graet hervez e volontez, a vo skoet warnañ kalz a daolioù.
Luke BretonNT 12:48  Met an hini n'en deus ket hec'h anavezet hag en deus graet traoù dellezek a gastiz, a vo skoet warnañ nebeutoc'h a daolioù. Goulennet e vo kalz digant an hini en deus bet kalz, hag e vo goulennet muioc'h digant an hini a zo bet fiziet kalz ennañ.
Luke BretonNT 12:49  Deuet on da lakaat an tan war an douar, ha petra am eus da c'hoantaat mar d-eo enaouet dija?
Luke BretonNT 12:50  Met dleout a ran bezañ badezet eus ur vadeziant, ha pegement em eus mall ma vo peurc'hraet!
Luke BretonNT 12:51  Ha krediñ a rit on deuet da zegas ar peoc'h war an douar? Nann a lavaran deoc'h, met kentoc'h an dizunvaniezh.
Luke BretonNT 12:52  Rak en amzer da zont, e vo pemp dizunvanet en un ti, tri a-enep daou ha daou a-enep tri,
Luke BretonNT 12:53  an tad a vo a-enep ar mab hag ar mab a-enep an tad, ar vamm a-enep ar verc'h hag ar verc'h a-enep ar vamm, ar vamm-gaer a-enep ar verc'h-kaer hag ar verc'h-kaer a-enep ar vamm-gaer.
Luke BretonNT 12:54  Lavarout a reas c'hoazh d'ar bobl: Pa welit ur goumoulenn o sevel diouzh ar c'huzh-heol, e lavarit raktal: Dont a raio glav. Hag e teu.
Luke BretonNT 12:55  Ha pa c'hwezh avel ar c'hreisteiz, e lavarit: Tomm e vo. Hag e teu.
Luke BretonNT 12:56  Pilpouzed, anavezout a rit doareoù an neñv hag an douar, penaos eta n'anavezit ket an amzer-mañ?
Luke BretonNT 12:57  Ha penaos n'anavezit ket ac'hanoc'h hoc'h-unan ar pezh a zo reizh?
Luke BretonNT 12:58  Pa'z ez gant da enebour dirak ar gouarner, evezhi en hent da ziskargañ digantañ, gant aon na lakafe ac'hanout dirak ar barner, hag ar barner da'z lakaat etre daouarn ar serjant, hag ar serjant da'z lakaat er prizon.
Luke BretonNT 12:59  Me a lavar dit, ne zeui ket er-maez ken na'z po paeet an diwezhañ gwenneg.
Chapter 13
Luke BretonNT 13:1  En amzer-se, hiniennoù eus an dud en em gave eno a lavaras dezhañ ar pezh a oa c'hoarvezet da C'halileiz en doa Pilat mesket o gwad gant hini o aberzhoù.
Luke BretonNT 13:2  Jezuz, o respont, a lavaras dezho: Ha krediñ a rit e oa ar C'halileiz-se brasoc'h pec'herien eget an holl C'halileiz all, abalamour m'o deus gouzañvet kement-se?
Luke BretonNT 13:3  Nann a lavaran deoc'h, met ma n'hoc'h eus ket keuz, e varvot holl evelto.
Luke BretonNT 13:4  Pe krediñ a rit an triwec'h den a gouezhas tour Siloa warno, o lazhañ anezho, a oa brasoc'h pec'herien eget holl dud Jeruzalem?
Luke BretonNT 13:5  Nann a lavaran deoc'h, met ma n'hoc'h eus ket keuz, e varvot holl evelto.
Luke BretonNT 13:6  Lavarout a reas ar barabolenn-mañ: Un den en doa ur wezenn-fiez plantet en e winieg. Dont a reas da glask frouezh enni ha ne gavas ket.
Luke BretonNT 13:7  Hag e lavaras d'ar gwinier: Setu, tri bloaz a zo ma teuan da glask frouezh er wezenn-fiez-mañ ha ne gavan ket. Troc'h anezhi. Perak e talc'h lec'h en aner en douar?
Luke BretonNT 13:8  Respont a reas dezhañ: Aotrou, lez anezhi c'hoazh ar bloaz-mañ, betek ma em bo toullet en-dro dezhi ha ma em bo lakaet teil ganti.
Luke BretonNT 13:9  Marteze e tougo frouezh, ha ma ne ra ket e troc'hi anezhi goude.
Luke BretonNT 13:10  Edo o kelenne en unan eus ar sinagogennoù d'an deiz sabad.
Luke BretonNT 13:11  Ha setu, en em gavas eno ur wreg dalc'het gant ur spered he c'hlañvae triwec'h vloaz a oa. Daoubleget e oa en hevelep doare ma ne c'helle tamm ebet en em eeunañ.
Luke BretonNT 13:12  Pa welas anezhi, Jezuz he galvas hag a lavaras dezhi: Gwreg, yac'haet out eus da gleñved.
Luke BretonNT 13:13  Eñ a lakaas e zaouarn warni. Kerkent en em eeunas hag e roas gloar da Zoue.
Luke BretonNT 13:14  Met penn ar sinagogenn, droug ennañ eus m'en doa Jezuz yac'haet d'un deiz sabad, a gemeras ar gomz hag a lavaras d'ar bobl: C'hwec'h devezh a zo evit labourat, deuit eta en deizioù-se evit bezañ yac'haet, ha nann d'an deiz sabad.
Luke BretonNT 13:15  Neuze an Aotrou a respontas dezhañ: Pilpouz, pep hini ac'hanoc'h ha ne zistag ket e ejen pe e azen eus ar c'hraou d'an deiz sabad ha ne gas ket anezhañ d'an dour?
Luke BretonNT 13:16  Daoust ha ne oa ket dereat d'an deiz sabad distagañ eus he chadenn ar verc'h-mañ da Abraham, a oa dalc'het ereet gant Satan abaoe triwec'h bloaz?
Luke BretonNT 13:17  Evel ma komze evel-se, e holl enebourien a voe mezhek hag an holl bobl en em laouenae eus an holl draoù glorius a rae.
Luke BretonNT 13:18  Lavarout a reas: Ouzh petra eo heñvel rouantelezh Doue? Ouzh petra e hañvalin anezhi?
Luke BretonNT 13:19  Heñvel eo ouzh ur c'hreunenn sezo a gemer un den hag a laka en e liorzh. Hag e kresk, e teu da vezañ ur wezenn vras hag e teu laboused an neñv da chom en he brankoù.
Luke BretonNT 13:20  Lavarout a reas c'hoazh: Ouzh petra e hañvalin rouantelezh Doue?
Luke BretonNT 13:21  Heñvel eo ouzh ur goell a gemer ur wreg hag a laka e tri saton (~ 30 l) bleud, betek ma vo an toaz goet holl.
Luke BretonNT 13:22  Mont a rae dre ar c'hêrioù ha dre ar bourc'hioù, o kelenn hag o terc'hel da vont etrezek Jeruzalem.
Luke BretonNT 13:23  Unan bennak a lavaras dezhañ: Aotrou, ha ne vo salvet nemet nebeut a dud? Eñ a lavaras dezho:
Luke BretonNT 13:24  Poagnit da vont e-barzh dre an nor strizh. Rak, me a lavar deoc'h, kalz a glasko mont e-barzh ha ne c'hellint ket.
Luke BretonNT 13:25  Pa vo savet mestr an ti ha p'en devo prennet an nor, ha p'en em lakaot, o vezañ er-maez, da skeiñ ha da lavarout: Aotrou, Aotrou, digor deomp, eñ a responto deoc'h: N'ouzon ket a-belec'h ez oc'h.
Luke BretonNT 13:26  Neuze en em lakaot da lavarout: Ni hon eus debret hag evet ganit, ha te ac'h eus kelennet en hor straedoù.
Luke BretonNT 13:27  Eñ a responto: Me a lavar deoc'h, n'ouzon ket a-belec'h ez oc'h, en em dennit diouzhin, c'hwi holl micherourien a zireizhder.
Luke BretonNT 13:28  Eno eo e vo goueladegoù ha grigoñsadegoù-dent, pa welot Abraham, Izaak ha Jakob, hag an holl brofeded, e rouantelezh Doue, ha c'hwi taolet er-maez.
Luke BretonNT 13:29  Tud a zeuio eus ar sav-heol hag eus ar c'huzh-heol, eus an hanternoz hag eus ar c'hreisteiz, hag a vo ouzh taol e rouantelezh Doue.
Luke BretonNT 13:30  Ha setu, ez eus re ziwezhañ hag a vo ar re gentañ, hag ez eus re gentañ hag a vo ar re ziwezhañ.
Luke BretonNT 13:31  En deiz-se, e teuas d'e gavout hiniennoù eus ar farizianed, o lavarout dezhañ: En em denn ac'hann ha kae kuit, rak Herodez a fell dezhañ da lazhañ.
Luke BretonNT 13:32  Eñ a lavaras dezho: It ha lavarit d'al louarn-se: Setu, e kasan kuit an diaouled hag e kendalc'han da yac'haat hiziv ha warc'hoazh, ha d'an trede deiz e vo peurc'hraet ganin.
Luke BretonNT 13:33  Koulskoude ret eo din kerzhout hiziv, warc'hoazh hag an deiz war-lerc'h, rak ne c'hoarvez gant profed ebet mervel er-maez eus Jeruzalem.
Luke BretonNT 13:34  Jeruzalem, Jeruzalem, te hag a lazh ar brofeded hag a veinata ar re a zo kaset dit, pet gwech em eus c'hoantaet dastum da vugale evel ma tastum ur yar he c'hlodad dindan he divaskell, ha n'eo ket bet fellet deoc'h!
Luke BretonNT 13:35  Setu, ho ti a vo lezet deoc'h didud, met e gwirionez e lavaran deoc'h, ne'm gwelot mui, betek ma lavarot: Benniget ra vo an hini a zeu en anv an Aotrou!
Chapter 14
Luke BretonNT 14:1  Aet e oa d'un deiz sabad e ti unan eus pennoù ar farizianed evit debriñ bara, hag e sellent outañ.
Luke BretonNT 14:3  Jezuz, o kemer ar gomz, a lavaras da zoktored al lezenn ha d'ar farizianed: Hag aotreet eo yac'haat d'an deiz sabad?
Luke BretonNT 14:4  Int a davas. O kemer an hini klañv, en yac'haas hag en kasas kuit.
Luke BretonNT 14:5  Hag e lavaras dezho: Piv ac'hanoc'h, mar kouezh e azen pe e ejen en ur puñs, ne dennfe ket anezhañ er-maez kerkent d'an deiz sabad?
Luke BretonNT 14:7  Kinnig a reas d'ar re a oa pedet ur barabolenn, o welout penaos e klaskent ar plasoù kentañ, hag e lavaras dezho:
Luke BretonNT 14:8  Pa vi pedet gant unan bennak d'un eured, n'en em laka ket er c'hentañ plas, gant aon en em gavfe e-touez ar re bedet un den enorusoc'h egedout,
Luke BretonNT 14:9  hag e teufe an hini en deus ho pedet, te hag eñ, ha ne lavarfe dit: Ro al lec'h da hemañ. Hag ez afes neuze gant mezh er plas diwezhañ.
Luke BretonNT 14:10  Met pa vi pedet, kae d'en em lakaat er plas diwezhañ, abalamour pa zeuio an hini en devo da bedet, e lavaro dit: Mignon, pign uheloc'h. Neuze e vi enoret dirak ar re a vo ouzh taol ganit.
Luke BretonNT 14:11  Rak piv bennak en em uhela a vo izelaet, ha piv bennak en em izela a vo uhelaet.
Luke BretonNT 14:12  Lavarout a reas ivez d'an hini en doa e bedet: Pa ri ul lein pe ur goan, na bed ket da vignoned, na da vreudeur, na da gerent, nag amezeien binvidik, gant aon na bedfent ac'hanout d'o zro ha na rafent dit an hevelep tra.
Luke BretonNT 14:13  Met pa ri ur fest, ped ar beorien, ar re vac'hagnet, ar re gamm, ar re dall,
Luke BretonNT 14:14  hag e vi eürus dre ma ne c'hellont ket e rentañ dit. Rak rentet e vo dit en adsavidigezh ar re reizh.
Luke BretonNT 14:15  Unan eus ar re a oa ouzh taol, o vezañ klevet kement-se, a lavaras dezhañ: Eürus an hini a zebro bara e rouantelezh Doue!
Luke BretonNT 14:16  Met e lavaras dezhañ: Un den a reas ur goan vras hag a bedas dezhi kalz a dud.
Luke BretonNT 14:17  Da goulz goan, e kasas e vevel da lavarout d'ar re a oa bet pedet: Deuit, rak pep tra a zo prest bremañ.
Luke BretonNT 14:18  Hag en em lakajont holl a-unan da zigareziñ. An hini kentañ a lavaras dezhañ: Prenet em eus douar ha ret eo din mont da welout anezhañ, da bediñ a ran da'm digareziñ.
Luke BretonNT 14:19  Unan all a lavaras: Prenet em eus pemp koublad ejened hag ez an da welout hag int a zo mat, da bediñ a ran da'm digareziñ.
Luke BretonNT 14:20  Unan all a lavaras: Me a zo nevez-dimezet, dre-se ne c'hellan ket dont.
Luke BretonNT 14:21  Ar mevel, o vezañ distroet, a zisklêrias kement-mañ d'e vestr. Neuze mestr an ti, droug ennañ, a lavaras d'e vevel: Kae buan dre leurioù ha straedoù kêr, ha degas amañ ar beorien, ar re vac'hagnet, ar re gamm hag ar re dall.
Luke BretonNT 14:22  Ar mevel a lavaras dezhañ: Aotrou, graet eo bet evel ma ec'h eus gourc'hemennet, ha lec'h a zo c'hoazh.
Luke BretonNT 14:23  Ar mestr a lavaras d'ar mevel: Kae dre an hentoù hag a-hed ar girzhier, ha gra d'ar re a zo eno mont e-barzh, evit ma vo leuniet va zi.
Luke BretonNT 14:24  Rak me a lavar deoc'h, hini ebet eus ar re a zo bet pedet ne dañvaio eus va c'hoan.
Luke BretonNT 14:25  Evel ma yae ul lod bras a dud gantañ, e tistroas hag e lavaras dezho:
Luke BretonNT 14:26  Mar deu unan bennak da'm c'havout ha ne gasa ket e dad, e vamm, e wreg, e vugale, e vreudeur, e c'hoarezed, ha muioc'h c'hoazh e vuhez hec'h-unan, ne c'hell ket bezañ va diskibl.
Luke BretonNT 14:27  Piv bennak ne zoug ket e groaz ha ne heuilh ket ac'hanon, ne c'hell ket bezañ va diskibl.
Luke BretonNT 14:28  Rak piv ac'hanoc'h, mar en deus c'hoant da sevel un tour, ne azez ket da gentañ d'ober ar gont eus an dispign evit gwelout hag eñ en deus peadra d'e echuiñ,
Luke BretonNT 14:29  gant aon, mar laka an diazez ha na c'hell ket e echuiñ, na zeufe ar re holl en gwelo d'ober goap anezhañ,
Luke BretonNT 14:30  o lavarout: An den-se a zo en em lakaet da sevel ha n'en deus ket gallet echuiñ?
Luke BretonNT 14:31  Pe piv eo ar roue, mar d-a en hent evit ober brezel d'ur roue all, ne azez ket da gentañ d'en em c'houlenn hag eñ e c'hell gant dek mil den mont da ziaraogiñ an hini a zeu a-enep dezhañ gant ugent mil?
Luke BretonNT 14:32  Anez, pa'z emañ c'hoazh pell hemañ, e kas dezhañ ur c'hannad da c'houlenn ar peoc'h.
Luke BretonNT 14:33  Evel-se, piv bennak ac'hanoc'h na zilez ket kement en deus, ne c'hell ket bezañ va diskibl.
Luke BretonNT 14:34  Un dra vat eo an holen, met mar koll an holen e vlaz, gant petra e vo temzet?
Luke BretonNT 14:35  N'eo mat nag evit an douar nag evit an teil. E deurel a reer er-maez. Ra selaouo, an neb en deus divskouarn da glevout.
Chapter 15
Luke BretonNT 15:1  An holl bublikaned hag ar bec'herien a dostae outañ evit e glevout.
Luke BretonNT 15:2  Ar farizianed hag ar skribed a c'hrozmole, o lavarout: Hemañ a zegemer pec'herien hag a zebr ganto.
Luke BretonNT 15:4  Pehini ac'hanoc'h, mar en deus kant dañvad ha mar deu da goll unan anezho, ne lez ket an naontek ha pevar-ugent all el lec'h distro evit mont da glask an hini a zo kollet, ken en defe e gavet?
Luke BretonNT 15:5  O vezañ e gavet, en laka war e zivskoaz gant levenez
Luke BretonNT 15:6  ha, deuet en-dro d'ar gêr, e c'halv e vignoned hag e amezeien hag e lavar dezho: En em laouenait ganin, rak kavet em eus va dañvad a oa kollet.
Luke BretonNT 15:7  Me a lavar deoc'h, ez eus evel-se muioc'h a levenez en neñv evit ur pec'her hepken hag en deus keuz eget evit naontek ha pevar-ugent den reizh n'o deus ket ezhomm a geuzidigezh.
Luke BretonNT 15:8  Pe, piv eo ar wreg, mar he deus dek drakm (1 drakm = pezh arc'hant gresian war-dro 4 g) ha mar deu da goll unan anezho, n'enaou ket ul lamp, ne skub ket he zi ha ne glask ket gant evezh anezhañ, ken he defe e gavet?
Luke BretonNT 15:9  O vezañ e gavet, e c'halv he mignonezed hag hec'h amezegezed hag e lavar dezho: En em laouenait ganin, rak kavet em eus an drakm am boa kollet.
Luke BretonNT 15:10  Me a lavar deoc'h, ez eus evel-se levenez dirak aeled Doue evit ur pec'her hepken hag en deus keuz.
Luke BretonNT 15:12  An hini yaouankañ a lavaras d'an tad: Tad, ro din al lodenn eus ar madoù a dle degouezhout din. Hag e lodennas dezho e vadoù.
Luke BretonNT 15:13  Un nebeud devezhioù goude, ar mab yaouankañ o vezañ dastumet kement en doa, a yeas d'ur vro bell hag a zispignas enni e vadoù o vevañ en diroll.
Luke BretonNT 15:14  Goude m'en doa dispignet holl, e teuas un naonegezh vras er vro-se hag en em gavas en dienez.
Luke BretonNT 15:15  Mont a reas d'en em lakaat e servij unan eus tud ar vro-se, a gasas anezhañ en e zouaroù da vesa ar moc'h.
Luke BretonNT 15:16  Karet en dije leuniañ e gof gant ar c'hlosoù a zebre ar moc'h, met den ne roe dezhañ.
Luke BretonNT 15:17  O vezañ deuet ennañ e-unan, e lavaras: Pegement a vevelien gopraet gant va zad o deus bara e-leizh, ha me a zo o vervel gant an naon!
Luke BretonNT 15:18  Sevel a rin hag ez in da gavout va zad hag e lavarin dezhañ: Tad, pec'het em eus a-enep an neñv hag a-enep dit,
Luke BretonNT 15:19  ha n'on ken dellezek da vezañ galvet da vab. Gra din evel da unan eus da vevelien.
Luke BretonNT 15:20  Sevel a reas hag ez eas da gavout e dad. Evel ma oa c'hoazh pell, e dad a welas anezhañ hag en doe truez outañ; o teredek, e lamas d'e c'houzoug hag e pokas dezhañ.
Luke BretonNT 15:21  Ar mab a lavaras dezhañ: Tad, pec'het em eus a-enep an neñv hag a-enep dit, n'on ken dellezek da vezañ galvet da vab.
Luke BretonNT 15:22  Met an tad a lavaras d'e vevelien: Degasit ar sae gaerañ hag he gwiskit dezhañ, lakait ur walenn ouzh e viz ha botoù en e dreid.
Luke BretonNT 15:23  Degasit al leue lart ha lazhit anezhañ, debromp hag en em laouenaomp,
Luke BretonNT 15:24  rak ar mab-mañ din a oa marv hag eo distroet d'ar vuhez, kollet e oa hag eo adkavet. Hag en em lakajont d'en em laouenaat.
Luke BretonNT 15:25  Met ar mab henañ a oa er parkeier. Pa zistroas ha pa dostaas ouzh an ti, e klevas ar sonerezh hag an dañsoù.
Luke BretonNT 15:26  Gervel a reas unan eus ar servijerien hag e c'houlennas digantañ petra a oa kement-se.
Luke BretonNT 15:27  Eñ a lavaras dezhañ: Da vreur a zo distro ha da dad en deus lazhet al leue lart, abalamour m'en deus e adkavet yac'h.
Luke BretonNT 15:28  Met eñ a yeas droug ennañ ha ne fellas ket dezhañ mont en ti. Neuze e dad a zeuas er-maez hag en pedas da vont e-barzh.
Luke BretonNT 15:29  Met eñ a respontas d'an tad: Setu, ez eus kement a vloavezhioù abaoe ma servijan ac'hanout hep bezañ biskoazh manket da'z kourc'hemenn, ha ne'c'h eus biskoazh roet din ur c'havrig evit en em laouenaat gant va mignoned.
Luke BretonNT 15:30  Ha pa'z eo deuet en-dro ar mab-mañ dit, an hini en deus debret da vadoù gant gisti, ec'h eus lazhet al leue lart evitañ!
Luke BretonNT 15:31  Hag e lavaras dezhañ: Mab, te a zo bepred ganin ha kement am eus a zo dit.
Luke BretonNT 15:32  Met ret mat e oa en em sederaat hag en em laouenaat, rak ar breur-mañ dit a oa marv hag eo distroet d'ar vuhez, kollet e oa hag eo adkavet.
Chapter 16
Luke BretonNT 16:1  Eñ a lavaras ivez d'e ziskibien: Un den pinvidik en doa ur merour a oa tamallet dirazañ da vezañ dispignet e vadoù.
Luke BretonNT 16:2  Gervel a reas anezhañ hag e lavaras dezhañ: Petra a glevan lavarout ac'hanout? Gra din ar gont eus da c'houarnerezh, rak ne c'helli ken bezañ va merour.
Luke BretonNT 16:3  Ar merour a lavaras ennañ e-unan: Petra a rin, o vezañ ma lam va mestr diganin va gouarnerezh? Ne c'hellfen ket labourat an douar, ha mezh am befe o c'houlenn aluzen.
Luke BretonNT 16:4  Gouzout a ran petra a rin, evit ma vo tud o tegemer ac'hanon en o ziez pa vo lamet va gouarnerezh diganin.
Luke BretonNT 16:5  Hag e c'halvas hini da hini dleourien e vestr, hag e lavaras d'ar c'hentañ: Pegement a dleez da'm mestr?
Luke BretonNT 16:6  Eñ a respontas: Kant bat (~ 3500 l) eoul. Hag e lavaras dezhañ: Kemer da verk, azez ha skriv buan hanter-kant.
Luke BretonNT 16:7  Neuze e lavaras d'un all: Ha te, pegement a dleez? Eñ a respontas: Kant kor (~ 35000 l) gwinizh. Hag e lavaras dezhañ: Kemer da verk ha skriv pevar-ugent.
Luke BretonNT 16:8  Ar mestr a veulas ar merour disleal-se abalamour m'en doe graet-se gant furnez. Rak bugale ar c'hantved-mañ a zo furoc'h eget bugale ar sklêrijenn e-keñver o rummad o-unan.
Luke BretonNT 16:9  Ha me a lavar deoc'h: Grit mignoned deoc'h gant pinvidigezhioù direizh, abalamour pa vankot, e viot degemeret en teltennoù peurbadus.
Luke BretonNT 16:10  An hini a zo feal en traoù bihan a zo ivez feal en traoù bras, hag an hini a zo direizh en traoù bihan a zo ivez direizh en traoù bras.
Luke BretonNT 16:11  Mar n'hoc'h ket bet eta feal er madoù direizh, piv a fizio ennoc'h ar madoù gwirion?
Luke BretonNT 16:12  Ha mar n'hoc'h ket bet feal gant ar pezh a zo d'ar re all, piv a roio deoc'h ar pezh a zo deoc'h?
Luke BretonNT 16:13  Mevel ebet ne c'hell servijañ daou vestr, rak, pe e kasaio unan hag e karo egile, pe en em stago ouzh unan hag e tisprizo egile. Ne c'hellit ket servijañ Doue ha Mammon.
Luke BretonNT 16:14  Ar farizianed, hag a oa tud pizh, a selaouas kement-se hag a reas goap anezhañ.
Luke BretonNT 16:15  Hag e lavaras dezho: Evidoc'h-c'hwi, a fell deoc'h tremen evit reizh dirak an dud, met Doue a anavez ho kalonoù. Rak ar pezh a zo uhel dirak an dud a zo fall bras dirak Doue.
Luke BretonNT 16:16  Al lezenn hag ar brofeded a badas betek Yann. Adalek an amzer-se rouantelezh Doue a zo prezeget, ha pep hini a ya e-barzh dre nerzh.
Luke BretonNT 16:17  Met aesoc'h eo d'an neñv ha d'an douar tremen, eget eo d'ur varrennig eus ul lizherenn hepken eus al lezenn mankout.
Luke BretonNT 16:18  Piv bennak a gas kuit e wreg hag a zimez da unan all, a ra avoultriezh, ha piv bennak a zimez d'ur wreg a zo bet kaset kuit gant hec'h ozhac'h, a ra avoultriezh.
Luke BretonNT 16:19  Bez' e oa un den pinvidik en em wiske gant limestra ha lin fin, hag a veve bemdez en un doare pompadus.
Luke BretonNT 16:20  Bez' e oa ur paour anvet Lazar, hag a oa gourvezet ouzh e zor, goloet a c'houlioù;
Luke BretonNT 16:21  c'hoantaat a rae terriñ e naon gant ar bruzhun a gouezhe diwar taol an den pinvidik. Hogen ar chas zoken a zeue da lipat e c'houlioù.
Luke BretonNT 16:22  En em gavout a reas ma varvas ar paour. Kaset e voe gant an aeled en askre Abraham. Ar pinvidik a varvas ivez hag a voe sebeliet.
Luke BretonNT 16:23  O vezañ e lec'h ar marv e-kreiz poanioù, e savas e zaoulagad hag e welas eus pell Abraham ha Lazar en e askre.
Luke BretonNT 16:24  O krial, e lavaras: Tad Abraham, az pez truez ouzhin ha kas Lazar evit ma trempo en dour penn e viz da freskaat din va zeod, rak gwall boaniet on er flamm-mañ.
Luke BretonNT 16:25  Abraham a respontas: Bugel, az pez soñj penaos ec'h eus resevet da vadoù e-pad da vuhez ha Lazar en deus bet poanioù. Bremañ eñ a zo diboaniet ha te a zo er poanioù.
Luke BretonNT 16:26  Ouzhpenn-se ez eus ur poull bras etre c'hwi ha ni, en hevelep doare ha pa fellfe d'ar re a zo amañ tremen aze ne c'hellfent ket, kennebeut ha d'ar re a zo aze dont d'hor c'havout-ni.
Luke BretonNT 16:27  Lavarout a reas: Da bediñ a ran eta, tad, da gas anezhañ da di va zad,
Luke BretonNT 16:28  rak pemp breur am eus, evit testeniañ dezho an traoù-mañ, gant aon na zeufent ivez el lec'h-mañ a boanioù.
Luke BretonNT 16:29  Abraham a respontas dezhañ: Bez' o deus Moizez hag ar brofeded, ra selaouint anezho.
Luke BretonNT 16:30  Lavarout a reas: Nann, tad Abraham, met mar d-a unan bennak eus ar re varv d'o c'havout, o devo keuz.
Luke BretonNT 16:31  Hag e lavaras dezhañ: Ma ne selaouont ket Moizez hag ar brofeded, ne gredint ket kennebeut ha pa adsavfe unan bennak a-douez ar re varv.
Chapter 17
Luke BretonNT 17:1  Eñ a lavaras d'e ziskibien: Dibosupl eo na c'hoarvezfe ket abegoù de gouezhañ, met gwalleur d'an hini ma teuont drezañ!
Luke BretonNT 17:2  Gwelloc'h e vefe dezhañ e vefe staget ur maen-milin ouzh e c'houzoug hag e vefe taolet er mor, eget ma lakafe da gouezhañ unan eus ar re vihan-mañ.
Luke BretonNT 17:3  Lakait evezh ouzhoc'h. Mar en deus da vreur pec'het en da enep, tamall anezhañ ha, mar en deus keuz, pardon dezhañ.
Luke BretonNT 17:4  Mar pec'h seizh gwech an deiz en da enep ha mar distro seizh gwech an deiz da'z kavout, o lavarout: Keuz am eus, pardon dezhañ.
Luke BretonNT 17:5  An ebestel a lavaras d'an Aotrou: Kresk deomp hor feiz.
Luke BretonNT 17:6  An Aotrou a lavaras: Mar ho pije feiz kement hag ur c'hreunenn sezo, e lavarfec'h d'ar wezenn-sikomor-se: En em ziwrizienn alese hag en em blant er mor, hag e sentfe ouzhoc'h.
Luke BretonNT 17:7  Piv ac'hanoc'h, mar en deus ur servijer oc'h arat pe o vesa, a lavaro dezhañ kerkent ha ma tistroio eus ar parkeier: Tost amañ hag en em laka ouzh taol?
Luke BretonNT 17:8  Ha ne lavaro ket kentoc'h dezhañ: Aoz koan din, en em c'houriz ha servij ac'hanon, betek ma em bo debret hag evet, goude-se e tebri hag ec'h evi?
Luke BretonNT 17:9  Ha trugarez en devo d'ar servijer-se evit bezañ graet ar pezh a oa bet gourc'hemennet dezhañ? Ne gredan ket.
Luke BretonNT 17:10  C'hwi ivez, pa ho po graet kement a zo gourc'hemennet deoc'h, lavarit: Servijerien didalvoud ez omp, abalamour hon eus graet ar pezh a oa ret deomp ober.
Luke BretonNT 17:11  Evel ma'z ae da Jeruzalem, e tremene war harzoù Samaria ha Galilea.
Luke BretonNT 17:12  Evel ma'c'h antree en ur vourc'h, e voe diarbennet gant dek den lovr en em zalc'he pell dioutañ.
Luke BretonNT 17:13  O sevel o mouezh, e krijont: Jezuz, Mestr, az pez truez ouzhimp!
Luke BretonNT 17:14  O vezañ o gwelet, e lavaras dezho: It hag en em ziskouezit d'ar veleien. Hag e c'hoarvezas pa oant o vont kuit, ma voent naetaet.
Luke BretonNT 17:15  Unan anezho, o welout e oa yac'haet, a zistroas o reiñ gloar da Zoue a vouezh uhel.
Luke BretonNT 17:16  En em daolas ouzh e dreid, e c'henoù d'an douar, o trugarekaat. Hag hemañ a oa ur Samaritan.
Luke BretonNT 17:17  Jezuz, o kemer ar gomz, a lavaras: An dek ha n'int ket bet yac'haet? Pelec'h emañ an nav all?
Luke BretonNT 17:18  N'eus en em gavet nemet an diavaeziad-mañ hag a zo distroet da reiñ gloar da Zoue?
Luke BretonNT 17:19  Hag e lavaras dezhañ: Sav, kae, da feiz en deus da yac'haet.
Luke BretonNT 17:20  Ar farizianed a c'houlennas digantañ pegoulz e teuje rouantelezh Doue. Respont a reas dezho: Rouantelezh Doue ne zeuio ket en un doare sebezus.
Luke BretonNT 17:21  Ne vo ket lavaret: Emañ amañ, pe: Emañ aze. Rak setu, emañ rouantelezh Doue en ho touez.
Luke BretonNT 17:22  Lavarout a reas d'an diskibien: Dont a raio deizioù ma ho po c'hoant da welout unan eus deizioù Mab an den, ha n'en gwelot ket.
Luke BretonNT 17:23  Lavaret e vo deoc'h: Emañ amañ, pe: Emañ aze. N'it ket ha na heuilhit ket anezho.
Luke BretonNT 17:24  Rak, evel ma teu ul luc'hedenn da lugerniñ adalek ur penn pellañ eus an oabl betek ar penn all, evel-se e vo Mab an den en e zeiz.
Luke BretonNT 17:25  Met ret eo dezhañ kent-se gouzañv kalz a draoù ha bezañ taolet kuit gant ar rummad-mañ.
Luke BretonNT 17:26  Ar pezh a c'hoarvezas en amzer Noe, evel-se a c'hoarvezo ivez e deizioù Mab an den.
Luke BretonNT 17:27  An dud a zebre, a eve, a zimeze hag a veze roet da zimeziñ, betek an deiz ma'z eas Noe en arc'h, hag al liñvadenn-veur a zeuas hag o distrujas holl.
Luke BretonNT 17:28  Kement-se a erruas c'hoazh en amzer Lot, an dud a zebre, a eve, a brene, a werzhe, a blante, a save tiez,
Luke BretonNT 17:29  met en deiz ma'z eas Lot kuit eus Sodom, e kouezhas ur glav tan ha soufr eus an neñv hag o distrujas holl.
Luke BretonNT 17:30  Evel-se e vo ivez en deiz ma en em ziskouezo Mab an den.
Luke BretonNT 17:31  En deiz-se, an hini a vo war an doenn hag en devo e draoù e-barzh an ti, ra ne ziskenno ket evit o c'has gantañ, hag en hevelep doare an hini a vo er parkeier, ra ne zistroio ket a-dreñv.
Luke BretonNT 17:33  Piv bennak a glasko saveteiñ e vuhez he c'hollo, ha piv bennak he c'hollo he miro.
Luke BretonNT 17:34  Me a lavar deoc'h, penaos en noz-se, eus daou a vo en un hevelep gwele, unan a vo kemeret hag egile lezet,
Luke BretonNT 17:35  eus daou a valo a-gevret, unan a vo kemeret hag eben lezet,
Luke BretonNT 17:36  eus daou a vo en ur park, unan a vo kemeret hag egile lezet.
Luke BretonNT 17:37  Respont a rejont dezhañ: Pelec'h e vo, Aotrou? Hag e lavaras dezho: E-lec'h ma vo ar c'horf, eno en em zastumo an erered.
Chapter 18
Luke BretonNT 18:1  Eñ a gontas ivez dezho ur barabolenn, evit diskouez penaos eo ret pediñ bepred hag hep skuizhañ.
Luke BretonNT 18:2  Lavarout a reas: Bez' e oa en ur gêr ur barner na zouje ket Doue ha n'en doa resped ebet evit den.
Luke BretonNT 18:3  Bez' e oa ivez er gêr-se un intañvez a zeuas d'e gavout o lavarout: Gra din reizhder diouzh va enebour.
Luke BretonNT 18:4  E-pad pell amzer ne c'hoantaas ober netra. Hogen e lavaras ennañ e-unan: Petra bennak na zoujan ket Doue ha na'm eus resped ebet evit den,
Luke BretonNT 18:5  koulskoude, dre ma teu an intañvez-se da skuizhañ ac'hanon, e rin reizhder dezhi gant aon na gendalc'hfe da derriñ din va fenn.
Luke BretonNT 18:6  An Aotrou a lavaras: Selaouit ar pezh a lavar ar barner disleal.
Luke BretonNT 18:7  Doue, ha ne veñjo ket e re zibabet a gri dezhañ noz-deiz, evitañ da zaleañ da fuloriñ?
Luke BretonNT 18:8  Me a lavar deoc'h e veñjo anezho prest. Met, pa zeuio Mab an den, ha kavout a raio feiz war an douar?
Luke BretonNT 18:9  Lavarout a reas ivez ar barabolenn-mañ, diwar-benn tud a grede enno o-unan e oant tud reizh hag a zisprize ar re all:
Luke BretonNT 18:10  Daou zen a bignas d'an templ da bediñ. Unan a oa farizian hag egile a oa publikan.
Luke BretonNT 18:11  Ar farizian, oc'h en em zerc'hel en e sav, a bedas evel-henn ennañ e-unan: O Doue, da drugarekaat a ran dre ma n'on ket evel an dud all, a zo laeron, direizh, avoultrerien, na zoken evel ar publikan-se.
Luke BretonNT 18:12  Yunañ a ran div wech ar sizhun, reiñ a ran an deog eus kement am eus.
Luke BretonNT 18:13  Ar publikan, oc'h en em zerc'hel pell, ne gredas ket zoken sevel e zaoulagad d'an neñv, met e skoas war boull e galon o lavarout: O Doue, az pez truez ouzhin-me pec'her!
Luke BretonNT 18:14  Me a lavar deoc'h, hemañ a zistroas reishaet d'e di kentoc'h eget egile. Rak piv bennak en em uhela a vo izelaet, hag an hini en em izela a vo uhelaet.
Luke BretonNT 18:15  Degas e voe dezhañ ivez bugale vihan, evit ma stokje outo. Met an diskibien, o welout kement-se, a c'hrozmole dezho.
Luke BretonNT 18:16  Jezuz, o c'hervel anezho d'e gavout, a lavaras: Lezit ar vugale vihan da zont davedon ha na zifennit ket outo, rak rouantelezh Doue a zo d'ar re a zo heñvel outo.
Luke BretonNT 18:17  Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos piv bennak ne zegemero ket rouantelezh Doue evel ur bugel bihan ne yelo ket e-barzh.
Luke BretonNT 18:18  Unan eus ar pennoù a c'houlennas digantañ: Mestr mat, petra a dlean d'ober evit kaout ar vuhez peurbadus?
Luke BretonNT 18:19  Jezuz a lavaras dezhañ: Perak em galvez mat? Den n'eo mat, nemet Doue hepken.
Luke BretonNT 18:20  Anavezout a rez ar gourc'hemennoù: Na ra ket avoultriezh; na vez ket muntrer; na laer ket; na lavar ket a falstesteni; enor da dad ha da vamm.
Luke BretonNT 18:21  Eñ a lavaras dezhañ: Miret em eus an holl draoù-se adalek va yaouankiz.
Luke BretonNT 18:22  Jezuz, o klevout kement-se, a lavaras dezhañ: Mankout a ra dit c'hoazh un dra: gwerzh kement ac'h eus, ro-se d'ar beorien, hag ez po un teñzor en neñv. Goude-se deus hag heuilh ac'hanon.
Luke BretonNT 18:23  P'en doe klevet kement-se, e teuas gwall drist, rak pinvidik bras e oa.
Luke BretonNT 18:24  Jezuz, o welout e oa deuet gwall drist, a lavaras: Pegen diaes e vo d'ar re o deus madoù mont e-barzh rouantelezh Doue!
Luke BretonNT 18:25  Aesoc'h eo d'ur c'hañval tremen dre graoenn un nadoz eget d'un den pinvidik mont e-barzh rouantelezh Doue.
Luke BretonNT 18:26  Ar re en kleve a lavaras: Ha piv eta a c'hell bezañ salvet?
Luke BretonNT 18:27  Lavarout a reas: Ar pezh a zo dibosupl d'an dud a zo posupl da Zoue.
Luke BretonNT 18:28  Pêr a lavaras: Setu, ni hon eus dilezet pep tra hag hon eus da heuliet.
Luke BretonNT 18:29  Eñ a lavaras dezho: Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos n'eus den en defe kuitaet ti, pe gerent, pe vreudeur, pe wreg, pe vugale, evit rouantelezh Doue,
Luke BretonNT 18:30  ha ne resevo kalz muioc'h er c'hantved-mañ, hag er c'hantved da zont, ar vuhez peurbadus.
Luke BretonNT 18:31  Eñ a gemeras neuze a-du an daouzek hag a lavaras dezho: Setu, e pignomp da Jeruzalem hag an holl draoù a zo bet skrivet gant ar brofeded diwar-benn Mab an den a ya da vezañ peurc'hraet.
Luke BretonNT 18:32  Rak lakaet e vo etre daouarn ar baganed, graet e vo goap anezhañ, dismegañset e vo, krañchet e vo outañ,
Luke BretonNT 18:33  ha, goude ma vo bet skourjezet, e vo lakaet d'ar marv, hag ec'h adsavo a varv d'an trede deiz.
Luke BretonNT 18:34  Ne gomprenjont netra e kement-se. Ar c'homzoù-se a oa kuzhet evito ha ne ouient ket ar pezh a oa lavaret dezho.
Luke BretonNT 18:35  Evel ma tostae ouzh Jeriko, un den dall a oa azezet war gostez an hent hag a c'houlenne an aluzen.
Luke BretonNT 18:36  O klevout ar bobl a dremene, e c'houlennas petra a oa kement-se.
Luke BretonNT 18:38  Hag e krias, o lavarout: Jezuz, Mab David, az pez truez ouzhin!
Luke BretonNT 18:39  Ar re a yae a-raok a c'hourdrouze anezhañ evit e lakkat da devel, met eñ a grias c'hoazh kreñvoc'h: Mab David, az pez truez ouzhin!
Luke BretonNT 18:40  Jezuz, o chom a-sav, a c'hourc'hemennas ma vefe degaset dezhañ ha, pa voe tostaet, e c'houlennas digantañ:
Luke BretonNT 18:41  Petra a fell dit e rafen evidout? Eñ a respontas: Aotrou, ma'c'h adkavin ar gweled.
Luke BretonNT 18:42  Jezuz a lavaras dezhañ: Adkav ar gweled, da feiz he deus da yac'haet.
Luke BretonNT 18:43  Kerkent ec'h adkavas ar gweled, hag ec'h heulias Jezuz o reiñ gloar da Zoue. An holl bobl, o welout kement-se, a veulas Doue.
Chapter 19
Luke BretonNT 19:2  Ha setu, un den anvet Zake, a oa penn ar bublikaned hag a oa pinvidik,
Luke BretonNT 19:3  a glaskas gwelout piv oa Jezuz, met ne c'hellas ket abalamour d'ar bobl, rak gwall vihan e oa.
Luke BretonNT 19:4  Redek a reas a-raok hag e pignas war ur wezenn-sikomor evit e welout, abalamour ma tlee tremen dre eno.
Luke BretonNT 19:5  Jezuz, o vezañ deuet el lec'h-se hag o sevel e zaoulagad, a welas anezhañ hag a lavaras dezhañ: Zake, diskenn buan, rak ret eo din lojañ hiziv en da di.
Luke BretonNT 19:6  Eñ a ziskennas buan hag en degemeras gant levenez.
Luke BretonNT 19:7  O welout kement-se, an holl a c’hrozmolas o lavarout: E ti un den a vuhez fall eo aet da lojañ.
Luke BretonNT 19:8  Met Zake en em zalc'has dirak an Aotrou hag a lavaras dezhañ: Setu, Aotrou, reiñ a ran an hanter eus va madoù d'ar beorien ha, mar em eus noazet ouzh unan bennak en un dra bennak, e roan dezhañ peder gwech kemend all.
Luke BretonNT 19:9  Jezuz a lavaras dezhañ: Ar silvidigezh a zo deuet hiziv en ti-mañ, abalamour ma'z eo hemañ ivez mab da Abraham.
Luke BretonNT 19:10  Rak Mab an den a zo deuet da glask ha da saveteiñ ar pezh a oa kollet.
Luke BretonNT 19:11  Selaou a rejont ar c'homzoù-se. Eñ a gendalc'has hag a lavaras ur barabolenn, abalamour ma oa tost ouzh Jeruzalem, ha ma kredent ez ae rouantelezh Doue d'en em ziskouez prest.
Luke BretonNT 19:12  Lavarout a reas neuze: Un den a lignez uhel a yeas d'ur vro bell evit kemer ur rouantelezh evitañ, ha distreiñ goude.
Luke BretonNT 19:13  O vezañ galvet dek eus e servijerien, e roas dezho dek minenn (1 minenn = 100 drakm, d.l.e. war-dro 500 g a arc'hant) hag e lavaras dezho: Lakait anezho da dalvezout betek ma tistroin.
Luke BretonNT 19:14  Met tud e vro a gasae anezhañ hag a kasas ur c'hannadur war e lerc'h da lavarout: Ne fell ket deomp e renfe hemañ warnomp.
Luke BretonNT 19:15  Erruout a reas eta, pa voe distroet goude bezañ kemeret e rouantelezh, ma c'hourc'hemennas gervel d'e gavout ar servijerien en doa roet arc'hant dezho, evit gouzout pegement en doa gounezet pep hini gantañ.
Luke BretonNT 19:16  An hini kentañ a zeuas hag a lavaras: Aotrou, da vinenn he deus gounezet dek minenn.
Luke BretonNT 19:17  Eñ a lavaras dezhañ: Mat eo, servijer mat, abalamour ma'z out bet feal e nebeut a draoù, ez po ar galloud war dek kêr.
Luke BretonNT 19:18  An eil a zeuas hag a lavaras: Aotrou, da vinenn he deus gounezet pemp minenn.
Luke BretonNT 19:19  Eñ a lavaras ivez dezhañ: Ha te, az pez ar galloud war bemp kêr.
Luke BretonNT 19:20  Unan all a zeuas hag a lavaras: Aotrou, setu da vinenn am eus miret paket en ul lienenn,
Luke BretonNT 19:21  rak aon am eus bet dirazout, dre ma'z out un den garv, e kemerez e-lec'h na'c'h eus lakaet netra hag e vedez e-lec'h na'c'h eus ket hadet.
Luke BretonNT 19:22  Eñ a lavaras dezhañ: Servijer fall, da varn a rin dre da gomzoù da-unan. Gouzout a ouies ez on un den garv, a gemer e-lec'h na'm eus lakaet netra hag a ved e-lec'h na'm eus ket hadet.
Luke BretonNT 19:23  Perak eta ne'c'h eus ket lakaet va arc'hant en ti-bank, hag em distro em bije e zilamet gant ar c'hampi?
Luke BretonNT 19:24  Hag e lavaras d'ar re a oa eno: Lamit digantañ ar vinenn-se ha roit hi d'an hini en deus dek minenn.
Luke BretonNT 19:25  Int a lavaras dezhañ: Aotrou, dek minenn en deus.
Luke BretonNT 19:26  Me a lavar deoc'h, roet e vo d'an neb en deus, met an hini n'en deus ket, e vo lamet digantañ zoken ar pezh en deus.
Luke BretonNT 19:27  E-keñver va enebourien, ar re n'eo ket fellet dezho e renjen warno, degasit int amañ ha lazhit int dirazon.
Luke BretonNT 19:28  Goude bezañ lavaret kement-se, e pignas da Jeruzalem, o vont a-raok ar bobl.
Luke BretonNT 19:29  O vezañ tostaet ouzh Betfage hag ouzh Betania, tost d'ar menez anvet Menez an Olived, e kasas daou eus e ziskibien,
Luke BretonNT 19:30  o lavarout: It d'ar vourc'h a zo dirazoc'h ha, pa viot aet enni, e kavot un azenig stag ha n'eus bet c'hoazh den war e gein. Distagit anezhañ hag en degasit.
Luke BretonNT 19:31  Mar goulenn unan bennak ouzhoc'h: Perak e tistagit anezhañ? Lavarit dezhañ: An Aotrou en deus ezhomm anezhañ.
Luke BretonNT 19:32  Ar re gaset a yeas hag a gavas pep tra evel m'en doa lavaret dezho.
Luke BretonNT 19:33  Evel ma tistagent an azenig, e vistri a lavaras dezho: Perak e tistagit an azenig?
Luke BretonNT 19:34  Hag e respontjont: An Aotrou en deus ezhomm anezhañ.
Luke BretonNT 19:35  Hag e tegasjont anezhañ da Jezuz. O vezañ lakaet o dilhad warnañ, e lakajont Jezuz da azezañ warno.
Luke BretonNT 19:36  Evel ma tremene, an dud a astennas o dilhad war an hent.
Luke BretonNT 19:37  Ha pa oa dija o tostaat d'an diskenn eus Menez an Olived, an holl vandenn diskibien, karget a levenez, en em lakaas da veuliñ Doue a vouezh uhel evit an holl virakloù o doa gwelet.
Luke BretonNT 19:38  Hag e lavarent: Benniget ra vo ar Roue a zeu en anv an Aotrou! Peoc'h en neñv ha gloar el lec'hioù uhel meurbet!
Luke BretonNT 19:39  Hiniennoù eus farizianed ar vandenn a lavaras dezhañ: Mestr, kroz da ziskibien.
Luke BretonNT 19:40  Eñ a respontas dezho: Me a lavar deoc'h, mar tav ar re-mañ, ar vein a grio.
Luke BretonNT 19:41  Pa voe tost da gêr, o welout anezhi, e ouelas warni hag e lavaras:
Luke BretonNT 19:42  Ma ez pije anavezet, te ivez, da vihanañ en deiz-mañ a zo roet dit, an traoù a sell ouzh da beoc'h! Met bremañ kuzhet int da'z taoulagad.
Luke BretonNT 19:43  Rak deizioù a zeuio warnout ma raio da enebourien fozioù en-dro dit, hag e kelc'hint ac'hanout, hag e waskint ac'hanout a bep tu,
Luke BretonNT 19:44  hag e tiskarint ac'hanout, te ha da vugale a zo en da greiz. Ne lezint ket maen war vaen abalamour na'c'h eus ket anavezet an amzer ma'z out bet gweladennet.
Luke BretonNT 19:45  O vezañ aet en templ, en em lakaas da gas kuit ar re a werzhe hag a brene e-barzh,
Luke BretonNT 19:46  o lavarout dezho: Skrivet eo: Va zi a zo un ti a bedenn, met c'hwi hoc'h eus graet anezhañ ur c'havarn laeron.
Luke BretonNT 19:47  Hag e kelenne bemdez en templ. Ar veleien vras, ar skribed ha pennoù ar bobl a glaske e lakaat d'ar marv,
Luke BretonNT 19:48  met ne ouient ket penaos ober, rak an holl bobl en em stage ouzh e gomzoù.
Chapter 20
Luke BretonNT 20:1  Un devezh ma kelenne ar bobl en templ ha ma prezege an Aviel, ar veleien vras, ar skribed hag an henaourien, o vezañ deuet,
Luke BretonNT 20:2  a gomzas outañ hag a lavaras dezhañ: Lavar deomp dre beseurt galloud e rez an traoù-se, pe piv en deus roet dit ar galloud-se?
Luke BretonNT 20:3  Eñ a respontas dezho: Me a c'houlenno ivez un dra ouzhoc'h. Lavarit din,
Luke BretonNT 20:4  badeziant Yann, ha dont a rae eus an neñv pe eus an dud?
Luke BretonNT 20:5  Int a soñje enno o-unan o lavarout: Mar lavaromp: Eus an neñv, e lavaro: Perak eta n'hoc'h eus ket kredet ennañ?
Luke BretonNT 20:6  Ha mar lavaromp: Eus an dud, an holl bobl hor meinataio, rak krediñ a reont e oa Yann ur profed.
Luke BretonNT 20:7  Dre-se e respontjont ne ouient ket a-belec'h e teue.
Luke BretonNT 20:8  Ha Jezuz a lavaras dezho: Ha me kennebeut ne lavarin ket deoc'h dre beseurt galloud e ran an traoù-se.
Luke BretonNT 20:9  Neuze en em lakaas da lavarout d'ar bobl ar barabolenn-mañ: Un den a blantas ur winieg, he feurmas da winierien hag ez eas evit pell amzer en ur vro all.
Luke BretonNT 20:10  Da amzer ar frouezh e kasas unan eus e servijerien etrezek ar winierien evit kemer diganto frouezh ar winieg. Met ar winierien a gannas anezhañ hag e kasjont anezhañ kuit hep netra.
Luke BretonNT 20:11  Kas a reas dezho c'hoazh ur servijer all, met e kannjont anezhañ, e rejont dezhañ meur a zismegañs hag e kasjont anezhañ kuit hep netra.
Luke BretonNT 20:12  Kas a reas c'hoazh un trede, met int a c'hloazas anezhañ ivez hag en kasas kuit.
Luke BretonNT 20:13  Mestr ar winieg a lavaras neuze: Petra a rin? Kas a rin va mab karet-mat. Marteze p'en gwelint, e toujint anezhañ.
Luke BretonNT 20:14  Met ar winierien, o vezañ e welet, a soñjas enno o-unan o lavarout: Setu an heritour, deuit, lazhomp anezhañ evit ma vo an hêrezh deomp.
Luke BretonNT 20:15  Hag o vezañ e daolet er-maez eus ar winieg, e lazhjont anezhañ. Petra eta a raio mestr ar winieg dezho?
Luke BretonNT 20:16  Dont a raio da zistrujañ ar winierien-se hag e roio ar winieg da re all. O vezañ klevet kement-se, e lavarjont: Ra ne c'hoarvezo ket-se!
Luke BretonNT 20:17  Neuze Jezuz, o sellout outo, a lavaras dezho: Petra eta eo ar pezh a zo skrivet evel-henn: Ar maen taolet kuit gant ar re a vañsone a zo deuet da vezañ penn ar c'horn?
Luke BretonNT 20:18  An hini a gouezho war ar maen-se a vo brevet, ha friket e vo an hini a gouezho warnañ, evel poultr.
Luke BretonNT 20:19  Ar veleien vras hag ar skribed a glaskas lakaat o daouarn warnañ war an eur-se, met aon o doe rak ar bobl, rak ec'h anavezent penaos en doa lavaret ar barabolenn-se a-enep dezho.
Luke BretonNT 20:20  Oc'h evezhiañ anezhañ, e kasjont dezhañ spierien hag a rae an neuz da vezañ reizh, evit e dapout en e gomzoù, e sell d'e lakaat dindan beli ha galloud ar gouarnour.
Luke BretonNT 20:21  Ar re-mañ a c'houlennas digantañ: Mestr, gouzout a reomp e komzez hag e kelennez gant eeunder ha ne rez van a zen ebet, met e kelennez hent Doue hervez ar wirionez.
Luke BretonNT 20:23  Met eñ, oc'h anavezout o gwidre, a lavaras dezho: Perak e temptit ac'hanon?
Luke BretonNT 20:24  Diskouezit din un diner (1 diner = pezh arc'hant roman war-dro 4 g). Eus piv eo ar skeud hag ar skrid-mañ? Int a respontas: Eus Kezar.
Luke BretonNT 20:25  Neuze e lavaras dezho: Rentit eta da Gezar ar pezh a zo da Gezar ha da Zoue ar pezh a zo da Zoue.
Luke BretonNT 20:26  Ne c'helljont ket e dapout en e gomzoù dirak ar bobl, met, o vezañ souezhet gant e respont, e tavjont.
Luke BretonNT 20:27  Hiniennoù a-douez ar sadukeiz, ar re a nac’h e vefe un adsavidigezh a varv, a dostaas hag a reas outañ ar goulenn-mañ:
Luke BretonNT 20:28  Mestr, Moizez en deus gourc'hemennet deomp ma teuje breur unan bennak da vervel o kaout ur wreg hep bugale, e vreur a zimezo d’ar wreg evit sevel ul lignez d'e vreur.
Luke BretonNT 20:29  Bez' e oa eta seizh breur. An hini kentañ, o vezañ kemeret ur wreg, a varvas hep lezel bugale.
Luke BretonNT 20:30  An eil a zimezas gant e wreg hag a varvas hep bugale.
Luke BretonNT 20:31  An trede he c'hemeras ivez, hag o seizh en hevelep doare, hag e varvjont hep lezel bugale.
Luke BretonNT 20:33  Neuze en adsavidigezh a varv, a behini anezho e vo gwreg? Rak bet eo gwreg dezho o seizh.
Luke BretonNT 20:34  Jezuz a respontas dezho: Bugale ar c'hantved-mañ a zimez hag a ro da zimeziñ.
Luke BretonNT 20:35  Met ar re a vo kavet dellezek da gaout lod er c'hantved da zont en adsavidigezh a-douez ar re varv ne zimezint ket ha ne roint ket da zimeziñ.
Luke BretonNT 20:36  Rak ne c'hellint ket kennebeut mervel, abalamour ma vint heñvel ouzh an aeled ha ma vint mibien Doue, o vezañ mibien an adsavidigezh a varv.
Luke BretonNT 20:37  Met penaos ar re varv a adsav da vev, kement-se eo a ziskouezas Moizez pa c'halvas, dirak ar vodenn, an Aotrou, Doue Abraham, Doue Izaak ha Doue Jakob.
Luke BretonNT 20:38  Rak Doue n'eo ket Doue ar re varv, met Doue ar re vev, rak an holl a vev evitañ.
Luke BretonNT 20:39  Hag hiniennoù eus ar skribed, o kemer ar gomz, a lavaras: Mestr, komzet mat ec'h eus.
Luke BretonNT 20:41  Lavarout a reas dezho: Penaos e lavarer ez eo ar C'hrist Mab David?
Luke BretonNT 20:42  David e-unan a lavar e levr ar Salmoù: An Aotrou en deus lavaret da'm Aotrou: Azez a-zehou din,
Luke BretonNT 20:43  betek ma em bo graet eus da enebourien ur skabell dindan da dreid.
Luke BretonNT 20:44  David eta a c'halv anezhañ Aotrou, ha penaos eo-eñ e vab?
Luke BretonNT 20:45  Evel ma selaoue an holl bobl, e lavaras d'e ziskibien:
Luke BretonNT 20:46  Diwallit diouzh ar skribed a gar pourmen gant saeoù hir ha bezañ saludet war ar marc'hallac'hioù, a gar ar c'hadorioù kentañ er sinagogennoù hag ar plasoù kentañ er festoù,
Luke BretonNT 20:47  a zismantr tiez an intañvezed hag a ra evit ar gweled pedennoù hir. Bez' o devo ur varnedigezh gwashoc'h.
Chapter 21
Luke BretonNT 21:1  O vezañ savet e zaoulagad, e welas tud pinvidik a lakae o frofoù en teñzor.
Luke BretonNT 21:2  Gwelout a reas ivez un intañvez paour a lakaas e-barzh daou bezhig.
Luke BretonNT 21:3  Hag e lavaras: Me a lavar deoc'h e gwirionez, an intañvez paour-se he deus lakaet muioc'h egeto holl,
Luke BretonNT 21:4  rak holl o deus lakaet e profoù Doue eus ar pezh o doa a re, met houmañ he deus lakaet eus he dienez, kement holl he doa evit bevañ.
Luke BretonNT 21:5  Evel ma komze hiniennoù diwar-benn an templ, gant e vein kaer hag e profoù pinvidik, e lavaras:
Luke BretonNT 21:6  Gwelout a rit an traoù-se, deizioù a zeuio ma ne chomo ket anezho maen war vaen na vo diskaret.
Luke BretonNT 21:7  Goulenn a rejont digantañ: Mestr, pegoulz e c'hoarvezo an traoù-se, ha dre beseurt sin e vo anavezet e vint prest da c'hoarvezout?
Luke BretonNT 21:8  Eñ a lavaras: Diwallit na dromplfe den ac'hanoc'h. Rak meur a hini a zeuio em anv, o lavarout: Me eo, hag: An amzer a dosta. N'it ket eta war o lerc'h.
Luke BretonNT 21:9  Pa glevot komz eus brezelioù hag eus dispac'hioù, na spontit ket, rak ret eo e teufe an traoù-se a-raok. Met ne vo ket kerkent ar fin.
Luke BretonNT 21:10  Neuze e lavaras dezho: Ur vroad a savo a-enep ur vroad all hag ur rouantelezh a-enep ur rouantelezh all.
Luke BretonNT 21:11  Hag e vo krenoù-douar bras e meur a lec'h, naonegezhioù ha bosennoù. Traoù spouronus en em ziskouezo ha sinoù bras eus an neñv.
Luke BretonNT 21:12  Met a-raok an holl draoù-se, e lakaint o daouarn warnoc'h hag e wallgasint ac'hanoc'h, ho kasint er sinagogennoù hag ho lakaint er prizon, ho kasint dirak rouaned ha dirak gouarnourien abalamour da'm anv.
Luke BretonNT 21:13  Kement-se a vo evidoc'h ul lec'h da reiñ testeni.
Luke BretonNT 21:14  Lakait eta en ho kalon na dleit ket soñjal a-raok en ho tifenn,
Luke BretonNT 21:15  rak me a roio deoc'h ur genoù hag ur furnez na c'hello hoc'h holl enebourien respont netra dezho na stourm outo.
Luke BretonNT 21:16  Droukroet e viot gant ho kerent, gant ho preudeur, gant ho nesañ ha gant ho mignoned, hag e lakaint kalz ac'hanoc'h d'ar marv.
Luke BretonNT 21:19  Derc'hel a reot hoc'h eneoù dre ho kouzañvusted sioul.
Luke BretonNT 21:20  Pa welot Jeruzalem kelc'hiet gant armeoù, gouezit neuze ez eo tost he glac'har.
Luke BretonNT 21:21  Neuze ar re a vo e Judea, ra dec'hint war ar menezioù, ar re a vo e-kreiz Jeruzalem, ra zeuint er-maez anezhi, ar re a vo er parkeier, ra chomint hep mont en-dro.
Luke BretonNT 21:22  Rak ar re-se a vo deizioù a gastiz, evit ma'c'h erruo an holl draoù a zo skrivet.
Luke BretonNT 21:23  Gwalleur d'ar gwragez brazez ha d'ar magerezed en deizioù-se! Rak e vo ur glac'har bras war ar vro ha droug a-enep ar bobl-mañ.
Luke BretonNT 21:24  Kouezhañ a raint dindan troc'h ar c'hleze ha kaset e vint da sklaved e-touez an holl vroadoù. Jeruzalem a vo mac'het gant ar vroadoù betek ma vo peurleuniet amzerioù ar vroadoù.
Luke BretonNT 21:25  Bez' e vo sinoù en heol, el loar hag er stered. Ha war an douar, ar vroadoù a vo en nec'hamant, ha ne ouezint petra d'ober e-keñver ar mor hag e donnoù oc'h ober un trouz bras.
Luke BretonNT 21:26  An dud a fallao gant ar spont, o c'hortoz an traoù a dle c'hoarvezout er bed, rak galloudoù an neñvoù a vo hejet.
Luke BretonNT 21:27  Neuze e vo gwelet Mab an den o tont war ur goabrenn gant galloud ha gant ur gloar bras.
Luke BretonNT 21:28  P'en em lakaio an traoù-se da c'hoarvezout, sellit d'an nec'h ha savit ho pennoù, rak ho tasprenadur a dosta.
Luke BretonNT 21:29  Hag e lavaras dezho ur barabolenn: Gwelit ar wezenn-fiez hag an holl wez,
Luke BretonNT 21:30  pa vountont, ec'h anavezit ac'hanoc'h hoc'h-unan o welout anezho, emañ tost an hañv.
Luke BretonNT 21:31  Evel-se ivez, pa welot kement-se o c'hoarvezout, gouezit emañ tost rouantelezh Doue.
Luke BretonNT 21:32  Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos ar rummad-mañ ne dremeno ket ken na vo c'hoarvezet an holl draoù-se.
Luke BretonNT 21:33  An neñv hag an douar a dremeno, met va gerioù ne dremenint ket.
Luke BretonNT 21:34  Lakait eta evezh ouzhoc'h, gant aon na zeufe ho kalonoù da vezañ pounneraet gant an dirollerezh, gant ar vezventi ha gant prederioù ar vuhez-mañ, ha na zeufe an deiz-se warnoc'h a-daol-trumm.
Luke BretonNT 21:35  Rak dont a raio evel ur roued da soupren ar re holl a chom war holl c’horre an douar.
Luke BretonNT 21:36  Beilhit eta ha pedit e pep amzer, evit ma viot kavet din da dec'hout diouzh an holl draoù-se a dle c'hoarvezout, ha da badout dirak Mab an den.
Luke BretonNT 21:37  E-pad an deiz e kelenne en templ, hag en noz ez ae hag en em zalc'he war ar menez galvet Menez an Olived.
Luke BretonNT 21:38  Da c'houloù-deiz, an holl bobl a zeue d'e gavout evit e selaou.
Chapter 22
Luke BretonNT 22:1  Gouel ar bara hep goell, anvet ar Pask, a dostae.
Luke BretonNT 22:2  Ar veleien vras hag ar skribed a glaske an doare da lakaat Jezuz d'ar marv, rak doujañ a raent ar bobl.
Luke BretonNT 22:3  Satan a antreas e Judaz lesanvet Iskariod, unan eus an daouzek.
Luke BretonNT 22:4  Mont a reas hag a gomzas gant ar veleien vras ha gant pennoù ar warded diwar an doare d'e zroukreiñ dezho.
Luke BretonNT 22:5  Laouen e voent hag e tivizjont reiñ arc'hant dezhañ.
Luke BretonNT 22:6  Eñ a roas e c'her, hag e klaskas an tu dereat evit e zroukreiñ dezho hep ma ouije ar bobl.
Luke BretonNT 22:7  Deiz ar bara hep goell a zeuas, ma oa ret aberzhañ ar Pask,
Luke BretonNT 22:8  hag e kasas Pêr ha Yann, o lavarout: It da gempenn deomp ar Pask evit ma tebrimp anezhañ.
Luke BretonNT 22:9  Lavarout a rejont dezhañ: Pelec'h e c'hoantaez e kempennfemp anezhañ?
Luke BretonNT 22:10  Lavarout a reas dezho: Setu, pa'z eot e kêr, ec'h erruo ganeoc'h un den o tougen ur podad dour. Heuilhit anezhañ en ti ma'z aio ennañ,
Luke BretonNT 22:11  hag e lavarot da vestr an ti: Ar Mestr a lavar dit: Pelec'h emañ al lec'h e tebrin ar Pask ennañ gant va diskibien?
Luke BretonNT 22:12  Hag e tiskouezo deoc'h ur gambr uhel, bras ha fichet mat. Kempennit anezhañ eno.
Luke BretonNT 22:13  Int a yeas kuit hag a gavas an traoù evel m'en doa lavaret dezho. Hag e kempennjont ar Pask.
Luke BretonNT 22:14  Pa voe deuet an eur, en em lakaas ouzh taol an daouzek abostol gantañ.
Luke BretonNT 22:15  Eñ a lavaras dezho: C'hoantaet kalz em eus debriñ ar Pask-mañ ganeoc'h a-raok ma c'houzañvin,
Luke BretonNT 22:16  rak me a lavar deoc'h, ne zebrin ken anezhañ betek ma vo graet e rouantelezh Doue.
Luke BretonNT 22:17  Hag o vezañ kemeret un hanaf ha trugarekaet, e lavaras: Kemerit anezhañ ha lodennit anezhañ etrezoc'h,
Luke BretonNT 22:18  rak, me a lavar deoc'h, n'evin mui eus frouezh ar winienn ken na vo deuet rouantelezh Doue.
Luke BretonNT 22:19  Neuze e kemeras bara hag, o vezañ trugarekaet, e torras anezhañ hag en roas dezho o lavarout: Hemañ eo va c'horf hag a zo roet evidoc'h, grit kement-mañ en eñvor ac'hanon.
Luke BretonNT 22:20  En hevelep doare, goude bezañ koaniet e kemeras an hanaf hag en roas dezho o lavarout: An hanaf-mañ eo an emglev nevez em gwad skuilhet evidoc'h.
Luke BretonNT 22:21  Koulskoude setu, dorn an hini am droukro a zo ouzh an daol-mañ ganin.
Luke BretonNT 22:22  Evit ar pezh a zo eus Mab an den, mont a ra evel ma'z eo merket, met gwalleur d'an den-se ma'z eo droukroet drezañ!
Luke BretonNT 22:23  Hag en em lakajont da c'houlenn an eil ouzh egile pehini anezho a raje kement-se.
Luke BretonNT 22:24  Sevel a reas ivez un tabut etrezo, evit gouzout pehini anezho a dlee bezañ galvet ar brasañ.
Luke BretonNT 22:25  Eñ a lavaras dezho: Rouaned ar vroadoù a vestroni anezho, hag ar re o deus galloud warno a zo galvet madoberourien.
Luke BretonNT 22:26  Met ne vo ket evel-se etrezoc'h. Mat ra vo an hini brasañ en ho touez evel an hini bihanañ, hag an hini a ren evel an hini a servij.
Luke BretonNT 22:27  Rak pehini eo ar brasañ, an hini a zo ouzh taol pe an hini a servij? N'eo ket an hini a zo ouzh taol? Met me a zo en ho touez evel an hini a servij.
Luke BretonNT 22:28  C'hwi eo ar re o deus kendalc’het ganin em amprouadurioù,
Luke BretonNT 22:29  ha me a c'hrata deoc'h ar rouantelezh, evel ma en deus an Tad grataet din,
Luke BretonNT 22:30  evit ma tebrot ha ma'c'h evot ouzh va zaol em rouantelezh. Bez' e viot azezet war dronioù o varn daouzek meuriad Israel.
Luke BretonNT 22:31  An Aotrou a lavaras ivez: Simon, Simon, setu, Satan en deus goulennet ho tremen dre ar c'hrouer evel ar gwinizh.
Luke BretonNT 22:32  Met pedet em eus evidout evit na fallaio ket da feiz. Te eta, pa vi distroet, kreñva da vreudeur.
Luke BretonNT 22:33  Lavarout a reas dezhañ: Aotrou, me a zo prest da vont ganit ha d'ar prizon ha d'ar marv.
Luke BretonNT 22:34  Hag e lavaras: Pêr, me en lavar dit, ar c'hilhog ne gano ket hiziv na'z po nac'het teir gwech anavezout ac'hanon.
Luke BretonNT 22:35  Lavarout a reas dezho: Pa em eus ho kaset hep yalc'h, hep sac'h hag hep botoù, daoust hag un dra bennak a zo bet manket deoc'h? Int a lavaras: Netra.
Luke BretonNT 22:36  Neuze e lavaras dezho: Met bremañ, an hini en deus ur yalc'h, ra he c'hemero, en hevelep doare an hini en deus ur sac'h; an hini n'en deus ket ur c'hleze, ra werzho e vantell da brenañ unan.
Luke BretonNT 22:37  Rak me a lavar deoc'h, ret eo c'hoazh d'ar pezh a zo skrivet bezañ peurc'hraet ennon: Lakaet eo bet e renk an dorfedourien. Hag emañ o vont da c'hoarvezout ar pezh a sell ouzhin.
Luke BretonNT 22:38  Lavarout a rejont: Aotrou, setu daou gleze. Eñ a lavaras dezho: A-walc'h eo.
Luke BretonNT 22:39  Goude bezañ aet er-maez, e yeas hervez e c'hiz da Venez an Olived. E ziskibien a heulias anezhañ.
Luke BretonNT 22:40  Pa voe erruet el lec'h-se, e lavaras dezho: Pedit evit na gouezhot ket en temptadur.
Luke BretonNT 22:41  Neuze e pellaas diouto war-dro hed un taol-maen hag, o taoulinañ, e pedas,
Luke BretonNT 22:42  o lavarout: Tad, mar fell dit, pella an hanaf-se diouzhin! Koulskoude, ra ne vo ket graet va bolontez, met da hini.
Luke BretonNT 22:43  Un ael eus an neñv en em ziskouezas dezhañ evit e greñvaat.
Luke BretonNT 22:44  Gwasket gant an anken, e pedas kalz startoc'h, hag e teuas dezhañ ur c'hwezenn evel beradennoù gwad a gouezhe war an douar.
Luke BretonNT 22:45  O vezañ savet eus e bedenn, e teuas etrezek e ziskibien hag o c'havas kousket gant an dristidigezh,
Luke BretonNT 22:46  hag e lavaras dezho: Perak e kouskit? Savit ha pedit evit na gouezhot ket en temptadur.
Luke BretonNT 22:47  Evel ma komze c'hoazh, ur vandenn a zeuas, hag an hini a c'halved Judaz, unan eus an daouzek, a gerzhe a-raok dezho. Hag e tostaas ouzh Jezuz evit pokat dezhañ.
Luke BretonNT 22:48  Ha Jezuz a lavaras dezhañ: Judaz, droukreiñ a rez Mab an den dre ur pok?
Luke BretonNT 22:49  Ar re a oa en-dro dezhañ, o welout ar pezh a yae da c'hoarvezout, a lavaras dezhañ: Aotrou, ha skeiñ a raimp gant ar c'hleze?
Luke BretonNT 22:50  Unan anezho a skoas servijer ar beleg-meur hag a droc'has dezhañ e skouarn dehou.
Luke BretonNT 22:51  Met Jezuz, o kemer ar gomz, a lavaras: Lezit d’ober! Hag o vezañ stoket ouzh e skouarn, e yac'haas anezhañ.
Luke BretonNT 22:52  Neuze Jezuz a lavaras d'ar veleien vras, da gabitened an templ ha d'an henaourien, a oa deuet a-enep dezhañ: Deuet oc'h gant klezeier ha gant bizhier, evel war-lerc'h ul laer.
Luke BretonNT 22:53  Bemdez e oan en ho touez en templ, ha n'hoc'h eus ket lakaet ho taouarn warnon. Met houmañ eo hoc'h eur ha galloud an deñvalijenn.
Luke BretonNT 22:54  Neuze e krogjont ennañ, e kasjont anezhañ hag e lakajont anezhañ da vont e-barzh ti ar beleg-meur. Pêr a heulie a-bell.
Luke BretonNT 22:55  P'o doe enaouet tan e-kreiz ar porzh ha ma voent azezet a-unan, Pêr a azezas en o zouez.
Luke BretonNT 22:56  Ur vatezh, o welout anezhañ e-kichen an tan hag o sellout pizh outañ, a lavaras: Hemañ a oa ivez gantañ.
Luke BretonNT 22:57  Met eñ a zinac'has hag a lavaras: Gwreg, n'anavezan ket anezhañ.
Luke BretonNT 22:58  Un nebeudig goude, unan all o vezañ e welet, a lavaras: Te a zo ivez eus an dud-se. Met Pêr a lavaras: Den, ned on ket.
Luke BretonNT 22:59  War-dro un eur goude, unan all a destenias o lavarout: A dra sur hemañ a oa ivez gantañ, rak Galileat eo.
Luke BretonNT 22:60  Met Pêr a lavaras: Den, n'ouzon ket petra a lavarez. Ha kerkent, evel ma komze c'hoazh, ar c'hilhog a ganas.
Luke BretonNT 22:61  An Aotrou, o vezañ distroet, a sellas ouzh Pêr. Ha Pêr en doe soñj eus komz an Aotrou ha penaos en doa lavaret dezhañ: A-raok ma kano ar c'hilhog, te az po va dinac'het teir gwech.
Luke BretonNT 22:62  Pêr a yeas er-maez hag a ouelas gant c'hwervder.
Luke BretonNT 22:63  An dud a zalc'he Jezuz a reas goap anezhañ hag a skoas warnañ.
Luke BretonNT 22:64  O vezañ e vouchet, e rojont taolioù-dorn d'e zremm o lavarout dezhañ: Diougan! Piv eo an hini en deus skoet ganit?
Luke BretonNT 22:65  Hag e lavarjont kalz a draoù a-enep dezhañ o troukkomz en e enep.
Luke BretonNT 22:66  Adalek ma voe deuet an deiz, kuzul henaourien ar bobl, ar veleien vras hag ar skribed en em zastumas. Hag e lakajont anezhañ da zont dirak o sanedrin.
Luke BretonNT 22:67  Lavarout a rejont: Mar d-out ar C'hrist, lavar deomp. Eñ a respontas dezho: Mar en lavaran deoc'h, n'en kredot ket,
Luke BretonNT 22:68  ha ma ran goulenn deoc'h ivez, ne respontot ket din ha ne'm lezot ket da vont.
Luke BretonNT 22:69  Hiviziken Mab an den a vo azezet a-zehou da c'halloud Doue.
Luke BretonNT 22:70  Lavarout a rejont holl: Te eo eta Mab Doue? Hag e respontas dezho: C'hwi henn lavar, rak bez' ez on.
Luke BretonNT 22:71  Hag e lavarjont: Da betra hon eus c'hoazh ezhomm a desteni? Klevet hon eus hon-unan eus e c'henoù?
Chapter 23
Luke BretonNT 23:1  An holl dud-se, o vezañ savet, a zegasas anezhañ da Bilat.
Luke BretonNT 23:2  Hag en em lakajont d'e damall, o lavarout: Ni hon eus kavet an den-mañ o tromplañ ar vroad, o tifenn paeañ ar gwir da Gezar hag oc’h en em lavarout e-unan Krist, ar roue.
Luke BretonNT 23:3  Pilat a reas outañ ar goulenn-mañ: Ha bez' out roue ar Yuzevien? Eñ a respontas dezhañ: Te en lavar.
Luke BretonNT 23:4  Pilat a lavaras d'ar veleien vras ha d'ar bobl: Ne gavan netra da damall en den-mañ.
Luke BretonNT 23:5  Met int a zalc'he o lavarout: Sevel a ra ar bobl, o kelenn dre holl Judea, o vezañ henn graet adalek Galilea betek amañ.
Luke BretonNT 23:6  Pa glevas Pilat komz eus Galilea, e c'houlennas hag e oa Galileat an den-se.
Luke BretonNT 23:7  O vezañ gouezet e oa eus dalc'h Herodez, e kasas anezhañ da Herodez a oa e Jeruzalem en deizioù-se.
Luke BretonNT 23:8  Herodez, pa welas Jezuz, a voe laouen, rak pell e oa en doa c'hoant d'e welout abalamour m'en doa klevet lavarout kalz a draoù diwar e benn, hag e c'hortoze e welout oc'h ober ur mirakl bennak.
Luke BretonNT 23:9  Ober a reas eta meur a c'houlenn outañ, met ne respontas netra dezhañ.
Luke BretonNT 23:10  Ar veleien vras hag ar skribed a oa eno hag a damalle anezhañ gwashañ ma c'hellent.
Luke BretonNT 23:11  Herodez gant tud e ward a zismegañsas anezhañ hag, evit ober goap anezhañ, e wiskas dezhañ ur sae splann hag en kasas en-dro da Bilat.
Luke BretonNT 23:12  En deiz-se Pilat hag Herodez a zeuas da vezañ mignoned, rak a-raok e oant enebourien.
Luke BretonNT 23:13  Pilat, o vezañ dastumet ar veleien vras, mistri ar vro hag ar bobl, a lavaras dezho:
Luke BretonNT 23:14  Degaset hoc'h eus din an den-se evel m'en dije savet ar bobl. Ha setu, goude bezañ graet goulennoù outañ dirazoc'h, ne'm eus ket e gavet kiriek da hini ebet eus an torfedoù a damallit dezhañ.
Luke BretonNT 23:15  Nag Herodez kennebeut rak ho kaset em eus d'e gavout, ha setu, n'en deus graet netra a vefe dellezek a varv.
Luke BretonNT 23:16  Neuze, e gastizañ a rin, hag e laoskin anezhañ.
Luke BretonNT 23:17  Ret e oa dezhañ leuskel unan dezho e deiz ar gouel.
Luke BretonNT 23:18  Hag e krijont holl a-unan: Laka hemañ d'ar marv ha laosk deomp Barabbaz.
Luke BretonNT 23:19  Hemañ a oa bet lakaet er prizon evit un dispac'h c'hoarvezet e kêr hag evit ur muntr.
Luke BretonNT 23:20  Pilat, c'hoant dezhañ da leuskel Jezuz, a gomzas outo a-nevez.
Luke BretonNT 23:22  Eñ a lavaras dezho evit an trede gwech: Met peseurt droug en deus graet? Ne'm eus kavet ennañ netra hag a vefe din a varv. Neuze, e gastizañ a rin hag e laoskin anezhañ.
Luke BretonNT 23:23  Met int a gendalc'he, o c'houlenn gant kriadegoù bras ma vije staget ouzh ar groaz. Hag o c'hriadennoù ha re ar veleien vras a greske.
Luke BretonNT 23:25  Leuskel a reas dezho an hini a oa bet lakaet er prizon evit un dispac'h hag evit ur muntr, hag a oa an hini a c'houlennent, hag e tilezas Jezuz d'o bolontez.
Luke BretonNT 23:26  Evel ma kasent anezhañ, e kemerjont un den anvet Simon a Siren, a zistroe eus ar parkeier, hag e lakajont anezhañ da zougen ar groaz, war-lerc'h Jezuz.
Luke BretonNT 23:27  Ur vandenn vras a bobl hag a wragez en heulie, en em c'hlac'hare hag a hirvoude diwar e benn.
Luke BretonNT 23:28  Jezuz, o tistreiñ etrezek enno, a lavaras: Merc'hed Jeruzalem, na ouelit ket diwar va fenn, met gouelit warnoc'h hoc'h-unan ha war ho pugale,
Luke BretonNT 23:29  rak setu, deizioù a zeuio ma vo lavaret: Eürus ar merc'hed difrouezh, ar c'hofoù n'o deus ket ganet hag an divronn n'o deus ket maget!
Luke BretonNT 23:30  Neuze en em lakaint da lavarout d'ar menezioù: Kouezhit warnomp! ha d'ar krec'hiennoù: Goloit ac'hanomp!
Luke BretonNT 23:31  Rak ma reer an traoù-mañ d'ar c'hoad glas, petra a vo graet d'ar c'hoad sec'h?
Luke BretonNT 23:32  Hag e kased ivez daou dorfedour evit o lakaat da vervel gantañ.
Luke BretonNT 23:33  Pa voent deuet el lec'h anvet: ar C'hlopenn, e kroazstagjont anezhañ eno hag an dorfedourien ivez, unan a-zehou hag egile a-gleiz.
Luke BretonNT 23:34  Jezuz a lavaras: Tad, pardon dezho, rak n'ouzont ket ar pezh a reont. Neuze e lodennjont e zilhad ouzh o zeurel d'ar sord.
Luke BretonNT 23:35  Ar bobl en em zalc'he eno hag a selle. Mistri ar vro a oa ivez ganto a rae goap anezhañ, o lavarout: Saveteet en deus ar re all, ra en em saveteo e-unan mar d-eo ar C'hrist, an hini dibabet gant Doue!
Luke BretonNT 23:36  Ar soudarded ivez a rae goap anezhañ, o tostaat evit kinnig gwinegr dezhañ
Luke BretonNT 23:37  hag o lavarout: Mar d-out roue ar Yuzevien, en em savete da-unan!
Luke BretonNT 23:38  Bez' e oa ar skrid-mañ a-us d'e benn, skrivet e gresianeg, e latin hag en hebraeg: HEMAÑ EO ROUE AR YUZEVIEN.
Luke BretonNT 23:39  Unan eus an dorfedourien a oa krouget a zismegañse anezhañ, o lavarout: Mar d-out ar C'hrist, en em savete da-unan ha ni ivez!
Luke BretonNT 23:40  Met egile, o krozal dezhañ, a lavaras: Ha ne zoujez ket eta Doue, rak barnet out d'an hevelep poan?
Luke BretonNT 23:41  Evidomp ez eo gant reizhder, rak e resevomp hervez hon oberoù, met hemañ n'en deus graet droug ebet.
Luke BretonNT 23:42  Hag e lavare da Jezuz: Aotrou, az pez soñj ac'hanon pa zeui ez rouantelezh.
Luke BretonNT 23:43  Jezuz a lavaras dezhañ: Me a lavar dit e gwirionez, hiziv e vi ganin er baradoz.
Luke BretonNT 23:44  Bez' e oa war-dro ar c'hwec'hvet eur hag e voe teñvalijenn war an douar holl, betek an navet eur.
Luke BretonNT 23:45  An heol a deñvalaas ha gouel an templ a rogas dre e greiz.
Luke BretonNT 23:46  Jezuz, en ur grial a vouezh uhel, a lavaras: Tad, lakaat a ran va spered etre da zaouarn! O vezañ lavaret kement-se, e varvas.
Luke BretonNT 23:47  Ar c'hantener, o welout ar pezh a oa c'hoarvezet, a roas gloar da Zoue o lavarout: A dra sur, an den-mañ a oa reizh.
Luke BretonNT 23:48  Ar bobl holl a oa en em zastumet da welout ar pezh a c’hoarveze hag o welout kement-se, a yeas kuit en ur skeiñ war boull o c'halon.
Luke BretonNT 23:49  Ar re holl a anaveze anezhañ hag ar gwragez o doa e heuliet adalek Galilea, en em zalc'he a-bell hag a selle ouzh an traoù-se.
Luke BretonNT 23:50  Bez' e oa ur c’huzuliad anvet Jozef, un den mat ha reizh,
Luke BretonNT 23:51  n'en doa ket roet e ali d'o diviz na d'o oberoù. Dont a rae eus Arimatea, kêr eus ar Yuzevien, hag e c'hortoze ivez rouantelezh Doue.
Luke BretonNT 23:52  O vezañ deuet da gavout Pilat, e c'houlennas digantañ korf Jezuz.
Luke BretonNT 23:53  O vezañ e ziskennet eus ar groaz, en goloas gant ul lienenn hag e lakaas anezhañ en ur bez toullet er roc'h, e-lec'h ne oa bet c'hoazh lakaet den.
Luke BretonNT 23:54  Deiz ar c'hempennadur e oa hag ar sabad a dostae.
Luke BretonNT 23:55  Ar gwragez deuet eus Galilea gantañ, o vezañ heuliet Jozef, a welas ar bez ha penaos e oa lakaet e gorf e-barzh.
Luke BretonNT 23:56  O vezañ distroet, ec'h aozjont louzoù-frondus ha c'hwezhioù-mat, hag e tiskuizhjont d'an deiz sabad, hervez al lezenn.
Chapter 24
Luke BretonNT 24:1  Deiz kentañ ar sizhun, e teujont mintin mat d'ar bez, o tegas ganto al louzoù-frondus o doa fichet. Ur re bennak o heulie.
Luke BretonNT 24:2  Kavout a rejont e oa bet ruilhet ar maen a-zirak ar bez.
Luke BretonNT 24:3  O vezañ aet ennañ, ne gavjont ket korf an Aotrou Jezuz.
Luke BretonNT 24:4  Evel na ouient petra da soñjal war gement-se, setu, daou zen en em ziskouezas dezho gwisket gant dilhad lugernus.
Luke BretonNT 24:5  Evel ma oant spontet ha ma plegent o fenn war-zu an douar, e lavarjont dezho: Perak e klaskit e-touez ar re varv an hini a zo bev?
Luke BretonNT 24:6  N'emañ ket amañ, met adsavet eo a varv. Ho pet soñj penaos en doa komzet ouzhoc'h, pa oa c'hoazh e Galilea
Luke BretonNT 24:7  o lavarout: Ret eo da Vab an den bezañ lakaet etre daouarn ar bec'herien, ha bezañ kroazstaget, hag adsevel a varv d'an trede deiz.
Luke BretonNT 24:9  O vezañ distroet eus ar bez, e tisklêrjont an holl draoù-se d'an unnek ha d'an holl re all.
Luke BretonNT 24:10  Mari a Vagdala, Janed, Mari mamm Jakez, hag ar re all a oa ganto, a oa ar re a lavaras an traoù-mañ d'an ebestel.
Luke BretonNT 24:11  Hag e kemerent ar pezh a lavarent evel ur sorc'henn ha n’o c’hredjont ket.
Luke BretonNT 24:12  Hogen Pêr a savas hag a redas d'ar bez. O vezañ pleget, ne welas nemet al lienennoù war an douar. Mont a reas kuit, souezhet ennañ e-unan eus ar pezh a oa c'hoarvezet.
Luke BretonNT 24:13  Setu, daou anezho a yeas en deiz-se memes d'ur vourc'h anvet Emmaüz, war hed tri-ugent stadenn (~ 11 km) diouzh Jeruzalem.
Luke BretonNT 24:14  Int a gomzas etrezo diwar-benn ar pezh a oa c'hoarvezet.
Luke BretonNT 24:15  Evel ma komzent ha ma rezonent, Jezuz e-unan a dostaas hag en em lakaas da gerzhout ganto.
Luke BretonNT 24:16  Met o daoulagad a oa dalc'het, en hevelep doare ma n'anavezent ket anezhañ.
Luke BretonNT 24:17  Eñ a lavaras dezho: Petra eo ar c'homzoù-se a lavarit etrezoc'h en ur vont en hent, ha perak oc'h ken trist?
Luke BretonNT 24:18  Unan anezho, anvet Kleopaz, a respontas dezhañ: Te eo an diavaeziad hepken, e Jeruzalem, ha ne oar ket an traoù c'hoarvezet enni en deizioù-mañ?
Luke BretonNT 24:19  Eñ a lavaras dezho: Petra? Int a respontas dezhañ: Ar pezh a zo c'hoarvezet gant Jezuz a Nazared, ur profed galloudek en oberoù hag e komzoù dirak Doue ha dirak an holl bobl,
Luke BretonNT 24:20  ha penaos ar veleien vras ha mistri hor bro o deus e zroukroet da vezañ kondaonet d'ar marv, hag o deus e staget ouzh ar groaz.
Luke BretonNT 24:21  Ni a espere e oa hennezh an hini a saveteje Israel. Ha koulskoude kement-se holl, setu an trede deiz ma'z eo c'hoarvezet an traoù-se.
Luke BretonNT 24:22  Gwir eo koulskoude penaos gwragez bennak eus hon touez o deus hor gwall souezhet, rak o vezañ aet d'ar bez mintin mat,
Luke BretonNT 24:23  n'o deus ket kavet e gorf, hag ez int deuet o lavarout penaos aeled a zo en em ziskouezet dezho hag o deus lavaret ez eo bev.
Luke BretonNT 24:24  Hiniennoù ac'hanomp a zo aet d'ar bez hag o deus kavet an traoù evel m'o deus ar gwragez lavaret dezho, met eñ, n'o deus ket e welet.
Luke BretonNT 24:25  Hag e lavaras dezho: O tud hep skiant ha tud a galon gorrek da grediñ kement en deus lavaret ar brofeded!
Luke BretonNT 24:26  Ha ne oa ket ret d'ar C'hrist gouzañv an traoù-se ha mont en e c'hloar?
Luke BretonNT 24:27  Hag e tisplegas dezho an holl Skriturioù a gomze diwar e benn adalek Moizez betek an holl brofeded.
Luke BretonNT 24:28  Evel ma tostajont ouzh ar vourc'h e-lec'h ma'z aent, eñ a reas van da vont pelloc'h.
Luke BretonNT 24:29  Int a viras outañ na d-aje, o lavarout: Chom ganeomp rak an noz a zeu hag an deiz a zo war e ziskenn. Antreal a reas evit chom ganto.
Luke BretonNT 24:30  Evel ma oa ouzh taol ganto, e kemeras ar bara hag e trugarekaas. O vezañ e dorret, e roas anezhañ dezho.
Luke BretonNT 24:31  O daoulagad a zigoras hag ec'h anavezjont anezhañ, hag e tec'has a-zirak o daoulagad.
Luke BretonNT 24:32  Hag e lavarjont an eil d'egile: Hor c'halon ha ne domme ket ennomp, pa gomze ouzhimp en hent ha pa zisklêrie deomp ar Skriturioù?
Luke BretonNT 24:33  O sevel en eur-se memes, e tistrojont da Jeruzalem. Hag e kavjont an unnek hag ar re a oa ganto dastumet asambles,
Luke BretonNT 24:34  o lavarout: An Aotrou e gwirionez a zo adsavet a varv, hag eo en em ziskouezet da Simon.
Luke BretonNT 24:35  Int a gontas ar pezh a oa erruet ganto en hent ha penaos o doa e anavezet pa oa o terriñ ar bara.
Luke BretonNT 24:36  Evel ma komzent diwar-benn an traoù-se, Jezuz e-unan en em ziskouezas en o c'hreiz hag a lavaras dezho: Ar peoc'h ra vo ganeoc'h!
Luke BretonNT 24:37  Met, spontet ha spouronet, e kredjont gwelout ur spered.
Luke BretonNT 24:38  Hag e lavaras dezho: Perak oc'h trubuilhet, ha perak e sav kement a soñjoù en ho kalonoù?
Luke BretonNT 24:39  Sellit ouzh va daouarn hag ouzh va zreid, me va-unan eo. Stokit ennon ha sellit: ur spered n'en deus na kig na eskern evel ma welit em eus.
Luke BretonNT 24:40  O lavarout kement-se, e tiskouezas dezho e zaouarn hag e dreid.
Luke BretonNT 24:41  Met en o levenez, ne gredent ket c'hoazh hag e oant souezhet; lavarout a reas dezho: Ha bez' hoc'h eus amañ un dra bennak da zebriñ?
Luke BretonNT 24:42  Kinnig a rejont dezhañ un tamm pesk rostet hag un derenn vel.
Luke BretonNT 24:44  Hag e lavaras dezho: Setu ar pezh am eus lavaret deoc'h pa oan c'hoazh ganeoc'h: ret eo ma vefe peurc'hraet kement a zo skrivet diwar va fenn e lezenn Moizez, er brofeded hag er Salmoù.
Luke BretonNT 24:45  Neuze e tigoras dezho o spered evit ma komprenfent ar Skriturioù,
Luke BretonNT 24:46  hag e lavaras dezho: Evel-se eo skrivet, hag evel-se e oa ret d’ar C'hrist gouzañv ha sevel a-douez ar re varv d'an trede deiz.
Luke BretonNT 24:47  Ha ret eo ma vo prezeget en e anv ar geuzidigezh ha pardon ar pec'hedoù e-touez an holl vroadoù, o vont da gentañ dre Jeruzalem.
Luke BretonNT 24:49  Ha setu, ez an da gas deoc'h ar pezh en deus va Zad prometet. Met evidoc'h-c'hwi, chomit e kêr Jeruzalem ken ma viot gwisket gant ar galloud eus an nec'h.
Luke BretonNT 24:50  Degas a reas anezho er-maez betek Betania hag, o vezañ savet e zaouarn, e vennigas anezho.
Luke BretonNT 24:51  Hag e c'hoarvezas, pa oa ouzh o bennigañ, ma pellaas diouto ha ma voe savet en neñv.
Luke BretonNT 24:52  Int, goude bezañ e azeulet, a zistroas da Jeruzalem gant levenez vras,
Luke BretonNT 24:53  hag e oant dalc'hmat en templ, o veuliñ hag o vennigañ Doue. Amen.